1
C’hoant am euz d’ho lakaat da c’hoarzin,
Ma ouffec’h petra ’zo c’hoarveet,
Ma ouffec’h petra ’zo c’hoarveet :
Eun oac’h yaouank emeuz ar gear-man,
o-rinn-ton-la, la-la-dira,
Eun oac’h yaouank emeuz ar gear-man
a zo bet fouetet gant he vreg.
2
An oac’h-man a renke luskellat,
Ouspen monet bemdez d’ar ster : (bis)
Ha ma na vize[1] gwen an dillad,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Ha ma na vize gwen an dillad,
En dize badou[2] leiz he ler.
3
— Sav Iann da luskellat ar c’havel,
Skuiz eo ma fenn euz he glevet : (bis)
Pe ma gemeran eur geuneuden,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Pe ma gemeran eur geuneuden,
Ma mignon me reï d’id donet.
4
Me ’zo vont da dy ma amezegez
Da gauseal eun neubeud c’hoaz : (bis)
Preparit lein a-benn ma zeffin[3],
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Preparit lein a-benn ma zeffin
Petramant e po fest ar vaz !
5
— Ma fried, eur banne a effenn,
Eur zec’hed braz am euz brema : (bis)
— « Guelc’hit ho kueren eta mefier[4],
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Guelc'hit ho kueren eta mefier,
Te c’hoanteez ganid peb tra ».
6
Gant an hast enn devoa d’he guelc’hi,
Etre he zaouarn eo draillet : (bis)
Hag heon o kommans da grial,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Hag heon o kommans da grial :
« Eur malheur ’zo ganin c’hoarveet ».
7
— Jarnecoton, eme Jaketta,
Breme souden[5] n’hi raï’ ar bal : (bis)
Tennit ho pragezen, ma mignon,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Tennit ho pragezen ma mignon
Ma po an disciplin ragtal !
8
Flikez ha flakez d’an daou goztez
Me ho tesko da derri guer, (bis)
Ha netra demeuz an tiegez,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Ha netra demeuz an tiegez
C’hui oar walac’h an traou ’zo ker !
9
— Ma fried ho pet truez ouzin
C’hui lako ar goad da redek : (bis)
Me a evo gwin gant ma botez,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Me a evo gwin gant ma botez,
Kentoc’h ’vit torri guer’ ebed.
10
— Lakeet ho pragez ’ta, ma fried,
Ha deut da vouchad d’ar skouljed, (bis)
Ha da brometi enn ho puez,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Ha da brometi enn ho puez
Na doroc’h gueren ebed mui.
11
Kenta tra a dorri enn ty-man,
Me a grogo e bleo da benn, (bis)
Er memez tra enn da ziouscouarn,
O-rinn-ton-la, la-la-dira,
Er memez tra enn da ziouscouarn
Ken a teont keit re eun azen !
|