GWENOLA KEROSVENN
————

Mari Landur a zo eur plac’h yaouank goz, gwenn he bleo, hag a zo o chom en eur manerig koant, e parrez Lokirek. Kement a zo en ti a zo bet d’he zud en he raok ; tra peb tra a zo kempenn, dalc’het dilastez. He zad, bet gwechall mestr maltouter, a zo maro pemp bloaz a zo, hag he mamm, bet pell amzer war he gwele, a zo ivez en e gichen e bered Lokirek.

Ar Vari Landur a vev en he feadra, sioulik outi he-unan : a-walc’h he deus eviti, met eaz da zalc’her matez n’he deus ket. Eun dervez ar zizun, Loeiza goz a deu da walc’hi an dilhad ha da goara kampr an dimezel ; daou zervez ar zizun, Gwenola Kerosvenn a deu da wriat ha da ferri an tammou dilhad d’ar maner.

Gwenola a zo eur plac’h yaouank triwec’h vloaz, eur baotrez dournet mad, eur baotrez a boell ; e-doug an deiz e kan soniou brezonek, ar pez a blij kalz d’an dimezel goz, rak he mamm he devoa desket mad d’ezi en he bugaleach brezoneg c’houek en yez Treger.

Koulskoude, ar walc’herez, Loeiza goz, eun dervez a lavaras d’he mestrez :

— Ya, dimezel, ma ouesfec’h petra eo Gwenola, gant he holl gantikou, ne zalc’hfec’h ket anezi en ho ti.

— Petra eo ’ta, Loeiza ? Lavarit d’in dillo !

— Komprennit, dilun diveza edon o vonet d’ar gear war va strakik, pa welis ho kanerez, kazel oc’h kazel gant eun tamm lakez, eur c’hoz kalvez eus ar bourk, eun didalvez ma ’z eus unan.

— Ha gwir eo ze, Loeiza ?

— Gwir bater, va mestrez, hag anat d’eoc’h n’ema ket war he zro genta, ar ganfartez.

D’ar zadorn war-lerc’h, Gwenola a oa adarre er maner, o ferri hag o kana evel eun eostig ; an houarn a rede war al lien gwenn-kann. Souezet oa ar plac’hig pa ne wele ket evel kustum he mestrez en he c’hichen, he lunedou aour war he fri, a-zevri o kempenn eviti loereier bet d’he mamm.

Evelato, pa oa eat an heol da guzet, deuet ar mare d’ar plac’hig da vonet d’ar gear, an dimezel goz a deuas er gampr, tenval he fenn, hag, azezet war eur gador, e lavaras :

— Ar gaoz a zo dre aze e teu bep abardaez eur paotr yaouank, eur pabor evit doare, d’ho tiambroug bemdez, pa vezit o vonet d’ar gear !

— Oh !… mestrez !

— Ne dalv ket d’eoc’h nac’h, klevet mat em eus, ha gwelet oc’h bet kazel oc’h kazel gantan, hag ar pez a zo gwasoc’h, ho peus hen lezet da bokat d’eoc’h !

Ar plac’h yaouank a stouas he fenn ha war he diouchod ruz evel daou aval, an daerou a ruilhas puilh.

— Ha dre-ze e welan ez eo red d’in klask eur gemenerez all en ho leac’h, daoust ma kavan diez kenan.

— Va Doue ! na rit ket an dra-ze, mestrez !… Petra lavaro va mamm pa glevo !… Va Doue ! Ya, re wir eo ar pez a livirit, met mar am dalc’hit c’hoaz, biken ken ar paotr yaouank-ze na deuio d’am diambroug, toui a ran d’eoc’h, mestrez ! En hano Doue, va lezit da zont c’hoaz davedoc’h !… Keuz am eus ha keuz bras !

— Truez a gemeran ouzoc’h evit ar wech genta, met diwallit ha diwallit mat, rak mar teufe d’in klevout eun dra bennak a fall diwar ho penn c’hoaz, e c’hellit lavarout eo great ganeoc’h ho tro ziveza em zi !

Evit monet d’ar gear, Gwenola en abardaevez-ze a gemeras eun hent all, evit ma n’en em gavfe ket gant he muia karet, ha pa oa kouezet an noz, ez eas beteg e di da lavaret d’ezan petra oa c’hoarvezet etre he mestrez hag hi en dervez-ze.

Ar garantez, siouaz ! a zo dall, he dalla ra ivez an dud keiz !

Pardon bras Sant-Yann-ar-Biz a zigouez da c’houel-Yann, pardon brudet meurbed dre Dreger ha Leon.

Gwenola, daoust ma ne ziskoueze ket a-wel d’an holl he c’harantez evit he c’halvez yaouank, ne rea ket a c’henou bihan evit lavarout da gement a garie he c’hlevout, oa Lomig Gwevrok he brasa mignon, hag aliesa ma c’halle, met ato a-guz, e klaske an tu da gaout kaoze outan, ha deiz pardon Sant-Yann oant o-daou eat da avela o fenn, da bardona evel kalz a re all diwar-dro.

Edont o-daou, Lomig ha Gwenola, o sellout oc’h mein kizellet kaer an iliz, pa welchont o tonet a-benn d’ezo eus diabarz an iliz, eur vaouezig goz, eul lunedou aour war he fri. Gwenola a lezas eur garmaden, he mestrez a oa o sellout outi, uhel he fenn ganti. Gant he Lomig e tec’has a-gleiz d’an iliz, hag an hini goz a gemeras an tu deou, evit monet war an hent-bras.

— Alo ! eme Gwenola, echu eo va fardon, nijet va flijadur, rak mar d’oun gwelet gant va mestrez, eo great an traou d’in en taol-man da vad !

— Bah ! eme Lomig, lez hounnez ’ta, ar wrac’h goz-ze, me zo gouest da c’hounit bara d’it, emichans !

— Ha warc’hoaz ema va deiz da vonet d’ar maner !

— Marteze n’he deus ket da anavezet, Gwenola.

— Neuze ’ta, daoulagad krak he deus, ha gant he lunedou eo barrek da lakat neud en nadoz c’hoaz.

Gwenola he devoa eun nozvez fall, krena rea o sonjal en dervez war-lerc’h, ha donet a rea en he spered ar c’homzou rust lavaret d’ezi gant he mestrez, daou viz a oa : « Great eo ganeoc’h ho tro ziveza em zi ».

Mad ! evelato da vihana ar plac’h yaouank, evel kustum, d’an taol a eiz eur, a oa oc’h eva he banne kafe oc’h taol ar gegin e ti he mestrez. N’oa ket bet daleetoc’h evit gwelout an hini goz o tonet da azeza en he c’hichen er gegin.

— Penaos, merc’h, eur paotr koant eo ho tousig, evel am oa gwelet deac’h, hag eur c’houbladig a-chos a reoc’h ho-taou.

Gwenola a blegas he fenn, a zirollas da ouela, a glaskas tec’hout, great an traou d’ezi : gwelet oa bet !

— Perak e ouelit evel-se, merc’h ? Deuit aman em c’hichen.

— C’houi a zo o vonet d’am stleja er-meaz eus ho ti.

— N’emaoun ket, merc’h, selaouit va c’homzou : me a zo bet gwechall yaouank eveldoc’h, neuze e karien a-greiz va c’halon eur maltouter eus Landreger, ha paneved va mamm e vije bet va fried. Siouaz ! hi he deus miret ouzin, hag abaoe n’em eus karet nikun all. Ne fell ket d’in avad mirout e vad ouz den, zoken ouz va c’hemenerez.

— Oc’h ober goap emaoc’h, mestrez.

— N’emaoun ket, Gwenola, met livirit d’in ’ta pegeit a zo ema hen oc’h ober al lez d’eoc’h ?

— Bloaz a zo, mestrez.

— Ah ! Ha pe da vare e vezo an eured ?

— Ne ouezan ket c’hoaz, mestrez, va mamm ne fell ket d’ezi rei he aotre d’in ken a c’hounezo hen kant liur bep miz.

— Ha pegement bemdez en deus breman, ha peseurt micher a ra ?

— Kalvez eo, mestrez, ha pevarzek real bemdez en deus, a ra bep miz war-dro dek liur ha pevar-ugent.

— Lavarit d’ho mamm eus va ferz ema o klask pemp troad d’ar maout. Petra !… abalamour da zek liur ema-hi o virout hoc’h eurvad ouzoc’h !

— Ya, mestrez, gwir awalc’h a livirit. Koulskoude n’eo ket abalamour ma n’em eus ket poaniet awalc’h eo !

— Mad ! sellit, Gwenola, me a zo o vonet da lavaret d’eoc’h eun dra hag a raio, sur oun, plijadur d’eoc’h ho taou, d’an hini a dle beza ho pried ha d’eoc’h hoc’h-unan. Diganen-me ho pezo dek liur kresk bep miz, pa vefoc’h dimezet. Lakit eta buhan an embanneier da vonet en-dro, ma vefoc’h pelloc’h unanet gant an hini a garit ar muia war an douar. Pe hano en deus hen, Gwenola ?

— Lomig Gwevrok, mestrez.

— Eun hano breizad rik, Gwenola !

Loeiz AR FLOC’H