Gwerc’hez Plizidi

Lajat, 1909  (p. 157-160)



Gwerc’hez Plizidi


D’ an aotro Joanno, person Plizidi.


I


O ma Breiz dudius, bro a viskoaz meulet,
Gant an holl out karet, n’eo ket hep digare,
Kaer e vo da gana, awalc’h na vi meulet,
Rak koant ez out, en gwirione !

War da zouar hepken e ve kavet lec’hiou,
Ha n’o deus ket o far ’barz ar Grouadelez ;
Me a garfe beva kalz, kalz a gantvejou
Evit da gana hep paouez…
.................................................................................
En touez meur a vene, kollet en bro Kerne,
En sioulder ar maeziou, pell eus ar skoueriou fall,
Piou n’anve eul lec’hig binniget gant Doue,
Eul lec’hig fur dreist ar re-all ?


Eul lec’h en pehini eman an holl doujus,
Elec’h mar kerz an dud war roudou ar zent koz,
Elec’h m’eo ar bugel d’e d’ad, d’e vam zentus,
Elec’h zo peuc’h ha de, ha noz ?

Piou n’anve ar barrouz, — o gwellan madelez ! —
Ar barrouz dibabet gant ar Werc’hez Vari,
Da vezan eul loden eus he Rouantelez,
Piou eta n’anve Plizidi ?

II


Plizidi a zeblant, pa ve gwelet a bell,
Bezan dimeus bro Lourd eun henvelidigez :
— « Perak ne vefe ket eun eil Masabiell,
» E laras eun de ar Werc’hez,

» Perak ne deufen ket da gavout eur jijen,
» En harz an iliz koant hag ouz troad ar mene ?
» Aman ma bugale a larfe eur beden,
» Aman e taoulinfent gant fe… »

Neuze — burzud dispar ! — eur zulvez d’ar mintin,
Kristenien Piizidi a zavas zouezet ;
Moueziou drant ar c’hleier a vralle gwall sklintin,
Ouz lein o zour dantelezet.


War askell an avel, dre ar vro tro war dro,
E rede eur c’helo : — « O gwellan neventi…
» Plijet eo gant Mari dont da chom en hon Bro.
» Bretoned, deut da Blizidi ! »

Hag an holl a deue, karget a levenez,
A-dreuz d’al lanneier, traouiennou ha parkou,
D’enori o Mam vad, da bedi ar Werc’hez,
Ha da gana d’ei kantikou…

Dirak ar skeuden gaer pep kristen a stoue,
Ha dimeus pep kalon, dre anaoudegez vad,
E tec’he eur beden, peden a drugare…
Lourd oa deut da vro ar breizad !

Ya, Lourd en gwirione, gant roc’h Masabiell,
Lourd gant eur skeuden goant, skeuden dener Mari.
A zav war zu an nenv he daouarn hag he zell…
Lourd, Lourd war douar Plizidi !

Lourd ebarz ar vered, — o taolen frealzus ! —
Ar Werc’hez o tiwall beziou ar Re-Varo ;
Oh ! Anaon karet, c’houi a zo evurus,
Mari a glev ho hirvoudo !


Ganac’h me a garfe dindan kenkoulz skoazel,
Kousket en ho pered, ya, ma hun diwezan,
Ha bezan luskellet gant ar c’hleier zantel,
A zon klemmus ar c’hlaz aman…

III


— O Gwerc’hez Plizidi, chilaouet ma feden,
Difennet Breiz-Izel, m’ho ped, en han Doue,
Nag e teufe ar Fall war broïou-all da ren,
Miret bepred hon Bro d’ar Fe !

Miret enni, miret giziou koz ha furnez,
Miret ane dreist-holl en parrouz Plizidi,
Ma laro peb breizad dimeus ho tud, Gwerc’hez
Sed aman bugale Mari !

Plizidi a zo d’ac’h, d’ac’h he deus ’n em roet,
Ha c’houi ho peus kavet anezi deread,
Da vezan gant ho Mab ha ganac’h binniget,
Bezet ganti karet dalc’hmad !

Binniget anezi hag arc’hoaz evel dec’h,
Plizidi a chomo skouer ar barrouz kristen ;
Ha, goude en Nenvou, he bugale dinec’h,
A veulo ho Mam da viken !