Ur verz pell-amser so bet scrivet e gallec,
Hac a dleffe pell so beza e bresonec,
A gleffot, mar gallan, ha poent aoalc’h e ve ;
Rac e Breiz, en ho pro, ha va-hini ive,
E c’hoarvezet an taul p'hini a zisclerian :
Biqen ne vo canet caeroc’h taul evithan.
Ar Sauzon a so bet (c’hui er goar,) a viscoas
Adversourien hor bro, ha bepret ez int c’hoas.
Meur a grogat so bet etrezo hac hon tud,
Crogadou rust meurbet, elec’h ma croguet mud ! [1]
Mæs e toez qement-all, biscoas goassoc’h brezel
Eguet etre ar Saux a zalc’he Ploärmel
Hac ar Vretonet ter, oc’h ober goarnizon
Gant Robert Beaumaner, a guenta goad Breton,
Er guær hac er c’hastel brudet a Josselin,
Evel ma er lenner scrivet var parchimin.
Er bloavez mil-tri-c’hant-hanter
Abaoue ma oa deut er bed-ma hor Salver,
Ar Saux a Bloärmel a leqe an tan-goall
En tyez var ar maez ; a laze ar chatal ;
Guasqa tudigou paour, dinoas ha disouten ;
Ha biscoas n’o devoe na gourdrous na qelen
Digant o maestr Bambro, qen didruëz hac hi !
Beaumaner a glevas an hirvoud hac ar c’hri
Eus an dud gla’haret. Glazet gant doàn e vro,
E ’houlen audlanç digant ar Saux Bambro.
« Chetu me deut d’hô caout, ’me Robert Beaumaner,
» D’ober clemm ; rac ho tud a zistruch ar c’harter.
» Mar grevit an ezec’h, a belec’h ho pezo
» Nac yd na qiq ive ? Ha ret mat a vezo
» Dec’hu qer couls ha din, deomp-ni tud a gleze,
» Arat, medi, dorna ha squiza, marteze !
» Touït eta pelloc’h ne guasqfot e nep sort
» Ar gueiz divar ar mæz ! Pe Charles pe Monfort
» A vezo Duq e Breïz, petra ra se dezo ?
» Grit brezel ouzomp-ni, espernit anezo ! »
« Tavit var ar poent-ma, e me neuze Bambro,
» E difron c’hueset franq ; va selaouit d’ho tro :
» Bezit contant, Autrou Beaumaner, pe fachet,
» Grit ar pez a garroc’h, Gallaouet, Bretonet,
» Va Roue-me vo mæst e Frang hac e Paris,
» Ha Monfort a vo mæst var an ducaich a Vreiz,
» Var qement so etre Pontorson ha Guenet,
» Adalec Sant Vaze tre betec an Naonet ! »
Achu e gomz ganta : Robert, eb coll amser,
A zistro oc’h ar Saux, evellen qen seder :
« Songit, Bambro, songit un uvre-all,
» An uvre-se so songet fall !
» Na dre gaer na dre ac, [2] birviqen, cridit-se,
» Hanter troatad douär e Breiz-isel n’ho pe !
» List ho pombat, Autrou !… Aliez, pautret balc’h, [3]
» Goude prometti re ne reönt qet aoalc’h !
» Mar plich deoc’h ar gombat, ar c’hemesq hac ar goad,
» Chetu ama ho ten !… Parlantit ur guer mad !
» Mar qirit autramant, e hellomp ober guell :
» Assinomp un devez evit ober brezel
» Gant tregont a bep tu, tri-uguent pe ouspenn,
» Ma vo guelet pere a vo mæst en dachenn ! »
« Mad e, eme Bambro ; ra vo græt evel-se ;
» Tregont eur va phautret ous tregont eus ho re ;
» Peb a varc’h dindanno !… » Hac o daou, var o le,
Beaumaner ha Bambro o deus qemeret deiz
Evit ar gombat rust etre Bro-Saux ha Breiz,
Eb trucherez, na chalm, nac ardou disleal.
Pedom Douë an êe, n’e na bouzar na dall,
Ma tui a guir da vad hac ar gaou caout e fall !
Distro da Josselyn, Robert a Veaumaner,
(E dal so diroufen, e zaoulagat seder,)
Qer buan da guement na Marc’heq [4] nac Autro,
E tisclerias penaus oa c’hoarvezet an dro ;
E contas guer-da-cher, het-a-het, qement caus
A oa bet etreza hac ar c’habiten Saux.
« Tuchentil, clevit mad : etre me ha Bambro
» Combat so assinet gant tregont eus va bro
» Oc’h tregont eus e re. Hac e vanqfe din cant,
» Me o chaffe souden, pautret start ha vaillant,
» Mad da sqei gant ar lanç pe gant ar c’hleze hir,
» Gant contel-lassen verr, pe gant ar vouhal dir.
» Ya ! me gaffe cant, mad a vre’h hac a zorn,
» Ha dispont a galon, ha calet a ascorn ! »
« Autro Robert, eme ractal ar Vretonet,
» Soudardet, Marc’heïen couls hac ar Baronet,
» Ni o c’heulio laouen evit discarr Bambro
» Hac ar re so ganta o glac’hari hor bro.
» N’o devo nac arc’hant na rançon diguenomp,
» Rac ni so guest da sqei a drojou [5] hac a blom.
» Fiziet var hon divrec’h hac hor c’halonou ter ;
» Ha brema grit ho choaz, Autro a Veaumaner. »
« Tinteniac da guenta : ra vo Doue meulet !
» Guyon a Rochefort ; Charruët mad hanvet ;
» Guillou Ar March goude ; Robin a Raguenel
» A vo gueneomp ive, hac Ollier Arel,
» Ur breton ferm mar deus ! Caro a Vodegat ;
» An den brudet meurbet Jeffrey Autro ar C’hoat ;
» Ar chevalier Huön a Sant Yvon ;
» Brema, Yan Rousselot, ter evel ur leön.
» Chetu nao Chevalier, ha va unan so deq.
» Eus a iselloc’h renq, brema, eb caout abeq,
» Guillou a Montalban en deus va c’henta choaz,
» Hac Allan Tinteniac, c’hui oar hema so goaz !
» Tristan Pestivien, estimet gant an oll ;
» Allan a Ꝃanraix ; goude, e eöntr Loll,
» Fontenay a Goyon, gant o c’hlezeier hir,
» A ranqo disquez deomp pelec’h ma’r guella dir !
» Capus Ar Fur, michanc, ne anconahin qet ;
» Jeffrey dimeus ar Roc’h a vezo marc’heqeet,
» Perac ? Budiq, e dad, en deus breselleqeet
» Bete Constantinopl gant enor Ha Couraich !
» Ma ve sauzon Bambro evit ober dommaich
» Da Bautret mempret evellen,
» Biqen cleze na lanç ne dleffent mui douguen ! »
Robert a Veaumaner en deus choaset goude
Jeffrey Polard ; Mauric Tresiguide ;
Guyon Pontguen ; Jeffrey eus a Meslon ;
Mauriç ar Parc, gant Beaucorps, e vignon ;
Guillou ar Lann ; Serent ; Richard ive ;
Ollier Monteville, brudet evel den cre.
Chetu hi hanvet oll, hac hi oll o stouët,
Gant respet, Beaumaner o deus trugareqeet.
Ra zeui brema Douë, mæst ha crouër an oll,
Da viret n’o devo drouc, disenor pe coll :
Ra zeui, er c’hontrol, pep goall chanç
Var soudardet Bambro, distruch ha dismeganç !
Bambro, dious e gostez, evit sevel tregont
En deveus bet cals poan, chetu ama ar gont :
Caverley ; Knollis ha Croquard ;
Yan Plesanton ha Richard Ar Gaillard ;
Helcoq, e vreur, ha Jennequin Taillard ;
Repford ; Richard Ar Lann ; Thomas a Belliforz,
Pehini n’en em gann nemet a dauliou orz,
Uguent-lur so enni ha pemp lur-all ouspenn :
An nep a vo tiset ganthi divar e benn,
Na bara na guastel ne debro birviqen !
Clamaban, gant ur falç dibalamour ha vil,
Leun a grezzier, a broudou var e c’hil, [6]
Camm ha garv, distail a dremm,
Hac he beq so meurbet lemm :
Var lerc’h ar falç cris-se ne deus remed ebet !
Betonchamp ; Herouärd a oe goude choaset ;
Hualtön allemand ; Marechal a Vitart ;
Isannay ar hardis ; Robinet Melipart ;
Rango ; Robin Adez ; Trussel hac Helluchon ;
Dagorn criz evel tigr, eus a vro ar Sauzon,
Hon deus hanvet uguent ; c’huec’h Allemand ive.
Pevar eus a Vrabant a oe savet goude :
Gannelon ; Guill ’Gaillard ; Dardaine hac Aspremont.
Chetu merqet brema hanoiou an tregont.
Couraich ha nerz a-leiz o deus an tregont Saux,
Sterniet penn-quil ha troat, [7] lasset clenq, armet clos ;
Ne vanq deze na cabellou [8] houärn
Da diouall penn ha discouärn,
Na juppen arm, [9] na maneg ler,
Na cleze hir, na contel ver,
Na lanç beq-lemm, na falç, nac orz pounner ;
Hac e touönt, en hano hor Salver,
Penaus Beaumaner hac e dud
A vo dizale lazet mud !
Mæs, dimeus e gostez, an den fur Beaumaner
Da Zouë ha d’ar Sent a goestle an affer.
Deut an termen, deut an deiz,
Robert en deus galvet ar pautret eus a Vreiz :
Oferen a glefzont, hac oll int absolvet.
« Brema, Chevalerien, Baronet, Soudardet,
» C’hui oar, e me Robert, e pretand ar Sauzon
» Ober o mæst varnomp ; mæs bezomp dispouron !
» Startomp c’hueq, dalc’homp mad an eil oc’h e-guile ;
» Ar victor a vo deomp gant sicour hon Doue !
» Digant an Duq a Vreiz, p’hini en deus hor le,
» Ar Franç-oll, an Duchess, p’hini so car din-me,
» Hor bezo da viqen, joa, henor ha brud-vad.
» Mar teu eta Bambro er moez dimeus ar choat,
» Promettomp var hor feiz, penaus hivisiqen
» Hini deus e lignez n’er guelo o pourmen ! »
Oud e tregont, Bambro, balc’h ha leun a vrabanç,
A lavare : « Me meus tennet va nigromanç ;
» Levr ar sorcer Merlin am eus leqet da lenn,
» Pehini a bromet e chommo an dachenn
» Gueneomp, hac ar profit en devez a hirie :
» Breiz a vo da Montfort hac ar Franç d’hor Roue
» Beaumaner hac e dud a so deom-ni abret ;
» Fen’nos o velfot oll lazet pe prisonniet. »
Evellen e songe, Evellen e comse,
Mæs Doue er c’hleve hac en dislavare.
Eil Chabist.
En hanter hent etre ar guaer a Bloärmel
Hac hini Josselyn, brudet dre e c’hastel,
Ez oa ur braden plen evel ur tapis flour,
E harz ur vezen derv ha taust d’ur goaziq dour.
Ar braden-se a oe assinet evit plaç.
Qent eguet Beaumaner, Bambro a diguezas :
« Pelec’h oud’e chommet, Autro’ a Veaumaner ?
» Pelec’h, e me Bambro, e ma ta bautret ter ?
» Aon o deus bet, m’oar vat, ha songet mat o deuz,
» Rac mar teuont ama, e vezo var o reuz ! » [10]
« Ne ranqfot qet cortos, eme Robert, d’e dro,
» Oc’h arruout neuze ! » Oc’h e velet, Bambro
A deu da habasqaat : Autrou, pe sort profit
» Ho po dioc’h ar gombat, hac e ouffac’h gounit ?
» Flastret a vo cals tud en devez a hirio ;
» Ar sort ne gaffoc’h mui couls hac hi, en ho pro :
» Apellomp an devez bete m’hor b’o urz vad
» Digant Duq ha Roue, da ober ar c’hrogad. »
Petra, me Beaumaner, Autronez, me ho ped,
» A respontin brema d’ar pez en deus comzet ? »
« Petra, ’me Charruël, ruz-glaou gant e gounner ?
» Staga da vat diouc’h-tu !… ’Vit piou hor c’hemer ?
» Qement-all a dud ferm, armet ha sterniet mad,
» Ha mont en dro d’ar guær eb qemesq na crogad !
» Distreï evel yer gleb dar guær a Josselyn !
» Qement-se a roffe re a lec’h da choarzin. »
« Combat a ranq beza, eb dale, eb apell,
» ’Me Robert Beaumaner. Va mignon Charruël,
» (Lealloch evit-han n’eus qet e Breiz-isell,)
» A lavar e vezo ; me er lavar ive,
» Ha den n’am dislavar! C’hui a sonch, marteze,
» E ma ama guenin oll fleur ar Vretonet ?
» Tud dibab int, m’er goar, mæs sourci n’ho pet qet ;
» Var o lerc’h e ve c’hoas cavet ur guchenn-all,
» Qen start, qer c’hoanteq, qen difall !
» Ar re so deut ama, m’o enef a bell so ;
» Sorcerez pe ard-fall ne velloc’h qet ganto ;
» Mæs darc’hav cloq a raint. Diouallit, mar qirit,
» Hac harpit ouzomp, mar gallit ;
» Rac, abars ar c’hus-heol, o deveus din touët
» E viöt a stoq-corf, mar-miq, pe cordennet ! »
An drompillou sqiltrus ha scler, neuse souden,
A son d’ar gombat criz. Qer pront an diou vandenn,
Gant prez ha gant fizianç, an eil enep he-ben
A avanç d’ar pass, ferm evel diou moguer men.
Peb lanç, peb morzoul, peb cleze,
A so savet huel ; an heol divar ’neze
A denn mil ha mil stereden,
Pe, mar d’e guell, mil luc’heden.
En em tosteët int ; chetu hi stoq-ous-stoq,
Ha brema mesq-ha-mesq, ha brema crog-ous-crog.
Ar stoqat qenta-ma a oe terrupl meurbet
Ha goall doanius, sioas, d’ar Vretonet !
Jeffrey Meslon, sounnet, biqen ne savo mui ;
Ranqet eus Charruël da Vambro en em rei ;
En despet d’e nerz bras, Tristan Pestivien
En deus bet un taul orz, n’all mui en em souten ;
Yan Rousselot ive a so hanter-lazet.
Roït, o va Douë ! sicour d’ar Vretonet.
Spount oa guelet ar freuz hac ar c’hemesq er prat.
Un taul mail en deus bet Caro a Vodegat,
Ha Pestivien qæz, badet gant e daul orz,
Mesvet ha casi dall, a gommanç crial forz :
« Deut buan, Beaumaner, e m’on o vont gante !
» Mar d’an, me oar ervad ho pezo qeus d’in-me.
» Ennoc’h, var lerc’h Douë, e ma va oll fizianç ! »
« Dalc’h mat, ’me Beaumaner, dalc’h mat ! Meur a fust lanç,
» Abars ma z’hi gante, a vezo sqillaouët ; [11]
» Meur a blatinen arm, meur a gabell toullet. »
Qer buan hac e gomz, e labour gant e vrec’h ;
Gant e c’hleze ledan e sqo a traon ha trec’h :
Qement a vo tiset, gant faç e drem da vat,
A ranqo orgella ha ruilla var ar prat.
Herpel a ree Bambro hac e dud outàn ferm ;
Sqei a rer a nerz-corf, an oll a c’huez a derm.
Yosted, ne allont mui : an daou rum a reqet
Ma vo un tam hean ’vit terri ar sechet.
Accordi a rezont var ar fæt, ha dioc’h-tu
Int deut divar ar prat. Gant ur bannac’h guin ru
E guelc’hzont o c’houzoug stanqet gant ar boultren ;
Dioc’h o zal e sec’hzont ar goad hac ar c’huezen.
Neuze guitibunan, [12] gant prez ha galon vat,
An daou rum a zistro, disourci, d’ar gombat.
Qen rust oe ar c’hrogad evel en dro guenta ;
D’or c’henvroïs e oe qen dommachus dija !
Pemp-varnuguent ebqen, sioas, a Vretonet
Ne chom bremâ ! Perac ? daou a so bet lazet,
Hastennet var ar gueod, ha tri so prisonniet,
Hac hervez ar lesen eus an amseriou-ze,
N’allont qet labourat gant lanç pe gant cleze
En dra vev an hini en deus o frisonniet :
Chom a ranqint eb flach, a gostez da sellet.
Da Robert Beaumaner e cri Jeffrey Ar Roc’h :
« Ma vigen Chevalier, Autrou, e venn creoc’h !
» En han Douë, ar pez oc’h eus din promettet
» Sevenit [13] en heur-mâ ! » « Mad ez e ho reqet,
» ’Me Robert da Zeffrey : Marc’heq evel ar c’hiz
» Ra viöt, va mignon ; va bennos d’ho couriz, [14]
» Amâ, dirac an oll ! Ho pet sonch en ho tad
» Ha ra vo ho cleze hirio badezet mad. »
Bambro, oc’h o c’hlevet, a choanteäs bragal : [15]
« Muguet un tam qignen, na te nac ar re-all,
» Beaumaner, ne brisan ! Mar cares ta vuez,
» En em rent din-me pront : e ber, d’am mignonez
» Me raio donezon ac’hanoud, hac ar pris
» A ranqi da bea vo grêt en e divis :
» Qement-se, dec’h da nos, dezi a bromettis. »
« List ho brabanç, [16] Bambro, ’me Beaumaner ractal,
» Rac hema ne de qet an amser da farcal ! »
Var an heur, Ꝃanreïs a saillas etrezo
Ha gant ar c’homzou-mâ e c’hourdrouzas Bambro :
« Ro peoc’h, brabancer fall ! Birviqen Beaumaner
» Ne vo en ta divis [17] en dra ma velin scler !
» Chetu amâ ta gont : dal, Bambro, ’me Alan ! »
Gant un taul fenn a lanç, qer pront evel an tan,
En deus tiset ar Saux qen na treusas e dal.
Bambro oe douarët, hac evelqent ractal
E savas var e dreit ; moes pell ne chommas qet,
Rac lanç Jeffrey Ar C’hoat en deus e peurlazet.
« Guasqomp, ’me Beaumaner, mui-oc’h-mui, bugale :
» Roomp bec’h d’ar re-all ha list hennes aze ! »
Daoust d’ar c’holl o deus grêt, ar Sauzon a harpas ;
Croquart da gabiten var’ne en em laqeas.
« Bambro, eme Croquart, n’en deus qet bet a chanç
» Dioc’h e uvreöu sot na levriou nigromanç ;
» Mæs n’omp qet trec’het c’hoas ! Bodit en dro din-me,
» Scoas-oc’h-scoas evel tud, ha labourit goude.
» Mallos d’ar Vretonet mar teuont var hed lanç ! »
Maro Bambro a oe an taul a delivranç
Da Garo, da Tristan, da Charruel ive,
Hac o zri er c’hemesq e saillzont adarre.
Terruploc’h freuz biscoas na tauliou pounneroc’h
Biscoas, e bro ebet, ne clefzoc’h, ne velzoc’h !
Evel ar morzolliou a guez var an anneu,
Stanq evel ar grisill, pa vez eur barr arneu,
O chlevet eus a bell, eur c’hard-leo dioc’h ar plaç !
Daou dimeus ar Sauzon, en dro-mâ, a chommas
Sounnet ha dilavar ; neuze un Allamant
En deveus bet e fall, ha Dardaine a Vrabant ;
Mæs Polard ar Breton a so ive lazet,
Sioas ! ha Beaumaner a so goall pistiguet ; [18]
Hac he n’en devoa qet debret epad an deiz,
Rac ma zoa ar bevar sadorn eus ar c’horaiz.
Eêt e squiz gant ar yun, gant e gouli mantret,
En deus goulennet dour da derri e sec’het.
« Ef ta goad, Beaumaner, e me Jeffrey Ar C’hoat,
» Ne po qen a sec’het !… » Jeffrey, gant eur goms vat,
En deus rentet e nerz da Robert Beaumaner ;
Assambles gant e nerz, e cresqet e gounner.
Na-mui-na-maez, ar Saux a zalc’he bodet stanq [19]
Hac a scoë derveq : [20] ar re-all var ar franq
A finve en dro d’e, eb allout boulc’ha tam
Nac antren en o mesq. Caverley, yaouanq flamm,
Mempret evel Samson, ha Belifortz, nerzus
Dreist an oll Saux, a vann [21] o c’hlaoiou [22] arnezus. [23]
Hennes gant e vouhal, eguile gant e vaill,
A vroust, a greo, a faout, a vruzun hac a draill
Qement a dosta re. Reuz d’hon tud-ni, sioas !
Beaumaner e-hunan a sant un hencrez [24] vras.
Jeffrey Ar C’hoat, disquiz hac ampar, [25] er c’honfort :
« Ne vantrit [26] qet, Robert ; Charruël, Rochefort,
» Guill’ Ar March, Tintenniac hac Ollier Arrel,
» Start a zorn hac a vrec’h, ha Robin Raguenel,
» A so yac’h ha divless, ha cals a re-all c’hoas,
» Tud a leiz da flastra ar Sauzon var ar plaç. »
» Oh ! ma ve dindannon ur marc’h dioc’h va divis !
» (’Me Guillou Montalban) ur marc’h cre ha disquis ! »
O lavaret ar goms, evel pa ve yostet,
Er mæz eus ar c’hemesq e bet en em dennet.
Beaumaner, gant despit, deza a rebechas :
« Petra res-te, Guillou ? Hor lezel var ar plaç
» Ha re grogad gueneomp !… Poeltron !… Te ha ta dud,
» Evit an torfet-ma a gounezo goall-vrud ! »
« Labourit, Beaumaner, m’ho ped, eme Guillou :
» Brema souden, Autrou, e cleffot va c’helou !… »
Eur marc’h en d’oa guelet er mæz eus an dachenn,
Sterniet e c’his ma faut (fors piou ar perc’henn) : [27]
Var e guein e lammet Montalban, ha, dioc’h-tu,
En d’eus breudet e flancq [28] qen a strinq ar goad ru ;
Crog derveq en e lanç, en eur stouët e benn,
A benn-err [29] var ar Saux e coez evel un tenn.
Seiz en deus discaret gant an heurtad qenta ;
O tont en dro, tri-all so bet ruillet ganta.
Echu brema d’ar Saux ! Brema e renqont coll ;
Du-ma, du-hont e maint a stoq-corf casi oll.
Bretonet, grit ho choas brema var ar Sauzon :
Lazit-o, rançonit pe cassit d’ar prison
Qement a so chommet e buez aneze !
Evel-se achuas ar gombat terrup-se.
Ar re dioc’h ar Sauzon n’allint qet goaranti
Arc’hant o liberte, a ranqo anduri,
Cortoz en ereou ma teuio eur mignon
Da zigass dioc’h o bro ar pris eus o ranson.
Da guenderc’hel ar sonch en amser da zonet,
Eus ar gombat criz-ma, ur groas oa bet savet
Var ar lann hanter-hent pa zeer da Bloärmel ;
Mæs re dister e oa ar groas ha re izel :
Brema c’huezeq vloas so, eus savet en e flass,
Gant mein benerez [30] caer, un tour huël ha bras.
Sonch a ve, p’er gueler, eus an tregont Breton
A difennas hor bro a enep ar Sauzon.
————
Pedomp DOUE an Tad hac e Vap, hor Salver,
Pa zeui da fin ar bed, evit beza barner,
Ma sello a druëz oc’h eneöu ar re
A gollas o vuez ebars ar brezell-ze.
|