Gwerziou Breiz-Izel/a-bezh
Skrid a-bezh
Ann aotro ’r c’hont hag he briet
Iaouankik mad ’zo dimezet ;
Unan daouzek, un-all trizek.
A-benn nao miz gwillioudet.
’N aotro ar c’hont a c’houlenne
Euz he briet, un deiz a oe :
— Ma friet, d’in-me lavaret
Petra digan-in c’hoantaët ? —
— Un tam kig glujar pe kig gad
A c’houlennann, dimeus ar c’hoad. —
An aotro ’r c’hont, p’hen euz klewet,
En he fuzul ez eo krôget,
En he fuzul ez eo krôget,
Da ober ur bale eo et.
E-bars ar c’hoad p’eo antreet,
Kornandonez gant-han digwet :
— Deiz-mad d’ac’h-c’hui, aotro ar c’hont,
Me oa pell-zo ’klask ho rankontr ;
Brema p’am eûz ho rankontret,
Eureuji d’in-me a renkfet. —
— Eureuji d’ac’h-c’hui na rinn ket,
Rag me ’zo newez-dimezet ;
Rag me ’zo newez-dimezet,
Ma groeg ’n noz-ma gwillioudet. —
— Daoust d’ac’h pe verwell ’dann tri de,
Pe chomm seiz bloas war ho kwele ;
Merwell endann ann tri de-man,
Pe chomm seiz bloas war h’ kwele klan. —
— Gwell ganin merwell ’dann tri de,
’Wit chomm seiz bloas war ma gwele ;
Rag ma groegik a zo iaouank,
’Defe ganin kalz nec’hamant. —
Ann aotro ar c’hont a lare
D’he vamm, er ger pa arrue :
— Ma mamm ’gret-c’hui me gwele d’inn,
Bikenn an-ez-han na zavinn! —
— Ma mab ker, d’in-me lavaret,
Petra gant-oc’h ’zo arruet? —
— O chaseal er c’hoad on bet,
Ur Gornandonez ’zo digwet,
Hag a deuz d’in-me lavaret
Eureuji d’ez-hi vije red. —
— Ma mabik, d’in-me lavaret
Petra dez-hi ’c’h euz respontet? —
— Hag am euz d’ez-hi respontet :
Eureuji d’ec’h me na rinn ket,
Rag me ’zo newez-dimezet,
Ma groeg ’n noz-ma gwillioudet.
’R Gornandonez, pa deuz klewet,
D’in-me neuze deuz lavaret : —
— Daoust d’ac’h pe verwell ’dann tri de,
Pe seiz vloas klanv war ho kwele. —
— Gwell ganin merwell ’dann tri de,
’Wit chomm seiz bloas war ma gwele,
Rag ma groegik a zo iaouank
Defe ganin kalz nec’hamant. —
Ma mammik paour, mar am c’haret,
Euz ma friet n’anzavfet ket;
Euz ma friet n’anzavfet ket,
Ken ’vo euz hi gwele savet. —
Itron ar c’hont a c’houlenne
Digant hi mam-gaer en de-se:
— A zo gant ma friet digwet,
Pa na deu-han ket d’am gwelet? —
— Da chaseal d’ar c’hoad eo et,
Er ger n’eo ket c’hoas arruet;
Et eo da chaseal d’ar c’hoad,
Da glask d’ac’h un draïk bennag. —
Itron ar c’hont a c’houlenne,
Euz hi mitijenn en deiz-se :
— Ma mitijenn, d’in-me laret,
Gant ar mewelienn ’zo digwet?
Petra gant-ez a zo digwet,
Na ma oelont-hi ken dourek? —
— O touran ar c’hezek int bet,
Ar marc’h gwella ho deuz beuzet. —
— Laret d’ez-he na oelfont ket,
Pa vinn iac’h, re all ’vo prenet. —
Itron ar c’hont a c’houlenne
Euz hi mitijenn en deiz se:
— Ma mitijenn d’in-me laret,
Petra ganac’h ’zo c’hoarvezet?
Petra ’zo ganac’h c’hoarvezet
Na ma oelet-c’hui ken dourek? —
— O kanna ’r c’houez ez omp bet,
Linseliou gant ann dour ’zo et. —
— Ma mitijenn, na oelet ket,
Pa vinn iac’h, re-all ’vezo gret. —
Itron ar c’hont a c’houlenne
Euz hi mitijenn en deiz-se:
— Petra ’zo newez en ti-ma,
Ma ’ma ’r veleïnn o kana? —
— Ur paour a oa ama lojet,
Hag a zo en noz-ma marwet;
Hag a zo en noz-ma marwet,
Ha fete ’vezo douaret. —
Itron ar c’hont a c’houlenne
Digant hi mam-gaer en deiz-se:
— Pere dillad a wiskinn-me
’Wit monet d’ann iliz, fete? —
— ’Ma gant ’r groagez iaouank ar c’hiz
Em wiska ’n du d’vont d’ann iliz. —
Itron ar c’hont a c’houlenne
bars ann iliz pa arrue:
— Piou ’zo ’dann ma skabel douaret,
Ann douar ’zo newez mesket? —
— Beta-henn am euz d’ac’h kuzet,
Hen ober pelloc’h n’hellan ket:
Hen ober pelloc’h n’hellan ket:
Ho priet ’zo ase douaret! —
Itron ar c’hont pa deuz klewet,
Raktal d’ann douar ’zo zemplet ;
Raktal d’ann douar ’z eo zemplet,
Ha war al lec’h ez e marwet!
Kanet gant ar paour dall GARANDEL.
lezhanvet Kompagnon-dall.
Plouaret, 1844.
Ann aotro Nann hag he briet
Iaouankik flamm ’zo dimezet;
Iaouankik flamm int dimezet,
Un’ daouzek vloas, un-all trizek :
Iaouankik flamm int dimezet,
Iaouankik flamm dispartiet.
Ann aotro ar c’hont a lare
Na d’he briet, un deiz a oë :
— Brema pa ’z oc’h gwillioudet,
Petra ’c’hoantaët, ma friet ?
Un tam kefelek, un tam iar,
Pe c’hoas un tamik kig glujar?
— Un tam kefelek, mar karet,
Penamed ho poan, ma friet. —
’N aotrou ar c’hont, p’hen euz klewet.
En he fuzul a zo kroget;
En he fuzul ez e kroget,
Da chaseal d’ar c’hoad eo et.
Ebars ar c’hoad p’e digwezet,
Ur gornandonez ’n euz kavet :
— Deiz-mad d’ac’h-c’hui, aotro ar c’hont,
Me ’zo pell-zo ’klask ho rankontr ;
Brema, p’am euz ho rankontret,
Ma eureuji a vezo red ;
Pe ma eureuji promptamant,
Pe reï d’in ma buset[1] arc’hant ;
Pe c’hoas merwell endann tri de,
Pe chomm seiz vloas war ho kwele ;
Pe chomm seiz vloas war ho kwele,
Ha merwel neuze koulsgoude !
— ’Wit ho eureuji na rinn ket,
Me ’zo dimet hag eureujet ;
Me ’zo dimet hag eureujet,
Bet eur mab bihan d’am friet.
Gwell ganin merwell ’dann tri de,
’Wit chomm seiz vloas war ma gwele ;
’Wit chomm seiz vloas war ma gwele,
Ha merwel neuze koulsgoude! —
’N Aotro ar c’hont a lavare
D’he vamm, er ger pa arrue ;
— Ma mammik gret ma gwele eaz
Rag me ’m euz bet ur gwall-dewez ;
O chaseal er c’hoad ’z on bet
’R gornandonez am euz kavet ;
’R gornandonez am euz kavet,
Ha vel-henn d’in deuz-hi laret: —
Pe hi eureuji promptamant,
Pe rei d’ei hi buset arc’hant ;
Pe c’hoas merwell endann tri de,
Pe chomm seiz vloas war ma gwele ;
Pe chomm seiz vloas war ma gwele,
Ha merwel neuze koulsgoude.
Me vezo maro ’benn tri de,
Hag ’vo beziet ar beware.
Ma mammik paour, mar am c’haret,
N’anzavet ket euz ma friet,
N’anzavet ket euz ma friet,
Ken a vo bet purifiet.
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, un deiz a oe:
— Petra ’newez ’zo en ti-ma,
Me gleo ’r mewelienn o oela? —
— Gwella marc’h ’oa er marchosi
’Zo bet debret gant ar bleizdi. —
— Laret d’ez-he na oelfont ket,
Me denno akord ma friet. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne,
Euz hi mitijenn en de-se:
— Perag m’eo dibrenn ho koeffou,
N’eo ket en defaot a spilhou,
Euz ar foar vraz a Landreger
Digasset ’m boa d’ac’h peb a viller? —
— Ur paour a oa ama lojet,
Hag a zo en noz-ma marwet;
Hag a zo en noz-ma marwet,
Dougenn he ganvo ’zo dleet. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër c’hoas en de-se:
— Petra ’zo newez en ti-ma,
Me gleo beleïenn o kana?
— Ur paour aman ’oa repuet,
Hag a zo en noz-ma marwet;
Hag a zo en noz-ma marwet,
Hen bezia brema vezo red.
— Lavaret d’ez-he kana ge,
Me ’m euz arc’hant, hag a rei d’e. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, c’hoas en de-se:
— Pe-lec’h e manet ma friet?
Na deu ket pelloc’h d’am gwelet;
Na deu ket pelloc’h d’am gwelet.
Ha kustum ez oa da donet.
— Terrubl, ma merc’h, e ho klewet;
Ha c’hui n’oc’h ket purifiet. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaër, c’hoas en de-se :
— Pe dillad a wiskinn brema,
’Wit monet da burifia ?
Un habit gwenn, pe ma broget,
Ma c’hotillonenn violet ?
— Un habit dû, euz ar gaera,
Ma merc’h wit mont d’ burifia. —
Ar gontez iaouank a lare
En hi skabell pa zaouline :
— Petra ’zo newez c’hoarveset,
P’eo ma skabell en du gwisket ?
P’eo ma skabell en du gwisket,
’M euz aoun e maro ma friet !
— Nac’h pelloc’h ouzoc’h n’hellan ket,
Aze eo beziet ho priet ! —
— Dalet, mam-gaër, ma alc’houeou,
Lakit-ewez euz ar madou ;
Lakit ober er-vad d’am mab,
Me chommo ama gant he dad ! —
Kanet gant ma mamm
Rosali AR GAC.
Kerarborn, 1848.
Ann aotro ’r c’hont hag he bried
Iaouankik-mad ’zo dimezet ;
Iaouankik-mad int dimezet,
Un’ daouzek vloas, un’ all trizek ;
Un’ daouzek vloas, un’ all trizek,
Ur mab-bihan ’benn pevarzek.
Ann aotro ’r c’hont a c’houlenne
Digant he bried, un dez oe :
— Ma fried paour, d’in-me laret
Petra diganin c’hoantaet ;
Petra diganin gafec’h mad,
P’oc’h euz ganet d’in-me ur mab ?
Daoust ez eo dec’h-c’hui pe gik-gad,
Pe gik-glujar…… [2] —
— Gwell ’ve ganin kik kefelek,
Penamet ho poan, ma fried. —
Ann aotro ’r chont, vel ma klewas,
Pront en he fuzul a grogas ;
Pront en he fuzul eo kroget,
Etrezeg ar c’hoad ez eo et.
Ebars ar c’hoad p’eo erruet,
’R gornandonez ’n euz rankontret :
— Na demad dide, aotro ’r c’hont.
Me oa pell-zo ’klask da rankontr :
Brema, p’am euz da rankontret,
Ma eureuji a vo did red.
Daoust did pe eureuji d’in-me,
Pe chomm seiz vloas war da wele…… —
— Eureuji dec’h na hallann ket,
Ma fried ’zo newez wilioudet. —
— Pe chomm seiz vloas war da wele,
Pe c’hoas merwell endann tri de. —
— Gwell ’ganin merwell ’dann tri de,
Wit chomm seiz vloas war ma gwele,
Rag ma fried a zo iaouank,
Da chomm seiz vloas en nec’hamant ! —
Ann aotro ’r c’hont a lavare
Er ger, d’he vamm, pa errue :
— Ma mammik paour, mar am c’haret,
Ma gwele d’in-me a aozfet ;
Mar hen aozet, hen aozet aes,
Rag ma c’halonik ’zo diaes :
Me a ia bars ma gwele klan,
Birwikenn ’nn ez-han na zavan ;
Birvikenn ’nn ez han na zavan,
Nemet ur wes, d’am lienna. —
— Tawet, ma mab, na oelet ket,
Kement ve klan na varvont ket. —
— Ebars ar c’hoad p’on erruet,
’R gornandonez ’m euz rankontret ;
Hag a deuz d’in-me lavaret
Penaos renkjenn hi c’homerret ;
Pe chomm seiz vloas war ma gwele,
Pe c’hoas merwel endann tri de :
Ha ma fried a zo iaouank
Da chomm seiz vloas en nec’hamant
Ma mammik paour, mar am c’haret,
Euz ma fried n’anzaofet ket. —
Ar gontez iaouank c’houlenne
Euz hi mammik paour, un de oe :
— Petra zo newez en ti-ma
Ma oel ’r vitijenn er giz-ma ? —
— O kanna kouez ez int bet,
Ul linsell-voan ho deuz kollet. —
— Laret d’ez-he na oelfont ket,
Linselliou ’walc’h vezo kavet;
Me ’m euz aour, me am euz arc’hant,
Am bo linselliou, p’am bo c’hoant :
Ann aotro ’r c’hont ’zo un den mad,
Me gomzo oud-han deread. —
Ar Gontez iaouank ’c’houlenne
Digant hi mamm c’hoas, ann de-se :
— Petra ’zo newez en ti-ma,
Ma oel ’r mewelienn, er giz-ma ? —
— Ar gwella marc’h oa en ti-ma
’N euz toret he c’houg en de-ma.
— Laret d’ez-he na oelfont ket,
Kezek a-walc’h vezo kavet
Me ’m euz aour, me am euz arc’hant,
Hag am bo kezek, p’am bo c’hoant ;
Ann aotro ’r c’hont ’zo un den mad.
Me gomzo oud-han deread. —
Ar gontez iaouank c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :
— Ma mammik paour, d’in lavaret,
Ma fried pelec’h eo chommet ?
Pelec’h eo chommet ma fried,
Pa na zeu ket ken d’am gwelet ? —
— Et ez eo duze da Baris,
Dont ’rei d’ar ger, p’hen do avis. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :
— Petra ’zo newez en ti-ma,
Pa gan ’r veleïenn er giz-ma ? —
— Ur paour bihan hon euz lojet,
A zo en noz-ma tremenet. —
— Laret d’ez-he kana bepred,
Arc’hant a-walc’h vezo kavet ;
Me ’m euz arc’hant, me am euz aour,
Awalc’h wit douari ur paour. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas ann de-se ;
— Petra ’zo newez en ti-ma,
P’am gwisker en du, er giz-ma ? —
— Dreama, ma merc’h ’man ar c’hiz
Ia ’r groagez en du dann iliz ;
Hag ez aint en du, pe en gwenn,
Wit lakad binniga ho fenn. —
Ar gontez iaouank ’c’houlenne
Euz hi mamm-gaer c’hoas, en de-se :
— Petra ’zo newez er bourk-ma,
Pa ’ma skabel ma fried ama ? —
— Hirra ’m euz gallet ’m euz kuzet ;
Ho pried paour ’zo tremenet ! —
— Dalet, mamm-gaer, ma alc’houezou.
Ha grit er-vad euz ma madou ;
Ha grit er-vad war-dro ma mab.
Me chommo ama gant he dad ! —
Kanet gant Marie RAHER.
Duault.
— Ter noz zo n’ ’m euz kousket banne,
Henoz na rinn ket adarre ;
Nag o klewet ann aer-wiber
’C’huibanad war vordik ar ster.
Ha ma lare dre hi c’huiban :
Na euz dimi nemet unan :
’Nn hini dime gant he c’hrad-vad,
Hag a dispenn dre wall-bennad,
Hag a dispenn dre wall-bennad,
Euz ann diaoul a ra kontrad :
A ve euz Doue distag krenn,
Evel ar brank euz ar wezenn ;
Euz ar baradoz distag net,
Evel euz ar blouzenn ann ed ! —
Pa ’z ie Janet ’r Wern da Wengamp,
Da disanzao ar zakramant,
Da zansal euz ur groaz arc’hant,
Hi’ rankontr ’n denjentil iaouank :
Hi’ rankontr ’n denjentil iaouank,
Med ’oa gwisket ’vel païsant ;
Un denjentil, oa brao awalc’h,
Med ’oa he dreid ’vel treid ur marc’h.
— Janet ar Wern, d’in me laret,
D’ bed den iaouank ’c’h euz prometet ? —
— Da dric’houec’h am euz prometet,
Med euz hini n’am euz dalc’het ;
Med euz hini n’am euz dalc’het,
C’hui vo ma hini, mar karet.
Tric’houec’h kemener ’zo em zi,
Oc’h ober dillad newez d’in ;
Oc’h ober dillad newez d’in,
Da vont warc’hoas da dimizi. —
Pa oa ann dillad newez gret,
Da Janet ’r Wern na blijent ket ;
Da Janet ’r Wern na blijent ket,
Eudann hi zreid ho deuz mac’het.
Ann Aerouant a lavare,
’N ti ar Wern koz pa arrue :
— Roët d’in skabel d’azeza,
Mar ben-me mab-kaër en ti-ma. —
— Mab-kaër en ti-ma n’ vefet ket,
Gwennou-daoulagad n’oc’h euz ket ;
Gwennou-daoulagad n’oc’h euz ket,
Ho treid a zo ’vel re kezek ! —
— Drouk ha mad gant neb a garo,
Mab-kaër en ti-ma me vezo ;
Pa ve ma zreid ’vel re ur c’hi,
Ho merc’h Janedik a zo d’in. —
— Ma merc’h Janedik n’ho po ket,
Rag ma c’honje vo red kavet. —
— Gant ul lom goad ma biz-bihan,
’M euz gret kontrad oud-hi d’ viken ! —
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
’N ti ar Wern koz neb a vije,
’Welet ’n dut a eured douget,
Hag ar wroeg iaouank o kerzet ;
Hag ar wroeg iaouank o kerzet,
Hi inkane n’ hi gouzanv ket.
— Taolet-hi d’in war lost ma marc’h,
He-man hi gouzanvo a-walc’h ! —
Ac’hane neuze n’oe gwelet,
Ken oe oc’h antren er vered.
Dre ma tostaë d’ann iliz,
Hi oa ken kaër ha fourdeliz ;
Pa dro hi bizaj d’ann aoter,
Hi ’zo ken kaër hag ar bleun per ;
Pa droë hi c’hein d’ann aoter,
Ez ie du evel Lusufer !
’N aotro ar person a lare
Da Janet ’r Wern eno neuze :
— Janet ar Wern, d’in-me laret,
Ur pec’het bennag ’c’h euz nac’het ? —
— Me n’am euz nac’het nep pec’het,
Med seiz promese am euz gret ;
Ia, seiz promese, siouaz d’in,
Heb eureuji da neb-hini ! —
— Janet ar Wern, d’in-me laret,
Da biou kenta ’c’h euz prometet ? —
— D’Ervoanik ’r Bail, a Vourbriek,
Oa ’r c’hentan am euz prometet. —
Ar belek, vel m’hen euz klewet,
War he inkane zo pignet ;
War he inkane eo pignet,
Ha da Vourbriek ez eo et.
— Ervoanik ’r Bail, d’in-me laret,
C’hui zelivrfe ’n ine daonet ;
C’hui zelivrfe ’n ine daonet,
O komer Janet ’r Wern da bried ? —
— Me iel’ ganac’h lec’h ma karfet,
Hag a raï ’vel ma lavarfet ;
Hag a raï ’vel ma lavarfet,
’Komer Janet ’r Wern da briet. —
Janet ar Wern a lavare
Penaos ann den-ze n’anvee ;
Penaos ann den-ze n’anvee,
Oa gant-hi ann neb a gare.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Lammet m’ mantel diwar ma chouk,
Ma loski’ ra vel ann tan-broud !
Lammet d’in iwe ma zeienn,
Ma zeienn eured, ma gwalenn ;
Ma zeienn eured, ma gwalenn,
Ma dewi reont ’vel tan ’n ifern ! —
Ann aerouant a lavare
Euz sonerrienn ’n eured neuze :
— Sonerrienn ’n eured, d’in laret,
C’hoari-gaer ’zo bet er banket ? —
— C’hoari-gaer ’r banket n’euz ket bet,
Janedik ar Wern ’zo kollet. —
— Sonerrienn ’n eured, d’in laret,
A c’hui c’hoantaë hi gwelet ? —
— Ia ’walc’h, me c’houlenn hi gwelet,
Med gant n’am bezo drouk er-bed ;
Med gant n’am bezo drouk er-bed,
Ha ma vinn er porchet rentet. —
Hag hen o kregi bars he benn,
Hen kass dreist ann tier huël……
En ifern pa ’z eo arruet,
Janet ar Wern hen euz gwelet ;
Janet ar Wern hen euz gwelet,
’N ur gador ardant azezet ;
’N ur gador ardant azezet,
Dira-z-hi ’r gaoter plom berwet !
Janet ar Wern a lavare
Da zoner ann eured neuze :
— Dalet ma chapelet bihan,
Ma losk aman evel ann tann !
Laret d’ann Nikolas, ma zad,
Eman en ifern he gontrad ;
Laret da Janedik ar Wern,
Eman hi c’hador en Ifern !
Dalet ma chapelet eured.
Roët-han d’ann hini vo ’r porchet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hi chapelet p’eo diskroget,
En puns ann ifern e fontet,
Hi o kriall : — Ah ! iaou ! allas !
Poaniou ann ifern a zo braz ! —
Kanet gant Marie CLECH.
Loguivi-Plougras, 1867.
— Ter noz zo takenn n’ ’m euz kousket,
Ha fenoz arre na rinn ket,
Nag o klewet ann aer-Wiber,
O c’huibanad war lez ar ster.
Ha ma lare dre he c’huiban,
Na euz dimizi ’med unan ;
’Nn hini zime da daou da dri
Ez ia d’ann ifern da leski ;
’N hini zime da bemp, da c’houec’h,
A zo daonet perpetuel ;
’N hini zime da c’houec’h, da seiz,
’Zo distag euz Doue a-grenn ;
’Zo distag euz Doue a-grenn,
Evel ar brank euz ar Wezenn. —
Janet ’r Wern ’zo arre dimet :
Da choaz dillad eured eo et ;
Et eo da choaz dillad eured,
Kaera er stal a vo kavet.
P’oa o retorn euz ker Gwengamp,
’Tigwezout gant-hi ’n den iaouank ;
’Tigwezout gant-hi ’n mal iaouank,
War he viz ur walenn arc’hant.
Ar mal iaouank a c’houlenne,
Euz Janet ’r Wern p’hi rankontre :
— Janet ar Wern, d’in-me laret,
Pelec’h ’z oc’h bet, pe-lec’h ez et ? —
— Me zo retorn euz ker Wengamp,
Bet o c’hoaz ma dillad eured ;
Bet o c’hoaz ma dillad eured,
Kaera er stal a ve kavet. —
— M’ho bije a-c’hanon pedet,
Me ’iaje iwe d’ho eured. —
— Mar na oc’h-c’hui ket bet pedet,
Deut warc’hoas ’r beure, hag vefet. —
Kement blijaz d’he fantazi,
M’hi c’honduaz beteg hi zi ;
Beteg hi zi eo gant-hi et,
Allas ! piou ’oa na ouie ket !
Ar mal iaouank a lavare
Eu hent d’ez-hi na dre ma ’z ee :
— Janet ’r Wern, m’ vije d’ho reket,
Ni vije hon daou dimezet. —
— Na ’z eo ket ebars ann hentjou
A dle bout gret ann dimiziou ;
Me ’zo beo ma mamm ha ma zad,
Vont war al lec’h, rok ’rinn kontrad. —
— Me, ’me-z-han ’zo beo m’ re iwe,
Med n’ c’houlennann ket ho c’honje ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar mal iaouank a lavare,
Bars ar c’hroaz-hent pa ’z arrue :
— Janet ar Wern, kontant ’vefet.
A vezimb hon daou dimezet ? —
— Na n’eo ket bars ar c’hroaz-hentjou
A dle bout gret ann dimiziou ;
Me ’zo beo ma mamm ha ma zad,
A renkont bezan er c’hontrad. —
— Me a zo beo ma re iwe,
Med n’ c’houlennan ket ho c’honje. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar mal iaouank a vonjoure
’N ti Janet ar Wern p’arrue :
— Roët d’in skabel d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;
Serviedenn d’em dic’houeza,
Mar be me mab-kaër ann ti-ma :
Me blijo d’ac’h, d’ho zantimant,
Me roïo d’ac’h aour hag arc’hant ;
Me roïo d’ac’h aour hag arc’hant,
Ha mado ar pez ho po c’hoant ;
Me blijo d’ac’h ha d’ho speret,
Aour, arc’hant po ’r pez a garrfet. —
— C’hui a vije a-walc’h d’am grad,
M’ho bije gwennou daoulagad :
Gwennou daoulagad n’oc’h euz ket,
Ho treid a zo vel treid kezek ! —
’N aotro ’r person a c’houlenne
Euz ar mal iaouank, p’hen gwele :
Petra ’glaskes war-dro ma zi ?
Me na ian morse d’as hini. —
— Me a zo ac’hann a bell-bro,
Ma brendeur-all ’zo evel-t-on ;
Me a zo ac’hann a bell-bro
Mab Lusufer eo ma hano. —
’N aotro ’r person a c’houlenne
Euz Janedik ar Wern neuze :
— Janet ar Wern, d’in-me laret
Petra pec’het oc’h euz nac’het. —
— N’am euz nac’het pec’het abed,
Med seiz dimizi am euz gret ;
Me am euz gret seiz dimizi,
Heb ober kontrat euz hini :
Heb ober kontrat euz hini,
Med ar wes-ma, siouas a rinn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Pa ’z ia Janet ’traon gant ’n iliz
Ez ia ken kaer ha fourdeliz ;
Pa ’z ia d’ann nec’h gant ann aoter,
Ez ia ken du ha Lusufer.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Ur banket kaer a-walc’h ’zo bet,
Med ar vroeg eured ’zo kollet ! —
Ann aër-wiber a lavare
Da zonerrienn ’n eured neuze :
— M’oc’h euz c’hoant gwelet Janet ’r Wern,
Deut ganin da fonz ann ifern ! —
Ann aer Wiber a lavare
Da Janet ar Wern p’arrue :
— Petra d’zonerrien ho eured ’rofet ?
Janet ar Wern, d’in-me laret. —
— Petra d’ez-he a ve roët
Med ma gwalenn, ma chapelet ;
Ma gwalenn ha ma chapelet
Ewit kass d’ar ger, d’am fried ?
Ewit kass d’ar ger d’am fried,
D’ar c’henta am boa prometet ! —
Euz hi gwalenn, hi chapelet,
Ker-kent ma ez eo diskroget,
Ur griadenn a deuz leusket,
En punz ann ifern eo kouezet,
En em laret : — Ah ! iaou ! allas !
Poaniou ann ifern a zo braz ! —
Kerarborn, 1849.
Une autre version donne ainsi la finale de cette ballade :
Pa oant gant ann hent o vonet,
Ar gompagnonez ’n euz laret :
— Jannet ar Wern, em diouallet,
Ur gwall briet gavfann ’c’h euz bet !
N’eo ket henvel euz ur c’hristenn,
Daoulagad diaoul ’zo ’n he benn ! —
Dre m’ tosta Janet d’ann iliz,
Hi a oa kaer ’vel fourdeliz ;
Dre ma tostae d’ann aoter,
Hi a iee du ’vel Lusufer !
— Gant-oc’h, Guern-koz, ’on saouezel.
O welet petra oc’h euz gret,
Roèt ho merc’h da Lusufer,
Laket ’nn ez-hi ’n ker braz mizer !
. . . . . . . . . . . . . . .
Pa lak’ hi gwalen war hi biz,
Saoueze kement oa ’n iliz.
Ober eure ur iouc’hadenn
A oa spontuz, war houez hi fenn !
Meaz ann iliz p’eo sortiet,
Komanz da grial a deuz gret :
— Dewi a rann kig hag-eskern,
Me ’zo un’ ’vemprou ann ifern ! —
Ann douar a zo digoret.
En punz ann ifern eo kouezet !
— Seiz promese faoz am boa gret.
Hep beza hini eureujet ;
Ann eizvet am euz eureujet,
D’ ’nn ifern gant-han renkann monet !
Me ia gant ’nn eizvet d’ann ifern,
Ewit dewi kig-hag-eskern ! —
- Kanet gant Mari-Job KADO.
- Kerarborn, 1849.
- Kanet gant Mari-Job KADO.
Comme ils allaient par le chemin,
La compagnie disait :
— Jeanne Le Guern, prenez garde à vous,
Je trouve que vous avez là un singulier mari !
Il ne ressemble pas à un chrétien.
Il a des yeux de démon dans la tête !
Quand Jeanne approchait de l’église ;
Elle était belle comme la fleur de lys,
Mais à mesure qu’elle approchait de l’autel.
Elle devenait noire comme Lucifer !
— Je suis bien surpris avec vous, vieux Le Guern,
En voyant ce que vous avez fait ;
Avoir donné votre fille à Lucifer,
Et l’avoir mise en si grande infortune ! —
. . . . . . . . . . . . . . .
Quand elle mit son anneau à son doigt,
Tous ceux oui étaient dans l’église furent effrayés ;
Elle poussa un cri,
Un cri épouvantable, de toutes ses forces !
Et quand elle sortit de l’église.
Elle se mit encore à crier :
— Le feu consume ma chair et mes os,
Je suis un membre de l’enfer ! —
La terre s’est entr’ouverte,
Et elle est tombée dans le puits de l’enfer !
— J’ai fait sept fausses promesses,
Sans épouser aucun :
Mais le huitième, je l’ai épousé.
Et il faut aller avec lui en enfer
Je vais avec le huitième, en enfer.
Pour y brûler chair et os ! —
- Chanté par Mari-Job KADO.
- Keramborgne, 1849.
- Chanté par Mari-Job KADO.
Une autre version débute ainsi :
Jannedik ar Wern a lare
D’ar belek iaouank un dez oê :
— Ter noz ’zo takenn n’ ’meuz kousket, etc.
ce qui donne à croire que c’est en confession qu’elle lui parle. Dans cette même version, le premier a qui elle a fait promesse s’appelle : Ervoan ar Bihan, de Saint-Brieuc.
Rapprocher cette ballade de celle contenue dans le Barzaz-Breiz sous le
titre de la Fiancée de Satan, p. 156 (sixième édition).
Sklezrijenn euz ann ef breman a c’houlennan,
Euz ar Werc’hez-Vari, wit gallout esplikan
Un exempl pitoïabl e-touez ann dut iaouank,
Da gement ’zo er bed ur mezelour patant.
Em darempredi rent en ho bugaleaj,
Dre ma teuent en oad, a rent c’hoas davantaj,
Em darempredi rent koulz en noz hag en de,
Hep diskouez nep doujanz euz a c’halloud Doue.
Met un dra gri deuaz ewit ho separi ;
Ar plac’h deu da verwell, iaouank ha dizoursi.
Pa well ann den iaouank marw he vestrez fidel,
E em strinkaz ’n ur gouent, e-touez ann dut zantel,
Lec’h ma pede Doue, koulz en noz hag en de,
’N esper gwelt he vestrez, ’vel pa oa en buhe.
Un de m’oa ar c’hloarek en pedenn en he gambr,
Ann Diaoul aparisaz en giz d’un den iaouank.
— Pegement, eme-z-han, a roï-te d’in-me
Wit gwelet da vestrez, ’vel pa oa en buhe ? —
— Me a zo ur paour keiz n’am euz ket a voïenn,
N’ ’m euz met ur blatinenn c’houezet en aour-melenn ;
Nep raï d’in hi gwelet, hep kavet nep ofanz,
hen do ma flatinenn, o ia en asuranz. —
Tapout ’ra krog en-han evel en ur bugel,
Nijell a ra gant-han dreist ann tier uhel.
Arruout a rejont ’n un ale vraz meurbed,
Er penn-all ann-ez-hi un or vraz houarnet.
P’arruaz ’tal ann or, d’ez-han eo digorret,
Dre m’oa euz ann ifern un diaoul inkarnet :
Mont a eure gant-han en ur gambr a goste,
Lec’h m’ welaz he vestrez, vel pa oa en buhe ;
Laket oe ar c’hloarek a goste en ur gambr,
Lec’h ma wel he vestrez en ur gador ardant.
— Laret d’in, ma mestrez, ha c’hui ’c’h euz aze poan,
Seblantout a ra d’in ez oc’h en kreiz ann tan ? —
— Oh ! ia sur, eme-z-hi, mad hallet kredi-ze,
Me n’am euz tam repoz nag en noz nag en de. —
— Petra ann traou hudur ’zo ouz ho tiou-skouarn,
Iffom dac’h ho pisaj, ho treid hag ho taouarn ? —
— Holl serpanted ’nn ifern am devor de-ha-noz,
N’am euz ket digant-he ur momet a repoz ;
Ma zreid ha ma daouarn, ma izili ’samblez,
A zo ’vel un houarn o tont euz ar forniez ! —
— Laret d’in, ma mestrez, na ve ket a voïenn
Da dont d’ho delivra a boaniou ann ifern,
Gant iün hag orezon, pedennou mad laret,
Aluzon d’ar baourienn, oferniou selebret ? —
— Iünou, orezonou, pedennou mad laret,
Na reont met kreski poan un ine daonet. —
— Adieu ta, ma mestrez, pa ’z eo red partia,
C’hoant ’m euz d’ho ambrasi wit ar wes diweza ? —
— Salv-ho-kraz, servijer, wit-ze na refet ket,
Rag gant tan ann ifern c’hui a ve sur dewet. —
— Adieu ta, ma mestrez, pa eo red partia,
Me ’reï h’ gourc’hemenou d’ho c’hoarik bihanna. —
— Oh ia, ma servijer, oh ! ia, na vanket ket,
Grit ma gourc’hemenou, ha deuz ma feurz laret,
Na vo ket familier re gant ar galanted,
Gant aoun, siouas Maria, na ve iwe daonet ! —
Kanet gant Mari-Job KADO, paourez koz.
Kerarborn, 1844.
— Eomp-ni hon daou Janedik, d’ar pardon d’ar Ieodet,
Pell-braz dimeuz a amzer ’m euz prometet monet. —
Janedik a lavare, p’oa drem-dost d’ar Ieodet :
— Aman a-vad, eme-z-hi, ’zo ’r parkad kaer a ed !
Aman a-vad, eme-z-hi, ’zo ’r parkad kaer ’segall,
Hag a-benn ma retornfomp, na vo nemet pigall ;
A zo bet et d’hen hada tric’houec’h poezellad had,
’Benn vo daro da droc’ha, na vo met ur rennad !
’Benn vo daro da droc’ha, na vo met ur rennad,
Hag a-benn ma vo gwentet, n’ vo ket ur skudellad ! —
— Na gwallet d’in ledander ul linsel-wenterez,
Ha me a welo neuze ha c’hui ’zo zorserez. —
— Salv-ho-kraz, ma zad, ’me-z-hi, n’hallan ket hen ober,
Dont rafenn da rouinan ar vro-ma en antier. —
— Eomp-ni d’ar ger, Janedik, eomp-di d’ar ger hon daou,
Ha laromp a wir galon adieu d’ar pardoniou. —
Ann ozac’h Iann a lare bars ar ger, d’he bried :
— Ni a meump maget ur verc’h a oar gwalla ann ed ;
Me ia d’hi rekomandi d’ar prokuror iskar (fiscal ?). —
Ann ozac’h Iann a lare d’ar prokuror iskar :
— Ni a meump ganet ur verc’h a oar gwalla ann ed,
Grit ho posubl ’n hi andret, wit omp-ni hon euz gret. —
— Digasset ho merc’h ama, ma vo interrojet,
Barnet dirag ’nn tribunal, mar deuz-hi meritet. —
— Laret-c’hui d’in, Janedik, brema pa ’z oc’h barnet,
Penaos ’c’h euz dîsket ’r sekret ewit gwalla ann ed ? —
— Gant ur mesaër denved a oa en ti ma zad,
Ma c’hasse bepnoz gant-han da welet ar zabad,
Lec’h ma vije ’r zorserienn hag ar zorserezed ;
Hag a diskas d’in ’r sekret ewit gwalla ann ed.
Pa oa arruet hennes ebars en ti ma zad,
Na ouienn tra en douar nemet ma chapelad :
Brema me oar al latin, me oar skriva ha lenn,
Hag ampich ar belek d’ laret ann oferenn ;
Ampich ’r belek da laret, d’ar zul, he ofern-bred,
Ha konsakri ann hosti, mar ve d’in permetet ! —
— Laret-c’hui d’in, Janedik, brema pa ’z oc’h barnet,
Petra ’zo red da gavet ewit gwalla ann ed ? —
— Red’ kaout kalon un tousek, lagad-kleiz ur mal-bran,
Ann had dimeuz ar radenn, en noz tantad Sant-Iann.
Gant ur plat arc’hant am boa ’tastummenn leiz ma bôz,
Oh ! ia, etre unnek-heur hag ann taol anter-noz.
Ul louzouenn all ’zo c’hoas, hounnes na hanwinn ket,
Hogenn a-nez hi c’havet, n’ho deuz vertuz er-bed.
Me ’m euz ur c’houfik-bahut er ger, en ti ma zad,
Hag ann nep hen digoro hen defo kalonnad !
Ann hini hen digoro renko kaout kalon frank,
’Zo en-han ter aer-wiber o c’hori ur serpant.
Mar deu ma zer aerik da ober bloavez-mad,
A renkont beza bewet gant ur boued dilikad ;
A renkont beza bewet gant ur boued dilikad,
Ma eo gant kik glujar ha kik kefeleged ;
Hag iwe ar goad roïal euz ann inosanted,
Pa ’z aint wit beza badet, da doull dor ar porchet ;
Ha kent ma vankfenn-me d’ober d’ez-he er-vad,
Me deufe da rei d’ez-he goad ma mamm ha ma zad ! —
— Laret-c’hui d’in, Janedik, brema pa’z oc’h barnet,
Petra ’zo red da ober wit na brodufont ket ? —
— Lakad ’nn ez-he ’n un dachenn, ober tan ’n dro d’ez-he,
Ann douar a zigoro, a lonko ann ez-he !
Met me ho ped, mar gret tan, gret ma vezo tan-frank,
Mar deu hini da achap, ’vo dewet ’r firmamant !
Na mar vijenn-me bet c’hoas ur bloavez en buhe,
Am bije laket ar bed da vont war he goste ! —
Kanet gant Dall-Kompagnon.
Kerarborn, 1849.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Pa is kenta da Baris, da ziskin ar Gallek,
Me na ouienn, ma Doue, nemet ma chapelet.
Met brema me ’m euz disket, me oar skiva ha lenn,
Ha kerkouls hag ar belek laret ann oferenn ;
Me oar kana ’nn abostol, bars ann oferenn-bred,
Ha konsakri ann hosti, mar ve d’in permetet. —
— Laret-c’hui d’in, merc’h iaouank, gant piou oc’h euz disket,
Oc’h euz disket ar sekret ewit gwalla ann ed ? —
— Gant ur c’hloarek iaouank a oa en ti ma zad,
Ma c’hasse bep-noz gant-han wit gwelet ar zabad ;
Ma c’hasse bep-noz gant-han wit gwelet ar zabad,
Hag am euz disket ann drouk, e-lec’h diski ar vad :
Ha pa arruenn eno, na glewenn mann er-bed,
Nemet kaoz ar zorserienn hag ar zorseresed ;
Nemet kaoz ar zorserienn hag ar zorseresed,
Hag e-lec’h diskin ar vad, ann drouk am euz disket ! —
— Laret-c’hui d’in, merc’h iaouank, gant piou oc’h euz disket,
Oc’h euz disket ar sekret ewit gwalla ann ed ?
War-hed seiz lew diouzoc’h n’euz dioanet tamm ed,
Ha bugel-bihan ganet, hini n’euz badezet ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Laret-c’hui d’in merc’h iaouank, petra ’zo red kavet,
Petra ’zo red da gavet, ewit gwalla ann ed ? —
— Na lagad-kleiz ul mal-bran ha kalon un tousek,
Ann had dimeuz ar radenn, noz goel-Iann dastumet.
Kenta lakiz ma louzou, da c’houd ha hi oa mad,
Oa ’n ur mezoad segall hen doa hadet ma zad ;
Oa ’n ur mezoad segall hen doa hadet ma zad,
Hag a oa et d’hen hada tric’houec’h hanter poellad ;
Hag a oa et d’hen hada tric’houec’h hanter poellad,
Met na euz ket bet en-han tric’houec’h skudellad-vad.
Me ’m euz ur c’houfik-bahut ebars en ti ma zad,
Ar c’henta hen digoro, hen defo kalonad!
’Zo en-han ter aer-wiber o c’hori ur serpant,
Hag a dewo ar bed-ma en holl antieramant.
Mar deu ma loenidigou da ober bloavez-mad,
A renkont beza bewet gant ur boued dilikad :
Na vo ket gant leas-peutrinn eo a vezoint bewet,
Ma vo gant ar goad roïal euz ann inosanted ;
Ma vo gant ar goad roïal euz ann inosanted,
Kent wit monet d’ann iliz da veza badezet.
Me ouie laza ’r bugel en kornik ar porchet,
Prest da resev badeziant, hag ar belek gwisket. —
— Arsa eta, Janedik, brema pa ’z oc’h barnet,
Petra ’zo dleet d’ober wit na brodufont ket ? —
— Ho lakad en kreiz ur park, ober tan ’n dro d’ez-he,
Ann douar a zigoro, a lonko ann ez-he !
Ha me ho ped, mar gret tan, gret ma vezo tan frank,
Mar achap hini ’nn ez-he, ’tewo ar firmamant !
Mar vijenn-me bet chomet c’hoas ur bloas en buhe,
Am bije lakad ar bed da vont war he goste ! —
Kanet gant Mari-Job KADO. — 1849.
Ur plac’hik euz a baroz Blan,
’Deuz goulennet gwelet hi mamm ;
Gwelet hi mamm ha komz oud-hi,
Gant ar c’heuz braz hi doa d’ez-hi.
Monet ’ra da gaout ar person,
Wit konta d’ez-han hi rezon :
— Ia, ma merc’h, komz gant-hi ’refet,
Mar gret ’vel ma vo d’ac’h laret :
Epad ter-noz, a-c’houde koan,
Iefet d’ann iliz ho unan ;
Kass ganac’h tri davanjer d’eï,
Da lakad war ’r bez da bedi. —
Pa well allumi goulou-glaz,
Bars ann tu-deo d’ann aoter-vraz,
Ez ia bars ar govezion,
Kelennet mad gant ar person,
Nag ewit gwelet ann anaoun,
Oc’h ober tro ’r procession.
Assedet oant ’tre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.
Touez ar re-du ez oa hi mamm,
Oh ! Doue, pebeuz da estlamm !
P’ho doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;
Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre nao c’hartier.
En noz warlerc’h, p’oa debret koan,
’Z ia arre d’ann iliz hi hunan ;
Kass an eil davanjer gant-hi,
Da lakad war ’r bez, da bedi.
Pa well allumi goulou-glaz
Bars ann tu-deo d’ann aoter-vraz,
Ez ia bars ar govezion,
Kelennet-mad gant ar person,
Nag ewit gwelet ann anaoun
Oc’h ober tro ’r procession.
Assedet oant ’tre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.
Touez ar re-c’hriz ez oa hi mamm,
Na oa ket ker-braz hi estlamm.
Pa doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;
Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre c’houec’h kartier.
Ur c’hoar dimezet doa ’r plac’h-se,
Hag a Willioudaz en noz-se.
Da derc’hel ’r bugel eo klasket,
Ha prest a deuz laret monet.
Pa ’z ia ’r bugel d’ veza badeet
Euz ar belek deuz goulennet,
Deuz ar belek deuz goulennet,
M’ vije ’n hano d’hi mamm laket :
— Kerlies gwes ha m’hen gwelinn,
Dont a raï sonj euz ma mamm d’inn. —
Pa ’z eo ar bugel badezet,
Neuze kerkent eo bet marwet ;
Neuze kerkent eo bet marwet,
D’hen veill’ hi a zo bet chommet.
Pa ’z eo ar bugel douaret,
Da gaout ar person hi ’zo et ;
Mont a ra da gaout ar person,
’Wit konta d’ez-han hi rezon.
— Ia, ma merc’h, komz gant-hi refet,
Mar gret ’vel ma vo d’ac’h laret. —
Ar plac’h, pa oa debret hi c’hoan,
Ez ia d’ar vered hi hunan,
Kass ’nn drivet davanjer gant-hi,
D’ lakad war ar bez da bedi.
Pa well allumi goulou-glaz,
Bars ann tu-deo dann aoter-vraz,
Ez ia bars ar govezion,
Kelennet-mad gant ar person,
Nag ewit gwelet ann anaoun,
Oc’h ober tro ’r prosession,
Assedet etre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.
Touez ar re-wenn hi mamm a oa,
Dimeuz estlamm, deuet da joa !
Pa doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;
Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre tri c’hartier.
Da gaout hi merc’h ar vamm ’zo et,
Ha ’vel-henn d’ez-hi deuz laret :
— Un taol-mad ez eo bet dide
Pa n’ ’m euz da ziframmet iwe ;
Pa n’ ’m euz da ziframmet en beo,
’Vel ma renn d’ann davanjerou !
Te greske ma foaniou bemde,
Gant ar glac’har a reez d’in-me !
Ur bugel a t’euz bet dalc’het,
Em hano a t’euz-han laket ;
Em hano a t’euz-han laket,
Hennes hen euz ma zikouret.
Me ia brema d’ welet Doue,
Te a deui iwe hep-dale ! —
Anna SALIK, 75 bloas.
Plouaret, 1864.
Ar vinorezik, ’draon al lann,
’Deuz glac’har da varo hi mam ;
Medi noz-dez o estlami,
Hi c’hovezour ’n deuz poan gant-hi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P’oa war bez hi mamm ’n orezon,
’Klewaz ann anter-noz o soon ;
Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru koulz ar prosession.
Erru ez int en ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.
’N touez ar re du a well hi mamm,
O Doue, pebeuz da estlamm !
Deiz warlerc’h da noz ’z ia ’darre
War bez hi mamm d’ bedi Doue.
P’oa war ar bez en orezon,
’Klewaz ann anter-noz o soon ;
’Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru oa koulz ’r prosession.
Erru int e-tre ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.
’N Touez ar re-c’hriz a well hi mamm,
Na doa ket kement a estlamm.
Deiz warlerc’h ’noz ez ia ’darre
War bez hi mamm d’ bedi Doue.
Pa oa war ar bez, ’n orezon,
’Klewaz ’ann anter-noz o soon ;
Klewaz ann anter-noz o soon,
Erru koulz ar prosession.
Erru int etre ter vandenn,
Re du ha re c’hriz ha re wenn.
Touez ar re-wenn a well hi mamm,
Neuze na doa ken a estlamm.
’N hi davanjer ez eo kroget,
En pewar zamm deuz-han laket,
Hi mamm evelhenn deuz laret :
— Penamet oud en graz Doue,
’M boa da diframmet a beziou,
’Vel ma rez d’as davanjerou !
Ur bugel a t’euz bet dalc’het,
Em hano a t’euz-han laket,
Hag hennes hen euz ma zalwet ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Mari HULO.
Kerarborn, 1855.
’Baoe m’eo maro Trogadek,
Den en he di na euz padet.
Ur belek iaouank a Leon,
Un den gardiz, kriz a galon,
A oa deut un dewez d’he di,
Espres ewit hen konjuri.
Ar belek iaouank c’houlenne,
Euz Trogadek, p’hen konjure :
— Trogadek, d’in-me lavaret,
Pe-re ’nn torfedou oc’h euz gret ? —
— Tric’houec’h vloas ’zo, mar na euz c’hoaz,
’Baoe m’on ’n ifern losket poaz! —
— Gaou a lavaret, Trogadek,
Rag n’euz ket ter zun tremenet ;
Eman ar varw-skanv war ho pe,
Abaoe ho servij eiz de. —
— Mar ’man ar varwskanv war ma be,
M’ ho ped, hen lammet ac’hane ;
N’ roët ket din dour-benniget,
Nemet kreski ma foan na ret. —
— Trogadek, d’in-me lavaret,
Petra ’zo kaoz ma ’z oc’h daonet ? —
— Keit ’zo ’tre Brest ha Leznevenn,
Am euz laeret gant ma gwalenn ;
Am euz laeret a serj Paris,
O chacha m’ gwalenn war hi giz.
P’am bije gwerzet ter gwalenn,
Nemet diou-anter na drohenn ;
Nemet diou-anter na drohenn,
Ma werzenn pemp skoed ar walenn.
Un ti newez am euz savet,
Gant ’nn arc’hant drouk akuizitet ;
Gant ’nn arc’hant drouk akuizitet,
Me garrie he lein war he oaled !
Ar men huella ’nn izella !……
Allas ! diwezad ’on brema.
It d’ar ger, laret d’am friet,
Donet d’ann ifern d’am gwelet ;
Donet d’ann ifern d’am gwelet,
Pa vo arru n’ zistroo ket.
Mar karrie bout rot hep-goud d’in
Ann aluzon ebars hi zi,
’Vije unan hon daou zalwet,
Brema hon daou ez omp kollet ! —
— Ha penaoz reï a-hep-goud d’ec’h ?
War ar bara oa alc’houezet,
War ar bara oa alc’houezet
Ar bleud el laouer oa merket ; —
— Hag ’vije ’r bara alc’houezet,
Hag ar bleud el laouer merket ;
Hag ar bleud el laouer merket,
Ann ed en arc’h na zellenn ket ! —
Kanet gant Mari-Yvonn AR ROUE, 70 vloas.
Plouaret, 1867.
Lemmomp hor c’hleveïou,
War-lein ar meneziou,
’Wit mont d’ar brezeliou !
Arru e listri ’r bleizdi-mor,
Da digass brezel en Arvor ;
Ar Ieodet ho deuz komerret,
Hag ann iliz ho deuz dewet.
Lemmomp, etc.
Ann eskop-koz n’ em skuill daero,
Hen euz renket leuskel he vro ;
Et ez e da glask ur vro-all,
E-lec’h na deui ket ann dut-fall.
Den na gred ken chomm en Arvor,
Gant ann euz ouz ann dut-a-vor ;
Parko, tier, loened ha tud,
Holl int gwallet, braz ha munud.
Met ar roue, p’hen euz klewet,
He dent gant broüer [3] ’n euz skrignet;
Em laket e prest en he hent,
Gant he holl dut, he holl gerent.
Un arme vraz ’zo bet savet,
Hag en Arvor ’z omp arruet ;
Bars ur blenenn, en bro-Arvor,
E meump bet kat ar bleizdi-mor.
Epad tri de hon euz stourmet,
Epad tri de hon euz kannet ;
Epad ter noz, hep heana,
N’hon ëuz gret tra nemet laza :
Laza, ken a ruille ’r goad-ru,
’Vel diou waz vraz, euz ann daou-du ;
Laza, evel dorna kolo,
Kolo-segal, pa ve daro !
Strakal ’re hor zaoliou-kleze,
’Vel taoliou ’n horz war ann anne,
Ken a fraille pennou tud-vor,
Evel istrenn hanter-digor.
Keït ma pade ann argadenn,
Ar brini ’nije uz d’hon fenn ;
Pa zo bet fin, en em goagal,
Int bet diskennet d’ar festal !
Lemmomp hor c’hleveïou,
War-lein ar meneziou,
’Wit mont d’ar brezeliou !
Tennet euz paperou ann aotro J.-M PENGUERN.
Speret santel, speret lijer,
Roet d’in gallout ha sklezder,
Ewit sevel ur werz newez,
Ur werz war sujet ar gernez!
Ar paour a erruaz en ti
Da c’houlenn, en hano Doue,
Un tamm boed da em zoulaja,
Un tammik bara, ’wit bewa.
Ma laraz ar gwaz d’he briet,
Gant ann druez ’n doa hen gwelet:
— Un druez-vraz am euz out-han,
Roët un dra bennag d’ez-han. —
— Petra dalv dide kavet par ?
Neuze ni a reïo regal ?
D’ar re-baour da chomm ’n ho c’hanton;
Te vezo en keit-se haillon ! [4] —
— Te oar er-vad eo ker ann ed,
Ha gonidegez na euz ket;
Dewez ar paour na eo netra,
Ken ker eo ’nn ed da gaout bara ! —
— Me ’m euz tri-c’hant bigoded ed,
N’int ket da reï d’ar gailloched ;
Mar d’eo me a gommant aman,
Foeltr tamm na vezo roet d’ez-han ! —
Ar gwaz, saouezet hi c’hlewet,
Hen euz a-newez lavaret :
— Roët ’n tamm d’ar paour da vewan,
Un druez-vraz am euz out-han ! —
— Mar eo me a gommant aman,
Foeltr tamm na vo roët d’ez-han ! —
Ar paour a fatig he galon,
Hag a zo marwet gant ann naoun !
Hi gwaz oa et da labourad,
Kredet, hen doa gwall galounad,
O welet marwet ar paour-kez,
Lazet gant ar vizerablez !
Met dre ar justiz a Zoue
E warw ar vroeg kerkent neuze !
Un amezeg a zo redet
D’ar park, da laret d’hi friet :
— Na fachet ket euz ar c’hezlou,
Marw eo ho kroeg war ann treuzou ! —
— Ma mignon, m’ho trugareka,
Eomb d’ar ger d’hi sebelia. —
D’anter-noz oa ’nn interamant,
Ma em breparjont promtamant.
Staget oe tri loen euz ar c’har
En aviz hi c’hass d’ann douar.
Kaer ho doa chacha ho gwella,
Na oant ket wit hen diblasa.
E-lec’h tri, c’houec’h a zo staget,
Ha c’hoas ar c’har n’ ziblase ket.
Staget a zo seiz a loened,
A bepred na ziblase ket !
Ar veleïenn ’zo arruet,
Ma lavarjont oa red gwelet.
Ann arched a zo digorret,
Ha netra en-han ’zo kavet ;
Na euz kavet netra ebars,
Met ur barbet-du hag ur c’haz !
Neuze ’n taol-kurun a zeuaz
A-uz d’ar c’har, ken a grenaz,
Hag hen euz bet holl luduet,
Hep poan d’ann dut, na d’ar c’hezek !
Diskaret hen euz ilizou,
War ar mor-braz, batimantjou,
M’ho deuz renket koll ho buhe
Ann holl gristenienn oa en-he,
M’ho supli, kement laka ed,
Da sonjal ’r pez oc’h euz klewet:
N’eo ket gant Doue puniset,
Gant ann diaoul eo a oa et!
Kanet gant ur baourez koz
a Gurunhuël.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo newez savet ;
D’un intanvez iaouank eo gret,
A zo ’newez marw hi friet,
Hi fried-paour newez-maro,
M’ia ’nn intanvez da vale-bro ;
M’ia er bloa-ma da glask hi boed ;
Da di hi aotro ez eo et.
— En han’ Doue un tamm bara ;
N’am euz bet elwenn en de-ma,
Hag am euz tri a vugale,
N’am euz bruzunn da reï d’ez-he ! —
— Na mar t’euz tri a vugale,
Kerz d’ar ger, laz un ann ez-he ;
Kerz d’ar ger, laz unann a dri,
’Wit reï d’ar re-all da zebri ! —
Ann intanvez paour ’z ia d’ar ger,
Evel un den en disesper ;
Ann intanvez paour ’z ia d’ar ger,
En aviz lazan hi bugel.
— ’N han’ Doue, mamm, un tam bara !
N’hon euz bet elwenn en de-ma ;
N’hon euz bet elwenn en de-ma,
Prest eo hon c’halon da faïa !
— A be-lec’h ’rofenn d’ac’h bara ?
Ha na euz tamm bars ann ti-ma !
Na euz tamm ebars ann ti-ma,
Me ia gant m’ c’hontel d’ho laza !
Ur bugel bihan oa en ti,
Oajet a daou viz, n’oa ket tri,
E-meaz he gawell eo lampet,
’N kichenn ne vamm ’eo daoulinet.
Burzud ! hag hen euz bet komzet :
— ’N han Doue ! mamm, n’hon lazet ket,
Me iel’ wit ar bloa da glask boed,
Lec’h bikenn james n’am gwelfet.
’Nn intanvez paour’ ia ’n hi gwele,
O klewet ’vel ma prezege ;
Et ’n hi gwele, manet kousket,
’R Werc’hes en ti zo antreet :
Antrenn ra ar Werc’hes en ti,
Ha seiz goulou-koar dira-z-hi :
War ann daol ho deuz-hi pozet,
Da gichenn ar c’hawel eo et.
’Nn intanvez paour a c’houlenne
Di-war hi c’hilinn, ’n hi gwele :
— Petra ’zo d’ar c’houlz-ma ann noz,
P’on et em gwele da repoz ! —
— M’ eo intanvez, ar Warc’hes sakr,
’Zo deut a-beurz Doue, hi mab,
Wit n’ lazfet ket ho pugale,
Rag beza ’po bara d’ez-he ;
Rag beza ’po bara d’ez-he
Ha dac’h ho unann ’po iwe :
Ann ed hadaz ’nn aotro ’r beure,
A vezo daro kent ann de. —
— Segal daro d’ann Nedelek,
Pez biskoas den na euz gwelet ! —
— It-c’hui d’ar park ha medet-han,
Digasset d’al leur, dornet han.
Kasset-han d’ar for, poazet-han,
Ha pa vezo poaz ar bara,
Kasset ’n tamm d’ez-han da dava,
Met n’ gasset ket nemeur d’ez-han ;
Met n’ gasset ket nemeur d’ez-han,
Hennes vo he damm diweza ! —
— Dalet m’ aotro, un tam bara,
Segall-newez wit ar bloa-ma ! —
— Pa vez bikenn hen laret d’in,
Eo bara-newez offrez d’in ;
Eo bara-newez offrez d’in,
Na oufenn bikenn da gredi.
Pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Prepar d’in-me ma inkane
Ma ’z inn da c’houd ar wirione. —
En leur ’nn intanvez p’eo arruet,
Ann ed ’n deuz gwelet goustellet :…
Ann douar endann-han ’zo rannet,
’N kreiz punz ann ifern ’z eo kouezet !
Kriz vije kalon nep vije
’N leur ’nn intanvez, mar na oelje,
O welet c’hoas ann den brutal
’Sevel he benn war-c’hore ’nn douar ;
’Sevel he benn war-c’hore ’nn douar,
Hag o lavaret gant glac’har :
— Ma zudou kez, mar am zentet,
’Nn aluzon d’ar paour a rofet ! —
Kanet gant ur baourez koz
a Blounevez-Moëdec, 1854.
Ann ter groeg iaouank ingrat
A ia da Rom, a galon-vad,
D’ glask absolvenn digant ar Pab,
Da glask pardon euz ho fec’hat.
Pa oant gant ann hent o vonet,
Un den fur-braz ho deuz kavet ;
— Aotro, blamour d’ar Bassion,
Nin a c’houlenn ann aluzon ;
Ni a c’houlenn ann aluzon,
Rag just eo hon frovision. —
— Dalet, groagez, peb ’ seiz gwennek,
D’ho sikour un tamm da vonet.
Bars ar ger a Rom p’arrufet,
Peb ’bater wit-on a larfet,
Dirag aoter ’r Jakobined,
’Zo en tu-deo, pa antrefet. —
Er ger a Rom p’int arruet,
Bonjour ha joa ho deuz laret :
— Bonjour ha joa holl er ger-ma,
Ar Pab a Rom pelec’h ema ? —
— Mar eo ’r Pab a Rom a glasket,
It d’ann iliz-vraz, hen kavfet ;
Ema ’laret he ofern-bred,
Dirag aoter ’r Jakobined ;
Dirag aoter ’r Jakobined,
’Zo en tu-deo pa antrefet. —
En iliz vraz p’int arruet,
Dour-binniget ’deuz komerret ;
Dour-binniget deuz komerret,
Da dreid ar Pab int em strinket,
Hag he bardon deuz goulennet.
— Pez torfedou oc’h euz-c’hui gret ? —
— Me a zo bet ken dinatur
Ewit laza ma c’hrouadur,
Me ’m euz lazet ma inosant,
Hep ole ha hep badeziant ! —
— Ha me, siouas ! am euz lazet
Ar vamm pini deuz ma ganet,
Hag hi c’huzet ’n ur bern-deillo,
Lech n’euz bet belek war hi zro ! —
— ’Baoe ma ’z on deut war ar bed,
Meur ’govezion ara euz gret ;
Nemet re-faoz n’am euz me gret,
Aoun-braz am euz d’ veza daonet ! —
Ann Tad-Santel a lavare
D’ann ter groeg iaouank, p’ho c’hlewe :
— Ter groeg iaouank, em gonfortet,
P’ oc’h euz anzavet ho pec’het.
Roët ’m euz pouar d’ann eskibienn
D’absolvi ann holl bec’herrienn ;
Hag evel-se, mar anzavet.
Gant pinijenn, zalwet ’vefet.
Setu aze ’r wialenn-wenn
Ho rento ’n kambr ar binijenn…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hag a-benn tri bloavez goudé,
Sekretour ’r Pab ho bisite :
— Ter-groeg iaouank, mar oc’h c’hoas beo,
Deuit ama, m’ho absolvo. —
Burzud ’beurz Doue arruet !
Ann ter groeg a oa beo bepred.
Ann aotro sekretour lare
Na d’ann ter groeg iaouank neuze :
— Ebars ar ger pa arrufet,
Dirag ho priejou ’taoulinfet ;
Dirag ho priejou ’taoulinfet,
Pardon digant-he ’c’houlenfet. —
Bars ar ger pa ’z int arruet,
Ho friejou n’ho anveent ket,
Dre ar boan ’r binijen galet
Ha dre forz hïr-hent ho doa gret :
Nag ho bugale, kenneubeud,
Dre ann tri-chant lew ho doa gret ;
Ha pa ’z int bet em anvezet,
Ho c’halonou a zo rannet ;
Hag ho c’houec’h ez int desedet,
Ha dann ef kerkent ez int et :
Et eo ar c’houec’h pried d’ann ef,
Ha graz d’imb da vonet iwe !
Kanet gant Mari-Job Kado. — 1846.
Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz ’zo a-newez savet ;
Ur werz ’zo a-newez savet,
Da Vari Gelenn ez e gret.
Da Vari Gelenn ez e gret,
A deuz hi mamm-baour dioueret :
Hi zad hen euz hi debauchet
Da vonet gant-han da gousket.
Seiz bloas eo bet gant-han ’kousket,
Seiz bugel ’nn ez-han deuz ganet.
Na Kelenn-goz a lavare
D’he verc’h Mari, un de a oe :
— En bourk Burtul ’zo ur retret.
Me ho ped, Mari, da vonet ;
Me ho ped, Mari, da vonet,
Marteze a vefet zalwet ;
Marteze a vefet zalwet,
Rag ewit-on-me na vinn ket. —
Mari Gelenn, vel ma klewaz,
Da wisko hi dillad a ieaz ;
Da wisko hi dillad eo et,
Da vont da Vurtul d’ar retret.
Mari Gelenn a lavare,
En bourk Burtul pa arrue :
— Ez ian da vonet d’ann daoulin
Dirak Jezuz, ma mestr divin ;
Hag a-rok mont da govesat,
Ma c’houllinn pardon wit ma zad. —
Mari Gelenn a ia brema
Da goves gant ar joaüsa.
Da zeiz belek deuz kovesed,
Hep kahoud absolvenn er-bed ;
Hini ann-ezhi n’absolvje,
Rag ma lavar ar wirione.
Pa oa gant ann hent o tonet,
Ur belek iaouank deuz kavet :
— Mari Gelenn, d’in leveret,
Pelec’h er giz-ze m’a ’z oc’h bet ?
Rag bet ez oc’h un tu-bennag,
Pa ’ma ’nn dour war ho taoulagad ? —
— Bet ’on ’n bourk Burtul, er retret,
Da zeiz belek ’m euz kovesaet :
Da zeiz belek ’m euz kovesaet,
Met hep kahoud absolvenn ’bed. —
— Mari Gelenn, deut war-ho-c’hiz,
Wit ma ’z aimb hon daou d’ann iliz. —
Hema ’zo ur belek iaouank,
Hen euz gant-hi nec’h ha tourmant.
Bars ann iliz p’eo arruet,
Da Vari Gelenn ’n euz laret :
— Mari Gelenn, kovesaët,
Ha na nac’het pec’het er-bed. —
— Ar c’henta bugel a c’hanis,
En krafenn ann tan hen pakis ;
En krafenn ’nn tan ’m oa-han paket,
Ha ma zad a zo d’in kiriek.
Hag ann eil bugel a c’hanis,
Endann ann oaled hen plantis,
Ha ma zad a oe d’in kiriek,
Grit ho polante em andret ;
Grit ho polante em andret,
Pa ve ’n tan larfac’h d’in monet ![5] —
— Mari Gelenn, deportet c’hoas.
Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj ;
Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj,
Wit ma c’halon ’zo fatig-braz ! —
— ’R bevare bugel a c’hanis,
Bars en leur-ann-ti hen plantis ;
En leur-ann-ti ’m euz-han plantet,
Ha ma zad a zo d’in kiriek.
Ar bempvet bugel a c’hanis,
Endann troad ann daol en plantis ;
Ar c’houec’hvet bugel a c’hanis,
Endann ann treuzou hen plantis.
Ar seizvet, gassis d’ar jardin,
Hep biskoas na c’houvezaz den. —
— En han’ Doue, deportet c’hoas,
Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj ;
Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj,
Rag ma c’halon ’zo fatig-braz ! —
— Grit ho polante em andret.
Ma c’hovezion a zo gret. —
— Mari Gelenn, d’in lavaret,
N’oc’h euz ket un arc’h alc’houezet ? —
— Eo, du-ma ’zo ’n arc’h alc’houezet. —
— En hounnes, Mari, ez iefet.
En hounnes, Mari, ez iefet ;
Ha na larfet da den er-bed.
A-benn ur bloa me arruo,
Neuze, Mari, m’ho absolvo. —
He-ma ’zo ur belek iaouank
Hen euz gant-hi nec’h ha tourmant;
Ha pa oa ar bloa achuet,
Da welet ez e bet deuet.
Ann arc’h pa ’z eo bet digorret,
Netra en-hi na zo kavet,
Met un tamik euz hi c’halon,
Marteze ’vel boed ur graouenn :
Marteze ’vel boed ur graouenn,
Un dra derrupl oa da gomprenn !
’N he vouchouar ’n euz-han laket,
Da vourk Burtul gant-han eo et :
Da vourk Burtul gant-han eo et,
War vur ’r vered ’n euz-han laket ;
War vur ’r vered ’n euz-han laket,
D’ofernia wit-hi ez eo et.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Belek bourk Burtul’ a lare
D’ann aotro ar Fleur en de-se :
— Mar trec’h ’l mal-bran war ar goulm-wenn,
’Z aï Mari ha te d’ann ifern ! —
Dre c’hraz Doue hag ann Drindet,
Ar goulmik-wenn ’deuz gonezet ;
Ar goulmik-wenn ’deuz gonezet,
’Nn aotro ar Fleur ’zo delivret !
’Nn aotro ar Fleur ’zo delivret,
Ho daou d’ar baradoz int et.
Et int ho daou dirag Doue,
Ha graz d’imb holl da vont iwe !
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz,
parroz Duault.
Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz a zo newez-zavet ;
Ur werz a zo newez-zavet,
Da C’haran ar Briz ez eo gret.
Arru eo ’r mandat a neve,
Rigouruz a-beurz ar roue,
Da lakad tenna d’ar billet,
Choas ’r c’horfou gwella ar wazed,
’Dalek ann oad a dric’houec’h vloas,
Beteg ’nn oad a dri-ugent vloas.
Personn Cavan a lavare
En he gador pa sermone :
— Orsa eta holl, Cavaniz,
Ur c’hezlo trist en ho iliz !
Korf ha mado ’z omp d’ar roue,
Hag hon ine ’zo da Doue.
Warc’hoas ama c’hui em gavo,
Wit-oc’h holl me oferrinio ;
Wit-oc’h holl me oferrinio,
Ganec’h d’ Lannuon me’ ielo. —
Kriz vije ’r galon na oelje
En Lannuon nep a vije,
O welet Cavan ha Ploubezr,
Asambles o tiskenn en ker.
Ann taol a dek-heur ’zo skoët,
Parouz Ploubezr a zo galwet ;
Parouz Ploubezr a zo galwet ;
Gant hini na eo digwezet.
Parouz Cavan a deuz tennet,
Gant Garan ar Briz eo digwet.
Garanik ar Briz a oele,
Na gave den hen konzolje ;
Na gave den hen konzolje,
Met he baeron, hennez a ree.
— Tawet, Garan, na oelet ket,
Ur re-bennag a renk monet. —
— Me n’ rojenn forz wit partian,
Penamet ma mamm-baour ’zo klan ;
’Ma seiz miz ’zo war hi gwele,
Na deuz kristenn nemet-on me. —
Garan ar Briz a lavare
Er ger d’he vamm, pa arrue :
— Savet, mamm baour euz a-lec’h-ze,
Ma rinn ur wes c’hoas ho kwele. —
— Pe c’hui ’zo skuiz euz ma c’hlenved,
Pe c’hui ’zo skuiz euz ma gwelet ? —
— O tenna d’ar billet ’on bet,
Soudart ’wit Cavan ’z on digwet ! —
Ar vroegik paour a lavare
D’hi mab Garan eno neuze :
— Ma mabik paour, em gonzolet,
Ur re bennag a renk monet. —
Pa oant ho daou o teplori,
Teuas he gabitenn en ti :
— Hastet, Garan, em breparet,
D’ Wengamp fenoz vo red monet. —
Garan ar Briz, pa ’n euz klewet,
E-meaz ann ti ’zo sortiet ;
’Nn or war he vamm ’n euz alc’houezet,
Da di ar person ez eo et :
— Dalet, gouarnerez, alc’houez ma mamm,
M’ho ped da gaout ann-ez-hi soign,
Ha laret d’ann aotro person
Hi rekommandi en hi bron ;
Hi rekommandi ’n ofer-bred,
Ma ielo ann dut d’hi gwelet. —
— Lakit ho alc’houez lec’h m’ karfet,
Lec’h m’hen po laket hen kavfet. —
Euz ’r presbitor ’n euz kimiadet,
D’ann iliz kerkent ez eo et.
— Aotro sant Garan, ma faëron,
Grit ewit-on un donezon :
Lakit ho kleïer d’ zoon kanvo
D’am mammik paour, pa vo maro ;
Kanvo d’ann noz ha d’ar beure,
Ha karillon war ar c’hreiz-de !
Ha grit ma klewinn ann-ez-he
Hag a veen pemp-kant lew out-he ! —
Garan ar Briz a lavare
En kreiz ann arme, un de oe :
— Arretet, kabitenn, ’r penned,
Kleïer Cavan am euz klewet ! —
— Penaos a klewfes ann-ez-he,
Ha te pemp-kant lew dioud-he ? —
— Laket ho troad war ma hini,
Hag ho c’hlewfet kerkoulz ha me. —
He droad war h’ hini ’n euz laket,
Kleïer Cavan hen euz klewet.
He gabitenn a lavare
Da C’haran ’r Briz eno neuze :
— Me ’skriv did Garan, da gonje,
Da vonet d’ar ger da vale. —
Garan ar Briz a lavare,
’Tal feunteuniou Cavan p’arrue :
— Petra ’zo a-newez ama,
Ma soon ar c’hleïer er giz-ma ? —
— Tri de ha ter nozwez a zo
E maint noz-de o soon kanvo ;
E maint noz-de o soon kanvo,
Hep kristenn ganet war ho zro !
Kanvo d’ann noz ha d’ar beure,
Ha karillon war ar c’hreiz-dé ! —
Garan ar Briz a lavare,
Prennestr gwele he vamm pa dremene :
— O Doue ! marw eo ma mamm-me,
Pa n’ ’ma hi fenn ’n prennestr hi gwele ;
Pa n’hi gwelann ’n prennestr hi gwele,
’Welet a be-duz arrijenn-me. —
Garan ar Briz a lavare,
’N presbitor Cavan p’arrue :
— Roët d’in-me ma alc’houezo. —
— Lec’h poa ho laket c’hui ho c’havo. —
Garan ar Briz, pa ’n euz klewet,
’N he alc’houezou a zo kroget ;
’N he alc’houezou ez e kroget,
’Nn or war he vamm ’n euz digorret.
Oa he vamm-baour war leur-an-ti,
Peder gwerc’hes hi lienni ;
Peder gwerc’hes hi lienni,
Peder sierj koar dira-z-hi.
Daou bok d’he vamm hen euz roët,
Ha war ar plaz ez e marwet.
Emaint ho daou war ar varw-skaonv,
Doue d’ bardono ann anaoun !
Emaint en palez ann Drindet,
Graz d’imb da vont di d’ho gwelet !
Kanet gant Mari-Job Kerival, matez
en Kerarborn. — 1848.
Me oa ’r bugelik iaouank-flamm,
Pa varwaz ma zad ha ma mamm ;
Oblijet oann da glask ma boed,
Kapabl d’hen gonit na oann ket.
Ma oann leusket war ann hent-braz,
War ann hent-braz ewit em glask.
Pa oann diskennet en hent doon,
Me o rankontr tud-a-feson ;
O rankontr aotro hag itron,
Pa oann diskennet hent doon ;
Ma laraz ’nn aotro d’ann itron :
— Sell aze ’r bugel-a-feson ;
Hi c’homerromp ganimb ’n hon zi,
’Vel d’hon bugel greomp d’ez-hi. —
Pa oann bet tric’houec’h miz ’n ho zi,
Oa gret un habit newez d’in :
Me a oa maget ha gwisket,
’Vel pep-hini ann-he bewet.
P’oann bet tric’houec’h vloaz en ho zi,
(Tri bloaz war-n-ugent ’m boa neuze)
Laraz ma mestr mad d’am mestrez :
— Poent e dimizi ’r vinorez,
Rei d’ei noblanz ar Feunteuniou,
Kaera noblanz a zo er vro ;
Kaera noblanz a zo er vro,
Un darn, itron, euz hon mado. —
Ma laraz neuze ma mestrez :
— N’ vo ket dimet ar vinorez ;
N’ vo ket dimet ar vinorez,
Ken ’vo bet ganimb ’n pardon Agnez ;
Bep-bloa ’teu ganimb d’ar pardon,
Dre m’eo ur bugel-a-feson…… —
Pa arruaz ebars ar c’hoad,
’Teu c’hoant-kousket d’am mestrez-vad ;
Me ’c’h azeza war ar c’hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn ;
Tapout hi fenn war ma barlenn,
Hag a vanaz kousket soudenn.
O tont un dra da laret d’in :
— Laz da vestrez, zent a-ouz-in ;
Laz da vestrez, zent a-ouz-in,
Hag itron en hi flaz e vi ! —
Euz ann dra-ze am euz zentet,
Ma mestrez vad am euz lazet ;
Ma mestrez vad am euz lazet,
Seiz taol-kontel d’ei ’m euz roët.
P’am boa lazet ma mestrez vad,
Na ouienn pelec’h hi lakad.
O tont un dra da laret d’in,
Dre ma oann ken nec’het gant-hi :
— Na kerz te gant-hi d’ar poull-glaou,
Ha kuz ’nn ez-hi gant deilou-kraou. —
Me a ieaz neuze d’ar pardon.
Doue ’ouie ma intantion.
Me o rankontr ma mestrik mad,
O kana hag o c’huibanad ;
O kana hag o c’huibanad,
Me ’roaz d’ez-han kalonad !
— Ma mestrez vad a zo lazet,
Bars ar c’hoad, gant ar forbaned !
Me vije iwe, penamet
E-meaz ar c’hoad am euz redet. —
— Ma vijac’h bet fidel d’ez-hi,
C’hui vije lazet koulz ha hi ! —
Ma mestrik mad, p’hen euz klewet,
Ter-gwes d’ann douar ’zo koezet ;
Ter-gwes d’ann douar eo koezet,
Hag am euz-han bep-gwes savet :
— Tawet, mestrik, na oelet ket,
Me ho servijo ’vel bepred ;
Met n’inn ket ganec’h da gousket,
Ken ’vomp dimet hag eureujet. —
Sevel ’ra ’tre-z-he prepoziou
Na diwar-benn ann dimiziou.
Pa oant dimet hag eureujet,
Hi poent da vonet da gousket,
’C’h antrenn ar c’horf maro en ti,
Ha seiz sierj koar dira-z-hi ;
Seiz sierj allum dira-z-hi,
Unan a oa war bep-gouli.
— Savet al lec’h-se, minorez,
C’hui oc’h euz lazet ho mestrez ;
C’hui ’c’h euz lazet ho mestrez-vad,
Tamallet d’ar forbaned er c’hoad ! —
Hi friet, pa hen euz klewet,
’Meaz he wele a zo zavet ;
En ur fuzul ez eo kroget,
En aviz hi lazan eo et :
Met ar c’horf maro ’n euz laret :
— Ma fried paour, n’ hi lazet ket,
Met hi leusket da glask hi boed,
Etre Cavan ha Tonquedec[6],
Lec’h na vezo ket anvezet,
M’ tamanto hi c’horf d’hi fec’het ! —
Kanet gant Janet Ar Gall.
Plouaret, 1853.
Me oa iaouankik, wit a oad,
Pa varwaz ma mamm ha ma zad :
Ha me da vale dre ar bed,
Da glask ur re d’am c’homerret.
Pa oann o vont gant ann hent-braz,
Daou den iaouank a rankontraz ;
Ur plac’h iaouank, vel un itron,
Un den-jentil, ’r giz d’ur baron.
Ma lare ann eil d’egile :
— Kassomp ganimp ar bugel-me ;
A vrema hon divertisso,
P’ vo deut en oad hon servijo. —
Ma lare ar mestr d’ar vestrez,
— Dimezomp ’r mewel d’ar vatez. —
— Dimet ho mewel pa garfet,
Ma matez na vo ket dimet ;
’Benn ma timezinn ma matez,
Me renk ober gant-hi tiegez ;
Me renk ober gant-hi tiegez,
Pevar eujenn, peder buc’h leaz,
Diou boezellad a bep-seurt ed ;
En ti hi mamm n’ho c’havjac’h ket. —
Pa ’z ia ma mestrez d’ar pardon,
Me ia gant-hi, evel rezon ;
Me ia gant-hi, evel rezon,
Dre ma oann plac’hik a-feson.
Pa oamp-ni o tremenn ar c’hoad,
Ha ni o vont da disheoliad ;
Oc’h azeza war ar c’hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn.
O tont un dra da laret d’in :
— Kommer da gontel ha laz hi.
Te a vo laket en hi lec’h,
Te ’vezo groeg ann tiegez ;
Kuz ann ez-hi ’n touez ann deillou,
Met hi botou hag hi loerou…… —
Ar vinorezik a lare
Er ger d’hi mestr pa arrue :
— Itron Varia ann Drindet,
Ma mestrez paour a zo lazet !
Lazet ez eo ma mestrez-vad,
Gant ar forbaned, bars ar c’hoad ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Tawet, mestrik, na oelet ket,
Me a reï d’ac’h-c’hui ’vel bepred ;
Me a reï d’ac’h-c’hui ’vel bepred,
Met monet ganac’h da gousket ;
Met monet ganac’h da gousket,
Ha monet iwe, mar be red. —
Pa oant dimet hag eureujet,
Ha poent d’ez-hi mont da gousket[7],
Oc’h arruout unan en ti,
Peder sierj-koar dira-z-hi ;
Peder sierj-koar dira-z-hi,
Ur goulou-koar war bep-gouli !
— C’hui eta oc’h euz eureujet
Ann hini a deuz ma lazet ?
Ma c’huzet e-touez ann deillou,
Met ma botou ha ma loerou ! —
— Ha petra vezo gret out-hi ? —
— Klask pevar marc’h d’hi ziframmi !
Klask pevar marc’h d’hi ziframmi,
Gori ar forn hag hi dewi ;
Ha gant ann tan pa vo dewet,
Gant ann awell ’vezo gwentet ! —
Ur baourez koz a Blougonver. — 1855.
Selaouet hag a klewfet, hag a klewfet kana,
Ur zon a zo bet savet a-nevez wit ar bloa,
Gret da ur vates vihan a oa o serviji
’N un noblanz gant un aotro, m’ho ped da ententi.
Ann aotro ’n doa ur merer dlee d’ez-han kant skoed,
Hag a lakaz ar serjant da vonet d’hen kavet.
Ar merer, p’hen euz gwelet ar serjant arruet,
Hen euz komerret he vaz, da di he vestr eo et.
Un eiz dewez a dermenn out-han ’n euz goulennet ;
— E-lec’h eiz dewez, merer, me a ro did pemzek :
Wit me na vinn ket er ger, ma mates vihan ’vo,
Ar gouitans ’vo en armel, ma merer, m’hi zino. —
Pa ’n euz kontet he arc’hant serret he zinerou,
Komerret hen euz he vaz, wit mont d’baëa ’nn aotrou.
Pa oa kontet he arc’hant, laket ann asuranz,
N’hen doa biskoas ar sonj da c’houlenn he gouitanz.
Pa oa erru gant ann hent, gant ann hent avanset :
— Aotro Doue ! eme-z-han, me oar ez on manket,
Ia, o veza n’am euz ket ar gouitanz goulennet,
Ha mar deu ar plac’h da nac’h, setu me glac’haret ! —
P’arru ann aotro er ger, kerkent ’n euz goulennet ;
— Na eo ket bet ma merer ’baoe euz ho kavet ? —
— Oh ! nann a-vad, eme-z-hi, n’am euz-han ket gwelet,
’Ma ho kouitanz en armel, lec’h m’ho poa hi laket. —
Komanset eo da bec’hi, da ofansi Doue,
Laket hen euz ar serjant d’ vont d’ar merer arre.
Ar merer, p’hen euz gwelet ar serjant arruet,
D’ann douar a zo kouezet, hag a zo fatiket.
Ar serjant ’oa un den-mad, hag hen euz-han savet ;
Hag hen euz-han bet savet, ha d’ez-han lavaret :
— Deuz ganin-me, merer paour, deuz ganin d’ann noblanz,
Me a raï did kaout arc’hant, p’ autramant da gouitanz. —
— Perag, eme-z-han, aotro, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paëet hi arc’hant, laket he asuranz ? —
— Penaoz ta, ’me ann aotro ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ? —
Goullet e ’r vates vihan da zont d’ann nec’h, d’ar gambr,
Da welet a hi anzao ar gouitanz pe ’nn arc’hant.
— Perag ta, mates-vihan, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet ann arc’hant, ha laket asuranz ? —
— Penaos eta, eme-z-hi ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann-ez-he ? —
Ar merer, pa ’n euz klewet ann-he gant ho freposiou,
Diskennaz en eur oela, a zo deuet d’ann traon.
Pa eo erru gant ann hent un tammik avanset,
Setu ’n den-jentil iaouank hen euz bet rankontret :
— Na lar d’in-me merer paour, petra ’ra did goela,
Pa deuz euz a di da vestr, pa oud-te ken trist-ma ? —
— Aotro Doue ! eme-z-han, petra zervij d’in nac’h !
Me ’m euz kollet brema deon pemp kant skoed gant ur plac’h ! —
— Deuz ganin-me, merer paour, ha retorn war da c’hiz,
Me a raï did kaout kouitanz peautramant aviz.
— Perag, eme-z-han, aotro, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet he arc’hant, laket he asuranz ? —
— Penaos ta, ’me ann aotro, ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ? —
— Gret-c’hui d’ho mates-vihan dont d’ann nec’h bars ar gambr,
Da c’houd a hi anzavo ar gouitanz pe ’nn arc’hant.
Perag ta, mates-vihan n’ rez d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet he arc’hant, laket he asuranz ? —
— Me c’houlenn tan d’am dewi, ann diaoul am dougfe,
Mar am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ! —
— Gaou lares, mates-vihan, bars en kreiz da ine !
Rag e-maint en ur ialc’had en golc’hed da wele.
Rag e-maint en ur ialc’had en golc’hed da wele,
Kalz a draou a t’euz laeret a zo eno gant-he.
Mar zo bet lazet, aotro, tri mewell-braz ’n ho ti,
Ez eo ho mates-vihan a zo kiriek da-ze ! —
Ann aotro, p’hen euz klewet komz ’hi dri mewell-braz,
Ter-gwes d’ann douar goezaz, ter-gwes a fatikaz ;
Ter-gwes d’ann douar eo koet, ter-gwes eo fatiket,
Ann diaoul a oa er gambr hag hen euz han savet.
— Arsa, eme-z-han, aotro, mar eo ar plac’h-ma d’ac’h,
Pe dre dan pe dre awell ’vo lamet diganac’h ?
Mar ia ganin-me dre dan, ’vo dewet ann noblanz,
Mar ia ganin dre awell n’ vo ket ker braz ofanz. —
Dont ’ra ur c’houad-awell hag a zo krenv meurbet,
Ha da greiz stang ar vilinn hï a zo bet taolet !……
Ur meliner iaouank a oa o serri ann dour,
Hen deveuz bet astennet he vrec’h wit hi zikour.
Ar fulor euz ann arc’hant hag ar plac’h milliget
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Setu enor ha profit denner euz ar merc’hed ! —
— Dom Iann Derrien, kousket a ret,
War ar plun dous, me na rann ket ! —
— Petra ’zo d’ar c’houlz-ma ann noz
E-toul ma dor oc’h ober trouz ? —
— Me eo ho mamm, Dom Iann Derrien,
’Zo ama ’c’h ober pinijenn ;
’Zo ’c’h ober pinijenn garo
Dom Iann , ’baoe ma ’z on maro.
— Ma mammik paour, d’in lavaret
Petra ’zo defaot ’n ho andret ?
— Gwez-all, pa oann war ar bed-ze,
Me am boa gret ur bromese,
Da vont da zant Jakez ’nn Turki ;
Hir eo ann hent, ha pell mont di ! —
— Ma mammik paour, d’in lavaret,
Servijout ’raë d’in monet ? —
— Servijout raë d’ac’h monet,
Evel ma unan, ma veenn bet. —
Dom Iann Derrien a lavare
D’he dad ha d’he c’hoar, en de-se :
— Ma zad, ma c’hoar, mar am c’haret,
Roït d’in daou pe dri c’hant skoed ;
Roït d’in daou pe dri c’hant skoed,
’N ur veaj pell ’m euz da vonet. —
— Brema ta, pa ’z oc’h beleget,
Brema, ma breur, hon c’houitafet ? —
— Me ia d’ zant-Jakez ann Turki,
Ewit ma mamm, hag ho hini. —
Pa oa gant ann hent o vonet,
Un Turkian hen euz kavet :
— Daoust did pe gouitad da lezenn,
Pe vont er mor braz war da benn ! —
— Me n’ gouitaïnn ket ma lezenn,
Pa iafenn er mor war ma fenn ! —
Dom Iann Derrien a lavare,
’N kreiz ar mor braz, war he goste :
— Aotro zant Jakez benniget,
D’ho ti am boa c’hoant da vonet :
Me a roï dac’h un donezon,
A vezo kaer dez ho pardon :
Me a roï dac’h ur c’houriz koar,
A raï ann dro d’ho holl douar,
Ann dro d’ho ti ha d’ho pered,
Ha d’ho holl douar benniget ;
A raï un dro pe diou d’ho ti,
Iel’ da skoulma d’ar grusifi ! —
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Bars ann iliz eo antreet.
Dom Iann Derrien a lavare,
En zant Jakez pa ’z arrue :
— M’am bije gwinn ha platinenn,
Ur re d’ respont ann oferenn ! —
N’oa ket ar gir peurlavaret,
Gwinn ha platinenn ’zo rentet ;
’Zo rentet gwinn ha platinenn,
Un el da respont ’nn oferenn !
N’oa ket he ofern achuet,
He vamm d’ez-han em diskouezet :
— Kendalc’h, ma mab, kendalc’h bepred,
Ene da vamm t’euz delivret !
Ene da vamm t’euz delivret,
Da ene da unann zalwet ! —
Dom Iann Derrien a lavare
En zant Jakez hag en de-se :
— Aotro zant Jakez benniget,
Grit c’hoas ur burzud em andret :
Plijit gant-oc’h ma ’z inn d’ar ger,
Me roï d’ac’h un donezon gaer :
Me a roï d’ach ur banier-gwenn,
Vo seiz kloc’h arc’hant euz he benn ;
Vo seiz kloc’h arc’hant euz he benn,
Hag un troad balan d’hen dougenn ;
Me a roï d’ac’h ul lamp aour-finn,
Braoa hini vo ’n foar Kintinn,
Ha gwiskamant d’ho seiz aoter,
Hag un oferenn bep-gwener ! —
N’oa ket ar gir peurlavaret,
War dreuzou he dad eo rentet ;
Rentet er ger, en ti he dad,
O c’houeza ann dour hag ar goad !
He c’hoar, vel ma deuz-han gwelet,
Wit hen torcha hi a zo et ;
Ma deuz tapet ul lienn-gwenn,
Ewit hen torcha penn-da-benn.
— Ma c’hoarik paour, n’am torchet ket,
Ken am bo ma c’houezenn eured ;
Ene ma mamm ’m euz delivret,
Ha ma hini am euz zalwet ! —
Doue d’ bardono ’nn holl anaon,
’Ma he gorf paour war ar var’-skaon ;
Breman ema dirag Doue,
Graz d’imb holl da vonet iwe !
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz,
parroz Duault.
— Konje, tad ha mamm c’houlennan,
Ewit monet da bardonan ;
D’ar pardon braz da Landreger,
Mont ’raï iwe ma breur-mager ;
Mont ’raï iwe ma breur-mager,
Hag holl dut iaouank ar c’hartier. —
— D’ar pardon-braz na iefet ket,
Rag ’ma ’nn awell di-war ’r Ieodet.
Maleuriou braz ’zo c’hoarvezet,
Ur vagad tud a zo beuzet ;
Zo beuzet ’r vagad tud iaouank,
A oa en-hi ur seiz ha kant !
Hep na nouenn na zakramant,
Ha beza beleïenn prezant !
Muia a roë d’in true,
Oa ur vroeg-iaouank oa ’nn ez-he ;
Oa ur vroeg-iaouank oa ’nn ez-he,
A oa o tougenn bugale !
Pa ’z ee ar vag da fonz ann dour,
A pede Doue d’hi zikour ;
A pede Doue d’hi zikour,
Ha zant Matelinn Moncontour. —
— Aotro sant Matelinn Moncontour,
’Zo mestr ann awell hag ann dour,
Preservet d’in ma inosant,
’Zo ’n fonz ar mor hep badeziant ;
Ha me reï dac’h un donezon
A vezo kaer de ho pardon :
Me a reï d’ac’h ewit prezant
Ur c’haliz aour, ur zakramant ;
Me a reï d’ac’h ur bannier-gwenn,
Gant seiz kloc’h-arc’hant ouz pep-penn ;
Gant seiz kloc’h-arc’hant ouz pep-penn,
Hag ur c’har balenn d’hen dougenn ;
Me a reï d’ac’h ur bannier-ru,
A vo alaouret en daou-du ;
Me a reï d’ac’h ur c’houriz-koar,
Hag a reï ter zro d’ho touar ;
Ter d’ho pered ha ter d’ho ti,
Ha ter d’a c’har ar grusifi ;
Ha ter da c’har ar grusifi,
Ha war ann aoter d’allumi ! —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
En aod sant Iann a oa rentet.
Gant hi bugel war hi barlenn,
En aod sant Iann, war an dreazenn ;
En he dorn ur bar bizinn-glaz,
D’ zizkouez ’oa ganet er mor-braz.
A-vriad en-han ’z eo kroget,
Ha d’ar ger gant-han ez eo et.
Er ger gant-han p’eo arruet,
En he wele deuz-han laket :
— Chomm aze brema, m’ bugel-me,
Me ia d’ Voncontour adarre,
Diarc’henn, dilour, war ma zroad,
War ma daoulinn mar hallann pâd ! —
En Moncontour p’eo arruet,
Ter dro d’ann iliz a deuz gret ;
Ter dro d’ann iliz a deuz gret,
Hag euz ar goad ’vije c’heuillet ;
Euz hi daoulinn ’koeze ar goad,
Ann daelou euz hi daoulagad !
— Aotro sant Matelinn benniget,
Antrenn ’n ho ti na hallann ket,
Serret-kloz eo ho torojou,
Kerkoulz evel ho prennestrou…… —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ar c’hleïer d’ zoon ’zo komanset.
Ma lare holl dut ar c’hontre :
— Ur mirakl-bennag ’zo ’darre !
Ur mirakl-bennag ’zo ’darre,
Sant Matelinn a ra bemde ! —
Ann or-dal d’ez-hi ’zo digorret,
Ar prosession hi c’homerret ;
Ar prosession hi c’homerret,
Hag hi c’halon a zo rannet !
Doue d’ bardono ann anaon,
’Man hi c’horf-paour war ar var’-skaonv[8]!
Setu hi liennet, laket ’n hi be,
Bennoz Doue war hi ine ! —
Kanet gant Fanch ar Roue, labourer-douar, 70 vloas.
Plouaret, 1847.
Matelina Troadek’ lare,
D’hi zad, d’hi mamm, un dez a oe :
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
D’ bardon sant Iann n’am c’hasfet ket ;
Ma speret ’ro da gredi d’in
Mar ’z an war ar mor, beuzet vinn ! —
— Bezet drouk gant nep a garo,
Da bardon sant Iann c’hui ’ielo ;
C’hui ’iel’ d’ bardon sant Iann-ar-Biz,
D’ ziskouez he vugel d’ar Markiz. —
— Deuz ama m’ bugel, m’as gwiskinn,
Rag bikenn mui n’as diwiskinn !
Ez an d’ lakad ma c’horf-balan,
D’ lakad d’hen prennan ur ruban ;
Ez an d’ wiska ma habit-wenn,
Ma davanjer taftaz-melenn,
Ma davanjer taftas-melenn,
Birwikenn n’ho diwiskann ken !
Adieu ma friet, holl dut ma zi,
Rag birwikenn n’ho kwelann mui ! —
Matelina Troadek ’lare,
Pa lake hi zroad el lestr-newe :
— Adieu d’ac’h-c’hui, holl dut ma bro,
Me ia da antrenn em anko. —
Matelina Troadek lare,
Pa droë ’r vag war hi c’hoste :
— Laret holl ho chapeledou,
Me ’lavaro ma gousperou ;
Me lavaro ma gousperou,
’Z ia ’r vag da dreï war hi geno !
Me a well el liorz ma mamm,
O troc’ha kaol da ober koan ;
Mar selaou Doue ma fedenn,
Binvikenn na droc’hfe kaolenn ;
Birwikenn kaolenn na droc’hfe,
P’e kiriek d’in d’ goll ma buhe !
Aotro sant Matelinn Monkontour,
C’hui ’zo mestr ann awèll hag ann dour ;
Aotro sant Matelinn Monkontour,
Dalc’het ma bugel war ann dour ;
Prezervet d’am bugel he vuhe,
Kasset-han d’ar bordik duze ! —
Kriz ’vije ’r galon na oelje.
En aod sant Iann nep a vije,
’Welet ur bugel tric’houec’h miz
War ’r plankenn ’n aod sant Iann-ar-Biz ;
Dindan-han ur zaë satinn-griz,
Da ziskouez oa mab ur markiz……
Matelina Troadek ’zo kavet
En fonz ar mor, tric’houec’h gourred,
En hi dorn ur boud bizinn-glaz,
Rekour hi buhe felle d’ei c’hoaz !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant un neeres, en bourk Guerand.
Miz maë, 1863.
Paskou hir, ar c’hemener,
Re ke ke, la, la, la, lira, la, la !
Paskou hir, ar c’hemener
’Zo et da ober al laer.
’Zo et da ober al laer, re ke ke, etc.
Abardae noz, digwener.
Et eo da di ar c’horred, re ke ke, etc.
Gant he goz-pall da doulet :
Gant he goz-pall da doulet, re ke ke, etc.
Da glask ann tenzaour kuzet.
Ann tenzaour hen a gavaz, re ke ke, etc.
Ha d’ar ger, ’n eur redek braz !
Ha d’ar ger, ’n eur redek braz, re ke ke, etc.
En he wele ’n em lakaz.
— Sarret ann or, sarret kloz, re ke ke, etc.
Setu ann duzigou-noz !
Dilun, dimeurz, dimerc’her, re ke ke, etc.
Diriou ha digwener !
Sarret ann or ta, paotred, re ke ke, etc.
Setu ar c’horriganed.
Maint o tont ebars ar porz, re ke ke, etc.
Maint holl en-han ’tansall forz.
Maint o pignat war ann ti, re ke ke, etc.
Maint ’komanz da zistoï.
Krapet out, ma mignon paour, re ke ke, etc.
Taol-kuit fonnuz ann tenzaour !
Paskou paour, te ’zo kollet, re ke ke, etc.
Taol war-n-out dour benniget !
Taol da linsell war da benn, re ke ke etc.
Ha na gruflusk ket a-grenn.
Siouaz d’in ! maint o c’hoarzinn, re ke ke, etc.
Nep dec’hfe-kuit a ve finn.
Aotrou Doue ! setu ’nan, re ke ke, etc.
He benn dre ann toul gant-han !
He zaoulagad ru glaou-tan, re ke ke, etc.
’Ma d’ann traon gant ar peulvan !
Aotrou Doue ! ’nan, daou, tri, re ke ke, etc.
Maint en-dro war al leur-zi !
Lammout reont ha kounnari, re ke ke etc.
Taget ’on, Gwerc’hes Vari ! —
— Daou, tri, pevar, pemp hanter, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc’her.
Kemenerik, kemener, re ke ke, etc.
Roc’hall a rez aze, laër !
Kemener, kemenerik, re ke ke, etc.
Tenn da fri ’meas un tammik !
Deuz da ober un dro danz, re ke ke, etc.
Ni ’zisko did ar c’hadanz.
Kemenerik, kemener, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc’her.
Kemenerik, te ’zo laër, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc’her.
Deuz da laëres ur wes-all, re ke ke, etc.
Deuz, koz kemenerik fall.
Ni a ziskoï did ur bal, re ke ke, etc.
’Lakaï da gein da strakall ;
’Lakaï da gein da strakall, re ke ke, etc.
Arc’hant korik tra na dal.
En ti Iannik ann Trevou, re ke ke, etc.
Ni euz rostet hon c’harnou ;
Ni euz rostet hon c’harnou, re ke ke, etc.
Ha gret foar gant he boudou ! —
Juluan ’zo un den vaillant,
A ligne nobl ha puisant,
Ez ia un de, hep lakad mar,
Da draon ar c’hoad da chaseal.
En traon ar c’hoad pa arruaz,
Ul loenik rouz a rankontraz,
Ul loenik rouz, pewar zroad-gwenn,
Ha daou gorn zavet war he benn.
— Juluan, lares-te d’in-me,
Ewit petra am c’heuilles-te ?
Ewit petra am c’heuilles-te,
Mar n’eo ewit kaout ma buhe ?
Mar am lazes te a lazo
Da dad ha da vamm war un dro ;
Te lazo da vamm ha da dad,
Ho daou, er memeuz gwelead ! —
— Me gouitafe kentoc’h ma bro
Ewit ma teufenn d’ho lazo ;
Kouitad ma bro ha ma c’hartier,
Mont da di ’r prinz da zervijer ! —
Ur prinz a oa hag hen karre,
Evel unan he vugale,
Hag ar prinz-ze hen dimezaz
D’un dimezell euz un ti braz.
Gouarner ’n he di laket a oe,
Ha kabitenn war he arme……
Neuze tad ha mamm Juluan,
Pell-zo en hirvoud hag en poan,
Skuiz-braz dre ar vro o vale,
O klask klewet euz he zoare,
En toull ar porz pa arrujont,
Un itron-gaer a zaludjont.
— Daou denik koz ha deread,
Pe-lec’h oc’h bet ken divezad !
— O klask ur mab hon euz kollet,
Ha Juluan ez eo hanwet. —
— Deportet ho taou, deut en ti,
Ganin-me a lojfet fete ;
Ma friet n’ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. —
Pa doa roët d’he da goania,
Ho lak’ ’n ur gwele ar gwella……
Juluan pa ’z arru ar ger,
A oa tentet gant Lusufer ;
Roët d’ez-han d’ gredi parfet
Ez oa ur pez-fall he bried.
Bars en he gambr pa antreaz,
Daou den ’n he wele a welaz :
Hag hen o kommer he gleze,
Ho lazan ho daou ’n he wele.
War ar pave pa ziskennaz,
He bried paour a rankontraz :
— Ma fried paour, d’in-me laret,
Piou en ho kwele ’c’h euz laket ?
Piou en ho kwele ’c’h euz laket,
Me ’sonje oa c’hui ’m boa lazet ? —
— Ho tad hag ho mamm, Juluan,
Pell-zo en hirvoud hag en poan,
Skuiz-braz dre ar vro o vale,
O klask klewet euz ho toare. —
— Itron Varia ar Folgoat !
Al loen hen doa d’in laret mad,
E lazjenn ma mamm ha ma zad,
Ho daou er memeuz gwelead !
Dalet breman ann alc’houeou,
Ha taolet ewez ar madou ;
Me ia brema d’ rivier Jourdenn,
D’ober d’am zorfed pinijenn. —
— Ma fried paour antreit enn ti,
Ma lakafomp ho interri ;
Lec’h m’ iel’ unan, iefomp hon daou,
Evel ma ’z omp gwir briejou ! —
Dastumet war lez forest Koat-ann-noz.
Na mar karje Landregeriz
Alc’houeza kloz dor ho iliz,
Na vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar.
Ar Vagerez a c’houlenne
Euz ’nn aotro Penfeunteun, un de :
— Mar plij ganec’h, d’inn lavaret
Euz a be-lec’h a zistroet ? —
— Distreï a rann euz ar ru-vraz,
O preena ur zaë satinn-glaz,
Brodet en-dro gant neud-arc’hant,
Dam fenherez, ur plac’hik Koant. —
— Ma klewfac’h ar pez ’ouzonn-me,
Bikenn hi zaë na lakafe ;
Bikenn ki zaë na lakafe,
Hag ho taoulagad n’hi gwelfe.
Ho merc’h ’deuz gret ur bugel-koar,
’Wit ho kass diwar ann douar :
Ur bugel-koar hi deveuz gret
Ewit ho kass prim d’ar vered !
Douget hi deuz-han nao miz-kloz
Etre hi c’hinviz hag hi broz ;
Douget hi deuz-han ’n pad nao miz
Etre hi broz hag hi c’hinviz. —
Ann aotro koz, p’hen euz klewet,
D’ar ger buhan ’zo diredet :
— Roït, ma merc’h, ho alc’houezou,
Wit ober mez d’ar gwall-deodou ! —
Ar benherez, pa deuz klewet,
Ter-gwes d’ann douar ’zo kouezet ;
Ter-gwes d’ann douar eo zemplet,
Hi lez-vamm hi deuz-hi zavet ;
Hi lez-vamm hi deuz-hi zavet,
Ha d’ez-hi a deuz lavaret :
— Roït d’ho tad ann alc’houeou,
Ma vo gret mez d’ar gwall-deodou. —
— Alc’houez ann armel ’m euz kollet,
Alc’houez ann arc’h am euz torret ;
Alc’houez ann arc’h am euz torret,
He n’am euz ken alc’houez abed. —
’Nn aotro Penfeunteun kounnaret,
En ur vouc’hal a zo kroget ;
Ann arc’h kerkent hen euz draillet,
Ar bugel-koar a zo kavet.
En ul lienn ez oa paket,
Ha gant-han ur ialc’h a gant-skoed,
Ewit reï d’ar belek diboel
Hen doa badezet ar bugel.
Ter-gwes ann dez hi hen zave,
Ter-gwes ann dez hi hen broude ;
Pa vroude ’nn ez-han gant spilhou,
E save pistig d’ann aotrou :
Pa hen broude gant spilhou-braz,
En he galon a skoë gloaz ;
Pa dome ’nn ez-han euz ann tan,
Ann aotro a ie moan-euz-moan.
’Nn aotro Penfeunteun a lare
D’he benherez, neubeud goude :
— Deiz-sul, goude ann ofern-bred,
Ma fenherez, c’hui ’vo losket ! —
— O ia ma zad, losket a vinn,
Me dougo keuneud d’am loskin. —
— Nann, ar c’heuneud na zougfet ket,
Rag en ur c’harr c’hui ’vo douget. —
Ar bugel-koar, ar benherez,
Ar paeron hag ar vaeronez,
Ho fewar ez int bet losket
Dirag ann holl bopl dastumet ;
Dirag ann holl bopl dastumet,
Ho fewar ez int bet losket,
Ar belek iaouank disakret,
Ha kerkent goude dibennet !
Ann aotro-koz a oele stenn,
Hag a ziframme he vleo-gwenn,
O welet he verc’h o leski,
Pa n’hen doa bugel nemet-hi !
Poularfeunteun a lavare
D’ann aotro Bistigo, un de :
— Pelec’h ez oc’h bet, pe ez et,
Pe ho euz esper da vonet ? —
— Oh ! me a ia duman d’ar stal,
Da dibab etof inkarnal,
Dantelez aour ha re arc’hant,
D’am fenheres, ur plac’hik koant. —
— Mar oufec’h ar pez’ ouzon-me,
Birwikenn habit na defe :
Hounnes’ deuz gret ur bugel-koar,
D’ho lemel diwar an douar !
Ter-gwes ann dez a ve tommet,
Ter-gwes ann dez a ve broudet,
Ha n’hen brouder gwes gant spilhou,
Aotro, na divezr ho teiziou ! —
— Poularfeunteun, d’in-me laret,
Pelec’h ’z e ’r bugel badeet ? —
— Badeet e ar bugel-koar
En iliz-vraz a Landregar ;
En iliz-vraz a Landregar,
Euz heaul hag euz golou al loar ! —
— Poularfeunteun, d’in-me laret,
Ar gomperienn piou ez int bet ? —
— Ho mewel-braz eo ar c’homper,
Ar vates-vihan ar gommer. —
— Poularfeuteun, d’in me laret,
Piou ’n euz ar bugel badezet ? —
— Ma ’z eo ur belegik iaouank,
Ewit kaout ur sommik arc’hant,
Pewar-c’hant skoed en arc’hant gwenn,
Ha kement-all en aour melenn.
Pewar-c’hant skoed en arc’hant-gwenn
Ha kement-all en aour-melenn,
Hen euz bet ar belek iaouank,
Ewit ober ar vadeziant. —
’Nn aotro Bistigo, pa glewaz,
D’ar ger a-c’hane ’retornaz ;
D’ar ger ’c’hane eo retornet,
Ha d’he benheres ’n euz laret :
— Roët d’in m’ merc’h, ho alc’houeou,
Teodou ann dut ’zo diaoulou. —
— Alc’houez ann armel ’m euz kollet,
Alc’houez ma c’houf a zo torret;
Alc’houez ma baütik bihan,
Me hen karrie en kreiz ann tan ! —
’Nn aotro Bistigo, pa glewaz,
En un hachik vihan ’grogaz ;
’N un hachik pennek ’z eo kroget,
Ar bahut-bihan ’n euz torret ;
Ar bahut-bihan ’n euz torret,
Ar bugel-koar hen euz kavet.
Hen da retorn ’darre en ker,
Da glask jendarmed d’hi c’hommer.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kriz a galon nep na oelje
En Landreger nep a vije,
Welet pewar c’horf ’leskin en tan,
Ar c’hleïer o soon ho unan !
’Nn aotro Bistigo ’oele tenn,
Hag a denne ’r bleo euz he benn,
’Welet he benheres ’leski.
Ha n’hen doa bugel nemet-hi ! —
Na mar karje Landregeriz
Alc’houeza kloz dor ho iliz,
Na vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar !
Kanet gant Godik Fulup, paoures mac’hagnet,
a baroz Plunet. — 1867.
Iannik Skolan hag he baeron
’Zo deut ho daou da c’houll pardon,
Da c’houll pardon dioc’h Doue,
Remision wit ho ine.
En ti he vamm p’eo arruet,
Digant-hi hen euz goulennet :
— Noz vad ha joa holl en ti-ma,
Et eo ’nn dut da gousket ama ? —
— Piou ’zo aze d’ar c’houls-ma ’nn noz,
P’on et em gwele da repoz ? —
— Savet, ma mamm, da c’houeza ’nn tan,
C’hui ’welo daou e-lec’h unan. —
Ar golo pa deuz enaouet,
Ter-gwes d’ann douar eo koezet.
— Savet, ma mamm, na spontet ket
Dirag ar mab ho euz ganet.
Euz tan ’r purkator a teuan,
Da dan ann ifern eo ez an ;
Da dan ann ifern da leski,
Mar na deuet d’am pardoni.
Me ’zo deut d’ c’houll pardon Doue,
Ha remision ma ine. —
— Penaos, ma mab, da bardoni,
Sonj er maleuriou t’euz gret d’in !
Laza da dad, pa oa kousket,
Gwalla ter euz da c’hoarezed ! —
— Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe !
Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz ;
Met p’on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —
— Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in,
Lakad ann tan en nao bern-ed,
Ha ma lakad da glask ma boed ! —
— Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas ! dre valeur ha dre reuz ;
Met p’on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —
— Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in ;
Laket ann tan bars an ti-forn,
Dewet tric’houec’h a loened-korn ! —
— Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz !
Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe. —
— Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in ;
Laeret ar c’houriz en Gwengamp,
Ar chapelet, ar groaz arc’hant ! —
— Ha mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz ;
Met p’on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —
— Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou ’t’euz gret d’in ;
Sonj er maleuriou ’t’euz d’in gret,
Ma levr-bihan a t’euz kollet !
N’eo ket ma levr c’hoas ar gwasa,
Ma chapelet, a oa en-han ! —
— Tawet, ma mamm, na oelet ket.
Ho levr-bihan n’e ket kollet !
Ho levr-bihan n’e ket kollet,
Digorit ho armel hen gwelfet ;
It d’ho armel hag hen gwelfet,
Ter feillen en-han efaset ;
Unan gant dour, un’ all gant goad,
Un’ all gant daero m’ daoulagad ! —
Hi armel pa deuz digoret,
Euz hi mab Iann ’eo dizroët :
— Tec’h al lec’h-se, pell diouzin,
Kerz da dan ’nn ifern da leski ! —
— Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marie Audern, a vourk Plunet. — 1867.
P’ oa ann ter Vari o wriet,
En jardin-vraz ar Pradennec,
Arruaz ’nn aotro sant Iann gant-he,
Da anonz d’he kezlo-newe.
— Ha demad d’ac’h-c’hui, ma moereb,
N’ ’c’h euz ket gwelet Zalwer ar bed ? —
— Aotro sant Iann, c’hui oa gant-han,
Hag a dle goud pe-lec’h eman. —
— Aboe dirio da greiz-de
N’am euz klewet d’ez-han doare. —
Ar Werc’hes Vari, pa glewaz,
Ter-gwes d’ann douar a goezaz : —
— Tawet, moereb, na oelet ket,
Me ielo d’hen klask, mar be red ;
Me dalc’ho da vale, noz-de,
Ken am bo kavet map Doue. —
P’ oa ’nn ter Vari’ vont gant ann hent,
Hi o rankontr ur mal iaouank :
— Demad d’ac’h, ’me ar mal iaouank,
’R zalut ’zo bepred ekselant ;
’R zalud ’zo bepred ekselant,
Kerkoulz da goz ’vel da iaouank.
Pelec’h ez et, pelec’h oc’h bet,
Pe ho euz esper da vonet ?
Me ’zo ’retorn euz ar menez,
Bet ’welt sevel ’r c’halvar newez ;
O welt sevel ur c’halvar koad,
Wit krusifia Doue ’r map. —
Ar Werc’hes Vari, pa glewaz,
Ter-gwes d’ann douar a goezaz ;
Ter-gwes d’ann douar eo koezet,
’R mal iaouank ’n euz hi goureet.
— Pe c’hui a c’hoerz, pe c’hui ’ra goab,
Pe ’ra da Vari kalonad ? —
— Me na c’hoerzann, me na ran goab,
N’ ran ket da Vari kalonad. —
— Lavaret d’in-me, c’hui Pilat,
Pini ann tri-z-hont eo ma mab ? —
— ’Nn hini ’zo ’rok gant ’r groaz vrasa,
Bigno d’ar menez da genta,
A zo komerret ’neizour-noz,
Gant golo-sklezr, leterniou-kloz.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Kasset ar vroeg-se al lec’h-se,
Kreski ma foaniou ’ra d’in-me. —
— Perag’ lares groeg euz da vamm ?
Krenv eo ma c’halon pa na rann !
Krenv eo ma c’halon pa na rann,
Klewet m’ mab’ laret groeg d’he vamm !
Diskennet ma mab, euz ar groaz,
’Wit m’hen maillurinn ur wes c’hoaz.
— Deut ama d’in ur mouchouer,
Ma torchinn ma goad, a diver.
Dalet, ma mamm, ar mouchouer
Eman en-han goad ar Zalwer ;
Ha na et ket d’ar stang gant-han,
Rag goad hon Zalwer ’zo en-han ;
Eman en-han ar vadeziant,
Ann nouenn hag ar zakramant ;
Rag eman en-han ann nouenn,
Prest da reï d’ann nep hi goulenn !
P’ oa ’nn ter Vari ’vont gant ann hent,
Hi o rankontr ur plac’h-iaouank.
— Dalet, plac’h-iaouank, ’r mouchouer,
Eman en-han goad hon Zalwer ;
Eman en-han ar vadeziant,
Ann nouenn hag ar zakramant ;
Eman en-han sur ann nouenn,
Prest da reï d’ann nep hi goulenn ;
Ha na it ket d’ar stang gant-han,
Rag goad hon Zalwer ’zo en-han. —
Ar plac’h-iaouank n’ deuz ket sentet,
(Kalz a re-all na reont ket),
D’ar stang gant-han hi a zo et,
Ar stang gant-hi ’zo dizec’het ;
Ar stang gant-hi ’zo dizec’het,
Hon Zalwer ’zo apariset ;
Hon Zalwer a aparisaz,
’R mouchouer digant-hi ’lemaz :
— Dama, plac’h iaouank, ’r mouchouer
Aman en-han goad ho Salwer :
Pa oa ’r mouchouer d’ac’h roët,
Dor ’nn ifern ’dan-oc’h ’poa serret ;
Dor ’nn ifern ’dan-oc’h ’poa serret,
Dor ’r baradoz uz d’ac’h digorret :
P’eo ’r mouchouer digant-oc’h lemet,
Dor ’nn ifern ’dann ho treid ’zo digorret ;
Dor ’nn ifern ’dann ho treid ’zo digorret,
’R baradoz uz d’ho penn serret !
Adieu, plac’h iaouank, kenavo,
Joa ar baradoz, pe war-dro ! —
Kanet gant Mari Audern, eus bourk Plunet. — 1867.
Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz a zo newez zavet ;
Ur werz a zo newez zavet,
Da zantez Henori eo gret.
Biskoaz hi zad n’euz hi anduret,
Na klasket d’ez-hi mad ar-bed,
Met hi chaseal ’maez he vro,
Hag hi friva euz hi mado.
Met allas ! klan ez eo chommet,
Ha gwall-aozet gant ar c’hlenved ;
Ma lar d’ez-han ar brofeted,
Mar deen ur vron werc’h vo iac’het :
Mar deen ur vron werc’h vo iac’het,
Mar be digant un’ e verc’hed……
Ar roue a Vrest a lare
Euz ar mintinn, un dez a oe :
— Me ia da gaout ma merc’h-henan,
Hounnes a garienn da gentan :
— Demad d’ac’h-c’hui, ma merc’h-henan,
C’hui eo a garienn da gentan.
Me ’zo aozet gant ur c’hlenved,
Ma lavar d’in ar brofeted
M’am be ur vron werc’h, ’m be iac’het,
Mar be digant nn’ ma merc’hed. —
— A ze, m’ zad, n’ho sikourinn ket,
Euz un dra-all na larann ket ;
Euz un dra-all m’ho sikouro,
Hep gwaska ma c’horf, na mado. —
— Me ia d’ gaout m’ merc’h etre-hena,
Hounnes a garienn ar muia :
— Demad, ma merc’h etre-hena,
C’hui eo a garien ar muia ;
Me zo gwasket gant ur c’hlenved,
Ma lavar d’in ar brofeted
M’am be ur vron werc’h ’m be iec’hed,
Mar be digant ’un ma merc’hed. —
— A ze, m’ zad, n’ho sikourinn ket,
Euz un dra-all na larann ket ;
Euz un dra-all m’ho sikouro,
Hep gwaska ma c’horf, na mado. —
— Me ia d’ gaout ma merc’h Henori,
Biskoaz ’vat n’ ’m eus karet d’ez-hi ;
Met hi chaseal ’meaz ma bro,
Hag hi friva eus he mado. —
Ar Roue a Vrest a lare,
En ti Henori, p’ arrue :
— Demad d’ac’h-c’hui, ma merc’h Doue, —
— Ha d’ac’h iwe, ma zad roue ! —
— Me ’zo gwasket gant ur c’hlenved,
Hag a lar d’in ar brofeted
M’am be ur vron werc’h ’m be iec’het,
Ma ve digant un’ ma merc’hed. —
— ’Nn aotro Doue da vo meulet,
M’eo red d’ac’h, ma zad, ma c’havet !
It-c’hui war-benno ho taoulinn,
Me ia d’ zibrenna ma feutrinn. —
Vel m’oa hi feutrin dibrennet,
He bron gant ’r serpant ’zo dantet ;
He bron gant ’r serpant ’zo dantet,
Ur griadenn a deuz leusket.
Ema Henori ’n he gwele,
Na gave den hi c’honzolje ;
Na gave den hi c’honzolje,
Met hi zad roue, hennes ’ree.
— Tawet, Henori, n’oelet ket,
Pa viot iac’h, viot dimet ;
Pa viot iac’h, m’ho timezo
D’ vraoa mab baron ’zo er vro. —
P’ oa dimezet hag eureujet,
Bet un nebeud gant hi friet ;
Bet un nebeud gant hi friet,
He vamm ’n euz d’ez-han lavaret :
Leall, ’me-z-hi, ma mab kloarek,
Braoa ma touges ar bonnet !
Me ’m eus gwelt da vroeg er zolier
Gant ur belek o trouk-ober ! —
— Tawet, ma mamm, pec’hi a ret,
Ur plac’h-a-feson am euz bet ;
Me ’m eus bet ur plac’h-a-feson,
Hag hi c’har a greiz ma c’halon.
Tawet, ma mamm, pec’hi a ret,
Ma faotr ar gambr ho poa gwelet. —
— Gant da baotr ar gambr na euz ket
Soutanenn na bonnet belek. —
— Ma oufenn ve gwir kement-ze,
Oann et betek ma zad roue……
Demad d’ac’h-c’hui, ma zad roue. —
— Ha d’ac’h iwe, ma mab Doue. —
— Pe bunition ’zo dleet
D’ur vroegig ’zo gwall eureujet ? —
— Mar d’eo den-onest hi friet,
Barn galet d’ez-hi ’vo roët :
Barnet d’ar c’hleze pe d’ann tan,
Pe d’ar groug, ’zo ’r maro buhan. —
— ’Nn aotro Doue da vo meulet,
Ho merc’h Henori ’c’h eus barnet ! —
— Mar eo Henori ’m euz barnet,
Ur varnik-all d’ez-hi ’vo gret :
Gret ’vezo un donnel newe
Da vont war-vor, en gward Doue ! —
Hi friet neuze a lare
D’Henori, er ger p’arrue :
— Henori, gwisket ho tillad,
M’iefomp d’ar bal, da di ho tad.
— Biskoas n’am euz bet refuset
Mont lec’h m’ho pije d’in laret,
Ispisial da di ma zad,
Eno medi ma holl ebat :
Demad d’ac’h-c’hui, ma zad roue ! —
— Ha d’ac’h iwe, ma merc’h Doue. —
— Penaos ez on bet d’ac’h manket,
P’eo d’ar groug oc’h euz ma barnet ? —
— Tawet, Henori, n’ oelet ket,
Ur varn-all d’ac’h c’hoas a zo gret :
Gret ’zo d’ac’h un donnel newe
Da vont war-vor, en gward Doue. —
N’oa ket ar ger peur-lavaret,
Bars an donnel ez eo laket ;
Bars an donnel ez eo laket,
Ha war ar mor ez e leusket.
Et eo bars ann donnel newe,
Leusket war-vor, en gward Doue……
Hag hi friet a c’houlenne
Euz ar vartoloded, un de :
— Martoloded, d’in-me laret,
N’oc’h euz gwelet tonnel a-bed ? —
— N’hor euz gwelet tonnel a-bed,
Ann hini ’n euz kollet, klasket ;
Met hini santes Henori,
’Zo diskennet en Hiberni ;
’Zo diskennet en Hiberni,
Ni ia bemde d’hi zaludi.
Bars en korfik hi inosant
A zo diou rozenn ekselant ;
A zo diou rozenn ekselant,
Mar na ve roue, sur ’vo zant ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Ma fried paour, d’in lavaret,
Ha ganin d’ar ger a teufet ? —
— Biskoas n’am euz bet refuset
Mont lec’h m’ho pije d’in laret.
Ho mamm hi doa d’ac’h lavaret
Penaos e oann groeg d’ur belek ;
Penaos e oann groeg d’ur belek,
Ar wirione brema ’welet. —
— Ma friet paour, d’in lavaret,
Pe boan d’ez-hi vezo roët ?
Me am euz seitek mereri,
Hag o c’harfe holl ho tewi ;
Garfe ann tan en izellan,
Kerkoulz evel en huëllan,
Rag ma ’z on bet ken glac’haret,
Eo ma mamm a zo bet kiriek ! —
Kanet gant Anna Salic, paourez koz. Plouaret, 1863.
M’ho suppli, kristenienn, da brestan ho silanz
Da zelaou ur c’hantik a zo a gonsekanz :
Buhez ur feumeulenn am euz antreprenet
Da zont da ziskleria aman en brezonek [9].
Holl raned ann dour-dous deut da gonsideri,
Gant ho mouez triomfant bemdez o fredoni,
Pere lavar d’ann holl, er bed antieramant,
En em gonvertisan, eo arru ’r jujamant !
Houma ’zo ’r feumeulenn euz a huël ligne,
Hag a deuz kuitaët noblanz ha kalite ;
Hag a deuz kuitaët noblanz ha kalite,
Wit dont da di hi moereb da vesa ann denved.
Houma ’zo ’r feumeulenn euz a huël ligne,
Hag a gane bemde d’hi denved, er mene ;
Hag a gane bemde d’hi denved, er mene,
Kantikou d’ar Werc’hes, en enor da Zoue.
Ur marc’heger iaouank, o tont euz ann arme,
Hen euz klewet hi mouez o kanan er mene,
Ma ’n euz pedet he baotr da vont da gomz out-hi,
Na wit goud piou a oa ’r giz-ze o fredoni.
— Demad, merc’hik iaouank, meurbet e kanet ge !
Na eo ket c’hui a dle bout gant ann denved-ze.
Duhont war ann hent-braz ’ zo ’r marc’heger iaouank,
Hen euz klewet ho mouez ken kaer, ken ravisant ;
Hen euz lavaret d’in donet beteg aman,
Un dezir braz hen euz ’teufac’h da gomz gant-han ;
Ma mestr ’zo un den brao, hen euz aour hag arc’hant,
Kement a blij d’ez-han a ve rentet kontant. —
— Ho ! salv-ho-kraz, aotro, ho adres a zo mad,
Ha koulskoude n’eo ket henvel euz ho tillad ;
Ho tillad a zo brao, manifik alaouret,
C’hui a zeblant beza un trompler ar merc’hed.
’Wit on d’ vezan el lann o vesan ann denved,
Me n’an ket evel-se da c’heul ar C’hallaoued ;
Ewit-on da veza el lann o fredoni,
Me n’an ket evel-se da c’heul tremenidi. —
— Salut d’ac’h, ma mestrik, ma beaj a zo bet
Un tammik hirvouduz, prompt ez on refuzet :
Honnont ’zo ur plac’h fur, promptamant gant ur ger
’Deuz ma rentet kontant, ha digasset d’ar ger :
— Wit-on d’ veza el lann o vesa ma denved,
Me na ’z ann ket, ’me-z-hi, da c’heul ar C’hallaoued !
Ewit-on da veza el lann o fredoni,
Me n’an ket evel-se da c’heul tremenidi. —
— Gallaoued ho deuz diouar, koulz ha tremenidi,
Mont a rann ma hunann ewit parlant gant-hi. —
— Demad d’ac’h, merc’h iaouank ; roguz braz a komzet,
Ewit beza el lann mesaëres-denved.
Digasset ’m boa unann ewit komz diouzoc’h,
M’ho euz respontet rust, hen digasset d’ar ger ;
Taolet pled, merc’h iaouank, ann dewez a vrema,
Me em gavo ganec’h pa zonjfet neubeuta. —
Me ’well arru el lann daou gavalier o tont ;
Pell-braz a zo ma oa ma c’halon endann spont ;
Me well arru ann heur ma vinn-me distrujet,
Met war ma ine paour n’ho deuz pouar a-bed !
Monet a rann brema wat bennou ma daoulinn,
D’ laret ma chapeled devota ma hallinn ;
Jezuz am euz choazet ewit ma redemptor,
Jezuz am euz choazet ewit ma c’hurator. —
— Distroët, merc’h iaouank, distroët a galon,
N’euz forz pegen soignuz ez oc’h en orezon —
— Jezuz am euz choazet ewit ma redemptor,
Jezuz am euz choazet ewit ma c’hurator. —
Kasset a oa d’al lez, wit bout interrojet,
Da c’houd a be-lec’h oa, hag a be-lec’h deuet.
Lavaret a ra d’he, hep ober komplimant,
Piou lareur ann-ez-hi, neuze soudenn vatant :
— Merc’h ’on d’ur ministr braz, zo mestr war al lezenn,
Elizak oa he hano, pa oa er bed o reen ;
Merc’h Elizak ’on zur, n’hen dizanzavann ket,
Wit servija Doue am euz-han kuitaët. —
Taolet a oe er stank, na beteg hi diou-lez ;
Kana a ree eno evel ur rouanes.
Met un dewez a oe, oa gwelet o tiskenn,
Viziblamant d’ar bopl, uz d’ez-hi, ur goulm-wenn……
Pa welaz ann aotro penaos na varwe ket,
’Teuaz da c’hourc’hemenn ’vije ’r stank dizec’het ;
Hag hen o c’hourc’hemenn da dizec’han ar stank,
Ma oe taolet ’n he doull da debri d’ur serpant !
Taolet oe en un toull ken tefall hag ar glaou,
En pe-lec’h na wele sklezrijenn na goulaou……
Nep a welje Marc’harit en daou-benn hi frizon
Nag o essa tec’hel diarok ann dragon !……
Met en noz-ma en tan hen deuz bet hi lonket,
Ha dre volonte Doue he vouellou ’zo freuzet !
Digwezout ’rez da dut dont da dremen dre ’r plaz,
Na pa oa Marc’harit o ambrasi hi c’hroaz.
Hag ez iejont buhan da anons ar c’hezlou
D’ar ger a Vrelidi, lec’h ma oa ann aotrou.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hogenn ann aotro-ma, pini na grede ket,
A zigassaz daou den euz he di da welet.
Pa welaz ann aotro penaoz na varwe ket,
’Chourc’hemenaz neuze ma vije dibennet.
Arru war ar chafot ma vije dibennet,
Un anter-heur amzer en graz ’ deuz goulennet ;
Goulenn a ra en graz un anter-heur amzer
Ewit goulenn pardon ewit hi zri barner.
— Oh ! ia zur, Marc’harit, m’ ho peed, ma fardonet,
Rag ewit-on, kredet, me n’ho tibenninn ket. —
— Salv-ho-kraz, micherour, na vanket ket da ze,
Rag c’hui ez eo ann or etre Doue ha me ! —
Ha na oa ket hi gir gant-hi peurlavaret,
Daou el ann ef war ’r chafot a zo bet diskennet :
— Allon eta Marc’harit, Marc’harit, kourajet,
Rag arru eo ann heur ma vefet kurunet ! —
Ha na oa ket ar gir gant-han peurlavaret
Hi c’hurunenn war hi skoaz a zo kerkent koezet ;
Hi c’hurunenn euz traon a goezaz war hi skoa,
Viziblament d’ar bopl ’z ia da gomerret joa !
Kanet gant ur vales, en bourk Pleubihan. — 1864.
Une autre version, recueillie par-delà la forêt de Koat-an-noz, donne ainsi la seconde partie de ce gwerz :
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kroget ez eo en-hi, hag hi zaolet er stank……
Houman a gan eno evel en ur gouant.
Holl lapouzidigou ann el, p’int tremenet,
Margodik o kanan ho deveuz bet klewet :
Hag ez ia ar re-ma da laret d’ann aotro
Penaoz na eo ket c’hoas Marc’haridik maro :
Nemet pa dremenent ebars ar mene glaz,
’Welent Marc’haridik o saludi ar groaz.
Hag ez ia ar re-ma da laret d’ann aotro
Penaoz na eo ket c’hoas Marc’haridik maro.
Ha pa well ann aotro penaoz na varwe ket,
He ordrenaz neuze m’ vije ’r stank dizec’het.
Ma ordrenaz neuze da dizec’han ar stank,
M’eo taolet Marc’harit en he doull d’ar serpant.
Nemet ar sarpant, ’vel ma ’z eo d’ez-han taolet,
Marc’haridik raktal hen euz-han bet lonket !
Met pa ’ zeu brud un dez ar serpant a greuvaz ;
Marc’harit dre he gein ann ez-han a zeuaz :
Marc’harit dre he gein ann ez-han ’zo zavet,
En ur gana laouenn, hag hep kaout drouk a-bed.
Ha pa well ann aotro penaoz na varwe ket,
He ordrenaz neuze ma vije dibennet……
Un anter-heur amzer a deuz bet goulennet,
Un el dimeuz ann ef a zo bet diskennet. —
— Kendalc’het, Marc’harit, kendalc’het mad bepred,
Eman ho kurunenn bars ar baradoz gret ! —
Gret a eo hi froses ewit bout dibennet,
Nemet hini ann-he na eveuz bet kredet……
— Deut d’ann traon, Marc’harit, al lec’h-se, pa garfet,
Rag ’wit-on, Marc’harit, me n’ho tibenninn ket ! —
— A-rabad d’ac’h, ’me-z-hi, mankout da ober-ze,
Rag c’hui eo ’nn or breman etre Jezuz ha me ! —
Dans plusieurs églises de nos campagnes bretonnes on voit sainte Marguerite figurée sur un serpent ou un dragon.
P’oa roue ’r Romani ’pourmen,
Hag hen ’welet ur goulmik wenn ;
Ur goulmik wenn dimeuz ann ef,
’Gomzaz out-han a beurz Doue.
— Roue ’r Romani, kuita da di,
Ha kerz da chomm d’ann Normandi ;
Red ’vo did kuitad d’ rouantelez,
Kent wit antren er gristenez ! —
Roue ’r Romani p’hen euz klewet,
D’he bried paour hen euz laret :
— Gret-c’hui er-vad d’hon bugale,
Me a ia brema da vale. —
— Mar et, m’ fried, me iel’ iwe ;
Petra ’vo gret d’hon bugale ? —
— C’hui dougo unann, ha me daou,
Pa veomp skuiz, ni ’ziskuizo :
Pa veomp skuiz, ni ziskuizo,
Ann amzer bepred ’dremeno ;
Ann amzer bepred ’dremeno,
Hag hon buhe a divezro. —
Kement ho deuz gret o kerzet,
M’int gant ur chapel arruet ;
Bars ar chapel p’int antreet,
War ho daoulinn int em strinket.
Hag hi ’welet viziblamant
Korf Jezuz ’n ur c’haliz arc’hant ;
Korf Jezuz ’n ur c’haliz ardhant,
’Wit reï d’he ho femp ’r vadeziant.
P’ho deuz ’r vadeziant resevet,
Gant ho hent adarre ’z int et ;
Gant ho hent adarre ’z int et,
En bord ar mor ’z int arruet.
En bord ar mor p’int arruet,
Saludi ’r pasajer ’deuz gret :
— Pasajer paour, mar am c’haret,
Tremenet anomp ’n ur vaged. —
— Roët d’in dorn ’nn dimezel-ze,
Ha me hi c’hasso d’ar c’hoste. —
— N’omp ket kement ’n ur vandennad,
Na iefomp pemp en ur vagad. —
— Roët d’in dorn ’nn dimezel-ze,
Me deuio d’ho kerc’had goude. —
N’oa ket ’n anter ar mor rentet,
Afront d’ez-hi hen euz bet gret.
— Itron Varia ann Drindet !
Preservet ann-on d’am friet ;
Preservet ann-on d’am friet,
Biskoas ar sonj-se n’am euz bet ! —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
’R c’hurun ann ef ’zo diskennet ;
’R c’hurun ann ef ’zo diskennet
Hag ar vag ’zo daou-anteret !
Ar vag a zo daou-anteret,
Hag ar pasajer ’zo beuzet ;
Ar pasajer a zo beuzet,
’R rouanes d’ar c’hoste kasset :
— Itron Varia ann Drindet,
Setu me ama dilezet ;
Dilezet pried, bugale,
Birwikenn n’ welann ann ez-he ! —
Rouanes Romani ’lare,
En hostaliri p’arrue :
— Roët d’in-me boed ha dillad,
Me chomo ’n ho ti d’ labourad ;
Me chomo d’ labourad ’n ho ti,
’Reï dantelez hag aouraji…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .
Roue ’r Romani a lare
D’he vugaligou en eur-ze :
— It war ma c’houk, ma mab-henan,
’Tre ma diou-vreac’h m’ mab bihannan ;
M’ mab entre-henan, chomet aze,
Me deuio d’ho kerc’had goude…… —
Na pa oa o tremen ar mor,
’Koezaz he vab-henan en dour.
P’arruaz gant h’ vab entre-henan,
A oa ul leon hen tagan ;
P’arruaz gant h’ vab iaouanka,
’Oa ur bleiz-mor hen ziframma !
Roue ’r Romani a lare
En bord ar mor, en he goanze :
— Itron Varia ar Folgoet,
Setu me ama dilezet ;
Kollet pried ha bugale,
Birwikenn na welann ann-he !
Birwikenn na welann ann-he,
Ha petra breman a rinn-me ? —
Roue ’r Romani a lare,
En ti ’r pinvidik p’ arrue :
— En hano Doue, un tamm boed,
Tri dewez ’zo tamm n’am euz bet !
Penamet eo braz graz-Doue,
N’ouzonn penaoz ’haljenn bale ;
Roët d’in-me boed ha dillad
M’ chomo ’n ho ti da labourad ;
Me chomo d’ labourad ’n ho ti,
’Reï dantelez hag aouraji…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .
Kriz ’vije ’r galon n’ oelje ket,
’Welet ’r roue ’vessa ann denved,
En he zorn un tamm bara loued,
Chass ’r pinvidik n’hen debrjent ket !
Pastor ar roue ’vonjoure
Roue ’r Romani, p’hen gwele :
— Pastor ann denved, d’in laret,
N’oc’h euz gwelet roue a-bed ? —
— Me zo seiz bloaz-so gant ’nn denved-man,
N’ ’m euz gwelet roue-bed ’tremenn aman. —
— C’hui ’zo roue ma vis-a-vis,
M’ho anvez euz ho fourdeliz.
Kassomp d’ ’r pinvidik he denved,
Hennes a hallo lavaret
Penaoz he denved a zo bet
Gant ur roue braz diwallet ! —
Roue ’r Romani ’vonjoure,
En hostaliri p’ arrue :
— Hotises, d’in-me lavaret,
Moïenn a vo da vout lojet ?
Moïenn ’c’h euz d’ lojan ur roue,
Hag he bastor kerkoulz hag hen,
Ur plac’hik koant d’ho serviji,
N’am euz gwelet biskoas hini
Hag a vije kerkoant ha hi,
Met rouanes ar Romani. —
— Oh ! ia sur, deuet bars ann ti,
Moïenn ’walc’h ’zo d’ho serviji……
Ma flac’h-ar-gambr, mar am c’haret,
Da zerviji ann daol ’teufet ;
Seiz bloaz ’zo ez oc’h ’bars ma zi
N’ho ’m euz ket pedet d’ serviji ;
C’hoas n’am bije ket ho pedet,
Penamet ’zo ’r roue arruet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .
— Plac’hik iaouank, d’in-me laret,
Un tamm euz ma flat a’ zebrfet ? —
Pa eaz d’ gommer un tamm er plad,
Hi gwalenn aour hen euz gwelet :
— Itron Varia ann Drindet,
A posubl ve ’vec’h ma fried ! —
— Mar oc’h roue, ’vel ma laret,
Hon bugale pelec’h int et ? —
— Pa oann o tremenn ar mor-braz,
Ma mab-henan en dour ’goezaz ;
P’arruaz d’ vouit m’ mab entre-henan,
’Oa ul leon euz hen tagan ;
Arru gant ma mab iaouankan,
’Oa ur bleiz euz hen ziframma ! —
N’oa ket ar gir peurlavaret,
Ar rouanes d’ann douar ’zo koet ;
Ar rouanes d’ann douar ’zo koet,
Paj ar roue ’n euz hi zavet ;
Paj ar roue ’n euz hi zavet,
Hi zri mab ’r gambr ’zo arruet.
— Ma bugale, d’in lavaret,
Ha piou hen euz ho mailluret ? —
— A-fonz ar mor un dimezell-wenn
A deue bemde d’hon kelenn ;
A deue bemde d’hon kelenn,
Da ziluia hon bleo-melenn…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .
Ann aotro sant Loup ha sant Jili,
Ar mab iaouank sant Bernardi,
’Zo tri mab roue ’r Romani,
’Zo et da chomm d’ann Normandi.
Kanet gant Janet Ar Rolland, en bourk Plunet. — 1867.
Disul da noz, goude ma c’hoan,
’Z on em wisket, wit partian :
’Tont ul luc’hedenn uz d’am fenn,
Ken ’sklezrie tro-dro ann dachenn !
— Roue ’r Mani, poent eo monet
D’glask badeziant d’ho inosanted ;
D’glask badeziant d’ho inosanted
Did da unann ha d’as pried ! —
Roue ar Mani a lare
Er ger d’he bried, p’arrue :
— Ma fried, me ia da vale,
Pa vin me bet, c’hui iel’ iwe. —
— Mar et, ma fried, da vale,
Me a ielo ganec’h iwe. —
— Mar eomp da vale hon daou,
Pelec’h iel’ hon bugaligou ? —
— Chui ’zougo unan, ha me daou,
Doue hag ’r Werc’hes hon zikourou…… —
Doue hag ’r Werc’hes deuz ho zikouret,
Ann hent-mad ho deuz kommerret.
’Tal ur chapel int arruet,
Badeziant ho deuz goulennet.
’Nn aotro sant Iann ’n euz ho badezet,
Doue hag ’r Werc’hes deuz ho dalc’het.
Ann hent-mad ho deuz kommerret,
’Tal ar mor-braz int arruet ;
’Tal ar mor-braz int arruet,
Ha goulenn tremenn ho deuz gret.
— Tremener, lares-te d’in-me
Te hon zremenfe d’ vont d’ar c’hoste ?
M’am zremenes, ma zremenn kouit,
N’ ’m euz ket a vado da rei did.
Me ’zo deut aman a bell bro,
Am euz roët ma holl vado. —
— Deut d’in krog en dorn ar vroeg-ze,
M’hi zremeno d’ vont d’ar c’hoste. —
Anter ’r pasaj p’eo arruet,
Drouk-ober d’ez-hi ’n euz c’hoantet ;
’R vag war hi geno ’zo troët,
Hag ann tremener ’zo beuzet !……
Ar vroegik koant a c’houlenne,
’N ti ar pinvidik p’arrue :
— En han’ Doue, un tam bara,
Tri de ’zo na zebriz netra !
Ma miret ’n ho ti d’ labourat,
Pinvidik, m’ho servijo mad ;
Me a reï skool d’ho pugale,
Ho disko d’ serviji Doue,
Koulz hag am bije gret d’am re,
Siouas ! ma oann chommet gant-he. —
— Et duze d’ann hostaliri,
Eno ’kavfet da serviji. —
Ar vroegik paour a c’houlenne,
’N tal ’n hostaliri p’arrue :
— Ma miret ’n ho ti d’ labourat,
Hostises m’ho servijo mad ;
Me a reï skool d’ho pugale,
Evel am bije gret d’am re ;
Evel am bije gret d’am re,
Ma vijenn bet chommet gant-he. —
— Deuet en ti hag azeet,
Ken ’vo klewet gant ma fried ;
Ken ’vo klewet gant ma fried,
Rag laret d’ac’h na hallann ket…… —
Roue ar Mani a lare,
En ti ’r pinvidik p’arrue :
— En han’ Doue un tamm bara,
Pell-braz ’zo na zebris netra !
Ma miret ’n ho ti d’ labourat,
Pinvidik, m’ho servijo mad…… —
Roët tranch d’ez-han, d’ dorri havrek,
Met allas ! n’ouïe mann a-bed !
Roët ’zo d’ezhan ’n tamm bara-loued,
Da vont d’al lann gant ann denved……
Bet eo seiz vloaz ’l lann gant ann denved,
Gant un tammik kreun bara-loued.
Pa oa ar seiz bloaz achuet,
Baroned el lann ’zo arruet :
— Na mesaër, lares-te d’in,
Na t’euz gwelet roue ’r Mani ? —
— M’eo roue ar Mani ’glasket,
Me gred eo out-han a komzet :
Me ’zo seiz bloaz ’zo gant ’nn denved,
Gant un tammik kreun bara-loued. —
— Kasset d’ ’r pinvidik he zenved,
Hag he dammik kreun bara-loued…… —
Ar baron-man a c’houlenne,
’N tal ’nn hostaliri p’arrue :
— Beza ’zo ’n hostaliri-ma
D’am baroned ha me d’goania ;
D’am baroned ha me d’goania,
Ur plac’hik koant d’hon servija ? —
— Ur plac’h ’zo seiz bloaz-so em zi,
Biskoas n’ deuz servijet hini ;
Biskoas hini n’ deuz servijet,
Me garr ’nn ez-hi dreist ma merc’hed. —
— Mar koaniomp fenoz en ho ti
’Teuï ’r plac’hik koant d’hon serviji ;
’Teuï ’r plac’hik koant d’hon serviji,
N ’hon euz drouk-bed d’ober d’ez-hi. —
Na pa oa ar goan preparet,
Plajou war ann daol digasset :
— Plac’hik iaouank, laret-c’hui d’in,
C’hui debrfe ’n tamm er plad ganin ? —
— Itron Varia ann Drindet,
Petra ’ve kaoz na rafenn ket ?
Petra ’ve kaoz na rafenn ket,
Alies, ’kredann, am euz gret !…… [10] —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz, paroz Duault.
— Laret-c’hui d’in, berjerenn, petra ret ho unan ? —
— Ma eo ober ur bouket dimeuz a vleun balan. —
— Laret-c’hui d’in, berjerenn, na da biou eo hen gret ? —
— M’eo d’Ervoan ann Henan, ha d’am muia-karet. —
— Mar eo Ervoan ann Henan lareur euz ho pried,
Seiz bloaz ’zo ez e maro, en douar-kerc’h interret. —
— Mar eo maro ma fried, Doue d’hen pardono,
Ha mar ’man en buhe, Doue d’hen konzolo !
Ha mar ’man en buhe, Doue d’hen konzolo,
Rag me eo sur he bried, Doue d’am konforto ! —
— Deut-c’hui ganin, berjerenn, edann ur boudik-glaz,
Me choazo d’ac’h un habit dimeuz a ekarlaz. —
— Ho ! salv-ho-kraz, marc’heger, salv-ho-kraz na ’z inn ket,
Un habit lienn-leoïenn ’ zo mad d’in da gavet :
Un habit lienn-leoïenn na pa ve kannet-gwenn,
A zo mad d’ur verjerenn ’wit mont d’an oferenn. —
— Deut-c’hui ganin, berjerenn, endann ur boudik-glaz,
Rag ann amzer a zo kriz, ann awell a zo braz. —
— Ho ! salv-ho-kraz, marc’heger, salv-ho-kraz na ’z inn ket,
Rak ofansi ma enor, koll respet ma fried. —
— Laret-c’hui d’in, berjerenn, piou ’lareur ann-ez-han ? —
— Ho trugarekad da c’houl, m’eo Ervoan ann Henan. —
— Mar eo Ervoan ann Henan ’lareur euz ho pried,
Seiz bloaz ’zo ez eo maro, ’n douar-kerc’h interret ! —
— Mar eo maro ma fried, Doue d’hen pardono,
Ha mar eman en buhe, Doue d’hen konforto ! —
Ker skuiz a oa he galon o tevisa diout-hi,
Ken ’ lemaz e vanegou ewit parlant gant-hi.
— Mar eo maro ma fried, evel ma lavaret,
Eman sur ma diamant war darn ho pizied. —
— Laret-c’hui d’in, berjerenn, ha me a ve lojet
En hostaliri m’oc’h-c’hui o vesa ann denved ? —
— Oh ! ia, ’me-z-hi, marc’heger, lojet mad a vefet,
Beza ’ zo marchosiou ’wit lakad ho ronsed ;
Beza ’ zo marchosiou ’wit lakad ho ronsed,
Ha gweleou mad a blun, d’ho lakad da gousket. —
Mont a ra ar marc’heger da c’houlenn da goania,
Goulenn ’ra ar verjerenn ’wit dont d’hen servija.
— Salv-ho-kraz, ’me ’nn hostises, salv-ho-kraz n’ielo ket,
Seiz bloaz ’ zo ’ma en ti-ma, den na deuz servijet. —
Dont a ra ar marc’heger d’ofr d’ez-hi da evan,
Hag o tont ar verjerenn da gommer digant-han.
O tonet ar verjerenn da gommer digant-han,
Dont a ra ann hostises ’n despet hi fasatan.
— Terrupl, ’me-z-han, hostises, ho kafann iffrontet,
Dont dirag ma daoulagad d’ fasata ma fried !
Laret-c’hui d’in berjerenn, pelec’h ’man ho tillad,
Rag pa oann et deuz ar ger, c’hui a oa gwisket mad ? —
— Leall ’me-z-hi, marc’heger, et int d’ wiska ma mab,
A zo seiz bloaz ’ zo er skool, ur bugel disket-mad ;
A zo seiz bloaz ’ zo er skool, ur bugel disket-mad,
Met mar eo gwir a laret, na welo ken he dad !…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Janet Ar Gall. — Kerarborn, 1849.
— Mar ann me d’ann arme, ’vel ma dleann monet,
Pelec’h lakaïnn me ma fried da viret ? —
— Digasset-hi d’am zi, ma breurik, mar karet,
M’hi lakaïo er gambr, gant ma dimezelled ;
M’hi lakaïo er gambr, gant ma dimezelled,
Ha p’arrufet er ger, ma breurik, hi gwelfet. —
Met na oa ket et mad he daou-droad meaz ann ti,
Ma oa laret d’ez-hi : — Brema c’hui iel’ iwe !
Diwisket ho proz-ruz, hag ho proz-wenn gwisket,
Ma iefet-c’hui d’al lann da vesa ann denved ! — [11]
Etro pad ur seiz vloaz na deuz gret met goela,
Achuet ar seiz vloaz, ’komansaz da gana.
Un den-jentil iaouank o tont euz ann arme
A gleo hi mouez el lann pini a gane ge :
— Arret, ma faj bihan, krog en penn ar marc’h-ma,
Ma selaouinn ur vouez ’ zo el lann o kana ;
Ma selaouinn ur vouez ’ zo el lann o kana,
Breman ez euz seiz vloaz na glewis ar vouez-ma ! —
— Demad d’ac’h, berjerenn , mesaëres denved,
N’ouzonn penaoz hallet miret aze ’r gwerc’hted. —
— Ho ! ia sur, eme-z-hi, dre drugare Doue,
D’un den-jentil iaouank, a zo et d’ann arme ;
D’un den-jentil iaouank, a zo et d’ann arme,
Hag hen euz bleo-melenn henvel dimeuz ho re. —
— Mar hen euz bleo-melenn henvel dimeuz ma re,
Diwallet, berjerenn, hag a ve me a ve. —
— Wit-on da voud el lann o vesa ann denved,
Me zo ann itron vraz a vaner ar Faouet. —
— Mar oc’h an itron vras a vaner ar Faouet,
Laret d’in, berjerenn, ha me a vo lojet ? —
— Ho ! ia sur, eme-z-hi, lojet-mad a vefet,
Hag ur marchosi-kaer, da lakad ho ronsed :
Beza ’ zo marchosi da lakad ho ronsed,
Gweleou-mad a blun d’ho lakad da gousket.
Me a ve bars ar c’hraou bep-noz, gant ma denved,
Hag en laouer ar mooc’h am be ma zamik-boued ! [12].
— Demad d’ac’h-c’hui, ma breur, demad d’ac’h a larann,
Pelec’h ’ma ma fried, brema pa n’hi gwelann ? —
— Eman ebars ar gambr, gant ma dimezelled,
Pa ziskenno da goan, neuze, m’ breur, hi gwellfet. —
— Gaou a lares, ma breur, e-kreiz da zaoulagad !
’Ma ma fried el lann o vesa an denved !……
Didostaët, berjerenn, tostaët da domman,
Hervez al liou a zouget, a kredann ez oc’h klan. —
— Salv-ho-kraz, eme-z-hi, salv-ho-kraz na ’z inn ket,
Seiz vloaz ’ zo en ti-ma tommadenn n’am euz gret ;
Me a vije er c’hraou bep-noz gant ma denved,
Hag en laouer ar mooc’h me am bije ma boed ! —
— Pa oann et d’ann arme, as boa d’in-me laret
Hi lakajes er gambr gant da dimezelled ;
Hi lakajes er gambr gant da dimezelled,
Hag a t’euz hi kasset d’al lann gant an denved !
Panamet respecti ti ma mamm ha ma zad,
Am boa treuzet m’ c’hleze bremasounn dre da wad ! —
Kanet gant Janet ar Gall, mates en Kerarborn, 1849.
Selaouit holl hag a klewfet
Ur zon a zo newez zavet ;
D’ur zoudart iaouank ez eo gret,
A oa d’ann arme partiet.
A oa d’ann arme partiet,
Hag e dad ’zo as-dimezet…
Pa oa he amzer achuët,
D’ar ger ez eo bet distroët.
— Demad ha joa bars an ti-ma,
Ar verc’h-henan pelec’h ema ;
Ar verc’h-henan eus ann ti-ma,
Oa hi hano Marianna ? —
— Et eo duze da dall ar stank,
Et da ved-hi, soudart iaouank ;
Hounnes eo plac’h ’nn daouliarded,
Goullit, n’ veet ket refuset. —
— Penaos monet da dall-ar-stank,
Biskoas na on bet en-hi frank ! —
— It d’ann traon gant ar vali-c’hlaz,
Hag a klewfet trouz hi golvaz ;
It d’ann traon gant ann âle frank,
Hag ho rento etal ar stank. —
— Demad dec’h, plac’hik o kannan !
Kannan a ret gwenn, a gredan ?
C’hui a gann gwenn hag a wask stenn,
C’hui gannfe d’in ma rokedenn ! —
— Na gannann gwenn, na waskann stenn,
N’ gannfenn ket dec’h ho rokedenn. —
— Plac’hik koant, d’in-me lavaret,
C’hui brestfe d’inn daouliarded ? —
— O salv-ho-kraz, ma iskuset,
N’on ket plac’h ann daouliarded ;
N’on ket plac’h ann daouliarded,
Nag ar gwenneienn ker neubed :
Me ’m eus ur breurik en pell-bro,
Ha mar klewfe ho resoniou :
Oh ! ia, mar klewfe ho komzou,
A vreofe d’ec’h ho holl vemprou ! —
— Plac’hik iaouank, d’inn lavaret,
C’hui ’n euz ho preur anavezet ? —
— Salv-ho-kraz, siouas ! n’am euz ket,
Me oa re-iaouank pa oa et ;
Me oa re-iaouank em zoutou
Pa ieaz ma breur e-meaz ar vro.
Me oa iaouankik em c’hawell,
Pa ieaz ma breurik d’ar brezell ;
Me a oa c’hoaz iaouankik-mad,
Pa ieaz ma breur a di ma zad. —
— Plac’hig iaouank, d’in-me laret,
A c’hui a garrje hen gwelet ? —
— A greiz kalon hen goulennan,
Me garrie ’vije bet aman ! —
— Leusket ho kolvez gant ann dour,
Hag ho saon gant ann dinamour ; [13]
Hag ho saon da vonet da c’heul,
Ha deut da vriata ho preur !
Ho lez-vamm a doa d’in laret
Ez oac’h plac’h ann daou-liarded,
Ez oac’h plac’h ann daou-liarded,
Brema welann mat n’ez oc’h ket ! —
Kriz ’vije ’r galon na oelje
Etal ar stank nep a vije,
O welet ar breur hag ar c’hoar
En em vriata gant glac’har ;
En em vriata gant glac’har,
Koueza raint ho daou d’ann douar !
Mab ar Roue a lavare
En Coadelez pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Merc’h ar Roue pelec’h ema ? — [14]
— Medi duze bars ar gambr-wenn,
Nag o kribad hi bleo-melenn ;
Man o kribad hi bleo-melenn,
Ha titira al lienn-gwenn. —
— Mab ar Roue, vel ma klewaz,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignaz ;
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignaz,
Kerkent d’ann traon a ziskennaz. —
— Me n’eo ket hounnes a glaskann ;
Merc’h ar Roue, ar verc’h henan,
Merc’h ar Roue a Goadelez,
Oa choumet ama minorez. —
— Na mar d’eo hounnes a glasket,
Falla feumelenn a gavfet.
Et eo ’boe ’r beure, beure-mad,
’Wit kannann un neubeud dillad…… —
— Ma ouijenn-me ann hent d’al lenn,
Me aprouvfe ar feumeulenn. —
— It gant ann âle, hed-a-hed,
Ebars ar c’hoad a em gavfet ;
Ha pa vefet arru er c’hoad,
C’hui a glewo trouz ar pez-koad ;
C’hui a glewo trouz ar pez-koad,
Gant-hi o skei war hi dillad. —
— Demad, plac’hik diwar al lenn,
C’hui a gann gwenn hag a wask stenn ;
C’hui a gann gwenn hag a wask stenn,
C’hui a saonvfe d’inn ma brondenn ? —
— Na gannann gwenn, na waskann stenn,
Na saoninn ket d’ac’h ho prondenn. —
— Sellet-c’hui euz ma mantell du,
A zo alaouret en daou-du, —
— Na rann vân euz ho mantel du,
Mui ma rann euz ur boud burlu ! —
— Sellit euz ma inkane gwenn,
’ Zo ur brid-arc’hant en he benn. —
— Na rann vân ho inkane-gwenn,
Kerneubeud ’rann euz he berc’henn ! —
— Deut-c’hui ganin-me bars ar c’hoad,
Hag a c’honefet ur gobr mad. —
— Wit-on da veza kannerez,
Ma zad a zo en he balez……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Me ’m euz ur breurik en pell-bro,
Aotro, mar klewje ho komzo,
Ho tiframje a bechadou,
Da lakad war ar c’hroaz-hentjou ! —
— Me eo ho preurik a bell-bro,
’ Zo deut ama wit ho ampro ;
Ho lez-vamm d’in-me ’ doa laret
Ez oac’h plac’h-fall, ha n’ez oc’h ket ! —
Kriz vije ’r galon na oelje,
Etal al lenn nep a vije,
O welet ar breur hag ar c’hoar
En em vriata gant glac’har ! [15]
Kanet gant Janet ar Gall. — Kerarborn, 1849.
Tostaït, koz ha iaouank, holl omp oblijet mad,
D’ann itron zantes Anna, hag iwe d’ar Folgoat,
Balamour d’ur plac’h-iaouank bet tri dez euz ar groug,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna na deuz ket bet a zrouk !
Balamour d’ur plac’h iaouank bet tri dez euz ’r potanz,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna n’ deuz ket bet a ofanz.
Ar c’hloaregik a lare, p’arrue ’tall ’r potanz :
— Penaoz a ra da galon, Marc’haridik Lauranz ? —
— Na t’euz ezom, c’hloaregik, da bedi gant m’ ine,
Me ’ zo ken dispoz aman evel ma ’z oud aze ;
Me ’ zo ken dispoz aman evel ma ’z oud aze,
Met sepet, kloaregik, n’am euz ket liberte.
Ma c’halon a zo dispoz, bepred en meulodi,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna hag ar Werc’hes Vari :
Nemet kerz te, kloaregik, kerz brema d’ann noblanz,
Da lakad ma distaga d’ann traon euz ar potanz. —
Ar c’hloaregik a lare, p’arrue en noblanz :
— Me ’zo o tont a zisput a gichenn ar potanz ;
Me ’zo o tont a zisput a gichenn ar potanz,
Na gant ma muia karet, Marc’haridik Lauranz. —
— Ro peuc’h, ro peuc’h, eme-z-han, c’hloaregik ar gaouiet,
N’oufenn bikenn da gredi, o nann, bikenn er-bed !
Mar kanfe ’r c’habon rostet ’ zo aze war ar plad,
Me a gredfe, marteze, kloaregik ar gaouiad ! —
Na oa ket ar gir gant-han c’hoas peurlavaret mad,
Ma kan ar c’habon rostet, a vouez sklezr, war ar plad ;
Ma kan ar c’habon rostet war ar plad, a vouez sklezr ;
Neuze-vad a oa kredet kloaregik ar gewier.
Ar Senechal a lare d’he baotr ar marchosi :
— Dibr d’in me ma inkane, ro d’ez-han kerc’h d’ zibri ;
Dibr d’in me ma inkane, hag hen dibr-han timad,
Wit ma ’z inn da chaseal, d’ober un dro d’ar c’hoad ! —
Ar Senechal a lare, p’arrue ’tall ’r potanz :
— Penaoz a ra ho kalon, Marc’haridik Lauranz ? —
— Ma c’halon a zo dispoz, bepred en meulodi,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna hag ar Werc’hes Vari. —
— Diskennit, Marc’haridik, ha deut ganin d’am zi,
Me lako ma c’heginer d’avan d’ac’h dijuni ;
Keit ma vefet en buhez, m’ho ped da chomm ganin,
Ha me ho graïo ouzpenn gouarneres em zi. —
— Wit fete tam na zebrann, na banne na evann,
Ken a vinn bet er Folgoat hag en Zantes-Anna. —
— Deut ganin, Marc’haridik, war lost ma inkane,
Me ho kasso d’ar Folgoat, d’ Zantes-Anna iwe. —
— Na inn ket war inkane, nag iwe ma daou-droad,
Nemet war ma daoulin noaz mar ghell ma c’halon pad. -
Ken buhan hag inkane ’ vije mibinn a droad,
Ez ia sur Marc’haridik etrezeg ar Folgoat.
Ha p’arru Marc’haridik en bered ar Folgoat,
Weleur roudou hi daoulin er mein-bez bag er c’hoad ;
Weleur roudou hi daoulin dre ’r c’hoad hag ar mein-be,
Euruz ar feumeulenn a ielo di goude !
Marc’haridik a lare, en iliz ar Folgoat :
— Bet on en Zantes-Anna, brema ’z on er Folgoat ;
Bet on en Zantes-Anna, brema ’z on er Folgoat,
Achu eo ma finijenn, me n’on ket bet ingrat ! —
Etre chapel sant Lauranz, hag hini zant Nikolaz
Eo achuet hi buhe gant Marc’harit Lauranz !
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz,
paroz Duault.
Selaouet, hag a klewfet, hag a klewfet kana
Ur werz a zo bet savet a newez wit ar bloa,
Da Varc’haridik Lauranz, staget ouz ar potanz,
B’lamour d’ur c’houvert arc’hant, laeret euz ann noblanz.
Ar c’hloaregik a lare, pa dremene ’r potanz :
— Bennoz Doue war d’ine, Marc’haridik Lauranz !
Bennoz Doue war d’ine, Marc’haridik Lauranz,
Ni hon euz bet gret hon daou ’lies meur a dro danz ! —
— N’oc’h euz ket affer, kloarek, d’ bedi war ma ine,
Me ’ zo ken euruz aman ha ma ’z oc’h-c’hui aze ;
Me ’ zo tri dez ha ter noz ama diouz ar groug,
Met dre c’hraz zantes Anna n’am euz ket bet a zroug !
It-c’hui brema kloaregik, it brema d’ann noblanz,
Da lakad ma distaga breman ouz ar potanz. —
Ar c’hloaregik a lare, p’oa arru en noblanz :
— Me zo digasset ama ’beurz Marc’harit Lauranz,
’ Zo tri de ha ter nozwez duman diouz ar groug,
Met dre c’hraz zantes Anna na deuz ket bet a zrouk. —
Ar Senechal a lare d’ar c’hloarek, en de-se :
— N’as kredinn ket, kloaregik, o laret kement-se,
Ken ’gano ’r c’habon rostet ’ zo aze war ar plad,
N’as kredinn ket m’hen tou’, kloaregik ar gaouiad ! —
Na oa ket he c’hir gant-han c’hoaz peurlavaret mad,
Pa gân ar c’habon rostet oa eno war ar plad ! —
Ar Senechal a lare d’he baotr ar marchosi :
— Dibr d’in-me ma inkane, m’inn d’ober ur bale ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Leall Marc’harit Lauranz, d’in-me a lavarfet
Piou hen deuz ho preservet, pa na oc’h ket marwet ? —
— Me a oa en em westlet d’ann itron ar Folgoat,
Hag a deuz laket d’in-me skabel endann ma zroad !
Me a oa en em westlet d’ann itron a C’houlvenn,
Hag a defoa preservet ma c’houk euz ar gordenn.
Me am euz c’hoaz prometet monet da bardona,
D’ar Ieodet ha d’ar Folgoat ha da Zantes-Anna ;
D’ar Ieodet ha d’ar Folgoat ha da Zantes-Anna,
D’ann aotro zant Matilinn prometet mad am boa. —
— Deut-c’hui ganin, Marc’harit, deut war gein ma inkane,
M’ho kasso da bardona, mar be bolante Doue. —
— Oh ! me na vinn ket douget, kerneubeud war ma zroad,
Met war benno ma daoulinn, mar ghell ma c’halon pad. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kriz a vije ar galon, mar n’ deuje da oela,
’Welet Marc’harit Lauranz o vont da bardona,
War benno hi daoulin-noaz, o c’heuil un inkane……
Kriz a vije ar galon, kriz kaer, mar na oelje !……[16]
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant ar C’hemener bihan. — Plouaret, 1863.
———————————————————————————————————
Cette légende du chapon rôti qui chante sur la table du Sénéchal, ou à la broche, suivant d’autres leçons, est-elle d’origine bretonne ? Je ne sais, mais on la trouve aussi en Espagne, où elle passa de la légende de saint Dominique de La Calzada dans celle de saint Jacques de Compostelle. Des pèlerins bretons l’auront peut-être apportée de Santiago en Bretagne. Un poëte anglais, un poëte lauréat, Robert Southey, a trouvé dans cet épisode, puisé dans le Martyrologium Hispanicum de Tormaïo Salacar, le sujet d’un poëme, qui porte dans ces œuvres le titre de The Pilgrim to Compostello, et dont voici en quelques mots la fable :
Des pèlerins de France, le père, la mère et le fils, se rendant à Saint- Jacques de Compostelle, s’arrêtent à une posada, ou auberge, tenue par une femme que le poëte nous fait connaître, en disant qu’elle eut été la digne fille de Lady Putiphar. Cette femme trouve dans le plus jeune des trois pèlerins la vertu de Joseph, et, furieuse de ses refus, le dénonce comme voleur à l’alcade. L’alcade le condamne à la potence ; et il est pendu, après
Kriz vije ’r galon na oelje,
’R ger a Razon nep a vije,
O Welet Annaïk Kozik
O vont d’ar prison etre tri ;
O vont d’ar prison etre tri,
’R bugel ’n ur baner dira-z-hi,
Ha ma lavare, dre ma ’z ee :
— Ar bugel-ze n’eo ket d’in-me ! —
Annaïk Kozik a lare
’N tal ar steir d’hi mamm, un dez oe :
— Ma mammik paour, d’in-me laret,
Na kanna ho tillad a ret ? —
— Kanna ma dillad, gwenn ’vel erc’h,
Petra ’c’h euz a newez, ma merc’h ? —
— Ma mammik paour, mar am c’hredet,
Ho tillad aze a lezfet ;
Me ’zo deut d’ho pedi m’ mamm, m’ zad,
Da vont ewit-on d’ar Folgoat,
Diarc’henn, dilour war ho troad,
Ma klewo ’r Werc’hes ho mennat.
En distro, dre Razon ’teufet,
C’hui ’welo glaou ha ludu gret ;
C’hui ’welo glaou ha ludu gret,
Euz ar galonik ’c’h euz ganet ! —
— Na pez torfed oc’h euz-c’hui gret,
Mar gwelann glaou ha ludu gret ;
Mar gwelann glaou ha ludu gret
Euz ar galonik ’m euz ganet ! —
— Ar gouarneres euz ann ti
Lec’h ma oann-me o serviji ;
Lec’h ma oann-me o serviji,
Oa mignoned ’nn aotro hag hi ;
Ha pa oann em gwele kousket,
Ur bugel-bihan deuz ganet ;
Ganin em gwele deuz-han laket,
Klasket ’r justiz d’am c’homerret ;
Klasket ’r justiz d’am c’homerret,
M’ oun ’n prizon Razon dastumet. —
— Penaoz ’n prizon Razon dastumet,
Pa ’z oc’h deut ama d’am gwelet ! —
— Dre c’hraz ar Werc’hes benniget,
Dont aman m’ mamm, am euz gallet ;
Dre c’hraz ar Werc’hes benniget,
A zo em flaz en em laket !
— Ma merc’h, me ielo d’ar Folgoat,
Diarc’henn, dilour ha war-droad ;
Diarc’henn, dilour ha war-droad,
Ma klewo ’r Werc’hes ho mennat. —
Bourrew Razon a lavare
Diwar ar chaffot, un dez oe :
— Tud-a-justiz, em aretet,
Hag c’hui pe me ’zo bet manket ;
C’hui pe me a zo bet manket,
’R feumeulenn-ma na varwfe ket !
Bet on ter-gwes war hi diou-skoa,
Nemet c’hoarzin ouzin na ra !
Nemet laret d’in : — C’hoas ur wes,
Wit plijout d’ar gompagnunes ! —
— Annaïk Kozik, d’in laret,
Petra c’hoarve na varwfeac’h ket ? —
— Ur goulmik wenn ’zo dreist ma fenn
A virr ma zaga gant kordenn :
’Nn itron Varia ar Folgoat
Oc’h ober skabell ’dann ma zroad ! —
Annaïk ’c’hane oe lemmet,
Gwisket d’eï inviz rousinet,
Hag en kreiz un tantad taolet :
Ann tan diout-hi daou-anteret !
Annaïk Kozik a lare
’N kreiz tre ann daou den, en de-se :
— Me well arru ’r gouarneres,
Hag hi ker kaer hag ur brinses !
Lakit-hi em flaz, hag ’welfet
Pe hi pe me ’zoug ar pec’het !…… —
P’ arru ’r gouarneres en dachenn,
A lamm ann tan en hi barlenn,
— Itron Varia ann Drinded,
Me n’on ket anter bunisset ;
Me n’on ket anter bunisset,
Ha tamal d’un all ma fec’het ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Garandel, leshanwet dall kompagnon.
Kerarborn, 1847.
Aotro ar Vurwenn a lare
D’ Itron ar Vurwenn, un dez oe :
— Savet, Itron, deut-c’hui e-meaz,
D’ober d’ho fillores soubenn ’l leaz !
D’ober soubenn ’l leaz d’ho fillores
’Zo bet en noz-ma muntreres ;
Ur bugel bihan ’zo ’n hi gwele,
Ur gontel noaz en he goste ! —
Itron ’r Vurwenn, ’vel ma klewas,
Meaz hi gwele a zilampas ;
Meaz hi gwele eo dilampet,
D’ gaout hi fillores hi ’ zo et.
Itron ar Vurwenn a lare,
’N ti hi fillores p’arrue :
— Penaos ’ me-z-hi, ma fillores,
Ma ’z oc’h-c’hui bet ur vuntreres !
Mar ho pije d’in anzaovet,
Me ’m bije ho pugel maget ;
Me ’m bije ho pugel maget,
Bikenn den n’ dije gouveet. —
Tawit, maerones, n’ nec’hit ket,
Euz ar maleur n’on ket kiriek ;
Chanjet linselliou d’in un de,
Laket ur bugel em gwele ;
Laket ur bugel em gwele
Ur gontel noaz en he goste !
Me oa ruillet diruillet dre ’r c’hoad,
Allas ! Doue me oa kousket mad ! —
Pa oant ho diou ho tiskouri,
Ann archerrienn ’ antre en ti ;
Ann archerrienn ’zo antreet,
Fransesa Kozik komerret.
Fransesa Kozik a lare
D’ann archerrienn eno neuze :
— Me iel’ gant-oc’h lec’h ma karfet,
Dre di ma mamm ’ renkann monet. —
P’arru Fransesa ’tall lenn hi mamm,
E kavas hi mamm o kannan :
— Ma mammik paour, d’in-me laret,
Nag ober ar c’houez, a ret ? —
— Ia, ur c’houez gwenn ’vel ann erc’h ;
Petra a fell d’ac’h-c’hui, ma merc’h ? —
— Ma mammik paour, mar am c’haret,
Ho kouez da redek a lezfet ;
Ho kouez da redek a lezfet,
Ken ’vo dizio da zonet ;
Neuze en glaou ha ludu welfet
Ho merc’h Fransesa, a garet ! —
Hi mammik paour, vel ma klewas
’Goezaz d’ann douar, a zemplaz ;
A zo koezet, a zo zemplet,
Ann archerrienn deuz hi savet.
— O petra ’valeur a teuz gret,
Ma verites beza losket ? —
— Tawet, mamm baour, na oelet ket,
Euz ar maleur n’on ket kiriek.
Chanjet ’zo linselliou euz ma re,
Laket d’in ’r bugel em gwele.
Me oa ruillet diruillet dre ’r c’hoad,
Allas ! Doue, me oa kousket mad !
Ma mammik paour, mar am c’haret,
Wit-on d’ar Folgoat ez iefet.
Gwella buc’h-leaz ’zo ’n ti ma zad
A gasfet wit-on d’ar Folgoat. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Nn aotro ’r Vurwenn ’n euz komandet
Eleal ma vije krouget.
Fransesa Kozik ’lavare
D’ar bourrewienn, un dez a oe :
— Gwaskit, bourrewienn, gwaskit bepred,
Kontanti ar bopl a refet ! —
Ar bourrewienn a lavare
D’ann aotro ’r Wurwenn, en de-se :
— Pe c’hui pe ni ’ zo bet manket ?
Fransesa Kozik n’ varwfe ket !
Bet on me ter-gwes war hi skoa,
Ha nemet c’hoarzin hi na ra,
Laret d’in mont ur bedervet,
Kontanti ’r bopl a rinn bepred ! —
’Nn aotro ’r Vurwenn ’n euz komandet
Ma vije ’c’hane distaget ;
Ma vije ’c’hane distaget
Ha war ar chaffot lakaët.
Bet eo ac’hane distaget,
Ha war ar chaffot lakaët :
’Nn hach war-n-ezhi p’eo diskennet,
Tre daou anter a zo rannet !
Ar bourrewienn a c’houlenne
Euz aotro ar Vurwenn neuze :
— Pe c’hui pe ni zo bet manket ?
Fransesa Kozik n’ varwfe ket !
’Nn hach war-n-ezhi p’eo diskennet,
’Tre daou-anter ez eo rannet ! —
’Nn aotro ’r Vurwenn a lavare
D’ar bourrewienn eno neuze :
— It gant-hi d’ar fagodiri,
Gwiskit ’n inviz rousinet d’eï ;
Gwiskit ’n invz rousinet d’eï,
Lakit soufr hag alun gant-hi ! —
Ann tan war-n-ezhi p’eo c’houezet,
Tre daou anter a zo rannet !
— Fransesa Kozik, d’imp laret,
Petra ’ zo kiriek n’ varwfeac’h ket ? —
— Penaos ’me-z-hi, oufenn merwell,
Pa ’ma gant-on ’r Speret-Zantel ?
Ur goulmik-wenn ’ zo uz d’am fenn
A c’harz ann tan euz ma c’herc’henn ;
’Nn itron Varia ar Folgoat
’Dalc’h ur skabel indann ma zroad ! —
Beleïenn ’r Vurwenn, vel ma klewjont,
Ur prosession a zavjont :
Ma ’z ia ar banier hag ar groaz
Da gass Fransesa d’ar ger c’hoaz !
— Eomp-ni d’ vouit ’r gouarneres,
Hounnes eo bet ar vuntreres ! —
Ar gouarneres a lare
Euz, prennestr ann daol, en de-se :
— Me well ’tont ar banier, ar groaz
D’ digass Fransesa d’ar ger c’hoaz. —
P’arru Fransesa Kozik en ti
’R c’houarneres daoulinn dirazhi :
— Fransesa Kozik, ma fardonet,
En braz am euz ho ofanset ! —
— Gouarneres, savet al lec’h-se,
Goulennit pardon euz Doue ;
Goulennit pardon euz Doue,
Gouarneres, m’ho pardon iwe. —
Et ’r gouarneres d’ar fagodiri,
Hounnes int deut a-benn ’nn ez-hi ;
Treuz daou dewez-arad diout-hi,
A tilamm ann tan d’hi dewi ! [17]
Plouaret, décembre 1854.
HAG AR VATES-VIHAN.
Bars ar Gerwenn ez euz glac’har,
Mar euz nep-lec’h war ann douar,
Balamour d’ar Gouarneres,
A zo em gavet dougeres.
Ar gouarneres a lare
Ha d’ann aotro, un dez a oe :
— ’Ma ’r vates-vihan ’n hi gwele,
Ur bugelik euz hi c’hoste ;
Ur bugelik euz hi c’hoste,
Ur gontel-noaz ’n penn ar gwele ! —
Dre ’r finessez euz ar merc’hed,
Hi linselliou a deuz chanjet ;
Hi linselliou a deuz chanjet,
D’ar vates ho deuz-hi laket.
’Nn aotro ’r Gerwenn, vel ma klewas,
Da gaout ar justiz mont a reas.
’Nn aotro ’r Gerwenn a lavare
Da dut ar justiz, un dez oe :
— Tud ar justiz, em breparet,
Ganin fenoz renket donet…… —
Ann dut a justiz a lare,
Ebars ann ti, pa arrue :
— Mates-vihan, em breparet,
Ganimp fenoz renket donet.
— Itron Varia ann Drindet,
Pez torfed am euz-me ta gret ;
Pez torfed am euz-me ta gret,
Mar eo ganec’h vo red monet ? —
Ar vates-vihan ’ c’houlenne,
’N toull-dor hi mamm pa dremene :
— Ge eo ho kalon, pa ganet,
Hini ho merc’h allas ! n’eo ket. —
— Ma merc’hik paour, d’in-me laret,
Petra ho rent ken kontristet ? —
— Allas ! ma mamm, n’hen larinn ket,
A-benn ar finn ’vo gouvezet.
Ho pedi rann, ma mamm, ma zad,
Da vonet wit-on d’ar Folgoat,
Diarc’henn, dilour, war ho taou-droad,
War ho taoulinn-noaz ur pennad. —
— Penaos ’z iafenn di penn-da-benn,
Pa n’ouzonn hent na gwennojenn ? —
— Gwerz un anouer-bloa ’m euz gwestlet,
Hag ho rento ’n toul ar porchet ;
Hag en distro, deut dre Razon,
C’hui ho po glac’har ’ho kalon ,
Pa Wellfet ludu ha glaou gret
Euz ar galonik ’c’h euz maget !
Lest ho kouez ’c’hann da diziou,
C’hui a gavo ludu ha glaou ;
C’hui gavo ludu ha glaou gret
Euz ar galon oc’h euz maget ! —
— Ma merc’h pez torfed oc’h euz gret,
Pa ’z eo d’ann tan ez oc’h barnet ? —
— Allas ! ma mamm, na larinn ket,
A benn ar finn vezo gwelet ! —
Kriz vije ’r galon na oelje
En ker Razon nep a vije,
’Welt ’r vates-vihan ’n kreiz ar flamm,
N’euz ket en hi c’halon estlamm !
Ann dut-a-justiz c’houlenne
Euz Janedik eno neuze :
— Janedik, d’imp-ni lavaret
Petra ’zo kaos na zewet ket ?
Hag ar bourrew a lavare
Da dut ar justiz, p’ho c’hlewe :
— Bet on ter gwes war hi diou-skoa,
Nemet c’hoarzin ouzin na ra ! —
— ’Nn Itron-Varia a C’houlvenn
A skoulm hi diou-vrec’h em c’herc’henn ;
’Nn Itron-Varia ar Folgoat
’Zo skabell indann ma zaou-droad. —
— Kassomp-hi d’ar fagodiri,
Soufr hag alun lakit out-hi ;
Soufr hag alun lakit out-hi,
Ha ni deui a-benn ann-ezhi ! —
Kriz’ vije ’r galon na oelje,
’R fagodiri nep a vije,
O Welet Janet ’n kreiz ar flamm,
N’euz ket ’h hi c’halon a estlamm !
— Na Janedik, d’in lavaret,
Petra ’zo kaos na varwfeac’h ket ? —
— Aotro ’r Gerwenn, me varwfe eaz,
Ma welfenn ho kouarneres ! —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
’N trezeg ar ger hen a zo et ;
— Gouarneres em breparet,
Ganin-me a renket donet. —
’R vates-vihan na varwfe ket,
A-rok ma defo ho kwelet. —
— N’oamp ket ker braz mignonesed,
Na varwfe ’walc’h hep ma gwelet ! —
Pa ’z arru en tal ann tanted,
Oh ! ia, treuz un dewez-aret,
Ur fulenn-dan ’ zo distrinket,
Ar c’houarneres ’ zo poazet.
’Nn aotro ’r Gerwenn, vel ma welaz,
War he zaoulin hen em strinkaz ;
War he zaoulin hen em strinkaz,
Da c’houll ouz-hi pardon ha graz.
— Wit euz ar groug ho pardonann,
Met euz an tan, bikenn na rann,
Mar na deu ’r groaz hag ar banier
Da glask ’r vates-vihan d’ar ger.
Kanet gant Mari-Anna ann Noan.
Duault.
Aotro Lezhildri a lare
D’ann itron Lezhildri ’n dez oe :
— O chaseal er c’hoad ’on bet,
Hag ul levrenn ’m euz rankontret ;
Me ’m euz rankontret ul levrenn,
’R bugel bihan gant-hi ’n hi fenn :
’R bugel bihan gant-hi ’n hi fenn,
Zo henvel euz ar Bikardenn. —
Itron Lezhildri, pa glewaz,
D’hi fajik bihan a laraz :
— Dibret d’in ma inkane gwenn,
M’inn da welet ma mererienn. —
Itron Lezhildri a lare
’N ti ’r Pikart-koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ho merc’hed, pa na ho gwelan ? —
— Diou ann-ez-he ’ zo o kanna,
Ha diou-all ’ zo o tiwaska,
Ha diou-all ’ zo o paluc’ha,
Ha diou-all a zo o kriba.
Diou-all ’nn ez-he ’ zo o neza,
Ha diou-all ’ zo o tibuna ;
Diou-all ’nn ez-he ’ zo o ferri,
Ha diou-all ’ zo o ampezi ; [18]
Hag un’ all a zo er gambr-wenn
O kriba flour hi bleo melenn :
Fantik ’ zo klan war hi gwele,
A grenn ’nn derzienn diou-wes bemde. —
— ’Nn hini ’ zo war hi gwele klan,
Hounnes ann hini a glaskan……
Penaoz, ’me-z-hi, ma fillores
Ma oc’h-c’hui bet ur vuntreres ?
Mar karjeac’h bout d’in anzavet,
Me ’m bije ho pugel maget ;
Me ’m bije ho pugel maget,
Bikenn den ’n dije gouveet. —
— Me ’m euz aoun-braz, ma mamm-baeron,
Na veac’h et war ar marc’h-Hamon. —
— Mar on-me itron Lezhildri,
Me reï paea ar gomz-se dit ! —
War-benn ar merc’her ar beure,
’N doa Fantik kezelo newe ;
Arru archerrienn a Razon,
Da gerc’had Fantik d’ar prison.
Fantik ar Pikart a lare
Di-war ar chaffaut, un dez oë :
— Me ’well ’ c’hann noblanz Lezhildri, [19]
Me garrie ’nn tân euz ho dewi !
Me garrie ’nn tân euz ho dewi,
Ann aotro a zo kiriek d’in. —
Renaou ar Boutaouër-koad, a Dregrom. — 1854.
’Nn itron a Lezhildri, ’r vroeg-vad,
A zavaz un de, beure-mad ;
A zavaz un de, beure-mad,
Hag a deveuz gret ur c’havad.
Arruet er ger ’l levrenn-wenn,
Gant-hi ’r plac’h-bihan ’dreuz ’n hi fenn,
Hag ur c’horf lienn hen pakan,
Hano Fant ’r Pikart war-n-ezhan.
’Nn itron a Lezhildri lare
D’hi faotr marchosi, en de-se :
— Dibret d’in-me ma inkane,
M’inn d’am mereriou da vale ;
Dibret d’inn ma inkane gwenn,
Laket brid arc’hant en he benn,
M’inn da vereuri Lezhildri,
Pell-zo na on ket bet en-hi. —
’Nn itron Lezhildri a lare,
’N ti ’r Pikart-koz pa arrue :
— Ma c’homper, d’inn-me lavaret,
Pelec’h emedi ho merc’hed ? —
— Diou ’ zo war al lenn, o kanna.
Diou-all o lakad da zec’ha ;
Diou-all o lakad da zec’ha,
Ha diou-all ’ zo o tiwaska ;
Nemet hounnes, ho fillores,
’Zo war hi gwele klanvoures. —
’Nn itron Lezhildri a lare
D’ Fantik Pikart eno, neuze :
— ’Baoue pegoulz, ma fillores,
Ma ’z oc’h c’hui em gavet dies ? —
— ’Baoue ’r mintinn-ma, maerounes,
Ez on-me chomet klanvoures. —
— Ma fillores, d’in-me laret,
Pelec’h ’man ar boan a zoufret ? —
— Ur boan ar vrasa ’m euz em penn,
Siouas ! d’am c’halon a tiskenn. —
’Nn itron Lezhildri a lare
D’ Fantik ’r Pikart eno neuze :
— Lakit ewes, ma fillores,
Na veac’h-c’hui bet ur vuntreres ! —
— Ma maerounes, petra laret ?
Me n’am euz bloaz nemet c’houezek !
Et oc’h are war ar bidet,
Ha n’oc’h euz ket lec’h da vonet ;
Ha n’oc’h euz ket lec’h da vonet,
Rag den honest eo ho priet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Nn itron Lezhildri a lare,
Euz ti ’r Pikart e-meaz pa ’z ee :
— Ha pa goustfe d’in pemp-kant skoed,
Fantik ar Pikart vo krouget ! —
Fantik ar Pikart a lare,
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Me well ’c’hann noblanz Lezhildri,
Me garrie ’nn tân euz hen dewi !
Me garrie ’nn tân euz hen dewi,
Ann aotro ’n he greiz o loski ;
Ann aotro ’n he greiz o loski,
Rag hennes a zo kiriek d’in !
P’ vijenn kasset d’ann ofern-bred,
En Lezhildri vijenn kavet ;
Me a vije en Lezhildri,
Ebars ar c’hambriou, pe en ti ;
O c’hoari ’nn dinz hag ar c’hartou,
’Sambles gant bugale ’nn aotrou ;
Pa vijemp skuiz c’hober ’r jeu-ze,
Ni gouske hon daou ’n ur gwele ! —
Kanet gant Mari-Job Kerival, mates
en Kerarborn. — 1849.
’Nn hini ’n euz c’hoant kavet truez
It dilun d’ar C’hastel-nevez,
Hag ’ welo krougan ha leski
Braoa groeg iaouank ’ zo en-hi ;
Braoa groeg iaouank ’ zo en-hi,
Plac’h ar merer a Lezhildri,
’Zo kavet ’r bugel ’n hi gwele,
Ur gontel-noaz en he goste ;
Hag a zo d’ez-hi tamalet,
Koulzgoude ’lar n’eo ket kiriek.
Ar bugelik pemp bloaz ’lare
Diouz ar ger pa zortie :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !
Ma mamm ’vo krouget ha dewet,
Ha ma zadik paour ’zo laouret ! —
Ar bugelik paour a lare
D’ar Senechal-braz en de-se :
— Aotro ’r Senechal, m’ am c’haret,
Ma mammik paour d’in a rofet ;
Ma mammik paour d’in a rofet,
Me varwo wit-hi, mar be red. —
Ar Senechal braz a lare
D’ar bugelik pemp bloaz neuze :
— N’eo ket arru ann amzer-ze
Ma varw ann eil ’wit egile. —
Ar vroegik paour a lavare
D’hi bugelik pemp bloaz neuze :
— Ma bugel paour, kerz al lec’h-se,
Me ’ digwezo d’ar ger bars tri de ! —
Ar bugel pemp bloaz a lare
Bars ar ger na pa zigwese :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har ;
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laouret ;
Ur breurik ’m euz war ar menez,
Savet d’ez-han un ti-newez ;
Un ti-newez, liouet en gwenn,
Vel ma ve savet d’al laourienn. —
Ar bugel pemp bloaz a lare,
Euz ar ger na pa zortie :
— Me ’ ia d’ ganna d’am zad hi rochet,
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet ;
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet,
Dindann-han me gred eo breignet. —
Ar bugel pemp bloaz a lare,
’Tal dor he dad pa arrue :
— Ma zadik paour, d’in-me laret,
Ha me gannfe dec’h ho rochet !
Tri bloaz ’ zo na eo bet kannet,
Dindann-oc’h me gred eo breignet.
Hi zadik paour a c’houlenne
Euz ar bugel pemp bloaz neuze :
— Petra gant oc’h ’ zo c’hoarvezet,
M’oc’h deut ker iaouank d’am gwelet ? —
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har ;
Ma mamm ’zo krouget ha dewet,
Ha c’hui, ma zad, a zo laouret. —
— Na pez torfed a deuz-hi gret,
Ma ’z eo bet krouget ha dewet ? —
— Ur bugel ’zo kavet ’n hi gwele,
Ur gontel noaz en he goste ;
Hag a zo d’ez-hi tamalet,
Koulsgoude na eo ket kiriek. —
Hi zadik paour a lavare
D’ar bugelik pemp bloaz neuze :
— Ma bugel keiz, kerz al lec’h-se,
Gant aoun n’ laournfez dre doul ’nn alc’houez ! —
’R bugel pemp bloaz, pa ’n euz klewet,
He benn er prennestr ’n euz boutet ;
He benn er prennestr ’n euz boutet,
Ho c’halon ho daou ’ zo rannet !
Bennoz Doue war ho ine,
Et int ho daou dirag Doue !
Kanet gant ar C’hemener-bihan.
Plouaret, 1863.
Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez savet ;
Ur werz a zo newez savet,
Da Vari ’r C’habitenn eo gret ;
D’hi breur kloarek koulz ha d’ez-hi,
Memeuz maro ’n euz evel-t-hi.
Mari ’r C’habitenn a lare
Dimeuz ar ger pa sortie :
— Penherezik, chommet aze,
Me ia da ober ur bale ;
Me ia da ober ur bale,
Arruo er ger bars tri de. —
Mari ’r C’habitenn lavare,
’N ti hi breur kloarek p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma breur kloarek pelec’h ema ? —
Ar vates vihan a laraz
D’ Vari ’r C’habitenn, p’hi c’hlewaz :
— Ho preur kloarek er ger n’ man ket,
’Baoue ’r beure eo sortiet. —
Mari ’r C’habitenn, p’ deuz klewet,
Kerkent d’ar jardinn a zo et ;
D’ar jardinn hi a zo bet et,
Ur mab-bihan a deuz ganet ;
Ur mab-bihan a deuz ganet,
En douar a deuz-han plantet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar benheres a hirvoude,
Na gave den hi c’honzolje ;
Na gave den hi c’honzolje,
Met hi maerones, hounnes ’ ree :
— Tawet, fillores, n’ oelet ket,
Ganin-me da Lanwenn ’teufet ;
Ganin-me da Lanwenn ’teufet,
M’ho lakaï en kambr gant m’ dimezelled. —
— Tawet, maerones, brao eo laret,
Ken ’ ve kestion da welet.
Me ’ ia brema d’ Lann-Blounevez, [20]
Da c’houd ha ’ma m’ mamm en buhez ! —
Kerlies kammed ha ma ree,
Bet ’ ann douar hi a zemple.
En Lann-Blounevez p’eo arruet,
’Tall ar potanz eo daoulinet ;
’Tall ar potanz eo daoulinet,
Pardon hi mamm deuz goulennet.
— Aotro Senechal, lest m’ mamm en buhe,
Me ielo d’ar maro wit-hi ! —
— Na eo ket arru c’hoaz ann de,
Ma varw ann eil ’wit egile. —
— Me ’m euz tric’houec’h-mill skoed leve,
Kement-all en douar-newe ;
Kement-all en douar-newe,
Hag a reï dac’h holl ann ez-he. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mari ’r C’habitenn a lare,
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Ma breur kloarek n’ vo ket krouget,
Rag hennès na eo ket kiriek ! —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Kloarek ’r C’habitenn krouget ’vo ! —
Kloarek ’r C’habitenn a lare,
’R vaz-huella ’r skeul pa bigne :
— Mar be bolante ma Doue
’Savfe ur wezenn ’ dann tri-de,
Diwar bont ar C’hastel-newez,
Ewit diskleri ar wirionez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’R vinorezik pemp bloaz lare,
Euz Lann-Blounevez pa zortie :
— Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laourek ! —
’R vinorezik pemp bloaz lare
War bont ’r C’hastell-newez p’arrue :
— Tud ar justiz, c’hui ’ zo manket,
’Veza ma eontr kloarek krouget !
Me well ur wezenn a zri-dez,
Na war bont ar C’hastell-newez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’R vinorezik pemp bloaz lare
’N toul-dor hi zad pa arrue :
— Digorit ho tor d’inn-me, ma zad,
Wit ma chanjinn dac’h ho rochad ;
Wit ma chanjinn dac’h ho rochet,
Tric’houec’h miz ’ zo n’oc’h euz chanjet. —
— Penherezik, it al lec’h-se,
Rag mar chanj ’nn awell a goste,
Mar chanj ann awell a gostez,
C’hui ’laourfe dre doull ann alc’houez !
— Me ’ zo ama ’ tibri gant ’r c’hontron,
Prest int da gregin em c’halon ! —
— Bet ann awell ’n tu ma karo,
Me a garrie beza maro !
Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !
Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Gant ’nn awell hi ludu gwentet ! —
— Pe-seurt torfed a deuz-hi gret,
Mar deuz meritet bout dewet ? —
— Da di ma eontr kloarek oa et,
Allas ! er ger hen na oa ket ;
Ur bugel bihan deuz ganet,
Hag en douar deuz-han plantet. —
— Da betra eo et d’ober-ze ?
Tamal d’in-me hi a halle…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Mari-Job Kado.
Plouaret, 1849.
Iannik Kokard a Blouilliau,
Braoa mab kouer ’ zo er vro,
Ar pabor euz ann holl baotred,
Kalonik ann demezelled.
Pa ’z ee Iann Kokard d’all Lew-dreaz, [21]
Ar merc’hed koant ’lamme e-meaz,
Ann eill d’eben a lavare :
— Iannik Kokard ’ zo vont aze ! —
— Iannik Kokard ’n euz lavaret
Er ber, d’he dut, p’eo arruet :
— Ma zad, ma mamm, mar veoc’h kontant,
Me eureujfe ur plac’hik koant,
Me eureujfe Mari Tili,
Ur madou-braz ’ roër gant-hi ;
Reï ’ reur d’ez-hi seiz komanant,
Ha leiz ar bouezell a arc’hant ;
Leiz ar veol-vraz a neud-gwenn,
Ur c’harr houarnet hag un denn ! —
Ar C’hokard-koz a lavare
D’he vab Iannik, eno neuze :
— Mari Tili n’ho pezo ket,
Rag dac’h ha dimp ’ ve rebechet ;
Dac’h-c’hui ha dimp ’ ve rebechet,
Rag ur gakouses ho pe bet ! —
— Ma zad, ma mamm, da vihana,
Ma lest da vont da bardona ;
Ma lest da vont da bardona
D’ar Folgoat, pe d’ Zantes-Anna. —
— Mar et d’ar pardon d’ar Folgoat,
Doue ra reï dac’h beaj-vad !
Doue ra reï dac’h beaj-vad,
D’ho tud er ger kezelo mad ! —
Pa oa o tremenn Montroulez,
Hag hen o kaout he Gakousez :
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Na pelec’h et-c’hui er giz-ze ? —
— Me ’ ia da bardon ar Folgoat,
Dilour, diarc’henn, war ma zroad, —
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Ma lest da vont ganec’h iwe,
Da c’houlenn ’r c’hraz digant Doue
Ma kouskfomp er memeuz gwele ;
Kousket ’n ur memeuz gwelead,
Debri er memeuz skudellad. —
Euz a Vontroulez da Blouvorn,
Ez int et ho daou dorn-euz-dorn.
Mari Tili a lavare,
Toul porz hi zad pa dremene :
— Iannik keiz, gortoït un tamm,
Ma ’z inn en ti da gaout ma mamm,
Da c’houlenn ha ’ zo peadra
Da rei d’imb hon daou da goania. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Ma merc’hik, me am euz klewet
Iannik Kokard ’ zo dimezet ;
Pa vezo ouz taol o koanian,
Ma merc’h, goulennit digant-han ;
Euz ma laro, mar eo kristenn,
Roït d’ez-han he groaz-nouenn :
Roït d’ez-han he groaz-nouenn,
Un arched a bewar flankenn ! —
— Iannik Kokart, ma c’harante,
Anzaovit d’inn ar wirione ;
Anzaovit d’inn ar wirione,
Ha c’hui ’ c’h euz groeg ha bugale ? —
— Ia, me ’m euz groeg ha bugale, [22]
Me garrie beza ’r ger gant-he. —
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Evit ’r banne diganin-me ;
Na roinn ket d’ac’h a winn-gwenn,
Gant aouenn na zavfe d’ho penn ;
Me diskenno dac’h gwin-kleret,
Wit ma roï dac’h nerz da gerzet. —
P’ iee Iannik Kokard da vouit dour,
Na ouie ket ez oa klanvour ;
Na ouie ket ez oa klanvour,
Ken a zellas ebars ann dour.
Bars ar feuntenn dre ma selle,
Gant al laournes e tispenne !
— Iannik Kokard a lavare
D’he dad, d’he vamm, pa arrue :
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Un ti-newez d’inn a zavfet ;
Zavet-han d’inn en lez al lann,
Tost d’ann hent a ia da Zant-Iann ;
Grit ur prennestr en he bignon,
Ma welinn ar prosession,
Ar baniel braz a Blouilliau,
O vont etrezeg sant Kado.
Ar baniel braz tro ar vered,
Hag a wes am euz-han douget !
Mar ’m euz-han douget lies-braz,
N’hen douginn ken brema siouas ! —
He dad he vamm a lavare
D’Iannik Kokard eno neuze :
— Iannik Kokard, d’in lavaret,
Gant petra ez oc’h bet laouret ? —
— O eva gwinn, leiz ar werenn
Digant ur plac’hik a garienn ;
O eva gwinn ampouezonet
Gant ur gakouses milliget. —
Mari Tili a lavare
En Montroulez pa arrue :
— Tric’houec’h kloarek am euz karet,
Hag ho zric’houec’h am euz laouret ;
Iannik Kokard, ann diwesa,
Laka ma c’halon da ranna !
Ur strill-goad euz ma biz-bihan,
A laourfe kant, koulz hag unan ! —
Dastummet gant P. Proux, en Plouigneau,
lez Montroulez. — 1863.
Iannik Kokard a Blouilliau,
Braoa païsan ’ zo er vro ;
Bez’ eo roue ’r baïsanted,
Kalonik ann demezelled.
Iannik Kokard a lavare
D’he dad, d’he vamm, un dez a oe :
— Konje ’ choulennann da dimi,
Da dimi da Vari Tili ;
Da dimi da Vari Tili,
Madou a-walc’h ’ roër gant-hi :
Reï reur gant-hi peder buc’h leaz,
Komansamant mad a diegez ;
Ann dibab a der gomanant,
Ha leiz ar boezel a arc’hant ;
Reï a reur ur c’harr hag ann denn,
Ha leiz un donel a neud-gwenn. —
He dad, he vamm a lavare
D’ho mab Iannik eno neuze :
— Salv-ho-kraz, ma mab, na po ket
Na hi na merc’h kakouz a-bed. —
Mari Tili a lavare,
’N ti ar C’hrokard koz p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azeza,
Mar ben-me merc’h-kaer en ti-ma. —
— Merc’h-kaer en ti-ma n’ vefet ket,
Na c’hui na merc’h kakouz a-bed. —
— Biskoaz n’ho po gwaz-kalounad,
Wit laret kakouz euz ma zad ! —
Iannik Kokart a lavare
D’he dad, d’he vamm, un dez a oe :
— Ho konje, ma mamm ha ma zad,
Da vont d’ar pardon d’ar Folgoat. —
— Ia, ma mab, it-c’hui d’ar Folgoat,
Hag it en kompagnunes-vad…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Pa oa gant ann hent o vonet,
Mari Tili ’n euz rankontret :
— Iannik Kokard, d’in-me laret,
Pelec’h ez et pe ez oc’h bet ? —
— Me ia d’ar pardon d’ar Folgoat,
Doue da reï d’in pardon mad ;
Doue da reï d’in pardon mad,
D’am zud er ger kezelo-mad ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Mari Tili a lavare,
Bars en Plouvorn pa arrue :
— Diskennit d’in gwinn da evan,
Diskennit euz ho kwinn gwellan ;
Ha diskennit d’in gwinn-kleret,
’R gwinn blij da galon ar merc’hed ! —
’N ur memeuz gwerenn ez evjont,
’N ur memeuz gwele e kouskjont……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P’ ee Iannik Kokard da vouit dour,
Na ouie ket ez oa klanvour,
Ken a deuaz da em zellet,
E tispenne gant ar c’hlenved !
Iannik Kokard a lavare
Er ger, d’he vamm, pa arrue :
— Dalet, ma mamm, ho tour kerc’het,
En han’ Doue, n’evet-han ket.
Ha mar fellfe d’in-me laret,
Me oar pelec’h ’on bet gwallet :
Oc’h eva gwinn, ’r memeuz gwerenn
Gant ur plac’hik koant a garienn ;
Oc’h eva gwinn ’r memeuz gwerenn,
Hag ur plac’h a oa kakousenn !
Ha ma karrfe ma mamm ma zad
Reï d’in kant skoed hag ur marc’h mad,
Me iafe da rivier Jourdenn,
Lec’h ma ve gwellat al laourienn ;
Lec’h m’oa hon Zalwer badezet,
’Zo remed euz a bep-klenved :
Mar karet, ma mamm ha ma zad,
Reï d’in kant skoed hag ur marc’h mad,
Me ’ iafe da rivier Jourdenn,
Lec’h ma ve gwellat al laourienn ? —
— Da rivier Jourdenn n’iefet ket,
Da lann ’r C’hlandi c’hui ’vo kasset ;
C’hui ’vo kasset da lann ar c’hlan,
War vord ann hent ’ ia da Zant-Iann. —
— Mar ’ zavet un ti newez d’in,
Hen zavet en lann ar C’hlandi,
Ma welinn ar belerined
O vont en miz maë d’ar Ieodet.
Lakit ur prennestr ’n he bignon,
’Wit ma welinn ’r prosession ;
Wit ma welinn ’r prosession
En Plouilliau, dez ar pardon ;
M’ welinn baniel-braz Plouilliau,
(Me ’m euz-han douget a weziou !)
Lakit ur prennestr ’n hi gostez,
Wit ma welinn ar Gernewez ;
Wit ma welinn ar Gernewez,
Eno ema ma c’harantez. —
Mari Tili a lavare
Er ger d’hi zad, pa arrue :
— Tric’houec’h paotr iaouank ’m euz laouret,
Iannik Kokard ann naontekvet ;
Iannik Kokard, ann diveza,
Laka ma c’halon da ranna !
Gant ul lomm goad ma biz-bihan,
Me laourfe kant evel unan ! —
Kanet gant Mari Clec’h, boutaoueres-koad
euz koad Beffou. — 1868.
Une autre version, que je dois à Marie-Yvonne Le Roy, la servante de l’ancien curé de Plouaret, M. Denès, commence ainsi :
Iannik Kokard a lavare
D’he dad, d’he vamm, un dez a oe :
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
D’ar marc’hajou n’am c’hasfet ket,
Balamour da Vari Tili,
Na dremenann gwes ’ biou hi zi,
Na dremenann gwes ’ biou hi zi
N’am be komplimant digant-hi :
’Ve war ann daol un doubier wenn,
Ur beseled amann melenn,
Hag un dorz a vara michenn,
Hag en hi daou-dorn diou werenn ;
Gant-hi ’n hi daou-dorn diou werenn,
Unau gwinn-ruz, un’ all gwinn gwenn……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mari Tili a lavare,
’N ti Iann Kokard pa ’z arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Roët d’in skabel d’azeza ;
Roët d’in skabel d’azeza,
Mar veen ar verc’h-kaer en ti-ma. —
Ar C’hokard koz a lavaras,
Da Vari Tili, p’hi c’hlewas :
— Merc’h-kaer en ti-ma n’ vefet ket,
Na c’hui na merc’h kakouz a-bed. —
— Biskoas n’oc’h euz bet kalounad,
’Vel ’ laret kakouz euz ma zad !…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Biskoas na welis braoc’h ti
’Wit na ’ ve ur gakouziri ;
Eno ’ ve porz-bihan, porz-braz
’Vel ’n ti ann aotro a Roc’hlaz ;
Eno zo porz-braz, porz-bihan,
’Vel ’n ti ann aotro Koat-Ronan……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Cette version se termine ainsi :
Kriz ’ vije ’r galon na oelje
En Plouilliau nep a vije,
O welet ar groaz, ar banier
Hag ar veleïnn hag ar c’hloer,
O kass Iannik d’he di newez !……
Je connais parfaitement toutes les localités désignées dans ce gwerz. Ar C’hlandi (mot-à-mot maison du malade) est un village à peu de distance du bourg de Ploumilliau ; la chapelle de Saint-Cado en est voisine, et le village de Saint-Jean-Brézehan est un peu plus loin, sur la route de Saint-
Pa ’z een me da vouit dour da feunteunn ’r Waz-c’halek,
Ha me ’ rankontr unan gwisket en ru-skarlek.
Hag hen ’c’houl’ diganin : — Plac’h, ha c’hui ’ zo dimet ? —
Allas ! me oa iaouank, hag laret na oann ket.
Hag hen d’am c’hass gant-han da dall ur boud-c’halek,
Ha ma derc’hell eno ’n toulad da varvallet……
— Me am euz ul lez-vamm, ar wasa ’ zo ganet,
Ha p’arruinn er ger, me a vo gourdrouzet. —
— Lavaret d’ho lezvamm, ar gwasa ’ zo ganet :
Ar feunteun a zo pell, ann dour ’ oa strawillet ;
Ar feunteun a zo pell, ann dour oa strawillet,
Gant marc’h ur c’havalier ’ tistreï euz ann Naonet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Pa oann en Keridon, en Keridon, ’ tonet,
Me a glewe ur vouez ’ oa dili a bec’het ;
Ar zonerienn o soon, ’ soon da dut ann eured,
Ha me ’ poursu ma marc’h, o sonjal bout abred ;
Ha me poursu ma marc’h, o sonjal bout abred,
Allas ! pa arruiz, oant et kazi d’ gousket.
— Digorrit d’in ho tor, plac’hik diou-wes eureujet,
Ann awell a zo kriz, ma daou-dorn ’ zo klezret ;
Ann awell a zo kriz, ma daou-dorn ’ zo klezret,
O terc’hell brid ma marc’h ha ma c’hleze alaouret. —
— It-c’hui da Geridon, eno c’hui vo lojet,
Warc’hoas, pa vezo de, me iel ’ di d’ho kwelet,
Hag a gasso dac’h lod euz a fest ma eured,
Ur c’hartier a gik-maout, un’-all a gefelek ;
Ur c’hartier a gik-maout, un’-all a gefelek,
Hag ur banne gwin Spagn, da dorri ho sec’het. —
— N’eo ket se ’ c’houlennann, plac’h diou-wes eureujet,
Digorrit d’in ho tor, ma daou-dorn ’ zo klezret ;
Digorrit d’in ho tor, ma daou-dorn ’ zo klezret ;
O terc’hell brid ma marc’h ha ma c’hleze alaouret.
Digasset am euz d’ac’h ar pez ’m boa prometet,
Ur gegeliad gloan-Spagn, hi daou-benn alaouret.
Digorrit d’in ho tor, plac’h diou-wes eureujet,
Me am boa klasket d’ac’h ho kwalenn genta ’ eured ;
Sellit ho piz-bihan, ho hini en tu-deou,
Hag ’ teufet d’am c’hredi p’ larinn gwirionezou. —
Pa zell hi biz-bihan, da em gonsideri :
— Oh ! ia sur, c’hui ez eo, deuit raktall en ti !…… — [23]
Kanet gant Mari Maho. — 1867.
Ann dersienn ’ zo ganin a euz ma gwall-aozet.
— Mar karfeac’h dibri boued goude ’ pe hi c’hrenet ;
Mar karfeac’h dibri boued goude ’ pe hi c’hrenet,
Krenvoc’h ’ ve ho kalon da stourmi euz ’r c’hlenved. —
— Me am euz ul lezvamm hag a zo kriz meurbet,
Diou, ter heur ’ rok ann de, siouas ! me ’ ve zavet ;
Diou, ter heur ’ rok ann de, siouas ! me ’ ve zavet,
Da vont da gerc’had dour da feunteun ’r Waz-c’halek.
Ann noz a oa gwall-du, ann dour ’ oa strawillet,
Gant marc’h ur c’havalier o tont euz ann Naonet :
Hag hen ’ c’houll diganin : — Plac’hik, ha c’hui ’zo dimet ? —
Ha me oe sot a-walc’h da laret na oann ket.
Hag hen kregi em dorn, m’ c’hass gant-han d’ ’r valanek,
Lakad d’in war ma barlenn un daou pe dri c’hant skoed ;
Lakad d’in war ma barlenn un daou pe dri c’hant skoed,
Ur mouchouar koton, ur walenn alaouret :
— It-c’hui d’ar ger, plac’hik, da laret ’z oc’h dimet,
A-benn seiz vloaz ama me deui c’hoaz d’ho kwelet. —
— Pa oann en Keridon m’ mestres, ’ tont d’ho kwelet,
Me a glewe sklezr-mad sonerrienn ho eured.
Digorrit d’in ho tor, plac’hik newez-eureujet,
Brid ma marc’h ’ zo torret, ma fajik ’ zo kollet. —
— N’ digorrinn ket ma dor d’ac’h na da zen a-bed,
Me ’ zo aman kousket euz koste ma fried ;
Me ’ zo aman kousket euz koste ma fried,
Ha mar hen dishunvann, on sur bout skandelet…… —
P’ oa digorret ann or, alumet ar goulaou,
Eno sur a rannas ho c’halonou ho daou !
Kanet gant Mari-Louiz Loyer.
HAG AR PLAC’HIK IAOUANK.
Bars ar ger euz a Rudon, war ann hent pa her da Rom,
’Zo zavet ur gouant newez, ’ zo en-hi menec’h o chom ;
’Zo zavet ur gouant newez ’ zo en-hi menec’h iaouank,
Ha noz na de na sessont o tebauch ar merc’hed koant.
Ma oa ur vinorezik a oa meurbet devodes
A ie bemdez da bedi Doue da gouant Sant-Franses.
O tont unan ar menec’h, hag o lavaret d’ez-hi :
— Deut ganin, minorezik, dent ganin-me d’am zi ;
Deut ganin, minorezik, deut ganin-me d’am c’hambr,
Me diskoueso d’ec’h ’nn taolinier, ar misteriou ekselant. —
Ebars en kambr ar manac’h na pa ’z eo bet antreet,
Ann orojou war-n-ezhi kerkent a zo alc’houezet :
Hag ar spaz euz a seiz miz, ar spaz euz a seiz miz kloz,
Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz ;
Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz,
Met ann daou jakob iaouank, ’ ia da ved-hi bep-noz.
Ha war-benn ann eizvet miz, en em gavas dougerez,
Ann daou jakobin iaouank oe neuze meurbet diez.
’Tonet unan ar venec’h, ha d’ez-hi o lavaret :
— ’Tro Doue ! minorezik, na penaos a vezo gret ?
’Tro Doue ! minorezik, na penaos a vezo gret ?
Arru ’ zo ’r vikel newez, ma vefomp holl visitet ! —
— ’N han ’ Doue ! tad Olierr, ma c’hasset da gambr ’r studi,
Na euz vikel na eskop a ielo wit ma c’hlask di. —
O tont unan ar venec’h, hag o lavaret d’ez-hi :
— Selaouet, minorezik, ha zentet a ouzomp-ni ;
Hastet-c’hui, minorezik, da gwiska ho pantouflou,
Wit ma teufet d’ann iliz, da laret ho kousperou ;
Wit ma teufet d’ann iliz, da laret ho kousperou,
Mar n’ho laret euz ann dez, ho larfet euz ar goulou. —
Ma oa ur c’hloarek iaouank a oa arnaouet meurbet,
Mont eure da c’houll loja da gouant ar Fransesed.
’Tonet unan ar venec’h hag o lavaret d’ez-han :
— En em dennet, ma mignon, na ve lojet den aman. —
Hag hen neuze o tistreï, hag o vonet war he c’hiz,
O vont ’n ur govezion, bars en traonik ann iliz.
War dro ter-heur rok ann dez hen deveuz bet ur spont braz,
’Welet enaoui goulou war gornik ann aoter-vraz.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hag ar vinorezik paour, pehini doa epouvant,
’C’houlenne a greiz kalon, ann nouenn, ar zakramant ;
’C’houlenne a greiz kalon ann nouenn ar zakramant,
D’ar c’hrouadur a zouge a c’houlenne badeziant.
— Tawet-c’hui, minorezik, tawet ha na welet ket,
Rag n’eo ket c’hui ar c’henta, ann diwesa n’ larann-ket :
Aman a zo et nao verc’h, krouadur gant pep-hini,
E-leall sur, Fanchonik tric’houec’h ’ eo a reont-hi !
Ni ’ zo deut hon c’halonou ’ vel ann houarn pe ann derv,
Setu aze, Fanchonik, lec’h m’eo et ho kininterv ! —
Ar c’hloaregik iaouank gant spont vraz a lavare,
Bars en ti ann hostises, ann de warlerc’h ar beure :
— Digasset d’in, hostises, gwinn-ruz dimeuz ho kwella,
Ma teuïo d’in ma memoar, am euz kollet ann noz-ma ;
Ma teuïo d’in ma memoar, am euz ann noz-ma kollet,
Rag gwelet ’m euz ann noz-ma pez na rafe den a-bed;
Gwelet laza ’r feumeulenn, ar vraoa plac’h a welis,
War ma fe a zen honest, brases a oa d’am avis ! —
Ann hostiz a c’houlenne euz ar c’hloarek, p’hen klewe :
— C’hui anavefe ’r re-ze, m’ho gwelfac’h war ar bale ? —
— Laket ar c’hleïer da zoon, ’r prosession da vont en dro,
Mar marchont war ar pave, sur me ho anaveso…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Nn hini ’ zo gant ’r zakramant, ez eo paotr ar c’hontellou,[24]
’Nn hini ’ zoug ar sibouar, oa o terc’hel ar goulou !
Kroget en-he, archerienn, ia, en-he raktal kroget,
’R re-ze ho deuz gret ur muntr, ha na raje den a-bed ;
Deuz lazet ur feumeulenn, braoa plac’hik a welis ;
War ma fe a zen honest, braz a vije ho malis ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hi lez-tad a lavare, pa zaouline war hi be :
— Ha posupl ve Fanchonik, a ve te a ve aze ?
Me ’ zo bet seiz miz ’r prison, barnet da veza krouget,
Balamour did, Fanchonik, a oa din-me tamalet ! —
Kanet gant Mari-Job Kerival.
Kerarborn, 1849.
’Nn hini ’ rok a ansanse, oa ’ terc’hel ar goulou ;
’Nn hini ’ zouge ’r zakramant, oa paotr ar c’hontellou.
— Tostaët, aotro ’r person, tostaët promtamant
Da lemel ’nn aotro Doue a zaou-dorn ’nn den mechant !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Endann seitek dewez ho froses a oe gret,
Barnet gant ar Parlamant da veza dibennet.
Lennet a oe dira-z-he gant rigor ho setanz,
Konduet gant ar bourrew da vont bete ’r potanz ;
Konduet a oant gant-han bet ’ ar vaz huella,
Eno a renkjont merwell bet’ ar varn diwesa !
HAG AR PLAC’HIK IAOUANK.
Etre traon ar Rudonou [25], hag ann hent ’z ia da Rom,
’Zo zavet ur gouant newez, en-hi menec’h o chomm ;
’Zo zavet ur gouant newez, en-hi menec’h iaouank
N’ baouezont noz na de o tebauch ’r merc’hed koant.
Bars en ker ’ zo ’r vinores, ’ zo meurbet devodes ;
Mont ’ra bep-sul d’ann ofern, war ar pemdez alies :
Mont ’ra bep-sul d’ann ofern, war ar pemdez ’ wesiou,
Na da iliz Sant-Franses, da laret hi euriou.
Ha daou jakobin iaouank o vont da gomz out-hi :
— Deut ganimb, minorezik, deut ganimb-ni d’hon zi ;
Deut ganimb, minorezik, deut ganimb-ni d’hon c’hambr,
D’esplikan ann taolinier, ’r misteriou ekselant…… —
Pa oa bet nao miz eno, hag hi laret d’ez-hi :
— ’Tro Doue ! minorezik, na petra refomp-ni ?
’Tro Doue, minorezik, petra a vezo gret,
Arru ’r vikel-jeneral d’ar gouant d’hor gwelet ? —
Hag hi o c’houlenn kuzul. Lusufer ho c’helennas
D’hi laza, d’hi interrin en korn ann aoter-vraz……
Ur paour en iliz lojet, a oe meurbet spontet,
Na buhez ar plac’hik ’n noz-se p’hen euz klewet.
Ar manac’h ar C’hardinal hen euz d’ez-hi laret :
— Lar d’ in manus pa gari, out en eur m’ vi lazet ! —
Ha hi da c’houlenn hi graz, wit n’ vije ket lazet,
’Wit ar frouez a oa gant-hi, ma vije badezet.
’Wit hi bugelik bihan ’ c’houlenne badeziant,
Hag ewit-hi hi unan, nouenn ha zakramant.
Met ar manac’h-braz neuze a dies-krog ’n ur bal,
Ha ’ skoas ar vinores paour d’an douar raktal.
Seiz taol-pal, hep-c’houitan, hen euz d’ez-hi roët,
Ar bugel, ar vinores, ho daou ’n euz ho lazet !
Neuze ’z iejont d’ar gouant, ha ’ pakjont ho dillad,
Gant ann aouenn rag ar c’hlask, balamour ma oa goad.
Ann deiz-warlerc’h ar beure, pa oa strinket ann de,
Unan ann daou vanac’h-man ann or a zigorre.
Ar paour e-meaz ann iliz kerkent a zo bet et,
Ebars un hostaliri ez eo bet antreet :
— Roët d’in tamm da zibri, ha banne da eva,
Nag ewit kaout ma memoar, ’m euz kollet en noz-ma ;
Me am euz gwelet laza ’n noz-man ur vinores,
Am euz aoun-braz, ma Doue, rag ma oa dougeres,
Rag ar vouez euz hi bugel, me gred, am euz klewet,
Met kaer hen euz bet krial, bepred eo bet lazet ! —
Tud oa en hostaliri a zo bet sortiet
D’ober ann diskuil kerkent ha m’ho deuz bet klewet.
Ar vikel a lavare d’ar paour, p’hen interroje :
— Na taolet-ewes mad paour, petra ho pe laret !
Na taolet-ewes mad paour, petra ho pe laret,
Da zamma ma ministred brema, hep kaout sujet ! —
— Leall, aotro ar vikel, mar n’am c’hredet-c’hui ket,
Gret-c’hui ur prosession, neuze ’vezo gwelet ;
Gret-c’hui ur prosession, gret d’he monet en dro,
Dishenvel int ar re-all, ar goad euz ho bouto…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Toullet a oe ann douar ’l lec’h ma oa bet laket,
M’eo kavet ar c’horf ’l lec’h hen doa ar paour laret.
M’int bet neuze kommerret ha kasset d’ar prison ;
En Paris a resevjont ho c’hondaonation.
Ha ter zro d’ann iliz ho deuz renket ober,
Ewit ho finijenn, ann dut indign ha kruel.
Gwisket a oe d’ez-he peb a rochet rousinet,
Ha goude-ze ho c’horfo ’n un tanted braz dewet ;
Ha goude-ze ho c’horfo ’n un tanted braz dewet,
Ewit reï skouer d’ar re-all ’n ho flaz ’ vije laket.
Ar manac’h braz a lare na pa ieas bars ann tan :
— Roït d’in nerz ha kalon ’ wit gallout resistan,
Ewit ma rinn pinijenn euz ma fallagries !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Allas ! penaos, ma memoar, biskoas n’am boa sonjet
A vijenn me d’ar maro blamour d’ur plac’h laket !
Kalz euz a verc’hed iaouank ’hallo brema laret
Am euz me kousket gant-he ha tapet ho gwerc’hted…… —
Brema ’ hallo ann ezec’h, p’eo ar manac’h dewet,
Dougenn ar c’hanvo d’ez-han, dre ma voint delivret.
Ha koulsgoude ar groage lareur ’zo dezolet
D’ar manac’h ha d’ar paillard, en heur ma oe dewet.
Finisa ’ na he vuhe gant kalz euz a ankenn,
Ha lezel bars ar bed-ma kalz bars ar binijenn.
Hag a-baoue m’eo maro, biskoas na euz klewet,
’Vell ’lare, p’oa en buhez, a teuje da brezek :
Met ’ baoue ma ’z eo maro, hag et bars ann douar,
N’euz ket bet brasoc’h galloud wit ’ roeur d’ar re-all !
Hogenn lezomp ar manac’h, dre ma oa ur gwall-baotr,
En keït ma oa er bed-man, hen deveuz gret he baotr.
C’hoas lavare ann indign, dre ma oa un den-fall,
N’hen defoa ket a skrupul o vont er c’hostez-all !
Kanet gant ur vates hostaliri, en bourk Pleubihan.
Ebrel, 1864.
Une autre version présente les variantes qui suivent :
— Hennont ’ zo war ’r marchepi, a zouge ar golou,
He gamarad ’nn tad Olier, oa paotr ar c’hontellou. —
Kriz a vije ar galon, kriz-kaer, mar na oelje,
Bars en iliz Sant-Franses, ur zulwez da greiz-de ;
Bars en iliz Sant-Franses, ur zulwez da greiz-de,
O welet tad ar plac’hik, ’welet penaoz ’ krie :
— Me a oa gret ma froses da veza dispennet,
Blamour did, minorezik, a oa d’in tamallet ;
Blamour did, minorezik, a oa d’in tamallet,
En beo pe hen maro a renkjes beza rentet ! —
’Tre Koat-ar-Skevel ha Lezobre
A zo zavet ur gombat newe ; (bis)
Ar re-ze deuz zavet ur gombat,
Doue da reï d’ez-he kombat vad ! (bis)
Doue da reï d’ez-he kombat vad,
Ha d’ho zud er ger kezelou mad ! (bis)
Markiz Lezobre a lavare
D’he baj-bihan, un dez a oe :
— Dibres-te d’in-me ma inkane,
Ma ez inn da ober ur bale ;
Laka ur brid arc’hant en he benn,
Hag un dibr alaouret war he gein ;
Hag un dibr alaouret war he gein,
Houarn he daou-droad en aour-melenn ;
En aour melenn vezo houarnet,
Wit mont da Zantes-Anna Vened. —
Ann aotro Lezobre a lare,
En Zantes-Anna pa arrue :
— Demad, itron santes Anna Vened,
Me zo deut iaouankik d’ho kwelet ;
N’am euz ket tric’houec’h vloaz achuet,
Hag en tric’houec’h kombat ez on bet ;
Hag ho zric’houec’h am euz goneet,
Dre ho kraz Santes Anna Vened ;
Grit d’in c’hoaz gonit ann naontekvet,
Ha me a rei dac’h anter-kant skoed ;
Ia, anter-kant skoed en arc’hant gwenn,
Hab ur c’hement-all en aour-melenn ;
Ha c’hoaz a rinn dac’h un donezon
A vezo kaer da dez ho pardon ;
Me a roïo dac’h ur groaz aour-finn,
Ar c’haera vezo en foar Kintinn ;
Me a roïo dac’h un tabernek
Hag ur zakramant holl alaouret ;
Ouspenn a rinn dac’h ur groaz arc’hant,
Hag un esensouer hag ul lamp ;
C’hoaz a roïnn dac’h ur baniel-gwenn,
A vo seiz kloc’h arc’hant ouz he benn ;
A vo seiz kloc’h arc’hant ouz he benn
Hag un troad balenn wit hen dougenn ;
Habillamant wit ho seiz aoter,
Hag un oferenn-bred bep gwener :
C’hoaz a roïnn dac’h ur c’houriz koar,
Hag a raïo ter zro d’ho mogoar ;
A raïo ter zro en dro d’ho ti,
Ha dont da skoulmo d’ar marchepi. —
Na oa ket he c’hir peur-lavaret,
Ma komzaz santes Anna Vened :
— Kerz d’ar gombat, ’me-z-hi, Lezobre,
Me a vo eno kerkent ha te. —
’Nn aotro Koat-ar-Skevel ’c’houlenne
Digant Lezobre, un dez a oe :
— Demad larann dide, Lezobre ;
Da unan out-te deut d’ann arme ? —
— N’euz deut nemet-on da gombati,
Nemet ma fajik bihan ha mi ;
Nemet ma fajik bihan ha mi,
Ha Doue hag ar Werc’hes Vari ;
Ar Werc’hes Vari benniget,
Hag ’nn itron santes Anna Vened ! —
— Lizeriou am euz digant ar roue,
Na ewit da laza, Lezobre. —
— Mar ’c’h euz lizeriou digant ar roue,
Roït d’inn, ma lenninn ann ez-he. —
— Distera zoudard ’ zo em bandenn,
N’ho rofe ket da ur seurt azenn ! —
— Wit mar d’on-me azenn, a dra-sur,
Me na onn ket azenn dre natur ;
Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur. —
— Kent wit ma ’z i-te euz al lec’h-me,
Me ouïo hag eo gwir kement-se. —
Na oa ket ar gir peurlavaret,
Koat-ar-Skevel hen euz douaret ;
Koat-ar-Skevel hen euz douaret,
Hag hanter-kant euz he zoudarded.
He baj bihan a zo en tuz-all,
A ra iwe mui, pe gement-all.
Koat-ar-Skevel a lavare
Da varkiz Lezobre eno neuze :
— Te skrivfe ewit-on ul lizer,
Da gass d’am fried, a zo er ger ?
Da gass d’am fried, d’am bugale,
Da laret ’vo marw ho zad en arme ?
Rag ma bugale ve disenoret
’Klewet vo ganid ’m bo kombatet ;
’Klewet vo ganid ’m bo kombatet,
Na p’am euz-me ar gombat kollet !
Kanet gant Mari Daniel, parez Duault.
HA MAURIAN AR ROUE.
Koad-ar-Ster ha Lezobre ’zo bet
Diwar-benn un emgann em glewet. (bis)
Doue da reï d’ez-he beaj-vad,
D’ar re chommo er ger kezlo-mad ! (bis)
Ann aotro Koad-ar-Ster a lare,
War bave Treger, pa zigoueze : (bis)
— Demad d’ac’h holl ha joa er ger-ma,
Ann aotro Lezobre pelec’h ema ? — (bis)
— Mar d’eo Lezobre a c’houlennet,
Aotro Koat-ar-Ster, oud-han ’ komzet. — (bis)
— Dalc’h aze ul lizer, Lezobre,
Digasset did a-beurz ar roue. — (bis)
— Mar d’eo gant ar roue skrivet d’in,
Reit-han d’in ta, ewit m’hen lennin. —
— Distera zoudard ’zo em bandenn,
N’astennfe ket he zorn did, azenn. —
— Mar d’on-me un azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur ;
Me na on ket azenn dre natur,
Rag ma zad oa brudet vel den-fur ;
Mar n’oc’h euz ket anvezet ma zad,
Brema-zoudenn anvefet he vab !……
Dibret, pajik, ma inkane-gwenn,
Lakit ur brid-arc’hant en he benn,
Hag un dibr alaouret war he gein,
Ma vo brao da zougenn un azenn !
Ha pa gouezfe ma marc’h bep-kamed,
Me renk monet fenoz da Wenet ! —
Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa zigoueze :
— En tric’houec’h emgann ez on-me bet,
Heman a vo d’in ann naontekved ;
Ma naontekved ha ma diwesa,
A lako ma c’halon da ranna.
Me reï d’ac’h, o Gwerc’hes, ma mamm ger,
Seiz gwiskad ewit ho seiz aoter. —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Ma deuz ar Werc’hes out-han komzet :
— Ho ia, te zo bepred ma map-me,
Kerz ta buhan d’ar ger, Lezobre :
Lezobre, kerz ta d’ar ger, buhan,
Ha na gass den ganid d’ann emgann ;
Na gass den ganid d’ann emgann-ze,
Nemed da bajik bihan a ve. —
Ann aotro Koad-ar-Ster a laraz
D’ann aotro Lezobre, p’hen gwelaz :
— N’oc’h ket en ho pro un den karet,
Pa na euz deut ganec’h zoudarded. —
A-boan oa he c’hir peurlavaret,
Ma oa Koad-ar-Ster eno kouezet,
Gant hanter-kant euz he zoudarded,
Hag hanter-kant all a oa tec’het.
Met ’ benn eiz de warlerc’h kement-se,
A oa deut lizer da Lezobre.
— Lezobre, sell ul lizer aze
Bigasset did a-beurz ar roue. —
— Mar d’eo gant ar roue skrivet d’in,
Dama ann ez-han, wit m’hen lenninn. —
— Hen lar d’ac’h, eme ar paj-bihan,
Monet da c’hoari gant he Vaurian. —
— Disket d’in-me ta, pajik-bihan,
Stum hag ardo brezel he Vaurian. —
— Kement-se d’ac’h na lavarinn ket,
Gant aouenn da veza diskuliet. —
— Ken-gwir ha ’m euz ’r maro da dremenn,
Pajik, n’hel lavarinn birwikenn. —
— Ar Maurian, vel ma vo deut er zal,
A daolo he zillad traon raktal ;
Grit vel-t-han ; ha pa rei zaill en er,
Lakit ho kleze d’hen digommer ;
Kerkent ha m’hen gwelfet ’tic’houinan,
Taolet prim dour-binniget gant-han ;
Pa c’houlenno ganec’h diskouizan,
Na roït ket a ziskouiz d’ez-han ;
Rag hennes hen euz gant-han louzou,
Vent ket pell wit gwellad gouliou. —
Velkent ar Maurian a lavare
D’ann aotro Lezobre p’hen gwaske :
— Aotro Lezobre, mar am c’haret,
Un tammik diskouiz d’in a rofet ? —
— Ho ! na eo ket ewit diskouiza
Ez omp deut hon daou d’ar c’hoari-ma !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Goude ar roue, holl glac’haret,
Da Lezobre hen euz lavaret :
— Lazet t’euz diwaller ma buhe,
Ganin em falez e chommi-te ? —
— Ganec’h ’n ho palez na chomminn ket,
Ma mamm ’ zo newez-intanvezet. — [27]
HA MAURIAN AR ROUE.
Etre Koat-ar-Skinn [28] ha Lezobre
A zo bet assinet un arme ; (bis)
A zo bet assinet ur gombat,
Doue da reï d’ez-he kombat-vad ; (bis)
Doue da reï d’ez-he kombat-vad,
Hag er ger, d’ho zud, kezelou-mad !… (bis)
Ann aotro Lezobre a lavare
D’he bajik-bihan, un dez a oe :
— Dibr din-me prim ma inkane-gwenn,
Laka he vrid arc’hant en he benn ; (bis)
Laka he vrid arc’hant en he benn,
Hag he gollier-aour en he gerc’henn ; (bis)
Hag ho hini Rouan akipet,
Ma iefomp d’ Santes-Anna Wened ! —
Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa arrue :
— Bars en tric’houec’h stourmad ez on bet,
Hag ho zric’houec’h am euz gonezet ;
Hag ho zric’houec’h am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Wened ;
Roït d’in ’r c’hraz da c’honit ’nn naontekvet,
Me a vo kurunet en Drindet.
Ha me breno d’ac’h ur c’houriz koar,
A reïo ann dro d’ho holl douar,
Unan d’no iliz ha d’ho pered
Ha da ho holl douar benniget ;
Me a breno d’ac’h ur baniel ru,
Hag a vo alaouret en daou-du. —
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
D’he bajik-bihan hag en de-se :
— Me a well o tonet un azenn,
Hag hen war gein un inkane-gwenn ! —
’Nn aotro Lezobre a lavaraz
Na da Goat-ar-Skinn, ’vel m’hen klewaz :
— Ha mar d’on-me azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur ;
Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur ;
Mar na t’euz anavezet ma zad,
Me a roïo did anaout he vab ! —
Da gombati neuze int bet et,
’Nn aotro Lezobre ’n euz gonezet.
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
Na da Lezobre, pa c’honeze :
— En hano da Zoue, Lezobre,
En han’ Doue, ro kartier d’in-me ! —
— Me na roïnn ket kartier dide,
Rag n’as bije ket roët d’in-me. —
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe ! —
— Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N’as bijes ket leusket ganin-me. —
— En hano da Zoue, Lezobre,
Kerz-te en karg wit ma bugale. —
— N’inn ket en karg wit da vugale,
Me leusko gant-he ho liberte. —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Koat-ar-Skinn gant-han a zo lazet. —
Lizerou d’ar roue ’ zo kasset.
Da laret ’oa Koat-ar-Skinn lazet.
Hag ar roue Gall a lavare
D’he bajik bihan, un dez a oe :
— O pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te a zo dilijant ha buhan,
Kerz da lavaret da Lezobre
Dont d’ gombati ma Maurian-me !… —
Ar pajik-bihan a lavare
En Lannuon na pa arrue :
— Demad d’ac’h ha joa holl er ger-ma,
’Nn aotro Lezobre pelec’h ema ? —
’Nn aotro Lezobre, p’hen euz klewet,
He benn er prennestr ’n euz boutet ;
He benn er prennestr ’n euz boutet,
Ha paj ar roue ’n euz saludet.
— Demad d’ac’h-c’hui, aotro Lezobre ! —
— Ha d’ac’h-c’hui iwe, paj ar roue !
Ha d’ac’h-chui iwe, paj ar roue,
Petra ’zo c’hoarvezet a newe ?
— Lavaret ’zo d’ac’h-c’hui, Lezobre,
Dont d’ gombati Maurian ar roue. —
— En han’ Doue ! pajik ar roue,
Desk-d’in sekret ar Maurian-ze !
Ha me a roïo did ur bouket,
A vo en he greiz pewar-mill skoed. —
— Me a lavaro d’ac’h he sekret,
Met bikenn da den n’hen diskuilfet :
Na pa gomanso ar gombat-ze,
Taolet prim ho tillad war he re ;
Ha strinket gant-han dour-binniget,
Kerkent evel hen do dic’houinet ;
Neuze a raïo ul lamm en er ;
Lakit ho kleze d’hen digommer ;
Bezit gwell ganec’h koll ho kleze,
Lezobre, ewit koll ho puhe ! —
’Nn aotro Lezobre, p’hen euz klewet,
He zorn en he c’hodel ’n euz boutet ;
He vouked d’ezhan hen euz roët,
A oa en he greiz pewar mill-skoed. —
’Nn aotro Lezobre a lavare,
En Santes-Anna, pa arrue :
— Bars en naontek stourmad ez on bet,
Hag ho naontek am euz gonezet ;
Hag ho naontek am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Vened ;
Grit d’in c’hoas gonit ann ugenvet,
Ha me vo kurunet er Ieodet.
Me a breno d’ac’h ur baniel gwenn,
A vo seiz kloc’h arc’hant euz pep-penn ;
A vo seiz kloc’h arc’hant euz pep-penn,
Hag ur c’har-balenn d’hi dougenn ;
Me a breno d’ac’h ewit presant
Ur c’haleï aour hag ur zakramant,
Hag a vezo kaer d’ho enori,
Rag ur burzud-kaer ho po gret d’in. —
’Nn aotro Lezobre a lavare,
En palez ar roue, p’arrue :
— Demad d’ac’h, sir, ha memeuz roue,
Na petra oc’h euz-c’hui a newe ? —
— Lavaret ’ zo dide, Lezobre,
Dont d’ gombati ma Maurian-me ;
Koat-ar-Skinn a t’euz-te lazet,
Oa unan ma brasa mignoned ;
Met Koat-ar-Skinn mar t’euz-te lazet,
Ma Maurian-me na lazi ket. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P’antreaz er zal-vraz war-’nn-ezhan,
O teurrel dour-binniget gant-han.
Pa daol ’r Maurian he dillad d’ann douar,
A taol Lezobre he re war-var ;
Pa ra ’r Maurian ul lamm en er,
E lak’ he gleze d’hen digommer.
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na chach-te da gleze ganide ! —
— Na chachinn ket ganin ma c’hleze,
N’as bijes ket chachet d’hini, te. —
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe ! —
— Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N’as bijes ket leusket ganin-me ! —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar Maurian duz a zo lazet ;
Ar Maurian duz a zo lazet,
Hag al Lezobre ’zo sortiet.
Pajik ar roue hen euz kavet,
Un eil bouket d’ez-han ’n euz roët ;
Un eil bouket d’ez-han ’n euz roet,
A oa en he greiz pevar-mill skoed.
Ar roue neuze a lavare
Na da Lezobre, pa sortie :
— Na aotro Doue a posubl ve,
As pe lazet ma Maurian-me ! —
— Ia, ho Maurian ’m euz lazet,
Ha c’hui lazfenn iwe, mar karet ! —
— En hano da Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe,
Ha chomm bars ma falez ganin-me,
Me as groaïo roue ma goude ! —
— Na chomminn ket ganec’h ’n ho palez,
Rag ma mammik paour ’zo intanves ;
Rag ma mammik paour ’zo intanves,
Ha defe ouzin-me dienès. —
’Nn aotro Lezobre a lavare,
En ker Lannnon, pa arrue :
— Bars en ugent kombat ez on bet,
Hag ho ugent am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Wened,
Me a vo kurunet er Ieodet ;
Me a vo kurunet en Sant-Louis,
N’am euz ket c’hoas ugent bloaz fournis ! —
Kanet gant ar C’hemener-bihan,
bourk Plouaret, 1863.
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
N’am c’hasset ket d’ar varadek ;
N’am c’hasset ket d’ar varadek,
Gant Rozmelchon ’z on c’hoantaët. —
— C’hui iel’ abred warc’hoas ’r beure,
Pa vo Rozmelchon ’n he wele. —
Naïk ar Manchou n’ouie ket
Oa ’n tall ar prennestr o klewet. —
Kenta den a deuz rankontret,
E Rozmelchon, ’n korf he roc’hed ;
E Rozmelchon, ’n penn he ale,
Savet abred euz ar beure.
— ’Naïk c’hui ’zo abred savet,
Pelec’h ma ’z et, pe ma ’z oc’h bet ?
Deuit-c’hui ganin-me d’am zi,
’Wit ma tebrfomp hon dijuni. —
— Debret ganin ma dijuni,
En Kvezennek verreninn, [29]
Euz taol ann aotro, ann itron,
Ar re-se am c’hrar ’n ho c’halon. —
— Naïk deut ganin d’am jardinou,
’Wit dibab ar c’haera bleuniou ;
’Wit dibab ar c’haera bleuniou,
D’ar baotred iaouank ’vo eno. —
— En Kervezennek ’z euz kanvou,
D’ar mab-henan, a zo maro. —
— M’e marw mab-henan ann aotrou,
N’eo ket c’hui zougo ar c’hanvou. —
— Tec’het, aotro, ma tremeninn,
Pec’het oc’h euz balamour d’inn ;
Avanset-mad ez eo ann de,
Divezad vo p’arruinn-me. —
A-vriad en-hi eo kroget,
Ar pot diwar hi fenn ’zo koet ;
Ar pot diwar hi fenn ’ zo koet,
Hag al leaz a zo bet skuillet, —
— M’ouife Kervezennek Leon
’Venn aretet gant Rozmelchon,
Hennes sur deufe d’am c’herc’had,
Pa skuizfe nao marc’h bep-kammad. —
— Na rann mui forz euz da leon,
Ewit na rann-me a-c’hanout ! —
En-hi neuze ez eo kroget,
Gant-han d’ar c’hastel hi c’hasset……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Naïk deut ganin d’am c’hambrjou,
Da zibab per hag avalou. —
— Wit dibri per hag avalou,
Me a renko kaout kontellou. —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ter c’hontel d’ez-hi presantet :
Unan troad-ruz, unan troad-gwenn,
Hag unan-all en aour melenn [30].
Euz hi Doue ’deuz goulennet :
— Ma Doue, d’in-me lavaret,
Pe me em laz, pe na rinn ket ? —
’N kreiz hi c’halon deuz-hi siket !
Pa zistro Rozmelchon en dro,
’Oa Annaïk war hi geno :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Kervezennek a vonjoure
En ti Rozmelchon p’arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
’Nn aotro Rozmelchon pelec’h ’ma ? —
— Ann aotro n’ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. —
— Gaou a lares war da ine !
Rag Rozmelchon ’ zo ’n he wele ;
Ar Rozmelchon a zo er ger,
Me lako ann tân ’n he gastel ;
Me dewo he gastel a-grenn,
Hag hen en-han da c’houlaouenn !…… —
Ha setu dewet ar c’hastel,
Hag ar Rozmelchon euz ar beer ![31]
Kanet gant un neeres en bourk
Plouegat-Guerrand. — 1863.
El Lezker-vraz ’zo ’r varadek,
Pedet eo ann holl da vonet ;
Pedet eo ann holl da vonet,
Marc’haridik ’zo zoubpedet.
Marc’haridik a lavare
D’hi zad, d’hi mamm, un noz a oe :
— Me na inn ket d’ar varadek,
Ma c’hoar Vari a renk monet ;
Ma c’hoar Yari a renk monet,
M’ habit kaer d’ez-hi ’ vo gwisket. —
— Ho c’hoar n’aï ket d’ar varadek,
C’hui ’ zo pedet, a renk monet. —
Marc’haridik, pa deuz klewet,
Da oela ez eo em laket.
Hi zad, vel m’hen euz hi gwelet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :
— Merc’h Marc’harit, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —
Marc’harit paour a lavare
E-meaz hi gwele pa zave :
— Adieu did, ma gwele, ’larann,
Bikenn en-out ken na gouskann ! —
Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :
— Ma merc’h Marc’harit, n’ oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek. —
Marc’haridik a lavare
Na d’hi fresik, p’hen digore :
— Adieu did, ma frez paour, ’larann,
Ha d’am dillad-kaer ’zo en-han ! —
Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik, ’n euz laret :
— Marc’haridik na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —
Marc’haridik paour a lare
E-meaz ann ti pa sortie :
— Adieu, ma mamm baour ha ma zad,
Adieu breudeur ha c’hoerezad ! —
Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :
— Marc’haridik, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —
Marc’haridik a lavare
D’hi inkane, pa hen pigne :
— Adieu did, ma marc’h paour, ’larann,
Bikenn warnout ken na bignann ! —
Pa arruaz en penn ar roz,
Oa Rozmelchon euz hi gortoz :
— Bonjour, Marc’harit, d’ac’h ’larann,
Plac’hik beure-mad ho kavann ! —
— Ha c’hui, aotro, a zo iwe,
Brema dlejac’h boud ’n ho kwele ! —
— Marc’haridik koant, diskennet,
Da dijuni ganin ’teufet. —
— Kennt dont e-meaz a di ma zad,
Me am euz dijuniet mad. —
— Marc’haridik, deut d’am jardinn,
Da dibab ’r bouked louzou finn ;
Pe autramant ur garlantes,
Da lakad war ho podad leas. —
— Salv-ho-kraz, eme-z-hi, aotrou,
Na sonjann ket en bokedou ;
En Kervezennek ’zo kanvou,
Marw eo mab-henan ann aotrou. —
— Ha ve marw mab-henan ’nn aotrou,
N’eo ket c’hui a reï he ganvou ;
N’eo ket c’hui a reï he ganvou,
Met ’r re herito d’he vadou. —
N’ oa ket he c’hir peurlavaret,
A-vriad en-hi eo kroget.
Un heur-anter, hep laret gaou,
Ez int bet o c’hourenn ho daou.
’Nn itron lare ’brennestr hi c’hambr :
— Kouraj ! kouraj, plac’hik iaouank ! —
— Kouraji mui na hallann ket,
Ma c’halon baour na bado ket ;
Ma c’halon baour na bado ket,
Ma zeïenn a zo re stardet :
Gwell eo ganin koll ma buhe,
Wit m’eo koll ma virjinite !
Itron, ur gontel d’in taolet,
D’ droc’ha ma zeïenn re-stardet ! —
Ur pognard d’ez-hi ’ zo taolet,
En hi c’halon deuz-han plantet ;
En hi c’halon deuz-han plantet,
Eno war al lec’h eo marwet !
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz
euz parez Duault.
— Marc’haridik, it d’ho kwele, o rei tra la la, dirala (bis)
Ma savfet warc’hoas ar beure ;
Ma savfet warc’hoas beure-mad, o rei tra la la, dirala (bis)
Ewit kass leaz d’ar varadac. —
Marc’haridik Joss [32] a lare, o rei tra la la, dirala (bis)
D’hi mamm ’n de-warlerc’h ar beure :
— Ma mammik paour, mar am c’haret, (bis)
D’ Gervezelek n’am c’hassfet ket ;
N’am c’hasset ket d’ Gervezelek, (bis)
Gant Rozmelchon ’ on gourdrouzet. —
— C’hui a ielo war ar beure, (bis)
Pa vo Rozmelchon ’n he wele ;
Ha war ho penn ur podad-leas, (bis)
En dro d’ez-han ur garlantes. —
Ar palefrenier a lare (bis)
Da Rozmelchon, euz ar beure :
— Ma mestr, ma mestr, savet buhann (bis)
Ur plac’h war ar bale ’welann ;
Ma mestr, savet euz ho kwele, (bis)
Me well ur plac’h ’n penn ann ale ;
Me well ar vraoa feumeulenn, (bis)
A dougas biskoas koef lienn ;
Ha war hi fenn ur podad leas, (bis)
En-dro d’ez-han ur garlantes ;
En hi zreid a zo ur botou (bis)
’Zo gwarniset a rubanou. —
Rozikmelchon, pa ’n euz klewet, (bis)
Penn he ale ’ zo em renntet ;
Penn he ale eo em renntet, (bis)
Marc’harid Joss ’n euz saludet :
— Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut da dijuni ganinn. —
— Ho trugarez, aotro, ’m ez-hi, (bis)
Rag dijuniet ez eo d’ïn ;
Me am euz dijuniet-mad, (bis)
Kennt ma ’z on deut a di ma zad ;
Aotro, dijuniet eo d’inn, (bis)
En Kervezelek e leigninn ;
En Kervezelek e leigninn, (bis)
Euz taol ann aotro ’c’h azezinn ;
Euz taol ann aotro, ann itron, (bis)
’R re-ze am c’har a greiz kalon. —
— Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut-c’hui d’ar jardinn ganinn ;
Deut-c’hui ganin-me d’am jardinn, (bis)
Da dibab ’r bouket louzou-finn ;
Da dibab ’r bouket louzou-finn, (bis)
A varjolain, a durkantinn ;
A varjolain, a durkantinn, (bis)
Ewit lakad war ho peutrinn. —
— Na ’z on ket plac’h ar boukedou, (bis)
Marw eo mab-henan ann aotrou. —
— M’ eo marw mab-henan ann aotrou, (bis)
N’eo ket c’hui zougo ar c’hanvou. —
— Bugale omp d’ar breur, ha c’hoar, (bis)
Sonjit, aotrou, pegen tost kar. —
— Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut-c’hui d’am c’hambrjou ganinn ;
Ha deut-c’hui ganinn d’am c’hambrjou (bis)
Da dibab per hag avalou ;
Da dibab per hag avalou, (bis)
Ar pez a garfet, c’hui ho po. —
— Tec’het, aotrou, ma tremeninn, (bis)
Pec’hed oc’h euz balamour d’inn.
M’ouife ma breur, ’me-z-hi, ervad, (bis)
Hen ho tispennfe kik ha gwad ;
M’ouife m’ breur-mager Kernenan (bis) [33]
Lakafe ho kwad da ienan ! —
— Me n’ rann forz a vab Kerverzino (bis)
Mui ma rann euz fank ma botou ! —
— Baoue ar beure ’z omp ama, (bis)
Ha prest eo ann heaul da guza ! —
— Me garre ann noz serret kloz, (bis)
Marc’haridik ganinn wit ann noz !…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Marc’haridik a lavare (bis)
D’ar gouarneres [34], en noz-ze :
— Gouarneres, mar am c’haret (bis)
Grit m’inn da vedoc’h da gousket ! —
— Ar gouarneres a laraz, (bis)
Da Varc’haridik, p’hi c’hlewaz :
— Euz taol ann aotro c’hui goanio, (bis)
Hag en he wele c’hui gousko. —
Marc’haridik a lavare,
Ebars ar gambr pa ’z arrue :
— Me ’well duont ’n aval melenn, (bis)
M’am bije ’r gontel, hen peilfenn. —
Rozikmelchon, pa ’n euz klewet, (bis)
Ar choas a der ’n euz deï roët ;
Unan troad-du, un ’ all troad-gwenn, (bis)
Un ’ all c’houezed en aour melenn ;
En hini troad-duz eo kroget, (bis)
En hi c’halon deuz-hi plantet !
Pa zistro Rozmelchon en dro, (bis)
Oa ar plac’hik war hi geno :
— Penamed daoni ma ine, (bis)
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Kanet gant Godik Fulup.
Plunet, 1867.
Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz a zo newe-zavet,
’Zo gret da Janedik ar Rouz,
Braoa plac’h ’vale ’n hi farouz.
Janedik ar Rouz a lare
D’hi zad, d’hi mamm, ur zul ’r beure :
— Red eo laret na oc’h ket fur,
Lakad de ma eured d’ar zul ;
Ha c’hui o klewet a bell-zo
Ema ’nn aotro Tremblai er vro ;
Ha c’hui o klewet, o welet
’Ma ’nn aotro Tremblai ’klask ma c’havet ! —
Hi zad hag hi mamm a laraz
Da Janet ’r Rouz, ’vel ma komzaz :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Ho eured d’ar zul a vezo ;
Ho eured vezo d’ boennt ann de,
N’ vo ket Tremblai war ar bale…… —
Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro person ’ zul ’r-beure :
— Hastet-c’hui, aotro, depechan,
C’houeza ’nn tan er mech a glewann ! —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Oa leun ’nn iliz hag ar porchet ;
Oa leun ’nn iliz hag ar porchet
Gant Tremblai hag he zoudardet.
Ann aotro Tremblai a lare
D’ann aotro ’r person, en de-se :
— Aotro ’r person, d’in-me laret,
Pelec’h ’ ma ar wreg a eured ? —
Ann aotro person a laraz
D’ann aotro Tremblai, p’hen klewaz :
— Aotro Tremblai, ma iskuset,
Eureuji d’ar Zul na rann ket ;
Eureuji d’ar Zul na rann ket,
Ur vadeziant eo am euz gret. —
— Aotro person, gaou a laret,
Janedik ’r Rouz ’c’h euz eureujet ;
Rentet Janedik ’r Rouz ama,
Pe me ho lazo da genta ;
Pe me ho lazo da genta,
Gant hi zad, hi mamm ’ma ama. —
Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Aotro Tremblai, m’ar am c’haret,
Ma lest mont war vur ar vered ;
Ma lest mont war vur ar vered,
Da laret adieu d’am fried. —
— War vur ar vered n’ iefet ket,
Diwar lost ma marc’h kimiadfet ! —
Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Ma lest da vont c’hoaz en iliz,
Da gimiadi euz ma broïz. —
— Wit en iliz na iefet ket,
Diwar lost ma marc’h kimiadfet ;
Ganin ’teufet war lost ma marc’h,
Kriet, garmet, goelet ho kwalc’h ! —
Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Aotro Tremblai, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a rofet ;
Ur gontel d’in-me a rofet,
’Wit troc’ha zeïenn ma eured ;
’Wit troc’ha zeïenn ma eured
A zo bet war-n-on re-stardet. —
’Nn aotro Tremblai p’hen euz klewet,
Ter gontel d’ez-hi ’n euz diskoet ;
Unan troad-duz, unan troad-gwenn,
Un’ all c’houezet en aour-melenn :
En hini troad-du ’z eo kroget,
En hi c’halon deuz-hi plantet !
Pa zistroas ’nn aotro en dro,
Oa Janedik war hi geno !
Ann aotro Tremblai a lare
Da Janet ’r Rouz eno neuze :
— Tric’houec’h [36] groeg-eured ’m euz laeret,
Janedik ’r Rouz ann naontekvet ;
Janedik ’r Rouz, ann diveza,
’Laka ma c’halon da ranna ! —
Kanet gant Janet ar Gall. — Kerarborn, 1848.
Braoa merc’hed ’zo ’ndann ann heaul,
Eo merc’hed ar Rouz a Bempoul :
Janedik ’zo kaer ’vel ur Rozenn,
Ann diou-all ’zo diou rouzardenn.
Janet ar Rouz a lavare
D’hi zad, d’hi mamm, un dez a oe :
— Ma zad, ma mamm, na oc’h ket fur,
Lakad ma eureuji d’ar zul,
Ha c’hui o klewet a bell-zo
’Ma kabitenn Tremblai er vro ;
C’hui oc’h ouzoud hag o klewet
Penaoz eman ’klask ma c’havet ! —
Hi zad neuze a lavaraz
Da Janedik ’r Rouz, p’hi c’hlewaz :
— C’hui ’vo eureujet ’rok ann de,
Vo ’nn aotro Tremblai ’n he wele. —
Kabitenn Tremblai a lare
D’he bajik-bihan en noz-ze :
— Sav warc’hoas-beure mintinn mad,
Ma iefomp d’ chaseal d’ar c’hoad ;
Da chaseal renkomp monet,
Janet ’r Rouz ’vo warc’hoas eureujet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Janedik ar Rouz a lare,
D’ann aotro person en de-se :
— Hastet gant ho ofern-eured,
C’houeza ’nn tan er poultr ’m euz santet ;
C’houeza ’nn tan er poultr ’m euz santet,
’Ma ’nn aotro Tremblai o tonet. —
Ann aotro person a lare
Da Janedik ar Rouz neuze :
— Penamet ifom da dillad,
’M boa da guzet ’n un arched-koad,
Da laket er zakristiri,
A zo seiz alc’houez war-n-ezhi. —
— Ha posubl ve digant Doue,
Ve damant d’am dillad ho pe !
M’ho c’harfe holl en un tantad,
Me er ger, war oaled ma zad ! —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Oa karget ’nn iliz, ar porchet ;
Oa karget iliz ha porchet
Gant Tremblai hag he zoudardet.
Kabitenn Tremblai c’houlenne
Digant ar person en de-se :
— Aotro ar person , d’in laret
Pelec’h ema ’r plac’h a-eured ? —
— Aotro Tremblai, ma iskuzet,
N’eo ket un eured am euz gret ;
N’eo ket un eured am euz gret,
Ur bugel am euz badezet. —
— N’eo ket un eured oc’h euz gret ?
Pelec’h ’man ’r bugel badezet ? —
— Gant he vageres ez eo et,
’Wit hen tomma war ann oaled. —
— N’eo ket ewit badeziantjou
’Ma ’r bouklou arc’hant war ’r botou ;
’Ma ’r bouklou arc’hant war ’r botou,
Ann dantelez war ar manchou ;
Janet ar Rouz ’c’h euz eureujet,
Hounnes a renkann da gavet ! —
— Ema bars ar zakristiri,
A zo seiz alc’houez war-n-ezhi. —
Kabitenn Tremblai a lare
Da Janedik ar Rouz neuze :
— Ha na teuz-te ket a zonj mad
Pa oas er ger, en ti da dad,
As boa te d’in-me lavaret
N’ gouskjes ket ganin noz da eured ?……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Janedik ’r Rouz a lavare
D’ann aotro Tremblai en de-se :
— Ma lest mont war vur ar vered,
Da laret adieu d’am fried ? —
— Savet pa garfet war ar vur,
Laret kenavo d’ez-han sur. —
Janedik ’r Rouz a lavare,
War vur ar vered pa zave :
— Ma fried paour, d’in-me laret,
Ma retornann am c’homerfet ? —
— Mar deuet, c’hui vo deuet-mad,
Pa na eo ket gant ho krad-vad. —
Janet ar Rouz a c’houlenne
Euz kabitenn Tremblai neuze :
— Aotro Tremblai, d’in-me laret,
Ouspenn d’ac’h a vinn oblijet ? —
— Ha d’in-me ha d’am faotr ar gambr,
Ha d’am zoudarded, p’ho do c’hoant ;
Ha d’am zoudarded, p’ho do c’hoant,
Bez’ a zo ’nn ez-he dek-ha-kant ! —
Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai en de-se :
— Aotro Tremblai, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a brestfet ;
Ur gontel d’in-me a brestfet,
Da droc’ha zeïenn ma eured,
Pehini a zo re-stardet,
Gant ar vamm a deuz ma ganet ? —
— Wit kontellou na zougann ket,
Dalet ma fognard alaouret,
Da droc’ha zeïenn ho eured,
Ha lezit-hi gant ho pried ! —
He bognard d’ez-hi ’n euz roët,
En hi c’halon deuz-han plantet ;
En hi c’halon deuz-han plantet,
Hag o koueza a deuz laret :
N’iaje ket da varc’h-zoudarded,
D’ann aotro Tremblai ken-neubed.
Kabitenn Tremblai a lare
Da Janedik eno neuze :
— Te varw ’n ur gwall-intention,
Doue da reï did ar pardon :
Penamed daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue !
Tric’houec’h groeg eured ’m euz laeret,
Ha te a ra ann naontekvet ;
Te ann naontekvet, ’nn diveza,
Laka ma c’halon da ranna ! —
Janedik ar Rouz a lare
Da dud ann eured, en de-se :
— Diotoc’h wit-on vije kavet,
Em c’horf-balan [37] ’m euz-han plantet ! —
Kanet gant Mari Daniel, parez Duault.
Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez-savet ;
Ur werz a zo newez-savet,
D’ur plac’hik iaouank ez e gret :
D’ur plac’h iaouank bet anleuvet,
War hent Leon, ’vont d’ar Ieodet ;
Anleuvet gant markiz Trede,
Euz ann hent, war he inkane.
’N aotro Trede a c’houlenne
Euz ar plac’hik p’hi rankontre :
— Plac’hik iaouank, d’in-me laret,
Pelec’h ez et pe ez oc’h bet ? —
— D’ar pardon d’ar Ieodet ez ann,
’Wit koves ha komunian ;
’Wit koves ha komunian,
Gonit ar pardon, mar ghellan. —
’N aotro Trede a lavaras,
D’ar plac’h iaouank ’vel m’hi c’hlewas :
— Wit d’ar pardon n’ez iefet ket,
Ganin da Drede a teufet :
Plac’hik iaouank me ho tisko
Da vont oc’h unan dre ’n hentjo ! —
— Salv-ho-kraz aotro, iskuset,
M’ unan dre ’n hentjo n’ez on ket ;
M’ unan dre ’n hentjo n’ez on ket,
D’eva dour feunteun ’ oann chomet ;
D’eva dour feunteun ’ oann chomet,
Ha ma re a-rok a zo et. —
Ann aotro Trede a lare
Na d’he balefrinier neuze :
— Didoles-te d’in war ma marc’h,
A-c’hane ’ tiskouro hi gwalc’h ! —
— Salv-ho-kraz, ma mestr, na rinn ket,
Glac’hari ’r plac’h n’ c’houlennann ket ;
N’ c’houllann glac’hari hi c’halon,
Ur plac’h fur eo, plac’h-a-feson ! —
’N aotro Trede, ’vel ma klewas,
Diwar he varc’h a ziskennas ;
Diwar he varc’h eo diskennet,
Ur fasad d’he baotr ’n euz roët.
Ur fasad d’he baotr ’n euz roët,
A-vriad er plac’h eo kroget ;
A-vriad er plac’h eo kroget,
War gein he varc’h ’n euz hi laket.
Ur mouchouar gwenn ampezet
War hi geno hen euz laket,
’Wit n’ vije ket anavezet
Gant ann dut o vont d’ar Ieodet.
’R plac’hik iaouank a lavare
A-biou d’hi re pa dremene :
— En han’ Doue, mar am c’haret,
Kompagnunes ma zikouret ! —
— Allas ! ho sikour n’hellomp ket,
P’eo ’n aotro Trede ’n euz ho c’hoantet ! —
Ar palefrinier a lare
Na d’ann aotro Trede neuze :
— Lemet ’r mouchouar d’war hi geno,
Taoli ra ’r gwad a vouchado ! —
— Lez-hi da daol ’r pez a garo,
Ar merc’hed ’zo leun a ardo !…… — [38]
’N aotro Trede a lavare
D’he c’houarneres p’arrue :
— Na laket ar beer uz ann tân,
D’ar plac’hik ha d’in-me d’hon c’hoan ! —
Ar plac’hik iaouank a lare
D’ann aotro Trede, p’hen klewe :
— Debret, evet ’r pez a garfet,
Ewit-on me na goaninn ket. —
Ar plac’hik iaouank a lare
D’ar gouarneres en noz-se :
— Gouarneres, mar am c’haret,
Gret ma ’z inn gant-oc’h da gousket. —
— ’Wit ganin-me na gouskfet ket,
Ho kwele ’r gambr uhel ’ zo gret ;
Ho kwele ’r gambr uhel ’ zo gret,
Gant ’n aotro Trede da gousket. —
Ann aotro Trede a lare
D’ar plac’hik iaouank en noz-se :
— Na deut-c’hui ganin d’ar jardinn,
Da glask ur bouket louzou-finn :
Da glask ur bouket louzou-finn,
A varjolain a durkantinn ;
A varjolain hag a lavand,
A zere ouz-oc’h plac’hik koant. —
Ar plac’hik iaouank a lare,
’N kichenn ar jardin p’arrue :
— Adieu ma mamm, adieu, ma zad,
Bikenn n’ho kwell ma daoulagad !
Aotro, prestet d’in kontellou,
Da droc’ha treid ma boukedou ;
Da droc’ha treid ma boukedou,
A zo re-hir euz a dreunchou. —
Ann aotro Trede, pa glewas,
He zorn ’n he c’hodel a voutas,
He zorn ’n he c’hodel ’n euz boutet,
Ter c’hontel d’ez-hi ’n euz tennet :
Unan troad-du, unan troad-gwenn,
Un’ all c’houezet en aour melenn :
En hini troad-duz ’eo kroget,
’N kreiz hi c’halon deuz-hi plantet !
Pa zistroas ’n aotro en dro,
’Oa ’r plac’h iaouank war he geno ;
’Oa ’r plac’h iaouank ’n kreiz ar jardinn,
Hi fenn ’n tal penno hi daoulinn.
Ma lavare c’hoas ann den-fall,
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Penamed daoni ma ine,
N’ voas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Ann aotro Trede a lare
Da holl dut he di en noz-se :
— Arru ez e gwall bell ann noz,
Poent da bep-den mont da repoz ! —
Ar gouarneres a lare
D’ann aotro Trede en noz-se :
— ’Lies am boa ho kelennet,
War-benn ar gwinn hag ar merc’hed,
— Ispisiall war-benn hou-man,
’Zo c’hoar-vager da Gernenan :
Na euz servijer en ho ti,
Na oar ho nozwez koulz ha c’hui. —
— Mar karet n’am diskuilfet ket,
Me ’ roïo d’ac’h peb a gant-skoed ;
Ni hi lienno, archedo,
’Zono d’ez-hi ar glaz tano ! —
N’ doa ket kanet ar c’hog d’ann de,
Oa toret ’r perzier en Trede ;
Ez oa perzier Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.
’Nn aotro Kernenan ’ lavare
En maner Trede, p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
’N aotro Trede pelec’h ema ? —
Ar palefrinier a laras
D’ ’n aotro Kernenan, p’hen klewas :
— Et eo en un tammik afer,
Na deuïo ket henoz d’ar ger. —
— Gaou a lares, palefrinier,
E-medi sur da vestr er ger,
Rag te zo kustum mont gant-han,
War ann hentjou da verc’hetan ! —
’N aotro Trede, ’vel ma klewas,
Gant ’r vinz d’ann traon a diskennas ;
Gant ’r vinz d’ann traon e diskennet,
Ur gwall salud braz hen euz bet.
— Aotro Trede, d’in-me laret,
D’am c’hoar-vager oc’h euz-c’hui gret ? —
— E-medi duze er jardinn,
Hi fenn ’n tal penno hi daoulinn ! —
— Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —
— Kernenan, les d’in ma buhe,
Me a roï did ma holl leve ! —
— N’eo ket mado a c’houlennann,
Buhe ’wit buhez a renkann ;
Ma c’hoar-vager a t’euz lazet,
Hi revanch renkann da gavet ! —
D’ar zal vraz neuze ez int et,
Da c’hoari ’r c’hleze ar fleuret ;
Markiz Trede hen euz kollet,
Kernenan hen euz-han treuzet !
Kriz ’vije ’r galon na oelje
’Bars en Trede neb a vije,
’Welet ar zal-vraz o ruia,
Gant gwad ar markiz o skuilla !
’N aotro Kernenan a lare
En maner Trede, d’ar pred-se :
— Laket ho torn endann he benn.
M’ vo roët d’ez-han ’nn absolvenn ! —
Renaou, ar boutaouer-koad, en paroz Tregrom. — 1854.
J’ai recueilli six versions de cette chanson, dans différentes localités ; mais aucune d’elles ne présente des différences assez marquées avec celle que je donne, pour que le croie devoir la reproduire, si ce n’est une cependant, dont voici la seconde partie, qui me parait contenir des détails intéressants.
Markiz Trede a lavare
D’ar plac’hik iaouank en noz-se :
— Eomp-ni brema da gousket,
Pell ’omp en noz, poent e monet. —
Ar plac’hik iaouank ’respontas
Da varkiz Trede, p’hen klewas :
— Et-c’hui da gousket pa garfet,
Ma fedenno ’m euz da laret. —
Ar plac’hik iaouank a lare
En maner Trede en noz-se :
— Itron Varia ’r goz-Ieodet,
Gret ma ’z inn fenoz d’ho kwelet ! —
Markiz Trede p’hen euz gwelet
Ar plac’h da gousket na ee ket,
’Meaz he wele ’zo dilampet,
Da gomz ho daou int em laket.
Markiz Trede a lavare
D’ar plac’hik iaouank en noz-se :
— Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn,
Da dibab ’r bouket louzou-finn…… —
— Markiz Trede, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a rofet,
’Wit krenna troadou ma bouket,
Am euz-me re-hirr dibennet. —
— Kontello d’ac’h na roïnn ket,
Ur pognard aour ’po, mar karet. —
Er pognard aour pa ’z eo kroget,
Euz ar Werc’hes deuz goulennet :
Itron Varia ’r Rosera,
Pe me em laz, pe me na ra ?
Balamour d’ec’h, Gwerc’hes Vari,
N’ c’houlennann ket ho ofansi. —
N’oa ket hi gir peur-lavaret,
’N kreiz hi c’halon deuz-han plantet :
Pa zistro ar markiz en dro,
’Oa ar plac’hik war hi geno !
Markiz Trede a lavare
D’ar plac’h iaouank eno neuze :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Markiz Trede a lavare
Na d’he holl baotred en noz-se :
— Ma faotred, et-c’hui da gousket,
Arru pell ’n noz, poent eo monet. —
Ar gouarneres a laras
Da varkiz Trede p’hen klewas :
— Na euz hini ebars ho ti
Na oar ho torfed kouls ha c’hui.
’Lies ’m euz bet ho kelennet
War-benn ar gwinn hag ar merc’hed,
Ispisial war-benn houman,
C’hoar-mager ’nn aotro Kernenan ! —
N’ doa ket kanet ar c’hog d’ann de,
Oa toret ’r perzier en Trede ;
Oa ’r perzier en Trede toret,
Gant Kernenan hag he baotred.
’Nn aotro Kernenan a lare
En maner Trede, p’arrue :
— Demad ha joa ’bars ann ti ma,
Markiz Trede pelec’h ema ? —
Ar palefrinier a laras
D’ ’n aotro Kernenan p’hen klewas :
— Ma mestr-me n’ema ket er ger,
Na bet a-baoue digwener. —
— Gaou a lares, palefrinier !
Da vestr ’ zo ’r ger, pa ’z out iwe ;
Te’ zo kustum da vont gant-han
War ann hentjou da verc’hetan ! —
Markiz Trede, ’vel ma klewas,
Traon gant ar vinz a ziskennas ;
Traon gant ar vinz e diskennet,
’N aotro Kernenan ’n euz saludet.
— Les-te ganin-me ma buhe,
Me roïo did ma holl leve,
Ma maner kaer euz a Drede,
Hag iel’ en servij ar roue ! —
— Ne ket da leve a glaskann,
Rebech m’ c’hoar-vager c’houlennan,
Rebech m’ c’hoar-vager ’renkann kavet,
A zo bet ’bars ma zi maget ! —
— Ema duze ’bars ar jardinn
’Dann treunchenn ar wezenn ivinn ;
Endann kef ar wezenn plantet,
Mar na gredes, kerz da welet ! —
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
He gleze dre-z-han ’n euz treuzet :
— Markiz Trede, me ho tisko
D’ laeres merc’hed war ann hentjo ! —
Kriz ’vije ’r galon na oelje
’N maner Trede neb a vije,
O welet ar plench o ruia
Gant gwad ar markiz o skuilla !
Kanet gant Mari-Job Kerival.
Kerarborn, 1848.
———————————————————————————————————
Cette chanson est très-répandue dans le pays de Lannion ; c’est une de celles qui ont le plus de succès dans les veillées d’hiver, où l’on s’apitoie sur le sort de la pauvre jeune fille, et maudit le ravisseur. Coatredrez est la principale maison noble de la commune de Tredrez, entre Saint-Michel-en-Grève et Lannion, non loin de Koz-Guéodet. Albert le Grand (Vies des Saints de Bretagne, page 683) mentionne un évêque de Tréguier sorti de cette maison ; voici en quels termes : « Hugues de Coat-Tredrez, de la noble maison de Coat-Tredrez, fut eslu évesque de Tréguier, l’an 1461, sous le pape Paul II, l’empereur Frédéric III et le duc François second. L’année suivante il fut fait cardinal, et alla à Rome, ayant résigné à Christophe Du Chastel. Il mourut en sa maison de Coat-Tredrez, et fut enterré en sa cathédrale, dans le chœur, du côté de l’Évangile. » En l’année 1594 un sieur de Coat-Tredrez, tenant pour le roi, partage la défense de Morlaix avec les seigneurs de Bois-Eon et de Corboson. Le peuple, à Saint-Michel-en-Grève, à Trédrez, à Ploulec’h et dans les environs, a conservé le souvenir d’un seigneur de Coatredrez, du nom de Pierre, qu’il a flétri de l’épithète de cruel, Pierre le Cruel. Serait-ce le ravisseur de notre ballade ? Le manoir de Kerninon, encore habité par la famille de ce nom, Le Roux de Kerninon, est en la commune de Ploulec’h, limitrophe de celle de Tredrez. Tous les chanteurs disent markiz Drede ou Trede. Les noms propres sont ainsi très-souvent défigurés dans les chants populaires, et l’on est parfois fort embarrassé pour les reconnaître sous leurs déguisements et leur restituer leur véritable orthographe ; mais ici, aucun doute n’est permis. Cette chanson est si populaire dans les pays de Lannion et de Tréguier, que les chanteurs en intercalent souvent des vers et des couplets entiers dans les pièces qui présentent des situations analogues. On eu a vu des exemples dans Rozmelchon et Janedik ar Rouz
Ann de kenta euz a viz du
’Tiskennas ’r Saozon en Dourduff [39]; (bis)
En Dourduff pa ’z int diskennet,
Ur plac’hik iaouank ’deuz laeret : (bis)
Ho deuz laeret ur plac’hik koant
Da gass gant-he d’ho batimant. (bis)
Marivonnik eo hi hano,
Ginidik e a Blougasnou. (bis)
Marivonnik a lavare,
Biou porz hi zad pa dremene : (bis)
— Adieu, ma mamm, adieu ma zad,
Bikenn n’ho kwel ma daoulagad ! (bis)
Adieu, ma breur, adieu, ma c’hoar
Bikenn n’ho kwelann war ann douar ! (bis)
Adieu, keront ha mignouned,
Bikenn n’ho kwelann war ar bed ! — (bis)
Ar Varivonnik a oele,
Na gave den hi c’honzolje ; (bis)
Na gave den hi c’honzolje,
Met ’nn Angles-braz, hennes a ree :
— Marivonnik, na oelet ket,
Wit ho puhe na gollfet ket : (bis)
Wit ho puhe na gollfet ket,
Met ho enor na larann ket ! — (bis)
— Gwell eo ganin-me ma enor
Wit kement lestr ’ zo war ar mor. (bis)
Aotro ann Angles, d’in laret,
Nemet d’ac’h na vinn oblijet ? — (bis)
— D’in ma unan, d’am faotr ar gambr,
D’am martoloded p’ho do c’hoant ! (bis)
D’am martoloded, p’ho do c’hoant,
Bez’ ’ zo ’nn ez-he unann ha kant ! — (bis)
— Aotro ann Angles, d’in laret,
War ’r pont da vale am lezfet ? — (bis)
— War bont al lestr ia, baleet,
Met taolet-ewez veac’h beuzet. (bis)
Marivonnik a lavare
War bont al lestr pa bourmene : (bis)
— Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn,
Pe me em veuz, pe me na rinn ? (bis)
Balamour d’ac’h, Gwerc’hes Vari,
N’ c’houlennann ket ho ofansi. (bis)
Mar ann er mor, me ’vo beuzet,
Ha mar chommann, me vo lazet ! — (bis)
Euz ar Werc’hes a deuz zentet
War hi fenn ’r mor eo em daolet. (bis)
Ur pesk bihan a fonz ar mor,
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour. (bis)
Ann aotro ’nn Angles a lare
D’he verdedi eno neuze : (bis)
— Merdedi, merdedi, hastet,
Me a roïo d’ac’h pemp kant skoed ! — (bis)
Ann aotro ’nn Angles a lare
Da Varivonnik, en de-se :
— Marivonnik, c’hui ’ zo manket,
Ma karjeac’h ’vijeac’h ma fried ! —
Kanet gant Janet ar Gall — Kerarborn, 1849.
Une autre version donne ainsi la fin de cette chanson, dont l’air est charmant :
Ur pesk bihan a fonz ar mor
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour (bis)
Ur bar-awell a zo zavet,
’N toul porz hi zad ’n euz hi c’hasset. (bis)
— Tadik paour, digoret ho tor,
Marivonnik a c’houll digor ! — (bis)
— Ha posubl a ve, ma Doue,
Marivonnik a ve aze ! — (bis)
Ter zro d’ann ti a deveuz gret,
Ha neuze kerkent ’ eo marwet ! (bis)
Marc’hadourienn Paris, marc’hadourienn Rouan,
Pa iefet da Gerhaez, da foar galan-goan,
Na et ket d’ann ti braz a Rohan da lojan. [40]
Iannik ar Bon-garçon na euz ket bet sentet,
D’ann ti braz a Rohan da lojan eo bet et.
— Laret d’in-me, hostizes, ha me a ve lojet,
Hag ur marchossi kaer da lakad ma ronsed ? —
— Diskennet, marc’hadour, diskennet, deut en ti,
Lakaët ho ronsed ebars ar marchossi ;
Lakaët ho ronsed ebars ar marchossi,
Ez ia ma mevel-braz ewit ho abreuvi.
Tostaët, marc’hadour, tostaët tall ann tan,
Da gommer ur banne ewit gortoz ho koan ;
Pesked euz ann dour-douss ho pezo da goania,
Pa vo erru ’nn ozac’h euz foar kalan-goan.
Matezik Margodik, depechet-c’hui buhan
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan,
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan,
Mont d’ober he wele d’ar marc’hadour bihan. —
P’antree ’r marc’hadour, p’antree en he gambr,
Hen a c’houistelle sklezr gant he biffer arc’hant ;
Hen a c’houistelle sklezr gant he biffer arc’hant,
Hag a rejouisse kalon ar plac’h iaouank.
Pa ’z ee ’r vates Margodik wit ober ar gwele,
Iannik ar Bon-Garçon gant-hi a vadine ;
Iannik ar Bon-Garçon gant-hi a vadine,
Ar vates Margodik oud-han huanade :
— Matezik Margodik, na d’in-me lavaret,
Na pa zellet ouz-in, perag ’huanadet ? —
— Aotro ar marc’hadour, na d’in me lavaret
Ha c’hui ’c’h euz ’promese gant plac’h iaouank a-bed ? —
— Matezik Margodik, me n’ho trahisinn ket,
Hirio a zo ter zuun a oa de ma eured. —
— Doue d’ho konzolo, ha c’hui hag ho pried,
Rag oc’h aman er plas lec’h ma vefet lazet ! [41]
Sellet ’ndann ho kwelle, ’welfet ur c’hleze-noaz,
’Baoue laza tri-all na eo ket gwalc’het c’hoaz ;
Aze ’zo tri c’horf marw o c’hortoz ar mare,
C’hui, Iannik, ’r Bon-Garçon, vezo ar bevare. —
— Pa ve ma inkane ha ma zibr alaouret,
Ha m’ valizenn arc’hant, ha pa vent holl kollet,
Ha me er ger a Rouan, gant Mari, ma fried,
Matezik Margodik, na rafen kaz a-bed.
Matezik Margodik, rekour d’inn ma buhe,
Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te ;
Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te,
Paotred ann terrupla, marc’hadourienn ’vel me…… —
Na pa zone ann heur, ann heur a anter-noz,
Ar vates Margodik na halle mui repoz :
— Na, marc’hadour-bihan, saves-te al lec’h-se,
Na mar a teuz te c’hoant da rekour da vuhe. —
Ha dre dor ar jardinn ez int bet achapet,
Breur-kaer ann hostizes hen euz bet ho c’hlewet.
Ha pa gane ar c’hog, ar c’hog da c’houlou-de,
Na doa ann hostizes a repoz ’n hi gwele :
— Matezik Margodik, savet, savet buhan,
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan ;
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan.
Wit ma lazfomp hon diou ar marc’hadour bihan ! —
Breur-kaer ann hostizes d’ez-hi a lavare :
— Ho mates Margodik, leall, n’ ’ma ket aze :
Ho mates Margodik, leall, n’ ’ma ket aze,
Et gant ar marc’hadour, war lost he inkane ! —
— Leall, tric’houec’h marc’hadour am euz me bet lazet,
Mar am bije gouvet, ’vije ann naontekvet ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Neb a welje Margodik war baveïou Rouan,
’N hi zreid ur boutou-lijer, hag ur bazou stam-gloan ;
’N hi zreid ur boutou-lijer hag ur bazou stam-gloan,
Hag eureujet gant-hi, ur marc’hadour bihan ! [42]
Kanet gant Mari-Job Kado.
Plouaret, 1845
Me ’m euz ur mab Silvestrik, ha n’am euz nemet-han,
Hag ’n euz bet hardison da zont d’am glac’haran ;
Bet ’n euz ann hardieges da vont a-rok he benn,
Ema zoudart en arme, dirag he gabitenn.
Me ’m euz bet ar vadeles da vonet d’hen goulenn,
Dirag kalz tud-a-feson, digant he gabitenn.
Ar c’habitenn, p’am gwelaz, a chommaz saouezet :
— Ganac’h-c’hui, den ansienn, me a zo saouezet !
Lemel digant ar roue ’sonjoc’h he zoudarded ?
Touchet hen euz paeamant, ambarkin a zo red. —
— Lavaret d’in, kabitenn, pegement eo koustet,
Ha m’am euz arc’hant ’walc’h, a vezo rambourset. —
— Hag ho pe pemp kant skoed, n’ho pe ket ann-ez-han,
Rag n’euz soudart er vandenn a blij d’in evel-t-han. —
Pa oann-me en Roz-Julou em gwele kousket-mad,
Me ’glewe merc’hed ’r Roudour o kana zon ma mab.
Ha me ’treï euz ar voger, hag o komanz goela :
Aotro Doue, Silvestrik pe-lec’h out-te brema ?
Marteze te ’zo maro pemp kant lew diouz-in
Taolet da eskernigou d’ar pesked da zibri !
Taolet da eskernigou da zibri d’ar pesked,
Ma vijent ganin brema, me ’m boa ho briated !
Me ’m euz un evnik bihan du-man, en toul ma dor,
Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor ;
Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor,
Tromplet eo ma speret, mar n’ema ket en gor.
Mar deu d’am evn da zevel, da ober bloaves-mad,
Me a lako ma evnik d’ vont da welet ma mab.
— Oh ! ia, skrivet ho lizer, denik-koz, pa garfet,
Me a zo prest d’hen dougenn raktal en ho reket. —
Pa oa skrivet al lizer, laket d’ann evn ’n he vek,
Etrezeg Metz-sant-Lauranz gant-han ’z eo partiet……
— Arretet-c’hui, Silvestrik, lennet al lizer-ma,
A zo digasset d’ac’h-c’hui gant ho tad ’zo duma. —
— Diskennet, evnik bihan da vordik ann ablestr, [43]
Ma skrivinn d’ac’h ul lizer da gass d’am zad d’ar ger ;
Ma skrivinn d’ac’h ul lizer ewit laret d’ez-han
Barz pemzek dez a hidu me em gavo gant-han…… —
— Bonjour d’ac’h, evnik bihan, brema pa ’z oc’h c’hui bet ;
Hah hen ’zo iac’h Silvestrik, mar ho euz-han gwelet ? —
— Ia, iac’h ez eo Silvestrik, komzet am euz gant-han,
Bars pemzek dez a hidu, en em gavo aman…… —
Pa oa ann tad glac’haret ho ober he ganvou,
Ez oa he vab Silvestrik ’n toul ann or o selaou :
— Tawet, tawet, eme-z-han, tad a volonte-vad,
Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab ;
Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab,
O tizreï euz ann arme, ma fardonet, ma zad :
Dalit c’hui ma c’horn-butun ha ma ziou bistolenn,
Ar re-ze a roann d’ac’h ewit ho pinijenn ;
Ewit ma c’hallfet laret ho po maget ur mab
Ewit ho glac’hari : ma fardonet, ma zad. —
Dastumet en paroz Duault, (Kostez-ann-anter-noz)
Etre chapel Sant-Efflam ha tossenn Menez-Bre,
’Zo ur c’habitenn iaouank o sevel un arme ;
’Zo ur c’habitenn iaouank o sevel un arme,
Me ’m euz ur mab Silvestrik a lavar mont iwe .
Me ’m euz ur mab Silvestrik ha n’am euz nemet-han,
N’euz soudard bars ar vandenn a gareur evel-t-han.
Me am bo ar vadèles da vonet d’hen goulenn
Gant kalz a dud-a-feson digant hi gabitenn.
Ar c’habitenn, p’hen klewas, da zelaou ’zo chomet :
— Gant-oc’h, denik ansienn, me a zo saouezet !
Fellout d’ac’h trompla ’r roue, ha kaout he zoudarded ?
Touchet hen euz ann arc’hant, d’ann arme renk monet ;
Pa rofac’h d’in pemp kant skoed, n’ho po ket ann-ez-han,
Na euz soudard er vandenn a blij d’in evel-t-han. —
— Adieu eta, Silvestrik, er giz ur mab prodig !
Ma vijac’h chommet er ger, ni ’vije pinvidik !
Me ’m euz un evnik bihan en kichenn toul ma dor,
En un toullik ar voger, me gred eman en gor.
Na te, ma evnik bihan, te az euz diou-askel,
A nijfe dreist ar mor braz, oh ! ia, dreist ar mor pell ;
A nijfe ewit-on-me bete penn ann arme,
Da c’houzout hag ema Silvestrik en buhe ?…… —
— Demad d’ac’h-c’hui, Silvestrik, demad d’ac’h a larann. —
— Ha did, iwe evn bihan, pa ’z out deut bet’ aman. —
— Me zo digasset ama gant ho tad dezolet,
Hag a lavar, Silvestrik, ez eo c’hui ’ zo kiriek. —
— Diskennet, evnik bihan, diskennet war h’ taou-droad,
Ma skrivinn d’ac’h ul lizer da gass d’ar ger d’am zad ;
Ma skrivinn d’ac’h ul lizer da gass d’ar ger d’ez-han,
Bars daou-vloas a hirio e vinn arru gant-han…… —
— Pa oann-me bars ma gwele, ma gwele kousket mad,
Me ’glewe merc’hed Roudour o kana zon ma mab…… —
Pa oa ann tad dezolet ho ober he ganvou,
A oa he vab Silvestrik ’n toul ann or o selaou.
— Na sesset, tad dezolet, sesset-c’hui da oela,
Sellet ho mab Silvestrik a zo arru ama !…… — [44]
Plouaret ( Kostez-ann-anter-noz).
’Tre Rozmadek hag ar Baron, [45]
’Zo zavet ’n tamm dissension,
Balamour d’un alead gwez
A oa daou-anter en tre-z-he.
’Nn aotro Rosmadek a lare
A renkje kaout ar choaz ar gwez ;
A renkje kaout ar choaz ar gwez,
He heritourienn hen goude.
— Kent ewit kaout ar choaz ar gwez,
Te renko gonid ann-ez-he ! —
’Nn aotro Rosmadek a lare
D’ann aotro ’r Baron en de-se :
— Eomp-nin hon daou d’ar Prat-Newez,
Ewit c’hoari un taol kleze. —
— Da c’hoari ’r c’hleze me n’inn ket,
D’ann oferenn me ’ renk monet ;
— Eomp-nin hon daou d’ann oferenn,
Vit torri ar gwall-blanedenn ;
D’ann ofern-bred, d’ar gousperou,
A dorr kalz a blanedennou. —
— D’ann ofern-bred na iefomp ket,
D’ c’hoari ’r c’hleze e ret monet ;
Eomp-nin hon daou d’ar Prat-Newez,
Ewit c’hoari un taol kleze ! —
Er Prat-Newez p’int arruet,
Da c’hoari ’r c’hleze int bet et ;
P’int et da c’hoari ar c’hleze,
’Nn aotro ar Baron ’ c’honee.
’Nn aotro Rosmadek ’ lavare
D ’n aotro ’r Baron, pa c’honee :
— Baron, dastumet ho pouklo,
Mar ’z ann war-n-ez-he, m’ho zorro ! —
D’ zastum he vouklo eo pleget,
Ann trubart hen euz-han treuzet !
’Nn aotro ’r Baron a lavare
D’he baj-bihan eno neuze :
— Guillaou ’r Belek, ma mewel mad,
Klask ur belek d’am kovesad ;
Medesinn da stanka ma gwad,
M’am bo buhez ar Rosmadek. —
Guillaou ’r Belek a lavaras
D’he vestr ar Baron, p’hen klewas :
— Gwell ’ve ober ho testamant,
Keït m’oc’h en ho intentamant. —
Kenta testamant a eure,
’Oa offr he ine da Doue :
— Guillaou ’r Belek, ma mignon kez
C’hui ’ ha d’ar ger ha me n’hann ket :
Ma gourc’hemeno d’am fried,
Med n’ laret ket e vinn lazet ;
Med laret ’ vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz ;
Laret e vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz,
Prenet ganin ur marc’h newez,
Kalonik ma marc’h oa re-ge. —
Ar Varones a c’houlenne
Euz Guillaou ’r Belek, en de-se :
— Guillaou ’r Belek, d’in-me laret,
Ho mestr ’r Baron pelec’h eo et ? —
— Ma mestr a zo et da Baris
’Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet gant-han ur marc’h-newez,
Kalon he varc’h a oa re-ge. —
Guillaou ’r Belek a lavare,
Pa oa gant he goan, en noz-se :
— Daoust piou ’n defo ann hardison
D’anonz ar c’hezlo d’ann itron ?
D’anonz ar c’hezlo d’ann itron,
Eo lazet hon mestr ar Baron ?
D’ dapoud he vouklo p’e pleget,
Rosmadek trubart ’n euz-han treuzet ! —
Ar vates vihan pa glewas,
D’ann nec’h gant ar vinz a bignas ;
D’ann nec’h gant ar vinz eo pignet,
D’ar Varones a deuz laret :
— Aotro Doue petra ’vo gret ?
Hon mestr ar Baron ’zo lazet !
D’ dapoud he vouklo p’eo pleget,
Rosmadek trubart ’n euz-han treuzet ! —
Ar Varones pa deuz klewet,
Ter gwes d’ann douar ’ zo zemplet ;
Ter gwes d’ann douar eo zemplet,
’R vates vihan ’deuz hi goureet.
’R Baron bihan, pa ’n euz klewet,
D’he vamm ’r Varones ’n euz laret :
— Ma mammik paour, na oelet ket,
Me am bo buhez ’r Rosmadek ! —
Ha pa oa pemzek vloaz oajet,
D’he vamm ’r Varones ’n euz laret :
— Ma mamm ’r Varones, m’am c’haret,
Kleze ma zad d’in a rofet ;
Kleze ma zad d’in a rofet
Da vont da gaout ar Rosmadek ;
Da vont da gaout ar Rosmadek,
He vuhe ’renkann da gavet ! —
Ar Baron iaouank a lare
’N ti ar Rosmadek p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec’h ema ? —
Ar c’houarneres a laras
D’ar Baron bihan, p’hen klewas :
— Ema duze ebars he gambr,
Et-c’hui d’hen kaout, mar oc’h euz c’hoant. —
— D’hen kaout en he gambr na inn ket,
Hen ’deui d’ann traon pa vo pedet. —
Ar Rosmadek, ’vel ma klewas,
He benn er frennestr a voutas ;
He benn er frennestr ’n euz boutet,
D’ar Baron iaouank ’n euz laret :
— Baron bihan, kerz a lec’h-se,
Rag euz da wad am euz true ! —
— N’ho pet nep truez euz ma gwad,
Pa n’ho poa euz hini ma zad :
Ha hastet buhan dont d’ann traon,
Pe me c’houezo ’n tan ’n ho holl vado !
Hastet dont ganin da c’hoari,
Pe me ’c’houezo ’n tan en ho ti ;
Pe me c’houezo ’n tan en ho ti,
Ho talc’ho en kreiz da dewi. —
’Nn aotro Rosmadek a lare
D’holl dut he di, pa gimiade :
— Me ha brema d’ar Prat-Newez,
Me ’zo sur ’kollinn ma buhez ! —
P’int et da c’hoari ar c’hleze,
’R Baron bihan a c’honee :
’Nn aotro Rosmadek a lare,
D’ar Baron bihan p’ c’honee :
— Baron, dastum te da vouklo,
Mar an war-n-ez-he m’ho zorro. —
— Hag a ve torret ma bouklo,
Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo ;
Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo
Da gaout re-all ho ramplaso ;
N’as be ket nec’h gant kement-se,
C’hoari hardiz da daol kleze ! —
’Nn aotro Rosmadek a lare,
D’ann aotro Baron, p’ c’honee :
— Baron, dastum d’vouchouero,
Mar ’an war-n-ez-he m’ho saotro. —
— Pa ve saotret m’ mouchouero,
Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo ;
Arc’hant ’walc’h ’zo em godelo,
Merc’hed ’zo ’r vro hag ho gwalc’ho ;
N’as be ket nec’h gant kement-se,
C’hoari hardiz da daol kleze ;
C’hoari d’ daol kleze pa gari,
Oud aman en heur ma varwi ! —
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
He benn diwar he gorf ’n euz troc’het,
Ha taolet ’n ez-han war ar ru,
D’ar vugale d’ c’hoari dotu.
Hag ann dut jentil a lare
Ann eill d’egile an-ez-he :
— Set’ ’r Baron bihan ’vont aman,
Ha penn ar Rosmadek gant-han ! —
Ma lare ann eill d’egile :
— Hennes ’ oar c’hoari ar c’hleze ! —
He vamm ’r Varones ’c’houlenne
Euz ’r Baron bihan, p’arrue :
— Ma mab ar Baron, d’in laret,
Bet oc’h euz buhe Rosmadek ? —
Ar Baron bihan a laras,
D’he vamm ’r Varones, p’hi c’hlewas :
— Ma mamm, ’man he benn war ar ru,
Gant ’r vugale ’c’hoari dotu ! — [46]
Renaou, ar boutaouer-koad, en paroz Tregrom. — 1854.
HA BARON HUET.
Baron Huët a lavare
Da Rosmadek, un dez a oe :
— Eomp-ni hon daou d’ann oferenn,
Wit torri ar gwall-blanedenn. —
’N aotro Rosmadek a lare
Da varon Huët en de-se :
— Et d’ann ofern nep a garo,
Eomp-ni da c’hoari ’r c’hlezeio !
Eomp-ni da c’hoari ’r c’hlezeio,
Ann nep a gollo a gollo :
Ann nep a gollo a gollo,
Nep a c’honeo, ’c’honeo ! —
Na ter-heur anter ez int bet
’C’hoari ar c’hleze ar fleuret ;
’Benn ma oa peder heur zonet,
Baron Huët a oa lazet.
Baron Huët a lavare
Da Willaou ’r Belek en de-se :
— Et-c’hui d’ar ger, Gwillaou ’r Belek,
Ha kasset gant-oc’h ma ronsed :
Ha laret ’vinn et da Baris,
’Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet ganin un inkane,
Kalonik ma marc’h ’oa re-ge. —
Ar Varones a lavare
Euz frennestr hi c’hambr en de-se :
— Petra newez ’zo en ti-ma,
Ma kreen ma c’hastel er giz-ma ?
Petra zo ’n ti a neweïo,
Ma kreen ma c’hastel krec’h-a-traon ? —
Ur vates vihan ’oa en ti
Pell-amzer zo o serviji,
Hag a lavaras d’hi mestres :
— Un dra bennag ’zo a newez,
Me well o tont Gwillaou ’r Belek,
Ma mestr ar Baron n’welann ket. —
Ar Varones, vel ma klewas,
Gant ar vinz d’ann traon ’ziskennas ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet,
Da Willaou ’r Belek deuz laret ;
— Gwillaou ’r Belek, d’in me laret,
Ho mestr ’r Baron pelec’h eo et ? —
Gwillaou ar Belek ’ lavaras
D’ar Varones, vel m’hi c’hlewas :
— Ma mestr a zo et da Baris,
Da saludin ar roue Loïz,
Prenet gant-han un inkane,
Kalonik he varc’h ’oa re-ge. —
Ar Varones a lavare
Da Willaou ’r Belek, p’hen klewe :
— Gwillaou ’r Belek, mar am c’haret,
Ar wirionez d’in a larfet ;
Laret-c’hui d’in ar wirionez,
Me breno d’ac’h ’n habit-newez ;
’N habit-newez gant passamant,
A vo brao da un den iaouank. —
Gwillaou ’r Belek a lavaras
D’ar Varones, ’vel m’hi c’hlewas :
— Itron Varia ann Drindet,
Nac’h a ous-oc’h na hellann ket :
Nac’h a ous-oc’h na hellann ket
Ma mestr ar Baron ’ zo lazet ;
Ma mestr ar Baron ’ zo lazet,
Na gant ann trubart Rosmadek ! —
Ar Varones, vel ma klewas,
Ter gwes d’ann douar a gouezaz ;
Ter gwes d’ann douar eo kouezet,
’R Baron iaouauk ’n euz hi zavet ;
— Tawet, ma mamm, na oelet ket,
Revanj ma zad n’ vo ket kollet ;
Mar chomann-me da dont en oad,
Me ’mo revanj maro ma zad ! —
Ar Baron iaouank a lare
Da Willaou ’r Belek un dez oe :
— Tennet ma c’hezek ’ar marchosi,
Laket war-n-he tapisiri ;
Laket war-n-he tapisiri,
Monet hep dale a fell d’in,
Monet hep dale a fell d’in
Da welet Rosmadek d’he di. —
Ar Baron iaouank a lare
En maner Derleu p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec’h ema ? —
Rosmadek evel ma klewas
He benn er frennestr a voutas ;
He benn er frennestr ’n euz boutet,
D’ar Baron iaouank ’n euz laret :
— Et-c’hui d’ar ger, ma Baron mad,
Ken a vefet arru en oad,
Rag truez vraz ’ve, a gavan,
Ho lemel a vuhez breman ! —
Ar baron iaouank a laras
Da Rosmadek, vel ma klewas :
— Eomp da c’hoari ’r c’hlezeïo
Pe me lakaï ’n tan ’n es holl vado,
A weli ’n-ez-he o leski,
Ha te ’vo dewet koulz ha hi ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar Rosmadek, pa ’n euz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon zo diskennet ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet
Da c’hoari ’r c’hleze int bet et.
Diou-heur hag anter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleze ar fleuret ;
O c’hoari ’r c’hleze ar fleuret,
Rosmadek a zo bet lazet.
Pa ’z ee ar Baron gant ar ru,
A krene ann dut en daou-du ;
’Krene ann dut en daou goste :
— Hema ’oar c’hoari ar c’hleze ! —
Ar Baron iaouank a lare
Er ger d’he vamm, pa arrue :
— Dalet, ma mamm, kleze ma zad,
Me ’m euz-han gwalc’het en he wad !
Me ’m euz laket he benn d’ann traon,
D’ar vugale d’ c’hoari c’hillaou !
Laret ’m oa d’ac’h, assuret mad,
’M bije revanch maro ma zad ! — [47]
Kanet gant Garandel, leshanwet kompagnon dall.
Kerarborn, 1847.
— Marc’haridik, ma merc’hik koant,
Komz ho timizi am euz c’hoant,
Ho timizi da Bontplancoat,
A gafann ’zo un intanv mad. —
— M’am dimezet da Bontplancoat,
Adieu d’ann dans ha d’ann ebat ;
Adieu d’ann ebat ha d’ann dans ;
Adieu d’am holl rejouissans ! —
Tri miz hanter e bet padet
Ar solennite ann eured,
Solennite, ar bal, ann dans,
Visito bemde d’ann noblans……
Digwet ’zo lizer d’ann aotro,
Da vont da Razon, d’ar stado ;
Da vont da Razon d’ar stado,
Dilezell holl, groeg ha mado.
’Nn aotro Pontplancoat ’lavare,
D’he baj-bihan, un noz a oe :
— Un hunvre ’m euz bet en noz-man,
Am laka en nec’h, a gredann ;
Ema ann Itron war oenklo,
Tri dewez ha ter nozwez ’zo ! —
Ar paj-bihan a lavaras
Da Bontplancoat ’vel m’hen klewas :
— Ma mestrik mad, kouskomp hon daou,
Ha n’ gredomp ket en hunvreou ;
Na gredomp ket en hunvreou,
Ann hunvreou a zo holl gaou ! —
’Nn aotro Pontplancoat ’lavare
D’he bajik-bihan en noz-se :
— Laket ar marc’h a-rok ar c’hoch,
Me renk mont d’ Bontplancoat fenoz. —
’Nn aotro Pontplancoat ’lavare,
En Pontplancoat pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Petra newentis ’zo ama ? —
Ar vates vihan ’respontas
D’ann aotro Pontplancoat p’hen klewas :
— Na newentis a-walc’h a zo,
Eman ann itron war oenklo !
Ema ’r Varones war oenklo,
Tri dewez ha ter nozwez ’zo. —
’Nn aotro Pontplancoat a lare
D’ar Varones, p’hi zalude :
— Ma fried paour, em gourajet,
Arru e ’n noblans d’ho kwelet ;
Arru eo ann impalaër,
Ha merc’h ar roue da gommer ! —
— Na euz na aotro na itron
Lakafe joaüs ma c’halon,
Mar n’hen gret-c’hui, aotro ’r Baron,
Pe c’hoas ma breur, eskop Leon.
Aotro ’r Baron, ma vec’h kontant,
Me raë brema m’ zestamant ? —
— Gret ann testamant a garfet,
Arc’hant ’zo, beza vo paëet. —
— Ma habit eured, ar gwella,
’Roann d’itron santes Anna :
Ma habit satinn-gwenn da santes Katell,
Ma varwin tri de goude genell. —
N’oa ket he gir peurlavaret,
’R Werc’hes en ti ’zo antreet ;
Eo antreet ’r Werc’hes en ti,
Ewit gwelet hi digori.
— Arret ! arret ! chirurgiann,
Un tammik ’out-te re vuhan ;
Laka ’l loa arc’hant ’n hi geno,
Ha flanch d’e-z-hi ’r c’hoste deho !
Ha flanch d’e-ez-hi ’r c’hoste deho,
Gwell eo koll unan ’wit koll daou ! —
Ar chirurgiann a lare
D’ann aotro ar Baron, neuze :
— Setu ’r mabik bihan aman
’Zo leiz ann diou-vrec’h ann-ez-han ;
’Zo leiz ann diou-vrec’h ann-ez-han,
Med badeziant na vank d’ez-han ! —
— Me garrie ma mab badezet,
Hag en douar tric’houec’h goured ;
Hag en douar tric’houec’h goured,
He vamm o vale war ar bed ! —
— Me ’m euz tri mab en Pontplankoat,
Melenn ho bleo, glaz ho lagad,
Hag ’hell gant gwirionez laret
Biskoas mamm na d’euz ho ganet ;
Biskoas mamm na d’euz ho ganet,
Dre ho c’hoste int bet tennet.
Ter Marc’harit am euz-me bet,
Hag ho zer es int-hi marwet :
Ter groeg Marc’harit am euz bet,
Siouas ! ho zer am euz kollet ;
Marc’harit Rohan, ’nn diweza,
Laka ma c’halon da ranna ! — [48]
Kanet gant Mari-Job Kerival.
Kerarbrorn, 1848.
— Marc’haridik ma merc’hik koant,
Komz ho timizin am euz c’hoant,
Ho timizi da Bonplancoat,
A gafann ’zo un intanv mad. —
— Raison, ma mamm e ho klewet,
Oboïssa d’ac’h, ’zo dleet ;
Met d’ Bonplancoat mar timezann,
Adieu da joaïo ar bed-man !
Peder fried Marc’harit ’n euz bet,
Ho feder int bet digoret ;
Ho feder int bet digoret,
Siouas ! ha me vo ar bempvet. —
Dimezet int hag eureujet,
Ha tri miz hanter e padet,
Ha tri miz hanter e padet
Ar solennite ann euret.
Pa ’z ee Pontplancoat d’ar stadou,
Hen a reseve lizerou ;
Hen a reseve lizerou
« Ez oa ann itron war oenklou :
» Ez oa ann itron war oenklo,
» (Santes Marc’harit d’hi delivro ! )
» O klask genell ur mab bihan,
» Mill aoun am euz bikenn n’hen gan ! »
He baj-bihan a lavare
Da Bontplancoat, un dez a oe :
— Glao-puill a ra, duz eo ann noz,
Ma mestrik, eomp da repoz. —
— Fenoz em gwele na gouskann,
Nag en nep-lec’h na repozann ;
Nag en nep-lec’h na repozann,
N’am bo gwelet nep a garann ;
Hag ’vougfe ur marc’h bep-kammed,
Me a renk, gwelet ma fried ;
Me a renk gwelet ma fried,
Un dra ’zo ’nec’hi ma speret —
Ha Pontplancoat a lavare
En-tal he borz pa arrue :
— Petra ’zo ’newez bars ma zi,
Na zeu den da zigori d’in ? —
Ar c’houarneres a lare
Da Bontplancoat eno neuze :
— Newentiz ’walc’h a zo er vro,
Hag er parouziou tro-war-dro ;
Newentiz ’walc’h a zo er vro,
Ema ’r Varones war oenklo !
Ema ’r Varones war oenklo ;
Santes Marc’harit d’hi delivro ! —
Tri de ha ter nozwez a zo
A-baoue medi war oenklo,
O klask genell ur mab bihan,
Mill aoun am euz bikenn n’hen gan ! —
— Demad eme-z-hi, ma fried,
Pell-zo bras n’am boa ho kwelet ;
Aba ’m’oc’h et euz ann ti-man,
Me am euz bet gwall-galz a boan !
— Ma friedik, mar am c’haret,
Kasset ho paotr da Sant-Briek,
A-c’hane ’teui da Sant-Ervoan, [49]
Hennes am delivro a boan. —
— Pajik, pajik, ma faj bihan,
Petra ’n euz laret sant Ervoan ? —
— Sant Ervoan hen euz laret d’in
E vije red hi digori ;
Laket ’r vill arc’hant ’n hi geno
Hag ann aotenn ’n hi c’hoste deho ;
Hag ann aotenn ’n hi c’hoste deho,
’Kavfet ur mabik hag hen beo. —
— N’ lakaï den kontant ma speret,
Pa na ret-c’hui ket ma friet ;
N’ lakaï den kontant ma c’halon,
Nemet ma breur, eskop Leon.
Ma friet, skrivet ul lizer
Da eskop Leon ’ dont d’ar ger ;
Laket war ’n-ez-han war un dro
Digass medesinn war ma zro ;
Digass medesinn war ma zro,
Gwell ’ve koll unan ’wit koll daou ;
Gwell ’ve koll unan badezet
Ewit un all ha na ve ket !
Ma friet paour, mar am c’haret,
Ganin d’ar vratel a teufet ;
Ganin d’ar vratel a teufet,
’Wit ma zestamant ’ vezo gret. —
Bars ar vratel pa ’z eo digwet,
Ur bouket d’ez-han d’euz roet,
Ur bouket gret a dri seurt plant,
Chagrin, melkoni ha tourmant.
— Ma friedik, mar dimezet,
Dimezelled n’ gommerret ket,
Kommerret merc’h un ozac’h-mad,
A vo kustum da dravellad.
Gwella buc’h-leaz a zo em zi,
D’am mates vihan roët-hi ;
Roët-hi d’am mates vihan,
’Deuz bet ganin-me kals a boan ;
D’ ’r servijerienn-all pep a louis-aour,
M’ho do sonj ar Varones paour ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Kourajet, kourajet, m’ friet,
Arru’ ann noblans d’ho kwelet ;
Arru ma breur ’nn impalaër,
Ha merc’h ar roue da gommer ! —
— Digoret frank ann orojou,
Ma welinn o tont ma Ankou :
Digoret frank dor ar geginn,
Ma welinn ’ tont ar medesinn !
Un habit wenn euz ar gaera
A brofan da santes Anna,
Hag un-all da santes Katell,
Ma vewinn tri de goude genell. —
Pa oant o vont d’hi digori,
’Antreas diou werc’hes en ti,
Diou werc’hes euz ar re-gaera,
Ar Werc’hes ha santes Anna :
’Antreas diou werc’hes en ti,
A gelennas hi digori :
— Laket ’r vil-arc’hant ’n hi geno
Ann aotenn ’n hi c’hoste deho ;
Ann aotenn ’n hi c’hoste deho,
’Kavfet ur mabik hag hen beo ;
Gret tri c’hraf noazde ’n hi c’hoste,
Gan-imp e teui a-benn tri de ! —
— Baron, savet euz ho kwele,
Ur mab d’ac’h ken kaer hag ann de ;
Ur mab d’ac’h ken kaer hag ann de,
Ho pried iac’h war hi gwele ! —
— Me garrie ma mab badezet,
Indann ann douar tregont goured ;
Indann ann douar tregont goured,
Ar vamm hen dougas o kerzet !
Me ’m euz pewar mab en arme,
A ’hell laret en gwirione,
A ’hell en gwirione laret
Biskoas gant mamm n’int bet ganet ! —
Kanet gant Anna Salik.
Plouaret, 1865.
Renea ’r Glaz a lavare
’N hi c’hoaze, ’tal ’r Chapell-Newe :
— Ma vijenn me lec’h ma karjenn
Na eo ket aman a vijenn ;
Met ’n Kerversault, gant ’r map-henan,
Ma muia karet er bed-man ;
Ma muia karet goude Doue,
Hag ’vezo keit ’vinn en buhe. —
Renea ’r Glaz a lavare,
Ebars ar ger pa arrue :
— Petra ’zo newez en ti-man,
Ma medi ar beer diouc’h ann tan ?
Ma medi ar beer diouc’h ann tan,
’R pot-houarn braz, ann daou vihan ? —
— Terrupl, Renoa, ho klewet,
P’eo warc’hoaz kenta ho eured ! —
— Mar medi warc’hoas ma eured,
Piou lareur ann hini ’m euz bet ? —
— Terrupl, Renea, ho klewet,
Ha braoa den oc’h euz-c’hui bet !
Ha braoa den oc’h euz-c’hui bet,
Ervoanik Gelard da bried ! —
Renea ’r Glaz a lavare
D’hi mates vihan, ann de-se :
— Dalet, mates, al lizer-man,
It-c’hui da Gerversault gant-han ;
It-c’hui da Gerversault gant-han,
Hag hen roët d’ar map-henan. —
Ar vates vihan a lare,
En Kerversault pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Pelec’h medi ar map-henan ? —
— D’ betra ’c’h euz ezom ’r map-henan,
P’eo dimet hi dous Renean ? —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Euz ar map-henan me gomzo ! —
— ’Ma duze war he wele klan,
Gant ar c’heun d’he dous Renean. —
Ar vates vihan ’lavare,
Tall ar map-henan p’arrue :
— Dalet, map-benan, ’l lizer-ma,
Digant ho toussik Renea ;
Digant ho toussik Renea,
Hennes hi lizer diweza. —
N’oa ket ’l lizer digoret mad,
Ma oa ann dour ’n hi daoulagad :
— Mar d’e gwir lar al lizer-ma,
Me n’ ’m euz ket pell-meur da vewa ;
Me n’ ’m euz ket pell-meur da vewa,
Hi d’euz neubeutoc’h, a gredan ! —
Renea ’r Glaz a lavare
Euz prennestr hi c’hambr, en de-se :
— Me well Ervoan Gelard ’tont aman,
’R gompagnunes vrao ’ zo gant-han :
Digant ma Jesuz ’reketan
Ma toro he c’houg ’ tont aman ! —
Ervoanik Gelard a lare,
’N ti ar Glaz koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Medi ma doussik Renea ? —
— Medi ’r gabinet, ’n traon ann ti,
Ervoanik, et-c’hui da ved-hi:
Ervoanik, et-c’hui da ved-hi,
Ha ’n han’ Doue konzolet-hi. —
— Demad d’ech-c’hui, Renea goant ; —
— Ha d’ec’h, ’me-z-hi, intaon iaouank. —
— Itron Varia, ann Drindet !
Wit un intaon ma c’hommerret ? —
— Wit ’n intaon n’ho kommerrann ket,
Met n’ vo ket pell-meur a vefet ! —
Renea ’r Glaz a lavare
En porz hi zad hag en de-se :
— Me ro m’ malloz a galon-vad
Ha koulz d’am mamm evel d’am zad,
Ha da gement ’vag bugale,
Hag ho dime ’n despet d’ez-he ;
Da gement a vag tud-iaouank,
Pa n’ho lezont da choas ho c’hoant ! —
Renea ’r Glaz a lavare,
’Biou Kerversault pa dremene :
— Ervoanik Gelard, laret d’in,
Ma lezel ’ refet d’ vont en ti,
Ma lezel d’ vont er maner-man
D’ gimiadi euz ar map-henan ? —
— Ewit brema na iefet ket,
O tont d’ar ger, na larann ket. —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
En Kerversault me diskenno ! —
Pa diskenn Renea en ti,
Oa rannet hi c’halon d’ez-hi ;
Oa ar c’horf paour war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Tapout he benn war hi barlenn,
Merwel eno en he gichenn !
Kerc’had ’zo linsell d’ho lienna,
Alumet goulou d’ho veilla.
Holl dut ann ti ho deuz laret
Ho lakad ho daou ’n ur poullad,
Ho lakad ho daou ’r memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele !
Kanet gant ma mamm Rosali Ar Gac.
Kerarborn, 1845.
Renea ’r Glaz a c’houlenne
Euz hi mamm, ul lun ar beure :
— Petra ’zo newez en ti-man,
Ma medi ar beer oc’h ann tan ?
Ma medi ar beer oc’h ann tan,
Ar pot-c’houarn braz, ’nn hini bihan ? —
— ’N dra vraz, ma merc’h, eo ho klewet,
Hag ’ma warc’hoaz dez ho eured ! —
— Penaos warc’hoaz de ma eured,
Ha na on ket bet dimezet ! —
— Pa oac’h ’n ho kwele, kousket mad,
C’hui oa dimezet gant ho tad. —
— Mar ’ma warc’hoaz de ma eured,
Me ha d’am gwele da gousket,
’Wit sevel warc’hoas beure-mad,
Ma mamm, da wiska ma dillad ;
Ma mamm, ewit em brepari
Mont gant Ervoan Gelard d’eureuji. —
Renea ’r Glaz a lavare
D’hi mates vihan en de se :
— Mates vihan, mar am c’haret,
Ul lizer wit-on a gassfet ;
Ul lizer wit-on a gassfet
Da Gerversault, d’am dous Kloarek. —
Ar vates vihan a lare
En Kerversault pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar C’hloarek iaouank pelec’h ’ma ? —
— E-medi war he wele klan,
Gant keûn d’he dous koant Renean ;
Gant keûn d’he dous koant Renean,
Mates vihan, konzolet-han. —
— Dalet, Kloarek, al lizer-ma,
Digant ho tous-koant Renea. —
Ar C’hloaregik a lavare,
Ebars al lizer pa lenne :
— Hervez ’lavar al lizer-ma,
Na d’euz ket tri de da vewa ;
Hi n’deuz ket tri de da vewann,
Me n’ ’m euz ket ter heur, a gredann !
Dalet, matezik ’r pez daou-skoed,
Wit ar boan oc’h euz kommerret. —
Renea ’r Glaz a lavare,
A brennestr hi c’hambr, ann de-se :
— Me ’well arru ’r gompagnunes,
E-maint ’tremenn koat ann Dizes ;
Ervoaon Gelard er penn kentan,
Ha ma malloz roann d’ez-han ;
Ma malloz a roann d’ez-han,
Pa deuas d’ glask plac’h er vro-man ;
Merc’hed a-walc’h oa ’n he gontre,
Hep kaout re-all ’n despet d’ez-he ! —
Ervoan Gelard a lavare,
’N ti ar Glaz koz pa arrüe
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma medi ma dous Renea ? —
— Ema bars ar gambr, uz d’ann ti,
Ervoan Gelard, konzolet-hi. —
— Na demad d’ec’h, Renea goant ! —
— Ha d’ec’h iwe, intaon iaouank ! —
— Itron Varia ann Drinded !
Ha wit intaon ma c’hommerret ? —
— Wit intaon n’ho kommerrann ket,
Met ’benn un tri dez a vefet ! —
Renea ’r Glaz a lavare,
’Biou Kerversault pa dremene :
— Ma lezet da antrenn aman,
Wit ma welinn ar map-henan :
Wit ma welinn ar map-henan,
’M euz klewet ’zo ’n he wele klan ;
’M euz klewet ’zo ’n he wele klan,
Memeuz en he heur diwezan. —
— Wit fete na antrefomp ket,
Warc’hoas hen grafomp, mar karet. —
— Mar na antreomp ket fete,
Warc’hoas n’hen grafomp ket iwe…… —
E-pad oferenn ann eured,
Taoliou ar maro ’zo skoët ; [50]
Taoliou ar maro ’zo skoët,
Ar c’hloaregik ’zo tremenet !
Renea ’r Glaz a lavare
D’ann aotro ’r person, en de-se :
— Hastet laret ann ofern-ma,
Daro ma c’halon da fata ! —
’Nn aotro ’r Person a lavare
Da Renea ’r Glaz en de-se :
— Un dra vraz, Renea, ho klewet,
Un den-a-feson ho eûz bet,
’Zo perc’henn ’nn arc’hant hag ann aour,
Gant ho tous kloarek ’vijeac’h paour. —
— Se na ra mann da zen a-bed,
Ha pa ven gant-han klask ma boed ! —
Renea ’r Glaz a lavare,
’N ti hi mamm-gaer pa arrue :
— Roët d’in kador d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;
— Serviedenn d’em dic’houeza ;
Prest eo ma c’halon da ranna ! —
Met hi mamm-gaer a lavaras
Da Renea ’vel m’hi c’hlewas :
— Un dra vraz, Renea, ho klewet,
Ha c’hui war ’n inkane douget ! —
— Ma vijenn deut gant ma grad-vad,
Me a vije deut war ma zroad. —
Renea ’r Glaz a lavare
Da dut ann eured, ann de-se :
— Debret, evet, kompagnunez,
Achu eo da berc’henn ’nn dewez ! —
Renea ’r Glaz a c’houlenne
Digant hi mamm-gaer, en noz-se :
— Ma mamm-gaer, d’in-me lavaret
Pelec’h iefomp-ni da gousket ? —
— Gret eo ho kwele ’r gabinet,
Lec’h gant netra n’ vefet jenet. —
Er gabinet p’eo arruet,
Diou gador a deuz kommerret ;
Diou gador a deuz kommerret,
Unan d’ez-hi, ’n all d’hi fried :
— Ma fried paour, ma veac’h kontant,
’Rafenn brema ma zestamant ? —
— Gret ann testamant a garfet,
Ha pa iafe d’bewar mill-skoed ;
Ha pa iafe d’bewar mill skoed,
Vel ma larrfet a vezo gret. —
— Ma fried paour lavaret d’in,
Ped a vewelienn ’zo ’n ho ti ? —
— Tric’houec’h pe naontek ’zo ’nn ez-he ;
Gant ma mamm a klewet goude. —
— Ma fried paour, mar am c’haret,
Pep’ habit dû d’he a breenfet,
Wit ma laro tud ar c’hontre :
Kaonerienn ’r vroeg-iaouank ’r re-ze ! —
Hi lakad hi fenn war he varlenn,
Hag o verwell neuze zoudenn !
Doue d’bardono ann anaon,
Medint ho daou war ar varwskaon !
Et int ho daou en ur poullad,
Pa n’int bet et ’n ur gwelead ;
Medint ho daou er memeuz be,
Bennoz Doue war ho ine ! [51]
Kanet gant Garandel, leshanwet Kompagnon-Dall.
Kerarborn, 1847.
Janet ’r Iudek ’zo dimezell,
Na briz ket neza hi c’hegell,
Nemet hi gwerzid ve arc’hant,
Hi c’hegell korn pe olifant.
Janedik ’r Iudek, c’hui a gleo,
Ken melenn hag ’nn aour e ho pleo ;
Pa vent melennoc’h un anter,
Na po ket Fulup Ollier.
Et eo d’ Wengamp, ’boe diziou,
Na ewit resev ann urzou,
P’oa o tremenn gant he urzou.
Oa Janedik war hi zreuzou :
Oa Janedik war hi zreuzou,
Hi oc’h ourla mouchouerou ;
Ha gant-hi tric’houec’h mouchouer,
C’houec’h ’nn ez-he d’ Fulup Ollier.
Fulup Ollier a lare,
’N ti ’r Iudek koz pa arrue : —
— Demad ha joa holl en ti-ma :
— Ar Iudek koz pelec’h ema ? —
Ar Iudek koz a lavaras
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas :
Petra ’glaskes war-dro d’am zi,
Mar na c’houlennes ket dimi ? —
— Iudek koz, ho pedi a rann,
Da donet d’am ofern gentann,
Ha dont muia ma vo gallet,
Met ho merc’h Janet na deui ket. —
Janedik ’r Iudek a laras,
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas : —
— Bet-drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ’ielo ;
D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol a brofo ;
Pewar fistol me a brofo,
Hag un douzenn mouchouero. —
Janedik ’r Iudek a lare,
En bered ar Vur p’arrue : —
— Kompagnunes, d’in-me laret,
Ann ofern nevez zo laret ? —
Ann ofern newez n’eo ket bet,
N’eo ket ’r belek ouit hi laret,
Gant keun d’ vraoa plac’h ar vro-man,
M’eo d’ec’h, Janedik, a gredan. —
Fulup Ollier ’ tro ’nn asperges,
A Krog Janet en he surplis :
— Fulup Ollier, distreit ouzinn,
Pec’het ho euz, balamour d’inn !
Mamm Fulup Ollier lare
Da Janet ’r Iudek, en de-se ;
— Janet ’r Iudek savet ho penn,
C’hui welo Jesuz ’n oferenn ;
C’hui welo Jesuz presantet
Tre daoudorn ho muia karet… —
A-gichenn ’nn aoter d’ann or-dal,
Oe klewet kalon Janet ’strakal.
Un’ ar c’hureed ’c’houlenne :
— A koad ’nn iliz ’ strak er giz-se ? —
— Salv-ho-kraz, aotro, na eo ket,
Janet ’r Iudek zo fatiket ! —
Janedik ’r Iudek a lare
Er ger d’hi, zad, pa arrue : —
— Me ha d’am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann ;
Bikenn ann ez-han na zavann,
Ken ’vo ur wes d’am liennan.
Tric’houec’h amourouz kloarek ’m euz bet,
Fulup Ollier ann naontekvet ;
Fulup Ollier ann diweza,
Laka ma c’halon da ranna ! —
Fulup Ollier a lare
Er ger d’he vamm pa arrue :
— Me ha d’am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann :
M’ouifenn bout kaoz d’varo Janet,
Me garie bikenn ofern n’am be laret ! —
’Ma ho c’horfo war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Et int ho daou er memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele !
Kanet gant Marie-Job Kerival.
Kerarborn, 1848.
Janet ’r Iudek ’zo dimezell,
Na briz ket nea hi c’hegell,
Met hi gwerzid a ve arc’hant,
Hi c’hegell korn pe olifant.
’Ma Janedik war hi zreuzou,
Hi oc’h ourla mouchouerou,
Deuz ho ourla gant neud arc’hant,
Da c’holo ’r c’haleï hi vo koant.
Janet ar Iudek a lare,
’N ti ’nn Ollier koz p’arrue :
— Roët d’in skabell d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;
Mar ben merc’h-kaer euz ann ti-ma. —
— Merc’h kaer en ti-ma n’ vefet ket,
D’ar studi da Baris eo et. —
P’ee Fulup Ollier d’ann urzou,
Ez oe Janet dre ar parkou :
— Fulup Ollier, distro, d’ar ger.
Beleïenn ’walc’h ’zo en Treger ! —
Janet ar Iudek a lare
Euz prennestr hi c’hambr, un dez oe :
— Me well ’r c’hloer iaouank ’tont d’ar ger.
Ha belek Fulup Ollier !
Tric’houec’h dous kloarek am euz bet,
Fulup Ollier ’nn naontekvet ;
Fulup Ollier ’nn diweza,
Lakaï ma c’halon da ranna ! —
Fulup Ollier ’lavare
D’ Janet ’r Iudek, pa dremene :
— Janet ’r Iudek, mar am c’haret,
D’am ofern genta n’ deufet ket ;
’N deufet ket d’am ofern genta,
Lakad rafac’h ann-on da vanka. —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ielo ;
D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol me brofo,
Wit na laro ket ma broïz :
Janet ’r Iudek ’zo diaviz. —
— Mar karet Janet, n’ zeufet ket,
Me a roï d’ec’h pewar c’hant skoed ;
Ma zad be unan ’roïo kant,
Setu ’r gobr mad d’ur plac’h iaouank. —
— N’eo ket d’ho aour na d’ho arc’hant,
D’ec’h, Ollier, eo am euz c’hoant,
Nemet o sonjal beza well
Euz ho amitie, ’rok merwell. —
— Euz ma amitie, tre ’ vewinn,
Wit a ze hallet assurin,
Met nann ewit ho eureujin,
Hag eo ma mamm ’zo kiriek d’in. —
P’ee Fulup Ollier d’ann iliz,
Chache Janet war he surpliz :
— Fulup Ollier, distro d’ar ger,
Beleïenn ’walc’h ’ zo en Treger !
Pa lare ’r belek : Dominus vobiscum,
Save Janet en hi zao plomm.
Allas ! pa ver er goureou,
Kouezaz Janet war hi genaou !
’Gichenn ’l balustro d’ann or dal,
Oe klewet hi c’halon ’strakal,
Ken a c’houlenne ar c’hure
Ha koad ann iliz a strake ?
— Janet ’r Iudek, savet ho penn,
C’hui welo Jesuz ’n oferenn ;
C’hui welo Jesuz selebret
Tre daoudorn ho muia karet ! —
Kasset oe da gambr ann dourrell,
Hag eno chommas da verwell.
Mamm Fulup Ollier ’ lare
D’hi mab belek eno neuze :
— Hastet-c’hui buhan monet di,
Ha ’n han’ Doue konzolet hi. —
Fulup Ollier a lare
D’he vamm a gomze er giz-se :
— Tawet, mamm, n’em kaketet ket,
C’hui n’ po ket pell ur map belek ;
Hirie oc’h euz ma belegi.
Ha warc’hoas euz ma interri ! —
Fulup Ollier a lare,
En kambr ann dourrel p’arrue :
— Demad d’ec’h, ma muia karet,
’hui ’ zo o vont diwar ar bed ! —
— Ma vijenn ho muia karet,
N’ poa ket gret d’in vel m’ho euz gret ! —
. . . . . . . . . . . . . .. . . . . . .
Choucha he benn war hi barlenn,
Merwell eno neuze zoudenn !
Doue d’ bardono ann anaon,
Emaint ho daou war ar varwskaon !
Setu-int et er memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele :
’R re-se oa gant Doue choaset
Ewit bewa vel daou bried !
Kanet gant Mari-Job Kado.
Kerarborn, 1844.
Belek ar Bihan a lare
’N ti ar Marek koz p’arrue :
— Me zo deut ama ann de-ma
D’ho pedi d’am ofern genta ;
Hag holl ho pedann da donet,
Nemet honnont ma dous Janet ;
Nemet honnout ma dous Janet,
Hounnes larann na deuio ket. —
Janet ar Marec a lare
Da velek ar Bihan neuze :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern-genta me ielo ;
D’ho ofern-genta me ielo,
Ha mar be profet, me brofo ;
Me lakaïo ur pez a skoed,
Ar walenn-aour ’ poa d’in roët ;
Ma c’hoerezed ’ brofo iwe,
Wit n’hon bezo mez diout-he…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Janet ar Marec a lare
En bered Gaudri p’arrue :
— Groagez ha merc’hed, d’in laret
Hag ann ofern ’zo komanset ? —
— N’eo komanset nag achuët,
N’hell ket ar belek hi laret ;
N’hell ket ar belek hi laret,
Pa sonj en Janet ar Marec. —
Janet ’r Marec, pa deuz klewet,
Bars ann iliz ’zo antreet ;
Bars ann iliz eo antreet,
Euz ar balustro daoulinet.
P’oa ’r belek ’c’h ober tro ’nn iliz
’Chache Janet war he surpliz,
’Wit gwelet hag hen zistroje
D’ laret adieu d’he garante.
’Gichenn marchepi d’ann or-dal,
Kleweur ho c’halonou ’strakal,
Ken a c’houlenne ar c’hure
A koad ann iliz a strake ?
A koad ann iliz a strake ?
Ma oa kalon Janet a ree !
Ken a lare hi holl broïz
’Oa ur plac’hik gwall-diaviz ;
Oa ur plac’hik gwall-diaviz
Bout sot gant un den a iliz !
Belek ar Bihan a lare
Da zakrist Gaudri en de-se :
— Kasset Janet ’meaz ann iliz,
Wit ma larinn ar zakrifiz,
Rag me n’on ket wit hi laret,
Pa zellann euz Janet ’r Marec. —
Belek ar Bihan a lare
Da Janet ’r Marec en de-se :
— Tawet, Janet, na oelet ket,
Ur banket-kaer a zo aozet ;
Ur banket-kaer a zo aozet,
Evel ur banket a eured ;
Evel ur banket a eured,
Er penn uhellan a vefet. —
Janet ar Marec a lare
’N ti ar Bihan-koz p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azeza,
Mar bean kegineres ama ;
Mar bean aman kegineres,
Lec’h ma tlefenn beza mestres ! —
C’hoar ar belek a lavaraz
Da Janedik, ’vel m’hi c’hlewaz :
— Kegineres ama n’ vefet ket,
’R penn uhellan ’nn daol a vefet ;
’R penn uhellan ’nn daol a vefet,
Ha viz-a-viz d’am breur-belek. —
Ar c’hennta banne ’ziskennaz,
Da Janedik a lavaraz :
— D’ho iec’het, plac’hik diaviz,
Dont da garet ’n den-a-iliz ! —
Ann eil banne a ziskennaz,
Memeuz tra d’ez-hi a laraz ;
Memeuz tra d’ez-hi ’n euz laret,
Janet ar Marec ’zo zemplet.
Janet ar Marec a lare
D’ar gompagnunes, pa divalle :
— Kompagnunes, ma iskuzet,
Deut ’on d’ober mez ar banket !
Ma iskuzet, kompagnunes,
Deut ’ on d’ober mez ann dewez !
Seiz servijer kloarek ’m euz bet,
Belek ar Bihan ann eizvet ;
Belek ’r Bihan, ann diweza,
Laka ma c’halon da ranna !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Janet ar Marec a lare
Da zakrist Gaudri, un dez oe :
— Laret d’ velek ’r Bihan dont aman,
Digass an traou-nouenn gant-han ;
Digass gant-han ann traou-nouenn,
Ez on war ar poent da dremenn. —
Zakrist Gaudri n’euz ket zentet,
D’ velek ’r Bihan n’euz ket laret ;
D’ velek ’r Bihan n’euz ket laret,
Janet ar Marec zo marwet !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Belek ar Bihan a lare
En bered Gaudri p’ valee :
— Piou ’zo er bez-ma douaret,
Pa n’oa ma c’honje goulennet ? —
Sakrist Gaudri a lavaraz
Da velek ’r Bihan, p’hen klewaz :
— Nac’h ouzoc’h pelloc’h n’hellann ket,
Aze ema Janet ’r Marec !
Belek ’r Bihan, p’hen euz klewet,
Dour-benniget ’n euz kommerret,
Ha war ar bez eo daoulinet,
Ur mennad hen euz goulennet :
Goulennet ’n euz digant Doue
Merwell iwe eudann tri de ;
Merwell iwe endann tri de,
Ha douaret ar bevare.
Doue hen euz-han selaouet,
War-benn tri dez ez eo marwet ;
War-benn tri dez ez eo marwet,
Hag ar bevare douaret.
En bourk Gaudri, bars ar vered,
Ur fourdeliz-kaer ’zo zavet ;
Ur fourdeliz-kaer ’zo zavet,
War vez ’r plac’h iaouank hag ’r belek ;
Kaer ’zo donet d’hi c’hutuilla,
Na ra bepred met fleurissa !……[52]
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant ma mamm, Rosali Ar Gac. — 1853.
— Aliettik, ma merc’hik koant,
Red ’vo monet da Benanstank ;
Red ’vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir ar gomanant. —
— Ma vije beo nep am ganas,
Evel ma ’z eo nep am magas,
N’ vijenn ket et da Benanstank,
Pa goljeac’h ’r gwir ar gomanant. —
— Met allaz ! paour keiz, pa n’eo ket,
Senti ouz lez-vamm a zo red ;
Senti ouz lez-vamm a zo red,
Da Benanstank ’vo red monet. —
— Gwell eo ganin, wit ma enor,
’M lakafac’h endann treuz ho tor !
Kommerrit un tranch hag ur bal,
Ma laket en beo en douar ! —
’Nn aotro Penanstank a lare,
D’he baotr ar gambr, un dez a oe :
— Me well Aliettik ar Vad
O tonet a dreuz dre ar c’hoad.
Un daoulagad ’ zo en hi fenn
A luc’h ’vel diou verelaouenn,
Hi zal iwe hag hi diou-jod
Ker-gwenn hag al leaz er ribod. —
En Penanstank p’eo arruët,
War ann treuzou eo azeet ;
War ann treuzou eo azeet,
Ha gwalc’h hi c’halon ’deuz goelet. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h
Gant ann aotro pignet ouz krec’h,
Da derc’hel d’ez-han ar goulou,
Wit ma kano he c’housperou. —
— Mar d’oc’h messajer ewit-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han :
’Zo kantelleuriou aour hag arc’hant,
Da derc’hel goulou peziou koant. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, donet ouz krec’h ;
Gant ann aotro monet d’he gambr,
Ma roïo d’ec’h aour hag arc’hant. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Miret he aour hag he arc’hant,
En paourentez me ’zo kountant ;
Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Miret he arc’hant hag he aour,
Me ’zo ma dere beza paour. —
— Aliettik, laret ’ zo d’ec’h,
Gant ann aotro, donet ouz krec’h ;
Gant ann aotro monet d’he gambr,
Ma roïo d’ec’h gwalinier koant. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h ha laret d’ez-han,
Euz dewejeres n’ zere ket
Gwalinier aour d’ho bizied. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, pignet d’ann nec’h,
Wit monet gant-han d’ar sellier
Da danva gwinn douss ’vel ar mel. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
P’am bo sec’het, me evo dour,
A bedo Doue d’am zikour. —
— Aliettik, laret ’ zo d’ec’h
Gant ann aotro monet d’ann nec’h,
Monet gant-han d’ar c’hrineliou,
D’ divreïna per hag avalou. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Rei ’r re-vad d’ar paour, ho zebro,
’R re-fall d’ar mooc’h, ho zivreïno. —
— Aliettik, laret ’zo d’ec’h,
Gant ann aotro, monet d’ann nec’h ;
Gant ann aotro monet d’ann nec’h,
Wit ober d’ez-han he wele. —
— Mar d’oc’h messajer indan-han,
It d’ann nec’h, ha laret d’ez-han
Donet d’ann traon, me iel’ d’ann nec’h,
Hag a reï d’ez-han he wele ;
Ha mar astenn re he baziou,
Da zont war ma lerc’h ’r skaillerou ;
Da zont war ma lerc’h ’r skaillerou,
M’hen taolo d’ ’nn traon war he c’henaou ! —
Euz ’ seitek plac’h ’ zo bet em zi,
N’euz et hinin evel-d-oc’h-c’hui ;
Met c’hui, Aliettik ar Vad,
’Zo bet kelennet gant ho tad.
Biskoas na euz bet plac’h iaouank
Na debauchjenn, p’am bije c’hoant,
Nemet-oc’h, Aliet ar Vad,
Zo bet kelennet gant ho tad. —
— Gant ma zad n’on ket kelennet,
Met gant ar zennt ar zenntezed ;
Met gant ar zennt ar zenntezed,
A zo wit-on avocaded.
Lakit ma arc’hant war ann daol,
Ma ’z inn e-meaz gant ma enor ;
Gant ma enor ha ma respet,
Tric’houec’h vloaz ’zo hini n’euz et. —
— Aliettik, me ho kwelo
Un de bars en kear, pe war-dro,
Ho kof gant-oc’h bet’ ho lagad,
Brases euz ur c’hokinn bennag. —
— Gwell ve ganin beza brases
Euz ur paotr mooc’h, ma c’harantez,
Beza brases euz ur paotr mooc’h,
Aotro, wit bezan a-c’hanoc’h.
N’ vo ket ken disenor d’am zad,
Evel bezan euz un den zakr ;
Evel bezan euz ur belek
N’hen euz na enor na respet ! —
Dastummet en paroz Plougonven. — 1863
Il s’agit dans cette chanson, très-répandue dans les environs de Morlaix. d’un évêque interdit, qui passa ses dernières années dans son manoir de Penanstank, en la commune de Plougonven, arrondissement de Morlaix. Son souvenir est encore très-vivant dans ce pays, où la tradition s’occupe beaucoup de lui, comme j’ai pu le constater moi-même sur les lieux, quand je suis allé visiter Penanstank. Voici ce que dit Albert Le Grand de cet
— Aliettik, ma merc’hik koant,
Red vo monet da Benanstank ;
Red vo monet da Benanstank,
Pe goll ar gwir ar gomanant. —
— Ma vije beo nep am ganas,
Evel ma ’z eo nep am magas,
N’am c’hasje ket da Benanstank,
Pa golje tric’houec’h komanant !
Komanantjou ’walc’h ’zo er vro,
Pa meomp arc’hant, ni a breno,
Ha ma enor, pa vo kollet,
Gant ann holl vad n’hen prenfenn ket. —
’Nn aotro Penanstank ’lavare
D’Aliettik, un dez a oe :
— Aliettik, ma c’hoarik finn,
Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn ;
Deut-c’hui ganin-me d’ar jardinn,
Da glask ur bouket louzou finn ;
Ma tiskouezinn d’ac’h al louzou
Ez-ia d’ober ma zoubennou. —
— Et da laret ho ofern-bred,
Ha bars neuze am bo hi gret,
Ha mar plij d’ac’h, c’hui hi debro,
Mar na blij ket, c’hui hi lezo. —
— Aliettik, ma c’hoarik koant,
Deuit-c’hui ganin-me d’am c’hambr,
D’ zivreïna per hag avalo, [53]
Pe-re ’zo eno pell a zo. —
— Mar d’eo breïnet ho avalou,
N’eo ket me ho debro, aotrou ;
Ho zaolet d’ar mooc’h ha vont debret,
Setu ’nn avalou divreïnet ! —
— Aliettik, ma c’hoarik ker,
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier ;
Deut-c’hui ganin-me d’am sellier,
D’eva gwinn douss evel ar mel. —
— Salv-ho-kraz aotro, na inn ket,
Ar gwinn n’ zere ket d’ar merc’hed ;
P’am bo zec’het, me evo dour,
Ha ’bedo Doue d’am zikour ! —
’Nn aotro Penanstank a lare
D’Aliet ar Vad, un dez a oe :
— Aliettik, mar am c’haret,
Ur bloaz c’hoas ganin a chomfet. —
— Ur bloaz bo poa ma goulennet,
Ur bloaz am euz ho servijet ;
Ur bloaz am euz ho servijet,
Ewit pelloc’h na chomminn ket ;
Ha setu ar gomanant d’in,
Aotro Penanstank, ’n despet d’ho fri !
Me a ha gwerc’h dimeuz no ti,
Seiz vloaz ’zo na oa et hini ! —
— Aliettik, d’in-me laret,
Pelec’h ez oc’h bet kouantjet ? —
— En korn ann tann, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz vad :
En korn ann tan, en ti ma zad,
Me ’m euz klewet meur a gomz-vad,
Pa oann-me euz da luskellad……
Te ’ zo d’in ur breur-mager mad ! —
— Aliettik, me ho kwelo
En ker Landreger, pe war-dro,
Hag ho kof beteg ho lagad,
Brases euz ur c’hokinn bennag. —
— Mar be euz ur c’hokinn a vo,
Kred ’n es kalon m’hen eureujo,
Mar na ve euz un den dimet,
Pe’n den da Zoue konsakret.
Te ’zo eureujet d’ann iliz,
Ha dimezet d’ar zakrifiz :
Mar sonjfes, Penanstank ’n as pec’het,
Asuramant n’hen grafes ket ! —
Kanet gant Godik Rio, mates en Kerarborn. — 1847.
Kant skoed en aour e koustet d’in,
Gortoz ma mestres da zimin :
Kant skoed a deu, kant skoed a ha,
Kant skoed en aour na eo netra ;
Kant skoed en aour na eo netra
D’un den iaouank da ober joa.
Pa ’z een d’ar studi ha d’ar skol.
Me zalude ma dous war hi dor ;
M’hi zalude a ziabell :
— Demad, ma dousik dimezell ;
Me ho salud a ziabell,
Ma vijenn tost, me ’ raje gwell !
— Diskennet, Kloarek, deut en ti,
D’ gonta d’in doare ho studi. —
— Na ziskenninn na ’z inn en ti,
Na gontinn doare ma studi ;
Met da Landreger eo ez han
Da vouit ma urzou diwezan. —
— Diskennet, Kloarek, deut en ti,
Kontet d’in doare ho studi. —
— Doare ma studi mar faot d’ac’h,
Brema-soudenn m’hen konto d’ac’h :
Tric’houec’h kemener ’ zo em zi,
Oc’h ober dillad newez d’in ;
Oc’h ober dillad satin griz
Da vont d’ar studi da Baris. —
— Ma dousik Kloarek, d’in laret,
Na perag d’ar studi ma ’z et ;
Perag ma ’z et-c’hui d’ar studi,
Mar ’ma ’n ho speret dimizi ;
Dimizi ha kommer pried,
Ha ma godisa eo a ret ? —
— Ho godisa me na ran ket,
Karet ober na rafenn ket ;
Karet ober na rafenn ket,
Na beza en lec’h ma ve gret :
Ouspenn da ze a fellfe d’in
Difenn ho kaoz ha ma hinin. —
— Laret da varkiz Coatanhai
Dont d’am goulenn da Grec’hgoure ;
Dont d’am goulenn da Grec’hgoure,
A zo denjentil, kouls ha me.
Mar be refuset Coatanhai……
Med na vo ket, dre c’hraz Doue ! —
Ar C’hloaregik a vonjoure
En Coatanhai pa ’z arrue :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Medi ’r Markiz, pa n’hen gwelan ?
Medi ’r Markiz, pa n’hen gwelan,
Ezom am euz da gomz out-han ? —
— Eman en he gambr o leina,
Pez ezom oc’h euz an-ez-han ? —
— Laret d’ezhan donet d’ann traon,
M’ komzinn out-han ur gir pe daou.
Demad d’ac’h, aotro Coatanhai !
— D’ach-c’hui, ma breur-mager iwe :
Neubeud a wes ’deut d’am gwelet,
Ha me a ran euz ho karet !
Neubeud a wez a teut d’am zi,
Hag hen penaos e plijet d’in !
Petra newez ’zo c’hoarvezet,
P’oc’h deut hizio d’am gwelet ?
P’oc’h deut hizio d’am gwelet,
Kustum da zonet na oc’h ket.
— Me a zo deut gant ur sujet,
Hag am euz mez hen lavaret. —
— Petra a newez ’t’euz te gret,
Hag a t’euz mez da lavaret ?
Mar na t’euz tanet, na laeret,
Na gwallet plac’hik koant a-bed ;
Na gwallet plac’hik koant a-bed,
Ha goude n’hi eureujfes ket ?
Hag ’s pe gret ’n eill hag egile,
Keit m’ vo beo markiz Coatanhai,
Keit m’ vo beo markiz Coatanhai,
Birwikenn nep drouk n’as po te. —
— N’am euz na tanet na laeret,
Na gwallet plac’hik koant a-bed :
Deut ganin-me da Grec’bgoure,
Da c’houll ’r benheres a-c’hane. —
— Ma breur-mager te ’n goar er-vad,
Ann dra-ze na ve ket gret mad,
Perc’henn pemp mill-skoed a leve,
Mab ur païsant a defe ;
A defe mab ul labourer
Merc’h a di nobl ha dimezell. —
— Markiz Coatanhai, m’hen goar-mad,
Ann dra-ze na ve ket gret mad ;
Gwelloc’h ganin beza belek,
Med ar plac’h n’hen permetfe ket. —
— Beza belek a zo kargus,
Kouls ’vel beza religius :
Mar ’man ar plac’h euz da goste,
Me iel’ ganid da Grec’hgoure ;
Me hi zenno did a-c’hane
War-bouez ma lanz ha ma c’hleze.
Markiz Coatanhai ’c’houlenne,
En Crec’hgoure pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Markiz Crec’hgoure pelec’h ’ma ? —
— Markiz Crec’hgoure a laras
Da Goatanhai, ’vel m’hen klewas :
— Diskennet, Markiz, deut en ti,
Ma ’z aï ho ronsed d’ar marchosi.
Laket war-n-he tapissiri,
Ma ’z aimp hon daou da bourmeni ;
Ma ’z aimp hon daou da bourmeni,
Da c’hortoz lein da darewi. —
— Na ziskenninn, na ’z inn en ti,
N’am bo laret ma c’hefredi ;
N’am bo laret ma c’hefredi,
Na zavfe ’n tre-z-omp fachiri. —
— N’ zavo ket ’n tre-z-omp fachiri,
Mar ’ma ho koulenn ’bars ma zi. —
— Ho penherezik a faot d’in,
D’am breur-mager da zimizin ;
Ho penherez, d’am breur-mager,
Mab a di mad, ha skrivanier ;
Skrivanier en dalc’h ar roue,
Breur-mager d’ann aotro Coatanhai. —
— Wit pa hen defe tric’houec’h grad,
Ann dra-ze n’ ve ket deread ;
Hen defe-han un dimezel,
A ligne nobl, a wad uhel ;
M’ vije wit-oc’h hi goulenjac’h,
Coatanhai, me hi roje d’ac’h. —
Markiz Coatanhai a lare
D’he baj-bihan eno neuze :
— Kerz-te da gaout ar benheres,
M’ klewfomp a hi zo godiseres. —
Ar paj-bihan a lavare,
Bars ar geginn pa arrue :
— Demad d’ac’h-c’hui, kegineres,
Pelec’h eman ar benheres ? —
— Eman er gambr a uz d’ann ti,
Ezom ho euz da gomz gant-hi ? —
Ar paj-bihan, pa ’n euz klewet,
Crec’h gant ar vinz a zo pignet ;
Crec’h gant ar vinz ez eo pignet,
Ar benheres ’n euz saludet :
— Na demad d’ac’h-c’hui, penheres,
D’ac’h ha d’ho holl kompagnones ;
Pedet oc’h da ziskenn d’ann traon,
D’ gomz gant ma mestr ur gir pe daou. —
Ar vates vihan a lare
D’ar benheres eno neuze :
— Penherezik, n’ diskennet ket,
Rag Coatanhai ’zo gwall-fachet ;
Ema du-hont bars ar geginn,
Hag hen ker glaz vel ar glizinn ;
Ker glaz hag ar glizinn eman,
Laza ho tad a fell d’ez-han ! —
Ar benheres, pa deuz klewet,
Traon gant ar vinz ’ zo diskennet,
Traon gant ar vinz ’eo diskennet,
Bars ar geginn ’eo antreet.
— Demad, penheres Crec’hgoure ! —
— D’ac’h iwe, markiz Coatanhai ;
D’ac’h iwe, markiz Coatanhai,
Pelec’h ema ma c’harantez ? —
— Et ’ ho karantez da Baris
D’ resev ann urzou ’m euz avis ;
D’resev he urzou diweza,
Disul vo hi ofern genta ! —
Ar benheres, pa deuz klewet,
D’hi faotr marchosi deuz laret :
— Dibret d’in-me ma inkane,
Ma ’z inn da Baris adarre. —
— Da betra ’z afec’h da Baris ?
Na euz ket davantaj tri miz,
Na euz ket davantaj tri miz
Ez oc’h retornet a Baris. —
— N’euz forz ha na ve ket tri de,
Me a renk monet adarre ;
Ha m’arruann kent ewit-han,
Birwikenn urzou ’n defe-han. —
Hi zad neuze a lavaras,
D’ar benheres, ’vel m’hi c’hlewas :
— En Grec’hgoure ’zo chadeno,
Penherezik, hag ho talc’ho ! —
— Miret, ma zad, ho chadeno,
D’ stagan ho chass c’hui ho c’havo,
Ha rentet d’in ma leveïo,
A douchet-c’hui tric’houec’h bloaz ’zo. —
Markiz Coatanhai a lare
D’ar benheres eno neuze :
— Penherezik n’em fachet ket,
’Ma ho karantez euz ho klewet ;
Ema duze e-toul ar porz,
Gant ’n inkane euz ho kortoz ;
Gant-han ’zo un inkane gwenn,
Hag ur brid arc’hant en he benn ;
Hag ur brid arc’hant en he benn,
Kapabl, penheres, d’ho tougenn. —
Hi zad neuze a lavare,
D’ar benheres, na pa glewe :
— Mar oc’h-c’hui gant Doue choaset,
Penherezik, n’ho dalc’hinn ket. —
Setuint dimet hag eureujet,
Pa ’z int-hi gant Doue choaset.
— Ma breur-mager, te a t’euz bet,
Ur chans ha na verites ket :
Perc’henn pemp mill skoed leve bet,
Ha te na t’euz ket ur gwennek !
Selte ar benheres aze,
Diwar bouez ma lanz ha ma c’hleze ;
Mar arru gant-hi nemet mad,
Me dreuzo m’ c’hleze dre da wad ! —
Kanet gant Jane-Yvonn ar Merl,
maoues à 75 vloaz, ha skrivet gant ma eontr J. M. ar Huerou,
en paroz Prat. — 1936.
Cette ballade est très-répandue dans tout le pays de Tréguier, et dans les longues veillées d’hiver, les fileuses aiment à la chanter sur leurs rouets. La version que je donne a été recueillie par mon oncle, J. M. Lehuërou, l’auteur des Institutions Mérovingiennes et Karolingiennes, en l’année 1836 ou 37. Il avait compris de bonne heure l’importance de ces poésies du peuple, dont on ne se souciait guère alors, et il en avait recueilli plusieurs dans les communes de Plouaret et de Prat, où il passait ordinairement ses vacances. Je ne puis donner aucun éclaircissement historique sur cette chanson. Je sais seulement qu’il existe dans la commune de Prat quelques ruines informes, comme une ancienne motte féodale, qu’on appelle dans le pays Kastell Crec’hgoure. Dans la commune de Trézélan, à environ deux lieues de là, il y a aussi un manoir de Coatgouré, encore habité, et les chanteurs disent tantôt Grec’hgouré, tantôt Coatgouré, mais plus souvent Crec’hgoure. J’ai recueilli plusieurs versions, mais celle-ci est la plus complète, et les autres ne présentent aucun détait intéressant qui ne s’y trouve.
Kaera tri zenzaour ’zo er bed,
A zo ho zri en Plouaret :
Al lamp-arc’hant, ar werenn-vraz,
Hag ar groaz-aour, ’zo kaeroc’h c’hoaz !
Kenta ma oenn en Plouaret,
Oa ur zulwez, en ofern-bred :
Pa oann en tro ’r prosession,
Skoas ur remorz em c’halon.
Skoas ur remorz em c’halon,
Welet ur groaz-kaer dirazon :
Na setu ur groaz-kaer meurbed,
Hag a ve mad d’ar C’hozannet !
Hag a ve mad d’ar C’hozannet
D’ober peziou pemp-realed !
’Ve mad da Iannik ar C’hozan,
’Zo bet mewell er Prat-Ledan ! [54]
Hanter-kant nozwes ez on bet
En santes Barba o kousket, [55]
’Klask laeres kroaz-aour Plouaret,
Ha pa varwjenn, n’hen grajenn ket !
Penamet honnont, groeg ’nn Dantec,
’Deuz ann alc’houeou d’in roët ;
’Deuz roët d’in ann alc’houeou,
P’oa et ann dut d’ho gweleou.
Pa oann antreet ar vered,
Ha me ’rankontr ur c’hi-barbet ;
Ha me ’rankontr ur c’hi-barbet,
Hag hen euz d’in-me lavaret :
— Mar laeres ’r groaz, me as salvo,
Ha mar na reez, me as daono ! —
Pa oann ’tigori ’nn or genta,
’Komansas ’r c’hleïer da vralla ;
Ar sierjou-koar da allumi,
Daoulagad ’r zent da lugerni ;
Hag ar grusifi ’laret d’in :
Leusk hi zenzaourou gant Mari ! — [56]
Pa oann o serri ’nn diweza,
’Lare ’r person ’n he bresbitoar :
— Aotro Doue, Plouaridiz,
Na setu laeret hon iliz ! —
Pa oann arru war bont ’r Zaozon,
Ar c’huruno ’ komanz da zon :
— Kouraj ! kouraj kamaraded,
Arru omp tost da Lanvellec !
— Mari Garan, digoret ho tor,
Biskoaz n’ho po bet sort digor ;
Biskoaz sort digor n’ho po bet,
Set’ aze kroaz aour Plouaret ! —
Mari Garan, ’vel ma klewas,
Hi gwinn da redek a leuskas ;
Hi gwinn da redek ’deuz leusket,
Gant ar joa euz kroaz Plouaret !
Nao c’harg-keuneud am euz dewet,
Nao fillik-arm am euz fontet,
’Klask fonta kroaz aour Plouaret,
Hag a varwjenn n’hen grajenn ket !
Hag a varwjenn, n’hen grajenn ket,
Blamour d’hon Zalwer benniget ;
Blamour d’hon Zalwer benniget,
A oa er groaz krusifiet.
En un arc’h-stoup en Lanvellec
’Ma brema kroaz-aour Plouaret,
N’ema ket hi far war ann douar,
Met en Langoat ema hi c’hoar !
Kanet gant Barba Tassel, en bourk Plouaret, — 1867.
Anter-kant nozwez ez on bet
En bered Maudes o kousket ;
En bered Maudes o kousket,
O klask tioud minorezed.
Ha n’am euz ket a geun d’am foan,
P’am euz gallet tioud unan……
— Aotro Logdu, ma gortoët,
Me ’z ha d’ar ger, n’ daleïnn ket,
Da wiska ma zemizettenn,
Ha da lakad ma flottantenn. [57] —
— Ho ! salv-ho-kraz na iefet ket,
Ganin-me d’am zi a teufet.
Pa arrufet-c’hui bars ma zi,
’M euz peadra d’ho akoutri :
Me breno d’ac’h zemizettenn,
Hag a wisko d’ac’h flottantenn ;
Hag a wisko d’ac’h flottantenn,
A gousto pemp skoed ar walenn.
Pa oant bet ur pennad ’vel-se,
Arru gant-he kezlou newe ;
Arruas Kerdalouarn d’he di,
Wit rentan ar visit d’ez-hi ;
Wit rentan ar visit d’ez-hi
Ha kalonnad d’hi glac’hari.
— Demad d’ac’h, aotro Presidant,
Ur barner hag un den vaillant ;
Ur barner hag un den vaillant,
Ha resever ar Parlamant.
Pe barnedigez ’rofac’h dun den [58]
A deufe d’ho ti gant armou ;
A deufe d’ho ti gant armou
D’ gerc’had ho tud hag ho madou ? —
— Mar be païsant, hen krouga,
Mar be denjentil ’n distruja ;
Mar be denjentil, ’n distrujan ;
Setu ’r varn a rofenn d’ez-han…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Naïk ’r Waz-arc’hant a lare
D’ann aotro Logdu eno neuze :
— Aotro Logdu, mar am c’hredet,
D’ar ger a Razon n’iefet ket ;
D’ar ger a Razon n’iefet ket,
Un draitouraj bennag ’zo bet,
Ha mar bet tiet en Razon,
Ho penn a baëo ho ranson. —
— Drouk ha mad gant nep a garo,
D’ar ger a Razon me ielo !…… —
Et ez eo Logdu da Razon,
War-gein un inkane mignon ;
War-gein un inkane mignon,
Hag hen houarnet gant leton ;
Houarnet eo gant leton gwenn,
Ur brid arc’hant ’zo en he benn.
Pa oa o vont gant ann hent-braz,
Paotr ar Baron a rankontraz :
— Aotro Logdu, mar am c’hredet,
D’ar ger a Razon n’iefet ket,
Rag sur oc’h da veza tapet,
Ho unan ez oc’h em varnet :
Ha mar bec’h tapet en Razon,
Ho penn a baëo ar ranson. —
— Me ’zo bet kant-gwes en Razon,
N’ gredann ket ’ve paotr ar baron ;
N’ gredann ket ’ ve paotr ar baron
Ma zistrofe d’ vont da Razon. —
’Nu aotro Logdu a lavare,
Er ger a Razon p’arrue :
— N’ gavfenn ket habit ur belek,
Ewit mont d’al lez da glewet ? —
Hen ’tibab un habit voulouz-du,
O vont gant-han d’al lez d’oc’htu ;
O vont gant-han d’al lez d’oc’htu,
Ma ’z eo kommerret al Logdu. —
— Pa ’z oc’h-c’hui da Razon deuet,
Gant-omp-ni c’hui ’zo kommerret ;
Ewit d’ho klask na iajemp ket,
Ho unan ez oc’h em varnet :
Ur plac’h iaouank ho poa laeret,
A bini ’c’h euz gret ho pried ;
A bini ’c’h euz gret ho priet,
Met al lez n’euz ket permetet…… —
’Nn aotro Logdu a lavare
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :
— Me a well arru ma friet,
Gant-hi ’r plat-arc’hant alaouret ;
Gant-hi ’r plat-arc’hant alaouret,
D’ lakad ma fenn, pa vo troc’het :
Brases eo a verc’h pe a vab,
Met bikenn n’ anvezo he dad ! —
Naïk ’r Waz-arc’hant, pa deuz gwelet,
War al lec’h a zo fatiket.
Naïk ’r Waz-arc’hant a zo kasset
D’ar fabourjou, ha dizemplet.
Pa dizemplas, a lavaraz :
— Roët d’in-me ur c’hleze-noaz ;
Roët d’in-me ur c’hleze noaz,
Mar euz waleur, me hen graï c’hoaz.
Mar kavfann ma mamm en Razon,
Me blanto m’ c’hleze ’n hi c’halon !
Kiriek eo d’ varo ma fried,
Braoa denjentil ’ oa er bed ;
Hen meritout me na renn ket,
Nag a vado, nag a c’henet.
Ma vije beo c’hoaz Kermorvan,
Hen ’raje did, Kerdalouarn ;
Hen ’raje did, Kerdalouarn,
Dibri ann dirr hag ann houarn,
Hag ar c’hik diwar da eskern……
Met te ’ zo daonet en ifern ! —
Kanet gant ur goaderes, en Loguivi-Plougras. — 1868.
Komt ar Chapel, breur ar Markiz,
A zo prisoniet en Paris.
— Petra ann torfet hen euz gret,
M’eo komt ar Chapel prisoniet ? —
— Torfet a-walc’h hen euz bet gret,
Paj ar roue gant-han lazet !
Lazet gant-han paj ar roue,
En he bresanz, gant he gleze !…… —
— Itron Varia a Greiz-ker,
Na gavfenn ket ur messajer,
A gassfe wit-on ul lizer,
D’ laret d’ar markiz dont en ker ? —
Ar jeolieres a laraz
Da gomt ar Chapel, p’hen klewaz :
— Skrivet ho lizer pa garfet,
Messajer a-walc’h ’vo kavet ;
Messajer a-walc’h vo kavet,
Messajer ar post ’vo kasset.
P’arruaz ’l lizer er Bot-Ilio [59],
Oa ann dansou o vont en-dro.
— Demad ebars ar maner-ma,
’Nn aotro ’r Markiz pelec’h ema ? —
— Ar Markiz ’zo et d’ann arme,
Ar Varkizes ’zo ’n hi gwele ;
Baleit goustadik dre ’nn ti,
Gant ann aoun rag hi dishuni ;
Gant ann aoun rag hi dishunfec’h,
Ter noz ’zo banne n’ deuz kousket. —
— Pa ’z eo kousket peder noz ’ zo,
Brema-soudenn m’hi dishuno. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Dalit, Markizes, ul lizer
Digasset dec’h gant ho preur-kaer ;
Gant ho preur-kaer, breur ar markiz,
A zo prisoniet en Paris. —
— Petra ann torfed ’n euz-han gret,
M’eo komt ar Chapel prisoniet ? —
— Torfed a-walc’h hen euz bet gret,
Paj ar roue gant-han lazet ;
Lazet gant-han paj ar roue,
En he brezanz, gant he gleze !
Brassa mignon ’n doa ’r roue Franz
Hen euz lazet en he brezanz! —
Ar Varkizes a lavare
D’hi c’hocherrienn hag en de-se :
— Laket ’r c’harronz war veg he goch,
Ma ’z iefomp da Baris fenoz !
Ur c’houec’h ugent lew, pe war dro,
’Zo tre Paris hag ’r Botilio ;
Pa skuizfe dek marc’h bep kammed,
D’ Baris fenoz me renk monet ! —
Komt ar Chapel a c’houlenne
A brison Paris, un dez oe :
— Petra ’zo ’newez er ger-ma,
Ma kreen ar pave er giz-ma ? —
Ar jeolieres a laraz
Da gomt ar Chapel, p’hen klewaz :
— Ur c’harronz kaer ’zo vont aman,
Daouzek marc’h-a-linez ’ zo ouz-han ;
He wiberou en arc’hant-gwenn,
He brennestrou en aour melenn,
Hag en-han ’zo un dimezell,
Kaera prinses ’zo ’n Breiz-Izell ! —
Ar Varkizes a lavare,
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, kenenterv rouanes,
Me ’zo deut iaouank d’ho pales,
Da c’houl’ m’ breur-kaer komt ar Chapel,
Wit he bouesanz a arc’hant-gwen ;
Wit he bouesanz a arc’hant-gwenn,
Ha kement-all en aour melenn ! —
Ar rouanes a lavaraz
D’hi c’henenterv, ’vel m’hi c’hlewaz :
— Diwezadik ho euz komzet,
Sinet he varw gant ma fried ;
Sinet he varw gant ma fried,
Eneb d’he zinn n’hall ket monet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann den a lez a lavaraz
D’ar Varkizes, vel m’hi c’hlewaz :
— Warc’hoas da dek-heur er ger-ma
C’hui a welo hen distruja ! —
— Itron Varia ar Folgoat,
Penaoz hallo ma c’halon pad ;
Penaoz hallo ma c’halon pad,
Gwelet penn m’ breur-kaer war ur plad !
Da welet penn ma breurik koant
O ruilla war ur plad-arc’hant !
Met e-keit ma vinn en buhe
N’ vanko ket brezel d’ar roue ;
Me ’ia d’ vont d’ar ger war ma giz,
Da gerc’had un tan artifiz
A dewo palez ar roue
Hag un anter ar ger goude ! —
War-benn ’n de-warlerc’h ar beure,
Oa arru ’r Markiz gant he arme :
— Mar be distrujet ma breur-kez,
Me ’lako ann tan er palez !…… —
Ar Markiz oa er c’hoste-man,
Ar Varkizes ’n tuz-all d’ez-han.
Ann den-a-lezenn, pa welaz,
D’ar Varkizes a lavaraz ;
— Kasset ho preur gant-oc’h d’ar ger,
N’ zousiann ken euz ann afer !…. — [60]
Kanet gant Garandel, leshanwet kompagnon dall.
Kerarborn, 1844.
Et ’ Ervoanik Prigent d’ar men-aour,
Bikenn Landreger na vo paour ;
Met ’tont d’ar ger ve dirobet
Gant ’r Vilaudri hag he baotret.
Ur vroac’hik koz ’ zo ’r Vilaudri,
A bign bemde war ar c’houldri,
Hag a well seiz-lew diout-hi,
Gant ul longuevu ’ve gant-hi.
Ar vroac’hik koz a lavare
D’ar Vilaudri koz, un dez oe :
— Me well ’ tont Ervoanik Prigent,
Hag ’r charreterienn a Wengamp ;
War ’r marc’h a-rok ur perroquet,
A oar al latinn, ar gallek ;
A oar al latinn, ar gallek,
Kerkoulz ma oar ar brezonek. —
Ar Vilaudri, pa ’n euz klewet,
En penn he ale a zo et ;
En penn ’r marc’h a-rok eo kroget,
Ervoan Prigent ’n euz saludet :
— Diskennet, Ervoan, deut en ti,
Laket ho kezeg ’r marchosi. —
Ervoanik Prigent a lare
D’ar Vilaudri eno neuze :
— Na ziskenninn, na ’z inn en ti,
N’ iel’ ma c’hezek er marchosi ;
Fete ma marc’h-gwenn n’ zizammann,
Ken vo ’n Landreger da leinan ;
Ken vo ’n Landreger da leinan,
Asambles gant ma c’hoar henan. —
Ar Vilaudri goz a lare
D’Ervoan Prigent eno neuze :
— Tre Sant-Malo ha Landreger,
A oa ar volerienn ’neizeur ;
Oa ’r volerienn dec’h da greiz-de,
Ervoan, taolet ewes out-he. —
Ervoanik Prigent pa ’n euz klewet,
Diwar he varc’h ’zo dilampet ;
Diwar he varc’h eo dilampet,
Gant ar Vilaudri ez eo et.
Ar c’houarneres ’n euz kavet,
He berroket d’eï ’n euz roët ;
He berroket d’eï ’n euz roët,
Lec’h ’nn itron ’n euz hi c’hommerret.
Merc’h ar Vilaudri a lare
D’ar Vilaudri goz en noz-se :
— Mui ’respet diskoez da dut ann ti,
Ewit d’ac’h-c’hui, kerkoulz ha d’in…… —
Nep ’ glewje Ervoanik Prigent
O soon gant he flaüt arc’hant !
Ar re-goz d’ann nec’h ’ ebate,
’R re iaouank d’ann traon ’re iwe.
Soon a ra gant-hi ker vaillant,
Ma debauch kalon ’r verc’h iaouank ;
Ma debauch kalon ’r verc’h iaouank,
Hen kaoud da bried a deuz c’hoant.
Ar Vilaudri-goz c’houlenne
Euz Ervoanik Prigent, ’n noz-ze :
— Ervoanik Prigent, d’in laret,
C’hui ’zo bet biskoaz dimezet ? —
Ma karje Ervoanik bout laret
Na oa bet biskoaz dimezet,
’N dije rekouret he vuhe,
Hag he vadou ’n dije iwe :
Met kontrol hen euz bet laret,
Laret ’n euz ez oa dimezet :
— Hirie tri bloaz oann eureujet,
N’on bet met tri de gant ma fried. —
Ar Vilaudri goz a lare
D’Ervoan Prigent eno neuze :
— Ma karjac’h Ervoan bout laret
Na oac’h biskoaz bet dimezet,
Ho poa rekouret ho puhe,
Hag ho madou ho poa iwe. —
Paotred ’r Vilaudri ’zo deuet,
Ervoanik Prigent ’deuz aretet ;
Ervoanik Prigent ’deuz aretet,
Ha war leur ar zal diskaret.
Ervoanik Prigent a lare
D’ar Vilaudri eno neuze :
— Aotro ’r Vilaudri, m’am c’haret,
War leur ho sall n’am lazfet ket ;
N’am lazfet ket war leur ho sall,
’Nn anter ma gwad ’zo gwad roïall. —
Ar Vilaudri goz a lare
D’Ervoan Prigent eno neuze :
— Me am euz chass ha levrini,
Lipo da wad, dre ma skuilli ! —
— Aotro ’r Vilaudri, mar am c’hredet,
Ebars ho ti n’am lazfet ket ;
M’ c’hasset d’ doul-dor ho marchosi
M’ welinn ma marc’h, ’ rok ma varwinn ! —
Ervoanik Prigent a lare,
Toul-dor ’r marchosi p’arrue :
— Aotro Doue, ma marc’hik kez,
Ama ta ’ kollfomp hor buhez ! —
Ar Marc’hik-gwenn, pa ’n euz klewet,
Euz hi stag eo em distaget ;
Peder chadenn hen euz toret,
War ’r Vilaudri goz ’z eo lampet.
Seiz ar Vilaudri ’n euz lazet,
Ken eo digwet gant ann eizvet ;
Ken eo digwet gant ann eizvet,
Allas ! hennes ’n euz-han lazet !
Hennes hen euz ar marc’h lazet,
’N doa gwisket ’n habit hernachet.
Ervoanik Prigent, he vado,
Holl ez int bet chommet eno !
Kanet gant ar C’hemener-bihan,
bourk Plouaret, 1863.
Et ’Ervoanik Prigent d’ar men-aour,
Bikenn Landreger na ve paour ;
Bikenn Landreger paour na ve,
Met ’r Vilaudri hen atakfe.
Ar zorseres koz ar Vilaudri
’Iee bemde war-lein ar c’houldri ;
’Iee bemde war-lein ar c’houldri,
Seiz lew tro-rond ’ wele diout-hi.
— Me ’well ’tont Ervoanik Prigent,
Ha gant-han tric’houec’h karg arc’hant ;
Karget int a arc’hant hag aour,
Bikenn ’r Vilaudri na ve paour.
War ’r marc’h a-rok ’zo ’r perroket,
A oar al latinn, ar gallek ;
A oar al latinn ar gallek,
Kerkoulz ha ma oar ’r Brezonek.
Ar zorseres-koz a lare
D’aotro ’r Vilaudri, un dez oe :
— Aotro ’r Vilaudri, em breparet,
Me ’well Ervoanik Prigent ’tonet ;
Me ’well arru Ervoanik Prigent,
Ha gant-han tric’houe’h karg arc’hant,
Karget a arc’hant hag a aour,
Bikenn ’r Vilaudri na ve paour…… —
Ervoanik Prigent a lare
D’he charreterrienn, ann de-se :
— Charreet-c’hui lijer ha skanv,
Rag ar Vilaudri ’zo aman. —
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
’N penn ar marc’h-a-rok eo kroget ;
’N penn ar marc’h-a-rok eo kroget,
Ar Vilaudri ’n euz-han zaludet.
— Ervoanik Prigent, chommet fenoz,
Ema ’r volerrienn ’n Koad-ann-noz. —
— Koulz eo d’in merwell en ur c’hoad,
Evel ’n ho ti, m’hen goar ervad…… —
Bars ann ti pa z’ eo antreet,
’N dimezell vrao ’n euz rankontret ;
’N dimezell vrao ’n euz rankontret,
He berroket d’eï ’n euz roët……
Nep ’ welje Ervoanik Prigent
Soon gant ur ganjolenn [61] arc’hant,
Ken a lare ar verc’h d’hi zad,
A renkje hen kaout da briad ! —
— Ervoanik Prigent, d’in laret,
Pe c’hui ’zo dimet, pe n’oc’h ket ? —
— Me am euz seiz a vugale,
A garrje bez ’r ger gant-he. —
Ha pa oa ho c’hoaniou debret,
Da c’hoari ’r c’hartou ez int et ;
Da c’hoari ’nn dinsou ar c’harto,
Ervoanik ’c’honee bep-tro.
— Gone, Ervoanik ’r pez ’ gari,
Ez out aze ’n heur ma varwi ! —
Aotro ’r Vilaudri, m’am c’haret,
War leur ho ti n’am lazet ket ;
Ma c’hasset d’ gorn ho marchosi,
Ma welinn ma marc’h, kent m’ varwinn ;
Ma welinn ma marc’h, kent m’ varwinn,
Pemp kant skoed ’n aour eo koustet d’in.
’R zorseres koz a gorn ann tan,
A deuz lavaret ker-buhan :
— N’hen kasset ket d’ar marchosi,
N’oc’h ket ouit he varc’h tri-ha-tri ! —
Ervoanik Prigent, p’hen euz klewet,
Ter griadenn-forz ’n euz leusket ;
Ter griadenn-forz ’n euz leusket,
He varc’h ter dor hen euz toret.
Kriz a galon nep na oelje,
Er Vilaudri nep a vije,
’Welet ’r charreterrienn maro,
Krouget war-bouez ho landonio.
Ar paj-bihan ’zo achappet,
Dre dor ’r jardinn eo em dennet ;
Dre dor ’r jardinn eo em dennet,
D’anonz ’r c’hezlo d’ Landreger eo et.
Ann archer bihan ’zalude
Er Vilaudri pa zigoueze :
— Demad ha joa holl en ti-man,
’R zorseres koz, pelec’h eman ?
’R zorseres koz pelec’h ema,
Ma meomp hi buhe da genta ?……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Nn aotro ’r Vilaudri ’zo krouget,
Ar zorseres koz ’zo dewet ;
Ar zorseres koz ’zo dewet,
Hi ludu gant ’nn awell gwentet !
Kanet gant Godik Fulup, en paroz Plunet. — 1867.
Kerdadraon hag ar Gernewez,
Braoa daou den-jentil ’vale,
Hag a zo ho daou mignoned
War ar gwinn ha war ar merc’hed.
’Nn aotro Kerdadraon a lare
D’he vreur, ann aotro ’r Gernewe :
— It-c’hui, ma breur da Vontroulez
D’ober al lez d’ar benherez ;
Ar benherez a Vezarnou,
Mar gallann ’vo itron ’r Gerdadraon,
Ha laret d’ez-hi, da welet,
Ma dilezell, ho kommerret. —
’Nn aotro Kernevez a lare,
En Montroulez pa arrue :
— Salut dac’h-c’hui fourdelizenn,
C’hui ’zo ker koant hag ur rozenn ! —
— Mar on-me koant ’vel ur rozenn,
Ann aour ann arc’hant am gra gwenn ;
Ann aour, ’nn arc’hant ’zo war ma zro,
Kernewez, ra koant ac’hanon. —
— Penheres, dimezomp hon daou,
Ha lezet ma breur Kerdadraon. —
— N’ larann ket n’och ket ma mignon,
Met Kerdadraon ’n euz ma c’halon.
Pa venn em hinviz diwisket,
Ha Kerdadraon en be rochet,
Ar pognard-noaz vont em c’halon,
Kerdadraon eo ma gwir vignon ! —
Ar benherezik ’c’houlenne,
Euz hi mageres, un dez oe :
— Ma mageres, lavaret d’in,
Hag eo poent d’in-me dimizi ? —
— Penheres, dimet pa garrfet,
Chui n’ho euz bloaz nemet seitek ;
Hogenn kent wit ma timezfet,
Lizer d’ho tad a vo kasset. —
— Ma mageres, mar am c’haret,
Lizer d’am zad na gasfet ket ;
Lizer d’am zad na gasfet ket,
Ken ’vinn dimet hag eureujet ;
Ken ’vinn dimet hag eureujet,
Et d’ Gerdadraon gant ma friet. —
Ar vageres a lavare
D’ar benherezik en de-se :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Lizer d’ Vezarnou me gasso,
Rag m’hen goar mad ez on manket,
En riskl da veza distrujet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Et eo Mezarnou da Baris,
Da gerc’had un tan artifiz,
Na wit dewin ar Gerdadraon,
Hag ’r benheres a Vezarnou……
Ar benherezik a lare,
A brennestr hi c’hambr, un dez oe :
— Ma well levrenn m’ zad en ale,
Ar wes-ma kolfomp hon buhe !
Ma fried paour, en em guzet,
A-walc’h eo d’in-me bout lazet ! —
Ar benherezik a lare
D’hi zad Mezarnou en de-se :
— Ma zadik paour, mar am c’haret,
Kent wit ma bugel am lazfet ;
Ma lazet kent wit ma bugel,
N’ vo ket red d’in diou-wes merwel !
Met, tadik paour, mar am lazet,
Kent bars ma bugel a krogfet ;
Grit d’in ’vel ma karfet neuze,
’Vel un tad mad d’he vugale ! —
Mezarnou koz a lavare,
Bars ar bugel paour pa groge :
— Gaou lar ma daoulagad ho daou,
Pe ’z out henvel euz Mezarnou ! —
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ann tan artifiz ’zo kroget ;
Ann tan artifiz ’zo kroget,
Ar Gerdadraon a zo dewet !
Ar benheres a lavare
D’hi zad Mezarnou ann de-se :
— Aotro Doue ! petra ’ vo gret ?
Ar Gerdadraon a zo dewet !
— Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
Ar Gerdadraon a vo zavet ;
Ar Gerdadraon a vo zavet,
Hag en mein-glaz kudon toët ;
Ha pa deuï ann heaul da bara,
’Vel arc’hant teuïo da vrilla ;
’Vel arc’hant ’teuïo da vrilla
Gant ann heaul sklezr o lugerna. —
’N aotro Kerdadraon a laraz
D’he dad-kaer Mezarnou, p’hen klewaz :
— Ar Gerdadraon a vo zavet,
Aotro Mezarnou, hep ho kavet.
Gwell wit ho merc’h a Vezarnou
’Zo bet itron en Kerdadraon ;
Ar verc’h-henan a Gerouspi
’Zo bet itron kent ewit-hi ! —
Kanet gant Garandel, leshanwet Kompagnon-Dall.
Keramborgne, 1845
Er Gerdadraon a zo seiz mab,
Melenn ho bleo, glaz ho lagad ;
Er Gerdadraon a zo seiz mab,
Braoa seiz den a wisk dillad.
’Nn aotro Kerdadraon a lare
D’he vreur Koat-ar-Skinn, un dez oe :
— Deut-c’hui da Vontroulez ganin,
Da c’houli ’r benheres da zimi. —
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lare,
En Montroulez pa arrue :
— Demad ha joa holl er ger-ma,
Noblanz Lezarmo [62] pelec’h ’ma ? —
Hag ar porzier a lavaraz
Da Goat-ar-Skinn, vel m’hen klewaz :
— M’eo noblanz Lezarmo ’glasket,
E-toul ar porz a parlantet. —
Ha Koat-ar-Skinn a lavare,
Bars ar maner pa antree :
— Demad ha joa er maner-ma,
Ar benheres pelec’h ema ? —
Hi mageres oa bars ann ti
Hag a lavaraz ewit-hi :
— ’Ma bars ar zal o tijuni,
Kalz a dutjentil ’zo gant-hi. —
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lare,
Bars ar zal ha pa arrue :
— Na demad dac’h-c’hui, penheres,
Dac’h-c’hui ha d’ho kompagnunes.
Penherezik, d’in-me laret
Ur veaj inutil am euz gret ? —
— O Koat-ar-Skinn, n’ho euz-c’hui ket,
Rag Kerdadraon ’garann bepred :
Hag ’ve ’r c’hleze noaz em c’halon,
Kerdadraon ez e ma mignon !
Me ia da gaout ma mageres,
Hounnes ’zo d’in gouarneres.
Ma mageres, lavaret d’in,
Ha na eo ket poent d’in dimi ? —
— N’oc’h met daouzek (vloaz) krog en trizek,
Abredik d’ veza dimezet ;
Red vezo kaout konje ho tad,
Ho keront, betek pemzek oad,
Hag ho tad ’ zo et da Baris,
Bars ’retorno ’vo unnek miz ;
Met me ’ ia d’ skriva lizerou,
Ewit kass d’ho tad ann aotrou. —
— Ma mageres, na rit ket se,
Me dimezo hep he gonje ! —
Ar vageres a c’houlenne
Un dez ar beure, ’n hi gwele :
— Daoust a zo a newez en ker,
Kreena ’ra ’r paveïou ’n antier ? —
— Ma eo karronsiou Kerdadraon,
Magerezik ’zeu da vouit-on ! —
Ar benheres a lavare
Da Gerdadraon eno neuze :
— N’ ’c’h euz ket klasket dimezelled,
Gant-oc’h d’ Gerdadraon na inn ket. —
— Dimezelled ’walc’h ’m euz klasket,
Ma c’hininterv ha ma moereb. —
Ar benheres a lavare
D’hi mageres, p’hi c’huitaë :
— Margerezik, mar am c’haret,
Ma iskuzou d’am zad ’refet.
’Nn aotro Lezarmo a lare,
Ebars ar ger pa arrue :
— Ma fenheres pelec’h eo et,
D’am digommer n’eo ket deuet ? —
Ar vageres a lavaraz
D’ann aotro eno p’hen klewaz :
— Ho penheres ’zo ’n Kerdadraon,
Warc’hoaz dek miz klez a vezo. —
— Me na gredann ket kement-se,
’Ve dimezet hep ma c’honje :
Mar eo ma fenheres dimet,
Mageres, c’hui a zo manket. —
— Gret ’m boa offr skriva lizerou,
Da gass ho bete, ma aotrou……
Ann aotro, ’vel m’hen euz klewet,
D’he baj-bihan ’n euz lavaret :
— Na kerz-te brema da Baris,
Da gerc’had un tan artifiz,
Ewit dewi ar Gerdadraon,
Hag ar benheres Lezarmo ! —
’Nn aotro Lezarmo a lare,
En Kerdadraon pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Penheres Lezarmo pelec’h ’ma ? —
— Ema duze, en hi gwele,
Ur mab-bihan euz hi c’hoste,
Ha na eo ket c’hoaz badezet,
Ken ’po hano d’ez-han roët. —
Kerdadraon, ’vel ma ’n euz klewet,
Prim gant ar vinz ’zo diskennet ;
Prim gant ar vinz eo diskennet,
Hag he dad-kaer ’n euz zaludet :
— Demad d’ac’h, ma zad Lezarmo ! —
— D’ac’h iwe, aotro Kerdadraon !
Na verite ket Kerdadraon,
Kaout ’r benheres a Lezarmo ! —
— Kerkoulz hag ho merc’h, Lezarmo,
’Zo bet itron en Kerdadraon !
Ar verc’h-henan a Gerouspi
Deuz bewet eno dizoursi ! —
Ar benheres, pa deuz klewet,
’Meaz hi gwele ’zo dilampet :
— Ma zadik paour, ma fardonet,
Me oar a-walc’h ez on manket. —
— Ma merc’h, kerzet-c’hui al lec’h-se,
Ma merc’h it-c’hui prim d’ho kwele ;
Et ’zo messajer da Baris
Da gerc’had un tan-artifiz,
Ewit dewi ar Gerdadraon,
Iwe penheres Lezarmo ! —
Ar benheres, pa deuz klewet,
Hi bugel d’hi zad ’ deuz roët :
— Ma zadik paour, mar am c’haret,
Poan d’am bugel na refet ket ! —
’Nn aotro Lezarmo ’lavare,
Bars ar bugel paour pa groge :
— Ma bugelik, deuss da ved-on,
Te ’vo heritier Lezarmo,
Ha me ’zavo did ur c’hastel,
Ar c’haera ’vo en Breiz-Izel ;
He dorojou en aour melenn,
He brennestrou en arc’hant gwenn…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar paj en ti ’zo digwezet ;
Ar paj en ti ’zo digwezet,
Ann tan er c’hastel ’n euz c’houezet ! —
Dewet penheres Lezarmo,
Kerdadraon hag he holl vado ! —
Kanet gant Anna Prigent,
euz a Bourit-Jaudi.
— Pajik, pajik, lavar d’in-me
Piou ar plac’h iaouank ’zo ase ?
— Aotro, Ivona ann Hamon,
Koanta plac’hik ’zo en Leon. —
Ma faj-bihan deus-te ganin,
Eomp hon daou d’hi zaludin :
— Demad d’ac’h Ivona ’n Hamon,
’C’hui gouskfe ’n noz gant ar Baron ? —
— Salv-ho-kraz, wit ze na rinn ket,
Ma mamm ’zo newez-intanvezet,
Hag a deuz a-walc’h a anvoui,
Heb ober muioc’h c’hoaz d’ez-hi. —
— Ivonaïk deut-c’hui ganin,
Me gasso ho mamm d’al leandi ;
Me gasso ho mamm da leanes,
C’hui, Ivona, ’vo barones. —
Kement ’n euz gret euz hi fedi
Ma ’z eo bet et gant-han d’he di ;
Ma ’z eo bet et da Voazhamon,
Allas ! ’wit glac’har hi c’halon !
Ar Baron iaouank a lare
D’he c’houarneres p’arrue :
— Laket ar beer a uz d’ann tan,
D’Ivoanïk ha d’in, d’hor c’hoan. —
Ar Baron iaouank a lare
D’he bajik bihan en noz-se :
— Et d’ann traon, laret d’Ivona,
Donet ganin-me da goania. —
— Laret ’zo d’ec’h-c’hui, Ivona,
Dont gant ar Baron da goania. —
— Gant ’r servijerrienn me goanio,
Gant ’r gegineres a gousko. —
— Aotro, laret ’n euz Ivona
N’deui ket da ved-oc’h da goania ;
Gant ’r servijerrienn a koanio,
Gant ’r gegineres a kouko. —
— Et d’ann traon, laret d’Ivona
Donet prim gant-on da goania ;
Hag a vije merc’h ur markiz
N’ vije gant-hi mui a diviz ! —
— Laret a zo d’ec’h Ivona,
Dont gant ar Baron da goania,
Donet prim ha hasta hunan,
Rag ’ma ar zoubenn o ienan. —
Ar baron iaouank a lare
D’Ivona ’n Hamon en noz-se :
— Hag a vijec’h merc’h ur markiz,
N’ vije gant-oc’h mui a diviz ! —
— Ma enor a garann parfet,
’Oa kiriek d’in na deujenn ket. —
Ivona ’n Hamon ’lavare,
Euz taol ar Baron, p’azee :
— Ma oufenn, aotro ar Baron,
Ez afrontfec’h merc’h ann Hamon,
Me dorfe pint, iwe gwerenn,
Ha dre ar prenestr ’em daolfenn ! —
— Gant-oc’h Ivona, ’on souezet,
N’ho euz ket ho speret parfet. —
Ivona ’n Hamon a lare,
’N gwele ’r Baron pa c’hourvee :
— Ma oufenn, aotro ar Baron,
Ez afrontfec’h merc’h ann Hamon,
Ma oufenn-ze, aotro ’r Baron,
Me voutfe ’r gontel em c’halon ! —
Ar Baron iaouank a lare
Da Ivona, pa hi c’hlewe :
— Gant-oc’h, Ivona ’on souezet,
C’hui n’e ket parfet ho speret ! —
Ar Baron iaouank a lare
D’he gegineres euz ’r beure :
— Gret dijuni Ivona mad,
Na ewit hi zrugarekad !…… —
Ivona ’n Hamon a lare,
Euz hi c’her, dre ma tostaë :
— Aotro Doue, petra larinn,
Er ger d’am mamm pa arruinn :
En ker en noz-ma ’on lojet,
Gant ann dersienn ’on bet gwasket……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
’N intanves paour a lavare
’N ti ’r medesinn pa arrue :
— C’hui ’zellfe dour ur feumeulenn,
Klanv eiz miz ’zo gant ann dersienn ? —
Ar medesinn a lavare
D’ann intanves paour en de-se :
— ’N hini ’zo perc’henn d’ann dour-ma,
Eiz miz bugale ’ma ’touga ;
Eiz miz bugale hag anter ;
Eiz miz bugale hag anter,
Ha bars ma arrufet er ger,
A vezo achu hi amzer ! —
’N intanves paour a lavare,
Ebars ar ger pa arrue :
— Ma merc’h na vo ket liennet,
Ken-neubeud iwe archedet :
Ken-neubeud iwe archedet,
Approuv ann doktor ’vezo red…… —
’N doktor medesinn a lare
D’ann intanves paour, en de-se :
— Piou eo ar vamm ’ouzomp er-vad,
Med n’ouzomp ket piou eo ann tad ! —
Baron ar C’hoad a oa en ti,
Deut da welet hi digori :
— Piou eo ar vamm a ouzoc’h mad,
Me ’oar iwe piou eo ann tad.
Birwikenn hini n’eureujan,
Balamour d’ac’h-c’hui, Ivona ! —
Kanet gant Marie-Job Kerival, Kerarborn, 1848.
HAG IVONA ANN HAMON.
Baron ar C’hoad a c’houlenne
Na dre he gambr pa bazee :
— Piou eo ar baïsantes-se,
’Dremenn ker mistr war ar pave ?
Me garie, ’wit ’n doubl pistolet
A vije ganin o kousket ! —
— Ma mestr ho toubl-pistolet d’in,
Ha me ielo da gomz gant-hi :
Demad d’ac’h-c’hui, Ivonaïk ! —
— Ha d’ac’h iwe ’ me-z-hi, pajik ! —
— Laret zo d’ac’h, Ivona goant,
Donet gant ma aotro d’he gambr. —
— Lavaret d’ho mestr, paj bihan,
Donet d’ann ofern da Wenngamp ;
Dont da Wenngamp d’ann ofern-bred ;
Ha komzfomp war vur ar vered. —
Baron ar C’hoad a lavare
War vur ’r vered, ’r sul da greiz-de :
— Groage, merc’hed, en em dennet,
Ma larinn ur gir en sekret.
Ivonaïk, mar am c’haret,
Ganin da Voazhamon ’ teufet. —
— N’inn ket da Voazhamon fete,
Ken ’m bo roët lein, da greiz-de. —
Ivonaïk a lavare,
Pa doa roët lein da greiz-de :
— Me ia da vale d’ar jardinn,
D’ober ur bouked louzou-finn ;
D’ober ur bouked louzou-finn,
A vajolain, a durkantinn ;
Mar arru Goazhamon aman,
’N han’ Doue ma nac’het out-han. —
Baron Goazhamon a lare
’N ti Ivonaïk, p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ivonaïk, pe-lec’h ema ? —
— ’Baoe ma ’z eo hi lein debret,
Na ouzonn ket pe-lec’h eo et. —
— Mar ’ma er ger, n’hen nac’het ket,
Poan d’ober d’ez-hi n’am euz ket. —
— Et eo duze bars ar jardinn,
D’ober ur bouked louzou-finn ;
D’ober ur bouked louzou-finn,
A varjolain, a durkantinn. —
— Ivonaïk mar am c’haret,
Ganin da Voazhamon ’ teufet. —
— Ganec’h da Voazhamon n’in ket,
Ma enor d’in a ve kollet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Dastumet gant J. M. ar C’houero,
en paroz Prat, 1836.
— Anter-kant nozwes ez on bet
’N ur parkik bihan balanek ;
’N ur parkik bihan balanek,
O klask laeres kleïer ’nn Drindet.
Ar c’hleïer a zone ho zri,
— Olier baour, krouget a vi !
’Ma ’r Vosenn-wenn e penn da di,
Pa garo Doue, ial’ en ti. —
— Pa deui en ti, me ial’ e-mez.
Meur da galon a gra diez !
Kalon intanv hag intanves,
Kalon minor ha minores !… —
Et eo ar vosenn a Elliant,
Et ’zo gant-hi seiz mill ha kant !
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
E borc’h Elliant nep a vije,
O welet seiz mab ’n un tiad
O vont d’ann douar ’n ur c’harrad !
Ar vamm baour euz ho charread,
Ann tad war-lerc’h o c’huibanad ;
Ann tad war-lerc’h o c’huibanad,
Kollet gant-han he skiant-vad !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Red ’oe arreti ’nn ofern-bred,
Gant trouz ar c’hiri houarnet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Aotro sant Jili, eme-z-hi,
Lojet ma bugale ’n ho ti ! —
— Penaoz hallfenn-me ho lojo,
Karget m’iliz bet’ ann treuzou ;
Karget m’iliz bet’ ann treuzou,
Ha ma bered, bet’ ar muriou !
Dao e benniga ar parkou,
Wit lakad lod euz ar c’horfou :
Dao e benniga ar c’hroaziou,
Ewit arreti ann Ankou ! —
E’borc’h Gourin, war un doal-wenn,
Ez oa skrivet gwerz ar vosenn ;
’N dimezell iaouank hi c’hane,
Ur c’hloarek iaouank a skrive.
Kanet gant Gaït, maoues a 70 vloaz,
en paroz Plomeur (Finistère) en miz Ewenn, 1868.
Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz ’zo a newez zavet,
Ur werz pitoïabl a drue,
Gret da varkizes Degange…
Merc’h ’oa d’ann duk euz a Rohan,
Na oa nemed-hi hi unan ;
Penheres ’oa, pa na oa ken,
Heritoures d’hi holl voïenn.
Dont ’ ra hi zud da gonklui,
’Vije red lakad hi deski
Er c’hadans hag ar c’hademi [64],
Ewit parlant gant peb-hini ;
Er c’hademi hag ar c’hadans,
Ewit diskour gant ann noblans.
Etre daouzek vloaz ha trizek,
En Rohan ez e konkluet
Hi dimi d’ur markiz puissant,
Markiz ann I, un den vaillant ;
Hi dimi da varkiz ann I,
Hi c’harantez hag hi holl spi.
Tri miz anter e bet padet
Ar solennite ann eured,
Ar zonerienn, ar bal, ann dans,
Visito bemde d’ann noblans.
Pa ’z eo ann tri miz achuet,
Ar brezell ’zo bet disklezriet ;
Ma renk ’r markiz mont d’ann arme,
Allas ! he gark hen goulenne.
Em gavet ’ ra ann daou arme,
Sevel ur gombat etre-z-he :
Krog-ha-krog ann daou enebour,
Allas ! ma ’z int kouezet en dour !…
Radegonda ’bede Doue
Ewit hi friet, noz-ha-de,
Ewit ma vije-han miret……
Allas, siouas ! ha na ’z eo ket !
Un de pa oa en hi fedenn,
A tigass Doue un el gwenn,
Hag a lavar d’ez-hi ’vel-henn :
— Radegond, chanjet a bedenn ;
Pedet ewit hen delivran,
En tan ar purgator eman ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Radegonda, ’vel ma klewas,
A gouezas hag a fatikas ;
A zo kouezet ha fatiket,
Ann el gwenn ’n euz hi goureet.
Neuze a kommer hi c’himiad,
Digant hi mamm, digant hi zad ;
Digant hi mamm, digant hi zad,
Balamour da respet ni mab.
Dont a ra ’darre da Rohan,
(’Vel ma ’z oa manet hi unan,)
Da gondu modest hi c’hanvou,
Ha da skuill kourant hi daerou.
Ur bloavez antier ez eo bet,
Biskoaz a oela n’eo tawet ;
Biskoaz na dawas a oela,
Gant keun d’ar priet a defoa.
Dont ’ra d’hi darempred arre
Tud-jenntil vraz a galite,
Den puissant markiz Degange,
Un den doujet bars ar c’hontre.
Hag hi, gant ann aoun hen fachan,
A lar bout kontant an-ezhan ;
Gant aoun da gaout he fachiri,
Konsant ’ra ’darre dimizi.
Selebret a oa ann eured,
Gant kalz a joa hag a respet ;
Kasset da gastell Degange,
Lec’h ma finiso hi huhe.
Ar c’houlz-se dimeuz a amzer
’Oa ur brezell kontinuel,
Ma renk arre mont d’ann arme,
Allas ! he gark hen goulenne…
Arru gant ’r Varkizes ’nn amzer
Ma renk pe genel, pe verwell,
Genell ar frouez d’oa konsevet,
En amzer ’r Markiz hi friet.
Genell a ra, gant kalz a boan,
Genell daou grouadur bihan,
Daou vugel kaer evel ann erc’h,
Unan ’oa mab, un-all ’oa merc’h.
Ar Varkizes a skriv lizer
Da gass d’hi friet, d’ar brezell,
Dont d’ober badeï he daou vugell,
Gant aoun na deufent da verwell.
P’arruas ul lizer gant-han,
’Oa en ur gombat ar gwasa ;
Lakad ’ra war gorn all lizer,
Ober badeï ’n daou vugel.
Pa ’z eo ar brezell achuët,
’R Markiz d’ar ger ’zo retornet ;
’R Markiz d’ar ger ’zo retornet,
Gant ur joa vraz en he speret.
Ebars ar ger pa ’z arrue,
Holl dut he di a zalude,
He briet hag he vugale,
Ur joa vraz hen defoa out-he……
Beza ’oa iwe gouarner
War ar pont braz a Bontgleïer (?)
Ma renk mont arre d’ann arme,
Allas ! he gark hen goulenne.
Euz ar ger pa ’z eo sortiet,
A ra ar gark euz he briet ;
A ra ar gark euz he briet
D’ur falz kulator da viret ;
Laret taol-pled euz ann ez-hi,
’Vel pa ve-z-han er ger gant-hi ;
Euz he briet he vugale,
Beteg ann de ma retornje.
Ar falz kulator ’oa neuze,
O leal beb-noz ha bemde,
En kompagnunes ann Itron,
En despet d’hi opinion.
Un dez a oe ken ifrontet
Da vonet d’hi c’hambr d’hi c’havet ;
Da vonet d’hi c’hambr d’hi c’haret,
(Gant an diaoul ’oa kuzuillet).
Mont eure d’hi c’hambr d’hi c’havet,
’Vel-henn out-hi hen euz komzet :
— N’ho euz ket ho kontantamant,
Pa n’ema ar Markiz presant. —
Radegonda ’vel ma klewas,
Ur fasad d’ezhan a roas :
— Tec’h al-lec’h-se, kef milliget,
Ann ifern a t’euz meritet !
Ma klewfe ’r Markiz, ma friet,
A ves-te bet ken ifrontet,
Ma ouife da ifrontiri,
’Vreofe did da holl izili ! —
Sevel ’ra ar vrud dre ar vro,
Oa ’r Markiz ’tougenn ar c’hernio ;
Sevel ’ra ar vrud evel-henn,
’Ra ’r Varkizes nozweziou gwenn.
Ar falz kulator skriv lizer
Da gass d’ar Markiz d’ar brezell,
Lakad war-n—ezhan evel-henn :
« ’R Varkizes ’ra nozweziou-gwenn !
» Paotred ho marchosi ’zo friant,
» Hag ho pried a zo iaouank ;
» Hag ho pried a zo iaouank,
» Ha memeuz ez eo variant ! »
Pa ’z eo ar brezell achuet,
Ar Markiz d’ar ger ’zo deuet.
Ebars ar ger pa arrue,
Holl dut he di a waltrete ;
Ispisial paotred marchosi,
’Daoliou-treid ho zaole ’meaz ann ti.
Ar Varkizes a skriv lizer,
Da gass d’hi mamm da Landreger ;
A skriv ann ez-han gant hi gwad,
Dont d’apaisi koler hi mab.
Ar vammik paour a lavare
D’hi mab ar Baron [65] p’arrue :
— Ma mabik paour en em dalc’het,
Holl dut ho ti a waldretet ;
Holl dut ho ti a waldretet,
Ober kalz glac’har d’ho priet ! —
— Ma mamm, ’me-z-han, en em dennet,
Rag ho skeï na c’houlennan ket ;
Me eo ann hini a sonj d’in,
A dle lakad urz ’bars ma zi. —
— Ma mab, me am euz ho ganet,
’Tre ma daou gostez ho touget,
N’ho poa gret d’in kement a boan,
Ma mab, evel ma ret breman ! —
— Ma mamm ’me-z-han, en em dennet,
Rag ho skeï na c’houlennann ket ;
Me eo ann hini, a sonj d’in,
A dle lakad urz-vad em zi.
Paotred ma marchosi ’zo friand,
Ha ma groeg a zo c’hoaz iaouank ;
Radegonda a zo iaouank,
Ouspenn, ’lareur ’z eo variant. —
Hag ar Markiz a lavare
Da he bried, en nozwez-se :
— Ma fried, en em breparet
Da gambr ann dourel da gousket ;
Da gousket ’n kambr ann dourel-wenn,
Me iel’ iwe brema soudenn. —
Ar Varkizes, pa deuz klewet
Mont d’ gambr ann dourel da gousket,
(Kustum da vonet na ’z oa ket),
Da gimiadi ’zo em laket :
— Adieu ’me-z-hi, holl dut ma zi,
Adieu paotred ar marchosi ;
Adieu d’ac’h ma bugale gez,
Adieu d’ac’h, ma diou vageres !
Dalet, gouarneres, ’n alc’houezou,
Bezet ewez euz ma madou ;
Bezet ewez euz ma madou,
Ha dreist-holl ma bugaligou ;
Gret ober mad d’am bugale,
A vo minored kent ann de !… —
’N aotro ’r Markiz a lavare
Na d’he bried, en nozwez-se :
— Ma fried, en em diwisket,
En noaz am euz c’hoant ho klewet. —
— Ma fried, n’eo ket brao gwelet
Un den ’ve en noaz diwisket ;
He n’am euz gret nep resistans,
Na rentjenn d’ac’h obeisans. —
Radegonda, ’vel ma klewas,
War hi daoulinn en em strinkas ;
War hi daoulinn eo em strinket,
Hi dillad a deuz diwisket :
Hi dillad a deuz diwisket,
Hi maerones a deuz pedet :
— Radegonda, ma maerones,
Bezet ’wit-on avokades !
Avokades dirag Doue,
Ewit ma c’horf hag ma ine ;
Ewit ma c’horf ha ma ine,
Ha gret m’inn d’ho kwelet d’an ee ! —
Pa ’z eo em diwisket en noaz,
’Vout he gleze en-hi bet’ ar groaz ;
Vout he gleze en-hi bet’ ar groaz :
— Ah iaou ! ma fried, c’hui am gloaz ! —
Hag hen, pa oa gret he dorfet,
Goull’ pardon ouz-hi hen euz gret ;
Goull’ pardon ouz-hi hen euz gret,
Med euz Doue, n’ c’houlenne ket.
— Ma fried paour, ma fardonet,
Rag injustamant am euz gret,
Gant ann diaoul ez oann tentet ! —
Med hi a oa dija marwet !
Med hi a oa dija marwet,
Hen respont na deuz ket gallet ;
Hen respont na deuz ket gallet,
Med hi maerones a deuz gret.
— Tec’h al lec’h-se, den milliget,
Ann ifern a t’euz meritet ;
Te t’euz meritet en ifern
Mont da dewi, kik hag eskern ! —
Pa ’z ee ’r Varkizes d’ann envou,
’Z ee ar re-all gant ann diaoulou ;
’Z ee ar re-all gant ann diaoulou,
Setu gwall-finn d’ar priejou !
Kanet gant Pipi Kourio, guiader.
Kerarborn, 1855.
Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz ’zo a newez zavet ;
Ur werz ’zo a newez zavet,
Da ur varkizes ez eo gret.
Merc’h ’oa d’ann duk euz a Rohan,
Penheres, pa oa hi unan ;
Penheres, oa pa na oa ken,
Heritoures d’hi holl voïenn.
Kasset oe d’ Baris, da deski
Ar c’hadans hag ar c’hademi ;
Ar c’hademi hag ar c’hadans,
’Wit diskouri gant ann noblans.
Hag en distro euz a-c’hane,
Tudjentil hi daremprede ;
Tudjentil hi daremprede,
Euz a wad uhel ar roue.
A gement hi daremprede,
Neb-hini d’ez-hi na blije,
Ken deuas markiz Degange, [66]
D’hennes roas hi c’harante.
Ur miz anter ez eo padet
Ar solennite ann euret ;
Met kement-se na bad ket pell,
Mont ’renk ar markiz d’ar brezell,
Pa ambarke war ar mor-braz,
He enebour a rankontras ;
He enebour ’n euz rankontret,
Goull’ gourenn out-han hen euz gret.
Ma kouezjont krog-euz-krog en dour,
Ho daou, evel daou enebour.
Set’ Radegond’ intanvezet,
Ha hi sertenn na ouie ket.
Radegond’ doa un orator
En hi jardinn, war vord ar mor,
Hag a deue en-han bemde,
Bemde, ewit pedi Doue ;
Wit pedi ann aotro Doue
Ma c’honeje ’r Markiz en arme ;
Ma c’honeje ’r Markiz hi fried
’R gombat war he inimied.
Un de, pa ’oa en hi fedenn,
’Tiskenn un el en hi c’hichenn :
— Radegond’ lest ar bedenn-ze,
Beuzet ho pried ’vont d’ann arme ;
En tan ar Purgator ema ;
Pedet Doue d’hen delivra ;
Pedet Doue d’hen delivra,
Laket oferiniou gant-han ! —
Pad daou vloaz anter ez eo bet
O tougenn kanvo d’hi friet ;
O tougenn kanvo d’hi friet,
Gant kalz a enor ha respet.
Pa ’oa un dez en hi fedenn,
’Tiskenn un el en hi c’hichenn :
— Radegond’, lest ar bedenn-ze,
Pignet ho pried gant ann ele ! —
Redegonda, pa deuz klewet,
A-c’hane prim a zo savet ;
’Sao a-c’hane, a newez-flamm
Mont d’ar c’hastel da di hi mamm.
P’eo bet ur pennad evel-se,
Tudjentil hi daremprede ;
Tudjentil braz daremprede,
Euz a wad huël ar Roue.
Hogenn a gement a zeue,
Hini d’hi c’halon na blije,
Ken ’deuas markiz Deganvi,
Hennes renkas kaout anezhi.
’Veza ma oa un den doujet
Kredi hen refuz na ree ket ;
Na grede ket dont d’hen refuz,
Dre ma ’oa un den gallouduz.
Daou viz anter ez e padet,
Ar solennite ann eured,
Ar zonerrienn, ar bâl, ann dans,
Vizitou bemde d’ann noblans.
Met kement-se na bad ket pell,
Mont ’renk ar Markiz d’ar brezell ;
Ma teu lizer, ’beurz ar Roue
Da Deganvi d’ vont d’ann arme.
Ebars ur pennad goude-ze,
’C’hân daou vugel kaer ’vel an de ;
’C’hân daou vugel kaer ’vel ann de,
Mab ha merc’h ez oa anezhe.
Ann itron a skrivas lizer,
D’ann aotro da zonet d’ar ger,
D’ lakad badeï ’n daou inosant,
Gant aoun ’varwjent hep badeziant.
P’arruas al lizer gant-han,
’Oa en ur stourmad ar wassan :
’N em denn ’ra neuze a goste,
Ewit lenn ann tam paper-ze.
Skriva ’ra war gorn al lizer
Lakad badeï he daou vugel ;
Lakad badeï ’n daou inosant,
Gant aoun ’varwjeut hep badeziant.
Ha pa oa finn d’ar gombat-se,
’Retornas d’ar ger adarre :
A retornas arre d’ar ger,
Gant mall d’ wellet he bried ker.
Holl dut he di, dre m’ho c’have,
Gant ur joa vraz ho briate ;
Gant ur joa vraz en he gâlon
’C’h antre bars en kambr ann itron.
— Orsa eta, ma fried keaz,
C’hui n’och ket aze en ho eaz ? —
— Me n’am euz sousi gant netra,
Ma fried paour, pa ’z oc’h ama ! —
Na oa ket arru mad er ger,
Ma ’zo deut d’ez-han ul lizer ;
Ma ’zo deut d’ez-han ul lizer,
Da vonet arre d’ar brezel.
Ar Markiz iaouank a oele,
Euz he bried pa gimiade :
— Adieu eta, ma fried kez,
N’ho kwelinn mui ken en buhez ! —
Ar Markiz iaouank a oele,
’N kambr ’r vageres pa ziskenne :
— Adieu eta, ma bugale,
Bikenn n’ho kwelinn en bukez ! —
Ar Markiz iaouank a oele,
D’he vugaligou pa boke ;
D’he vugaligou pa boke,
Ha d’ar vageres a lare :
— Adieu eta d’ac’h, mageres,
Kommerret soign ma bugale ;
Kommerret soign euz anez-ho,
Mar deuann d’ar ger, m’ho rekompanso.
Did, breur belek, karg a roann
Ma fried da vired breman,
Ha kommer soign euz anez-ho,
Mar deuann d’ar ger, m’as rekompanso. —
N’oa ket et mad e-meaz ann ti, [67]
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann diaoul a zo soutil bepred,
Ewit tenti an-nep hen kred,
Hen euz lakad en he galon,
Da ziskenn en kambr ann itron.
— Na demad d’ac’h-c’hui, ma c’hoar-geaz,
C’hui n’och ket aze en ho eaz,
N’oc’h ket en ho kontantamant,
Pa n’oc’h gant ’r Markiz, ’zo ker koant :
Ma karfac’h-c’hui, ma c’hoar-gaer gez,
Ma c’hommer diou pe der nozwez,
A greiz ma c’halon m’ho karrje,
Oh ! ia, bete finn ma buhe ! —
Ar Varkizes, pa deuz klewet,
Ur fasad d’ez-han deuz roet :
Deuz roët d’ez-han ur fasad,
Hag hen beuzet bars en he wad :
— Setu aze al lealded
Ho poa-c’hui touet d’am fried !
M’oufefe ’r Markiz ma fried
A vec’h-c’hui bet ken ifrontet ;
Ho pe bet ann ifrontiri,
Da laret ar seurt komzou d’in,
A vreofe d’ac’h ho holl vemprou,
Lakad ho penn d’ c’hoari c’hillaou !
Ar belek ez ha en koler,
A bign d’he gambr en bezr-amzer :
Skriva ’ra neuze lizerou,
Oa ’r Markiz ’tougenn ar c’herniou :
’N em reï a ra da dut hi zi,
Bete d’ar baotred marchosi !……
. . . . . . . . . . . . . . . . .
P’arruas al lizer gant-han,
’Oa en ur gombat ar Wassan.
Em denn ’ra un tam a goste,
Na ewit lenn ar paper-ze.
Dre ma lenne ar paperou,
’Efase al lizerennou ;
’Efase al lizerennou
Gant ma ree o skuila daelou.
Ha pa oa finn d’ar gombat-se,
Retorn ’ra d’ar ger adarre,
Ha tud he di, dre m’ho c’have,
Fasad-fasad ho ziskarre.
Ann itron, pa deuz-hi gwelet
Oa hi fried ken koleret,
A deuz hi flac’h ar gambr kasset
Ewit apezi hi fried.
Ar plac’h ar gambr, p’eo arruet,
War hi daoulinn ’zo em strinket ;
War hi daoulinn eo em strinket,
Pardon euz-han deuz goulennet.
— Ma mestrik paour, d’in-me laret
Perag ma ’z oc’h ken koleret ?
’R gwall-deod bennag ho euz klewet,
Warbenn ’r Varkizes ho priet ? —
’R Markiz iaouank, pa ’n euz klewet,
Ur fasad d’ez-hi ’n euz roët ;
’N euz roët d’ez-hi ur fasad,
Ha ’n euz-hi beuzet en hi gwad.
Ann itron, pa deuz-hi gwelet
Hi flac’h er giz-se lakaët,
A skriv ul lizer gant hi gwad
D’hi mamm-gaer, ’oa en Huelgoat !
D’hi mamm-gaer, oa en Huelgoat,
Dont d’apezi koler hi mab ;
Donet prest wit hen apezi,
A waldrete holl dut he di.
He vamm-gaer, pa ’z eo arruet,
War hi daoulinn ’zo em strinket ;
War hi daoulinn eo em strinket,
Pardon hi mab ’deuz goulennet.
— Ma mab paour, d’in-me lavaret
Pez gwall-deodet ho euz klewet,
War-beun ’r Varkizes ho pried,
’Wit beza ’r giz-se koleret ? —
— Ma mammik paour, mar am c’haret,
’N han’ Doue ouz-in em dennet ;
Wit ho skeï na c’houlenfenn ket,
Mar na dec’het, ’vinn oblijet. —
’N kambr ann itron a tiskennas,
Ha d’ez-hi raktall a laras :
— Gwisket-c’hui ho habit euret
M’ iefomp d’ ’r gambr euret da gousket. —
— Ma fried paour, d’in-me laret,
Pez gwall-deodet ho euz klewet ;
Pez gwall-deodet ho euz klewet,
Ma ’z oc’h er giz-se koleret ? —
— A-rok ann dez hen goufefet
Pe nozwez ho pezo-c’hui bet ! —……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
’R Varkizes iaouank a oele
Hi habit euret pa wiske ;
Hi habit euret pa wiske.
Ha d’hi mamm-gaer a lavare :
— Ma mammik-kaer, mar am c’haret,
Sousi m’ bugale ’ gommerfet ;
’Kommerfet soign euz anez-he,
Hi vo minored bars ann de ! —
’N kambr ann dourel neuze ’pignas,
Ar Markiz d’ez-hi a laras :
— Diwisket ho habit euret,
Hag et er giz ma ’z oc’h ganet :
Diwisket holl, bet’ ho rochet,
En noaz-puill ’fell d’in ho kwelet ! —
— Ma fried paour, se n’ dere ket,
Met pa lavaret ’vezo gret…… —
Etre hi c’halon hag hi fenn,
Deuz bet seiz taol’ koutelassenn :
Ker-lies taol ha ma skoë,
He bried ouz-han ’c’houlenne : —
— Ma fried d’in-me lavaret,
Perag ’vel-se ma c’hontellet ?
Perag ’vel-se ma c’hontellet ?
Me ’zant ar maro n’ ho reket ! —
Muia hen lake d’ goleri,
N’oa ket ewit laza ’n ez-hi :
Ha ma krogas en bleo hi fenn,
Hi zaolas a gambr ann dourel.
Ha d’ann douar pa ’z eo kouezet,
Hi breur-kaër belek ’zo arruet ;
Hi breur-kaër belek ’zo arruet,
Hag ’velhenn ouzhi ’n euz komzet : —
— « Demad d’ac’h-c’hui ma c’hoar-gaer gez,
« M’ zo kiriek d’ac’h ’koll ho puhez :
« Me am euz daonet ma ine,
« Hag saovetaët ho hini —
’R Markiz iaouank, pa ’n euz klewet,
’N doa he bried injust lazet,
A zo bet et, a dra sertenn,
’R rest he vuhe dober pinijenn ! [68]
Kanet gant ur vaoues, en enez Batz
Miz ere, 1854.
Une troisième version présente, dans sa seconde partie, des détails assez intéressants. Je prie d’abord de remarquer ces deux vers :
D’ar c’houlz-ze ’vije ’r groage tri miz
Kent ewit monet d’ann iliz.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
D’ ’r c’houlz-ze ’vije ’r groage tri miz
Kent ewit monet d’ann iliz.
Pa oa o tont euz ann iliz,
’Kav hi breur-kaër, breur ar Markiz :
— Markizes, c’hui n’oc’h ket kontant,
Pa n’ema ar Markiz prezant ;
Mar karet-c’hui ma fermetti,
Bikenn met ’n ho krad na varwinn ! —
— Hounnes eo ar fidelite
’Brometjac’h d’ho preur, p’ ieaz d’ann arme ?
Ma ve ma fried euz da glewet,
D’ holl izili ’ve d’id toret !
Toret ’ve da holl izili,
Taolet er mor-don da veuï ! —
Mont reez da skriva ul lizer,
Da gass d’he vreur, ’oa er brezel ;
Lakad var-n-han en langaj mad ;
A oa dogan, assuret-mad ;
’Touge ar c’hernio war he benn,
’Ree ann itron nozweziou gwenn.
Dont a reez ar Markiz d’ar ger,
Hag hen transportet gant koler ;
Dre ma rankontre tud he di,
Ho ziskarre hini ’ hini.
Kass ’ra ’r Varkizes hi dimezell,
En esper tori he goler :
— Dimezell, ’me-z-han, em dennet,
Miret ho skeï na halfenn ket. —
Skriva ’ra ’nn itron ul lizer
D’ gass d’hi Vamm-gaer, da Vreiz-Izel,
Da laret d’ez-hi dont timad,
Da apezi koler hi mab……
Ar Varkizes a lavare
En Duakanje pa arrue :
— Ma mab, me ’m boa bet kalz a boan
Euz ho mezur, pa oac’h bihan ;
Ha brema c’hui ’ro glac’har d’in,
’Tont da waltreti tud ho ti. —
— Ma mamm, ’me-z-han, en em dennet,
Rag miret ho skeï n’halfenn ket.
Na oar nikun ar sujet-se,
Nemet markizes Dukanje ;
Nemet markizes Dukanje,
Hounnes a gollo hi buhe ! —
Markiz Dukanje a lare,
D’ar Varkizes hag en noz-se :
— Et-c’hui da gousket d’ar gambr-wenn,
Me iel’ iwe brema-soudenn. —
Ar Varkizes a lavare,
D’hi mates-vihan, en noz-se : —
— Gret-c’hui er-vad d’am bugale,
A vo minoro kent ann de ! —
Santes Radegond’ ma maerones,
Ma rekommandet da Doue,
Ma rekommandet da Doue,
Me a vo maro kent ann de ! —
Markiz Dukanje lavare
Bars ar gambr-wenn pa arrue : —
— Markizes, ’me-z-han, ma fried.
En noaz am euz c’hoant d’ho kwelet. —
Pa oa hi diwisket en noaz,
Plant hi gleze en-hi bet’ ar groaz !
Seiz taol hen euz d’ez-hi roët,
Kent ma ’z eo d’ann douar kouezet ;
Bep-taol ’c’houlenne digant-han
Petra ’oa ’r sujet d’hi lazan ? —
— Abalamour d’ar marc’hamon,
A oa antreet em c’halon. —
— Mar ’pije ouzinn anzavet,
Me ’m bije ho koler toret ;
Me ’m bije ho koler toret,
Dre falz testo ho preur bélek. —
O Markizes paour, ma fried,
Medesined a vo klasket ;
Medesined a vo klasket,
Hag ho kouliou gwellaët. —
— Salv-ho-kraz, ’me-z-hi, ma fried,
Merwell breman a vezo red :
Er Baradoz, pe war he dro,
Mar gret ar vad, nin em gavo !……
Eno oe klewet forz ha kri,
Gant ar servijerrienn ann ti ;
Gant ’r servijerrienn o oela,
Ar Varkizes o kimiada !
Pa diskenne ar c’horf d’ann traon,
’Hee hi breur-kaer gant ann diaoulo ;
Pa oa hi laket bars ar c’harr,
’Hee dirag ’nn holl gant ar Gounnar !
Kanet gant ur vaouez a baroz Ploulec’h,
Tost d’ar Goz-Gueodet. — 1849.
Malloz ar stered hag al loar,
Ann heaul, pa bar war ann douar,
Malloz ar gliz a gouez d’ann traon,
A roan-me d’al les-vammo ;
A roan-me d’al les-vammo,
Waz int er vro wit ann Anko ;
Ann Anko, n’ ra nemet laza,
Ar re-ze, ’laka distruja !
Me ’oa ’r bugelik maget mad,
P’arruas les-vamm ’n ti ma zad ;
P’arruas les-vamm ’n ti ma zad,
A-c’houde n’am boe buhez-vad.
Pa vije, ma mamm ma zad gant ho fred,
Me vije dre ’r prennestr o sellet ;
Me vije dre ’r prennestr o sellet,
Pe dreg ho c’hein ’n tu bennaket.
Pa vije debret ho fred gant-he,
Vije laret d’in mont en ti iwe ;
Vije laret d’in monet en ti,
Ha taolet ’n askorn bennag d’in :
Ha taolet ’n askorn bennag d’in,
Pe un tam paillenn da debri.
Me a iee neuze ’n em oela
Da di ma mageres da breja.
— Digorret ho tor, ma mageres,
C’hui ’c’h euz hi digoret alies ;
C’hui ’c’h euz hi digoret alies,
Me ’m euz gret ’n ho ti meur a bred ez ! —
Barones al Lintier a lare
D’ar Baron, er ger p’arrue :
— Bet eo ho mab Ervoan ama,
Hag a c’hourdrous stard ho laza ;
Hag a c’hourdrous kaout ho puhe,
Blamour ma touchet he leve ! —
Baron al Lintier a laras
D’ar Varones, vel m’hi c’hlewas :
— Pell a renkfec’h hen laret d’in,
A-rok ma oufenn ho kredi,
Rag ma mab Ervoan am c’hare,
Mui ’wit hini ho pugale. —
— Mar n’am c’hredet ket eme-z-hi,
Goulennet ’gant holl dut ho ti ;
Goulennet ’gant holl dut ho ti.
Ho d’euz-han klewet kouls ha me. —
Digant-he holl ’n euz goulennet,
Memez-tra ’vel-t-hi ’deuz laret ;
En tuont, dre ma oant gant-hi,
Ho deuz douget falz-testeni.
Al Lintier-koz a lavare
D’he baotr marchosi en de-se :
— Laket ar marc’h a-rok ar c’hoch,
Me ’renk mont da Razon fenoz ;
Fenoz d’ Razon ’renkann monet,
Ha pa zouplfe ’r marc’h bep-kammed ;
Ha pa zouplfe ’r marc’h bep-kammed,
Da Razon me a renk monet. —
Baron al Lintier a lare,
Er ger a Razon p’arrue :
— Demad ha joa holl er ger-ma,
’Medi ann archerrien ama ?
’Medi ann archerrienn Razon,
Da gerc’had Ervoan ’l Lintier d’ar prison ?
Petra a larfac’h euz ur mab,
A c’hourdrouzfe lazan he dad ;
A c’hourdrouzfe kaout he vuhe,
Balamour ma touch he leve ? —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann archer bihan a lare
’N ti Ervoan ’l Lintier p’arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ervoanik ’l Lintier pe-lec’h ema ? —
He vageres a respontas
D’ann archer bihan, p’hen klewas :
— Eman en he wele kousket,
Komzet sioul, n’hen dihunet ket. —
Ann archer bihan a lare,
Gant ar vinz d’ann nec’h pa bigne :
— Ervoan al Lintier n’ spontet ket,
Me ’zo arru d’ho kommerret ;
Me ’zo arru d’ho kemmerret,
Ho tad hen euz gourc’hemenet. —
— Itron Varia ar Folgoat,
Petra am euz-me gret d’am zad ?
Petra d’am zad am euz-me gret,
’Wit kaout sujet d’am c’hommerret ?
Met p’hen euz ma zad kommandet,
Me ha da zevel ’wit monet……
Itron Varia a Greiz-ker,
Ha n’ gavfenn ket ur messajer
Ha n’ gavfenn ket ur messajer,
A gasfe ’wit-on ul lizer ;
A gasfe ’wit-on ul lizer,
D’ laret d’am paeron dont en ker ? —
Ann archer bihan ’respontas
D’Ervoan al Lintier p’hen klewas :
— Skrivet ho lizer pa garrfet,
Messajer d’hen kass n’ vanko ket ;
Messajer d’hen kass n’ vanko ket.
Me iel’ ma unan, mar be red. —
Ann archer bihan a lare,
’N ti ’n aotro Lomaria, p’arrue :
— Kommerret skabel hag azezet,
Kommerret ’l lizer-ma ha lennet. —
’N aotro Lomaria ’respontas
D’ann archer bihan, p’hen klewas :
— Me ’m euz lennet meur a lizer,
N’ vije ket red d’in kaout skabel. —
N’ doa ket ’l lizer digoret mad,
Ma ’koueze ’n daëro he daoulagad ;
N’oa ket wit hen anter lenna,
Gant ann dour o tont d’hen glebia :
— Itron Varia ar Folgoat,
Petra ’n euz gret m’ fillor d’he dad ;
Petra d’he dad an euz-han gret,
’R bugel daouzek (vloaz) n’e ket trizek ? —
’N aotro Lomaria ’lare,
Bars en Razon pa arrue :
— Petra newentis ’zo ame
M’oc’h ken mintinn war ar bale ? —
Barones Deganje respontas
D’ann aotro Lomaria, p’hen klewas :
— Na newentis a-walc’h a zo,
Hon fillor ez ha d’ar maro ! —
— Itron Varia ar Folgoat,
A ’n euz gret hon fillor d’he dad ?
Petra d’he dad hen euz-han gret,
Ma ’n euz sujet d’hen kommerret ? —
’N aotro Lomaria ’lare
D’ar bourrewienn na en de-se :
— Laket ma fillor er valans,
Me roï d’ac’h he bouez a chevans. —
— Ha pa rofac’h pouez ar ger-ma,
Aotro, n’ho po ket anez-han ;
Na roïnn ket anez-han d’ac’h,
Rag me ’ve distrujet ’n he blas. —
Barones Deganje ’lare
D’ar vourrewienn na en de-se :
— Laket ma fillor er valans,
Me roï d’ac’h he bouez a chevans ;
Me roï d’ac’h a-walc’h a chevans,
Unan, diou, ter gwes he bouesans :
Mar n’e ket a-walc’h kement-se,
Me roï c’hoaz pouez ma inkane. —
— Ha pa rofac’h pouez ar ger-ma,
Barones n’ roïnn ket anez-han ;
Na roïnn ket anez-han d’ac’h,
Rag me ’ve distrujet ’n he blas. —
Ervoanik al Lintier ’lare
Na d’he vaërones en de-se :
— Ma maërones et-c’hui d’ar ger,
Lest ’r justis d’aber hi dever ! —
Ervoanik ’l Lintier ’lavare
Diwar ar potans ’n he goanze :
— Me ’well ma mageres ’tonet,
Zempla ’ra d’ann douar bep-kammed.
Ma mageres, ho pedi ’ran
Roï d’in m’ maillurenn diwezan ;
C’hui ’poa roët d’in ma c’henta,
M’ho peed da roï ann diweza. —
Penaos, ’me-z-hi ma bugel-mad,
Na hallfe ket ma c’halon pad ;
N’ hallfe ma c’halon pad a grenn,
D’ lienna ur c’horf heb he benn ! —
Ervoanik al Lintier ’lare
Diwar ar potans ’n he goanze :
— Me ’m euz tric’houec’h kastel ha tric’houec’h ti,
Tourrel ha milinn euz peb-hini ;
Holl ho roann d’am c’hoar-vager,
Ma do sonj a Ervoanik ’l Lintier. —
Ar Varones a lavare
D’Ervoanik ’l Lintier p’hen klewe :
— Ervoanik ’l Lintier, petra ret ?
Beza d’ac’h breudeur ha c’hoerezed. —
Ervoanik ’l Lintier respontas
D’he les-vamm, kerkent m’hi c’hlewas :
— Mar eo ewit kaout ma mado
Ho euz ma laket d’ar maro,
Me ’ia da zina gant ma gwad
Birwikenn n’ho po da glask mad ! —
Tri de goude m’oe interret,
’Teue Ervoanik da brezek ;
’N ti ar justis eo em rentet,
Hag evel-henn ’n euz prezeget :
— Bars ann ifern ’zo preparet
Kadoriou kaer hag alaouret,
Kadoriou kaer, abouret mad,
Tud ar justis, ’wit ho lakad ;
AR C’HOMT GWILLOU
________
Me ’wel ar c’homt Gwillou war ann hent ’tont d’ar gêr,
Hag a-rok dirazhan pewar c’hant kavalier ;
Hag a-rok dirazhan karronz, karriolennou
Ewit mont d’eureuji dimezel ar Poetou....
Ann itron goz a lâre, un de, d’he merc’h henan ;
— Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo aman !
Me ’wel ar c’homt Gwillou war ann hent ’tont d’ar gêr,
Hag a-rok dirazhan pewar c’hant kavalier ;
Hag a-rok dirazhan karronz, karriolennou,
Ewit dont d’hoc’h eureuji, dimezel ar Poetou.
— Dalet ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abijo kaera,
Ha laket anezhe d’am c’hoarig iaouanka.
— Arret, pajig bihan, krog en penn ar marc’h-ma,
Ma selaouinn ur vouez a glewan o kana ;
Ma selaouinn ur vouez a glewan o kana,
Breman a zo seiz vloaz hi c’hlewiz diveza.... [69]
Kan d’in-me, berjerenn, kan d’in da zon goantan,
Ha pa goustfe arc’hant, hi c’hlewet a renkan. —
— Oh ! salv-ho-kraz, otro, ’wit arc’hant n’am bô ket ;
Ar zôn-man a zo grêt hag a vezo kanet ;
Ar zôn-man a zo grêt balamour d’ac’h, otro,
Hag un dimezel iaouank euz ar gêr a Boeto,
’Zo seiz bloaz ’zo dimêt, eureujet na eo ket,
Hag ur mabig bihan a lârer a deùz bet ;
Hi a zo gwillioudet, un daou vloaz pe un tri,
Hag ec’h eo tamalet da botr ar marc’hosi.
Hag hi a deùz ganet ur mab kaer ’vel ann de,
Ken a lârer ez eo d’ur prinz pe d’ur roue.
Hag a deûz-han lac’het, siouas d’ehi he-hunan,
Hag a deùz-han lac’het hep kaout ar vadeziant.
Ann itron goz a lâre er gambr d’he merc’h hena :
— Otro Doue, ma merc’h, penoz ’vô grêt brema ?
— Dalet, ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abijo kaera,
Ho laket anezhe d’am c’hoarig iaouanka. —
— Demad d’ac’h, emezhi, otro ’r c’homt ma fried,
Pell amzer braz a zo a-boe n’oamp em welet. —
— Ha d’ac’h iwe, ’mezhan, dimezel brao gwisket,
N’eo ket c’hui ann hini am boa d’ehi prometet ;
Penamet respeti ti ho mamm hag ho tad,
Me am bije gwalc’het ma c’hlevez en ho kwad !… [70]
Ann itron goz a lâre, er gambr, d’he merc’h henan :
— Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo aman ;
Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo ama,
Refuzet eo gant-han ho c’hoarig iaouanka !
— Dalet, ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abit-sei gaeran,
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abit drap de ral ?
Rag me a zo siouas ! ’vont d’ar maro raktal…
— Demad d’ac’h, emezhi, otro ’r c’homt ma fried,
Pell amzer vraz a zo ’boe na oamp em welet.
— D’ac’h iwe, emezhan ; petra ’zo c’hoarveet ?
Herve ’l liou a zouget, bugale hoc’h euz bet ?
— Ra vezinn konfontet, ’vel amann war ar plad,
Mar am eùz bet biskoaz ganet na merc’h na mab !
Ra vezinn konfontet ’vel ann amann rouzet,
Mar am euz-me biskoaz na merc’h na mab ganet !
— Arsa, ma sonerienn, sonet ar bal breman,
Ma welfomp ar bale euz ann dimezel-man.
— N’eo ket lâret ’ven kapabl d’ober ar bal breman,
Ann dersienn ’zo ganen, nao miz ’zo hi c’hrenan.
— Ann dersienn ’zo ganac’h, oh ! ia, kredi a ran,
Ann dersienn ’zo ganac’h, ec’h a daou d’hi c’hrenan !
Hag hen o skeï un tol neuze war he feutrinn,
Ma eo strinket al leaz war he abit satinn.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Arsa ’ta, ma sonerienn, sonet ur bal kanvo,
Intaon eo ar c’homt iaouank euz ar gêr a Boeto !
Bet’ ann dez a hirie tric’houec’h groeg am eùz bet ;
Tric’houec’h groeg am eùz bet, homan ann naontekvet ;
Homan ’eo mamzel Jann, homan ann diveza,
Homan a lakao ma c’halon da ranna ! —
Kanet gant Fanchon Flouriot,
mates en Kersont — Berhot — (Aodou ann hanter-noz)
1868.
— Demad d’ac’h, berjerenn, el lann gant ho tenved,
Da biou eo ar zon vrao-se aze a ganet ?
— Ar zon-man a zo grêt da brinses ar Gwillou
A zo gwillioudet war-dro un tri de ’zo…
Ar brinses koz a lâre, er gambr, d’he merc’h henan :
— Otro Doue, emezhi, glac’har ’zo en ti-man !
Me ’wel arru d’ar gêr ar c’homt a Gerwenno,
Breman a zo seiz vloaz na oa ket bet er vro ;
Arru ’eo d’eureuji prinses kaer ar Gwillo,
Breman a zo seiz vloaz na oa ket bet er vro.
M’hen gwel, arru ec’h ê duhont war ann hent-braz,
Daou pe dri c’hant kavalier ’zo a-rok dirazhan.[71]
— Dalet, ma mammig paour, dalet ma alc’houeou
Ha roït d’am c’hoar un darn euz ma braoeriou…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Kerc’het d’in aman, ’mezhi, ma c’houriz ar c’haeran,
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan ;
Kerc’het d’in aman, ’mezhi, ma habit inkarnal,
Ewit ma ’z inn dar zal d’ soufr ar maro raktal…
— Na demad d’ac’h, berjerenn, gant hoc’h abit inkarual,
Indann ann abit-se c’hui a zouffro glac’har ;
Hoc’h abit inkarnal, ho tanlelez arc’hant,
Seblantout a ra din ’z oc’h plac’h ur païsant.
Lâret-c’hui d’in, ma dousig, ha gwir am eûz klewet,
Wardro un tri miz amzer a-boe m’oc’h gwillioudet ?
— Me ra fonto aman, ’vel amann war ar plad,
Mar am eûz bet biskoaz ganet na merc’h na mab ;
Me ra fonto aman evel amann rouzet
Mar am eûz me biskoaz na merc’h na mab ganet !
— En kreiz da zaoulagad, m’hen goar, gaou a lâres ;
Prennet eo da dillad en giz d’ur ’vageres.
Hag hen ’tapoud he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a strinkaz al leaz war he abit satinn…
— Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Ma ’z aï’ ma dous ha me d’hec’h ober d’ann dachenn.
— Otro Doue, ’mezhi, ganen ’man ann dersienn,
Ha na on ket kapabl d’ober ur gavotenn.
— Honnes ’zo un dersienn hanvet ann drantina,
Ha kazi peurvuian ec’h a daou d’he c’hrena.
Ah ! tec’h pell al lec’h-se dirag ma daoulagad,
Pe me ’walc’ho ma lanz brema-sonn bars da wad !
Hag hen hag o souza daou pe dri bas a-dren,
Hag o planta he lanz ebars en he c’hoste……
— Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Manet eo ma dousig a-hed bars ann dachenn ;
Manet eo ma dousig da ruillal bars he gwad,
Na ê ket ac’hanon ’oa d’ezhi ober goap !
Sonet, ma zonerienn, sonet ar glaz-kanvo,
Pa ’z eo intaon ar prinz demeuz a Gerwenno !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
eus a Blunet — (Aodou ann hanter-noz).
Disul ar beure, beure-mad,
Pierig ma mignon !
Disul ar beure, beure-mad,
Me eaz d’ar prison war ma zroad.
— Lâret-c’hui d’in-me, plac’h iaouank,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Lâret-c’hui d’in-me, plac’h iaouank,
Da bini ’nn tri-se hoc’h eûz c’hoant ? —
— Hennes ’zo ’n houarn-braz war-n-han,
Pierig ma mignon !
Hennes ’zo ’n houarn-braz war-n-han
Eo ’nn hini ’garan ar muian.
— Choazet un’-all ’vô d’ho souhet,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Choazet un’-all ’vô d’ho souhet,
Rag hennes a vô dibennet.
— Mar dle hennes mont d’ar maro,
Pierig, ma mignon !
Mar dle hennes mont d’ar maro
Me na chomminn ken war ho tro.
Me na chomminn bars ho ti ken,
Pierig, ma mignon !
Me na chomminn bars ho ti ken.
Me ’aï d’ar maro koulz hag hen.
Pa oe êt ann holl da gousket,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Pa oe êt ann holl da gousket,
Ann alc’houeo e deûz laeret.
— Deuet, prim, er-meaz ar prizon,
Pierig, ma mignon !
Deuet, prim, er-meaz ar prizon,
Eman ’r perzier en abandon !
— Er-meaz ar prizon me n’inn ket,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Er-meaz ar prizon me n’inn ket,
Ken ’vô ma froses achuet.
Azeet ama war benn ma glinn,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Azeet ama war benn ma glinn,
Da gaozeal ha da c’hoarzinn.
— N’azeïnn ket war benn ho klinn,
Pierig, ma mignon !
N’azeïnn ket war benn ho klinn,
Da gaozeal ha da c’hoarzinn.
— Lemet ma gwalenn diwar ma biz,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Lemet ma gwalenn diwar ma biz,
Ha choazet un’ all ’n ho tiviz.
— Na leminn gwalenn diwar ho piz,
Pierig, ma mignon !
Na leminn gwalenn diwar ho piz,
N’ choazinn ket un’ all d’am diviz.
N’oa ket he gir peurlavaret,
Fransoisig, ma Fransoisig !
N’oa ket he gir peurlavaret,
Ar bourrew ’r prizon ’zo antreet.
Bea defoa ’r pennad bleo-melenn,
Fransoisig, ma Fransoisig !
Bea defoa ’r pennad bleo-melenn,
’Tenne dornado euz he penn !
He boutou-lezr ’oa rubanet,
Fransoisig, ma Fransoisig !
He boutou-lezr ’oa rubanet,
Hag holl ho deûz-hi diroget !…
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Me ho ped, merc’hed iaouank, m’ho ped hag ho suppli,
Pa eet da Sant-Jakes, na et ket re disousi ;
Pa eet da Sant-Jakes, na et ket re disousi,
Merc’h un ozac’h a-feson ’zo bet laeret ’vont di.
Merc’h un ozac’h a-feson o vont di ’zo bet laeret,
Gant tri soudard iaouank, da gas d’ar Serrasined ;
Met ho defoa lâret n’ vije ket ofanset,
Ken a vije bet seiz vloaz ’n touez ar Serrasined.
Pâd ur seiz vloaz è bet Louisaïg o kana ;
P’oe achu ar seiz vloaz, ’komansaz da oela ;
P’oe ar seiz vloaz achuet, da oela eo komanset,
Hag ar Serrasinn braz neuze ’n eûz goulennet :
— Lâret d’in, Louisaïg, petra eo ar sujet,
Ann deïo-all a kanec’h, ha bremann a oelet ?
— Petra ’ve d’in, eme-z-hi, ha na oelfenn-me ket,
Hirie ez on kristenez, ha warc’hoaz na vinn ket…
O klewet mouez paourienn ma bro, ’zo ’n toul ann nor,
Faminet gant ann amzer, hag o c’houlenn digor !
— Digoret d’hê, Louisaïg, lâret d’hè dont en ti,
Roët gwinn-mad d’hè d’eva, bara-gwenn da debri.
Ha pa oa Lousaïg euz ho diservija,
Hi ’welt he muia-karet bars ar penn huëlla :
— Terrupl bras, eme-z-hi, as kavan ifrontet,
’Tont ama d’am gwelet, mesk ar Serrasined !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hag hi o vont d’ar jardinn, en aviz hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, ez oa manet kousket…
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar ugent kouvert arc’hant, ho ambarki.
Hag hi o vont d’ar jardinn, en avis hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, bepred ez oa kousket.
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar-ugent linsell voan, hag ho ambarki.
Hag hi o vont d’ar jardinn, en avis hen gwelet ;
P’arruas er jardinn, bepred ez oa kousket.
Hag hi o vont d’he c’hambr, hag o tigas gant-hi
Pewar-ugent roched voan, hag ho ambarki.
P’oa Louisaïg war ar mor, ha krog da naviga,
Hag o vont Louisaïg o komanz da gana ;
Hag o vont Louisaïg da gana komanset,
Hag ar Serrasinn braz neuze ’zo dihunet.
— Digas d’in Louisaïg, Judas, traitour milliget,
Me roï ho pouez a chevanz, war ar pez hoc’h eùz bet.
Seiz vloaz hoc’h bet em zi, hep bea offanset,
M’am bije gouvet ho toare, un de na oac’h ket bet.
Etre-pad ur seiz vloaz ez out bet bars ma zi,
Gwinn mad d’id da eva, bara-gwenn da debri ;
M’am bije gouveet ez oac’h mignon d’ezhi
M’ho pije laket d’ vreigna, ’n ur prizon, ’n toull dor ma zi ! [72]
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Pemzek vloaz è bet ann Dukes
Hep donet da brezek he frouez,
Ha bemdez e pede Doue
Ewit ma dije bugale.
Un de pa oa ouz hen pedi,
’Teuas ann Diaoul d’hi zrompli,
Ma lavaras d’ezhi a-grenn
Na dalve netra he fedenn.
Mont a rez da gambr ann otro,
A oa er memeuz pedenno,
Offansi Doue dre he leïo,
Ken a oa horreur d’ann envo.
Ha ma ’n eûz ann Dukes douget,
Hep na mab na merc’h ’deûz ganet [73] ;
Herve ma rapport ar werz-man,
Ur miz è bet ’n poan anehan.
Pa deue Robart war ar bed-man,
’Ree glao hag awel, a gredan !
Glao hag awel en un instant,
Kement ma sponte peb-unan.
Ha pa ’z è bet Robart ganet,
Na gave mageres a-bet ;
Gant he dent e kroge en-he,
’Vel ul loen spontuz e krie.
Ken braz a oa Robart d’ur bloaz,
Ma ’z è ’r vugale a bemp bloaz.
Kreski ’ree ’vel ann drouk-louzou
’Ve o tioan er jardinou,
He dad neuze, pa ’n eûz gwelet
D’un den santel ’n eûz hen kaset,
Da diski serviji Doue,
Ma kuitaje he wall-vuhe.
Hag hen o vont, en bezr-amzer,
’Torri he vrec’h da vab Hubert.
Ar mab Hubert na vankas ket
Da vont d’hen flatal d’ar bêlek.
— Nebaon, ’me Robart, me harzo
D’am c’horrija ; c’hui n’hen graïo.
Hag hen o tenna he gontel,
Hag o lac’ha ann den-santel.
Na pa ’c’h ée Robart war ar ru,
’Krene ’r paveo en daou-du ;
N’oa hini er gêr a Rouan,
N’ho stleje holl, braz ha bihan.
A-c’hane hec’h eas neuze
Da ur forest hanvet Guibre,
E-lec’h ma savas ur vandenn
A laeron hag a volerrienn.
Un de, ’welet ur mesaër
’Vesa he denved tost da gêr,
’Vesa he denved tost da gêr,
Hag hen o vont hag hen gelwer.
— Tostàd d’ac’h-c’hui na gredan ket,
Eman ar gwad ouz ho tilled ;
Map karjac’h bea den-santel,
Da Doue servijer fidel,
A vefac’h un de pardonet,
Hag ho pe lod ar joaüsted.
— Bennoz Doue d’id, mesaër,
Parlant a rez evel un êl ;
Setu, wit da drugarekâd,
Hanter kant louiz-aour ’n ur ialc’had ;
Na garfenn netra da gavet,
Met ma zad, ma mamm da welet.
— Da dad, da vamm ’weli fete,
Er gêr a Rouan, war ar pave.
Er gêr a Rouan p’eo arruet,
He dad, he vamm ’n eùz rankontret.
Et int d’ann daoulinn dirazhan,
D’ c’houlenn ho buhe digant-han.
— Ma zad, ma mamm, savet n’ ho sà
Prest eo ma c’halon da ranna ;
Prest eo ma c’halon da ranna,
Em gonvertiset ’on brema ;
Me c’houlenn pardon hag iskuz,
D’ar pec’her paour ken maleüruz !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marc’harit Fulup.
a Blûnet, (Aodou ann hanter-noz.)
Na pa retornis euz poazet,
Me na sonjenn en drouk a-bed ;
Na pa retornis euz poazet,
Pewar lakes ’m eûz rankontret ;
Pewar lakes hag ur Jouis
Oa ’n tal ar groaz, pa dremenis.
Hag ar Jouis ’c’houl’ ouzin-me :
— Merc’h iaouank, c’hui a zimezfe ?
Merc’h iaouank, c’hui a zimezfe
Da genta mab ho koulenfe ?
Da genta mab ho koulenfe,
Ha ’ve posubl ’ve me a ve ?
— Na eo ket war ar c’hroaz-hentjou,
Otro, ’ve grêt ann dimiziou,
Met en ilis, pe er porched,
Etre daou den hag ur bêlek.
Izabell ar Iann a lâre
Er gêr, d’he mamm, pa arrue :
— Ma mammig paour, mar am c’haret,
Ma miret euz ar Jouisted ;
Ma miret euz ar Jouisted,
Ma laket ’n ur gambr alc’houeet.
Ar Jouis braz a vonjoure,
’N ti ar Iann koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Izabell ’r Iann pelec’h ema ?
— Et è Izabell da boazet,
Ha na mèdi ket retornet.
— Roët-c’hui d’in ann alc’houeou.
Ewit ma sellinn er c’hambrjou.
Dor ar gambr wenn ’n eûz digoret,
Izabell ar Iann ’n eûz kavet…
Izabell ar Iann ’c’houlenne
Euz he mammig paour, en de-se :
— Ma mammig paour, d’in-me lâret,
Gant ar Jouis rèd ’vô monet ?
— Se d’ac’h, ma merc’h, na lârinn ket,
Digant ho tad a c’houlenfet.
— Ma zadig paour, d’in-me lâret,
Gant ar Jouis rèd ’vô monet ? —
— Se d’ac’h ma merc’h, na lârinn ket,
Digant ho preur Louis goulennet.
— Lâres-te d’in-me, ma breur Louis,
Ha rèd ’vô mont gant ar Jouis ?
— Ia, gant ar Jouis ’vô rèd monet,
Pa ’z eo ar paeamant touchet ;
Pewar c’hant skoed en arc’hant mad
Deûz touchet ho mamm hag ho tad.
Ha kement-all ho preur Louis,
’Wit lâret ho reï d’ar Jouis ;
Ha mar et-c’hui a galon vad,
Me am bô c’hoas un dra-bennag.
— Pe a t’eûz bet, pe na t’eùz ket,
Gant ma grad-vad me na inn ket !
Izabell ar Iann a lâre
D’he mammig paour, un dez a oe :
— Ma mammig paour, lâret-c’hui d’inn,
Na pe-seurt abit a wiskinn ?
— Gwisket hoc’h abit violet,
A vezo skanv d’ac’h da gerzet.
— Gwisko ann abit a garo,
Kammed war-droad hi na raïo ;
’Ma ma inkane ’n toull ar pors
Izabell ’r Iann, euz ho kortos ;
Houarnet mad gant leton-gwenn,
Hag ur brid arc’hant en he benn ;
Hag ur brid arc’hant hen he benn,
He bommello en aour melenn.
— Mar ’zo ’r brid arc’hant en he benn,
He bommello en aour melenn ;
He bommello en aour melenn,
Me garie ’ve ’n tan en he benn !
Ha koulzgoude am eûz pec’het,
Rag al loen paour n’è ket kiriek.
Izabell ar Iann a lâre,
A bors he zad pa bartie :
— Adieu, ma mamm, adieu, ma zad,
Bikenn n’ho kwel ma daoulagad !
Me lâr adieu d’am holl broïs,
Met d’hennont al laer ma breur Louis ;
Met d’hennont al laer ma breur Louis,
Hen eûz ma gwerzet d’ar Jouis !
Izabell ar Iann ’c’houlenne
Euz ar Jouis braz, un dez ’oe :
— Jouis, Jouis, d’in-me lâret,
N’eo ket heman ’r pont mr eûz klewet,
N’eo ket heman ’r pont ’m eûz klewet,
’Taoulinn warnehan al loened ?
N’oa ket he gir peur-lavapet,
He marc’h ’dan-hi ’zo daoulinet.
Izabell ar Iann a lâre
D’ar Jouis braz, un dez o oe :
— Me glew kôg ma zad o kanan !
— N’ pet ket, Izabell, emehan ;
N’ ret ket, Izabell, emehan,
Rag pemp kant lew ’z oc’h diout-han.
Ar Jouis braz a lavare
Er gêr, d’he vamm, pa arrue :
— Na setu ur verc’h-kaer aman ;
Braoa plac’h-iaouank eo homan !
— Na eo ket deut gant he grad-vad,
Eman ’n dour war he daoulagad.
Ar Jouis braz a lavare
D’Izabell ar Iann un dez ’oe :
— Deut ganen, Izabell, d’ar sellier,
Da danva gwinn ken dous ha mel.
— Gwell’ ’ve ganen, en ti ma zad,
Eva dour euz feunteun ar prad.
— Deut ganen, Izabell, d’am c’hambrjo
Da gonta aour a dousenno ;
Deut ganen, Izabell, d’ar gambr wenn,
Da gonta aour hag arc’hant gwenn.
— Gwell’ ganen, bea ’n ti ma zad,
’Konta uio d’ gas d’ar marc’had.
Ar Jouis braz a lavare
Na d’he vammig, un dez a oe :
— N’ouzonn petra ober out-hi,
Kals a boan-speret a ro d’in ;
Goulennan ’r mennad a garan,
Bepred na ra nemet goela.
— Mar n’ouzoud da ober out-hi,
Komer ur gontel ha lac’h-hi.
— Tri marc’h a zo er marchosi,
Daou a zo d’ac’h, unan ’zo d’in ;
Daou a zo d’ac’h, unan ’zo d’in,
Rag ewit honnes na lac’hin !
Hag a-benn un nao miz goude
Izabell kontantamant ’defoe ;
’Oa Izabell e-tal ann tan,
O tomman ur Jouis bihan.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Evnidigo diwar ann nij,
Gret ma gourc’hemeno en Breiz ;
Gret ma gourc’hemeno d’am broïs,
Met d’hennont al laer ma breur Louis ;
Met d’hennont al laer ma breur Louis,
Hen eûz ma gwerzet d’ar Jouis ! [74].
Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet (Kosteïo ann Anter-noz),
ar c’henta a viz Here-1868.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo ’newez savet ;
D’ar gêr a Wengamp ez eo grêt,
’Zo gant Denombra komerret [75].
Bars ar bloaz pemp ha pemzek kant,
’Tessas ar seziz war Wengamp.
War bors Mikêl ’oa ar Saozon,
Ann Allmanted war bors Roazon.
War bors Treger ’oa ’r Flamanted,
War bors ’r blomenn, ann Irlanted ;
War bors ’r blomenn, ann Irlanted ;
Karget ’oa kêr a soudarded.
Trompiller ar prinz a lâre,
War borziou Gwengamp pa skoë :
— M’ho ped, digoret d’in ho tor,
Trompiller ar prinz c’houl’ digor.
Trompiller ar prinz ’zo ama,
O c’houl’ digor da Denombra ;
O c’houl’ digor da Denombra,
Tric’houec’h mil soudard ’zo gant-han.
Tric’houec’h mil soudard, tud vaillant,
Da lakâd ar seziz war Wengamp.
— Ho ! ma forzio ’zo moraillet,
Ma mogero, fortifiet ;
Hag ’vec’h aze dek miz amzer,
Birwikenn n’antrefet en kêr,
Ha n’ digorinn ar porziou-man,
Ken ’m bô komzet euz Melkunan,
Paramant ann dukes Anna,
Ar re-se ’gommand er gêr-ma.
Porzier Gwengamp a lavare
Da Velkunan, p’hen salude :
— Trompiller ar prinz ’zo ama,
A c’houl’ digor ’wit Denombra ;
A c’houl’ digor ’wit Denombra,
Tric’houec’h mil c’havalier gant-han.
Ha Melkunan a lavaras
Da ganonier Gwengamp, pa glewas ;
— Depech karga ar c’hanon braz,
Da reï da Denombra war he fas !
Kanonier Gwengamp a lâras
Da Velkunan vel m’hen klewas :
— Ni ’zo pell zo euz hen kargan,
Tric’houec’h bouled-rollet ’zo en-han,
Bar un anter poell poultr kanon,
Kement-all ’vunud draillo plom…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
N’oa ket he gomz peurlavaret,
Kanonier Gwengamp ’zo diskaret
Gant un tenn poultr gwenn euz ur gambr,
Digant markiz Gwaz-ar-garant [76].
Kanonier Gwengamp a lâre
War ann tour-plad en he c’hourve :
— M’am bije un heur da vewa,
N’oa ket komerret ar gêr-ma !
Ar ganonieres pa welas,
Honnez na gollas ket kouraj,
Hag ’amorsas ar c’hanon braz.
Ha pewarzek kant a lac’has.
’Tre Gwengamp ha santes Katelin,
’Deûz lac’het pewarzek kant den,
C’hoas ê manet ’n hini gwasa,
P’eo manet ar prinz Denombra.
Ha Melkunan, p’hen eûz gwelet
Penoz ez oant holl trahiset,
Hag hen hoc’h ober he ave
’Kuitâd kêr gant he vugale.
Ha Denombran a lavare
Bars en Gwengamp pa antree :
— D’in ’vô ar gwinn hag ann arc’hant,
D’am soudarded, merc’hed Gwengamp !
Kriz a galon neb na oelje
Bars en Gwengamp neb a vije,
O klewet ar merc’hed iaouank
O c’herwel ar Werc’hes a Wengamp :
— Gwerc’hes Vari, hon zikouret,
Ni ’zo gant ann holl dilezet !
Kriz a galon mar na oelje
Bars en Gwengamp neb a vije,
’Welet al linselio, ’n tapiso
Gant-he o puri hoc’h armo…
Na Denombra a lavare
En ilis gwengamp p’antree :
— C’hui ’ve kontant, Gwerc’hes Vari,
’Lakafemp ho ti da varchosi,
Ho sekreteri d’ gav ar gwinn,
Hoc’h aoter vraz da daol keginn ?
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar c’hleïer da zon ’zo komansed :
Komans ’ra ar c’hleïer da zôn
Ken oa ar spont en ho c’halon.
Ha Denombra a lavare
Na d’he bajig bihan neuze :
— Paj bihan, komer ma c’hleve,
Kerz da c’hoùd piou a zôn an-hê :
Ha mar zo kristenn euz ho zôn,
Plant ma c’hleve en he galon !
Krec’h gant ann tour hec’h ê pignet,
Ha prest goude ’eo diskennet :
— N’eûz kristenn a-bed ouz ho c’hè,
Kouez’ a ’ra ’r c’hlizenn diout-hê ;
Nann, ’met graz Mari hag he mab
’Zo en tour euz ho branskellad !
Na Denombra a lavare
D’he soudarded, eno, neuze :
— Dibromp hon c’hezek, eomp en hent,
Lezomp ho zie gant ar zent !
Lezomp he zie gant Mari,
’Oamp pell ’oa euz hec’h offansi ! —
Ar werz-man a zo bet skrivet d’in gant ma mignon ar barz mad Iann-Mari Ar Iann, ha kanet d’ehan gant Mari Ferchal, o chomm en kêr Gwengamp. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Oa karget kêr a soudarded,
Hag ar c’hanonier ’oa lac’het.
Ann dukes Anna a lâre [77]
D’ar ganonieres, p’hi salude :
— Ma vije ’r c’hanon braz karget,
N’ vije ket Wengamp komerret,
N’ vije ket Wengamp komerret,
Na ma c’hanonier braz lac’het.
Ar ganonieres a lâras
D’ann dukes Anna, p’hi c’hlewas :
— Dukes Anna, ma iskuzet,
Ar c’hanon braz a zo karget ;
Et ’zo enhan ’r bouellad poultr-draje,
Mui pe gement-all a vitraille,
Mui pe gement-all a draje braz,
Da rei da Denobre war he fas.
Da dal ar c’hanon hec’h eo êt,
War he daoulinn eo em strinket,
’Wit pedi Doue d’hi zikour,
Hag ar Werc’hes a Wir-Zikour :
— Itron Vari a Wir-Zikour,
Plijet ganac’h dont d’hon zikour,
Roët ar c’hraz d’imp da drec’hi
Da drec’hi war hon inimi !
N’oa ket he gir peurlavaret,
Ar c’hanon ’deûz digollieret :
Tremen pemp mil a deûz lac’het.
Ha mui pe gement-all bleset.
Ann duk Denobre a lâre
War bave Gwengamp pa varche :
— Pelec’h eman ’r merc’hed ama
Laka ar c’hanon da straka ?
Kriz a galon mar na oelje,
War bave Gwengamp neb a vije,
O welet ar merc’hed, ar groage,
O tastum dillad ho gwele,
Ann tapiso, al linselio,
Ar golc’hejo, ar balino [78] ;
Ar c’holc’hejo, ar balino
Da stoufa prennestro ’r c’hanono.
Ann duk Denobre a lâre
War bave Gwengamp pa varche :
— D’am soudarded ar merc’hed koant,
D’in-me ann aour hag ann arc’hant !
Ann duk Denobre a lâre
En porchet Gwir-Zikour p’arrue :
— C’hui ’ve kontant, Gwerc’hes Vari,
’Lakafenn ho ti da varchosi,
Ho sakretiri da gav ar gwinn,
Hag hoc’h aoter da daol keginn ?
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar c’hleïer da zôn ’zo komanset ;
Ar c’hleïer a gomans da zon,
Hag ha laka spont ’n ho c’halon.
Ann duk Denobre a lâre
Na d’he bajig bihan neuze :
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Te ’zo dilijant, prim a droad,
Kerz ewidon war ann tour plad ;
Kerz ewidon war ann tour plad,
Da c’hoûd piou ’zo euz ho branskellad ;
Kas ganid kleve, sabrenno,
Gant da daoudorn te ’gombatto.
Mar ’zo den-a-bed euz ho zôn.
Plant da gleve en he galon !
Ar paj-bihan a lavare,
Traon gant ar vinz pa ziskenne :
— ’Man ’r Werc’hes Vari hag he mab
Bars ann tour euz ho branskellad ;
Bars ann tour euz ho branskellad,
Hag ’vel ann dour a red ho gwad !
Ann duk Denobre, p’hen eûz klewet,
Hen eûz galwet he soudarded :
— C’hui, ma soudarded, ’reï pep a skoed,
Me ma hunan a peï daouzek ;
Me ma hunan a peï daouzek
Da baea ’n domaj a meumb grêt :
Dibromp hon c’hezek, eomp en hent,
Lezomp ho zie gant ar zent ! —
Kanet gant Marc'harit Fulup,
a Blunet.
Fontenella a barouz Prat,
Braoa den-jentil ’wisk dillad,
Hen eûz laeret ur benheres
Diwar barlenn he mageres.
Diwar barlenn he mageres,
Ur genentervez d’ar rouanes.
Fontenella a lavare
D’ar benheres, un dez a oe [79] :
— Penherezig, d’in-me lâret,
Petra er c’hleuz-ze a glasket ?
— Ha ma ’z eo boukedou ann hanv,
D’am c’henderv-bihan, a garan ;
Met aoun am eûz, ken a grenan
Na rankontrfenn Fontenella ;
Na rankontrfenn Fontenella,
Gourdrous a ra ma c’has gant-han ;
Lies am eûz klewet lâret
Ez eo un debocher merc’hed ;
Ez eo un debocher merc’hed,
Ispisial penherezed !
Fontenella a lavaras
D’ar benheres,’vel m’hi c’hlewas ;
— Klasket ’r boukedou a garfet,
Gant Fontenella hec’h efet !
War he varlenn ’n eûz-hi lakêt,
He simarenn d’ez-hi ’n eûz gwisket ;
He simarenn d’ez-hi ’n eûz gwisket,
D’al leandi ’n eûz he c’haset.
Seiz vloaz oa pa hi c’hasas di,
Seiz vloaz eo bet el leandi ;
P’oa he fevarzek achuet,
Neuze ez int bet eureujet.
— Resev ’ran lizer en peb gîs,
Digant ho kenderv, mont da Baris.
— Ma friedig, mar am c’haret,
Mesajer ’wit-hoc’h a gasfet.
— Mesajerrienn ’walc’h ’m eûz kaset,
Hini ’nn ez-he n’ zo distroët,
Me iel’ ma unan bet’ ar but,
Balamour da gomzo ann dud.
Fontenella a lavare
Parouz Prat na pa guitaë :
— Ur banniel-gwenn, euz ar c’haeran,
Da botred Pradis a roan ;
Da botred Pradis a roan,
M’ho dô sonj a Fontenella……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Fontenella a lavare,
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
M’ho salut ho taou asambles ;
M’ho salut ho taou asambles,
Deût on iaouankig d’ho pales.
Hag ar roue a lavaras
Da Fontenella, p’hen klewas.
— Pa ’z oc’h deut, deut-mad ra veet,
Komerret skabell hag azeet ;
Komerret skabell hag azeet,
Dalet ho setans ha lennet.
N’oa ket ’l lizer digoret mad,
Oa ann dour war he zaoulagad.
Fontenella a lavare
D’he bajig bihan en de-se :
— Dalet, pajig, ma faj-bihan,
Dalet gwalenn ma biz-bihan,
Kaset hi d’ benherez Coatezlan,
Ma defo sonj’ Fontenella !
Ar paj bihan a lavare
En Coatezlan pa arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ar benheres pelec’h ema ?
— E-medi bars ar gambr kousket,
Tolet-pled a hi dishunfet ;
Ter noz ’zo banne n’ deûz kousket,
Gant ann nec’hamant d’he fried !
Ar benheres, pa deûz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet ;
— Laket ar c’hezek euz ar c’hoch,
Ma ’z inn da Baris fed-a-noz ! —
Fontenella a lavare
Diwar ar chafod, un dez oe :
— Me ’well o tont ar benheres,
E-kreiz etre diou varkises ;
E-kreiz etre diou varkises,
Na oar ket ez eo intanves !
Endan-hi ’n abit fleur ampes,
Na oar ket ez eo intanves !
Mar wife ar pez ouzonn-me,
Eo un abit du a dougje !
War he barlenn ’r skudell arc’hant,
Da c’houl’ arc’hant d’he faeamant.
Ar benheres a lavare.
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes.
M’ho salut ho taou asambles :
Demad ha joa bars al lez-ma,
Ma friedig pelec’h ema ?
— Eman duze war geign-he-gorf,
Troc’het he benn diouz he gorf !
— D’ betra ’c’h eûz lac’het ma fried ?
Na veritenn ket hen kavet,
Nag a vado nag a c’henet,
A galite na lâran ket !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Anna Salig, 75 ans,
Plouaret 1864.
Fontenella a lavare
En Koad-ar-Rinec p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
’Nn otro Rinec pe-lec’h ema ?
— Komerret skabell, azeet,
Dalet ul lizer ha lennet.
— N’eo ket ken kriz al lizer-man,
Na lennin euz ma sa ’nezhan.
N’oa ket gant-han digorret mad,
’Kouee ’nn dour euz he daoulagad ;
N’oa ket gant-han hanter lennet,
Skabell d’azea ’n eûz goulennet.
— Roët d’in skabell d’azea,
Hag ur banne gwinn da eva ;
Hag ur banne gwinn da eva,
Dare ma c’halon da ranna !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Me ’wel o tont ar benheres,
Hag hi e-kreiz tre diou brinses,
En he dorn ur skudell arc’hant,
O c’houl’ paeamant ar jujamant…
Fontenella hen eûz gret le
Biken en Leon n’antreje :
Koulzgoude ’n eûz lavaret gaou,
Tremenet gant-han Plounevez ’r Faou ;
Menez Arre ha Plougonvez,
Hag iwe ar Chapel-newez.
Fontenella a lavare
En Koadelan pa arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ar benheres pelec’h ema ?
— Ar benheres a zo kousket,
Tolit-ewez n’hi dishunfet !
— Roït d’in-me ann alc’houeo,
Mar eo kousket, m’hi dishunvo.
Ar benheres a lavare
D’ Fontenella, pa dishunve :
— Na gredan ket mont da vale,
Gant ann aoun rag Fontenelle,
Rag klewet am eûz lavaret
Ez eo un debocher merc’hed ;
Ez eo un debocher merc’hed,
Ispisial penherezed. —
— M’eo rag Fontenella spontet,
Out-han he-unan e komzet !
Ar benheres a lavare
D’he mates vihan, ann de-se :
— Mates vihan, ma sikouret,
Ewit kouraj na vankan ket.
Un hach-pennek a oa gant-hi,
Ha gant-hi ’c’hourdrouze hen skeï.
Fontenella a lavare
D’ar benheres eno neuze :
— Penherezig, n’am skoït ket,
P’autramant c’hui ’vezo nec’het ;
Mar galwan-me ma soudarded,
Penheres, neuze a krenfet.
Fontenella a c’houlenne
Digant ar benheres neuze :
— Penherezig, d’in lavaret,
C’hui deufe ganen d’ douar gallek,
Da gabitenes ter arme,
Ha pried da Fontenelle ?
Ar benheres o lavaras,
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Gwell’ eo ganin mont d’ar Folgoat,
Ac’hane ’welin douar ma zad,
Ac’hane ’welin douar ma zad,
A raï kalz vad d’am daoulagad !
Fontenella a lavare
D’he baj-bihan, un dez a oe :
— Kerz da c’houlenn digant Mari
Raï digommer d’eomp ’n he zi ;
Mar na zigor he dor, torr-hi,
Laka ’nn ilis da varchosi,
Ar sakristiri da gav gwinn,
Ann aoter-vraz da daol keginn !
Pa oant gwella gant ar chervad,
Kommans ar c’hleier d’ vransellad ;
Koumans ar c’hleier d’ vransellad,
Fontenella ’leusk huanad :
— Pajig, pajig, ma faj-bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kerz prim, kerz prim da lein ann tour,
Da c’houzout piou a zo o sôn.
Ar paj-bihan a lavare,
Euz lein ann tour pa ziskenne :
— Uc’hella ma c’hallenn ’on bet,
Ha den a-bed n’am eûz gwelet,
Nemet ar Werc’hes hag he mab
’Zo ho daou euz ho bransellad !
Fontenella a lavare
D’he soudardet eno neuze :
— Daouzek kant soudard ’zo ganen,
Profont holl peb a skoed-newe ;
Profont holl peb a skoed-newe,
Daouzek ar benheres ha me !
Deomp-ni brema gant hon hent,
Ha lezomp ho zier gant ar zennt…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Fontenella a c’houlenne
En Trevrian pa arrue :
— Ma merer, d’in-me lavaret ;
Na pelec’h ema hô merc’hed ?
Na pelec’h ema ho merc’hed,
Unan a renkann da gavet.
Hag ar merer lavaras
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Otro, m’ho peed, ma iskuzet,
N’oc’h eûz ket ezom ma merc’hed,
’Ma ganec’h penheres Koadelan,
Koanta plac’h iaouank ’zo ’r bed-man.
Deut ’zo lizer d’ Fontenelle
Ewit mont da gaout ar roue.
Fontenella a lavare
A Drevrian pa sortie :
— Kenavo da barouz Tremel,
Mar gallan na vezin ket pell :
Mar bean beo, teuin d’ar gêr,
Mar marwan, ’tigasin lizer.
Fontenella a lavare,
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
Deut ’on d’ho kwelet d’ho pales !
Ar roue neuze a lâras,
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Pa ’z oc’h deut, deut-mad ra veet,
Ewit d’ar gêr na efet ket !
Fontenella a lavaras
D’ar roue neuze p’hen klewas :
— Re-iaouank ez ê da varo
D’ lakâd ann-on-me d’ar maro !
Ar roue neuze a lâras
D’ Fontenella, gant malis-bras :
— Mar on re-iaouank da varner,
Te a zo re-goz da wasker !
Fontenella a lavare
D’he baj-bihan eno neuze :
— Pajig, pajig, ma faj-bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kerz-te brema da Goadelan
Da vouit ’r c’houplad linselliou-moan ;
Da vouit ’r c’houplad linselliou-moan,
D’ lakad ma c’horf da liennan.
Ar roue neuze a lâras,
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Salv-ho-kraz, ’vel-se na vô ket,
A dammou ’vefet dispennet ;
Dispennet ’vefet a beziou,
Ha tolet war ar c’hroaz-hentjou !…
Fontenella a lavare
D’he baj-bihan eno neuze :
— Pajig, pajig, ma faj-bihan,
Kerz-te brema da Goadelan,
Ha goulenn ur plad alaouret
D’ lakâd ma fenn, pa vô troc’het !
Met ar roue a lavaras
Da Fontenella, p’hen klewas :
— Nann ! tolet ’vô war ar pave,
Da voul-c’hillo d’ar vugale !
Fontenella a lavare
D’he baj-bihan eno, neuze :
— Dal ur guchennad ma bleo-melenn
Da staga euz porz Trevrien,
Wit ma lâro Trevrianis :
— Bennoz Doue d’ene ’r markis ! —
P’hec’h a Marc’harit da vouit dour,
Hec’h a ’r forban braz d’hi zikour :
— Roït d’in ho pod ha m’hen dougo,
Gant aoun mastari ho koeffo.
— N’ho pet ket dammant d’am c’hoeffo.
Tric’houec’h dousenn ’zo anezho ;
Tric’houec’h en lienn Hollanda,
Ha kement-all en batista.
— Marc’harit Charlès, d’in lâret,
Ho kalon d’in-me a rofet ?
— Ma c’halon d’ac’h na roïnn ket,
Rag ewit den-fall na on ket.
’wit-on da vea muntreres,
Euz ma c’horf n’on ket pec’heres.
Mar an ganec’h indann ar c’hoad,
Me a renko kaout ur gobr mad ;
Eva ur pintr bemdez a wad,
Hag a wad den, gouveet mad ;
Ur c’huitel arc’hant alaouret,
’Wit c’huitellad ma mignoned !
Ma è honnont ar Charlezenn,
A c’huitelle war bouez he fenn ;
Ha na è ket ur zeblant vad
Klewet ’r Charlezenn c’huitellad.
Ar Charlezenn na wie ket
’Oa he zad a defoa lac’het,
Ken a oa gwelet he voned,
War benn unan ar forbaned…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann otro Keraglaz a lâre
D’he bajig bihan, un dez ’oe :
— Eomp sioulig ama soudenn,
Gant aoun ’klewfe ar Charlezenn :
Rag mar hon klew ar Charlezenn,
Ez omb maro brema soudenn.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar Charlezenn a zo digwêt.
— Otro Keraglaz, d’in lâret,
Pelec’h hec’h et pe ez hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe ’man en hoc’h esper monet ?
— O klask ur c’homper me ’zo bet,
C’hui ’vô ar gommer, mar karet ;
C’hui ’vô ar gommer mar karet,
Ma groeg ’zo ’newe gwillioudet.
Ar Charlezenn, pa deûz klewet,
He zroad war he hini ’deûz laket ;
He zroad war he hini ’lakâs,
War he inkane a bignas.
Ar pajig bihan a lâre
D’ann otro Keraglaz neuze :
— Pa deufet diwar hoc’h inkane,
Grêt d’ar Charlezenn dont iwe ;
Me ’m eûz hi gwelet gant un noade
O staga ho tillad ouz he re.
Ar Charlezenn a vonjoure
En Keraglaz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Roït d’in skabel d’azea,
Serviedenn d’em dic’houeza,
Mar ben-me kommer en ti-ma.
Ur vales vihan ’oa en ti
A oa un tammig re hardi :
— Kommer en ti-ma n’ veet ket,
C’hui na païsantes a-bed.
Ar Charlezenn, pa deûz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet,
Ha kerkent ez eo bet tapet,
Un archer en-hi ’zo kroget.
— M’am bije gouveet, Keraglaz,
Pa oann duhont war an hent-braz ;
Pa oann duhont war ann hent-braz,
N’oac’h ket êt dirazhon ur paz !
’N otro Keraglaz a lâre
D’ar Charlezenn eno, neuze :
— Lemet digant hi he c’houtelasenn
’Zo indann he c’hotillonenn ;
Hag he c’huitel arc’hant alaouret,
A zo gant-hi en he bruchet ;
A zo gant-hi en he bruchet,
Wit c’huitellad he mignoned.
Ar Charlezenn a lavare
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— ’Wit-on da vea muntreres,
Gant ma c’horf non ket pec’heres ;
N’am eûz ganet nemet unan,
Hag hen kuzis en kreiz ann tan.
’Tre Montroules hag al Lewe-drez,
’M eûz lac’het ter groeg dougerez ;
Muia truez am boa out-he,
Oa unan pemzek vloaz ’oa an-he,
Hi c’hlewet ’c’houlenn d’hec’h inosant,
D’he mabig paour, ar vadeziant !
D’he mabig paour ar vadeziant,
Hag ewit hi ar zakramant !
’Tre Montroules hag al Lew-drez,
A zo ur c’hoadig leun a drez ;
Kerlies korf marw ’zo en-han
Hag ’zo en karnel ar gêr-man :
Hag ’zo en karnel ar gêr-man,
Poent a-walc’h è ma distruja !
Kanet gant Mari Clec’h,
Koaderes en koad Beffou. — 1868.
— Mar deut ganimb indann ar c’hoad,
C’hui ’rinko eva ’r pintad gwad,
Ewit ma peo ar gouraj
Da lac’ha tud war ann hent-braz. —
Ar roue Spagn, p’hen eûz klewet,
Un arme newe ’n eûz savet,
’N eûz kaset pemp kant ’n ur vandenn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn.
Met n’ gredjont ket antren er c’hoad
Gant Marc’harit o c’huitellad.
Pa oant o vont gant ann hent-braz,
Hi ’rankontr ’n otro Keraglas.
— Bonjour d’ec’h, otro Keraglaz
— Ha d’ec’h, ’mehan, kompagnones vraz,
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe hoc’h eûz esper da vonet ?
— Ni ’zo bet pemp kant ’n ur vandenn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn,
Met n’ gredjomp ket antren er c’hoad,
Gant ar Charlezenn ’c’huitellad.
— Et d’ar gêr, lâret d’ar roue
’Vô duman ’benn warc’hoaz ’d greizde,
Pe me gollo m’holl vad, sec’h ha glaz,
Hag ann ti nobl a Geraglaz.
Ann otro Keraglaz a lâre
Er gêr d’he itron p’arrue :
— Et, ma itron, en ho kwele,
’Vel pa vec’h en poan a vugale,
Na kers brema, pajig bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kerz ewidon da Dremezan [80].
Da glask un inkane rouan ;
Da glask un inkane rouan,
’N hini kaera, ha kerz buhan.
Ar pajig bihan a lâre
En Tremezan pa arrue :
— Me ’zo deut, itron Tremezan,
Da glask hoc’h inkane rouan.
— Na pajig bihan mar euz paz (?)
Pelec’h hec’h a ’n otro Keranglaz ?
— Ni hec’h a hon daou a ur penn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn.
— Keun ’m eûz d’am inkane newe,
D’otro Keraglaz ’m eûz iwe ;
D’otro Keraglaz ’m eûz iwe,
Paj bihan, setu-han aze.
’N otro Keraglaz a lâre,
En Koad-ann-drezenn p’arrue :
— Ma faj bihan, distro en dro,
Dewi ’ra m’ dillad ac’hanon.
— Re-divezad hoc’h eûz komzet,
Arru ’r Charlezenn d’ho kavet.
— Bonjour d’hec’h, otro Keraglaz !
— D’ec’h, emezhan, Marc’harit vraz.
— Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe hoc’h eûz esper da vonet ?
— O klask ur c’homper hec’h on bet,
C’hui ’vô ar gommer mar karet ;
Ar roue Spagn am eûz klasket
Da dont d’hoc’h assita, mar karet.
— Diskennet, otro, deut d’ann traon,
En Kaod-ann-drezenn c’hui leino ;
C’hui leino en Koad-ann-drezenn,
E-touez pemp kant a volerienn.
— Ewit brema me na inn ket,
Un dro-bennag all n’ lâran ket ;
Un dro-bennag all n’ lâran ket,
Breman am eûz afer preset ;
War-dro pemp kant skoed a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho rofe d’in ?
— E-lec’h pemp kant a c’houlennet,
Pemp mil ho peo, mar karet.
— Me a garfe, ma c’hommer vraz,
Gwelet ho suit en keraglaz.
— Gwelet ma suit en Keraglaz
A ve d’ac’h-c’hui sur ur goust vraz.
— En Keraglaz ’zo bara poaz,
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz ;
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz,
Deut gant ho suit da Geraglaz.
— Diskennet, otro Keraglaz,
M’inn da vareges en ho plaz.
— Pa lakaïnn kant skoed ’n un inkane,
E dle dougenn un ’all ha me.
’Tre Koad-ann-drezenn ha Keraglaz
E konter a zo ter lew vraz ;
E konter a zo ter lew vraz,
Grêt ganen ’n un heur orolaj…
En Keraglaz p’è arruet,
En dourrel uc’hella eo êt,
Da c’huitellad e komansas ;
Honnes ’c’huitelle gant kouraj !
C’huitellad ’ree war bouez he fenn,
’Wit ma klewje ar volerienn…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Pemp fuzuil karget a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho c’havfe d’in ?
— E-lec’h pemp fuzuil ’c’houlennet,
Pemp kant ho peo, mar karet ;
Pemp kant ho peo, mar karet.
Hag he suit a deûz disarmet.
Neuze, pa glewas sôn ar bal,
Da assambli ar jeneral :
— Laket-ewez, otro Keraglaz,
’Vec’h hoc’h invanti traïtouraj ?
’Vec’h hoc’h invanti traïtouraj,
O tigas ma suit da Geraglas.
— C’hui ’sonje d’ac’h, Marc’harit vras,
’Vijac’h kommer en Keraglas !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Neb lâre ’r gir seurt-se d’in-me,
A oa sur da goll he vuhe !…
Marc’harit Charles a lâre
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— Penoz bikenn ober rout vad ?
Lac’het ganen ma mamm, ma zad !
Da varo ma zad ’m eûs regret,
Da hini ma mamm n’am eûs ket…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
En Koad-ann-drezenn ’zo ur wenn
En-hi c’houec’h troatad arc’hant gwenn ;
Un’ all a zo en he c’hichenn,
En-hi eiz troatad aour melenn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar werz-man a zo bet dastumet en parouz
Plouillo gant ann otro F. Daniel, hirie person
en Mur.
Marc’harit Charlès plac’h ann hent-braz,
’Deûz maget ar volerienn vraz ;
E deûz maget potred Ranno,
Gwasa volerienn ’zo er vro.
Marc’harit Charlès a lâre
D’Ervoanig Ranno, un dez ’oe :
— Ur c’had ’zo ’vont gant ann hent meur,
A dalv ar boan monet d’he c’heul ;
’Zo diarok daou varc’h sammet,
A dalv bepred pewar mil skoed !
Ervoanig Ranno, pa glewas,
’N he vazig-pennek a grogas ;
’N he vazig-pennek ’eo kroget,
A-dreuz ar parko ’eo redet ;
A-dreuz ar parko ’eo redet,
Ar marc’hadour hen eûs tapet.
Ar marc’hadour hen eûs tapet,
War ar c’hlazenn ’oa azeet :
— Marc’hadour, lâres-te d’in-me,
Petra a c’hortoës aze ?
— Me ’zo c’hortoz ma breur hena,
Chommet ’n Lok-Mikêl da eva.
— Ma eo en Lok-Mikêl chommet,
’Wit dre ’n hent-ma na deuio ket,
Rag hen a vô disaliet
Gant ann aoun rag ar Rannoëd ;
Gant aoun rag potred ar Ranno,
Gwasa volerienn ’zo er vro.
Ervoanig Ranno a lâre
D’ar marc’hadour paour, en de-se :
— Ro d’in da aour ha da arc’hant
Pe m’es lac’ho soubitamant !
Ar marc’hadour paour a lâre
Da Ervoanig Ranno, neuze ;
— Setu daou varc’h sammet aze,
Kaset ganac’h ar c’hoaz an-hê ;
Kaset ganac’h ar choaz an-hê,
Ha lest egile ganin-me ;
Ha lest egile ganin-me,
Da vewa groeg ha bugale.
Ervoan Ranno, ’vel ma klewas,
’N he vazig-pennek a grogas ;
’N he vazig-pennek ’eo kroget,
Ur vac’had d’ehan ’n eûs roët ;
’N eûs roët d’ehan ur vac’had,
Hag hen eûs beuet en he wad ;
Ha bars he wad ’n eûs-han beuet ;
Tud war ann tol ’zo arruet.
Tud war ann tol ’zo arruet,
Kerninon hag he soudarded.
Ervoan Ranno a lavare
Er gêr d’he vamm pa arrue :
Ur marc’hadour am eûs lac’het
Ha me garje n’am bije ket,
Tud war ann tol 'zo arruet,
Kerninon hag he soudarded.
’N otro Kerninon a lâre
’N toull dor Ervoan Ranno p’arrue :
— Ervoan, digor d’in-me da zor,
N’as bô na mez na disenor.
— Na emedi ma groeg en poan
A ur mab pe ur verc’h vihan ;
Ma vije fuzuil ganen-me,
Otro, m’ho kasje al lec’h-se !
’N otro Kerninon, pa glewas,
Ann nor dirazhan a dorras ;
Ann nor dirazhan ’n eûs torret,
En kolier Ervoan eo kroget :
— A-beurz ar roue, den muntrer,
’Tolan ma dorn war da golier ;
A-beurz ar roue jeneral,
Me ’dol ma dorn warnout, kriminal !
Ervoan Ranno a lavare
D’ann otro Kerninon neuze :
— M’am bije gwinn ruz, pe gwinn-ardant,
Otrone, m’ho rentje kontant ;
Met na vefet ket pell en poan,
Me ielo d’ vouit da Voenezan [81].
— N’ c’houlomp na gwinn ruz, na gwinn-gwenn,
Met da gorf, Ervoan, d’hen erenn…
Kanet gant Jannet Ar Gall, mates
en Kerarborn, — 1848.
— Me ’wel duhont Traonlavane,
En he sav en penn he ale ;
En he sav en penn he ale,
Indan-han un abit newe ;
En he zorn ur boked lavand,
War he viz ur walenn arc’hant ;
War he viz ur walenn arc’hant,
Hi goulenn oût-han am eûs c’hoant. —
— Jannedig, n’hi goulennet ket,
Rag d’hac’h-c’hui e vezo roët.
— Hep hi goulenn, hi roas d’in,
Bikenn na gredis refuzi.
Traonlavane a lavare,
El leur-newe pa arrue :
— Demad ha joa holl el leur-man,
Jannet ’r Bihan, pa n’hi gwelan ?
— Eman er c’hostez-all duze,
Krog en he dorn he c’harante.
Traonlavane, ’vel ma klewas,
Er c’hostez-all a em rentas.
— Ma c’hamarad, d’in-me lâret,
C’hui ’rofe d’in ho tous Jannet ;
C’hui ’rofe d’in ho tous Jannet,
Un daou pe dri gir en sekret ?
— Oh ! ia, otro, en honestis,
Un daou pe dri gir, ’n ho tivis :
’N han’ Doue n’hi daleet ket,
D’hi c’has d’ar gêr me ’renk monet ;
Me a zo bet eus hi c’herc’had,
Ar c’hreiz-de-man, en ti he zad,
Am eûs esper, gant gras Doue,
Monet d’hi c’has d’ar gêr arre.
Traonlavane a lavare
Da Jannet ar Bihan neuze :
— Jannedig, a c’hui dimezfe
Da genta mab ho goulenfe ;
Hag a ve den a galite,
Perc’henn da bemp mil skoed leve ?
— Na oann ket maget ken iaouank
Ma lavaris inkontinant :
— Otro ’r markis, ma iskuzet,
N’hoc’h ket ’r c’henta am goulennet ;
Ma vijen êt gant ar c’henta,
Na oann ket da dimi brema ;
Na eo ket war ar c’hroazhentjo
Eo a ve grêt ann dimizio,
Met en ilis, pe er porchet
Dirag hon Zalwer benniget ;
Met en ilis, pe er porchet,
Dirag hon Zalwer binniget,
Un toulladig tud da destou,
Hag ur bêlek, mar na ve daou.
— Tawet, Jannet, na oelet ket,
M’ho kaso d’ar gêr pa garfet.
— N’ deufet ket, otro, ’wit fete,
Gortoët warc’hoas ar beure.
Jannet ar Bihan a lâre
Er gêr d’he zad, pa arrue :
— Me am eûs gret ur bromese,
Ma Doue, garje n’am bije ;
Me am eûs gret ur bromese
Eus ann otro Traonlavane,
Allas ! a garje n’am bije…
Ma Doue, petra a rinn-me ? —
Ar Bihan koz, ’vel ma klewas,
Ur fasad d’he verc’h a roas :
— Da betra t’eus-te prometet,
Mar na c’houlennes ket monet ?
— Ma zadig paour, mar am c’haret,
D’ar markis n’am rofet-c’hui ket ;
N’am roët ket d’ Draonlavane,
Rag lac’het ’ven gant he ligne !
— Koulz eo d’in-me da roï d’ehan,
Ewit kaout gwalleur diout-han,
’Vel ma ’z eo d’in koll ma buhe,
Ha d’ac’h, Jannedig, marteze ?
Traonlavane a lavare
Na eus taol he c’hoar pa goanie :
— Bet on en Paris, en Gwened,
En Sant Malo, en Sant Briek ;
Biskoas na welis fesmeulenn
Ken koant ha Jannet ar Bihan ;
Nann, biskoas na welis hini,
Troët è ma speret gant-hi.
He c’hoar hena a lavaras
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— M’eo troët ho speret gant-hi,
Goulennet hi da dont d’ho ti ;
Goulennet-hi dont d’ho ti
Ur bloaz pe daou d’ho serviji ;
Ur bloaz pe daou d’ho serviji,
Ha tremen hoc’h amzer gant-hi.
Traonlavane a respontas
D’he c’hoar hena, ’vel m’hi c’hlewas :
— Ma c’hoar Vari, c’hui ’c’h eûs pec’het,
Drouk-komz ’vel-se eus ar merc’hed ;
Me n’am eûs nemet un ine,
Mar gallan-me, vô da Doue ;
’Benn ma vô warc’hoas da greis-de,
M’hi graï’ itron ’n Traonlavane !
Traonlavane a lavare
’N ti ’r Bihan koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Jannet ’r Bihan pelec’h ema ?
Ar Bihan koz a lavaras
Da Draonlavane, p’hen klewas ;
— Na gaketet ket ma merc’hed,
N’e maint ket en sell d’ho kavet.
— N’è ket kaketal a fell d’in,
Ho merc’h Jannet, d’hi eureuji.
— E-mèdi duze er jardinn,
Hoc’h ober ’r boked louzou-finn ;
Hoc’h ober ’r boked louzou-finn,
A varjolenn, a durkantinn ;
A varjolenn hag a lavand,
A dere eus ur plac’hig koant.
Traonlavane ’vel ma klewas,
Bars ar jardinn a em rentas ;
— Demad d’ac’h-c’hui ma c’harante !
— D’ac’h, emezhi, Traonlavane.
Ar Bihan koz, p’hen eûs klewet,
Bars ar jardinn ’zo em rentet :
— Pep ’vil skoed leve ’n eûs ma merc’hed,
Gant honnes ho pô daou vil skoed.
’Nn otro ’r markis a lavaras
D’ar Bihan koz, ’vel m’hen klewas :
— Lest he mado d’he c’hoerezed,
Netra gant-hi n’ c’houlennan ket ;
Mado ’walc’h ’zo ’n Traonlavane,
Lec’h ma zo pemp mil skoed leve ;
Me ’breno d’hei ’n abit sei-gwenn,
Hi eureujo brema soudenn.
Traonlavane a lavare
’N ti ar person pa arrue :
— Otro ’r person, d’in-me lâret,
C’hui lârfe offern ann eured ?
C’hui lârfe offern ann eured
’Wit hon ha ’wit ma dous Jannet ?
’Nn otro ’r person a lavaras
Da Draonlavane p’hen klewas :
— Oh ! ia sur, emehan, otro,
Brema-soudenn me hi lâro ;
Me ’lâro offern hoc’h eured
’Wit-hoc’h ha ’wit ho tous Jannet.
Traonlavane a lavare
Da Jannet ’r Bihan en de-se :
— Et da Draonlavane brema,
Goulennet skabel d’azea ;
Goulennet skabel d’azea,
Ha plac’h ar gambr d’ho tiwiska,
Rag ez hoc’h itron bars ann ti,
’Wit gourc’hemenn da bep-hini.
Jannet ar Bihan a lâre
En Traonlavane p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azea,
Mar ben-me itron en ti-ma.
Ar vates vihan a lâre
Da Jannet ’r Bihan p’hi c’hlewe :
— Komerret skabel, azeet,
Itron en ti-ma n’ vefet ket ;
Itron en ti-ma n’ vefet ket,
Met d’ c’hortoz un-all da donet…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Jannet ar Bihan, pa glewas,
’Goueas d’ann douar, a zemplas ;
A zo koueet, a zo zemplet,
Traonlavane ’n eûs hi savet.
— Tawet, ma fried, n’oelet ket,
Biskoaz den n’ zo diou wez eureujet ;
Biskoaz den n’ zo diou wez eureujet,
’Raok maro he genta pried.
Dalet, mates, ho paeamant,
Hag et meas ma zi promptamant ;
Penamet ’c’h eûs grêt servij vad,
’M boa ruziet ma c’hleve ’n ho kwad !
Traonlavane a lavare
Da holl dut he di, en noz-se :
— Et c’hui holl abred da gousket,
M’ arru mann, ma digemenet.
N’oa ket ter heur d’ann de sonet,
Oa perzier Traonlavane torret ;
Oa perzier Traonlavane torret
Gant ar baron hag he botred.
’Nn otro ’r baron a c’houlenne,
En Traonlavane p’antree :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Traonlavane, pa n’hen gwelan ?
— Eman duze en he wele,
Païsantes euz he goste ;
Païsantes euz he goste,
Un dismegans vraz d’he ligne !
Ar paj bihan, p’hen eûs klewet,
Gant ar vinz d’ann nec’h ’zo pignet :
— Ma mestrig paour, mar hoc’h kousket,
En hano Doue dishunet !
En hano Doue dishunet
Ho preur ar baron ’zo digwèt ;
Arru ho preur ’r baron ama,
N’eûs gir gant-han met d’ho lac’ha !
Traonlavane, vel ma klewas,
En kreis ar gambr a zilampas :
— Kuzet aze, ’mehan, itron,
Me ’c’h a da gomz euz ar baron.
’Nn otro ’r baron a c’houlenne
Euz Traonlavane, p’arrue :
— Pelec’h eo manet da bried.
N’eo ket deut d’am digomerret ?
Kent ma ’z inn a Draonlavane,
Me dreuzo dre-z-hi ma c’hleve !
— Komzet-c’hui izelloc’h, baron,
Gant aoun dishunvi ann itron.
— Demp-ni breman hon daou d’ar sal
Da c’hoari ’r c’hleve en dual.
Da c’hoari ’r c’hleve int bet êt
Traonlavane ’n eûs goneet.
Er sal vraz en Traonlavane,
Bea eno ’oa un drue :
Dalek ann oaled d’ann treuzo,
’Karge ar goad en ho bouto !
Traonlevane a lavare
D’he zous Jannet, pa retorne :
— Dek a geront am eûs lac’het,
Ma breur ar baron unnekvet,
Ma breur ar baron unnekvet,
’Wit rekour ho puhe, m’ fried.
Hen kuza ouzoc’h na dalv ket,
Bet’ ar roue ’vô rèd monet.
Jannet ar Bihan a lâras
Da Draonlavane, pa glewas :
— Mar et-c’hui beteg ar roue,
En han’ Doue ma ’z inn iwe !
— N’ ’m eûs ket karonsio ekipet,
Da varc’heges na badfac’h ket :
M’ho kaso d’ di ma c’hoar Jannet,
El lec’h n’ho peo drouk a-bed.
— M’am c’haset d’ di ho c’hoar Jannet,
Klasket d’in plenkenn ma arched ;
Klasket d’in plenkenn ma arched,
Na vinn ket beo pa retornfet !
Traonlavane a lavare
’N pales ar roue p’arrue :
— Salut, sir, ha c’hui rouanes,
Setu me deuet d’ho pales.
Ar roue neuze ’lavaras,
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— Petra a waleur a t’eûs grêt,
M’out deut ken iaouank d’hor gwelet ?
— Dek ma c’heront am eûs lac’het
Ma breur ar baron unnekvet ;
Ma breur ar baron unnekvet,
’Wit rekour buhe ma fried.
Ar rouanes neuze lâras
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— Muia tra ma ’z out bet manket,
Na t’eûs ganid hi digaset ;
Na t’eûs ganid hi digaset,
En buhe n’hi asgweli ket.
Me ’skrivo did war baper ru
Bale hardis bars en pep-tu ;
Me ’skrivo did war baper glaz
Bale hardis bars en pep-plaz ;
Me ’skrivo did war baper gwenn
Bale dre-holl uc’hel da benn !
Traonlavane a lavare
’N ti he c’hoar Jannet p’arrue :
— Ma c’hoar Jannet, d’in-me lâret
Pelec’h è manet ma fried ?
Pelec’h è manet ma fried,
Pa n’è deut d’am digomerret ?
— Ho pried a zo desedet,
A-boe dizio tremenet.
Traonlavare, p’hen eûs klewet,
Da di ’r person ’zo em rentet ;
Da di ’r person eo em rentet,
Hag out-han hen eûs goulennet ;
— Otro ’r person d’in-me lâret,
c’hui ’c’h eûs interret ma fried ?
— N’ ’m eûs ket interret ho pried,
Na klewet a vije marwet…
Traonlavane lavare
D’he c’hoar Jannet, pa retorne :
— Pelec’h t’eûs lâket ma fried ?
’R person n’eûs ket hi interret.
— Eman duze bars ar jardinn,
Plantet e-touez al louzou-finn !
Traonlavane pa ’n eûs klewet,
He gleve dre-z-hi ’n eûs treuzet ;
He gleve drezhi ’n eûs treuzet,
Ha bars ur bâl ez è kroget ;
Ha bars ur bâl ez è kroget,
’Wit disinterri he bried.
Ha pa ’n eûs-hi disinterret,
He galon paour a zo rannet.
Laket n’ eûs hi war he varlenn,
Ha marwet è neuze soudenn.
Emaint ho daou war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Marw int ho daou hag archedet,
Pred d’ vont d’ann douar binniget !
Dastumet en enez Vaz, er bloaz 1854.
Ar c’homt a Goat-Louri, euz a dreo Kaouennek
’Zo êt d’ bardon Sant-Weltas, da barous Tonkedek,
Ha n’hen doa ken deseign na ken intansion
Met, en finn ar pardon, ober d’ar zôner zôn.
Na pa sav nep affer, nep kerel dre ar vro,
N’eo ket tud a enor kenta ho c’homanso ;
Ma eo daou vagabon, oa etre-z-he affer,
A-boe ul leur-newe, bars en pardon Ploubezr.
Ann hostis a lâre da Borz-Lann : — Et er-meaz,
P’autramant ’vô gwaleur a-benn finn ann dewez ;
Ar c’homt ar Goat-Louri ’zo meurbet koleret,
Otro, êt d’hen kavet, ouzoc’h e sent bepred.
Ann otro a Borz-Lann, evel m’hen eûs klewet,
Prompt e-meaz ar gabarad a zo bet dilammet,
Hag ’n eûs lâret d’ar c’homt, euz a greiz he galon :
— Otro, seset ho koler, koll ’refet ar pardon.
Ar c’homt a Goat-Louri hen eûs bet respontet,
D’ann otro a Borz-Lann, ’vel m’hen eûs bet klewet :
— Em dennet, otro Porz-Lann, em dennet, it a-dre,
P’autramant m’ho treuzo raktal gant ma c’hleve !
Ann otro a Borz-Lann, dre ma oa puisant,
N’eure ket kalz a van ’wit hen klewet ’parlant.
Ar c’homt a em dennas a-dren ur paz pe daou,
Hag o treuzi he gleve indan he vron deou !
Paroasionis Tonkedek, c’hui a zo bet tud lach,
Lest lac’ha ho kabitenn, ha c’hui holl war ar plaz !
Paroasianis Tonkedek allas ! na wient ket
’Vije ho c’habitenn dre drahison lac’het.
He bried, he vugale, p’ho d-eûs klewet ar vrud
Penoz ez oa lac’hed, komun e-touez ann dud,
Penoz ’oa ’r vrud komun da lâret ’oa lac’hed,
E-kichenn ar gerel ez int bet em rentet.
He bried karanteüz, pa d-eûs han bet gwelet,
Da galz a blaso santel e d-eûs han bet gwestlet,
Roï a ra he davanjer d’ann otro sant Weltas.
He fried karanteüz out-hi neuze a gomzas :
— Otro Doue, ma fried, penamet ho pe poan,
’C’houlennan mont de verwel da vaner Tromorvan.
Kregi ’rejont en-han ewit hen kas d’ar gêr,
Hag ’fatikas gant-he ebars ale ar per.
Pewar c’horf ar gwela a barous Tonkedek
War bouez serviedenno ho d-eûs han bet douget ;
War bouez serviedenno ho d-eûs han bet douget
Da vaner Tromorvan, p’hen defoa goulennet.
P’oa diwisket he dillad, hag êt en he wele,
He bried karanteüz ’d-eûs bet lâret neuze :
— Ma ’c’h a brema da Roazon, ’wit ober ur reket,
’Wit revanch ma fried a renkan da gavet !
— Chommet er gêr, ma fried, ha lest ho rebecho,
Justis ’reï he dever, goude ma vinn maro ;
Mar et brema da Roazon, birwikenn n’am gwelfet,
Met ma c’horf en ur bez, en bered Tonkedek !
Ann otro a Borz-Lann, karanteüs meurbed,
’C’houlenn he vugale holl da dont d’hen gwelet,
Hag etal he wele pa ’z int bet arruet,
Gant karantez out-hè er giz-man ’n eûs komzet :
— C’hui, ’me-z-han, mab hena, c’hui a zo ar c’hosa,
’Lakan da gabitenn ebars ma flaz brema,
’Lakan da gabitenn en parous Tonkedek,
Beet sonj anezhe, n’ho abandonet ket.
C’hui, ma mab etre-hena, c’hui a zo studiet,
Poursuët a wir galon ewit bea bêlek ;
Ho pet sonj a-c’hanon ’n hoc’h holl sakrifiso,
Me am bô sonj anoc’h bars ma holl bedenno.
C’hui, ’me-z-han, ma mab bihan, c’hui ’zo iaouank meurbed,
’Bedan d’ chomm gant ho mamm, ha gant ho c’hoerzed ;
’Bedan d’ chomm gant ho mamm, ha gant ho c’hoerzed,
Ha bet soign anezhe, n’ho abandonet ket !
Arsa ’ta ! ma fried, adieu d’ac’h e laran,
Breman ’eo rèd merwel, deut eo m’ heur diwezan ;
Pardon ’ta, ma Doue, pardon, Gwerc’hes Vari,
Bezet sonj ac’hanon war-benn ma ’z inn d’o ti !
Kanet gant Garandel, leshanvet kompagnon-dall.
Plouaret, 1844.
Gwillaouig Kalvez ’n eûs lâret
Mont da bardona gant merc’hed,
Da santes Anna, d’ar Folgoat,
Ha d’ sant Selvestr, a galon vad.
Hag hen eûs grêt peder lew dro
Gant aoun ann Doujet ’zo er vro ;
Koulz ’oa dehan n’ dije ket grêt,
’Nn Doujet ’n eûs hen diarbennet.
’Nn otro ann Doujet a lâre
D’he balfrinier, en de-se :
— Me ’wel ’tont peder flac’h aze,
Breman am bô ar c’hoaz an-hè.
— Tolt-pled n’ho pe hini an-hè,
Gwillaou ar C’halvez ’zo gant-hè ;
Gwillaouig Kalvez, potr ar vâz,
’Wit daou na tri n’ ra ket a gaz.
Otro ann Doujet a lâre
Da Willaou Kalvez, eno neuze :
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret
Pe nez kar d’ac’h ’eo ar merc’hed ?
— Unan an-hê ’zo ma fried,
Ha diou-all ’zo ma c’hoarezed ;
Eben ’zo merc’h d’am amezek,
Rôt d’in en karg d’evesaët.
Otro ann Doujet a lâre
Da Willaou Kalvez p’hen klewe ;
— Ro d’in-me merc’h da amezek.
Me ’leusko ganid da bried.
— Koulz marc’had ho pô ma fried
Hag ho pô merc’h ma amezek,
Rag c’hui n’ho pô hini an-hê,
Pe ’kollinn aman ma buhe.
Otro ann Doujet ’c’houlenne
Euz Gwiliaouig Kalvez neuze :
— Gwillaouig Kalvez, d’in lâret.
Gant pez armo e c’hoariet ?
— Ma eo gant un tamm skeltrenn gwenn
’Zo ganen indan ma chupenn ;
’Zo ganen indan ma chupenn,
’Zo he hano ar geuneudenn.
Otro ’nn Doujet p’hen eûs klewet.
’N he c’huitel arc’hant ’zo kroget ;
’N he c’huitel arc’hant e krogas,
Ter c’huitelladenn a leuskas :
Ter c’huitelladenn a leuskas,
Tric’houec’h den-jentil em gavas ;
Tric’houech den-jentil em gavet,
D’ lemel digant-han he verc’hed.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
’N plenenn ’r Folgoat nep a vije,
O welet naontek kleve noaz
Dic’houinet eneb ur penn-bâz ;
Gwillaouig Kalvez ’c’hoari out-bê,
Gant he verc’hed euz he goste ;
Gant he verc’hed euz he goste,
Hag ho zape lec’h ma kare. [82]
kriz ’vije ’r galon na oelje
’N plenenn ’r Folgoat nep a vije,
’Welet gwad ’nn dut-jentil o skuilla
Gant bâz ur plouezad ho lac’ha.
Merc’hed Gwillaouig a oele,
Na gavent den ho c’honsolje ;
Na gavent den ho c’honsolje,
Met Gwillaouig, hennes a ree.
— Tawet, merc’hed na oelet ket,
Me ’iel’ bet’ ar roue, mar be rèd ;
Me ’iel’ bet’ ar roue, mar be rèd,
Da diskuill’ ann otro Doujet.
Gwillaouig Kalvez ’c’houlenne
Er gêr a Roazon p’arrue :
— Demad ha joa bars ar gêr-man,
Pelec’h eman ’r prison aman ?
Pelec’h eman ’r prison aman
Ma iel’ Gwillaou Kalvez en-han ?
Hag ar jolieres a lâras
Da Willaou Kalvez, pa glewas :
— Gwillaouig kalvez, n’ ret ket goap,
Prison ’walc’h ’zo ’wit ho lakâd ;
Tric’houec’h archer ’zo bet kaset
Ewit donet d’ho komerret.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
En kêr Roazon nep a vije,
’Welet gwad ’nn archerienn o skuilla,
Gwillaou Kalvez euz ho lac’ha.
Merc’hed Gwillaou Kalvez ’oele,
Na gavent den ho c’honsolje ;
Na gavent den ho c’honsolje,
Met Gwillaou Kalvez, hennes ’ree :
— Tawet, merc’hed, na oelet ket,
Bet’ ar roue ’vô rèd monet ;
Me iel’ bet’ ar roue, mar be rèd,
Da diskuill’ ann aotro ’nn Doujet :
Gwillaouig Kalvez a lâre,
En pales ar roue p’arrue :
— Demad roue ha rouanes,
Me ’zo deut iaouank d’ho pales.
— Na pez torfed a t-eûs-te grêt,
M’ out deut ken iaouank d’am gwelet ?
— Torfed a-walc’h am eûs-me grêt,
Ann aotro ’nn Doujet ’m eûs lac’het,
Ha tric’houec’h he gamaraded,
O tifenn out-hè ma merc’hed,
Ha tric’houec’h archer, o tonet,
’Oa digaset d’am c’homerret.
— Gwillaouig Kalvez, d’in lâret,
Pe nez kar d’ac’h ’oa ar merc’hed ?
— Unan an-hè eo ma fried,
Ha diou-all ’zo ma c’hoerezed :
Eben ’zo merc’h d’am amezek,
Rôt en karg d’in d’evesaët.
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret,
Gant pez armo e c’hoariet ?
— M’eo gant un tammig skeltrenn gwenn,
’Zo aman indan ma chupenn ;
’Zo aman indan ma chupenn,
’Zo he hano ar geuneudenn.
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret,
C’hui ’c’hoarife euz ma soudarded ?
— Digaset hanter-kant er pors an-hè,
Na pan forz ’wit c’hoari out-hè.
Kriz ’vije ’r galon na oelje
En pors ar roue, en de-se,
’Welet hanter-kant kleve noaz
Dic’houinet eneb ur penn-bâz ;
Gwillaou Kalvez ’c’hoari out-hè
Gant he verc’hed eûz he goste ;
Gant he verc’hed eûz he goste,
Hag ho zapoud ’lec’h ma kare.
Kriz ’vije ’r galon na oelje
En pors ar roue, en de-se,
’Welet gwad ’r soudarded o skuilla,
Gwillaou Kalvez euz ho lac’ha.
Ar roue Louis a lâre
Da Willaouig Kalvez, neuze :
— Gwillaouig, leusket-int brema,
Me hec’h a raktal da skriva ;
Me ’skrivo did war baper ru
Bale hardis bars en peb-tu ;
Me ’skrivo did war baper glaz
Bale hardis bars en peb-plaz.
Kanet gant ar c’hemener bihan,
en bourk Plouaret, 1863.
Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz a-newez gomposet ;
Ur werz a newez gomposet,
Da Ervoan Gwillou hec’h eo grêt.
Ervoan Gwillou a vonjoure,
’N ti ’nn Derrien koz pa arrue :
— Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Jannel Derrien pelec’h eman ?
— Et eo Jannet d’al leur-newe,
Me a garje mad na vije ;
Me a garje na vije ket,
Abalamour d’ar Rechoed ;
Balamour da botred ar Recho,
Gwasa tud-jentil ’zo er vro. [83]
Aotro ar recho a lâre
D’Ervoan Gwillou, el leur-newe :
— Ervoan Gwillou, mar am c’haret,
Ho mestres d’in-me a brestfet ?
— Aotro ’r Recho, ma iskuzet,
Rag ar plac’h-man a zo dimêt.
— Ober goap ’fell d’id, michiek,
Ur plac’h a bemp mil skoed leve,
Ur plac’h a bemp mil skoed leve,
Ha te na t’eûs gwennek anhè.
— ’Wit-on da vea michiek,
O lipad da blajo n’on ket bet ;
O lipad da blajo n’on ket bet,
Nag iwe plajo Recho ’bed !…
Jannedig Derrien a oele,
Ervoan Gwillou he c’honsole…
Jannedig Derrien a lâre
D’Ervoan Gwillou, el leur-newe :
— Mar karet ma diwall fete,
Me ho komerro goude-se.
— Tapet-krog en bask ma chupenn,
M’ c’hoariinn gant ma baz daou-benn !…
Kriz a galon nep na oelje
El leur-newe nep a vije,
O welet ar ieot o ruzia
Gant gwad ’nn dut-jentil o skuilla ;
Gant gwad ’nn dut-jentil o skuilla,
Ervoan Willou euz ho lac’ha !
Ervoan Gwillou a lavare
’N ti ’nn Derrien koz, pa arrue :
— Setu aze ho merc’h Jannet,
Penamet on-me na oa ket !
— Dalet, Jannedig, ann alc’houez,
Roït d’ehan gwerz un tok-newez.
— Gwerz un tok-newez n’hen defo ket,
Me hen komerro da bried.
Ervoan Willou ’n eûs goneet,
En Prad-Melar o vea bet,
Ur plac’h a bemp mil skoed leve,
Hag hen n’hen eûs gwennek anhè. [84]
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Me ’garie bea koulmig wenn
En Keroulaz, war ann doënn ;
Me ’garie bea krak-houad
War ar stank ma kann he dillad,
’Wit gwelet ma dous penheres,
O kanna gwenn evel al leaz…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Demad d’ac’h, ma dous penheres,
Ha perag ma ’z hoc’h kanneres ?
Mitijenn ’walc’h ’zo ’n ti ho tad
Ewit kanna d’ac’h ho tillad.
— Deut ’on d’ ganna ma lienn sklêr,
Kement a tremen ann amzer.
Aotro Ar Ronz, d’in-me lâret,
Ma ’z hoc’h deut war-droad d’am gwelet ?
Kezek a-walc’h ’zo ’n ti ho tad,
’Wit ho tougenn da Geroulad.
— Me am eûs un inkane gwenn,
Gant ur brid arc’hant en he benn,
Alaouret kernio he daou lez, [85]
’Zo mad d’ho tougenn, penheres.
— Aotro Ar Ronz, ma iskuzet,
N’ veritan ket mont war gezek ;
Met ’n ur c’haronz akoutret mad,
Eiz a gezek euz hen roulad ;
Ur c’haronz alaouret ’lâran,
Peder rod arc’hant warnehan.
— Penherezig, gloruses hoc’h,
Komz a ra ann dut ac’hanoc’h.
— Perag ’komzont ac’hanon-me,
Perc’henn pemp mil skoed a leve ?
Na eûs penheres er c’hontre
’Zo pinvidikoc’h ’wit ’on-me,
Nemet penheres Rozambaou,
Mar gra ur paz, na raï’ ket daou ;
Mar gra daou, ’wit tri na raï’ ket,
Rag he c’halon ’zo kontristet ;
Rag he c’halon ’zo kontristet,
Ha c’hui, markis a zo kiriek.
N’ vale hini dirag ma fas,
’Vel mab ann aotro Kerthomas ;
N’ vale hini gant kerkoulz dremm
’Vel Kerthomas, en satinn gwenn.
Me garie m’holl vado kollet,
Da Gerthomas bea dimêt ;
Da Gerthomas, pe d’ Goadelez
Pe da varon Koatgouradez.
— Dre Gerthomas ’on tremenet,
Netra eno n’am eûs gwelet ;
Netra eno n’am eûs gwelet,
Met ur c’hoz maner distoët ;
Hag ur vouillenn-dour ’n kreis ann ti,
’Zo mad da vragal d’ann houidi.
— Gaou a lâres en kreis da fas !
Te n’out ket deut dre Gerthomas.
En Kerthomas a zo ur zal
Alaouret beteg ann douar ;
Alaouret beteg ann douar,
Grêt d’ann dut-jentil da vragal ;
Kapl da zigomer ur roue,
Ha pa ve pemp kant anezhe ;
Ha pa ve pemp kant anezhe,
Hep lakad daou en ur gwele.
Ar benheres a lavare
Er gêr d’he mamm pa arrue :
— Me garie m’holl vado kollet,
Ha d’ Gerthomas bea dimêt !
D’ Gerthomas pe da Goadelez,
Pe da varon Koatgouradez.
He mamm neuze lavaras,
D’ar benheres, ’vel m’hi c’hlewas :
— Ma merc’h, iaouankig c’hoaz ez hoc’h,
N’hallan ket dimi ac’hanoc’h ;
Ho ligne euz a beurz ho tad,
Ma merc’h, na gavfe ket se mad.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Paourienn he faroz a oele,
Na gavent den ho c’honsolje ;
Na gavent den ho c’honsolje,
Met ar benheres, honnes ’ree :
— Paourienn ma faroz, n’ oelet ket,
Deut da Gastelgall d’am gwelet,
Me ’roïo ’nn aluzenn bemde,
Ter gwez ar sûn ar charité.
— Ann aluzenn na rofet ket,
Charité c’hoaz na lâran ket ;
Me na bâdfe ket ma moïenn
Da roï aluzenn d’ar baourienn.
— Heb diverra tamm ho moïenn,
Me ’roï aluzenn d’ar baourienn :
Ur marchosi ’zo ’n ti ma zad,
Aotro ar Ronz, dalv he holl vad…
Setuint dimêt, eureujet,
Mont ’ra d’ Gastelgall gant he fried.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
En Keroulaz nep a vije,
O welet ar benheres vad
O pokad da vein ti he zad,
O lâret : — Adieu, Keroulaz,
Birwikenn en-out na ran paz ! [86]
Ar benheres a lavare
En Gastelgall pa arrue :
— Digaset skabel d’azea,
Mar eo me ’r verc’h-kaer en ti-ma.
Skabel d’azea ’zo roët,
Un-all ’n he c’hichenn d’he fried :
— Digorrit frank ar prennestro,
Me ’wel paourienn a vandenno ;
Digorrit frank ar prennestro,
Ma roïnn d’he lod ma mado.
Pa sellan c’hoaz euz ann hent-braz,
’Welan ’r c’havalier gwisket ’n glaz ;
Ur c’havalier gwisket en glaz,
A zo henvel euz Kerthomas…
Ha Kerthomas a c’houlenne,
En Kastelgall pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar benheres pelec’h ema ?
— Kerthomas deuit bars ann ti,
Ma iel’ ho marc’h er marchosi :
Ur banket a zo achuët,
Hag unan-all ’zo komanset ;
Hag unan-all ’zo komanset,
Pa vô debret koan hi gwelfet.
Ar benheres a lavare
D’he mates vihan, en noz-se :
— Ma c’horfenno d’in dibrennet,
Rag ma c’halon a zo rannet !
N’oa ket he gir peurlavaret,
D’ann douar ez eo bet koueet ;
D’ann douar ez eo bet koueet,
Hag eno raktal eo marwet.
Ha Kerthomas kerkent ha hi,
Kent ma ’z eo êt er-meas ann ti…
Doue d’ bardono ann anaon,
E-maint ho daou war ar varwskaon ;
Et int ho daou dirag Doue,
Ha graz d’imp holl da vont iwe !
Kanet gant Mari Daniel,
a baroz Duault.
— Ma mammig kéz, d’in-me lâret,
Pegoulz a vinn-me dimêzet ?
Mar grêt, grêt ma vô grêt ato,
Rag eman markis Mesl er vro .
— Ken vefet pemp bloaz war-n-ugent,
A-nez kaout konje ho kerent.
— ’Wit ma c’herent a-beurz ma zad
Biskoas n’ho d-eûs karet ma mad…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar benheres a c’houlenne
Ouz he flac’h ar gambr, un de ’oe :
— Petra a dremen dre aze ?
Krena ’ra ’r pave indan-he.
— M’ê markis Mesl war he gantvet,
’Zo deut, penheres, d’ho kwelet.
— Ha pa vefe war he vilvet.
Me n’am eûs out-han joa a-bed…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
En Kerthomas me a zo bet,
Tra, m’hen toue, n’am eûs gwelet,
Nemet ur goz sall mogedet,
’Zo mad da neiz d’ar gaouenned ;
Hag ur poull-dour en kreis ar sall,
Grêt d’ann houidi da vragal.
— Gaou ha lâres en kreis da fas !
En Kerthomas ’zo mado braz.
En Kerthomas me a zo bet,
Ha treo a-walc’h am eûs gwelet :
En Kerthomas a zo ur sall
Alaouret betek ann douar ;
Ar meubl en-hi en olifant,
Honnes ’zo kaer estrewit koant ;
N’eûs na dor na prennestr war-n-hi,
Na eûs mado d’ho alaouri…
Penheresig, gloruses hoc’h,
Ann dud a oar awalc’h ez hoc’h,
Refuset mab al Luzuron,
Hag hen ken brao hag ur baron.
— Ma vije ken brao ma lâret,
N’ deuje ket hep eujo d’am gwelet ;
Ma vije den-jentil a-walc’h.
N’ vije ket kabrestr ’n penn he varc’h.
Eujo ha kentro alaouret
Dle un denjentil da gavet :
Me, pa ’c’h inn, n’inn ket war gezek,
’Iel’ ’n ur c’harrons mad ekipet ;
’Iel’ ’n ur c’harrons ekipet mad,
Tric’houec’h a gezek d’hen roulad ;
C’houec’h ’vô a-rok, ha c’houec’h a-dre,
Ha tri a vô euz pep koste.
Tric’houec’h kant poellad a winiz
A douch ma zad euz koste Breiz,
Hag kement all euz koste Gall,
Me ’vô itron a goste all.
Na eûs penheres en Roazon
A rafe kammed dirazon,
Mes ann itron a Rozambaou,
Mar gra unan, na raï ket daou.
Me ’m eûs en Leon un dourrel,
’Zo warnezhi tregont pommel,
He garniturio en arc’hant,
He frennestro en olifant ;
He frennestro ’n olifant gwenn,
He dorojo en aour melenn…
Kanet gant pipi Gouriou,
guiader, er C’hoz-Varc’had. — 1844.
Me ’m eûs ur proses en Roazon
A laka glac’har em c’halon ;
Mar karfenn roï ma fenheres,
’On sur da c’honid ma froses ;
Mar karfenn hi roï da Gersaozon,
Hennes ’zo barner en Roazon.
Ann aotro euz a Gersaozon
A zo denjentil ha baron.
Tad ar benheres a lâre
D’he vewelienn, un dez a oe :
— Mar arru Kersaozon aman,
Diskouet ma fenheres d’ehan.
Ann dimesell a lavare
Da dut he zi, ar memeus de :
— Mar arru Kersaozon aman,
’N han’ Doue, ma nac’het out-han ;
’N han Doue out-han ma nac’het.
Me ’c’h a d’ar jardin da gousket…
’N aotro Kersaoz a c’houlenne,
Bars ar maner pa arrue :
— Demad ha joa er maner-man,
Ar benheres, pa n’hi gwelan ?
— Et eo d’ar jardin da gousket,
Sellet dreist ar voger hi gwelfet.
— N’ vô dreist ar voger e sellinn,
Da vèd-hi d’ar jardin hec’h inn.
— Demad d’ac’h-c’hui, fourdelizenn,
C’hui ’zo kaer ’vel ur steredenn ;
C’hui ’zo kaer ’vel ur steredenn,
Me ’zo du ’vel ur vouarenn.
— N’ê ket ann aour hag ann arc’hant
War ho tro ho lakafe koant,
Ma ê al laou hag ar pillo
A zo ouzoc’h a druillado.
Diweza ’oac’h deut d’am gwelet,
Oa war inkane amprestet,
Enn penn ho marc’h ur gabrestenn,
War ho tiousker getro lienn.
— Mar oann-me deuet d’ho kwelet
War un inkane amprestet,
Mar karjenn, penheres, n’oann ket,
Rag a-walc’h am eûs a gezek.
Bea ’zo karronz ’n toull ar pors,
Penheresig, euz ho kortos,
Warnehan tri inkane gwenn,
Pep a vrid arc’hant en ho fenn.
— ’Wit euz ma gortos n’emaint ket,
Rag da Gersaozon na inn ket ;
’Wit da Gersaozon na inn ket,
Ur wez ’on bet, ’on kontantet.
Mann a-feson n’am eûs gwelet,
Met ur c’hoz kastell illoëk :
Met ur c’hoz kastell illoëk,
’Zo mad da neiz d’ar c’haouenned.
En kreis ar pors ’zo ur poull-pri,
Hag un daou pe dri a houidi,
Ur wrac’hig koz euz ho gouarn,
Gant aoun afent gant al louarn !…
— Ma fenheres, c’hui ’zo manket,
’Vea Kersaoz disoblijet,
Rag ann aotro a Gersaozon
A zo denjentil ha baron.
— Me na roan ket kaz a se,
Kersaozon na blij ket d’in-me ;
Hag ’rinkfenn mont da glask ma boued,
Ewit Kersaozon n’am bô ket !
Kanet gant ma mamm,
en Kerarborn, 1849.
Mar plij ganac’h selaouet hag a klewfet kana
Ur zon a zo kompozet a-newe ’wit ar bloa,
Grêt d’ur vinores iaouank a oa o serviji
Bars ar gêr a Lanhuon, en un hostaleri [87].
Ann noz goel ar Rouane, ’wit ar bloa tremenet
Arruout daou valtoutier da c’houlen bea lojet ;
Goullet ho d-eûs da debri hag iwe da eva,
Ar vates Perinaïg ewit ho servija.
— Salv-ho-kraz, ’me ’nn hostizes, ewit se na reï ket,
Seiz bloaz ’zo ’man em zi, biskoaz potr n’ d-eûs servijet.
P’oa ’r vates Perinaïg ’tiservija ’nn daol d’he,
Kalon ar valtouterienn diout-hi a domme.
Pa oe debret ho c’hoanio, ha poent mont da gousket,
Ur goulaou hag ul letern ho deveus goulennet ;
D-eûs goulennet ul letern hag en-han goulaou sklêr,
Ar vates Perinaïg da dont d’ho c’has d’ar gêr.
Homan ’zo ur vroeg vad, karget a vadeles,
’Allum goulaou el letern ewit roï d’he mates ;
— Setu aman ul letern, hag en-han goulaou sklêr,
Et brema, Perinaïg, d’ho c’hondui d’ar gêr.
P’oant arru ur pennadig gant-hi di-ouz an ti,
Unan ann daou valtoutier a zistroas out-hi :
— Mouchet-hu ho letern, lac’het ho koulaou sklêr,
— Ha penoz hec’h allinn monet neuze d’ar gêr ?
Deut ganimb, Perinaïg, Deut-c’hui ganimb d’hon zi,
Me a roï d’ac’h da danva diouz a dri seurt gwinn.
— Ho trugare, aotrone, diouz ho kwinn gwella,
’N ti ma mestres ’zo pewar, pa garan, da eva.
— Deut ganimb, Perinaïg, deut da vordig ar c’hè,
Ewit ma refomp d’ac’h herve hor bolante.
— Sal-ho-kraz, maltouterrienn, salv-ho-kraz, na inn ket,
Peb den onest ’zo breman en he wele kousket ;
Me am eûs bars ar gêr-ma kendirvi bêleienn,
Pa arruinn dirazhè, penoz sevel ma fenn !
Homan ’zo ur vroeg-vad, karget a vadeles,
’Chomm ann noz war ar bâle, da c’hortos he mates.
Sonet dek hag unnek heur, hanter noz tremenet,
Ar vates Perinaïg er gêr na arru ket.
Mont ’ra neuze ar vroeg-ma da wele he fried :
— Aotro Doue ma fried, c’hui a gousk disoursi,
Ho mates Perinaïg er gêr n’eo ket arri !
— Aotro Doue, eme-han, n’ gouskan ket disoursi ;
Me am eûs ur breur bêlek a offernio ’wit-hi ;
A offernio ’wit-hi dirag aoter ’r rozer,
Ma vô bolante Doue ma arruo er gêr.
Sevel ’ra euz he wele da vale ar ruio,
Kement-ha-ken-bihan m’arruas er butto :
Hag hen ’klewet ur vouez ’vel o tont euz ann env ;
— Kers da bont Santes Anna, hag eno hi c’havi !
Arruet ’tal ar pont, ’n eûs hi c’havet maro,
’N he c’hichenn al letern, hag en-han ur goulaou :
Hag hen ’komanz da grial, da skoï war he galon :
— Aotro Doue, eme-z-han, Perinaïg ’r Mignon !
Aotro Doue, eme-z-han, Perinaïg ’r Mignon,
Te oa seiz vloaz ’zo em zi, te ’oa ’r plac’h a-feson !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
M’ho suppli, tado, mammo, re a vag bugale,
Iwe mestro, mestrezed, kement d-eûs domestiked,
N’ho lezet ket en noz da vonet da vale,
Da vonet hoc’h unan, ispisial merc’hed [88] !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet — Aodou ann hanter-noz.
Annaïg Ar Bail a Sant Norvez,
Braoa païsantes a vale ;
Bea ê fleurenn ann holl verc’hed,
Ha mizilour ann dimeselled,
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he zad ha d’he mamm, un dez a oe :
— Ma zad ha ma mamm, mar ma c’haret,
D’ bardon Sant Samson me renk monet ?
D’ bardon Sant Samson na efet ket
C’hui ’zo re-goant ha re-gaer gwisket ;
C’hui ’zo re-goant ha re-gaer gwisket,
Gant ann dut-jentil ’vec’h c’hoantaët ;
En kêr Lanhuon, war vord ar c’hè,
’Ve kalz a dud-jentil o vale.
Annaïg Ar Bail a lavaras
D’he zad ha d’he mamm, pa ho c’hlewas :
— Beet drouk gant ann neb a garo,
D’ bardon Sant Samson me ’aïo ;
Ez on tri bloaz ’zo ’lâret mont d’i,
Wit ar bevare mont a rinn.
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades hag en de-se :
— Ma c’hamarades, em breparet,
D’ bardon Sant Samson me ’renk monet.
He c’hamarades a c’houlle
Ouz Annaïg Ar Bail eno neuze :
— Annaïg Ar Bail, d’in-me lâret
Na pe-seurt dillad a vô gwisket ?
Mar gwiskomb hon abit satinn-gwenn,
Ni ’vo ’n Lanhuon ’vel diou fleurenn ;
Mar gwiskomb hon abit satinn-bleun,
Mar kollomb hon enor, hor bô keun…
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades, dre ma hec’h ee :
— En han’ Doue, ma c’hamarades,
Chomm bepred fidel d’ar Werc’hes ;
Me a wel duhont war vord ar c’hè
Kalz euz a dud-jentil o vale ;
Kalz euz a dud-Jentil o vale,
Met merc’hed iaouank na faot d’hè.
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades eno neuze :
— Ma c’hamarades, be fidel d’in,
Me hec’h a a-rok d’ho zaludi.
Hag ann dud-jentil a c’houlenne
Ouz Annaïg Ar Bail, p’ho salude :
— Annaïg Ar Bail, mar hon c’haret,
Ganimb-ni d’hon maner a teufet ;
Deut-c’hui ganimb d’hon manerio,
’Wit debri ’n Lanhuon hon leino.
— Arc’hant a-walc’h ’zo ’n hon gadello,
’Wit debri ’n Lanhuon hon leino.
— Annaïg Ar Bail mar hon c’hredet,
Na fiet ket er belerined,
Na fiet ket er belerined,
Ar re-se ’zo potred aroutet.
— Na eo ket ewit feneanti
Hec’h eomb-ni d’ar pardon d’i,
Met ’wit koves ha kommunian,
Ha gonid ar pardon, mar gallan.
Hag ann dudjentil a lavare
Hag ann eil da egile neuze :
— Leuskomb-he da vonet d’ar pardon,
Ni ho c’havo o retorn, en Lanhuon.
Annaïg Ar Bail a lavare,
En ilis Sant Samson pa daouline :
— Aotro Sant Samson binniget,
C’hui rafe ur burzud em andret ?
Me am eûs pemp kant skoed a leve,
’Gontrado ouzoc’h kant anezbe ;
’Gontrado ouzoc’h kant anezhe,
M’am laket d’ vont d’ar gêr en buhe.
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades pa retorne :
— En han’ Doue, ma c’hamarades,
Chomm bepred fidel d’ar Werc’hes ;
Me a wel duhont en bord ar c’hè
Tric’houec’h den-jentil o vale,
En un tu d’ez-he ar mor braz,
En tu-all tric’houec’h kleze noaz ;
Ma c’hamarades, be fidel d’in,
Me hec’h a a-rok d’ho saludi.
Annaïg Ar Bail a lavare,
Hag en bord ar mor pa arrue :
— Digant-oc’h, Gwerc’hes, a c’houlennan
Pe me em dol er mor, pe na ran ;
Mar em dolan er mor, ’vin beuet,
Mar na ven beuet, a vin lac’het.
He c’hamarades a lavare
Da Annaïg Ar Bail eno neuze :
— Gwell eo ganen monet gant-hè
Ewit ma na e koll ma bube !
Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades, eno neuze :
— Aotro Doue, ma c’hamarades,
Te na out ket fidel d’ar Werc’hes !
Ann dud-jentil a lavare
D’Annaïg Ar Bail, eno neuze :
— Tawet, Annaïg, n’ lâret ket se,
C’hui a deuio koulz ha hi iwe ;
C’hui a deuio koulz ha hi iwe,
P’autramant e kolfet ho puhe.
Annaïg Ar Bail, pa d-eûs klewet,
En kreis ar mor ez è em dolet.
Annaïg Ar Bail a lavare,
En fonz ar mor doon pa arrue :
— Na aotro Sant Samson binniget,
C’hui ’rafe ur burzud em andret ?
Me am eûs pemp kant skoed a leve,
A gontrado ouzoc’h daou-c’hant anhè ;
A gontrado ouzoc’h daou-c’hant anhè,
Mar ma rentet ’n ilis Sant Norvez !
Na oa ket he gir peurlavaret,
En ilis Sant Norvez ’oe rentet ;
En ilis Sant Norvez ’oe rentet,
Pa ver ’n gourreo ’nn offern-bred !
Kanet gant Derrien, leshanwet ar c’hemener bihan,
en bourk Plouaret — 1863.
Mari Derrienig, a veg al lann,
Braoa merc’h ’zo ganet gant mamm.
Gwell’ a vije d’êhi na vije,
P’eo klanv gant ar c’hlenved newe.
Mari Derrienig a lâre
D’he mammig paour, un dez a oe :
— Ma mammig paour, ha posubl ’ve
’Ven klanv gant ar c’hlenved newe ?
— Oh ! ia, ma merc’hig, a dra sur :
N’ gomerret ket displijadur,
Un ti newe d’ac’h ’vô savet,
Hag en-han da chomm hec’h efet.
— Mar an da chomm d’un ti newe,
Piou ’deui da vates ganen-me ?
— N’ho pô na mewel, na mates,
War un dro ’vô gret ho tieges.
— Mar an da chomm d’am zi newe,
Piou ’ganno m’ linsellio d’in-me ?
— Piou, merc’hig, nemet hoc’h-unan ?
C’hui ’pô ho kwaz hag ho fantan ;
C’hui ’pô ho kwaz hag ho fantan,
Ha koad ewit ober ho tan ;
Diwar veg ur walennig wenn
’Vô rôt boued d’ac’h, Mari Derrienn.
Ann Derrienig koz a lâre
D’ berson he barous, un dez ’oe :
— Person m’ farous, c’hui bermetfe
Savfen d’am merc’h un ti newe ?
Savfenn d’am merc'h un ti douar ?
Ranna ’ra ma c’halon gant glac’har.
— Mar savet d’ho merc’h un ti newe,
Savet-han pell diouz ho re :
Savet-han pell ouz hoc’h hini,
’Wit na glewfet ket hic’h anvoui,
Ha savet-han en beg al lann,
War vord ann hent ’c’h a da Sant Iann.
Mari Derrienig a lâre
D’artisaned he zi newe :
— Pa veet ’sevel ma zi newe,
Laket tri frennestr ’n tu ’r c’hreis-de ;
Laket tri frennestr ’n tu ’r c’hreis-de,
M’ welinn ti ’r Werc’hes a-c’hane ;
Ma welinn ma zad ha ma mamm
Er prosesion en Sant Iann.
Person he farous ’c’houlenne
Ouz Mari Derrienig, un dez ’oe :
— Mari Derrienig, d’in lâret,
Petra ’zo kaoz ma ’z oc’h klanved ?
— Hoc’h eva gwinn euz ur werenn,
Digant un den iaouank ’garienn,
Ur werennad winn liou d’am gwad ;
Biskoaz d’am c’halon n’eûs gret vad.
Mar an da chomm d’am zi newe,
Person m’ farous ’deui’ ganen iwe ;
’Teuio ar groaz hag ar banier,
Hag ar vêleienn hag ar c’hloer.
Mar be ann awel a-rok d’hè,
Me ’vô laket a-dreg gant-hè ;
Mar be ann awel a-dreg d’hè,
Me ’vô laket a-rok gant-hè ;
War ma daou-dorn ur manego,
Na souillinn ket ar skaillero…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mari Derrienig ’choulenne
Euz ur mesaër, un dez ’oe :
— Mesaër-denved d’in lâret,
Petra a-newe ’c’h eûs klewet ?
— N’am eûs klewet netra ’newe,
Met eo dimêt ho karante ;
Met eo ho karante dimêt,
Warc’hoaz kenta de hec’h eured.
— Mesaër-denved, d’in lâret,
’Wit-on he vete hec’h efet,
D’ lâret d’ehan dont d’am gwelet,
Digas d’in lod euz ar banket ?
’R mesaër-denved a lâre
D’ar c’hadet iaouank, p’hen gwele :
— Me a zo ama digaset
’Beurz Mari Derrien d’ho kavet,
Da lâret d’ac’h mont d’hi gwelet,
Ha kas d’êhi lod ar banket.
— Warc’hoaz kenta ’c’h inn d’hi gwelet,
Da gas d’êhi lod ar banket.
Ar c’hadet iaouank a lâre
’N toull dor Mari, un dez a oe :
— Mari Derrienig, digorret ho tor
D’ho servijer ’zo ’c’houl digor.
— Kadet iaouank, it al lec’h-se,
Aoun am eûs e klanvfac’h iwe ;
Aoun am eûs e klanvfac’h iwe
Gant ma alan, dre doull ’n alc’houe.
— Fete a-c’hann na bellaan,
Ho kwelet, Mari, a renkan ;
Ho kwelet, Mari, a renkan,
Ha pa glanvfenn, nep forz na ran !
Ann nor pa d-eûs bet digorret,
En he c’herc’henn ez è lampet ;
En he c’herc’henn ez è lampet,
Hag eno ho daou int marwet !
Doue d’ bardono ann anaon,
Emaint ho daou war ar varw-skaon ;
Et int ho daou er memeuz be,
Bennoz Doue war hoc’h ine !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
en barous Plunet — Aodo ann hanter-noz.
— Me am eûs ul lez-vamm ’r gwasa ’oufeac’h da gavet ;
Un heur a-rok ann de gant-hi me a ve savet (bis).
Un heur a-rok ann de gant-hi me a ve savet,
Ha kaset da vouit dour da feunteun ar Washalek (bis).
Pa oan etal ar feunteun, ma fichet hanter-garget,
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet (bis) ;
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet,
Gant potr un den-jentil ’c’h abreuvi he ronsed (bis) ;
Hen o kregi em dorn, ma c’has d’ar valanek,
Lakad ma daoulagad da sellet ouz ar stered (bis) ;
Lakad ma daoulagad da sellet ouz ar stered,
Hag he re he-unan da sellet ouz ar merc’hed (bis). [89]
Pa deuis a-c’hane, hag hen o roï d’in kant skoed,
Da vezur ma bugel, evel pa vije ganet (bis)…
Me am eûs ul lez-vam, ’r gwasa ’oufeac’h da gavet,
Pa arruinn er gêr, me a vô sur groudouzet (bis).
— Pa arrufet er gêr, mar bec’h gant-hi gourdrouzet,
M’ho ped da lâret d’êhi ’pô kât ar feunteun troublet (bis).
M’ho ped da lâret d’êhi ’pô kât ar feunteun troublet ;
Gant potr un den-jentil, hoc’h abreuvi he ronsed (bis).
Pa arruas er gêr, a oe gant-hi gourdrouzet,
Tolet e-meas ann ti gant he lez-vamm milliget (bis).
A-c’hane hi zo êt na da di he maerones,
Da di itron ar Genkis, hi a oa bet alies (bis)…
Ann itron d’he mates un de a d-eûs lavaret :
— Na terrupl, emezhi, ho kavan-me drouk-liouet (bis) !
Na terrupl, emezhi, ho kavan-me drouk-liouet,
Pa arrujac’h em zi, al liou-se na dougec’h ket (bis).
Kontrol a ret d’ar roz, a zo bars ar jardino,
Ha d’ar ieot, gomanz glaza, d’ar c’houlz-ma, bars ar prajo (bis).
— Perag, ma maerones, n’am kavfec’h ket drouk-liwet,
Pa ’z on gant ann derzienn pewar miz ’zo tremenet (bis) ?
— Perag ’ta, Jaketa, n’ho poa ket d’in-me lâret,
Ha ’vijenn êt en kêr, da glask d’hac’h medesined (bis) ;
Ha ’vijenn êt en kêr, da glask d’ac’h medesined,
Jaketa ar Penhoat, ho dije ho kwellaët (bis).
— Tawet, ma mareones, tawet, n’am c’haketet ket,
Kloaregig ann aotro a zo kiriek d’am c’hlenved (bis).
Ann itron ar Genkiz, o klewet he freposio,
A d-eûs kaset lizer da gloaregik ann aotro (bis).
— Jaketa ar Penhoad a glewan a zo gwallet,
C’hui renk hi eureuji, ia, pe veza forbanet (bis).
C’hui renk hi eureuji, ia, pe veza forbanet.
Dont da guitad ho pro, elec’h na retornfet ket (bis).
— Me zo ’r c’hloarek iaouank, prest da veza bêleget,
Itron, mar lâret se, setu me glac’haret (bis) ;
Itron, mar lâret se, setu me glac’haret ;
Paj bihan ann aotro hag hi a zo mignoned (bis) ;
Ann dez-all ’oant er jardinn, o terri kraon da zebri,
He fenn war be varlenn, hag hen ouz he c’haresi (bis).
Ann itron ar Genkiz, o klewet he breposio,
A d-eûs skrivet lizer da baj bihan ann aotro (bis) :
— Jaketa ar Penhoad a glewan a zo gwallet,
C’hui a renk hi eureuji, pe vea forbanet (bis) ;
C’hui a renk hi eureuji, pe vea forbanet,
’Dont da guitad ho pro, elec’h na retornfet ket (bis).
— Me ’zo ur paj bihan, newe deut ouz ann arme,
Itron mar lâret se, me ’zo prest da vont arre (bis). —
Pa oe grêt ann dimi, ha grêt iwe ann eured,
Paj bihan ann aotro adarre ’zo partiet (bis).
Setu seis vloaz tremenet hag ann eis vloaz achuet,
Paj bihan ann aotro c’hoaz er gêr n’arru ket (bis) ;
Paj bihan ann aotro c’hoaz er gêr n’arru ket,
Jaketa ar Penhoad adarre a zo dimêt (bis).
— Pa oann en Keridon war gein ma marc’h o tonet,
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet (bis) ;
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet,
Gant meur a sonerrienn na diouz taol ann eured (bis).
— Digorret d’in ho tor, plac’hig diou wez eureujet,
Arru ’on da digas d’ac’h ar pez poa goulennet (bis) ;
Arru ’on da digas d’ac’h ar pez poa goulennet,
Ur gegel a gors Spagn, hag ur c’hlevez alaouret (bis).
— Oh ! me a zo aman euz kosteïo ma fried,
Mar rafenn re a vrud, marteze ’ven skandalet (bis)…
— Digorret d’in ho tor, plac’hig diou wez eureujet,
Rag indann ann amzer ma daoudorn a zo klezret (bis) ;
Rag indann ann amzer ma daoudorn a zo klezret,
O terc’hel brid ma marc’h ha ma c’hlevez alaouret (bis)…
— ’C’h àn da digorri ann nor, ’pa dlefenn bea lac’het,
Pa glewann lâret eo c’hui ez è ma c’henta pried (bis).
Ann nor pa d-eûs digorret, ’n he gerc’henn hec’h eo lampet,
Etre he ziouvrec’h eno, war al lec’h ez eo marwet (bis) !
Ur mewel ’oa gant-han, Pezr a lârer anezhan :
— Ma mewel, sent ouzinn, dalc’h ma c’hleve, gra ouzinn (bis) !
Sell aze ma arc’hant ha ma holl akoutramant,
Kerz d’ar gêr, lâr d’am c’heront vinn marwet em rejimant (bis) !
— N’am eûs ket ar galon, ma mestr kêz d’ho lac’han,
N’am eûs ket ar galon, balamour m’ho servijan (bis).
Ha na oa ket he c’hir gant-han c’hoaz peurlavaret,
Ar paj bihan eno war al lec’h a zo marwet !
Setu un intaon iaouank ann noz kenta he eured ! —
Kanet gant Marc’harit Fulup
O retorn euz ul leur-newe,
Me am boa grêt ur bromese.
Ur plac’hig koant ’m boa rankontret
Hag ez oa plijet d’am souhet.
Ha me o c’houlenn diout-hi :
— Merc’hig, iaouank, da zimizi ?
— Iaouankig mad a em gavan
Da zimizi c’hoaz er bloaz-man.
— Ur mouchouar seï fleuriet
Hag ur walenn gaer alaouret,
Mar bec’h fidel d’ho promese,
Merc’h iaouank, setu-int aze.
Me hec’h a brema d’ann arme,
Na da serviji ar roue,
Ha bars un daou vloaz pe un tri,
Me a deuio d’hoc’h eureuji.
Setu ann daou vloaz tremenet,
He zad hen eûs hi dimezet ;
He zad hen eûs hi dimezet
D’un den koz ha na garie ket.
— Ewit senti euz ho komzo,
Ma zadig, me hen komerro ;
Me hen komerro da bried,
Met kousket gant-han na rinn ket.
Pa oa ann hanter-noz o sôn,
Hi o klewet mouez ur c’hlaron ;
Hi ’klewet mouez he servijer
’Oa o retorn euz ar brezel.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann nor pa d-eûs bet digorret,
En he c’hichenn ez eo lampet ;
En he c’hichenn ez eo lampet ;
Ar plac’h kerkent ’zo desedet !
Ur mewel pini ’oa gant-han,
A lârer Pier anehan :
— Pier, ma mewel, sent ouzin,
Komer ma c’hleve, gra ouzin.
Setu aze ma holl arc’hant,
Iwe ma holl akoutramant.
Kerz d’ar gêr, ha lâr d’am c’heront
’Vinn desedet em regimant.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
En he gichenn ’eo desedet.
Ha setu un intanv koz grêt
Ann noz kentan euz he eured ! —
Kanet gant Marc’harit Fulup
Jannedig Helari, merc’h he mamm,
E braoa plac’h ’vale dinamm ;
Ha na gred ket sevel he fenn,
Gant ann dud-jentil hi goulenn ;
Gant ann dud-jentil, ’r baroned,
O c’houlenn Jannet da bried.
O pebeuz fortun hi d-eûs gret !
Un den-a-vor d-eûs komerret ;
Un den-a-vor d-eûs komerret,
He hano Iann ann Arc’hantek.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he bried Jannet, un dez ’oe :
— Ma fried Jannet, me ho ped,
Ul lestr newez a vô savet ;
Me a savo ul lestr newe,
Wit roï en presant d’ar roue ;
A veo he hano Mari,
’Aïo war-vor da gombatti.
Me aï’ da gabitenn war-n-hi,
Iann ann Arc’hantek ’vô gant-hi.
Pa vinn euz ’r c’hè, en Lanhuon,
Me a leusko tri zenn kanon ;
Leusko tri zenn kanon er mor,
Ken a greno ’r gêr a Roskor ; [91]
Hag a lakaï ma lestr en gwenn,
’Wit m’hi gwelfet a-ziabell.
Iann ann Arc’hantek a lâre,
War ar mor-dôn pa bourmene :
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kê da veg ar wern uc’hella,
Da welet pelec’h omp ama.
Ar paj, pa ’c’h ee ’n nec’h, a gâne,
Pa deue d’ann traon, hen ’oele :
— Uc’hella ma c’hellan ’on bet,
N’am eûs gwelet douar a-bed ;
N’am eûs gwelet douar a-bed,
Met peder lestr d’ar Spagnoled ;
Ho gitono a-rez ann dour,
Ma mestrig paour, ur sinn traïtour ;
Ho gitono ’zo liou d’ar gwad,
Ma mestrig paour, sinn da gombad !
Iann ’nn Arc’hantek, p’hen eûs klewet,
D’he vartoloded ’n eûs lâret :
— Ma martoloded, me ho ped,
Na vet ket traïtour em andret ;
Na vet ket traïtour em andret,
Da lakâd paper, lec’h boulet.
— Tawet, ma mestr, na nec’het ket,
Traïtour n’hoc’h andret n’ vefomp ket ;
Traïtour n’hoc’h andret n’ vefomp ket,
Da lakâd paper, lec’h boulet ;
Tre ’pado buehez er c’horf-man,
Birwikenn trahison na ran !
Iann ’nn Arc’hantek, p’hen eûs klewet,
’N korf he roched em diwisket ;
War-c’houre ’r pont hec’h eo savet,
Ha tri zenn kanon ’n eûs leusket ;
War ar bevare ’eo ratet,
Laket ’oa paper, lec’h boulet !
Ar spagnol braz a c’houlenne
Ouz Iann ’nn Arc’hantek, p’hen komerre :
— Lavar d’in, Breton arajet,
Na a betra out-te karget ?
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’ar spagnol braz, pa hen klewe :
— Karget ’on a figes, a graon,
Hag alamandes, bet’ ann traon ;
Karget ’on ’winn Bourdel ar gwella,
Deut ganen ewit hen tanva.
Ar spagnol braz a lavare
Da Iann ann Arc’hantek neuze :
— Mar roës da verc’h-hena d’in-me,
Me ’lezo ganid da vuhe ;
Me ’lezo ganid da Vari,
Da vont war-vor da gombatti.
Ann Arc’hantek ’n defoa ur verc’h
’Oa gwenn he daou-dorn, ’vel ann erc’h ;
He daou-dornigo, he diou-jod,
Ken kaer hag al laez en ur pod.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’ar spagnol braz, eno, neuze :
— Bikenn ma merc’h me na roan,
Hi c’holl pe gonid a renkan…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Gichenn ma fenn bete ma zroad
Te ’labe ma roched a wad !
M’ vije gant Jannet Helari,
Honnes ’denje ’r gwad anezhi.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he verdedi, eno, neuze :
— Ma merdedi gêz, me ho ped,
Chui ’c’h a d’ar gêr, me na inn ket ;
C’hui c’h a d’ar gêr, me na inn ket,
Grêt m’ gourc’hemeno d’am fried.
Lâret dezhi, mar komer par,
Komer ul labourer douar ;
Komer ul labourer douar,
Gant den a vor eo sur war-var ;
Ha kas he mab hena d’ar skool,
Ha diwal na ve den a vor ;
Ha kas he merc’h d’al leandi,
Peadra ’walc’h ’chommo gant-hi. [92]
Jannet Helari a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met he martoloded a ree :
— Tawet, Jannet, na oelet ket,
Me a wel arru ho pried ;
Me ’wel arru ul lestr-newe,
Iann ’nn Arc’hantek war he c’hourre…
Kanet gant ur vates hostaleri, en bourk Plistinn — 1864.
Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz ’zo a newe savet,
Grêt d’ur vandenn martoloded,
’Oa war ar mor dôn ambarket ;
Seis vloaz war-n-ugent hi ’zo bet
Na war ar mor dôn ambarket ;
Ar bloaz diweza anezhe
Eo manket ar betail d’ezhe.
Hag ar betail pa eo manket,
Debri unan a d-eûs sonjet…
..................................
Ar mestr al lestr a c’houlenne
Digant he baj biban un de :
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Ha te a t-eûs debret da goan ?
— Na vô ket ’vel-se a vô grêt,
Ar blouzennig vêr ’vô tennet,
Ann hini ’n defo ar bêra,
Hennes ’vô debret da genta.
Ar blouzenn-vêr pa d-eûs tennet,
Da vestr al lestr hec’h eo digwêt.
— Aotro Doue, ha posubl ’ve
’Ve ma martoloded ma debrfe !
Pajig, pajig, ma faj biban.
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kê d’ veg ar wernienn uc’hella,
Da c’houzoud pelec’h ’c’h omp ama.
Hag hen vont d’ann nec’h o kana,
Hag o tont d’ann traon o oela :
— En beg ar wernienn me ’zo bet,
Ha tamm douar n’am eûs gwelet ;
N’ ’m eûs gwelet met diou lestr vihan,
Hi leûn a voged hag a dan,
Stignet gant-hê gwelio ruz-gwad,
Seblant a vrezel, a gombad. [93]
— Pign c’hoaz d’ veg ’r wernienn uc’hellan,
Da c’houzoud pelec’h ’omp aman ;
Da c’houzoud pelec’h ’omp aman,
Homan ’vô ar wez diweza.
Hag hen ’vont d’ar krec’h o oela,
D’ann traon a teue o kana ;
D’ann traon o kana e teuas,
Ha d’he vestr kerkent e lâras
— Ma mestrig paour, em gonsolet,
Me gred ’omp en douar rentet ;
Me gred ’omp en douar rentet,
Tour Babylon am eûs gwelet.
Me ’m eûs gwelet tour Babylon,
Hag a glew ar c’hleïer o sôn ;
Hag a glew ar c’hleïer o sôn,
Me gred oar tro ’r procession : [94]
Me ’wel ma iontr ha ma moereb
O daou oc’h ober tro ’r vered…
...................................
Kriz a galon nep na oelje
War dour Babylon ’r zul da greis-de,
’Welet seis martolod ha tregont
’Tebarki ’sambles war ar pont ;
Tric’houec’h anhê ’c’houlenne boed,
Ar re-all ’c’houlenne bélek !
Person Babylon ’zo ’n den mad,
’N andret ar re glanv charitabl,
Hen eûs roët tric’houic’h nouenn
Kent lemel ’r stol euz he gerc’henn [95] !…
Kanet gant ur Martolod koz.
Kervegan hag ann Tourello
A so mignoned a bell-zo.
’Nn aotro Kervegan a lâre
D’ann Tourello, un dez a oe :
— Deus da vaner ann Dour ganin,
Da c’houl’ ’r verc’h hena da dimi ;
Na ve ket traïtour em andret,
D’in ma unan ’vo goulennet.
Ann Tournello a voujoure,
En maner ann Dour p’arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-man,
Ar verc’h hena, pa n’ hi gwelan ?
Ar verc’h hena, pa n’ hi gwelan ?
Me ’deu d’hi goulenn d’ann den-man.
Ann tad neuze a lavaras
D’ann Tourello, ’vel m’hen klewas :
— M’eo d’ann den-ze hi goulennet,
Tourello, c’hui ’vô refuset ;
M’ho pije wit-hoc’h goulennet,
Aotro, raktal hi pije bet.
Ar verc’h hena, pa d’eûs klewet,
Gant ar vinz ’traon ’zo diskennet ;
Gant ar vinz ’traon eo diskennet,
Ha d’he zad a d-eûs lavaret :
— Diwallet, ma zad, ho pe grêt,
Ewit Kervegan n’am bô ket ;
Gwell’ eo ganen ann Tourello
’Wit Kervegan gant he vado.
Kervegan, pa hen eûs klewet,
War geign he varc’h a zo pignet ;
War geign he varc’h ez eo pignet,
Euz ’nn Tourello ’n eûs kimiadet.
Maner ann Dour a lavare
D’ann Tourello eno neuze :
— Diskennet aotro deut en ti,
M’eomp hon daou da zijuni.
— Na ziskennin, na ’z in en ti,
Ken en Lezormel arruin ;
Ken en Lezormel, da gonian,
’Sambles gant ma c’hoarig henan.
Ann Tourello e-mês ’zo êt,
El Lew-drez [96] ez eo arruet.
Kenta rankontr hen eûs bet grêt,
Eo Kervegan hag he botred.
Ha Kervegan, vel m’hen gwelas,
Er giz-man out-han a gomzas :
— Me ’wie a-walc’h, a bell-zo,
Ez oa traïtour ann Tourello !
— Biskoas em buhe n’ draïtouris,
Bikenn na rin, me ’m eûs avis.
— Mar n’out traïtour, ’vel ma lâret,
’Teui da c’hoari ’n tol fleuret.
— Fenoz tol fleuret n’ c’hoarian,
M’ vin bet ’n Lezormel o konian ;
M’ vin bet ’n Lezormel o konian,
’Sambles gant ma c’hoarig hena.
A-boan he gomz peurlavaret,
Kervegan diwar varc’h ’zo diskennet ;
Kervegan diwar varc’h ’zo diskennet,
D’ c’hoari ’r fleuret int komanset.
Ar c’henta tol ’n eûs-han skoët,
He gleve dro ’nn anter ’zo torret…
Ann Tourello na wie ket
’Oa dreg he geign ez oa tapet ;
’Oa dreg he geign ez oa tapet,
Tud Kervegan d-eûs han lac’het !… [97]
Kenta defoa klewet ar gri,
’Oa Lokrenan ha tud he di :
A oa Lokrenan hag he re,
O vonet d’ar c’hoad, d’ar chase :
— Aotro Doue ! ha posubl ve
Ve ann Tourello a ves-te ?
Mar eo ann Tourello oud-te,
Gra ’r zeblant bennag ouzin-me ;
Gra ’r zeblant bennag ouzin-me,
Ma klaskin bêlek d’as ine !
Ann Tourello hen eûs komzet,
Ha d’ez-han hen eûs lavaret :
— Kerz-te da Lezormel brema
Da lavaret d’am c’hoar-hena
Lakad seis offern em delivrans,
Pa n’hallan disklezria m’ c’honsians ;
Lakâd ter bars en Sant Efflamm,
Ma ’z inn d’ar baradoz dinamm ;
Ha ter dirag ar Speret-Glan,
Ma ’z inn d’ar baradoz buhan ;
Ha ter iwe en Kernitron, [98]
Ma ’z inn beteg roue ar ann tron !
Lokrenan, ’vel ma ’n eûs klewet,
War geign ur marc’h a zo pignet ;
War geign ur marc’h ez eo pignet,
Da Lezormel prim ez eo êt.
Ann dimezell a lavare
D’he mates-vihan en de-se :
— Lakaët ar bèr ouz ann tan.
Me wel o tont ma breur d’he goan ;
Me ’wel o tont ma breur d’he goan,
A-rog dira-z-han Lokrenan.
— N’ lakêt ket ar bèr ouz ann tan,
Na deui ket ann aotro d’he goan ;
N’ho bêt ket joa euz ma c’hezlo,
Rag’ ann Tourello ’zo maro !
’Nn aotro Tourello ’zo maro,
’Man el Lew-drez war he c’heno [99] !
Ann dimezell, pa d-eûs klewet,
Ter gwez d’ann douar ’zo zemplet ;
Ter gwez d’ann douar eo zemplet,
Lokrenan ’n eûs hi goureet.
’R wez diveza ma ’z eo savet,
E d-eûs komzet ha lavaret
Stagan euz ar c’harr ar c’hezek,
Ma ’c’h aje d’al Lew d’hen gwelet.
Kriz ’vije ’r galon na oelje.
Bars al Lew-drez nep a vije,
Hi gwelet ’vriata ’r c’horf maro,
Hag hen gwalc’hi gant he daero !
War-n-ezhan neuze eo koeet,
Hag he c’halon a zo rannet !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Man ann daou garf war ar varw-skaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
E-maint ho daou er memeuz be,
Doue d’ vezo gant ho ine !
Kanet en bourk Ploëgat-Guerrand
gant ur c’hemener — Maë 1863.
Kervegan hag ann Tourello
A zo mignoned a bell ’zo ;
A zo a bell ’zo mignoned,
Met war ar gwinn hag ar merc’hed.
Na Kervegan a lavare
D’ann Tourello, un dez a oe :
— Me ’c’h a d’ vaner ann Dour brema,
Ewit goulenn ar verc’h hena.
Ann Tourello a lavare
Da Gervegan eno neuze :
— Na ve ket traïtour em andret,
Ewit-hon eo ’vô goulennet.
Ann aotrone a voujoure,
En maner ann Dour p’arrue : [100]
— Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Ar verc’h hena pelec’h ema ?
— Ema duze ’n kambr ann dourell,
Gant-hi diou pe der dimezell.
Ar verc’h hena, pa d-eûs klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet,
Ha d’he zad e d-eûs lavaret :
— Diwallet, ma zad, ho pe grêt,
Rag ’wit Kervegan n’am bô ket ;
Gwell’ eo ganen ann Tourello
Wit Kervegan gant he vado.
Ha Kervegan, p’hen eûs klewet,
D’ann Tourello hen eûs lâret :
— Deus war da inkane bihan,
Ma ’z efomp-ni d’ar gêr buhan.
En hent-glaz pa int diskennet,
Kervegan hen eûs lavaret :
— Diskenn diwar d’inkane brema,
Ma c’hoarifomp ’r c’hlevez ama.
Ann Tourello a lavare
Da Gervegan, eno, neuze :
— Me ’wie ’r vad, euz da feson,
E wiskes dillad ur poultron !
Diwar he inkane eo diskennet,
Nag ewit c’hoari ar fleuret.
P’oa Kervegan ’c’hoari out-han,
’Oa ’n all dreg he geingn hoc’h hen lac’han.
Kenta ho d-eûs klewet ar gri,
’Oa Lokrenan ha tud he di ;
’Oa Lokrenan hag he daou vab,
’Oa o chaseal er brouz-koad.
Na Lokrenan a lavare
D’ann Tourello, eno, neuze :
— Aotro Doue, a posubl ’ve
Ve ann Tourello a vefe !
Na Lokrenan a lavare
D’ann Tourello, eno, neuze :
— Lavar un dra-bennag d’in-me,
Pa n’hellan klask bêlek d’as ine !
— Lak’ seis offern bars en offranz
Pa n’hellan disklezria m’ c’honsianz ;
Lak’ seis offern en Kernitron,
Honnes ’eo rouanes ann tron ;
Ha laka ter en Sant Efflam,
Wit m’ inn d’ar baradoz dinam.
Lokrenan, pa hen eûs klewet,
War-geign he varc’h a zo pignet ;
War-geign he varc’h ez eo pignet,
Ha da Lezormel ez eo êt.
Ar varkizes a lavare
D’he mates vihan, en noz-ze :
— Lakaët ar bér hoc’h ann tan,
Arru ann Tourello d’he goan.
Na Lokrenan a lavare
D’ar varkizes, eno, neuze :
— N’ laket ket ar bér hoc’h ann tan,
Ann Tourello n’ deui ket d’he goan ;
Eman ’l Lew-draz war he c’heno,
’N aotro Doue d’hen pardono ;
Eman ’l Lew-drez e-kreis he wad,
’N aotro Doue d’hen joaüsaad.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
Bars al Lew-drez nep a vije,
’Welet ’r varkises leun a ganvo,
O vriata ar c’horf maro.
Ha Lokrenan a lavare
D’ar varkizes, eno, neuze :
— Na lest Kervegan ganen-me,
Me ’lakaï barna he vuhe ! [101]
Kanet gant ur vates hostaleri
en bourk Plistinn — 1864.
D’ oel Sant Barnabas, da wener,
’Oe lac’het ’nn aotro Penangêr ;
’Nn aotro Penangêr, a Blouillo,
Braoa mab den-jentil ’oa er vro.
’Nn aotro Penangêr ’c’houlenne,
Euz he vamm, al lun ar beure :
— Ma mamm, roët d’in-me konje
Da vont da Blouillo fete ;
Da vont da Blouillo fete,
Ar Voaswenn, Guionig ha me.
— Da Blouillo na efet ket,
D’ar Jeodet ’m eûs lâret monet ;
Mont d’ar Jeodet d’ar bardonan,
’Wit ho tad, ’zo ’n he wele klanv ;
Met, ma mabig, mar am c’haret,
Konje ho tad a c’houlenfet.
’Nn aotro Penangêr, ’vel ma klewas,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignas ;
Gant ar vinz d’ann nec’h ’eo pignet,
Euz he dad hen eûs goulennet ;
— Ma zad, roët d’in-me konje,
Da vont da Blouillo fete ;
Da vont da Blouillo fete,
Ar Voaswenn, Guionig ha me
— D’ bardon Plouillo n’efet ket,
Gant Delande ’z hoc’h gourdrouzet ;
Gant Delande ’z hoc’h gourdrouzet,
Aoun braz am eûs na vec’h lac’het.
— Ma zad, tolet pluenn en er,
Ha lec’h ma ielo, me a iel’.
Pluenn en awel ’zo gwentet,
’N trezeg Plouillo ’c’h eo bet êt.
Ann aotro Penangêr lâre,
D’he dad er gambr eno, neuze :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ bardon Plouillo me ’ielo.
’N ilis Plouillo p’eo arruet,
Euz ’r marchepi eo daoulinet ;
Euz ’r marchepi eo daoulinet,
Hag ur bedenn hen eus lâret.
’Nn aotro Penangêr a lâre,
’N tal he skabell pa arrue :
— Petra ’zo ’newez ’n ilis-ma,
M’eo alc’houet ar gador-ma ?
Person Plouillo a lâras,
Da vab ar zakrist, pa glewas :
— Kerz ewit-on da Lanaskol,
Da lavaret, euz ma c’hêlo,
Penoz ’man ama Penangêr
Hen eveus c’hoant da gaout affer;
Hen eus c’hoant kaout un tamm affer,
Gourdrouz ’ra torri ar skabell.
Mab ar zakrist a lavare,
En Lanaskol pa arrue ;
— Demad ha joa er maner-ma,
’Nn aotro Delande pelec’h ’ma ?
’Nn aotro Delande pa glewas
He benn er prenestr a voutas ;
He benn er prenestr ’n eûs boutet :
— Petra ’newez ? -n’ eûs goulennet.
Mab ar zakrist a lavare
Da Delande, pa hen gwele :
— En Plouillo ’ma Penangêr,
’N eus c’hoant da gaout un tamm affer.
’Nn aotro Delande, pa glewas,
He abit hernach a wiskas ;
He abit hernachet ’n eûs gwisket,
’Trezeg Plouillo ez eo êt.
’Nn aotro Delande a lâre
Da Benangêr, p’hen salude :
— Pe te deui’ ’mês ar gador-ze,
Pe me ’m bô da vuhe aze ?
’Nn aotro Penangêr a lâras
Da Delande, ’vel m’hen klewas :
— ’Mês ar gador me na inn ket,
Ken ’vô ann offern achuet ;
Pa vô ann offern achuet,
Neuze e vinn lec’h ma karfet…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Pa ’c’h ee ’r prosession ’mês ann ilis,
N’ chomme den d’ehan vis-a-vis ;
Pa oa ann offern achuet,
’Mês ann ilis ez int bet êt.
Person Plouillo a lâre
D’he barosionis en de-se :
— N’ sortiet den euz ann ilis,
Lest ann dud-jentil ’n ho divis ;
N’ sousiet kristenn etre-z-hê,
Rag c’hoas ’vec’h gwasoc’h diout-hê.
Mês ann ilis int sortiet,
Da c’hoari ’r c’hleve ez int êt.
’Nn aotro Penangêr n’ wie ket
Ez oa Delande hernachet ;
Kenta toll kleve ’n eûs skoët,
He gleve dre ’nn anter ’zo torret.
’Nn aotro Penangêr a lâre
Da Delande, eno neuze :
— Gwes-all pa oas-te en arme,
’M eûs bet did ’lies da vuhe ;
’M eûs bet did ’lies da vuhe,
Les ganen ma hini iwe.
N’oa ket he gomz peurlavaret,
Gant ar c’hleve noas oa treuzet !
Ann aotro Delande ’lâre,
Er gêr d’he vamm pa arrue :
— En Plouillo me a zo bet,
Hag a garje na vijenn ket ;
Hag a garje na vijenn ket,
Ewit ar somm a dek mil skoed ;
Ia, ’wit ar somm a dek mil skoed,
’Nn aotro Penangêr ’m eûs lac’het !
— Mar e t-eûs lac’het Penangêr,
’C’halles kuitaët ar c’hartier ;
Te c’hall kuitaët ar c’hontre,
Rag n’ vankfont ket war da vuhe !
Tud-jentil Penangêr ’lâre
En Lanaskol, un dez a oe :
— Pelec’h ’man traïtour Delande,
Ha teuio d’ c’hoari ar c’hleve ?
Ar palefrenier a lâras
D’ann dud-jentil, pa ho c’hlewas :
— Delande er gêr n’eman ket,
Na ouzoun pelec’h hec’h eo êt.
Ann dud-jentil pa glewjont se,
A dibenn holl gwez ann ale ;
A dibenn holl gwez ann ale,
En dismeganz da Delande.
Kanet gant Garandel,
leshanvet kompagnon dall. — 1844.
D’ oel Sant Barnabas, en mis maë,
’Oe lac’het ’nn aotro Penangêr ;
’Oe ’nn aotro Penangêr lac’het,
Gant Delande hag he botred.
Ann aotro Penangêr ’lâre
D’he vamm ann itron, un dez ’oe
— Ar Voaswenn, Guionig ha me
A iel’ da Blouillo fete.
— It d’ann offern-veure d’ar Jeodet,
Pe d’ Loguivy, d’ann offern-bred ;
Ho tad war he wele ’zo chommet,
Disul ’c’h aï’ ganac’h, mar be savet.
— Drouk ha mad gant nep a garo,
Pluenn en awel tolet ’vô ;
Na tolet pluenn en awel.
Ha lec’h ma troïo, nin a iel’.
Pluenn en awel ’zo tolet,
Trezeg bourk Plouillo eo êt.
P’int en Plouillo arruet,
N’oa ket komanset ’nn offern-bred.
Ann aotro Penangêr ’lâre
’N ilis Plouillo p’arrue :
— Petra ’zo ’newez ’n ilis-ma,
Ma ’z eo tachet ar gador-ma ?
Hastet digorri ar skabell,
Pe me hi zorro, n’ vinn ket pell !
Mab ar Bihan a lavaras
Da Benangêr, ’vel m’hen klewas :
— N’ vô ket digorret ’r skabell-ma,
Ken a vô Delande ama ;
Ken a vô Delande aman,
P’autramant lizer digant-han.
Ann aotro person a lâre
D’ vab ar Bihan eno neuze ;
— Hast brema, hast buhan monet
D’ vaner Lanaskol da lâret
Penoz ’man ama Penangêr
’N eûs c’hoant da gaout un tamm affer ;
’N eûs c’hoant da gaout un tamm affer,
Gourdrouz’ ’ra torri ar skabell !
Mab ar Bihan a lavare
En Lanaskol pa arrue :
— Demad ha joa er maner-ma,
’Nn aotro Delande pelec’h ’ma ?
— ’Man duze ’r gambr ’em brepari
Mont d’ ’nn offern-bred da Geraudi.
Mab ar Bihan a lavare
Da Delande, p’hen salude :
— lavaret a zo d’ac’h donet
Da Blouillo d’ann offern-bred,
Rag eman duman Penangêr,
Hen eûs c’hoant kaout un tamm affer.
Delande, ’vel m’hen eûs klewet,
Abijo gwarnizon ’n eûs gwisket,
Ha trezeg Plouillo eo êt,
Gant nao pe dek euz he botred.
Ann aotro Delande ’lâre
D’ann aotro Penangêr, p’hen gwele :
— Deus raktal ’mês ar skabell-ze,
Pe mes lac’ho dirag Doue !
— Ha posubl a ve, ma Zalwer,
’Ven lac’het dirag ann aoter !
Delande ’lâre d’he botred,
A oa chommet bars ar vered :
— Mar deu er-mês dre ann nor vraz,
Na chommet ket dirag he faz ;
Mar deu ’mês dre ann nor vihan,
Neuze ni ’zo sur anehan.
N’eo ket dre ’nn nor vraz eo bet êt,
Dre ’nn nor vihan e sortiet ;
Dre ’nn nor vihan e sortias,
’Wit he waleur a oe, siouas !
N’oa ket êt mad war ann treuzo,
Plantjont en-han ho c’hleveïo ;
Vel-kent e-kreis ’tre-z-he eo êt
Da gouea da greis ar vered.
— Ha posubl ’ve digant Doue,
’Ve te, ma c’henderw, ma lac’hfe,
Ha ni bugale c’hoerezed.
Gant ’r memeus mageres maget !
Ha ni bugale ann diou c’hoar,
Ranna ’raï’ ho c’halon gant glac’har !
— ’Wit bout maget gant ’r memeus broun,
N’omp ket ganet gant ’r memeus mamm !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ur vroegig paour ’oa o tonet
Da Blouillo, d’ann offern-bred,
Dolas he mantel d’hen golo,
Hen asistas bet’ ar maro.
Ann aotro person a lâre,
He gein d’ann aoter pa droë :
— N’ sortio den ann ilis-ma,
Pe me lakaï’ hen dekreta.
Ann aotro ’r c’hure a lâras
D’ann aotro person, pa glewas :
— Drouk ha mad gant nep a garo,
E-mês ann ilis me ’ielo,
Da roï dehan ann absolvenn,
Pa n’hell ket gortos ann noueun…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Nn aotro Delande a lâre
En Lanaskol pa arrue :
— Kaera gwezenn ’oa er vered
’Zo bet en de-ma diskaret !
He vamm ann itron a lâras
Da Delande, ’vel m’hen klewas :
— Mar t-eûs lac’het ’nn aotro Penangêr,
’Teûs pretantet ur gwall affer !
— Laket d’in dousenn mouchouero,
Iwe un dousenn rochedo ;
Iwe un dousenn rochedo,
Ma ’z inn breman e-mês ar vro.
Ann aotro Delande ’lâre
Euz Lanaskol pa gimiade :
— Adieu d’ac’h holl goajo Kerdu,
Birwikenn n’ho kwelan-me mu !
Kanet gant ur vaouez koz a vourk Plouillo.
Glaoudinaïg Kabon ’lâre,
Er gêr n’he mamm pa arrue :
— N’ oun petra d’ar merc’hed ’m eûs grêt,
Gant ma reont euz ma sellet, [104]
O lâret : — Setu Glaoudina Kabon,
Braoa plac’h iaouank ’zo ’n Léon !
Glaoudina Kabon ’lavare
Er gêr d’he zad pa arrue :
— Un davanjer newe ’m eûs bet,
Kadet Lezveur ’n eûs-han paeet.
— Kaset ho tavanjer d’ar gêr,
Laket-ewez na ve re-ger.
Glaoudina Kabon ’vonjoure,
Bars al Lezveur pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-man,
Kadet Lezveur pelec’h eman ?
— Et eo, Glaoudina, d’ar jardinn,
Da c’hortos lein da darewi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Deut ganen, Glaoudina, ma mestres,
Na ewit tanva ar peches ;
Na ewit tanva ar peches,
Klewet am eûs ’z hoc’h dougeres ?
— Mar d-on dougeres, goûd a ouzoc’h,
N’eûs den kiriek d’in nemet hoc’h ;
M’ eo dre ho touch hag ho karet,
Kadet Lezveur, hen goûd a ret.
— Dalet, Glaoudina, dalet kant skoed,
’Wit hen mezur, pa vezo bet :
Dalet, Glaoudina, kant skoed ouspenn,
Da gaout d’ehan ur vezerenn ;
Da gaout d’ehan ur vezerenn,
Me ’roï’ kawel ha tapis-gwenn.
— Ha p’am be daouzek krouadur,
Hi holl diwar ann avantur,
M’ho gwisko holl en satinn-gwenn.
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn ;
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn,
Hep divezra tamm ma moïenn.
Me ’m eûs tri breur ’n servij ’r roue
Ho defo ho c’honje hep-dale,
Ha neuze ’vinn-me eureujet,
Pe kadet Lezveur vô dibennet.
Tric’houec’h Kabon, ur Gabones vad
’Oant ’vont da Leon ’n ur bagad ;
N’oa hini, d’ann neubeuta, ’n hè
N’hen defoa pemp mil skoed leve.
Kadet Lezveur a lavare
Euz prizon Leon, ’n he goanze :
Louis Kabon a lavaras
Da gadet Lezveur, p’hen klewas :
— ’Wit bea hanvet Kaboned,
N’ veritomp ket bea rostet ;
’Wit bea Kaboned, n’omp ket ier,
N’ veomp ket rostet ouz ar bér.
Kadet Lezveur a lavare,
En prizon Leon, ’n he goanze :
— Ma vijenn lec’h a desirjenn,
Na è ket aman a vijenn ;
En kêr Leon, war ar ru vraz,
O tiskouri gant ma mestraz ;
Tiskouri gant Glaoudina Kabon,
Braoa merc’h iaouank ’zo ’n Leon !
Kanet gant Mari Hulo
mates, Plouaret. — 1851
Glaoudina Kabon a lâre,
Gant ar vinz d’ann nec’h pa bigne :
— Petra ganin ’zo c’hoarvezet,
Ma c’horf-balen na brenfe ket ?
Ma c’horf-balen na brenfe ket.
Me garie hen gwelet dewet !
Me garie hen gwelet dewet,
Ha me ken mistr vel pa oa grêt !
Glaoudinaïg a lavare,
Lâre d’he mamm, un dez a oe :
— Un davanjer newez ’m eûs bet,
Kadet Lezveur ’n eûs-han prenet.
— Kaset ho tavanjer d’ar gêr,
Tolet-ewez na ve re-ger !
Me ’m bô d’hech davanjerou-fleur,
Kaeroc’h ’wit re kadet lezveur.
Glaoudinaïg a lavare
’N ti kadet Lezveur p’arrue ;
— Dalet, aotro ho tanvanjer,
Me ’zo deut d’hen digas d’ar gêr.
— Glaoudina Kabon, ma mestres.
Deut ganin da danva peches ;
Deut ganin da danva peches,
Klewet am eûs oc’h dougeres ;
Mar d’oc’h dougeres, ansaovet,
D’am c’hloarek iaouank tamalet.
— Mar d’on dougeres, eo ouzoc’h,
Na eûs den kiriek nemet hoc’h.
— Dalet, Glaoudinaïg, kant skoed,
D’ vezur ho pugel, pa vô bet ;
Setu aze daou skoed ouspenn,
Na ewit kaout ur vezerenn.
— Hag am be daouzek krouadur,
Hag holl diwar ann avantur,
He ’m bô d’hê abit satinn-gwenn,
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn.
He ’m eûs seis breur ’n servij ’r roue,
Hag ho dô prestig ho c’honje ;
Neuze vô Glaoudina eureujet,
Pe kadet Lezveur dibennet !
Kadet Lezveur a lavare
D’he vamm, er gêr pa arrue :
— Ma lest d’ gomer Glaoudina Kabon,
’Wit n’ vinn ket kaset d’ar prizon.
— N’ eûs ket Kaboned er vro-ma,
Ha mab, ho lemfe al lec’h-ma !
N’oa ket he gir peurlavaret,
Oa leun ar pors a sarjanted.
Tric’houec’h Kabon, euz ar re vad,
’Zo êt da Roazon ’n ur bagad,
Ha na oa hini anezhe
Na oa mil skoed euz he goste.
Kadet Lezveur a lavare
En prizon Roazon, ’n he goanze :
— Laket Kaboned da rosta,
A-walc’h anezhe ’zo ’r vro-ma !
Hag ar Chaboned a lâre
’Vel ma klewjont, eno, neuze :
— ’Wit bea hon hano Kaboned, [105]
N’eo ket nin a vezo rostet.
Kadet Lezveur a lavare
Da dud ar justis, un dez oe :
— Leusket kadet Lezveur mês ar prizon,
D’ vont d’eureuji Glaoudina Kabon !
Kanet gant Mari Clec’h, koaderes
Loguivi Plougras, — Miz Du 1863.
Ann aotro Koadriou hen eûs grêt
’R pez na raje aotro a-bed
’N eûs diwisket he abit-aour
Gwisket un abit lienn paour ;
Gwisket un abit lienn leoienn,
’Wit mont da di he vererrienn ;
’Wit mont da di he vererrienn ;
D’ c’hoûd ha hi oa mad d’ar baourienn.
Kenta ti ma ’z eo antreet,
Un tamm bara ’n eûs goulennet.
Roët d’ehan bara louedet,
Roët d’ar c’hi, n’hen debrje ket.
Ac’hane neuze hec’h eo êt
D’ di Riou goz, da Bedernek ;
D’ di Riou goz, da Bedernek,
Ha goulenn loja hen eûs grêt ;
En kraou ar saoud pe ar c’hezek,
Pe c’hoaz war gornig ann oaled ;
Pe c’hoaz war gornig oaled,
P’autramant gant ho merc’h Jannet.
Riou goz, pa hen eûs klewet,
Da bilad ’nn aotro ’zo komanset.
Jannedig Riou a lâre
D’he zadig paour, hag en noz-se :
— Ma zadig paour, c’hui zo manket,
Aotro Koadriou ’c’h eûs pilet.
— Ha perag ’ta na rajenn ket,
Komzo insolant ’n eûs lâret ?
Komzo insolant ’n eûs lâret,
Goull’ mont da vèdoc’h da gousket !
Met kê warlec’h, ha lâr d’ehan,
C’houlennan iskus digant-han ;
Iskus da dad, iskus da vamm,
Iwe da iskus da hunan.
— ’Wit henoz, ma zad, na inn ket,
Rag ann aotro ’zo koleret ;
Met warc’hoas beure, beure-mad,
Me iel’ d’ Goadriou, war ma zroad.
Jannedig Riou ’vonjoure.
En Koadriou pa arrue :
— Demad d’ac’h, aotro Koadriou,
Me ’zo deut da c’houl’ iskuzou ;
Iskus ma zad, iskus ma mamm,
Iwe ma hini ma hunan.
— Jannet Riou, m’hoc’h eureujo,
P’ vefet bet ter noz en Koadriou,
Hag o kousket gant ann aotro ;
Dre ma brasa le, m’hoc’h eureujo.
Jannedig Riou a lâre,
Ann dervet noz pa achue :
— Aotro Doue, petra lârinn
D’am zad, er gêr pa arruinn ?
Disenoret ma breur bêlek,
Kollet fortun ma c’hoerezed !
P’antreinn, ar zul, en ilis.
Me ’vô diskouezet gant ar bis.
Ma lâro ann eil d’egile :
— Sell serc’h ’nn aotro Koadriou aze !
— Tawet, Jannedig, n’oelet ket,
Me hoc’h eureujo pa garfet.
Bars ann traon na pa ziskenfet,
Mewel ha mates ’c’houlenfet ;
Mewel, mates d’ho serviji,
Ha vefet ann itron en ti.
Jannedig Riou a lâre,
Traon gant ar vinz pa ziskenne :
— Mewel ha mates d’am servija,
Mar ben-me itron ann ti-ma !
C’hoar ann aotro a lavaras
Da Jannet Riou, p’hi c’hlewas :
— Itron ama na vefet ket,
Serc’h d’ann aotro, na lâran ket ;
Un dimezell a Lezobré,
’Vo itron ama dre c’hraz Doue !
Jannedig Riou a lâre,
Krec’h, d’ann aotro, pa arrue :
— Aotro Doue, petra ’lârinn,
Ebars ar gêr pa arruinn ?
— Tawet, Jannet, na oelet ket,
Me hoc’h eureujo pa garfet ;
M’hoc’h eureujo d’am palefrenier,
P’autramant da vab ma merer.
— N’eo ket ’wit ma roï d’ho palefrenier,
Kenneubeud da vab ho merer ;
Kenneubeud da vab ho merer,
Am eûs abuzet ma amzer !
Jannedig Riou a lâre
War chausal ’r stank pa arrue :
— Aotro Doue, petra a rinn ?
Mar an d’ar gêr, pilet a vinn ;
Mar an d’ar gêr, pilet a vinn,
Mar an er stank, beuet a vinn.
N’oa ket he gir peurlavaret,
War he fenn er stank eo em dolet.
Ar palefrenier a lâre
Er gêr, d’ann aotro, p’arrue :
— Aotro Doue ! ma mestrig koant,
Braoa plac’h iaouank ’zo er stank !
Met he botaou hag he lêrou,
Henvel int euz re Jannet Riou !
— Mar ’ma Jannet Riou er stank,
Me ’m eûs war he bis un diamant ;
Me ’m eûs war he bis un diamant,
’Oa kousket d’in seis livr ha kant.
Mar eo Jannet Riou beuet,
Ar glaz-braz d’ezhi ’vô sonet ;
Ar glaz-braz d’ezhi ’vô sonet,
’Vel pa vije marw ma fried ;
’Vel pa vije marw ma fried,
Ma vije bewet, ’vije bet !
Kanet gant Jannet Ar Gall,
mates en Kerarborn, Plouaret — 1849
Markis ar C’hleand hen eûs grêt
’R pez n’ raje mab ozac’h mad ’bed.
Un abit paour hen eus gwisket,
’Wit mont er bloaz-mon d’ glask he voed.
Kenta aluzenn ’c’houlennas,
’Oa en ti an-nep hen ganas ;
— Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Un tièges mad ’zo aman ;
Un tièges mad ’zo aman,
Roët ’ve ’n aluzenn en-han ?
Hervez ann tres euz ho tillad,
’C’h eûs maget un aotro bennag.
— Markis ar C’hleand ’m eûs maget,
Met me garje n’am bije ket ;
Met me garje n’am bije ket,
Karout ’ra ’r gwinn hag ar merc’hed ;
Karout ’ra ’r merc’hed hag ar gwinn,
A denn, peurvuia, da wall-linn ;
Ha tech ann dud-jentil bepred
Eo karout ar gwinn, ar merc’hed.
Aluzenn d’ehan ’zo roët.
Ha mês ann ti eo sortiet ;
E-mês ann ti eo sortiet,
Da di Rio goz hec’h eo êt.
— Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Lojet a ve ar paour en-han ?
Un tieges mad ’zo aman,
Lojet a ve ar paour en-han ?
En kraou ho saoud pe ho kezek,
Pe war ur c’horn euz hoc’h oaled,
Pe gant ar goanta ho merc’hed,
Ho merc’h Jannedig, mar karet ?
Na Rio goz, ’vel ma klewas,
Ur fasad d’ehan a roas.
E-mês ann ti e sortias,
He abit paour a diwiskas ;
Unan satinn-glaz a lakas,
Jannedig Rio hen gwelas.
— Leall ma zad, c’hui ’zo manket,
Markis ar C’hleand ’c’h eûs skoët !
— Kers war he lerc’h ha dizro-han,
Ha goulenn pardon digant-han ;
Hag ewit da vamm ha da dad,
Dre ma oa chanjet he dillad.
— Markis ar C’hleand, distroët
Ma zad, ma mamm a iskusfet ;
Iskuzet ma mamm ha ma zad,
Dre m’ho poa chanjet ho tillad.
— Hoc’h iskus, Jannedig, ’zo grêt,
Hini ho tad na vezo ket ;
Hini ho tad na vezo ket,
Ken veet bet ganen ’r valanek.
Pa veet arru er C’hleunio,
Jannet Rio, m’hoc’h iskuzo. [106]
Jannedig Rio a lâre,
Bars ar C’hleand pa arrue :
— Roït d’in skabell d’azea,
Mar ven-me markizes ama.
Ar vates vihan d-eûs lâret,
Kerkent ha ma d-eûs hi klewet :
— Markizes ama n’ vefet ket,
Met da c’hortos gwell’ da donet !
Jannet Rio, ’vel ma klewas,
Da vord ann dour mont a reas :
— Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn
Pe me ’c’h a en dour, pe na inn ?
Mar an en dour, a vin beuet,
Mar chomman er-mês, ’vo lâret :
— Sell aze ur plac’h ’oa laeret,
Gant markis ar C’hleand ’oa êt !
Euz he gwall-êl a d-eûs sentet,
Euz he hini mad na d-eûs ket ;
Euz he hini mad na d-eûs ket,
Et eo en dour, hag ’eo beuet !
Markis ’r C’hleand hag ho bajig
Dremenas ’nn dour-ze abredig.
Ar paj-bihan a lavare
Da varkis ’r C’hleand, en de-se :
— ’N han’ Doue, sellet, mestrig paour,
Braoa femmelenn ’zo en dour !
Sellet euz he botou, he lêro,
Henvel euz re Jannet Rio !
— Mar ’ma Jannet Rio er stank,
Me ’m eûs war he bis un diamant ;
Me ’m eûs war he bis un diamant,
A gouste d’in ur skoed ha kant.
Markis ar C’hleand a lâre,
O kregi ’n he dorn euz ann dour-ze :
— Jannedig Rio, d’in lâret,
Petra ’zo kiriek m’hoc’h em veuet ?
— N’eo ar gouarneres milliget
’Zo kiriek ma ’z on em veuet.
Pa c’houlennis skabell, d’azea,
Mar ven markizes en ti-ma ;
Hi deveûs d’in-me respontet :
— Markizes ama n’ veet ket ;
Markizes ama n’ veet ket,
Met da c’hortos gwell’ da donet.
— E-mês ann dour ’vezo tennet,
Er c’hœur uc’hellan interret,
’Vel pa vije bet ma fried,
Mar dije bewet, ’vije bet ! [107]
Dastumet en Plougonver.
Ar baron bihan ’vonjoure,
Er Pont-newez pa arrue : (bis)
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ar vates vihan pelec’h ’ma ? (bis)
— Eman duhont bars ar jardinn,
O tibab kaol ha louzou finn ; (bis)
O tibab kaol ha louzoio
Hec’h a d’ober ar soubenno. (bis)
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Kê d’ lâret d’ar vates vihan (bis).
Donet d’ar gêr, ha dont buhan,
Da gomz gant ar baron bihan. (bis)
— Mates vihan, poania a ret ;
Dibab saladenn eo a ret ? (bis)
— Dibab saladenn na ran ket,
Dibab ar c’haol, al louzou finn ; (bis)
Dibab ar c’haol, al louzoio
Hec’h a da ober soubenno. (bis)
— Lâret ’zo d’ac’h, mates vihan,
Donet d’ar gêr, ha dont buhan ; (bis)
Donet d’ar gêr, ha dont buhan,
Da gomz gant ar baron bihan.
— Lâret d’ar baron, lâret d’ehan,
N’am eûs netra d’ober gant-han. (bis)
— Lâres-te d’in-me, paj bihan,
A d-eûs lâret ’r vates vihan ? (bis)
— ’R vates vihan ’zo fur ha koant,
Met un tammig ’eo arrogant ; (bis)
Lâret e d-eûs d’in lâret d’ac’h
N’ defoa netra d’ober ganac’h. (bis)
— Na grêt-c’hui d’in-me, hostizes,
Kousket un noz gant ho mates ; (bis)
Me ’roï’ d’ac’h pemp kant skoed arc’hant-gwenn
Ha kement-all en aour melenn ;
Ha kement-all en aour melenn,
D’ar vates vihan, he goulenn. (bis)
— Mates vihan, mates vihan,
Deut-c’hui d’ar gêr, ha deut buhan ; (bis)
Deut-c’hui d’ar gêr, ha deut buhan,
Da avan d’ar baron he goan ; (bis)
Ha d’ober d’ehan he wele,
Ewit hen disober goude. (bis)
Me ’c’h a d’am gwele, ha me klanv,
C’hui ’roï’ d’ar baron da goania ; (bis)
Pa gasfet ar meuz diwezan,
Pô ur presant kaer digant-han. (bis)
— Salv-ho-kraz, ’mezhi, ma mestres,
P’oc’h bet em andret traitoures ; (bis)
Me ’c’h a d’ wiska ma boutou skanv,
’Wit reï d’ar baron da goanian. (bis)
P’oa ’r meuz diweza servijet,
Da glask lojeis hi a zo êt : (bis)
Da glask lojeis hi a zo êt,
Da di he faeron hec’h eo êt ; (bis)
— Ma faeron, digorret ho tor,
Ho fillores ’zo ’c’houl digor ; (bis)
Gwell’ eo ganen koll ma buhe
’Wit koll ma enor ’r Pont-newe ! (bis)
Kanet gant Jannet Ar Gall
Plouaret — 1849.
He ’wel arru ’r c’homblad iaouank,
En he dreid ur boutou lignant ;
En he dreid ur boutou lignant,
War he vantel c’houec’h renk pasamant ;
War he vantel c’houec’h renk pasamant,
Tri ’zo en aour, tri en arc’hant.
Ar c’homblad iaouank ’vonjoure
War bave Linan [108] pa ziskenne.
— Demad ha joa holl er gêr-man,
Ar prizon braz pelec’h eman ?
Ar prizon braz pelec’h eman,
Ma ’z aï’ ’r c’homblad iaouank en-han ?
Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :
— N’hoc’h eûs ezomm da ober goap,
Me ’gavo prizon d’ho lakâd ;
Me ho lakaï’ er bassefos,
Lec’h na welfet na de na noz.
— Na mar an-me er bassefos,
Me renko kaout ur gwele-klos ;
Me renko kaout ur gwele-klos,
Ur plac’hig koant ganen en noz.
Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :
— Me ’glasko ’r plac’h diwar-ar-meas,
Hag a lampo ’n ho kerc’henn eas ;
Hag a lampo just ’n ho kerc’henn,
He hano ’zo ar ganabenn.
— Me n’ vinn ket krouget gant kerdenn,
Me ’m eûs arc’hant, ’breno seï gwenn ;
Me ’m eûs arc’hant, ’breno seï gwenn,
Pa goustre pemp skoed ar walenn ;
Abalamour d’am c’hoar-henan,
’Zo itron vraz bars ar gêr-man :
’Zo itron vraz bars ar gêr-ma,
Lakafe he c’halon da ranna.
Ar c’homblad iaouank a lâre,
Dre he botans pa bourmene :
— Tado ha mammo, me ho ped,
Ho pugale a gastifet ;
Ho pugale a gastifet,
Rag me, siouas d’in, n’on ket bet.
N’eo balamour da laeronsi,
’Roan dismegans d’am zud ha din ;
Balamour d’ur plac’hig tric’houec’h vloaz,
Vije em c’hoad o keuneuta ;
Me ’c’h ober gant-hi ’vel a garenn,
O planta ma c’hleve en he fenn ;
O planta ma c’hleve en he fenn,
Goude hi flantis er c’hlazenn.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marc’harit Fulup
— Glaoudina, d’in-me lavaret,
Ped krouadur hoc’h eûs ganet ?
Me hen asur hag hen promet,
N’ho pô en nep-giz drouk a-bed.
— Me hen asur hag hen promet,
Nemet unan n’am eûs ganet ;
Ewit ur plac’hig seitek vloaz,
Na on ket pell daleet c’hoaz.
— Ma sarjanted, en-hi kroget,
Ha da Vontroulez hi c’haset !
Ouzimp-ni a d-eûs anzavet
Penoz pec’heres hec’h eo bet.
— Salv-ho-kraz, aotro Kernewez,
Da Vontroulez n’am c’hasfet ket ;
Da Vontroulez n’am c’hasfet ket,
Ha c’heront ’ve disenoret ;
D’ar gêr a Roazon ma c’haset,
Me ’aïo ganac’h pa garfet…
P’arru Glaoudina en Roazon ;
— Da betra ’nn tantad ’zo ’tal ar prizon?
Da betra ’nn tantad ’zo ’tal ar prizon ?
Pa sellan out-han, ’spont ma c’halon !
— O ann tantad-se, Glaoudina,
’Zo da dewi ur plac’h iaouank ;
’Zo da dewi ur plac’h iaouank,
D-eûs lac’het he mab hep badeziant !
— M’ho dije grêt ’r serjanted er-fad,
Oa ’nn aotro Kernewez en tan gant Glaoudina ’r Gac
Me ’zo merc’h un hostizes a barous Lanmerin, [109]
Am eûs bet er bloaz-man ur bugel, siouas d’in !
Am eûs bet ur bugel, hag am eûs-han lac’het,
Indan jijenn ar groaz am eûs-han bet laket.
Un ijenn, gant he droad, ’n eûs hen disoloët,
Na ioulle ket Doue e kuzjenn ma fec’het.
Balamour ma oann merc’h un tavarnier pinvik,
Me ’oa karet gant ann holl, ha nobl ha pinvidik.
Mouchouero à la mod, koefo dantelezet ;
Brema, ’n finn ma buhe, un hinvis rousinet !
Me ’m eûs tapet ma mab, hen laket ’n ur baner,
Laket war goupl ma brec’h, hag êt gant-han en kêr :
— Demad, aotro ’r barner, hag aotro ’l lutanant,
Setu ma bugel ganen, ha ma c’horf ama presant :
Me ’m eûs lac’het ma mab, hen laket ’n ur baner,
Da glewet ma jujamant, hag iwe ma mizer.
Setu ama ma mab, aotro al lutanant,
Grêt justis war ma c’horf, pa ’z on ama presant !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Menec’h ar gouvent c’hlaz ha breudeur Sant Franses,
Ar re-se ’selle piz, pa oant euz ma c’hoves :
— Kouraj, ’me-z-he, ma merc’h, hag as pe lac’het kant,
Hec’h i d’ar barados brema soudenn vatant ;
Komer fians en Doue hag er Werc’hes Vari,
Hag as pe lac’het kant, d’ar baradoz hec’h i !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Mari-Job Kado,
Plouaret — 1847.
Pa is d’ar stank gant ma dillad,
Me na sonjenn nemet en mad ;
Pa dolis ma linsell er stank,
Oa paket en-hi ’n inosant !
Pesketerrienn d-eûs ma gwelet,
Hag a lakas ma c’homerret ;
Hag a lakas ma c’homerret,
Da gas d’ar prizon d’ann Naonet.
Ann aotro kapusinn ’lâre,
Er gador-sarmon pa bigne :
— En prizon ’n Naonet me ’zô bet,
Gwalc’h ma c’halon am eûs goelet,
’Welet ur plac’hig tric’houec’h vloaz
Ebars ar prizon o kana
Litaniou ’r Werc’hes Varia,
Hi n’ d-eûs ket tri de da vewa !
Merc’hedigo iaouank, m’ho ped
Da vont d’ar prizon d’hi gwelet,
Fourdelizenn ann holl verc’hed,
Mezelour ann itronezed.
Margodig Gillard ’c’houlenne
Digant ’r merc’hed iaouank ’n de-se ;
— Merc’hedigo, d’in lavaret
Petra a-newez ’c’h eûs klewet ?
P’oc’h deut d’am gwelet d’ar prizon,
Klewet hoc’h eûs a vinn krouget ?
— Leall, Margodig, n’hon eûs ket
Klewet lâret ’vijeac’h krouget :
’Bars ar sarmon ni a zo bet,
Hag a eo d’imp gourc’hemenet
Donet d’ar prizon d’ho kwelet,
Fourdelizenn ann holl verc’hed :
Fourdelizenn ann holl verc’hed,
Melezour ann itronezed.
— Ewit fourdelizenn n’on ket,
Mezelour d’ac’h, na lârann ket.
Merc’hedigo iaouank, m’ho peed
Karante kloarek n’ho pô ket :
Dre ma c’hanenn ma bugale,
Ar c’hloarek ’frike anezhe ;
Mont ’ree war-n-ezhe gant he droad ;
Mill mallos did, kloarek ingrat !
Merc’hed iaouank, mar am c’hredet,
Karante kloarek n’hô po ket !
It d’ann offern, d’ar gousperou,
A dorr kalz a blanedennou :
’Tre ’nn offern hag ar gousperou
Ni gomette hon pec’hejou.
Merc’hed iaouank, em retiret,
Me ’well un’ gant ar ru ’tonet ;
Me ’wel unan ’tont gant ar ru,
Wit ma glac’har, me a zo sur.
— Na eo ket me eo ann hini,
Margodig, ’deu d’ho klac’hari ;
Komerret kador, azeet,
Setu ho setans, hi lennet.
N’oa ket he setans digorret-mad,
Ma kouee ’nn dour he daoulagad ;
Ma kouee ’nn dour he daoulagad,
Hag euz he diou-fran ’kouee ’r gwad !
— Margodig d’in-me lavaret
Na ped bugel hoc’h eûs ganet ?
— Ur menig rouz ’zo ’n prad ma zad,
Mar gwife komz, hen goar er-fad.
Me ’m eûs ’dann-han tri inosant,
Hep ole hag hep badeziant ;
Hag un-all ’m eûs er punz duze,
Ha seis livr mein euz he goste ;
Ha c’hoaz sav war-c’horre ann dour,
D’ c’houl’ digant he dad badeziant ;
D’ c’houll’ digant he dad badeziant,
Digant he vamm soulajamant !
Un-all ’m eûs indann ann treuzou,
Un tammig teill en he c’henaou ;
Hag un-all indann ann oaled,
N’ oûn penaoz n’oun gant ’n ifern lonket !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Mari-Job Kado,
Plouaret — 1847.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo ’newe-savet ;
A zo grêt da Vari Flouri,
Na oa merc’h en ti nemet-hi.
Na oa merc’h en ti nemet-hi,
C’hoaz ’oa re da ober gant-hi.
Mari Flouri a lavare
Er velin-vor pa arrue :
— Meliner, malet ma sac’had,
Rag warc’hoaz a rinkan poac’had,
Dornerrienn ganen leis ma leur,
Bleud na bara n’am eûs nemeur.
Kemenerrienn am eûs iwe,
D’ober d’in un abit-newe ;
D’ober d’in ur gotillonenn
Hag a goust pemp skoed ar walenn.
— Azeet aze ’n ur gadeur,
A-c’hann da diou pe da der heur.
Mari Flouri na azezje,
Rag he gwent kriz hi zourmante.
War geign he marc’h hec’h è pignet,
Bars ar c’hleuz newez hec’h eo êt.
Er c’hleuz-newez p’eo arruet,
Daou grouadur e d-eûs ganet.
Daou grouadur e d-eûs ganet,
’N un toull en douar ho flantet.
Ur c’hloarek o tont euz ar skôl,
’Welas Mari ’c’h ober he zol.
— Mari Flouri, plac’hig iaouank,
C’hui ’c’h eûs grêt diou interramant ;
C’hui ’c’h eûs ho laket ’n un toull ar c’hleuz,
Tolet-ewez pe ho pô keuz.
Mari Flouri, c’hui ’zo manket,
Daou grouadur hoc’h eûs ganet,
Er c’hleuz newez ’c’h eûs ho flantet,
Hep nag olei na badeziant.
— Kloaregig iaouank, em dennet,
Pa na ouzoc’h netra a-bed ;
Ma gwalenn aour am eûs kollet,
Ha pa varwfenn, n’hi c’havan ket.
War geign he marc’h hec’h eo pignet,
Da di ’r Flouri koz hec’h eo êt :
— Laket ma marc’h er marchosi,
Ha grêt tan d’in, ’wit ma tomminn…
Ar Flouri, koz a c’houlenne
Ouz Mari Flouri, en de-se :
— Mari Flouri, d’in-me lâret
Petra ’zo ganec’h c’hoarveet ?
Gwall-galz euz a wad a gollet,
Petra ’zo ganec’h c’hoarveet ?
— Diwar geign ma marc’h on koueet,
Ma gwad am eûs kazi kollet.
Grêt ma gwele, ma ’z inn en-han
Rag fall, fall-braz a em gavan……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann archer bihan ’c’houlenne
’N ti ’r Flouri koz pa arrue :
— Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Mari Flouri pelec’h ema ?
Ar Flouri koz a lavaras
D’ann archer bihan, p’hen klewas :
— Eman duze er gambr, kousket,
Tolet-ewez n’hi dishunfec’h.
’N arc’her bihan, p’hen eûs klewet,
Gant ar vinz d’ann nec’h ’zo pignet ;
Gant ar vinz d’an nec’h eo pignet,
Da Vari Flouri ’n eus lâret :
— Mari Flouri, plac’hig iaouank,
Deut ganimp da brizon Gwengamp ;
Deut-c’hui ganimp da dimizi,
Da Iann-justis da eureuji !
Mari Flouri a lavare
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— Ur punz a zo en pors ma zad,
Neb hen skarzo ’n defo kalonad !
Ia sur, hen defo kalonad,
Rag me am eûs en-han seis mab !
Un-all ’zo indann ann treuzo,
Ur spilhenn vraz ’dreuz ’n he c’heno.
Un-all ’zo en plouz ma gwele,
Hag hen mailluret gant lore ;
Hag hen mailluret gant lore,
Hag un-all ’zo er c’hleuz-newe.
Mê na oann nemet seitek vloaz
P’am boa meritet kement-ma ;
P’am boa kement-ma meritet,
Ma zolet d’ann traon pa garfet !
Kanet gant Mari Job Kerival,
mates, Plouaret — 1848.
Mari ’r Masson, a Bempoul-Goêlo,
E d-eûs kollet hec’h alc’houeo ;
E d-eûs kollet hec’h alc’houeo,
O retorn euz ann ebato.
’Nn aotro ’r baron ’n eûs ho c’havet,
Ha ’lâr brema n’ho rento ket ;
Ha ’lâr brema n’ho rento ket,
Met presta rafe he gwerc’hted.
— Mari ’r Masson, d’in-me lâret
Ho kompagnones pelec’h eo êt ?
— Me n’ ’m eus kompagnones a-bed,
Met ma heurio, ma chapeled ;
Met ma heurio, ma chapeled,
Ha ma gwerc’hted, na brestin ket ;
Ha ma gwrec’hted, na brestin ket,
Na d’ac’h na da den-all a-bed ;
Met d’unann bennag ar c’hontre,
’Wifenn er-vad ma eureujfe ;
’Wifenn er-vad ma eureujfe,
Ha c’hoaz n’ouzonn ha me ’rafe.
Hag hen ’kregi ’n he bis bihan,
Hi chacha gant-han d’ur park balan,
O toui d’ezhi dre he le
E vije tad he bugale…
Treuz diou pe der erw diout-han,
Hen ’klewet Mari o oelan :
— Pa oann deut aman ’oann gwerc’hes,
Brema, siouas, ’on pec’heres !
Ar baron bihan a lâre
D’ Vari ’r Masson eno neuze :
— Dalet, Mari, dalet kant skoed,
Da vezur bo mab, pa vô bet :
Me ’c’h a brema da Vontroules
D’ober al lez d’ur benheres ;
D’ober al lez d’ur benheres,
Ha mar gallan ’vô barones.
Mari ’r Masson ’toull dor he zad :
— ’N han’ Doue ma lojet, ma zad !
Ma lojet, en hano Doue,
Me ’zo en poan a vugale !
’N han’ Doue, ma lojet ’n ho kraou,
En kraou ar c’hezek pe ar saout ;
En kraou ar saout pe ar c’hezek,
Pe c’hoaz war gornig hoc’h oaled !
— Kerz ’l lec’h-se diwar dro ma zi,
Pe me a distago ma c’hi !
Kollet t-eûs enor da c’hoerezed,
Iwe hini da vreur bêlek !
Mari ’r Masson, pa d-eûs klewet,
Da goad braz he zad hec’h eo êt :
Bet hec’h eo eno nao mis krenn.
Hep kaout na bara na soubenn. [110]
Pa ’z ê ann nao mis achuët,
D’ doull-dor he zad eo retornet :
— Digorret ho tor d’in, ma zad,
Me ’zo en poan a verc’h pe vab !
— Kerz ’l lec’h-se diwar dro ma zi,
Pe me a distago ma c’hi !
Kollet t-eûs enor da c’hoerezed,
Iwe hini da vreur bêlek !
Mari ’r Masson, pa d-eûs klewet,
D’ar valanek hi a zo êt ;
D’ar valanek hi a zo êt,
Ur mab bihan e d-eûs ganet.
Ar bugel war ar bed deuet,
Da oela hec’h eo em laket :
Hi o tapout linenn he fenn,
Hag hen krouga ’n ur wenn spern-gwenn !
Kanet gant Mari Job Kerival,
Plouaret — 1848.
Alliet ’r Rolland e d-eûs grêt
Ar pez na raje den a-bed ;
E d-eûs lac’het he mab hena,
’Wit ober aotro ’r iaouanka ;
E d’eûs lac’het he mab kloarek,
’Vit ober aotro he c’hadet.
Alliet ’r Rolland hec’h e d’ar krec’h
Gant ur gontel war goupl he brec’h.
Alliet ’r Rolland ’c’houlenne
Euz he mab Koadjilinn, en noz-se :
— Ma mab Koadjilinn, d’in lâret
Pelec’h ’mèdi ’r boan a souffret ?
— Etre ma fenn ha ma c’halon
Am eûs ur boan ’zo dirèzon.
— Ama, ma mab, ’zo ’l louzouenn
’Wellaï d’ho kalon ha d’ho penn…
Ma mab, skoët ann tol kenta,
Me skoïo ’n eil, ann diweza.
— Ma mamm, hen lac’ha na rinn ket,
Ar galon d’ober n’am bô ket ;
N’ ’m eûs ket ar galon d’hen lac’ha,
C’hoarzinn ha goela ouzinn ’ra.
— Hema ’zo ’r mab am eûs ganet,
N’ rafe ket ’r blijadur em reket !
— Ma breur, lêz ganen ma buhe,
Me roïo d’id ma holl leve ;
Me ’roïo d’id ma holl leve,
Hag iel’ en servij ar roue !…
Pa diskenn Alliet d’ann traon,
’Juge ar gwad en he boutaou ;
’Juge ar gwad en he boutaou,
He c’hotillonenn, tro-a-zro !
He mates vihan a lâre
D’ Alliet ’r Rolland, en noz-se ;
— Hema ’zo ’n nozwez hoc’h eûs grêt !
Ter fagodenn keuneud ’m eûs dewet,
’Klask birwi dour na domfe ket,
’Vel m’ho poa hen laket, hen kavfet.
Kement domistik ’zo ’n ho ti
A oar ho nozwez koulz ha c’hui.
— Na serr da c’henaou, laourneges,
Na soursi ket euz ma nozwez.
Alliet ’r Rolland a lâre
D’he fajig bihan, en de-se :
— Et d’ gerc’had gwinn d’ho mestr, ’zo klanv,
Ha n’evo bannec’h anehan.
— Da betra kerc’had gwinn d’ehan,
Mar na ev bannec’h anehan ?
Pa oa gant ann hent o vonet,
’N aotro Penkrean ’n eûs kavet :
— Pajig, pajig, d’in-me lâret,
Pelec’h ma ’c’h et, pe ez hoc’h bet ?
— Da gerc’had gwinn d’am mestr ’zo klanv,
Ha n’evo bannec’h anehan.
— Da betra kerc’had gwinn d’ehan,
Mer na ev bannec’h anehan ?
— Aotro, ’mezhan, n’am diskuillet ket,
Ma mestr Koadjilinn ’zo lac’het ;
Ma mestr Koadjilinn ’zo lac’het
Gant Alliet ’r Rolland hag he c’hadet !
’N aotro Penkrean ’vonjoure,
Ebars ann ti pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
’N aotro Koadjilinn pelec’h ’ma ?
— ’Man duze war he wele klanv,
Na lezfe den da gomz out-han ;
Ken terrupl hec’h eo he glenved,
Na lezfe den d’ vont d’hen gwelet.
— Fete a-c’hann na sortian,
Ken am bô bet komzet gant-han.
— Aotro Penkrean, ma iskuzet,
Ha breur Koadjilinn ’zo desedet :
Ma mamm na digemenfet ket,
Rag he c’halon na badfe ket.
— Penoz he c’halon n’ badfe ket ?
Ar galon d’hen lac’ha, ’d-eûs bet !
Ann archer bihan ’vonjoure
Ebars ann ti pa arrue :
— Rollantes fall, em breparet,
Ganen d’ar prizon a teufet.
Alliet ’r Rolland a lâre,
War ar potans pa arrue :
— M’am bije sentet ma mates, pa lâre d’in,
Am bije preservet buhe tri :
Breman ’on kaoz da varo tri,
Maro ma daou vab ha ma hini !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet — Kosteio ann Hanter-Noz.
Hag a zo kezlou ’n nep kontre
’Lac’hfe ’r mammo ho bugale ?
’Lac’hfe ’r mammo ho bugale,
Alliet Rolland ’lac’h he re.
Ia, lac’het ’d-eûs he mab-hena,
Da lakâd aotro ’r iaouanka.
Alliet Rolland a lâre
D’he mab iaouank, war ar beure :
— Savet prim, ma mab, ho kwele,
Ewit m’hen lac’hfomp ’raok ann de.
Ha pa sav Alliet ouz krec’h,
Gant ’r gontel vraz war goupl he brec’h :
— Skoet ’ma mab, ann tol kenta,
Me ’roï’ ann ell, ann diwea ;
Me ’roi’ ann eil, ann diwean,
Hen peurfiniso, mar gallan !
— 8alv-ho-kraz, ’mehan, na rinn ket,
Rag re gaër hen kavan kousket ;
Rag re gaër hen kavan kousket,
Ar galon d’hen lac’ha n’am be ket.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Ma mammig paour, n’am lac’het ket.
Me dilezo ’r vro, mar keret ;
’Lezo m’ breur aotro ’n Koadjilinn,
War ’r memeus dour tric’houec’h milinn.
— Deus, lâr in manus pa gari,
Rag ez out en heur ma varwi !
Neuze ’savas he dorn ouz krec’h,
Ha ’skoas he mab, nerz he brec’h ;
Ha ’skoas ’nehan ken dic’hrad,
Evel ma skoje ur pez koad.
Pa deu Alliet ouz krec’h d’ann traon,
A flokenne ’r gwad ’n he boutaou :
Ha goude bea em walc’het,
D’he faotr marchosi ’d-eûs lâret :
— Klask bêlek d’ann aotro, ’zo klanv,
Me ’gred ’man ’n he amzer diwean ;
Mar gweles aotro ’r Gervengi,
N’ lâr ket d’ehan pelec’h hec’h i.
Pa oa war ann hent o vonet,
Aolro ’r Gervengi ’n eûs gwelet.
— Un dra bennag ’c’h eûs a-newe
Pa ’z hoc’h ken beure war vale ?
— Ia, ’mehan, ann aotro ’zo klanv,
Me ’gred ’man ’n he heur diwean.
— Petra gant-han ’zo c’hoarveet ?
Deac’h diwean ’m eûs han gwelet ;
Bet ’oamp hon daou, deac’h, o vale.
Bet ’oamp hon daou, deac’h, er chase.
Ann aotro Kermengi ’c’houlenne
Bars en Koadjilinn p’arrue :
— Demad ha joa er c’hastel-man,
’Nn aotro Koadjilinn pelec’h ’man ?
— Eman ’n he wele, hag hen klanv,
Me gred al laournes ’zo gant-han.
— Ha pa vo klanv gant ar vosenn,
Me iel’ d’hen gwelt brema-soudenn.
N’oa ket ’n he gambr antreet mad,
Ma wele oa beuet 'n he wad :
— Alliet, me reï’ ho kourc’hemeno
D’ar braoa intanv ’zo er vro,
D'un intanv koant a bevar bost :
Meritet hoc’h eûs, oh ! ia, pe dost !
Kanet gant Mari-Jân Ann Olier
Neerez — Parouz Plourivo — 1870
Dastumet gant ann Abbad J.-M. Ar Pon.
P’oa ’r verjerenn ’toura ’l loened,
Daou soudard a zo tremenet. (bis)
— Salv-ho-kraz, daou soudard iaouank,
N’ê ket dreaman ’man ann hent ; (bis)
N’ ’man ket ann tremenn dre aze,
A-boe m’ê grêt ann hent newe. (bis)
— Goûd a-walc’h reomp, berjerenn,
N’ê ket dreaman ann tremenn ; (bis)
Met, berjerennig d’ho sikour
Da gas ho loened d’eva dour. (bis)
— N’ho douran ket ar wez kenta,
Met aoun ’m eûs ’ve ann diweza. (bis)
— Mar karet, berjerenn, n’ vô ket,
Ober ’vel ma vô d’ac’h laret. (bis)
— Gwell’ ’ve ganen merwel mil-gwez,
’Vit offansi Doue ur wez !.... (bis)
Ter heur oloraj ez oant bet
’Klask tenti ’r verjerenn, d’ar pec’het ; (bis)
’Klask tenti ’r verjerenn d’ar pec’het,
Ken ’d-eûs klewet orlaj ann Drindet. (bis)
Merer Marko a lavare
Euz prennestr he gambr, en noz-se: (bis)
— Me ’wel ’tont ma saoud, ma denved,
Ma berjerennig n’ welan ket : (bis)
Hastet buhan debri ho koan,
’Wit mont da glask ar verjerann. (bis)
Pa oant gant ann hent o vonet,
Koef ar vejerenn ’d-eûs gwelet ;
D-eûs gwelet koef ar verjerenn,
En-han ’r gizenned bleo melenn. (bis)
Merer Marko a lavare
D’he verjerennig, p’hi gwele : (bis)
— Berjerennig, o ma Doue,
Berjerennig, pelec’h oud-te ? (bis)
Berjerennig, goure da benn,
Ha gra ouzin ur selladenn. (bis)
— Penoz c’halfenn gouren ma fenn,
Ma c’halonig ’zo em barlenn !
Merer Marko, mar am c’haret,
Ul lamgroaz em flaz a savfet ; (bis))
Merka warnezhi ma buhez,
Lâret ’c’h on santes, merzeres. (bis)
Diweza gir e d-eûs lâret,
Ez oa en bered ann Drindet ;
Da sevel warnezhi ur bez,
Merka warnehan he buhez ; (bis)
Merka warnehan he bubez,
Lâret ’oa santes, merzeres !
Kanet gant Jannet Keraudren.
Plunet 1867.
Speret-Santel, roït ar c’hraz d’in,
Ha c’hui iwe, Gwerc’hes Vari,
Da disklezri ur waleur arruet,
Horror am eus ous hen lâret :
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Zo grêt da Voriset Tefetaou ;
Ouz a Lokmaria oant ho daou.
Ann den-ma ’n defoa ’wit micher
Marc’hadour-neud, kontreporter ;
’Wit bea he vicher c’hanjet,
He obero-fall ’n chanje ket ;
He obero-fall, he fallente,
Displije meurbed d’ar plac’h-se.
— Balamour ma ’z on kemener,
E t-eûs dispriset ma micher.
— Oh ! salv-ho-kraz, ’me-z-hi, n’ ran ket,
Me n’ disprisan micher a-bed,
Peb den onest ’zo oblijet
Da dougenn d’he vicher respet.
Un de, o vesa denved he zad,
Na defoa sonj nemet en mad,
’C’h arruas ar maleürus-man,
He grok-pouezer a oa gant-han :
— Brema-sonn te a gousanto,
Peautramant me da lac’ho !
Moriset a lâras d’ehan,
P’hen klewas o komz er giz-man ;
— Gwell’ eo ganen bea lac’het,
’Wit m’eo kousanti d’ar pec’het :
Bars etre diouvrec’h ma Doue
’Lakaan ma virjinite !
Un tol-krok d’ezhi ’n eûs roët,
Hag en he gwad ’n eûs hi beuet ;
D’he estomak ha d’he bisaj,
En ur poullad-gwad hi beuas !
Ann Tefetaou a lavare
Er gêr d’he vugale, p’arrue :
— Petra ganec’h ’zo c’hoarveet ?
Terrupl ho kavan kontristet.
— Allas ! abred a-walc’h klewfet,
Kerkoulz ha ni hoc’h glac’haret !
— Ma bugaligo, d’in lâret,
Ma merc’h Moriset pelec’h eo êt ?
— Eman duhont war ann hent-braz,
En ur poullad-gwad he bisaj,
Lac’het gant ar fripon Gweganig,
Ann den libertinn ha lubrik !
Ann Tefetaou, p’hen eûs klewet,
War ann hent-braz ’eo em rentet :
— Petra defoa grêt ma merc’h dide,
Met diwall’ euz da fallente !
Kriz ’r galon nep na oelje,
War ann hent-braz nep a vijé,
’Welet ’r gwad ’koueza ouz ar c’har,
’Kas ar c’horf fidel d’ann douar !
War ar plas-se ma ê marwet,
Ur groaz newez a so savet.
Ter fourdelis a zo iwe,
Da diskouez he virjinite.
Pa ’c’h efet da sant Korpon binniget,
War vord ann hent braz ho gwelfet.
Kanet gant Marc’harit Fulup
Me ’zo ginidik euz ar c’hanton,
Ma hano ’zo Olier Hamon ;
Tud onest ’eo ma mamm ha ma zad.
Ha me ’zo den-fall a ligne vad.
Ma zad, ma mamm ho defoa mado,
Ma c’hasas da Wengam d’ar skolio.
Na en Gwengam hag en sant Briek,
En Landreger me ’m boa studiet ;
En Landreger me ’m boa studiet,
Ha pemp kant skoed eno ’m boa foetet.
Pa ’c’h ee ar gloer all da studia,
Hec’h een-me d’ann davarn da eva ;
Da eva gwinn, kanjoli merc’hed,
Setu eno dever ar c’hloarek ;
Na kousket en noz war ar pave,
Da gaout kann, blasfemi Doue;
Ha dispign mado, heb konsians,
O tarempred ar bal hag ann dans.
’Benn ar finn ma zad ’zo bet skuizet,
O welet ma buhe debordet.
Ma tigasas kezlo d’in ma zad
Ma ’c’h ajenn d’ar gêr da labourad.
Kerse hec’h eo bet gant ma c’hosto
Mania ar bâl hag ann trancho,
En-kichenn bea en Landreger
O vania pluenn, liou ha paper.
Pa oann bet ur bloaz en ti ma zad.
Me na ioullenn pelloc’h labourad ;
Me neuze o sonja dimizi,
Mar kavjenn ur plac’h da blijout d’in.
Ha ma kaves ewit-on ma zad
Ur plac’h a-feson, a ligne vad.
Talvoudèges pewar mill skoed ’m boa bet
En gwir hag en fond gant ma fried :
En gwir hag en fond gant ma fried,
Kement-all hec’h hallenn da gavet ;
Kement-all am boa, d’ann neubeuta,
Foetet am eûs int holl en tri bloaz.
Ha me o vont neuze da Roazon,
Hag o em angaji da dragon ;
P’oa deut ann amzer da bartia,
Ha me bag o sonja deserta ;
Hag o tont neuze da di ma zad ;
Se a oe d’hê ur gwall galonad !
Digaset a zo bet archerienn
Da donet d’am c’hlask da Sant Drienn ;
Ha furchet a oe ar c’hoz tio,
Bete memeus plouz ho gweleo.
Ma vijenn tapet, me oa maro,
Tremenet gant-hê dre ann armo.
Kalz a vado ’zo koustet d’am zad,
Euz bêleïenn ha tud-jentil vad.
Na tudo iaouank, me ho ped,
Sentet ouz ho tad, pa vô dleet ;
Senti ouz ho tad, pedi Doue,
Na birwikenn gwall-chans c’hui n’ho pe !
Kanet gant Jannet Ar Gall,
Mates en Kerarborn — 1849.
Fanch ar C’halvez, a Bont-Meno,
Braoa den-jentil ’zo er vro.
C’hoaz ’vile braoc’h un hanter,
Penamet ma ’z eo ur froder ;
Froder ar butun hag ar gwinn,
A denn peurvia da wall finn.
Etre Gwengam ha Landreger,
A zo pontjo war ar rivier ;
A zo pontjo ba gward war-n-hê,
Ewit attrap Fanch ar C’halvez.
Fauch ar C’halvez a zo tapet,
Ha gant-han tric’houec’h marc’h sammet ;
Gant-han tric’houec’h marc’h sammet frank
Euz a winn hag a winardant ;
Gant-han tric’houec’h marc’h sammet finn
Dimeuz a vutun hag a winn.
Fanch ar C’halvez ’zo erreet,
Da brizon Roazon ’eo kaset.
Fanch ar C’halvez a lavare
Euz prennest he brizon, un dez ’oe :
— Ar gêr a Bont-Meno zo d’in,
Me garrie ’n tan euz hi dewi ;
Me garrie ’n tan euz hi dewi,
Annaïg Iakob aman ganin !
Annaïg Iakob a Loguivi,
Alc’houes ma c’halon ’zo gant-hi.
Fanch ar C’halvez a lavare
Euz prennestr he brizon, un dez ’oe :
— Itron Varia a Greis-Kêr,
Na gavfenn ket ur mesajer,
A gasfe ’wit-on ul lizer
D’Annaïg Iakob da dont en kêr ?
Ar jeolieres a lâras
Da Fanch ar C’halvez, p’hen klewas :
— Skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajer d’hen kas na vanko ket ;
Mesajer d’hen kas na vanko ket,
Me ’c’h aïo ma-hunan, mar karet.
Ar Jeolieres a lâre
En ti 'r Iakob koz, p’arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Annaïg Iakob pelec’h ema ?
Eman ’r sal gant he dijuni,
Jeolieres it da vêd-hi.
Ar Jeolieres a lâre
D’Annaïg Iakob, p’he gwele :
— Komerret kador hag azeet,
Setu ul lizer, hen lennet ;
Setu ul lizer, hen lennet,
Fanch ar C’halvez ’n eûs han skrivet.
N’oa ket al lizer digorret mad,
’Oa ann dour war he daoulagad;
N’oa ket al lizer hanter-lennet,
M’oa ’tre he zaoudorn distrempet.
Annaïg Iakob a lâre
D’he faotr marchosi en de-se :
— Dibret d’in-me ma inkane.
Ma ’z inn da ober ur bale :
Houarnet-han gant leton-gwenn,
Laket brid arc’hant en he benn.
Anaaïg Iakob a lâre
Er gêr a Roazon p’arrue :
— Demad ha joa holl er gêr-man,
Pelec’h eman ’r prizon aman ?
— Annaïg Iakob, ma iskuzet,
E-toull ann nor e c’houlennet.
Annaïg Iakob a lâre
Da Fanch ar C’halvez, p’hen gwele :
— Alies ’m boa ho kelennet,
Lêzel ar frod, na rajac’h ket ;
Froder ar butun hag ar gwinn
A denn peurvuia da wall-finn.
— Me ’m eûs em armel tric’houec’h mil skoed,
Penamet ar frod n’am bije ket ;
Hag ewit-on bea froder,
’Zo kouls ha merc’h ur c’hevijer.
— Merc’h ur c’hevijer ’z on bepred,
Me ’c’h a d’ar ger, te na i ket ;
Me ’c’h d’ar gêr, te na i ket.
Ha mar karjes ’vijes deuet.....
Ha Fanch ar C’halvez a lâre
War ar chafot na pa bigne :
— Aotro Doue, petra ’m eûs gret,
Annaïg Iakob ’m eus disoblijet !
M’hi gwel o vont traon gant ar ru,
Gant-hi un abit satinn du :
Mar karienn n’am boa hi disoblijet,
Na vijenn ket bet distrujet !....
Annaïg Iakob a lâre,
Ebars ar gêr pa arrue :
— Fanch ar C’halvez ’zo em dapet
Dre m’hen eûs ma disoblijet ;
A-benn ma vezo noz fete,
A vô he benn war ar pave !
Kanet gant Anna Mari Tili,
a barous Berhet — Kosteio ann Hanter-Noz — 1868.
— D’ar pardon da Vulat hec’h an,
Konje, ma zad, a c’houlennan.
— Mar eo konje a c’houlennet,
Piou ho kompagnones da vonet ?
— Fanchig Morvan, hennes ’c’h a di,
Hennes, ma zad, ’vô pried d’in.
Bars en Bulat p’int arruet,
En hostaleri int diskennet ;
En hostaleri int diskennet,
Goulenn da loja ho d-eûs grêt.
— Hostizes, d’in-me lavaret,
Ha daou wele d’imp a rofet ?
Ha daou wele d’imp a rofet,
Rag ni na omp ket daou bried.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ur c’habitenn ’zo antreet :
— Fanchig Morvan, lâres-te d’in
Ha te ’rofe da vestres d’in?
— Gwell’ ’ve ganen koll ma buhe,
Ewit roï d’id ma c’harante.
Ar c’habitenn, ’vel ma klewas.
Gant Fanchig Morvan a lampas ;
Gant Fanchig Morvan a lampas,
Kerkent eno hen douaras.
Fanchig a oa lijer ha skanv,
Hag a savas prim en he sav :
Ar soudardet pa hen gweljont,
Gant Fanchig Morvan a lampjont,
Hag adarre hen douarjont.
Ha kerkent eno hen lac’hjont.
Ar plac’hig iaouank a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met ar c’habitenn, hennes 'ree ;
Hennes lâre d’ezhi bepred :
— Tawet, plac’hig, na oelet ket,
C’hui deui’ ganen war ar pave,
Ma soudarded a deui’ gôude ;
C’hui a deui’ ganen war ar ru,
Ma soudarded a bep-a-du.
— Aotro kabitenn, m’am c’haret,
Ho kontell d’in-me a brestfet ;
Ho kontell d’in, pe ho pognard,
Da droc’ha ma las, ’zo re-stard.
N’eo ket he las a d-eûs troc’het,
En he c’halon d-eûs hi plantet !
Pa distro ’r c’habitenn en-dro,
Oa ar plac’hig war he geno ;
Oa ar plac’hig war he geno,
Ar gwad ’dann-hi a boullado :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket êt gwerc’hes dirag Doue !
Pa varw ann eil ’wit egile,
Na ve ket finn d’ar garante !
Kanet gant Fant ar Gac,
eus a Verliskinn.
— Ma breur Markig, eomp hon daou
D’ano nozwez vraz da Goadurjaou. [111]
— Ma breur Robart, chommomp er gêr,
Rag ur gwall nozwez a ziger.
— Na chomfomp, ha na dalefomp,
P’hon eûs konje, mont a refomp.
Ha pa oant prest da bartia,
’Komans ar c’hleier da vralla ;
Komans ar c’hleier da vralla,
Tan ha kurun ann horrupla.
En Koadurjaou p’int arruet,
Ann nor serret ho d-eûs kavet ;
Ann nor serret ho d-eûs kavet,
Holl dud ann ti et da gousket.
Markig Euret a lavare
En toull ann nor, hag en noz-se :
— Ma c’homper, digorret-c’hui d’in,
Ewit am bô tan da fumi.
— Ann nor d’ac’h na digorrin ket,
Klewet em eus hoc’h gwall-baotred.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ann nor en ti ho d-eûs tolet ;
Ann nor en ti ho d-eûs tolet,
Ann Triquier koz ho d-eûs lac’het.
Merc’h ann Triquier a lavare
Diwar hec’h ilinn, ’n he gwele :
— Ha pa goustfe d’in pemp mill skoed,
Me ’lakaï’ krouga Robart Euret !
Me ’lakaï’ krouga Robart Euret,
He vreur Markig na lâran ket ;
He vreur Markig na lâran ket,
Hennes a renkan da gavet.
War-ho-c’hil en ti int bet êt,
Holl dud ann ti ho d-eûs lac’het ;
Holl dud ann ti ho d-eûs lac’het,
Ann tan war-n-hê ho d-eûs laket !
Tric’houec’h archer a zo kaset
D’ vont da gomer mibienn Euret.
Ann tric’houec’h archer ’c’houlenne,
Er gêr vihan, war ar pave :
— Paotred iaouank, d’imp-ni lâret
C’hui ’c’h eus gwelet mibienn Euret ?
— Mar eo paotred Euret ’glasket,
Distroët aman, ho gwelfet ;
Distroët aman ho gwelfet.
Me gret eo out-hô e komzet.
Ter heur hag hanter hec’h int bet
’C’hoari ar c’hleve, ar fleuret ;
’Benn ma oa peder heur sonet,
Seitek an-hê a oa lac’het ;
Seitek an-hê a oa lac’het,
Nemet unan na eus chommet.
Markig Euret a lavare
D’ann hini ’oa chommet, neuze :
— Me a lez ganid da vuhe,
D’ vont da glask sikour adarre.
Un archer seitek vloaz ’lâre
D’ann archer paour, pa hen gwele :
— Ma breur archer, d’in-me lâret,
Pelec’h hoc’h bet, pelec’h ma ’z êt ?
— Tric’houec’h archer a oamp kaset
D’ vont da gomer mibienn Euret ;
D’ vont da gomer mibienn Euret,
Seitek ac’hanomp ’zo lac’het ;
Seitek ac’hanomp ’zo lac’het,
Nemet on-me na eus chommet ;
Ho d-eûs lest ganen ma buhe,
D’ vont da glask sikour adarre.
Ann archer seitek vloaz ’lâre
D’he vreur archer eno, neuze :
— Me hec’h a ma hunan iwe,
Da c’hoûd ha me ho aerefe.
Ann archer seitek vloaz ’c’houlenne,
Er gêr vihan pa arrue :
— Paotred iaouank, d’in-me lâret,
C’hui ’c’h eûs gwelet paotred Euret ?
— Mar eo mibienn Euret ’glasket,
Distroët aman, ho gwelfet ;
Distroët aman, ho gwelfet,
Me ’gred eo out-hê e komzet.
Diou heur hag hanter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleve, ar fleuret,
Ha ’benn ma oa ter heur sonet,
Robart Euret ’oa aereet.
Ann archer seitek vloaz ’lâre
Da Robart Euret, en de-se :
— Biskoas ma far n’am eûs kavet,
Biskoas gant mamm n’eo bet ganet ;
Biskoas gant mamm n’eo bet ganet,
Nemet da vreur Markig Euret.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Markig Euret ’zo arruet.
Tric’houec’h troatad a uc’helder,
A lamp Markig Euret en êr ;
A lamp Markig Euret en êr,
’Nn archer seitek vloaz ’n he gever.
Ter heur hag hanter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleve, ar fleuret ;
Bars ma oa peder heur sonet,
He halan d’ann archer ’zo manket.
Markig Euret a lavare
D’he vreur Robart, eno, neuze :
— Aze, ma breur, e oas tiet,
Penamet ’r paotr-mad Markik Euret !
Eomp brema d’hon gwele da gousket,
Pa eo ar gombad achuet.
Kanet gant Garandel (kompagnon dall)
Plouaret — 1845.
’Nn aotro Prinsaüs a lâre,
Gant ann hent-braz pa valee :
— Lâret d’in, merc’hed, ha c’hui oar
Mont a ra kalz a dud d’ar foar ?
— Ia, mont ’reont a vagado,
Gant aoun d’al laeron er c’hoajo,
Met hennont, ar merser bihan,
’C’h a gant ann hent-braz he-unan.
’Nn aotro Prinsaüs, p’hen eus klewet,
Tol-kentr d’he varc’h hen eus roët ;
Tol-kentr d’he varc’h hen eus roët,
Ar merser bihan ’n eus tapet :
— Na demad ’lâran d’id, merser ;
Hag ez eo pouner da baner ?
Hag ez eo pouner da baner,
Me ’m eus c’hoant da vea merser.
— Mar t-eûs c’hoant da vea merser,
Komer un hanter ma faner,
Ha lez ganen ann hanter-all,
D’ vewa ma groeg, ’zo ’n Bro-C’hall.
Bea ’m eus groeg ha bugale,
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle.
— Mar t-eûs-te groeg ha bugale,
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle ;
Er gêr a Roazon pemp kant skoed dle,
Me ’reï d’id kaout kouitans an-hê ;
Me ’roïo d’id ur gouitans vad
Hag a vô sinet gant da voad.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Seis tol-kontel d’ehan ’n eus roët ;
Seis tol-kontel d’ehan ’n eus roët,
Ha war ar plaz ’n eus han lac’het !....
’Nn aotro Prinsaüs ’vonjoure,
Ebars ann ti pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-man,
N’eus ket ezomm ’verzeri enhan ?
Ur fell aour, pe ur fell arc’hant,
A dere euz ap merc’hed koant.
Ar vates vihan, ’tal ann tan,
E d-eûs lavaret ken buhan :
— N’eûs ket ezomm a verzeri en-han ;
Ar baner-se ’zo bet aman ’n de-man ;
Ar baner-se ’zo bet aman ’n de-man,
Paner ar merser bihan eo homan !
Hag hen o vont e-més ann ti,
O tapout he viz war he fri ;
E-mês ar porz neuze hecrh a,
Ha d’al liorz da em guza.
N’oa ket ar c’hôg kanet d’ann de,
’Oa arru er vro kezlo newe ;
’Oa arru seis archer a Roazon,
D’ gwerc’had ann aotro d’ar prizon.
’Nn aotro Prinsaüs a lâre,
’Biou Pedernek pa dremene....
’Biou Pedernek p’eo tremenet,
’R voutaillad gwinn-ardant ’n eus goulennet.
P’hen defoe he winn-ardant evet,
D’ann hostizes kenô ’n eus lâret.
— Me ’lâr d’ac’h, hostizes, kenavô,
P’am bô arc’hant, me ho paeo.
’Nn aotro Prinsaüs a lare
Da Bedernegis, en de-se :
— Mar retornan bikenn d’am bro,
Pedernegis, m’ho klac’haro ;
Me lakaï’ ann tan en Runangô,
Kermataman, ar C’holledo ;
Me lakaï’ ann tan en Runaspern,
Kermataman, ar gêr a Skern ?
Me ’lakaï’ al logod da redek
’N hoc’h ilis-parous Pedernek !....
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Tri den euz a barous Plufur,
Maget er memeus avantur,
’Sul ’r sakramant, ma intentet,
’Keït ma oar en offerenn-bred.
Dre ur blasenn e tremenjont
En pehini em rankontrjont ;
Ma c’houlenn ann eil euz egile :
— Pelec’h hec’h efomp-ni fete ?
— Ni iel’ fenoz da Grec’hmorvan,
Eno na gollo den he boan.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Uc’hel oa ’n doënn euz ar plen,
Hag hi sapout na c’halle den.
— Kerc’het skeulio ma ho stagin,
Ma ’c’h inn dre ann doënn en ti.
Ebars ann ti p’int antreet,
Ur fasad d’ar vroeg d-eûs roët,
Ober d’êhi monet gant mall
Da digorri ’n nor d’ar re-all.
— Dâlet, Guyon, ann alc’houeo,
Kaset ganec’h ma holl vado ;
Kaset ganec’h ma holl vado,
Ha lest ganimp hon buheo !
Kent m’eo euz ann ti sortiet,
Hen he gwele ’n eus hi laket ;
Laket hen eûs-hi ’n he gwele,
Staget ann eil euz egile....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Me n’ôn ket ha me retornfe,
D’ lemel ho buhe digant-he.
— Hola ! hola ! ma c’hamarad,
Da gonsians a zo ingrat !
Pa hon eûs bet ho holl vado,
Lezomp gant-hê ho buheo.
— C’hoant am eus c’hoas da retorn d’hê,
Da c’houeza ann tan indan-hê !....
’Nn aotro ’r markis ’sav beure-mad,
Da vont da chaseal d’ar c’hoad,
Na p’arruas er verêri,
N’oa den war-ar-bale en-hi.
Ann aotro ’r markis pa welas,
Ebars ann ti hec’h antreas :
— Petra ’zo ’newez en ti-man,
N’eûs den war-ar-bale en-han ?
Ar vroeg euz ann ti a lâras,
D’ann aotro markis, p’hen klewas :
— Ni ’zo lakêt en hor gwele,
Staget ann eil euz egile ;
Staget ann eil euz egiie
Gant al laër braz Guyon Kere,
He gamarad Iann ar C’halvez,
Ann Olier braz egile.
Ann aotro markis, pa glewas,
En hostaleri vraz ’c’h antreas :
— Hostizes, d’in-me lavaret,
Piou en ho ti hoc’h eus lojet ?
— Leal, ’mezhi, Guyon Kere,
Ann Olier braz, Iann ar C’halvez ;
Ann Olier braz, Iann ar C’halvez,
Mill aoun hon eûs ’wit hon buhe !
Ar markis pa hen eus klewet,
He zorn ’n he c’hodel ’n eus laket ;
He zorn ’n he c’hodel ’n eus laket,
Ur pistol d’èhi ’n eus roët.
Guyon Kere a lavare;
Bars ar prizon, en he goanze :
— Me ’wel a-c’hann ’n Olier braz,
Hag hen n’eo ket komerret c’hoaz ;
Gant-han ’n ijenn pewar zroad gwenn,
Hag euz hen kas d’ar c’higenrienn ;
Hag euz hen kas d’ar c’higerrienn,
Pareï sur ’raï he groc’henn.
N’ damalan den, a neb-koste,
Nag iwe den euz ma ligne,
Nemet mab ar Bris a Bloubezr,
Hennes ’garfenn ’ve em c’hever ;
Hennes a lâras d’in un de
Klask d’ehan ’r bugel divâde,
Hag e tiskje d’in sekrejo
D’ laeres ann dud war ann hentjo.
Ha me ken buhan, pa glewis,
Ur vroeg iaouank a rankontris :
— Groeg iaouank, d’in-me lavaret,
Ped mis bugale a zouget ?
— Bea ez int eis mis hanter,
Hogoz achu eo ma amzer.
Ha me kerkent ha ma klewis,
Ma c’houtelasenn a dennis ;
Me ’tenna ma c’houtelasenn,
’Troc’ha ’nezhi dre he bandenn ;
Ha me tenna d’êhi ur mab,
Ar c’haera oa ’indann ann oabl. [112]
Pa arruis en bourk Ploubezr,
Na oa ket mab ar Bris er gêr.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
En bourk Ploubezr nep a vije,
O klewet ar paour inosant
O c’houl’ ole ar vadeziant ;
O c’houl’ ole ar vadeziant,
Ha d’he vamm baour ar sakramant.
Kaeroc’h tol a ris-me goude,
Lac’ha ma zad en he wele !
Tri bloaz oa war he wele klanv.
Me o c’houeza ’n tan indan-han ;
Me o c’houeza ’n tan indan-han,
Pa n’ deue ’n Anko da vouit-han !
Ma mamm a lâras d’in un de,
Pa ’oa ’sevel euz he gwele :
— N’hoc’h ket, ma mab, un den antier,
Pa n’ digaset d’in ur sibouar ;
Pa n’ digaset d’in ’r sibouarenn,
Ewit lakad ma amonenn.
Ha me, kerkent ha ma klewis,
Ba vourk Plougaznou e redis,
War ar marchepi ’daoulinis,
Arbell ’r sakramant ’digorris.
Ann arbell p’am eus digorret,
Ur vouez euz ann env ’m eûs klewet
O lâret d’in n’ ren ket er-vad,
Pa na oa ket ma daou-dorn sakr.
P’oann arru pell euz ann ilis,
War un dosenn c’hlaz ’c’h azeïs ;
War un dosenn c’hlaz ’c’h azeïs,
Neuze eno hen digorris :
Ma oa en-han tric’houec’h hosti ;
Me ho debri d’am dijuni !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ha kaeroc’h tol am eûs c’hoaz grêt,
Staga ur vroeg euz ur bêlek,
Leuskel tri fez gwinn da redek,
Goude am boa leis ma c’hof grét.
Brema n’am eûs ken da lâret,
Met pedet ganen, mignoned ;
Pedet ganen, ma mignoned, !
Ma leusket d’ann traon pa garfet !
Dastumet en parous Plouloc’h, — 1849.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;
Ur werz newez a zo savet,
Da bewar faotr iaouank eo grêt.
Da bewar faotr iaouank eo grêt,
’Zo et da Vaël, da Blouaret,
’Zo et da bikad war dour Maël,
Aoun ’m eûs na deufent ket d’ar gêr.
Et eo Ar Gwillermed ho daou,
Ar Pieres hag ann Andreo....
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Bars en Maël p’int arruet,
Peb a blac’h koant ho d-eûs choazet ;
Peb a blac’h koant ho d-eûs choazet,
Ar re vraoa euz ar merc’hed.
Na Fant ar C’hoz a lavare
Da berson Plouaret, un de :
— Eis war-n-ugent paotr, 'm eûs klewet
Deui’ da c’hoari euz re Blouaret ;
Rèd a vo skriva ul lizer
D’ar baotred-vad, ma teuint d’ar gêr,
P’arruas al lizer gant-han, (gant-hê)
’Oant er garrido uc’hellan
Oant er garrido uc’hellan,
Ar Gwillerm ’komans d’hen lenna ;
Ervoan Ar Gwillerm, pa hen lenn,
A denn ar bleo e-mês he benn.
Ervoan Ar Gwillerm a làre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Hastet, hastet, kamaraded,
Me a wel arru ar baotred !
Tolomp hon morzolo d’ann traon,
Me a wel o tont hon Anko !
Tolomp-ni hon re vihanna,
Miromp bepred ar re vrasa.
Harpet ho skoa euz ma hini,
Ha lest ar baotred da c’hoari ;
Darc’hêt gant-hê a-dreuz ho zal,
Ken ho diskarfet d’ann douar.
Ervoan Ar Gwillerm a lâre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Eomp d’evan un dimion,
Arru eo fatik ma c’halon.
Pa oant en davarn hoc’h evan,
Hec’h arruas kezlo gant-han :
— Ervoan Ar Gwillerm, deut e-mês,
Emaint ho lac’ha Pieres !
Ervoan ’R Gwillerm, p’hen eûs klewet,
Dreist ann daol a zo dilampet,
Diskar gwerenn, boutail, gant he droad,
Hag ann hostis gant ur fasad.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ervoan Ar Gwillerm lavare
D’ berson Maël eno, neuze :
— Hastet lâret hoc’h offern-bred,
Pell-braz ’zo hini n’ ’m eûs klewet.
— Na lârinn ket ann offern-bred,
Te n’ ventes ket hi c’hlewet.
Ervoan ’R Gwillerm, p’hen eûs klewet,
Euz ar person ’zo dizroët ;
Euz ar person eo dizroët,
Ur fasad d’ehan ’n eus roët ;
’N eus roët d’ehan ur fasad.
Ha ’n eûs hen beuet en he voad !
Ervoan Ar Gwillerm a lâre
Da Vaëlis eno neuze :
— Et-c’hui d’ar gêr, Tremaëlis, [113]
Na vô ket offern ’n hoc’h ilis ;
Fete n’ vô ket a offern-bred,
Ar person a zo badaouet !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Me ’wel ma mestres en nor-dâl,
Daou renk danteles war he zâl,
Danteles arc’hant, spilho aour,
Bikenn ma mestres na vô paour.
Ervoan Ar Gwillerm a lâre
D’he gamaraded, ann de-se :
— Hastet, hastet, Kamaraded,
Ma efomp c’hoaz da Blouaret !....
Kanet gant Jannet ar Gall
mates en Kerarborn.
Kabitenn Rozanfaou ’lâre,
War ar pont plenkenn, en Korle :
— Teval ê ’nn noz ha glao a ra,
N’ gare den mont da verc’heta ;
Ar baotred ’zo ’n ho santinello,
A merc’hed ’zo ’n ho gweleo ;
Ni ’reï un dibab gant golo,
Matilina Rochelan me ’m bô ;
Matilina Rochelan ’zo koant,
Debauch anezhi am eus c’hoant.
Kabitenn Rozanfaou lâre
’N ti Rochelan goz p’arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ho merc’h Matilina pelec’h ’ma ?
— Et eo da diski ar gallek,
Ter lew ’n tu-all da Sant-Briek.
— Mar eman Matilina lec’h lâret.
’R vates vihan pelec’h eo et ?
Ar vates vihan, a-dal ann tan,
E d-eûs lavaret ken buhan :
— Ema Matilina ’n krec’h uc’hella,
’C’h ober bouledo da denna ;
’C’h ober bouledo chadennet,
Diwallet ho puhe, mar karet.
Kabitenn Rozanfaou, p’hen eus klewet,
Gant ar vinz euz krec’h ’zo pignet :
— Digorret ho tor, Matilina,
Ma ’z inn d’ vèdoc’h da ziviza.
— Da vèdon d’ ziviza n’ deufet ket
C’hui na kabitenn soudard a-bed.
Kabitenn Rozanfaou a lâre
D’he soudarded eno neuze :
— Mar na zigor ann nor d’imp-ni,
Tolomp tan artifis d’hi dewi.
Matilina, pa d-eûs klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet,
Ha d’ar c’habitenn d-eûs lâret :
— Kabitenn Rozanfaou n’ ’c’h eûs ket grêt mad,
Lakad ann tan en ti ma zad.
— Tawet, Matilina, n’oelet ket,
Un ti newe d’ac’h ’vô savet ;
Me ’savo d’ac’h un ti newe
Gant ar c’hoad kaer a Goatanhê ;
Me ’savo ti d’ac’h newe-flamm,
Gant ar c’hoad kaer a Goad-ar-Spagn....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Matilina Rochelan ’lâre
Da gabitenn Rozanfaou, un dez oe :
— Kabitenn Rozanfaou, mar am c’haret,
Da bed ac’hanoc’h ’vinn oblijet ?
— D’in ma hunan, d’am faotr ar gambr,
D’am soudarded, p’ho defo c’hoant ;
D’am soudarded, p’ho defo c’hoant,
Bez’ a zo ’n hê tric’houec’h ha kant.
— Kabitenn Rozanfaou, mar am c’haret,
Na prestet d’in-me ho mousket ;
Na prestet d’in-me ho mousket,
D’ denna war ar baïsanted.
Bars ar mousket pa eo kroget,
’N kreis he galon ’d-eûs-han diskarget :
— Kabitenn Rozanfaou, me ’wie mad
Am bije revanch buhe ma zad !
Rochelan goz a lavare
D’he verc’h, er gêr pa arrue :
— Ma merc’h Matilina, mar am c’haret,
D’al leur-newe na efet ket ;
Ho preur Koadinizan ’vô eno,
’N defo drouk ouzoc’h, ho lac’ho.
— Drouk ha mad gant nep a garo,
D’al leur-newe me a ielo ;
Mar son ar zoner, me danso
Gant braoa tud-jentil ’vô eno ;
Gant braoa tud-jentil ’vô eno,
Mar na son ket, me a gano.
Bars al leur-newe p’eo arruet,
He breur Koadinizan ’d-eûs rankontret ;
He brenr Koadinizan ’d-eûs rankontret,
Hen defoa hi gwerzet d’ar soudarded.
Hag hi o souza diout-han,
Gant un tenn mousket hen lac’han,
Tenna gant ar mousket hi a oar,
Choari ’r c’hleve er giz ma kar....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Fantig Monfort, a-dal he zan,
Na deveus ket kollet he foan,
Ewit monet ’n ur redadenn
Da Wengam, goude he merenn.
Fantig Montfort a vonjoure,
War bave Gwengam pa varche :
— Demad ha joa holl er gêr-man,
Ar c’habitenn pelec’h eman ?
Demad, aotro ar c’habitenn,
Pelec’h emèdi ho pandenn ?
Pelec’h eman ho soudarded ?
Unan a renkan da gavet ; [114]
Unan a renkan da gavet,
Gwill ann Herve, a Bedernek.
— Gwill ann Herve n’ho pezo ket,
Ar c’haera euz ma soudarded ;
Ar c’haera euz ma soudarded,
Sepviji ’r roue a zo rêd.
Fantig Montfort a lavaras
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :
— Roët-c’hui d’in Gwill ann Herve,
Me roï’ d’ac’h gwerz un tok newe ;
Me roï’ d’ac’h gwerz un tok kastor gwenn.
Ha warnehan ur blumachenn ;
Ha warnehan ur blumachenn,
A zere euz ur c’habitenn.
Ar c’habitenn a lavaras
Da Fantig Montfort, p’hi c’hlewas :
— Fantig Montfort, et-c’hui d’ar gêr,
Choazet un’ all d’ho servijer.
Fantig Montfort a lavaras
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :
— Penoz c’halfenn-me mont d’ar gêr,
Ha me laket ’n ken gwaz mizer ?
Ar c’habitenn a respontas
Da Fantig Montfort, p’hi c’hlewas :
— A sur hoc’h euz a heriter,
M’ hoc’h laket en ken gwaz mizer ?
Fantig Montfort a respontas
D’ar c’habitenn, ’vel m’hen klewas :
— Pe ’z on me sur, pe na on ket,
Renta kont d’ac’h na eo ket rèd ;
Mar na ret ket, un’ all ’raïo,
Glazarded ’zo em godello.
Ar c’habitenn a respontas
Da Fantig Montfort, p’hi c’hlewas :
— Roït d’in gwerz ma zôk-newe,
Me ’roïo d’ac’h Gwill ann Herve.
Fantig Montfort a lavare
War bave Gwengam pa varche,
He daoudorn gant-hi war he diou-lez :
— Me a zo breman ur baotres !
Paotred Pedernek a lâre,
Pa dennent ’r billet a-darre :
— Fantig Montfort euz a Ben-Graz,
En ti ann diaoul ’man he flaz !
Honnes a zo d’imp-ni kiriek
Da renkout tenna ar billet !...:
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Me ’m eus ur blanedenn galet,
Mar ’n eus krouadur war ar bed.
Ma mamm, pa defoa ma ganet,
D’ur forest vraz d-eûs ma c’haset ;
D’ur forest vraz, pell euz ma bro,
Ha hi ba ma lezel eno.
La Feuntenell a oa ganin,
’Zo he blanedenn ’vel m’ hini.
Un ermit mad ’n eus bon c’havet,
Hennes hen eûs hon instruet ;
Hennes hen eûs hon instruet,
Ken a oamp daouzek vloaz oajet.
Pa oamp a daouzek vloaz oajet,
Trezek ’r Russi ez omp bet et;
Ez omp bet et trezek ’r Russi,
Da boursu hon chanz hon anvoui.
Bars ar Russi p’omp arruet,
Ma brasa plijadur ’m eus kollet ;
Ma brasa plijadur ’m eus kollet,
Ha Feuntenell ez oa hanwet.
Etre Paris hag ar Russi
A zo brezel ha melkoni ;
A zo brezel ha melkoni,
Hag a zo holl balamour d’in.
Ter rivier wad am eûs treuzet,
Hag a zo holl war ma sujet.
Bars en Paris p’on arruet,
D’ serviji noblanz ’on bet êt ;
Daou gouvert arc’hant ’zo kollet,
Hag a zo d’in-me tamallet ;
Hag a zo d’in-me tamallet,
Siouas ! d’ar maro ’z on barnet.
La Belle Catoise a lavare
D’he frokuror, un dez a oe :
— Ma frokuror, mar am c’haret,
War ma fotanz a vo skrivet ;
War ma fotanz a vo skrivet,
Da welet ar maro am bô bet ;
Ur re-bennag a arruo,
A glasko revanch ma maro.
La Belle Catoise a lavare
D’he frokuror, un dez a oe :
— Me n’ ioullan ket merwel fete,
Ken ’pô komzet gant ar roue.
— Tawet, la Belle, na oelet ket,
Ewit fete na varwfet ket ;
Warc’hoaz ar beure, pa vô de.
Me a gomzo gant ar roue.
He frokuror a lavare
D’ar roue, na p’hen salude :
— Ni meump ur griminales barnet,
Hi distruja na c’hellomp ket.
Herve klewet he freposio,
Ez eo c’hui, sir, hi delivro ;
Ez eo c’hui, sir, hi delivro,
La Belle Catoise eo he hano.
Ar roue, pa hen eus klewet,
Ter-gwez d’ann douar ê koûeet ;
Ter-gwez d’ann douar ê koueet,
Ar prokuror ’n eûs-han savet.
Hag ar roue a lavare,
Neuze soudenn, pa divalle :
— Kement kloc’h a zo er gêr-ma,
Laket an-hê holl da vralla,
’Wit ma teuio ’r prosession
D’ gerc’had la Belle euz ar prizon.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— La Feuntenell, me ’wie mad
As anvejenn euz da lagad.
— La Belle Catoize, mar am c’haret,
Ganen d’ar pales e teufet,
Ha warc’hoaz, pa vô deut ann de,
’Vefomp unanet dirag Doue,
Kanet gant Marc’harid Fulup.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo ’newe savet ;
A zo grêt da gloarek Javre,
Gwasa païsant a vale.
Gouzoud a ree skriva ha lenn,
Lâret d’ann dud ho flanedenn ;
Ouspenn ez oa blasfematour,
Ha goude ’oa violatour.
Kenta hen eûs bet violet,
’Oa ur vroeg ’newe-gwillioudet ;
P’oar êt d’ober ar vadeziant
’C’h antreas en ti ann tirant.
’C’h antreas ann tirant en ti,
Ha mont en he gwele gant-hi ;
Ha grêt he volonte gant-hi,
’Lemas he buhe digant-hi.
Ur plac’h iaouank euz ar barous
Hec’h arruas gant-hi ’r memeuz (tra) ;
P’hen defoe grêt he volonte,
’Lemas digant-hi he buhe.
Pa oa o vont gant ann hent-braz,
Ur vroeg iaouank a rankontras :
— Groeg iaouank, d’in-me lavaret
Pelec’h hec’h et, pe hec’h hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe hec’h hoc’h bet,
Pe ’man hoc’h esper da vonet ?
— D’ar gêr a esperan monet,
Mar les Doue ganen iec’het.
— Groegig iaouank, d’in-me lâret
Pe oad a vugale ’douget?
— Bugale a eis mis hanter,
Hogos achu eo ma amzer.
Hen tenna he goutelassenn,
Hag hi zroc’ha dre he bandenn;
Hag hi zroc’ha dre he bandenn,
’Teurrel he bugale ’n ur spernenn;
Golo he c’horf ’n ur bern delio,
He daoudorn en he c’hosteio.
Ur c’hloarek iaouank, o tremen,
A remerkas ann daou vugel :
— Daou vugel baour, d’in-me lâret,
Petra el lec’h-se a glasket?
Ar vugaligo a gomzas
Neuze soudenn, dre virakl braz :
— Ni a ve aman ekselant,
Mar hor be bet ar vadeziant ;
Ma ê ar fripon Glaoud Javre
’N eûs lemet diganimp hon buhe !
Ar c’hloarek iaouank pa glewas,
Ann daou vugel a gristenas,
Ha kerkent ma ’z int kristenet,
War al lec’h ez int desedet ;
War al lec’h ez int desedet,
Ha d’ar joaïo ez int bet et !....
Pa oa ar c’hure, ar person,
Hoc’h ober tro ’r prosession,
Hoc’h ober tro ar sakramant,
O tont er vered ann tirant ;
Bars ar vered e tilampas,
Hag en he zorn ur gontel noas.
Ar bêlek, gant aoun dirazhan,
’Gouez ar sibouer digant-han !
Tud honest ha tud honorabl
’Oa o tougenn ann tabernakl,
Hag e larjont da C’hlaoud Javre :
— Den impi, em denn al lec’h-se !
Em denn prim, kiger Trebeurden,
’Ma liou ar gordenn ’n es kerc’henn !
Prena a ree loened brutal,
Hag ho stage euz ann nor-dâl ;
Euz ann nor-dâl hen ho stage,
Hag eno hen ho diwade.
Pa deue c’hoant d’ehan d’ fumi,
’C’h azee war ar marchepi,
’Tane he gorn euz golo ’l lamp
’Vije dirag ar sakramant.
Ar bempved dez a vis Gwerenn,
’Oe distrujet kiger Trebeurdenn ;
’Oe kiger Trebeurdenn distrujet,
’Wit ann torfedo ’n defoa grêt.
Dastumet en parous Ploulec’h, — 1849.
Ur c’hloarek iaouank a Blourinn
’N eûs c’hoantêt mont da gabusinn ;
D’ gabusinn ’n eus c’hoantêt monet,
D’ar gouent vraz, kouent Perhet.
Kriz a galon neb na oelje,
En kêr Huelgoat ma vije,
’Welet ann douar o c’hlebia,
Gant ar c’hloarek o kimiada :
— Adieu, ma mamm, adieu, ma zad,
Adieu d’ar gêr a Huelgoat ;
Adieu d’ar gêr a Huelgoat,
D’am c’hoarezed avantur vad.
Euz ma breudeur n’ gimiadan ket,
A deui’ d’ar gouent d’am gwelet ;
A deui’ d’ar gouent d’am gwelet,
D’ar gouent vraz, kouent Perhet.
— Ma mab, mar bijac’h bet bêlek,
Plijadur ganac’h bon bije bet,
Ho kwelet d’ar sul tro ’r vered,
En prosession ’n offern-bred.
— Bea bêlek a zo kargus,
Ur vicher a zo danjerus;
Ur vicher a zo danjerus,
Gwell’ eo bea relijius.
He dad, he vamm a lavare
Er gêr ann Naonet p’arrue : (p’arruent)
— Pelec’h ’man ’r gouent vraz aman ?
Me ’m eûs ur mab kloarek en-han ; [115]
Me ’m eûs en-hi ur mab kloarek,
War ar studi d’ vea bêlek.
— E-tro ar vered eo ema,
Me gred hen klewan o kana ;
Me gred ema tro ar vered,
En prosession ’nn offern-bred.
— Demad d’ac’h-c’hui, ma mab kloarek.
— D’ac’h, ma zad, p’hoc’h deut d’am gwelet ;
D’ac’h, ma zad, p’hoc’h deut d’am gwelet.
Ma mamm ha hi ’zo en ’iec’hed ?
— Iec’hed ’walc’h ’d-eûs digant Doue ;
Ho mamm ’zo ama koulz ha me.
— Itron Varia a Drue,
Pegen braz eo ar garante ;
Pegen braz eo ar garante
A ur vamm ’wit he bugale !
Dont hanter-kant lew d’am gwelet,
Ha me n’am eus ket meritet !
— Ma mab, pa ’z omp deut d’ho kwelet,
Petra ho mado a c’hoantêt ?
— Netra ma mado n’ c’hoantaan.
Met ho pennoz da chomm aman.
— Bea ’pô hon bennoz hon daou,
Hag un neubeud euz hon mado.
— N’ c’houlennan tra euz ho mado,
Met un dousenn mouchouero,
Da sec’ha ’r glis hag ann daero,
Pa vinn prezek er parousio.
Pa vô etrezoc’h ar partaj,
Roït d’ar baourienn ma heritaj ;
Roït m’ heritaj d’ baourienn ma bro,
’Wit m’ho defo sonj ac’hanon ;
’Wit m’ho defo sonj ac’hanon,
Ma pedfont Doue ewit-on.
War mene Kalvar ’zo ur groaz,
Ar gaera a welis biskoaz ;
Eomp holl d’ sikour hi dougenn,
’Sambles gant Mari Madalenn ;
Ni ’welo hon Zalver binniget
Ebars ar groaz krusifiet !
Kanet gant Anna Salik,
Plouaret.— 1864.
Ter noz ’zo na gouskis banne,
Ha henoz na rinn ket arre,
Met briata ma oreiller,
’Sonjal ve ma dous em c’hever. [116]
Na oa met trizek vloaz oajet,
Pa defoa bet ur chapeled,
Ur chapeled pemp dizenes,
Da dougen ’n enor d’ar Werc’hes.
Ur chapell a oa ’n he c’hichenn,
Oa hanwet chapell Vur-wenn,
Hag hi ’sonjal en he c’halon
Mont en-hi d’ober orèzon.
Ur c’hloarek iaouank, o tremen,
A remerkas ar sklezrijenn ;
A remerkas ar sklezrijenn
Euz a Vari en he fedenn.
Hag hen lakâd ’n he fantazi
Mont er chapell da gomz out-hi :
— Salut d’ac’h-c’hui, ma dous Mari,
A c’hui deufo d’ar gêr ganin?
— Oh ! ia, ’mezhi, ma servijer,
Pa ’z hoc’h arru, me ’c’h aï’ d’ar gêr,
’Wit ur wez n’ho refusinn ket,
M’ho ped ur wez-all na deut ket.
Pa oant gant ann hent o vonet,
Ur walenn d’ezhi ’n eus roët :
— Fete gwalenn na gomerran,
Na war vizied na lakan ,
met ur walenn a-beurz Doue
’Zo etre-z-omp ha nez ha de.
Pa oant gant ann hent o vonet,
Komzo dimizi ’zo savet.
— Na dimezinn ket ’wit ar bloa,
Ha kenneubeud a rinn da vloa,
Na da vloa, na bikenn james,
Me ’renko mont da leanes.
Ar c’hloarek, pa hen eus klewet,
Kimiadi hen eus goulennet.
— Mar eo kimiadi ’c’houlennet,
Dalet ma dorn, ha kimiadet;
Dalet ma dorn, ha kimiadet,
’Wit d’am bisaj na bokfet ket :
Na bokfet pelloc’h d’am bisaj,
Achu amzer ’r vignoniaj.
Ar verc’h Vari a lavare
Er gêr d’he mamm, pa arrue :
— Mar karfac’h roï ma mado d’in
Me ’c’h afe gant-hê d’al leandi ?
— Penoz, ’mezhi, ma merc’h Mari,
Penoz monet d’al leandi ?
Penoz monet d’al leandi,
Ur verc’h a zo ken koant ha c’hui ?
Tud santel a-walc’h am eus grêt,
Na p’am eûs-me grêt tri bêlek ;
Na p’am eûs-me grêt tri bêlek.
En ur golaj en Sant-Briek.
Ho c’hoar hena ’zo leanes,
Er gouent vraz a Sant Franses,
Ha c’hui, ’mezhi, ma merc’h Mari,
A renko kousanti dimi.
Ar verc’h Vari, pa d-eûs klewet,
Da oela a zo em lakêt ;
Hag e-mês ann ti hec’h eo êt,
Ar Werc’hes Vari d-eûs gwelet.
— Tawet, Mari, ma fillores,
Me ho kraïo gwir leanes.
— Ewit leanes na vinn ket,
Rag ma mamm na c’houlenfe ket.
— Tawet, ’mezhi, ma fillores,
C’hui a vô ur gwir leanes ;
C’hui a vô up gwir leanes.
Me ’vô widoc’h avokades.
Seis bloavez-hanter ez eo bet
Hep bea gant kristenn gwelet.
Pa ’z eo ar seis vloaz achuet,
He breur Dom Iann ’n eûs hi gwelet ;
’N eus hi gwelet bars ar jardinn,
’N touez ar boukedo louzou finn.
He breup Dom Iann a lavare
Er gêr d’he vamm, pa arrue :
— Na petra ’rofac’h, ma mamm-c’hui,
Ma welfac’h c’hoas ho merc’h Mari ?
— Ma holl vado ’rofenn gant-hi,
Mar karrie kousanti dimi.
— Gant-hoc’h, ma mamm, ’on souezet,
Pegen sot hoc’h gant pompo ’r bed ;
Penoz dimi ur feumeulenn
’Zo war he fenn ar gurunenn ?
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
Bars ar jardinn neb a vije,
O welet ar Werc’hes Vari
O vriata ar verc’h Vari.
Et eo brema d’ar joaüsted,
Graz d’imp holl iwe da vonet ! [117]
Kanet gant un neeres, en bourk Plouëc,
tost da Bontreo.
’N hini ’welje Isabell Ar C’ham
War he daoulinn dirag he mamm !
Ha dirag he zad ’c’h a iwe,
Bennoz ho daou a c’houlenne ;
’Wit goulenn ho bennoz ho daou
D’eureuji kloarek Krec’h-Menou.
Isabell Ar C’ham a lâre
D’ gloarek Krec’h-Menou, un dez ’oe :
— Me n’am eûs nemet gwall-vuhe,
Balamour d’id, bemde, bemde.
— Gwall-vuhe ’blamour d’in n’ho pô ket,
Rag ganen d’am zi e teufet ;
Me ’m eus duman ur c’hoar Vari,
A zo plac’h fur kerkoulz ha c’hui.
Kloarek Krec’h-Menou a lâre
D’ Isabell Ar C’ham, un dez oe :
— Me ’c’h a brema da Landreger,
Da gerc’had ma levrio d’ar gêr.
— Mar d’ê da Landreger hec’h et,
Grêt ma arched, a-rok monet ;
Ha roët d’in ar groaz-nouenn.
Un arched a bewar flankenn.
— Gant-hoc’h, Isabell, ’on souezet,
O welet penoz e komzet ;
Bikenn offerenn na lârfenn,
P’am bô bet ’n hini a garrienn ;
Bikenn offerenn na lârin,
P’am bô bet ’n hini a blij d’in....
Isabell Ar C’ham a lâre
D’he c’hoar Vari, un dez oe :
— Deut-c’hui ganen-me d’ar c’hambrjo,
D’ c’hoaz ar c’haera ma abijo,
Hag un dousenn mouchouero,
D’ehan da sec’ha he daero ;
Dehan d’ sec’ha he daoulagad,
Rag goela ’raï’, m’hen goar er-vad.
Kloarek Krec’h-Menou a lâre,
Ebars ar gêr pa arrue :
— Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Petra ’zo a-newez en-han ?
Petra ’zo ’n ti-man a-newe,
Mar ’man ho koefo er gis-se ?
N'eo ket en defaot a spilho
Eman ho koefo en kanvo ;
Pa oan bet en foar Landreger,
’M boa digaset d’ac’h tri millier.
— Nâc’h ouzoc’h, ma breur, n’hallan ket,
Isabell Ar C’ham ’zo marwet !
Kloarek Krec’h-Menou pa glewas,
Ter gwez d’ann douar a zemplas ;
Ar wez diwea m’ê savet,
D’ar vered ez ê bet redet ;
D’ar vered ez ê bet redet,
Da disinterri he bried.
P’ê disinterret, disarchedet,
War he varlenn ’n eus hi lakêt ;
War he varlenn ’n eus hi lakêt,
Daou bôk d’ezhi hen eus roët ;
Ur c’hoarzadenn out-han d-eûs grêt ;
He galon ’zo daou-hanteret !
Setu ’n daou gorf war ar varw-skaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Setu int ho daou er memeus be,
Pa n’int bet er memeus gwele !
Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz newez a so savet ;
Ur werz newez a so savet,
Da Isabel Ar C’ham eo grêt.
Isabell Ar C’ham c’houlenne
Euz he zad, he mamm, un dez oe :
— Me c’houlenn ho pennoz ho taou
D’ eureuji d’ gloarek Krec’h-Menou ?
— Hon bennoz da vont n’ho pô ket,
Hon malloz ho pô da vonet.
— Setu komans tièges mad,
Kaout malloz mamm ha malloz tad !
Ni ’zo iaouank, hag a boanio,
Jesus ’zo en env hon sikouro....
Isabel Ar C’ham a lâre
D’ gloarek Crec’h-Menou, un dez oe :
— Me na bâdan gant ma ligne,
Balamour d’ac’h, ma c’harante.
— Mar na bâded gant ho ligne.
Me ho kaso da-vèd ma re ;
Me ho kaso da Landreger,
Da-vèd ma breur, a zo greffier ;
Pe c’hoas da-vèd ma c’hoar Vari,
’Zo plac’h onest kerkouls ha c’hui.
— Da-vèd ho ligne me n’inn ket,
Ac’hanomp hon daou ve komzet.
— Me ’c’h a d’ar studi da Baris,
Na dâleïnn ket en nep gis.
— Mar et d’ar studi, ’vel m’ lâret,
Grêt ma arched, a-rok monet;
Grêt ma arched, a-rok monet,
Rag en-han vinn, pa zistrofet.
Isabel Ar C’ham a lâre
D’he c’hoar Vari, un dez a oe :
— Na ma c’hoar-gaer, mar am c’haret,
Da Sant-Hillion ’wit-on ’c’h efet ;
Lâret d’ar bêlek dont en gwenn,
Digas sakramant ann nouenn.
He c’hoar-gaer Mari a lâre,
En ti ar person p’arrue :
— Aotro ’r person, mar am c’haret,
Da welet ma c’hoar-gaer ’teufet;
Lâret zo d’hec’h donet en gwenn,
Digas sakramant ann nouenn.
— Petra gant da c’hoar-gaer ’zo c’hoarveet,
Disul diwea ’m boa hi gwelet,
Disul diwea ’m boa hi gwelet
O pariant gant he dous kloarek ?
Person Sant-Hillion ’lâre
Da Isabel Ar C’ham, en de-se :
— Tawet, Isabel, n’ oelet ket,
Pa vefet iac’h, ’vefet eureujet ;
Pa vefet iac’h m’hoc’h eureujo
Da vraoa den iaouank ’zo er vro.
Person Sant-Hillion ’lâre
D’ Vari Crec’h-Menou, eno, neuze :
— Hastet enaoui ar golo,
Aoun braz am eus vefe maro.
Hastet enaoui golo binniget;
Aoun braz am eus vefe desedet !
Kloarek Crec’h-Menou c’houlenne,
’N ti he c’hoar Vari, p’arrue :
— Demad ha Joa holl en ti-man,
Ma dous Isabel pelec’h ’man ?
— Et eo d’ Sant-Hillion, war un dro,
Da lavaret he gouspero.
— En Sant-Hilllon p’on tremenet,
Mad ma Doue n’am eûs gwelet ;
Mad ma Doue n’am eûs gwelet,
Met ur goz pâl ’oa er porched.
Petra ’zo a-newez aman,
M’eo distrons ar c’hoeffo er gis-man ?
N’eo ket en defaot a spilho,
Na ra d’ac’h staga ho koeffo.
Rag, ’raok mont-kuit, en foar Dreger,
Am boa prenet d’ac’h tri millier ?
— Abredig a-walc’h a klewfet,
Ho tous Isabel ’zo marwet !
Kloarek Crec’h-Menou, p’hen eûs klewet,
D’ vourk Sant-Hillion ’zo redet ;
D’ vourk Sant-Hillion eo redet,
Da digerri ar bez em lakêt.
Hag ar bez p’hen eûs digorret,
War he varlenn ’n eûs hi lâket :
A-vriad en-hi eo kroget,
Ha war al lec’h ez eo marwet !
Doue d’ bardono ann anaon,
E-maint ho daou war ar varw-skaon ;
Et int ho daou en pep a ve,
Bennos Doue war hoc’h ine !
Person Sant-Hillion ’lâre
En pron he offern-bred, ar sul goude :
— Me n’achufenn ket ma offern-bred,
Mar wifenn ’ve ’r C’ham koz euz ma c’hlewet !
Mar wifenn ’ve ’r C’ham koz euz ma c’hlewet,
Da varo daou ez eo kiriek !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
à Blunet — 28 a viz Here, 1871.
Jannedig ’nn Titro ’gane gè,
O kas he loened, ’r sul ar beure.
Kaset he saout da brad Merrienn,
Hi ’rankontr tri a verserienn.
Ar merser braz a lavare
Da Jannedig, p’hi salude :
— Jannet Ann Titro, d’in lâret
Pe c’hui ’zo dimêt, pe n’hoc’h ket ?
— Me ’zo dimêt hag eureujet,
A-boe dirio tremenet,
— Jannedig koant, n’ho kredan ket,
Ho braoerio n’ welan ket.
— Ma braoerio ’m eûs laket,
Ken a oa ’r sunves tremenet..,.
— Tawet, Jannedig, n’oelet ket,
Braoc’h ewit-hoc’h am eûs bet ;
Re kroajo-aour en ho c’herchenn,
Ha c’hui n’hoc’h met ur rousardenn.
Jannet ’nn Titro, mar ma sentet,
Er mizilour-man e selfet.
Er mizilour pa d-eûs sellet,
Gant-hê da Sant-Briek eo êt.
En Sant-Briek p’int arruet,
’N hostaleri vraz int diskennet ;
’N hostaleri vraz int diskennet,
Ha loja ho d-eûs goulennet :
— Hostizes koant, d’in-me lâret,
Moïenn ’ve da vea lojet ?
Hostizes koant, lâret-c’hui d’in,
Moïenn hoc’h eûs da loja tri?
— Me n’ dalc’hjenn ket hostaleri,
Mar n’am bije moïenn d’ loja tri.
Kloarek Ann Titro ’c’houlenne,
Ouz he vamm, ar sul da greis-de :
— Ma mammig paour, d’in-me lâret,
Ma c’hoar Jannet pelec’h ’eo êt ?
— ’Boe ma ’z eo et d’ gas al loened,
Me n’am eûs-hi ket bet gwelet.
Kloarek Ann Titro a lâre
D’he vammig paour, ’r sul da greis-de :
— Dibret d’in ma inkane-gwenn,
M’ inn d’ Sant-Briek brema-soudenn.
En Sant-Briek p’eo arruet,
’N hostaleri vraz ’eo diskennet ;
’N hostaleri vraz ’eo diskennet,
Ann hostizes ’n eûs saludet :
— Hostizes koant, d’in-me lâret.
Tri merser n’hoc’h eûs ket lojet?
Tri merser n’hoc’h eûs ket lojet,
Gant unan ’n ezhè he bried ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Hostizes koant, d’in-me lâret,
Na anveet ket he bried ?
— Merket a zo war he c’hoeffo
Jannedig ’nn Titro, he hano.....
Lâret d’am c’hoar Jannet dont d’ann traon,
Da gomz gant he breur ann aotro.
Ar merser braz a lavaras
D’ Jannet Ann Titro, pa glewas....
— Mar oufenn ’c’h afes gant-han lec’h-se,
N’ afes ket a-c’hann en buhe !
Kloarek ann Titro, pa glewas.
Gant ar vinz d’ar kreo’h a bignas.
Gant ar vinz d’ar krec’h p’eo pignet,
He c’hoar Jannet ’n eûs saludet :
— Ma c’hoar Jannedig, d’in lâret,
C’hui ’zo gant-han disenoret ?
— ’Wit dirag Doue na on ket,
Dirag ar bed na lâran ket....
Kriz a galon nep na oelje,
War bave Sant-Briek ma vije,
’Welet ar pave o ruia,
Gant gwad ’r verserienn o skuilla ;
Gant gwad ’r verserienn o skuilla,
Kloarek ’nn Titro ouz ho lac’ha !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Deut d’ar gêr, Jannet, al lec’h-se,
Pa ’z hoc’h-c’hui chommet en buhe !
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Demad d’ac’h holl dud ann ti-ma,
Mari Ar Moal pelec’h ema ?
— Eman ouz-krec’h bars ar c’hambrjo,
Nag hoc’h ampezi he c’hoeffo.
— Mari Ar Moal, mar am c’hredet,
D’am offern genta n’ deufet ket ;
Mar deufac’h d’am offern genta,
’Lakafac’h m’ c’halon da ranna.
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’hoc’h offern genta me ’ielo :
D’hoc’h offern genta me ’ielo.
Ha bars ar plad me a brofo ;
D’hoc’h offern genta me ’ielo,
Ha bars ar plad me a brofo,
Ewit ma lâro ma broïs :
— Mari ’r Moal n’ê ket diavis.
Hag ar c’hloarek a c’houlenne
Euz sakrist he barouz un de ’oe :
— Sakrist ’r barouz, mar am c’haret,
Da biou ar glaz-kanvo ’sonet ?
— Da vraoa plac’h ’oa er vro-man,
Oa Mari Ar Moal, a gredan.
Ar c’hloarek iaouank c’houlenne
Enz person he barouz, en de-se :
— Aotro person, d’in-me lâret,
D’ vouit ar c’horf-marw me ’vô lezet ?
— Da vouit ar c’horf-marw n’efet ket,
Pa vô er vered, n’ lâran ket.
P’oa arru ar c’horf er veped,
D’ boket d’ann arched ’eo lampet ;
D’ boket d’ann arched ’eo lampet,
Hag he galon a zo rannet !
Person ar barouz a lâre
D’he baroisianis neuze :
— Ma malloz war ar merc’hed koant,
’Zo kiriek d’ varo ma c’hloarek iaonank !
Maint ho daou indan peb a ve,
Bennoz Doue war hoc’h ine !
Emaint ho daou war ar varw-skaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Plouaret.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz ’zo a-newe savet ;
Ur werz ’zo a-newe savet,
D’ur c’hloarek iaouank ez eo grêt.
D’ur c’hloarek iaouank ez eo grêt,
’Oa et d’ar studi d’ann Naonet ;
D’ar studi d’ann Naonet ’oa êt,
Kent dont d’ar gêr ’oa grêt bêlek.
Hag o tistreï euz a-c’hane,
Hec’h antreas ’n ul leur-newe ;
’N ul leur-newez ’eo antreet,
Diou he c'hoerezed ’n eûs saludet.
Diou he c’hoerezed ’n eûs saludet,
Seis bloaz ’oa na oant em welet ;
Seis bloaz ’oa na oant em welet,
Ma kouez daou ’n ezhe er pec’hed.
Ar c’hloarek iaouank ’c’houlenne
Na digant he c’hoar, ann de-se :
— Plac’hig iaouank, d’in-me lâret
Pelec’h aman e servijet ?
— Oh ! salv-ho-kraz, ’mezhi, kloarek,
Me n’ rinkan ket gonid ma boed,
Me ’zo perc’henn tri c’hant skoed leve.
Un dra-bennag ouspenn gant-he.
Me ’m eûs ’n Naonet ur breur kloarek,
Kent dont d’ar gêr a vô bêlek.
Ar c’hloareg iaouank, pa glewas,.
He galon fall-braz hec’h eas.
Ar c’hloaregig a vonjoure,
En ti he dad pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ma mamm, ma zad pelec’h ema ? (emaint)
Ma mamm, ma zad ’zo en iec’hed ?
Ma c’hoerezed, pelec’h int et ?
He vamm neuze a lavaras
D’ar c’hloarek iaouank, p’hen klewas :
— Et int ho diou d’al leur-newe,
N’ gavan ket ’teufent d’ar gêr fete ;
N’ gavan ket ’teufent d’ar gêr fete,
Rag roët am eûs d’hê konje.
Ha pa oant gant ho c’homplimant,
Hec’h antreas ar verc’h iaouank :
— Selles-te arru ’r verc’h henan,
Na da c’hoar Jannet, a gredan.
— Ma zad, ma mamm, me ’oa deut d’ho ped’ [118]
Da dont d’am c’henta offern-bred ;
Brema lâran na deufet ket,
Rag bet’ ar pab ’vô rêd monet !
He vamm neuze a lavare
D’ar c’hloareg iaouank, p’hen klewe :
— Azeet aman, kloarek iaouank,
’Wit ma klewinn ho santimant.
— Bikenn den se na c’houveo
Met ar bêlek ma absolve !
Ar c’hloarek iaouank ’gimiade
Na digant he dud, en de-se :
— Adieu, ma mamm, adieu ma zad,
D’am c’hoerezed, avantur-vad ;
D’am c’hoerezed, avantur-vad,
Bikenn n’ho kwel’ ma daoulagad !
Ar c’hloarek iaouank a lâre
’N toull porz ar pab pa arrue :
— Lavares-te d’in-me, porzier,
N’eman ket ’n tad santel er gêr ?
Ar porzier, evel ma klewas,
Da gambr ar pab a ziredas :
— Ur c’hloarek iaouank a Dreger
’Zo euz ho koulenn, Tad-Santel.
— Lâret d’ehan donet d’am c’hambr,
’Wit ma klewinn he santimant.
En kambr ar pab p’eo arruet,
War he daoulinn ’eo em strinket :
— Hastet ’ta, ma zad binniget,
Bikenn gant Doue n’ vinn pardonet.
— Mui ’c’halloud ’n eus Doue d’as pardoni,
Ewit na t-eûs d’hen offansi ;
Gant ober pinijenn galet,
Te ’vô gant Doue pardonet.
— D’ar studi d’ann Naonet ’oann et,
Kent dont d’ar gêr, me oa bêlek :
Hag er distro euz a-c’hane,
Me antreas ’n ul leur-newe ;
’N ul leur-newe me oa antreet,
Diou ma c’hoerezed ’m boa saludet ;
Diou ma c’hoerezed ’m boa saludet,
Gant unan ’koueis er pec’hed ;
Gant unan ’koueis er pec’hed,
Gant ar gwinn me ez oa troublet.
Ann Tad-Santel hen eus lâret
D’ar c’hloarek, pa hen eûs klewet :
— A-c’hann d’ar gêr a retorni,
Greann ’n es botou ’lakaï ;
Greann ’n es botou ’lakaï,
War ur pluëk men e kouski ;
War ur pluëk men e kouski,
Tamm ’n ti da geront na zebri.
Ar c’hloarek iaouank a lâre,
En ti he dad pa arrue :
— Mates vihan, d’in-me lâret
Ma zad, ma mamm pelec’h int êt ?
— Ho tad, ho mamm er gêr n’ maint ket,
Et int d’eured ho c’hoar Jannet.
— Mates vihan, d’in-me lâret,
Ur fortun vad e d-eûs-hi grêt?
— Ur fortun vad n’e d-eûs ket grêt,
’Wit un amunuzer ’d-eûs bet ;
N’hen eus netra met he vicher,
Hi, siouas ! e d-eûs ur bugel.
— Mates vihan, d’in-me lâret
Da biou e d-eûs-hi tamallet ?
— Da den na d-eûs-hi tamallet,
Ann dud ’lâr eo d’he breur bêlek.
— Setu ur billet sinet mad,
Ur billet sinet gant ma gwad,
Da roï d’am c’hoar ma holl leve,
D’he heritourienn he goude.
Ar c’hloaregig a gimiade
Ouz tud ann eured en de-se :
Tamm na bannec’h na gomerje,
En kichenn den na azezje :
— Adieu, ma mamm, adieu, ma zad,
N’ho kwelo mui ma daoulagad ;
C’hui ho poa ho mab kloarek grêt,
Met bêlek allas ! na vô ket.
Adieu, ma zad, adieu, ma mamm,
Bikenn n’ho kwelan er bed-man ;
Bikenn n’ho kwelan er bed-man ;
Me ’c’h a brema da glask ma barn !
Digant-hê p’hen eus kimiadet,
Da gavoud ar pab hec’h eo êt ;
He dreid, beteg he ibilienn,
A oa debret gant ar greenn.
’N toull porz ar pab p’eo arruet,
Ter gwez d’ann douar ’eo koueet ;
Ter gwez d’ann douar ’eo koueet.
Ha neuze soudenn ’eo marwet !
Kanet gant Mari Job Kado,
Kerarborn, miz Du, 1844.
Une autre version, recueillie à Ploumilliau, se termine différemment.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar bêmek iaouank, p’hen eûs klewet,
Da gavout ar banjet eo êt ;
Da gavout ar banket eo êt,
He vreur-kaer hen eûs goulennet.
— Na ma breur-kaer, mar am c’haret,
Na c’hret ket gwall-vuhe d’am c’hoar Jannet ;
Me ’c’h a d’ sina d’êhi ma holl leve
D’ sikour sevel he bugale.
Na debri na eva na raje,
Ous taol a-bed na azezje ;
Ous taol a-bed na azeaz,
Ann hent da Rom ’askomerras.
Ebars en Rom p’eo arruet,
Goull’ bea absolvet ’n eûs grêt.
He dreid, betek he ibilienn,
A oa debret gant ar greenn.
— Absolvet c’hoaz na vefet ket,
En kambr ’r binijenn hec’h efet ;
Ur podad-dour, tri ons bars,
’Pô epad tri de da vewa.
Et ann tri dewes da dri bloas,
N’hen defoa den sonj anehan,
Ken a oa un den, o lehina,
’teuas d’ar pab sonj anehan
— Gouarneres, alumet golo,
M’efomp d’ welet ur c’horf maro !
Ann nor warnehan p’eo digoret,
War he zaoulinn eo em strinket :
— Lâret-c’hui d’in-me, Tad-Santel,
Na eo ket poent d’in c’hoaz merwel ?
O Tad-Santel, gwelet a ret
’Wit bewa n’ê ket rèd kaout boed :
Setu ann dour hag ar bara
Am boa ’wit tri bloas da vewa !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
A-boan he c’hir peurlavaret,
War al lec’h ez eo desedet.
Et ê ’r bêlek iaouank d’ar gloar,
Ha delivret gant-han ha c’hoar.
Kloarek Ar Chevanz a Bont-Kado,
Braoa mab païsant ’zo er vro. (bis)
Petra a dalv d’ehan bea brao,
Na pa eo barnet d’ar maro ? (bis)
P’eo barnet d’ur maro ken ingrat,
Mont da verwel da dal ti he dad ! (bis)
P’eo barnet d’ur maro ken kruel,
Mont da dal porz he dad da verwel ! (bis)
’Wit p’hen eus lac’het mab ann aotro,
Penher ar Vali Kergadio. (bis)
Kloarek Ar Chevanz a lavare
’N ti Helari goz, pa arrue : (bis)
— Debonjour ha joa holl en ti-ma,
Fanchon Helari pelec’h ema ? (bis)
Hag Helari goz a lavaras
Da gloarek Ar Chevanz, pa glewas : (bis)
— Fanchonig er gêr n’emèdi ket,
Tri pe bewar de ’zo n’eo ket bet ; (bis)
Tri pe bewar de ’zo n’eo ket bet,
A-c’hann da warc’hoaz n’arruo ket. (bis)
— Na chommet ket pell da diskouri,
Ha ma laket prim da gomz gant-hi. (bis)
Fanchon Helari, pa d-eûs klewet,
Traon gant ar vinz a zo diskennet, (bis)
Gant-hi boutaillad-winn ha gwerenn,
Hag ur vichenn vad a vara-gwenn ; (bis)
Hag ur vichenn vad a vara gwenn,
Hag ur beuriad amann melenn. (bis)
— Debret hag evet, kloarek iaouank,
Ma inn da vouit dour da aoza koan ; (bis)
Debret hag evet ha grêt cher-vad,
Me ’c’h a da vouit dour da buns ma zad. (bis)
Kloarek Ar Chevanz, p’hen eûs klewet,
Ter fasad d’ezhi hen eûs roët ; (bis)
Hen eus roët ter fasad d’ezhi,
Hag hi diskaret war leur he zi ; (bis)
Hag hi diskaret war leur he zi,
Gret neuze he volonté d’ezhi, (bis)
Dirag he mamm ha dirag he zad,
Honnes a zo d’hè ur galonad !
Na Helari goz a hirvoude,
He verc’h Fanchonig hen konsole :
— Tawet, ma zadig, na oelet ket,
’Wit mez diouzinn-me n’ho pô ket ; (bis)
’Wit mez diouzinn-me n’ho pô ket,
Kerc’het-c’hui d’inn aman ur bêlek ; (bis)
Ha mar hen kerc’het, kerc’het timad,
Rag evel ur voaz a red ma gwad ! (bis)
Ar bêlek iaouank a c’houlenne
Euz Fanchon Helari, p’hi c’hovesaë : (bis)
— Fanchon Helari, d’in-me lâret,
Petra lâret d’ober d’ar c’hloarek ? (bis)
— Me n’ lâran netra d’ober d’ehan,
Da Zoue ’rekommandan anehan. (bis)
Kloarek Ar Chevanz a lavare
D’ar bêlek iaouank, nn p’hen gwele : (bis)
— Na bêlek iaouank, d’in-me lâret,
Petra ’lâr hi d’ober d’ar c’hloarek ? (bis)
— Netra na lâr hi d’ober d’ehan,
Da Zoue ’rekommand anezhan. (bis)
Kloarek Ar Chevanz a lavare,
Bars ar prizon braz, en he goanze : (bis)
— Jeolieres, ma mignones ’oas,
Ha mar kares a vi brema c’hoas ; (bis)
Kerz ewit-on-me da di ma zad,
Ha lâr d’ehan donet c’hoas d’am c’hat. (bis)
Ar Jeolieres a lavare,
’N ti Ar Chevanz koz, pa arrue : (bis)
— Doue ar mado ’zo en ti-ma,
Hag ho mab ’zo er prizon o vreigna ! (bis)
Ho mab ’zo er prizon o vreigna,
Ha c’hul mado d’ac’h d’hen akuita ! (bis)
Hag Ar Chevanz koz a lavaras
D’ar jeolieres, pa hi c’hlewas. (bis)
— Ha p’am be ma mab ’wit ur gwennek,
Jeolieres, n’hen akuitinn ket ; (bis)
Ha p’am be ma mab ’wit un diner,
Jeolieres, na deuio ken d’ar gêr ; (bis)
Ha p’am be ma mab ewit ur pok,
N’hen akuitinn ket diouz ar groug ! (bis)
Ter gwez-all am eûs-han akuitet,
Homan a ve d’inn ar bedervet ; (bis)
Ar bedervet ’ve d’hen akuitan,
Me garie a ve fin anehan ! (bis)
Me am eûs er gêr bugale vad,
Hag hec’h a d’ar park da labourad ; (bis)
Met hennes na ra nemet eva,
Dont da rima sônio da gana ; (bis)
Dont da rima sônio da gana,
Ha monet goude da verc’heta. (bis)
Pa vije prenet lienn Hollanda,
Da ober koeffo d’am merc’h-hena, (bis)
Gant he vamm a vijent holl lakêt
Da ober rochedo d’ar c’hloarek. (bis)
Ar jeolieres a lavare
Da gloarek ’r Chevanz, pa retorne : (bis)
— Kloarek Ar Chevanz, em gonsolet,
Rag ’wit ho tad n’ho sikouro ket. (bis)
— Jeolieres, ma mignones vad,
Grêt c’hoaz ur blijadur em rekat ; (bis)
Roët roched fresk d’inn da wiska,
Ha dalet ma hini Hollanda ; (bis)
Ha dalet ma hini Hollanda,
Truez ’ve ar bourrew hi usfe ! (bis)
— Kloarek Ar Chevanz, d’in-me lâret,
Na pelec’h ez oac’h, pa oac’h tapet ? (bis)
— ’N un hostaleri en Goudelinn,
Hoc’h eva ma lod a dri seurt gwinn ; (bis)
Hoc’h eva ma lod a dri seurt gwinn,
Hag o tebri pruneoz ha rêzinn ; (bis)
Ma vije bet ’n hostizes fidel d’inn,
Ha deuet d’ar gambr, ha lâret d’inn :
— Kloaregig Ar Chevanz, diwallet,
Arru ’n archerrienn d’ho komerret ! (bis)
Me ’m bije diwallet dirazhè,
Ha pa vije kement-all anhè. (bis)
Kloarek Ar Chevanz a lavare,
Er vaz uc’hella ’r skeul pa bigne : (bis)
— Me am eûs ter c’hoar hag a garienn,
Ha gwisket ho zer en satinn-gwenn ; (bis)
Ha pa veint gwisket en mezer aour,
’Wit en ho enor ez int paour. (bis)
Brema c’hallo merc’hed Ar Chevanz
Distaga ho c’hroazio a lorhanz ; (bis)
Distaga ho c’hroazio arc’hant-gwenn,
Da lemel ho breur euz ar gordenn. (bis)
Ar c’henta anezhe ’zo Mari,
Ma beonoz a roan warnezhi ; (bis)
Honnes d-eûs d’inn alies lâret
Dilezed ar gwinn hag ar merc’hed ; (bis)
Dilezet ar gwinn hag ar merc’hed,
Ha bea devot d’ann offern-bred ; (bis)
Ha bea devot d’ann offern-bred,
Ba kwitaët ar feneanted. (bis)
Ann eil anezhe ’zo Fransesa,
A bedan ma zad d'hê c’horija ; (bis)
Honnes ’d-eûs d’in alies lâret
’Vije ’r bourrew ’nuje ma dillad ; (bis)
’Vije ’r bourrew ’nuje ma dillad,
Biskoaz gwall-diougan n’ zo bet mad. (bis)
Ann derved anhê a zo Jannet
A zo gaoudiseres d’ar voazed ; (bis)
Ha pa hi gwelfet o gaoudisa,
Tamallet d’ezhi he breur hena ; (bis)
Tamallet d’ehi kloarek Ar Chevanz,
’Zo o tivilla euz ar potanz ! (bis)
Kanet gant intanvez Lieo,
a barouz Plunet — Miz Kerdu 1868.
P’oann em jardinn o pourmenin,
O tont ma c’hoar da lâret d’in ;
O tont ma c’hoar da lâret d’in,
Oa ’r plac’h vrao Fantig Helari.
Wit kement-se, na gredis ket,
Me eas ma hunan d’hi gwelet ;
Me eas ma hunan beteg he zi,
’Wit he waleur ha ma hini.
— Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Fantig Helari, pa n’hi gwelan ?
— Fantig ’zo êt da Sant-Briek,
Nag ewit diski ar gallek.
Ar baron iaouank a lâre
Da Helari goz, en de-se :
— Na diskouezet-c’hui ho merc’h d’in,
Pe m’ho lac’ho war leur ann ti.
Fantig Helari pa ’d-eûs klewet,
Traon gant ar vinz eo diskennet ;
Traon gant ar vinz eo diskennet,
Ar baron iaouank saludet.
Hi o tispaka ’n toubier wenn,
O lakâd warnêhi ur joanenn,
Boutaillad gwinn ruz ha gwinn gwenn,
Taso arc’hant ewit diskenn.
— Debret, evet ha gret cher-vad,
Me ’c’h a d’ vouit dour da buns ma zad.
— Mar ez-te, Fantig, da vouit dour,
Me ielo iwe d’as sikour.
Hag hen hi c’has d’he di gant-han,
En despet d’he zad ha d’he mamm ;
En despet d’he mamm ha d’he zad,
Kement-se oa d’hê kalonad !
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Fantig Helari a lâre
En ti he zad pa arrue :
— Grêt ma gwele d’inn m’ien en-han,
Bikenn anehan na savan ;
Bikenn na savan anehan,
Ken vô ur wez, d’am lienna !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar baron iaouank a lâre
D’he bajig bihan, un dez oe :
— Kerz da di Fantig Helari,
Goulenn penoz ’man ’r bed gant-hi.
Ar paj bihan a lavare
D’ar baron, er gêr p’arrue :
— Fantig Helari hag he mamm
’Zo ho c’horf ho diou war ar warw-skaon !
Ar baron iaouank a lâre
D’he bajig bihan, p’hen klewe :
— Mar eo marw Fantig Helari,
Me a ro ma malloz da dri :
Da genta roann d’am c’hoar Vari,
’Defoa ma alliet da vont d’i ;
D’ann eil hen roann-me d’am zad,
Ha d’inn ma hunan ann drivad !
Kanet gant Janet Ar Gall,
Plouaret — 1848.
Kloarek Ar Glaouiar a sonje
Bikenn er prizon n’ hec’h aje ;
Koulzgoude hec’h eo em dromplet,
Eman er prizon en Gwened.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Merc’h ’r Senechal euz ar gêr-ma
A zo bet manket er bloaz-ma,
Hag a zo deut da damal d’in,
Met he zad n’hi rofe ket d’in. [119]
Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
En he brizon, un dez a oe :
— Na gavfenn ket ur mesajer
A gasfe ’wit-on ul lizer?
A gasfe ’wit-on ul lizer,
Da lâret d’am zad dont en kêr;
Da lâret d’am zad dont aman,
Digas un tamm arc’hant gant-han,
D’akuita he gloarek iaouank,
’Zo de ha noz en nec’hamant?
— Skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajerrienn na vanko ket.
Ar Glaouiar koz a lavare,
En lizer he vab pa lenne :
— Dibret d’in m’inkane roïal,
Ma ’c’h inn-me da Wened raktal ;
Sammet anehan a arc’hant,
D’akuita ma c’hloarek iaouank ;
D’akuita ma c’hloarek iaouank,
’Zo noz ha de en nec’hamant !
Ar Glaouiar koz a lavare,
En kêr Gwened pa arrue :
— Demad ha joa holl er gêr-ma,
Ha prizon kêr pelec’h ema ?...
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar Glaouiar koz a lavare
D’ar Senechal hag en de-se :
— Laket ma mab bars ar valanz.
Me roï d’ac’h he bouez a chevanz ;
Mar na ve a-walc’h kement-se,
Me ’lakaï pouez ma inkane ;
Me ’lakaï pouez ma inkane,
Ma dibr ha me war ho c’houre !
Ar Senechal a lavare
D’ar Glaouiar koz, pa hen klewe :
— Me ’disko kloer ’r baïsanted
Da debauch ann dimezelled !
Kloarek Ar Glaouiar a lâras
D’he dad, kerkent ha ma klewas :
— Ma zadig paour, et-c’hui d’ar gêr,
Lest ’r justis d’obet he dever.
P’ee kloarek ’r Glaouiar d’ar maro,
Mont ’ree en ur gwiskamant vrao ;
Indann-han ’zo un abit wenn,
Hag un tok kastor war he benn ;
Hag un tok kastor war he benn,
Ha warnehan ’zo er fleurenn.
Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
’Biou pors ’r Senechal pa dremene :
— Pelec’h ’man Godig ’r Senechal,
Pa n’ ’man war ar ru o vragal ;
Pa n’ ’man war ar ru o vragal,
Indan-hi un abit skarial ?
— ’Mèdi ’n ur gambr alc’houeet mad,
Ann alc’houez en godell he zad.
Kloarek Ar Glaouiar a lâre,
’N kichenn ar chafot p’arrue :
— Roët d’in-me ma violanz,
Ma soninn c’hoaz d’ann dud-iaouank,
Ma klewo ann dud diwar-dro,
Ispisial ’r re zo ’r c’hambrjo.
God ’r Senechal pa d-eûs klewet,
Linsellio he gwele d-eûs roget,
A ’d-eûs roget he linsellio,
D’ober kerdenn da dont d’ann traon.
God Ar Senechal a lâre
’N kichenn ar chafot p’arrue :
— C’hui, ma zad, ’zo aze war ho torchenn,
Me garfe ho koûg euz ar gordenn !
Mar d’on-me merc’h ar Senechal,
’Vô grét un darn euz ma lavar :
Diskennet ar c’hloarek d’ann traon,
Brema-soudenn m’hen eureujo !
Deus al lec’h-se kloarek paotr mad,
D’ lakad badeï merc’h pe vab,
Neuze me ’werzo ma dillad,
’Ielo d’ar parik da labourad.
Ar Glaouiar koz a lavaras
Da C’hod ’r Senechal, p’hi c’hlewas :
— Hag as pe tric’houec’h ’vugale,
En satinn-gwenn me ’wisko ’nn he ;
M’ho gwisko holl en satinn-gwenn,
Ho c’haso d’ar skool ’n ur vandenn.
Seis kar houarnet ’zo em zi,
Un denn kezek da bep-hini ;
Daou inkane er marchosi,
Unan ’vô d’ac’h, un’ all ’vô d’in ;
Unan ’vô d’ac’h, un’ all ’vô d’in,
En ti ’r Senechal n-eûs hini.
Kanet gant Pipi Ar Gwilherm,
Leshanwet Jolori, mewel,
Plouguernevel. — 1854.
Annaïg Lukas a lavare
D’ann aotro Ar Glazon, un dez oe :
— Pa vô linadek er vereri,
Aotro ’r Glazon, me ’ielo d’êhi ?
— Annaïg, c’hui n’eo ket hoc’h affer
Mont er bloaz-ma d’al linadeïer ;
Mont er bloaz-ma d’al linadeïer,
Annaïg Lukas, chommet er gêr.
Annaïg Lukas a lavare
D’ar vereres, un dez a oe :
— Pa ’vô al linadek en ho ti,
Mereres, me a ielo d’êhi.
— Annaïg, divezad ’c’h eûs komzet,
Rag hirie ema ma linadek.
— Pa ’c’h efet da gas d’hê ho merenn,
Me a ielo ganec’h da bourmenn.
Pa ve debret ho merenn gant-hê,
Ann dud iaouank ’ve joaüs ha gè ;
Hag hec’h int komanset da c’hoari,
Annaïg en kreis ar jolori.
Ma komansas he fri da voada,
Ha poull-he-c’halon da zivera.
Ma lâre ann holl, bihan ha braz,
Manket hec’h eo Annaïg Lukas !
Hag Annaïg Lukas a oele,
Na gave nikun hi c’honsolje ;
Na gave nikun hi c’honsolje,
Met ar vereres, honnes a ree ;
Honnes a lâre d’êhi bepred :
— Tawet, Annaïg, na oelet ket ;
Tawet, Annaïg, na oelet ket,
Rag kement-ma na vô ket brudet !
’Benn ann dewarlerc’h da greis de,
’Doa Anna Lukas kezlo newe :
’0a deut tric’houec’h archer a Roazon
Da gerc’had Annaïg d’ar prizon.
Ann tric’houec’h archer c’houlenne
Euz ann tric’houec’h kadet, en de-se :
— Demad ha joa d’ann holl en ti-ma,
Annaïg Lukas pelec’h ema?
— Emèdi er sal hoc’h ampezi,
Aotrone, petra faot anezhi ?
— Ni ’zo deut tric’houec’h en ur vandenn
Da gerc’had Annaïg d’ar gouent.
Ann tric’houec’h kadet a respontjont
D’ann tric’houec’h archer, pa ho c’hlewjont :
— Na eo ket gant ar seurt paotjred
’C’h a ar merc’hed da leanezed.
— Ni ’zo deut tric’houec’h en ur vandenn,
Da gerc’had Annaïg d’ar prizon.
— Na pe torfed a deveus-hi grêt,
Pa deu ann archerienn d’hi c’herc’had ?
— Treuzplantet a d-eûs en he jardinn
Ur blantennig euz a louzou-finn ;
N-eûs ket grêt ar blantenn a finn vad,
Komans a ra he grizio gwasad.
Ann tric’houec’h archer a c’houlenne
Euz Annaïg Lukas, en de-se :
— Annaïg Lukas, pe c’hui ’gerzo,
Pe euz lost ar marc’h c’hui a draïno ?
Ann tric’houec’h kadet a respontjont
D’ann tric’houec’h archer na pa glewjont :
— Annaïg Lukas na gerzo ket,
Na euz lost ar marc’h na draïno ket ;
Kezek ’walc’h ’n eus hon breur Ar Glazon,
Ewit kas Annaïg d’ar prizon.
Ha tud-jentil kêr a lavare
Gant ar ru d’ann nec’h na pa save :
— Na itron Varia ann Drindet,
Sellet ann dimezell dic’hizet !
— Dimezell dic’hizet na on ket,
O serviji noblanz ez on bet ;
Bet on o serviji en un ti
Lec’h ma oa naontek a dud-jentil ;
Hag holl ho c’havenn tud-a-feson
Nemet ar mab-henan, Ar Glazon ;
Gant hennes oa rèd d’inn kousanti,
Pe souffr ’r maro, — me gave kri.
Ar jeolieres a lavare
D’ann dud ar justis nag en de-se :
— Holl dud ar justis, mar am c’hredet,
Annaïg d’ar prizon na ielo ket ;
Annaïg d’ar prizon na ielo ket,
M’hi lakaïo en kambr ma merc’hed.
Annaïg Lukas a lavare
Na d’ar jeolieres, en de-se :
— Itron Varia euz a Greis-Kêr,
Na gavfenn-me ket ur mesajer,
A gasfe ewit-on ul lizer
D’ann aotro ’r Glazon da dont en kêr ?
Ar jeolieres a lavaras
D’Annaïg Lukas, pa hi c’hlewas :
— Skrivet ho lizero pa garfet,
M’ho c’haso ma hunan, mar be rèd.
Pa arruas al lizer gant-han,
Ez oa-han euz he daol o konian ;
Ez oa-han euz he daol o koanian,
Ha kompagnones a oa gant-han ;
Ha na c’helle ket lenn al lizer,
Gant ann daero ’c’hlebia ’r paper ;
Ha na c’helle ket hen lenn da vad,
Gant ann daero en he daoulagad.
Ann aotro Ar Glazon a lavare
Da he baotr marchosi, en noz-se :
— Lak’ d’in ma c’harrons war veg he goch,
Ewit mont d’ar Glazon fed-a-noz.
Ann aotro Ar Glazon c’houlenne,
En maner Ar Glaz pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl en ti-ma,
Petra a zo a-newez aman ?
Perrag na zeu den d’am saludi ?
Annaïg Lukas pelec’h eman-hi ?
Hag he dric’houec’h breur a lavarjont
D’ann aotro Ar Glazon, p’hen klewjont :
— Et eo Anna Lukas d’ar prizon,
It-c’hui primm d’hi c’herchad, da Roazon.
— Ma hunan da vouit-hi na inn ket,
Ma zric’houec'h breur, ganen a teufet.
Annaïg Lukas a c’houlenne
Digant ar jeolieres, un dez ’oe :
— Daoust petra a-newe ’zo en kêr,
Krena ’ra ar prizon en antier ?
Ar jeolieres a lavaras
Da Annaïg Lukas, p’hi c’hlewas :
— Annaïg Lukas, em gonsolet,
Arru eo Ar Glazon d’ho kerc’het ;
Arru eo Ar Glazon d’ho kerc’het,
Gant-han naontek karrons akoutret.
Ann aotro Ar Glazon c’houlenne,
Bars en kêr Roazon pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl er gêr-ma,
Pelec’h eman ar prizon ama ?
Pelec’h eman ar prizon aman
Eman Annaïg Lukas en-han ?
Ar jeolieres a lavaras
D’ann aotro ’r Glazon, ’vel m’hen klewas :
— Annaïg n’eman ket er prizon,
Dleet a oa enor d’ar Glazon ;
Annaïg er prizon n’eman ket,
Rag eman er gambr gant ma merc’hed ;
Rag eman er gambr gant ma merc’hed,
Enor d’ar Glazon a oa dleet.
Ann aotro ’r Glazon, p’hen eus klewet,
Pemp kant skoed d’êhi hen eus roët :
— Dalet, jeolieres, kontet arc’hant,
C’hoas ho pô, mar na hoc’h ket kontant.
Ma ’vije Annaïg Lukas lac’het,
Ann tan bars en kêr am boa laket;
Me ’m bije laket ann tan en kêr,
Rag pouar am eûs ’wit hen ober !
Ann aotro ’r Glazon a lavare
D’Annaïg Lukas nag en de-se :
— Mar ho pije ouzinn ansavet,
Ur vageres d’ac’h am boa klasket ;
Ur vageres ken kaer hag ann de,
Ha pa goustje ur pistol bemde.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Annaïg Lukas a lavare
En maner Ar Glaz pa arrue :
— Na digorret frank ar prennestro,
Ma teui’ ar baourienn a vandenno ;
Ma teui’ ar baourienn d’am c’havet,
Ho deveus ma buhe rekouret;
Mar on-me o vont da varones,
Me a zo bet iwe klaskeres.
N-eûs netra ’tourmanti ma speret,
Met ma bugel am eus lac’het ;
Nemet ma bugel am eûs lac’het,
Er jardinn am boa-han plantet;
Plantet am boa ’n ehan er jardinn,
Indann ur voujennad louzou-finn :
N-eûs ket grêt ar blantenn a finn-vad,
Dont a ra he griziou da wasâd !
Kanet gant Mari Daniel,
a barouz DUAULT.
— Mar be linadek er verèri,
Aotro ’r Glazon, me ielo d’êhi ;
Me a ielo d’êhi, ’wit pourmenn,
Gwelet ann dud hag ar sonerrienn.
Ann aotro ar markis a lâre,
Da Annaïg Lukas, p’hi c’hlewe :
— Annaïg, ouzinn-me mar sentet,
D’al linadek c’hui na efet ket.
Mont a ra ar markis da Baris,
Hag e lês Annaïg ’n he divis.
’Vel ma oa geign gant-han troët,
Annaïg Lukas a ’d-eûs lâret :
— Beet drouk gant ann nep a garo,
’Wit d’al linadek me a ielo.
P’efet, mereres, da gas merenn,
Me a ielo iwe ’wit pourmenn;
Me a ielo iwe ’wit pourmenn,
Da welet ann dud, ar sonerrienn,
— Annaïg Lukas, mar am c’hredet,
D’al linadek c’hui na efet ket ;
D’al linadek c’hui na efet ket,
P’arruo ann aotro ’vô fachet.
Annaïg na d-eûs ket bet sentet.
Ha d’al linadek hec’h eo bet êt.
Na pa ve debret gant-hê ho fred,
Iaouankis a ve joaüs bepred ;
Iaouankis a ve joaüs bepred,
Ar sôner da sôn ’zo komanset.
Na pa gomans ar sôner da son,
Annaïg a dripe he c’halon.
Ha komans a eure ar c’hoari,
Hag Annaïg ’n kreis ar jolori.
’Man Annaïg ’n kreis ar jolori,
Hag ar goad da lampad dious he fri ;
Ar goad da lampad dious he fri,
Ha kerkent al les euz he feutrinn ;
Ha kerkent al lês euz he feutrinn,
Setu ann dud iaouank da c’hoarzinn,
Ma lâre ar groage d’ar merc’hed :
— Annaïg Lukas a zo manket ;
Abenn ann dewarlerc’h ar beure,
’Oa en Keraglaz kezlo newe :
— Demad ha Joa holl bars ann ti-ma,
Annaïg Lukas pelec’h ema ?
Baron Keraglaz a lavaras
D’ann archer bihan pa hen klewas :
— Petra d’Annaïg hoc’h eus affer,
Ma ez hoc’h deut ken mitinn d’am c’hêr?
Ann archer bihan a lavaras
D’ann aotro ar baron, p’hen klewas :
— Ni a zo tric’houec’h al leandi,
Da glask Annaïg da gouantji.
Ar baron bihan a lavaras
D’ann archer bihan, pa hen klewas :
— Na eo ket gant ann nep seurt paotred
A ve kouantjet ar merc’hed.
Ann archer bihan a lavare
Da varon Keraglaz p’hen klewe :
— Annaïg ouzomp na nac’het ket,
Rag ni a meump urz d’hi c’homerret.
Ann aotro ar baron a lavare
D’ann archer bihan, eno, neuze :
— Mar hoc’h eus c’hui urz d’hi c’homerret,
Ar sujet d’in-me a lavarfet.
— Diwarbenn ur boked louzou-finn
A d-eûs treuzplantet en ho jardinn ;
Na eo ket treuzplantet er c’houlz-vad.
Dont a ra he wrizio da wasâd.
— Eman duze bars ar gambr a-dreg,
Mar t-eûs-te urz da hi c’homerret.
Ma vije ma breur henan er gér,
N’ vije ket c’hoarveet ar seurt affer.
Ann archer bihan a lavare
Da Annaïg Lukas en de-se :
— Daoust Annaïg, pe c’hui a gerzon,
Pe euz lost ar marc’h c’hui a draino?
Ar baron neuze a lavaras
D’ann archer bihan, pa hen klewas :
— Annaïg Lukas na gerzo ket,
Hag euz lost ho marc’h n’hi zraïnfet ket.
Baron Ar Glazon a lavare
Da he baotr marchosi, en de-se :
— Dibr d’in-me ma marc’h, dibr-han êset,
Na vô ket kalon Annaïg diblaset.
Annaïg Lukas a lavare
D’ann archer bihan nag en de-se :
— Tric’houec’h mab a di a zo aman,
Ha diout-hê holl e tremenan ;
Ha diout-hê holl e tremenan,
Ha gant ar mab-henan e kouskan.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar jeolieres a lavaras
D’ann archer bihan, vel m’hen klewas :
— Annaïg Lukas n’ vô ket prisoniet,
Enor d’ar Glazon a zo dleet ;
M’hi lakaï’ en kambr ma dimezelled,
Ur gwele-plun ’defo da gousket.
Annaïg Lukas a lavare,
Euz prennestr he c’hambr, en he c’hoanze :
— Itron Varia euz a Greis-Kêr,
Ha na gavfenn ket ur mesajer,
A gasfe ewit-on ul lizer
Da lâret d’ar baron dont en kêr ?
Ar jeolieres a lavaras
D’Annaïg Lukas, pa hi c’hlewas :
— Na skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajer d’hen kas na vanko ket.
Ar jeolieres a lavare
En Keraglaz na pa arrue :
— Demad ha joa holl bars ann ti-ma,
Mab-henan Ar Glazon pelec’h ema ?
Mab-henan Ar Glazon a oa er gambr,
Ha gant-han oa dimezellet koant.
Ar vates vihan a lavaras
D’ar jeolieres, p’hi c’hlewas :
— Mab-henan ’r Glaz n’eman ket er gêr,
Et hec’h eo en un tammig affer ;
Tri de ’zo a-boe ma hec’h eo êt,
A-c’hann da dri-all n’arruo ket.
— Aotro Doue, pelec’h hec’h eo et ?
En Roazon hen deveus affer preset !
Mab-henan Ar Glazon, pa glewas,
D’ann traon gant ar vinz a ziskennas ;
D’ann traon gant ar vinz eo diskennet,
Ar jeolieres hen eus saludet.
Ar jeolieres a lavaras,
Da varon Keraglaz, pa hen gwelas :
— Komerret c’hui kador hag azeet,
Dalet, baron Keraglaz, ha lennet.
Ha n’hen defoa ket digorret mad,
Ma oa ann dour war he daoulagad.
Baron Keraglaz a lavare
D’he vates vihan nag en de-se : !
— Nag ewit petra ma nac’hes-te
Euz tud a deu d’am gwelet a geït-se ?
Baron Keraglaz a lavare
Na d’he baotr marchosi en de-se :
— Laket-c’hui ar marc’h a-rok ar c’hoch.
Me a renk mont da Roazon fenoz.
Annaïg Lukas a lavare
A brennestr he c’hambr, en he c’hoanze
— Nag itron Varia ann Drindet,
Sellet-c’hui ma buhe savetet !
Me ’glew ar baron arra en kêr,
Krena ’ra ar pave en antier.
Baron Keraglaz a lavare
Er gêr a Roazon pa arrue :
— Demad ha joa d’ac’h holl er gêr-ma,
Pelec’h ’mèdi ar prizon ama ?
Ar jeolieres a lavaras
Da varon Keraglaz, p’hen klewas :
— Annaïg na eo ket prisoniet,
’Man en kambr gant ma dimezelled.
Baron Keraglas a lavaras
D’ar jeolieres, p’hi c’hlewas :
— Ma vije êt Annaïg er prizon,
Me am boa glac’haret ho kalon ;
Lakêt ann tan en pewar c’horn kêr,
Bea ’m eus ar pouer d’hen ober.
Markis Keraglaz a lavare
Da Annaïg Lukas, en de-se :
— Na deut-c’hli ama war ma barlenn,
Deut-c’hui bars ma c’harrons diarc’henn ;
Deut-c’hui bars ma c’harrons diarc’henn,
Ha bet charitabl wit ar baourienn;
Roët d’hê ann aluzenn bemde,
Ha ter gwez ar sonn ar galite ;
Jün da verc’her ha da wener,
’Wit enori maro hon Zalwer.
Muia tra ma ez hoc’h bet manket,
Eo ho krouadur hoc’h eûs lac’het.
— Na eo ket lac’het ma c’hrouadur,
Kag emèdi en Leon o vezur.
— En Keraglaz pa arrufet,
Dirag Doue ni a vô unanet !
Kanet gant Mari-Job Kerival,
Plouaret. — 1848.
Na selaouet holl na selaouet,
Ur werz a zo a-newe savet ;
Ur werz a zo a-newe savet,
D’ar Gardien koz ha d’he verc’hed.
Ar Gardien koz a lavare,
O troc’ha bara d’he vugale :
— Ma merc’hed, diouzinn mar sentet,
D’al leur-newe na efet c’hui ket,
Rag eno ’vô ’nn aotro Mezobran,
Ha Mezomeur, ha Mezomorvan ;
Hag iwe ann aotro Runangô,
Gwasa merc’hetaër ’zo er vrô.
— ’Wit bet drouk gant ann nep a garo,
’Wit d’al leur-newe me ’ielo,
Ha mar be sonerrienn, me danso,
Ha mar na ve ket, me a gano !
Ann aotro Mezomeur ’c’houlenne
Euz he baj bihan hag en de-se ;
— Ma fajig bihan, d’in-me lâret,
Piou ar merc’hed koant ’zo arruet ?
— Merc’hed Ar Gardien eo ar re-se,
’Zo bet en de-man euz taol Doue.
— ’Wit ma vijent bet euz taol Doue,
Na dlefoant ket dont d’al leur-newe ;
Dlefoant bout ’c’h ober tro ’r chapello,
Hag o lavaret ho fedenno.
Ma fajig bihan, d’in lâret
Pe hano lârer eux ar merc’hed ?
— Nag ar verc’h hena a zo Anna,
Hag ar iaouanka, Marianna.
— Deus-te ganin-me, ha deus raktal,
Ma ’z inn d’ho goulenn ewit dansal.
— Na ma mestrig paour, mar am c’haret,
Ma c’hoar-vageres a respetfet ;
Respetet ma c’hoar-vageres d’in,
Me ’chommo ur bloaz d’ho servijin.
— Na diskouez da c’hoar-vageres d’in,
Ha mar n’eo ket koant hi respetin.
— Ma c’hoar-vageres, Anna ’r Gardien,
Braoa feumelenn ’varch en dachenn !
— Demad d’ac’h, Marianna ’r Gardienn,
Pegement a goust d’ac’h ar walenn ;
Pegement a goust d’ac’h ar walenn,
Dimeuz hoc’h abit kamolot-gwenn ?
— Aotro Mezomeur, ma iskuzet,
N’ouzonn ket pegement eo koustet ;
N’ouzonn ket pegement eo koustet,
Gant ma c’hoar Annaïg e klewfet.
— Lâret d’in, Annaïg ’r Gardienn,
Pegement ê koustet ar walenn ;
Pegement ê koustet ’r walenn d’ac’h
Dimeuz hoc’h abit kamolot glaz. ?
— Na hoc’h affer, aotro, na eo ket,
Kloz ez oa ho ialc’h pa oa paeet ;
Kloz ez oa ho ialc’h pa oa paeet ;
Hag hini ma zad ’oa digorret ;
Hag hini ma zad ’oa digorret,
Marteze ’sonj d’ac’h ’m eus hi laeret ?
— Kent ma ’z i er-mês euz al leur-me,
Me am bô paeet did ar gomz-se ! [120]
Marianna ’r Gardien a lâre
D’ann aotro Mezomeur eno neuze :
— Aotro Mezomeur, mar am c’hredet,
Euz ma c’hoar Anna n’em fachet ket,
Rag ’tre he broz hag he semizettenn,
Honnes ’zoug ur vâz a daou-benn ;
Honnes ’zoug ur vâz a daou-benn,
Kapabl, aotro, da dorri ho penn.
Met ur c’huitell arc’hant ’oa gant-han,
Ter c’huitelladenn ’n eus grêt en-han;
Ter c’huitelladenn en-han ’n eûs grôt,
Seitek den-jentil ’zo arruet.
Kriz a galon ann nep na oelje
Ebars al leur-newe ma vije,
’Welet al leur-newez o ruia
Gant goad ann dud-jentil o skuilla ;
Gant goad ann dud-Jentil o skuilla,
Anna ’r Gardien euz ho lac’ha ;
Hi a lac’he seis gant un tol-bâz
Ha difenn he c’hoar ’dann he c’hazel c’hoaz !
Anna Ar Gardien a lâre
En toull dor he zad pa arrue :
— Ma zadig paour, digorret ho tor
D’ho merc’h, a zo gleb ’vel ar mor.
— Petra a newez a t-eûs-te grêt,
Na ma ’z out er stum-se em strouillet ?
— Newentis a-walc’h am eus me grêt,
Tric’houec’h den-jentil am eus lac’het;
Lac’het ’m eus ann aotro Mezobran,
Ha Mezomeur, ha Mezomorvan ;
Lac’het ’m eus ann aotro Runangô,
Gwasa merc’hetaër a oa er vro.
— Mar t-eûs lac’het ann holl dud-se,
Te varwo iwe, a-benn tri de.
— Oh ! na varwinn ket, na ’benn tri miz,
Rag me a ielo beteg Paris.
Anna Ar Gardien a lâre
Bars en kêr Gwengam pa arrue :
— Pelec’h ’man ar prizon er gêr-man
Ma ielo Anna ’r Gardien en-han ?
— Er prizon, Annaïg, n’efet ket,
Warc’hoas, da dek heur, c’hui ’vô krouget !
— Oh ! me ’c’h a da bales ar roue,
Da c’houlenn asurans ma buhe.
Anna Ar Gardien a lâre,
En pales ar roue p’arrue :
— Demad d’ac’h, roue ha rouanes,
Me ’zo deut iaouankig d’ho pales.
— Na pe-seurt torfed hoc’h eus c’hui grêt,
’Wit bea deut ken abred d’hon gwelet ?
— Na torfed a-walc’h am eus me grêt,
Tric’houec’h den-jentil am eus lac’het ;
Tric’houec’h den-jentil am eus lac’het,
O klask difenn out-hô ma gwerc’hted.
— Anna ’r Gardien, d’in-me lâret,
Na gant pe-seurt armo c’hoariet ?
— Gant-hê a oa pep a gleve noaz,
Ganen-me na oa met ur penn-bâz ;
Ganen-me n’oa met ur gelweenn
Houarnet er c’hreis hag en daou benn ;
Houarnet er c’hreis hag en daou benn,
Kapabl, sir, da dorri d’ac’h ho penn.
— ’Wit-on-me n’ varninn ket ar merc’hed,
Barnet ’nn ezhi, itron, mar karet.
— Ewit mar hi barnan, hag a rinn,
Na vô ket d’ar maro hi lakinn ;
Me skrivo d’êhi war baper-glaz
Em difenn hardis gant he bâz ;
Me ’skrivo d’êhi war baper-gwenn
Em difenn hardis en pep tachenn ;
Me ’skrivo d’êhi war baper-ru
Ewit bale hardis en pep-tu.
Annna Ar Gardien a lâre
Er gêr a Wengam, pa zistroë :
— Ma malloz gant-hoc’h, muntrerrienn c’hoenn,
C’hui ho poa ma barnet d’ar gordenn !
Kanet gant Marianna Ann Noan,
a barouz Duault
Kloarek Laoudour a lavare
D’he vammig paour, un dez a oe :
— Grêt d’in, ma mamm, soubenn al lês,
M’ inn d’ ’l leur-newe gant ma mestres.
Kloarek Laoudour a lavare
En Kermarzinn pa arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ma dous penheres pelec’h ’ma ?
— Ema duze en traon ann ti,
Kloarek Laoudour, êt da vèd-hi ;
Kloarek laoudour, êt da vèd-hi,
Ha ’n han’ Doue konsolet hi.
— Demad d'ac'h, ma dous penheres,
Ho kalonig hag hen ’zo ês ?
— Ma c’halonig a zo seder ;
Hag ho hini, ma servijer ?
Komerret kador, azeet,
Deut ’tal ann tan hag a tommfet.
— Na azeïnn, ha na domminn,
Mont d’al leur-newez a fell d’inn.
— ’Wit d’al leur-newe na inn ket,
Rag n’ vinn ket lêzet da vonet ;
Sevalier Lambol ’zo ’l leur-newe,
’Lavar fete kaout ho puhe.
Kloarek Laoudour, ’vel ma klewas,
He gleve noaz a zic’houinas :
— Ha posubl ’ve den en ti-me
Hon harsfe d’ vont d’al leur-newe ?
He zad, he mamm, ’vel ma klewjont,
D’ho merc’h penheres ’lavarjont :
— Ma merc’h, ho proz ruz diwisket.
Ha gwisket ho proz violet ;
Ha gwisket ho proz violet,
Ha kroget en dora ar c’hloarek,
Ma lavaro holl dud ar vro :
— Kloarek Laoudour ’c’h a d’ar maro !
Sevalier Lambol a lâre
Bars al leur-newez, ann de-se :
— Me ’wel kloarek Laoudour ’tont d’al leur-newe,
Penheres Kermarzinn euz he goste ;
Penheres Kermarzinn euz he goste,
A gousko fenoz ganen-me !
Kloarek Laoudour a lavare,
El leur-newe pa arrue :
— Pelec’h eman ar sonerrienn,
Ma sonfont d’in un aubadenn ;
Ma sonfont un danz pe ur bal,
M’ inn gant ma dousig da zansal ?
Sevalier Lambol ’lavaras
Da gloarek Laoudour, p’hen klewas :
— ’Wit da zansal na efet ket,
Da c’hoari ouzinn e teufet ;
Hag ar c’henta ’c’hanomp gollo,
Bikenn en buhe na savo !
KIoarek Laoudour a lavaras
Da sevalier Lambol, pa glewas :
— P’hoc’h eûs-c’hui bet ma goulennet,
N’hoc’h ket da vea refuzet ;
N’hoc’h ket da vea refuzet,
Penheres, ma manch d’inn chachet.
Sevalier Lambol, ’vel ma klewas,
’N ur c’huitell arc’hant a c’houezas ;
’N ur c’huitell arc’hant a c’houezas,
Tric’houec’h den-jentil ’em gavas.
Tric’houec’h kleve noaz dic’houinet,
Sevalier Lambol ann naontekvet ;
Sevalier Lambol ann naontekvet,
’Wit kombatti euz ar c’hloarek,
Penheres Kermarzinn a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Ka gave den hi c’honsolje,
Met he dous kloarek, hennes ’ree :
— Tawet, penheres, n’oelet ket,
Rag c’hui n’ho pezo drouk a-bed,
Nag ho tous kloarek kenneubed :
Penherezig na oelet ket.
Kloarek Laoudour ’zo ur paotr mad,
Da vont gant he dous d’ann ebat !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Sevalier Lambol hen eus lac’het;
Sevalier Lambol hen eus lac’het,
Ha seitek euz he gonsorted !
Kloarek Laoudour a lavare
En Kermarzinn pa arrue :
— Setu ho merc’h, iac’h ha divlamm,
’Vel pa oe ganet gant he mamm.
Me ’c’h a brema d’ober ur bale,
Etrezek pales ar roue ;
Etrezek pales ar roue,
Da c’hour asurans hon buhe.
Kloarek Laoudour a lavare
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
Me a zo deut iaouank d’ho lez.
— Na pez torfed a t-eûs-te grêt,
’Wit dont ken iaouank d’hor gwelet ?
— Sevalier Lambol am eus lac’het,
Ha seitek euz he gonsorted ;
Ha seitek euz he gonsorted,
’Klask rekour enor ma fried.
Pried d’inn na eo ket brema,
Met ’man war ar poent da vea.
— Ha gwir a-walc’h hen t-eûs lac’het,
Arru ’zo lizer ’n es eneb,
Ha kent ma ’z i euz al lec’h-se,
Te ’gollo aze da vuhe!....
Kloarek Laoudour, d’in-me lâret,
C’hui ’c’hoarife euz ma soudardet ?
— Ho digaset aman er pors,
Pa ve hanter-kant, na ran fors !
Kriz a galon nep na oelje,
En pors ar roue ma vije,
O welet ar pors o ruia
Gant goad ar soudarded o skuilla.
Ar roue Franz a lavare
D’he bajig bihan, en de-se :
— Skrivet d’ann den-ma war baper-glaz
Bale hardis ewit ur gwas ;
Skrivet dehan war baper-gwenn
Bale hardis en peb tachenn ;
Bale hardis en peb tachenn,
Ken ’deuï’ ar roue d’hen goulenn !
Kanet gant Garandel
Plouaret, — 1844.
Mar plij ganec’h e selaoufet
Ur werz ’zo a-newe savet ;
Ur werz ’zo a-newe savet,
Da gloarek ann Ammour eo grêt.
Kloarek ann Ammour a lâre,
En ti ’r C’halvez koz p’arrue :
— Aman expres me ’zo deuet
Da c’houl’ ouzoc’h ho merc’h Fiek ;
Da c’houl’ ho merc’h Fiek ’r C’halvez
Da zont ganen d’al leur-newez.
— Ma merc’h d’al leur-newe n’aï’ ket,
Gant markis Guerrand eo gourdrouzet.
— Lest-hi da dont d’al leur-newe,
Me ’difenno d’êhi he buhe.
— Gwisket ho tillad, Fiekka Kalvez,
’Wit mont gant ’r c’hloarek d’al leur-newez.
Pa ’c’h a Fiekka da em wiska,
’Em laka ’r c’hloarek da gana ;
’Em laka ’r c’hloarek da gana,
Da c’hortoz he dous Fiekka.
Markis Guerrand a c’houlenne
Euz gwazed, merc’hed, p’ho zremene :
— Kompagnones, d’in-me lâret,
N’hoc’h eus ket gwelet ar c’hloarek ?
N’hoc’h eus ket gwelet en de-ma
’R c’hloarek iaouank ’vont dre ama ?
— Aotro ’r markis, hon iskuzet,
N’ouzomp ket piou a c’houlennet.
— Iskuzi ’ran ar wez kentan,
Kloarek ann Ammour ’c’houlennan.
— M’eo kloarek ann Ammour ’c’houlennet,
N’ vô ket pell a-c’hann hen gwelfet :
Et eo aze d’al leur-newe,
Fiekka Kalvez euz he goste,
Gant-hê peb a abit newe,
Braoa daou den iaouank ’vale !
Markis Guerrand a lavare
D’ gloarek ann Ammour, p’hen salude :
— Kloarek, diwiskomp hon porpantjo,
Ewit komans ar gourenno.
— Salv-ho-kraz, gourener n’on ket,
C’hoari ar c’hleve, mar karet.
— Me ’m eus c’hoariet ar c’hleve,
’N he bales, dirag ar roue ;
’N be bales, dirag ar roue,
Lec’h n’aï’ nikun euz da ligne.
Kaeroc’h ê da abit, ma bostis,
’Wit ma hini, ha me markis !....
— Salv-ho-kraz, kemener n’on ket,
Bars en Paris ez ê bet grêt :
Bars en Paris ez ê bet grêt,
Serret oa ho ialc’h pa oe paeet.
— M’oa serret ma ialc’h pa oe paeet,
M’hi digorro pa vo roget.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kriz a galon nep na oelje,
El leur-newe nep a vije,
’Welet tric’houec’h den-jentil iaouank
Dic’houinet holl war ’r païsant.
Gant-hê ’oa peb a gleve noaz,
Gant-han na oa met ur penn-baz,
Hag ann-hê holl a diskare,
Derc’hel he dous euz he goste.
Penamet ’nn traïtour Lomaria,
’Bresantas he gleve d’ehan ;
’Bresantas d’ehan he gleve,
En merk ’oa hen a c’honee.
Ar c’hloarek ’zo un den klouar,
Dolas he benn-baz d’ann douar ;
Penn-baz d’ann douar ’n eus tolet,
Tric’houec’h kleve noaz d-eûs-han treuzet !
Markis Guerrand a lavare
D’ Fiekka Kalvez eno neuze :
— Fiekkaïg koant, mar am c’haret,
Et da Werrand gant ma faotred.
— N’inn ket da Werrand gant ho paotred,
Gant-hê na gant seurt friponed ;
Gant-hê na gant seurt friponed,
Me ’chommo gant ma dous kloarek !
Fiekka Kalvez a lâre
D’he zad, er gêr pa arrue :
— Staget ho kezek euz ar c’har,
D’ gas ma dous kloarek d’ann douar ;
Laket anehan en ur be
Lec’h ma ’z inn gant-han bars tri de !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Plouaret, — 1854
Kloaregig Lambaul hag he vestres
Braoa daou den ’zo en Montroules. (bis)
Kloaregig Lambaul vonjoure,
’N ti ’r C’halvez koz pa arrue : (bis)
— Bonjour ha joa holl en ti-man,
Fiekka Kalvez pelec’h eman ?
— Eman duze bars ar gambr-wenn,
Kribad he fennad bleo-melenn ; (bis)
’Man er gambr-wenn, en penn ann ti,
Kloarek Lambaul, et davèd-hi. (bis)
Kloarek Lambaul a lavare
D’ Fiekka Kalvez, p’hi salude : (bis)
— Ma dousig koant, lâret d’in-me,
C’hui ’deufe ganen d’al leur-newe ?
— D’al leur-newe me na inn ket,
Gant ar markis ’on gourdrouzet. (bis)
— Drouk ha mad gant nep a garo,
D’al leur-newe ni a ielo ; (bis)
Mar son ar sôner, ni danso,
Mar na son ket, me a gano, (bis)
Markis Guerrand a c’houlenne
Euz un den-koz a rankontre : (bis)
— Ma zadig-koz, d’in-me lâret,
N’hoc’h eus ket gwelet ar c’hloarek ? (bis)
— Aotro ’r markis, ma iskuzet,
Na on pe gloarek ’c’houlennet. (bis)
— Ewit ur wez hoc’h iskuzan,
Kloarek Lambaul a c’houlennan. (bis)
— Et ê ’r c’hloarek d’al leur-newe,
Fiekka Kalvez euz he goste. (bis)
Indan-han ’n abit satinn gris
Kaeroc’h ’wit ho hini, markis ; (bis)
Rubano ’zo war he vouto,
Kaeroc’h ’wit ’zo war ho mancho. (bis)
Indan-hi ’zo un abit-wenn,
Doue, braoa da feumeulenn ! (bis)
Ann aotro markis a lâre
D’ gloarek Lambaul, el leur-newe :
— Na diwiskomp hon porpantjo,
Ewit komans ar gourenno. (bis)
— Aotro ’r markis, ma iskuzet,
Da c’hourenn d’ac’h me na inn ket ; (bis)
Digaset païsant em c’hever,
Me ’grogo hardis ’n he golier. (bis)
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Kloarek Lambaul ’zo douaret ; (bis)
Ha seis kleve noas euz hen lac’ha,
’Nn aotro ’r markis d’ho asista. (,bis)
Ann aotro markis a lâre
D’ Fiekka Kalvez eno neuze : (bis)
— Ma dousig koant, lâret-c’hui d’in,
C’hui ’deufe ganen da Lisandri ? (bis)
— Da Lisandri me na inn ket,
Ma muia-karet ’c’h eus lac’het ; (bis)
Ma muia-karet ’c’h eus lac’het,
Ma lac’het iwe, pa garfet. (bis)
N’oa ket he gir peurlavaret,
Fiekka Kalvez ’zo douaret ; (bis)
Ha seis kleve noas euz hi lac’ha,
’Nn aotro ’r markis d’ho asista. (bis)
Ann aotro ’r markis a lâre,
Euz ’l leur-newe pa bartie : (bis)
— Me garrie ann tan en Guerrand,
Hag en buhe ’nn daou den iaouank ! (bis)
Na oa plac’h a-bed er vro-man
Da blijout d’in evel homan ! (bis)
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Kloarek Lambol a lavare,
’N ti C’halvez koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Pelec’h ’ma ma dous Fiekka ? [121]
— Emêdi duze er gamba-wenn,
Hi o titira al lienn ;
Hi o titira al lienn,
Hag o kriba he bleo-melenn.
Kloarek Lambol, ’vel ma klewas,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignas ;
Gant ar vinz d’ann nec’h eo pignet,
Hag he dous koant ’n eus saludet.
— Demad d’hec’h, ma dous Fiekka,
Me ’m eus konje digant ho tad ;
Me ’m eus konje digant ho tad,
Ewit mont bon daou d’ann ebad ;
Me ’m eûs digant ho tad konje
’Wit mont hon daou d’al leur-newe.
— ’Wit d’al leur-newe me n’inn ket,
Gant Lomaria ’on gourdrouzet.
— Lest Lomaria lec’h ma karo,
D’al leur-newe n’inn a ielo.
— ’Wit d’al leur-newe me n’inn ket,
Gant Lomaria ’on gourdrouzet.
— Beet drouk gant nep a garo,
D’al leur-newe nin a ielo ;
D’al leur-newe nin a ielo.
Ha dilun pe dimeurz ’eureujo !
Markis Lomaria a lâre
’N hostaleri pa ziskenne :
— N’hoc’h eus ket gwelet en de-ma
Kloarek Lambol ’vont dreama ?
— Leall êt eo d’al leur-newe,
Ann hini ’gar euz he goste,
Indan-hi ’n abit satin-gwenn,
Doue, braoa da feumeulenn !
Indan-han ’n abit satinn-gris,
Braoa den-iaouank a welis ;
Indan-hê peb inkane gwenn,
Peb a vrid arc’hant en ho fenn.
Markis Lomaria a lâre,
El leur-newe pa arrue :
— En pez korn diouz al leur-ma
’Man kloarek Lambol hoc’h ebata ?
— Eman duze ’r penn uc’hellan,
Ann hini a gar ’zo gant-han.
Markis Lomaria ’lâre
D’ gloarek Lambol eno neuze :
— Diwiskomp hon justokoro,
Ewit komans ar gourenno.
— Da c’hourenn ouzoc’h na inn ket,
Da c’hoari ’r c’hleve n’ laran ket.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Tric’houec’h kleve noas ’zo dic’houinet ;
Tric’houec’h kleve noas ’zo dic’houinet,
Hini ’r markis ann naontekvet.
Markis Lomaria lâre
Da gloarek Lambol, en de-se :
— Tolomp hon c’hleveio a goste,
Beomp mignoned adarre.
Ar c’hloarek ’oa un den klouar,
Dolas he gleve d’ann douar ;
He gleve d’ann douar ’n eus tolet,
Markis Lomaria n-eûs ket grêt ;
Markis Lomaria n-eûs ket grêt,
Neuze soudenn ’n eus han treuzet !…
Fiekka Kalvez a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met ar markis, hennes a ree :
— Tawet, Fiekka, na oelet ket,
Ganen da Werrand a teufet.
— Gwell’ ganen merwel soubitamant,
’Wit mont un nozwes da Werrand :
P’hoc’h eûs lac’het ma c’harante,
’N han’ Doue ma lac’het iwe !
Kanet gant Jannet Ar Gall,
Mates en Kerarborn, — 1849.
Markis Guerrand a lavare,
P’oa chommet klanv war he wele :
— Mar am bije liou ha paper,
Am bije skrivet ul lizer ;
Am bije skrivet ul lizer
D’ar varkizes da dont d’ar gêr
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P’arruas al lizer gant-hi,
’Oa bars ar sal hoc’h ebati ;
’Oa bars ar sal hoc’h ebati,
Peder dimezel oa gant-hi.
N’oa ket gant-hi hanter lennet,
Skabell d’azea d-eûs goulennet :
— Laket dek a gezek euz ar c’harros,
Ewit mont da Werrand fenoz !
Ar varkizes a vonjoure,
En kêr Benac’h pa arrue :
— Demad d’ac’h-c’hui holl, Benac’his,
Penoz ’ra ann aotro markis ?
— Ni na omp ket bet en Guerrand
’Boe ann diwea paeamant.
Ar varkizes a vonjoure
En bourk Plegat pa arrue :
— Demad d’ac’h-c’hui holl, Plegadis,
Penoz ’ra ann aotro markis ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar varkizes a vonjoure
Bars en Guerrand pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma fried paour pelec’h ema ?
— Eman ’n he wele, hag hen klanv,
Markizes, et-c’hui da vèd-han.
Ar varkizes a vonjoure
Bars ar gambr wenn pa arrue :
— Pardon, emezhi, ma fried,
O vea euz ar gêr sortiet.
— N’eo ket d’ac’h da c’houlenn pardon,
D’inn ma hunan hec’h eo, itron ;
Me eo am eûs hoc’h offanset,
P’am boa ac’hanoc’h chaseet.
Ma fried paour, mar vec’h kontant,
Me a rafe ma zestamant ?
— Grêt ann testamant a garfet,
’Vel ma lârfet a vezo grêt.
— Bars en Guerrand a vô savet
Ur gouent newez, asuret,
A vewo daouzek a baourienn,
Euz a hirie da virwikenn.
Iod-silet ’defo da greis-de,
Kig ha soubenn diou-wez bemde ;
Kig ha soubenn diou-wez bemde,
Bara segal a vô mad d’hê.
Daou-c’hant skoed ’roann da Dredrez,
Daou-c’hant da Lok-Mikel-ann-trez,
Un ogro newe d’ Blistinis,
M’ho defo sonj euz ar markis ;
Daou c’hant all da Lezividi (?)
’Blamour m’oann fondatour en-hi,
Ha daou c’hant skoed da Blegadis,
M’ho defo sonj euz ar markis.
Etre Montroulez ha Guerrand,
Me ’m eûs ur varkizes ha kant ;
Kant skoed da bep-hini ann-hê
D’ sikour sevel ho bugale ;
D’ sikour sevel ho bugale,
’Balamour ma ’z on kiriek d’hê ;
Ouspenn daou c’hant skoed da Sant-Iann,
Ewit gallout merwel divlamm.
— Ma fried paour, penoz ’rinn-me.
Me a zo brema dibourve ?
— Dalet, itron, ann alc’houeo,
Ha digorret ann tensorio ;
Ha digorret ann tensorio
N’hoc’h eûs gwelet tric’houec’h bloaz ’zo !
Souezet ’oe ar varkizes,
Ann tensorio pa zigorres, [122]
O welet ann aour, ann arc’hant
A oa o chomm bars en Guerrand ;
’Welet ann arc’hant hag ann aour
A oa bars en Guerrand o chomm !
Kanet gant ar vates hostaleri,
En bourk Plegat-Guerrand. — 1863.
Ann Derrien koz a lavare
D’he verc’h Jannet, un dez a oe :
— Ma merc’h Jannet, mar am c’haret,
D’al leur-newe na efet ket.
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’al leur-newe me a ielo ;
Mar be sonerrienn, me danso.
Gant ma dous koant Iouenn Gwillou.
Jannet Derrien a lavare
D’ Iouenn Gwillou, el leur-newe :
— Mar am difennet mad fete,
Me hoc’h eureujo goude-ze.
Ann aotro ar Recho ’lâre,
El leur-newe pa arrue :
— Demad holl el leur-newe-ma,
Jannet Derrien pelec’h ema ?
— Eman duze ’n korn ann dansou,
Gant he dous koant Ervoan Gwillou.
’Nn aotro ’r Recho ’vel ma klewas
’Tal ann danso a em rentas.
Ann aotro ’r Recho a lâre
D’Ervoan Gwillou eno neuze :
— Em denn al lec’h-se, preponier,
Honnes n’eo ket euz da affer.
— ’Wit kement am eûs friponet,
Ho plajo n’am eûs ket lipet ;
M’am bije un tammig krennenn,
M’ho kasje kuit brema soudenn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
El leur-newe nep a vije,
O welet al leur o ruia
Gant goad ’nn dud-jentil o skuilla ;
Gant goad ’nn dud-jentil o skuilla,
Ervoan Willou euz ho lac’ha…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ervoan Willou a lavare
’N ti ’nn Derrien koz pa arrue :
— Set’ ho merc’h aze, Derrien koz,
Ma eo deut d’ar gêr, me ’zo kaoz.
Ann Derrien koz a lavaras
D’he verc’h Jannet, ’vel ma klewas :
— Dalet ma merc’h, ’nn alc’houeo-man,
Roët gwerz un tok newe d’ehan ;
Roët gwerz un tok newe d’ehan,
’Vô diou blumachenn warnehan.
— N’ ê ket ’vel-se a c’hoarveo,
Ho merc’h Jannedig hen defo !
— Aotro Doue, ha posubl ’ve
Perc’henn pemp kant skoed a leve,
Ur bouezellad gwinis bemde,
Mab ’n amunuzer as be-te !
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Ervoan Ar Gwillou me am bô !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Jannet Ar Gall,
Mates en Kerarborn, — Plouaret
Me ho ped, Speret-Santel, roï sklezrijenn d’am speret,
Da c’halloud komposi ur werz horrupl meurbet,
Na diwarbenn daou den, ’wit ’r meurlargez tremenet,
Daou den a galite, pere na hanwer ket.
Ar re-ma a vewe en debauch bars ar bed-ma…
Na pa oant arru mezw, d-eûs komerret masko,
Wit mont en noz da redek…
Posedet ez oant, siouas ! me gred, gant ann Drouk-Speret.
Da genta unan an-hê, kroc’henn un ijenn ’n eûs laket,
Ann eil, kroc’henn ur c’havr, hag a larjont neuze :
— Ni a zo diaoulo, ’reï’ brezel da Doue !
Neuze ez int bet êt dre ar ruio da redek,
Hag unan anezhe ’n eûs kavet ur bêlek
’Vont da gas ar Zakramant d’un den a oa fall-braz.
Heuillet hen eûs anehan bete ti ar c’hlanvour,
’N toul ann nor eo chommet, ma lâr : — me é ann diaoul !
Ewit, pa vi marwet, kas ganen da ine paour !
Ar c’hlanvour en he wele ’gomansas da oela.
P’hen eûs klewet o oela, hen eûs lâret d’ehan :
— Taw, taw, na oeles ket, unan euz ar masko
A zo deut d’as kwelet…
Ar bêlek a zizroas euz ann den milliget,
Ann hosti en he zorn, d’ehan hen eûs lâret :
— Lem da vask euz da visaj, sell da Doue aman,
Hag a-rok ma vô de, a vi barnet gant-han !
Met ann den miliget, gant sello arrogant,
Komzo vil ha disordren dirag Jesus er zakramant :
— Me ê ann diaoul, emehan, enebour da Doue,
A raïo brezel d’ehan, koulz en noz hag hen de !
P’hen eus kement-se lâret, diouz ann ti eo êt.
Kerkent war ruio kêr ez eo bet em rentet.
Mont ’ra en avis krial, pa sant he voad o iena ;
D’ann douar ez eo koueet ; marw-mik ez eo brema !
He gamarad milliget, oa dre ’r ruio o redek,
P’hen eûs kavet anehan war ann douar astennet :
— Sav al lec’h-se, buhan, me n’on ket deut d’as sponta,
Mar kares sevel, ni ielo hon daou da roula.
Met pa wel diout-han egile na gomz ket
E lem ar mask diwar he visaj, ’wit gwelloc’h hen gwelet.
P’hen eus gwelet ’oa marw, he groc’henn ’n eûs tolet,
Hag er meaz euz ar vro kerkent ez eo bet êt.
Tad ha mamm ann den-ma, pa deveus bet klewet
Penoz oa ho bugel war ar pave astennet,
Hag ar c’hroc’henn ijenn euz he groc’henn staget,
Da grial, da oelâ ’zo neuze em laket :
— Posubl ’ve, ma Doue, ur bugel meump ganet
’Rafe d’imb ann disenor siouas ! da vea daonet !
Da grial int em laket, d’ann douar ’int koueet,
Neuze soudenn ez int war al lec’h desedet !…
M’ho ped, mammo ha tado, d’instrui ho pugale,
Ha da diski d’ezhe a-bred karout Doue,
Pellâd a bep-amzer euz ’r gwall gompagnones,
Gant ann aoun da vea un de daonet, siouas !
Kanet gant Loïs Ar Bras,
Guiader en bourk Prat — 1873.
Iannig ’R Gall, a Verlevenez,
Braoa den iaouank a vale :
Bea ê fleur ar vêleienn,
Ann noblanz hag ar vourc'hisienn.
Bea ê fleur ar vêleienn,
Ann noblanz hag ar vourc'hisienn,
Labourienn, artisaned,
Abars finn ar werz a welfet.
Iannig Ar Gall a vonjoure
El linadek pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma ?
Ma dous Fransesa pelec’h ’ma ?
Hag ann ozac’h a lavare
Da Iannig Ar Gall, p’hen klewe :
— Na tostaët da dal ann tan,
Hag hi gwelfet brema soudan.
Mab or sakrist a voujoure,
El linadek pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ma dous Fransesa pelec’h ’ma ?
Hag ann ozac’h a lavare
Da vab ar sakrist, p’hen klewe :
— Na da dal ann tan tostaët,
Ha brema soudenn hi gwelfet.
Na mab ar sakrist a lâre,
Ebars ar park pa arrue :
— Iannig Ar Gall, ma c’hamarad,
Sete ni ama daou baotr vad ;
Sete ni ama daou baotr vad,
Demp da diwiska hon dillad.
Ar penn kenta ’zo d’imp hon daou,
Gant enor ni hen c’honduo…
Ann abarde ’zo tostaët,
As-vern d’ar park ’zo digaset.
Iannig Ar Gall ’oe estonet,
En he chupenn p’eo bet kroget ;
En he chupenn p’eo bet kroget,
O welet ’oa en-hi paket :
Kaleï, sibouar, platinenn,
A oa paket en he chupenn !
Mab ar sakrist a lavare
Na da Iannig Ar Gall neuze :
— Iannig Ar Gall, ma c’hamarad,
Te a t-eûs laeret ann treo sakr !
— Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret ;
Gwerc’hes wenn a Verlevene,
Me na on ket kapabl da se !
— Iannig Ar Gall, te ’zo manket,
Rag ann treo sakr a t-eûs laeret ;
Iannig Ar Gall, lâr a gari,
Iannig Ar Gall, krouget a vi !
Iannig Ar Gall a lavare
Bars ar prizon pa arrue :
— Breudeur, keront ha mignoned,
En han’ Doue, ma sikouret !
Gwerc’hes Vari, mamm binniget,
En han’ Doue, ma sikouret ;
En han’ Doue, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret !
— Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
M’ho ped, komerret kouraj vad :
Euz ho prizon pa sortifet,
Iannig, c’hui a vô delivret.
Ur breur d’he dad ’oa d’ar c’houls-se
Kure bars en Brelevene,
Hag a lâras reï pemp kant skoed
’Wit na vije ket distrujet.
Met allas ! d’ehan ’oe lâret :
— Ha pa lârfac’h reï pemp mil skoed ;
Ha pa lârfac’h reï pemp mil skoed,
Iannig Ar Gall ’vo distrujet !
Iannig Ar Gall a lavare,
En dewes braz, euz ar beure :
— Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret !
— Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
M’ho ped, komerret kouraj vad ;
Na et-c’hui betek ar potans,
Eno ho pô ho telivrans.
War un aneval ’oe lakêt,
Hent ar potans ’n eûs komerret :
Pa oa ’tremen ’biou ar vered,
Ar marc’h a zo bet daoulinet.
Tud ar justis a c’houlenne
Na euz Iannig Ar Gall neuze :
— Petra d’ar marc’h-se e t-eûs grêt,
Ma ’c’h ê d’ann douar daoulinet ?
Iannig Ar Gall a lavare
Na da dud ar justis neuze :
— Netra d’ar marc’h n’am eûs-me grêt,
Saludi a ra ann Drindet.
Ar Werc’hes ’zo apariset,
Da Iannig Ar Gall d-eûs lâret :
— Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
Diskennet hag et war ho troad.
Iannig Ar Gall a lavare,
War ar potans pa arrue :
— Gwerc’hes Vari, c’hui hen goar mad,
N’am eûs ket laeret ann treo sakr !
Hag ar bourrew a lavare
D’ Iannig Ar Gall, eno, neuze :
— Ann treo sakr c’hui hoc’h eûs laeret,
Iannig Ar Gall, c’hui ’vô krouget.
Euz ar potans a oe krouget,
Hag ann tan indan-han c’houezet :
Ann tan indan-han p’eo c’houezet,
En daou hanter hec’h eo rannet.
Tud ar justis a lavare
Na d’ar bourrew, eno, neuze :
— Perag n’ varw ket Iannig Ar Gall ?
Biskoas n’oe gwelet kement-all !
— Me ’zo bet ter gwez war he skoa,
Nemet c’hoarzinn ouzinn na ra,
Ha lâret d’in : — Gwasket bepred,
Plijadur d’ar bopl a refet !…
Tud ar justis a lavare
Na da Iannig Ar Gall, neuze :
— Iannig Ar Gall, d’imp-ni lâret
Petra ’zo kiriek n’ varwfac’h ket ?
— N’ welet ket ar Werc’hes Vari
Krog em brec’h euz ma freservi ?
N’ welet ket ar Speret-Santel,
Ma daou droad war he diou-askel ?
Iannig Ar Gall ’oe diskennet,
Mab ar sakrist ’n he lec’h lakêt ;
Mab ar sakrist ’n he lec’h lakêt,
Ha, ’vel oa dleet, distrujet…
Bêleienn ’r Vali, pa glewjont,
Ur prosesion a savjont ;
Ur prosesion a savjont,
Da glask Iannig Ar Gall ’c’h ejont.
Kroaz ha banniel a oa gant-hê,
Holl Lanhuonis ho heuille,
Hag un Te Deum ’oe kanet,
Ha graso da Doue rentet.
Kanet gant Losïs àr Bras,
Guiader en bourk Prat — 1873.
— Itron Varia a Drue,
Me ’m eûs pewar a vugale ;
Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !
Ar vroegig paour a lavare,
’N ti he c’hoar pinvik, p’arrue :
— En han’ Doue, un tammig boed,
Tri de ’zo tamm n’am eûs debret.
— Mar ’zo mado ebars ma zi,
Eo gant labourad int deut d’in ;
Gant labourad int deut d’in-me,
Ha kerz d’ar gêr, tra didalve.
Ar vroegig paour a oele tenn,
Hag ’denne ar bleo euz he fenn :
— Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !
Pa oa gant ann hent o vonet,
Ann Diaoul a d-eûs rankontret :
— Petra ganid ’zo c’hoarveet ?
Terrupl braz ez out kontristet !
— Itron Varia a Drue,
Me ’m eûs pewar a vugale ;
Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !
— Mar t-eûs pewar a vugale,
Kerz d’ar gêr, lac’h unan an-hê,
Hen laka er pod da virwi,
Da roï d’ann tri-all da debri !
Ar vroegig paour a lavare,
Gant he bugale p’arrue :
— Ma bugale, na oelet ket,
Rag ewit holl na varwfet ket ;
Rag ewit holl na varwfet ket,
Unan ac’hanoc’h ’vo lac’het,
Ha lakêt er pod da virwi
Da roï d’ar re-all da debri.
Ar vroegig paour a lavare,
En he c’hrouadur pa groge :
— Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Hec’h an d’ober ur gwall bec’het !
N’oa ket he gir peurlavaret,
’R Werc’hes en ti ’zo antreet :
— Paoues, paoues, miserables,
Te na sonjes ket petra ’rez !
Les da grouadur da vewa,
Bez’ as pô boed da roï d’ehan !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ha na oa ket tri mis renet,
’Oa ’r vroeg pinvik o klask he boed ;
’Oa ’r vroeg pinvik o klask he boed,
Hag ar vroeg paour pinvik rentet !
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Fiek Javre a barous Prat ;
Braoa païsant a wisk dillad.
Petra ’dalv d’ehan bea brao,
Na pa eo baraet d’ar maro ?
P’eo barnet d’ar maro kruel,
Mont da dal porz he dad da verwel ? [123]
P’ee Fiek Javre d’ann offern-bred,
Hen na sonje en drouk a-bed.
Pa oa gant ann hent ho vonet,
Ur gribieres ’n eûs rankontret :
— Fiek Javre, kers-te d’ar gêr,
Ha lac’h da vroeg ha da vugel,
Hag ’vefomp hon daou eureujet,
Da derc’hel hostaleri d’ann Ormet ?
Da derc’hel hostaleri d’ann Orme,
Ni ’vô braoa daou a vale.
Fiek Javre, p’hen eûs klewet,
Doc’htu d’ar gêr ’zo distroët.
Pa oa hoc’h antren bars ann ti,
A oa he vroeg o tijuni ;
O tijuni etal ann tan,
Hag o roï bronn d’he mab bihan.
Hag hen o vont gant minn c’hoarzinn.
Ha planta e gontel en-hi.
— Fiek Javre, ma skoët t-eûs,
Ma skoët e t-eûs d’ar maro !
Kè d’ glask bêlek d’am c’hovesâd,
Medesinn da stanka ma gwad !
— Da glask bêlek d’ac’h me n’inn ket,
Nag ur medesinn kenneubed ;
Nag ur medesinn kenneubed,
Rag ac’hanon a ve komzet.
— Me ’lâro, trailla kig diwar ’r skabell
’Vinn bet koueet war ma c’hontell.
Fiek Javre a vonjoure
Er presbitor pa arrue :
— Aotro ’r person, mar am c’haret,
Da nouï ma groeg e teufet.
— Petra gant da vroeg ’zo c’hoarveet ?
En offern-veure ’m boa hi gwelet.
En offern-veure ’m boa hi gwelet,
Hag hi en kreis he joaüsted.
— O trailla kig diwar ur skabell
Eo bet koueet war he c’hontell.
Pa oant gant ann hent o tonet,
Tri elemant ho d-eûs gwelet ;
Oa ur serpant hag un touseg,
Un aer-wiber euz ho redek.
— Setu aze tri drouk-speret,
Daoust piou ’c’hanomp ’zo en pec’het ?
Bars ann ti pa int arruet,
Ar bêlek d’ar vroeg ’n eûs lâret :
— Petra ’zo ganac’h c’hoarveet,
Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet ?
Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet,
Ha c’hui en kreis ho joaüsted.
— ’Traitla kig diwar ur skabell
’On bet koueet war ma c’hontell.
Ur bugelig a oa en ti,
Oajet a daou vis pe a dri :
— Ma mammig paour, n’em daonet ket,
Offansi Doue kenneubed ;
Offansi Doue kenneubed,
Rag ma zad hen eûs ho lac’het !
Fiek Javre a lavare
Na d’he vabig, er mômet-se :
— Heman a zo ur bugel mad,
Hag a laka krouga he dad !
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Speret-Santel, me ho suppli,
Ha c’hui iwe, Gwerc’hes Vari,
Rag me a zo sur inkapabl,
Mar n’am sikouret, Gwerc’hes sakr.
Mari Tili a lavare
D’he zad, ur sul euz ar beure :
— Me, ma zad, ’c’h a da govesed,
Pewar mis ’zo na on ket bet.
— Ma zad kovezour, m’am c’haret,
Ann absolvenn d’inn a rofet ;
Ann absolvenn d’inn a rofet,
Me n’am eûs grêt biskoaz pec’hed,
Na ken a oa dec’h ar beure,
’Ris, siouas ! ur pec’hed newe,
Lâras ma zad ’n doa ma maget,
’Lâris d’ehan : — Gaou a lâret !
Hennes eo ma c’henta pec’hed.
Mari Tili ’zo absolvet.
Eis taol dud ’zo kommuniet,
Mari Tili bep-gwez ’zo bet.
Dre ma reseve ’n hostio,
Ho zenne e-mês he geno,
Pake anhê ’n ur mouchouer,
Ewit ho c’has gant-hi d’ar gêr.
Mari Tili, o vont d’ar gêr,
A rankontras he servijer :
— Me, emezhi, ma servijer,
A veo disul plac’h ar gêr ;
C’hui, emezhi, ma servijer,
A deui’ ’wit tremen hoc’h amzer,
Den er gêr nemet-on n’ vô ket,
Ma zad ’ielo d’ann offern-bred.
Ann den iaouank man a zo êt
D’he asinasion milliget.
P’antreas he servijer en ti,
Lakâs ’r billiad dour da virwi ;
Lakâs ’r billiad dour da virwi,
Tolas en-hi ann eis hosti,
Oa war ann aoter konsakret
Gant ar bêlek, en offern-bred.
Ann hostio ’zo em dastumet,
En form ur bugel hec’h int êt.
Mari Tili, pa ’d-eûs gwelet,
Prim, er bugel a zo kroget.
Prim, er bugel hec’h eo kroget,
War ann daol ’d-eûs-han lakaët ;
War ann daol ’d-eûs-han lakaët,
Tri zol-kontel d’ehan ’d-eûs roët ;
Tri zol-kontel d’ehan ’d-eûs roët,
Ter zakenn wad a zo strinket ;
Ter zakenn wad kaer ’vel ann de,
Ha n’ distagent ket a-c’hane.
He servijer, p’hen eûs gwelet,
Da oela a zo em laket :
Ha Mari Tili a lâre
D’he servijer, pa hen gwele :
Tawet, ’mezhi, ma servijer,
Ann dra-ma na bado ket pell ;
Marc’h ma zad ’zo er marchosi,
M’hen kaso d’ehan da debri !
Ar marc’h, pa hen eûs bet gwelet,
D’ann daoulinn a zo em strinket ;
Em strinka ’ra ’r marc’h d’ann daoulinn,
Dirag Jesus, hon mestr divinn.
Tili goz er gêr p’eo arruet,
Er marchosi ’zo em rentet ;
Er marchosi ’eo em rentet,
Hag hec’h eo chommet souezet,
O welet ar marc’h d’ann daoulinn,
Dirag Jesus hon mestr divinn.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Tili goz, pa hen eûs gwelet,
Kerkent d’ann ti ’zo distroët :
— Ma merc’h Mari, lâret-c’hui d’in,
Petra ’r gwad-ma war leur ann ti ?
— Daou gôg iaouank a oa aze
Na reent met em-ganna bemde ;
Unan anhê am eûs tapet
Ha war leur ann ti diwadet.
Tili goz, ’vel m’hen eûs klewet,
D’ar marchosi ’zo distroët.
Ema bepred ’r marc’h d’ann daoulinn
Dirag Jesus hon mestr divinn.
Tili goz, pa hen eûs gwelet,
Kerkent d’ann ti ’zo distroët :
— Ma merc’h Mari, gaou a lâret,
Ha merwel, sur, a vezo rèd !
Mari Tili a lavare,
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne
— Tado, mammo, grêt reflexion,
Grêt d’ho pugale korrection :
Ur paotr maget diwar ar gwinn,
Ur plac’h a barlant al latinn,
A denn peurvuia da wall-finn !
Kanet gant Charles Gwillermo,
Merer en Koad-ar-roc’h, — en Parous Prat. — 1868.
Itron Kergadio a lâre,
War bave Montroulez pa varche :
— Hastomp ober hon marc’hajou,
M’eomp d’ welet Anna Willou ;
Ma ’z inn d’ welet ma fillores,
A zo er bloaz-man klanvoures.
Itron Kergadio ’vonjoure,
’N ti ’r Gwillou koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
D’ac’h-c’hui, Gwillou goz, da genta ;
Hoc’h holl verc’hed, pa n’ho gwelan ?
Ma fillores, ar verc’h henan ?
— ’Man duze klanv war he gwele,
Aoun ’m eûs hec’h aë diganen.
Itron Kergadio, pa ’d-eûs klewet,
Gant ar vinz ouz krec’h ’zo pignet.
Itron Kergadio a lâre,
’N kambr he fillores p’arrue :
— Demad ha joa, ma fillores.
— Ha d’ac’h iwe, ma maerones.
— M’ fillores, p’on deut d’ho kwelet,
Petra diganen ’c’hoantaët ?
Pe ur bêlek, pe ’r podad gwinn,
Pe ma fried da vedesinn ?
— Me ’m bô ur bêlek d’am noui,
Ann dud ma zi hen klasko d’in.
Itron Kergadio ’lâre,
’N kambr he fillores pa valee :
— Me, ma fillores, ’m boa kredet
Poa ur bugel euz ma fried.
N’oa ket he gir peurlavaret,
Anna Willou ’zo tremenet.
P’ee Anna Willou d’ann douar,
C’huibane ’r skour a-uz d’ar c’har.
Ma lâre ’r skour dre he c’huibann :
— Anna Willou ’zo pell a-c’hann !
’Nn itron Gergadio lâre,
Da Willou goz, na pa glewe :
— Pa goustfe d’in-me pemp kant skoed,
’Vô rèd digorri ann arched !
Ann arched pa ’z eo digorret,
Anna Willou en-han ’zo kavet ;
Anna Willou en-han ’zo kavet,
Hi kaer ’vel ar c’hoar binniget ;
’R Werc’hes Vari war he barlenn,
Hag un êl gwenn en he c’hichenn !
’Nn itron Gergadio ’lâre
D’he fillores, pa hi gwele :
— Me ’bromet, warlec’h graz Doue,
Lakad ’pad ur bloaz un offern bemde.
Anna Ar Gwillou a lâras
D’he maerones, pa hi c’hlewas :
— Pedet ewit-hoc’h hoc’h-unan,
Ewit-on me n’on ket en poan !
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;
Ur werz newez a zo savet,
D’ur plac’hig iaouank hec’h eo grêt,
’D-eûs bet un abit lienn-gwenn,
A gouste pemp skoed ar walenn.
Pa oa ann abit-newe grêt,
D’ar plac’hig iaouank ’eo plijet.
Lec’h monet da bedi Doue,
D’he c’honsideri eo hec’h ee.
Un de, p’oa hi c’honsideri,
Apparis ann Diaoul dirazhi ;
Apparis ann Diaoul dirazhi,
’Vel ’n den-jentil d’hi saludi.
Hag hen hag o lâret neuze :
— Me ’garrie kaout ann abit-ze ;
Ann abit-ze hag he ferc’henn
A zo en kreis ma gourc’hemenn.
Hag ebars un tri de goude
’Oa marw ar plac’hig iaouank-ze.
Ha pa oe marw ha liennet,
Hag ebars hic’h arched lakêt ;
Hag ebars hic’h arched lakêt,
Seis gwas vad n’hi gourrejent ket.
O tont unan hag o lâret :
— Rèd ’vo digorri ann arched !
Ann arched pa eo digorret,
Netra en-han na zo kavet ;
Netra en-han na zo kavet,
Nemet ur c’had hag hi sparlet ;
Nemet ur c’had, sparlet ez oa,
Un aer-wiber euz hi mesa.
Kriz a galon nep na oelje,
Bars al lec’h-se nep a vije,
Klewet pebeus da griadenn
’Rez o koueza ’n punz ann ifern !
— Kristenienn ha kristenezed,
Ar pec’het a c’hloar n’ douget ket ;
Sonjet bars ar gurunenn-spern
Lakêt da Jesus war he benn.
Merc’hedigo iaouank, m’ho ped,
Ar pec’hed a guz n’ douget ket ;
N’ douget ket ar pec’hed a guz,
Rag ann Diaoul a zo kuriuz.
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Mis Eost 1870.
Me ’gomz d’ac’h euz servijerrienn,
Ispisial servijerezed,
En defaot a bedi Doue,
Maleurio braz ’c’h arru gant-hè.
Me gomz euz ur servijeres
’zo bet pell-braz ’n un tieges,
Ha na ree ar servijeres
Met ober goap euz he mestres.
Un dewez ez eo distroët
Hag e ’d-eûs da Vari lâret :
— Mari, Mari, plac’h dinatur,
Te t-eûs ganet pemp krouadur ;
Te t-eûs ganet pemp inosant
Lac’het hep olei ar vadeziant !
Mari, Mari, kerz d’ar retret,
D’ansav da dorfed, da bec’hed !
Komanz ’ra ar vizerables
C’houezan, o klewet he mestres :
— Ha penoz monet d’ar retret ?
Arc’hant da vonet n’am eûs ket.
Ma holl arc’hant am eûs fouetet
O reen ma buhe dirollet,
— Mari, Mari, kerz d’ar retret,
Arc’hant da vont na vanko ket.
Pa oa gant ann hent o vonet,
Un Diaoul a ’d-eûs rankontret,
Hag evel he mestr ’oa gwisket,
Parlant evel-t-han hen eûs grêt :
— Mari, Mari, d’in-me lâret
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe ’man hoc’h esperans monet ?
— Ma mestres a d-eûs d’inn lâret
’Vije rèd d’inn mont d’ar retret ;
’Vije rèd d’inn mont d’ar retret,
D’ansav ma zorfed, ma fec’hed.
— Lest-hi da lâret a garo,
M’hi c’honduo bet’ ar maro,
Ha goude ma vô desedet,
M’as komerro da wir bried.
Sentoud a ra euz he avis
Retorn ’ra d’ar gêr war he gis.
Ebars ar gêr p’eo arruet,
He mestres digant-hi ’d-eûs goulet :
— Mari, Mari, d’in-me lâret
C’hui ’c’heûs komanset ho retret ?
D’he mestres vad, pa ’d-eûs klewet,
Evelhenn e d-eûs respontet :
— Ma mestr en hent am eûs kavet,
Hag hen eûs d’inn gourc’hemenet :
Hag hen eûs d’inn gourc’hemenet
Mont d’ar gêr, lezel ar retret.
— Laket-ewez, Mari, mar karet,
’Ve ann Diaoul ’pe rankontret ;
Ho mestr n’ê ket bet ’mês ann ti,
Eman er gambr, o tibuni.
He mestres, gant aoun ’vije kollet,
Neuze e d-eûs bet hi c’haset ;
Neuze e d-eûs bet hi c’haset,
Beteg ann nor euz ar retret.
Ha tri dimeus ar vêleienn
N’ rojent ket d’êhi ’n absolvenn,
Nemet ur bêlegig iaouank,
C’hoaz goude ’n defoa nec’hamant.
Ebars ar gêr p’eo arruet,
He mestres digant-hi d-eûs goulet :
— Mari, Mari, d’in-me lâret
Ha c’hui hoc’h eus grêt ho retret ?
Met ar plac’h na responte ket
D’he mestres, ewit hi c’hlewet.
He mestr a oa euz ann tu-all,
Hag a ree out-hi sello-fall.
Pa defoe ’n dud ho c’hoan debret,
E-mês ann ti hi a zo êt ;
E-mês ann ti hi a zo êt,
War ve he bugale eo êt.
Et eo war ve he bugale,
Da oela, da bedi Doue ;
Da oela, da bedi Doue,
Ha da c’houlenn gwelet an-hê.
Pa oa ann hanter-noz sônet,
Tud ar c’hontre ’zo bet spontet ;
Tud ar c’hontre ’zo bet spontet,
’Klewet pemp diaoul arajet ;
Pemp diaoul heuzus, difeson,
’D-eûs hi diframmet bet’ he c’halon !
Hag o sevel e-mês ho be,
He bugaligo a lâre :
— O mamm griz, o mamm dinatur,
C’hui ’c’h eûs ganet pemp krouadur ;
C’hui ’c’h eûs ganet pemp inosant,
Ho lac’het hep olei ’r vadeziant !
En-hi ho femp ez int kroget,
He c’halon out-hi ’d-eûs tennet,
Ha gant ap gwad a ’d-eûs skuillet
He bugale ’d-eûs badeet.
Hag ann dewarlec’h ar beure
’Sav ar bêlek iaouank arre,
Ha pa oa en he offerenn,
A zo bet gwelet o tiskenn ;
A zo bet gwelet o tiskenn
War ann aoter ur goulm-wenn,
Hag ur vouez a zo bet klewet,
Hag evelhenn a ’d-eûs lâret :
— Bêlek iaouank, em gonsolet,
Rag gant Doue me ’zo salwet :
Dont da veuli Doue d’ann ee,
Bêlek iaouank, c’hui raï’ iwe.
Grêt m’ gourc’hemeno d’am mestres vad,
Penamet-hi me ’oa kollat (kollet),
Ha brema me a zo salwet,
Hec’h an da bales ann Drinded !
Kanet gant Yvona Ar Maillot.
A barous Plouguiel, d’he merc’h Marc’harit Fulup.
Selaouet holl, Ilis-Kaeris,
Buhe sant patron hoc’h ilis,
Buhe Sant Jorant, ho patron ;
Pedet-han gant devosion.
Jorant na oa ket a Blouek,
En Gouanac’h ’oa bet badeet ;
En Gouanac’h ’oa bet badeet, [124]
Kement-ma, m’ho ped, intentet.
Met en istant m’oe badeet,
Gant Doue a oe destinet
Da donet da barous Plouek,
Ha da Gergrist ’oe digaset.
Ebars en Kerkrist eo chommet,
Ken ’arruas tud debordet ;
Ken ’arruas tud debordet,
Gant ar veinn d-eûs-han galoupet.
Inspiret ’oa bet gant Doue
Da dont d’ann Drindet ac’hane ;
Da dont ac’hane d’ann Drindet,
Ha chomm bepred bars en Plouek.
Bars ann Drindet a oa chommet,
Ken ’arruas ann dud debordet ;
Ken ’arruas ann dud debordet,
Gant ar veinn d-eûs-han galoupet.
Inspiret eo bet gant Doue
Da vont da Sant Jud ac’hane,
Lec’h ma oa ur gouent newe
D’ar venec’h da bedi Doue.
En Sant Jud pa eo arruet,
Bars ar gouent ’eo antreet ;
Goullet hen eûs en han’ Doue,
Antren bars ar gommunaute.
Jorant a deveus bet miret,
He labour d’ehan kommandet :
Kerc’had ann dour bars ar geginn,
Ha labourad bars ar jardinn.
Jorant d’ezhe ’n eûs respontet :
— Ma labour na differan ket,
Mar roët d’inn un heur bemde,
Wit adori ar gwir Doue.
— El lec’h un heur ho p-eûs goulet,
Ter ho pô, Jorant, mar karet,
Ia hag ouspenn, mar desiret,
War se n’ veet ket kommandet.
Bep ma kresk he autorite,
A kreske da bedi Doue ;
A kreske da bedi Doue,
Bep ma kresk ar gommunante.
Seis bloaves antier a oa bet
Hep takenn c’hlao parous Plouek ;
Hep takenn c’hlao parous Plouek,
’Boe ma oa Jorant partiet.
Met Plouegis, p’ho d-eûs klewet
Pelec’h ’oa Jorant vinniget ;
Pelec’h ’oa Jorant vinniget,
Ha klewet a oa destinet
Gant Doue ’wit parous Plouek,
Ho frosesion d-eûs savet ;
Ho frosesion d-eûs savet,
’Wit mont, da Sant-Jud d’hen gwelet.
Mont ’ra prosesion ha kroaz,
Tud ar barous, bihan ha braz,
Koz, iaouank, kement ’c’hell kerzet,
Hec’h a da Sant Jud d’hen gwelet.
Bars ann hent pa oant avanset,
Kleier Sant Jud ho d-eûs klewet,
’Klewjont kleier Sant Jud o son,
Ken a ravise ho c’halon.
Ha Sant Judis, p’ho d-eûs klewet,
D’ar gouent ez int diredet ;
D’ar gouent ez int diredet,
Hag ouz Jorant d-eûs goulennet :
— Jorant, petra ’zo a-newe,
Ma sôn ar c’hleier er gis-se ;
Ma sôn ar c’hleier er gis-ma,
Rag na eûs den euz ho bralla ?
Jorant d’hê hen eûs respontet :
— Arru prosesion Plouëk ;
Arru prosesion Plouëk,
Da Sant Jud, êwit ma gwelet.
Sant Judis, p’ho deveus klewet,
Ho frosesion ’d-eûs savet ;
Ho frosesion ’d-eûs savet,
Wit dont d’ rankontr hini Plouëk.
Ha pa ho d-eûs en saludet,
Kroas Sand Jud hag hini Plouëk,
Goulenn antren ho deveus grêt,
’Wit gwelet Jorant binniget.
Er gouent pa ‘z int antreet,
War ho daoulinn int em strinket,
War ho daoulinn, a galon vad,
Goulenn ’gant Jorant eo mennad.
Kriz a galon nep na oelje,
Bars ar gouent nep a vije,
’Welet ar gouent, o c’hlebia
Na gant Plouëgis o oela.
Ar bopl a Blouëk a oele,
Jorant ’veske he daero d’ho re,
Hag hen pedent, en han’ Doue,
Da retorn da Blouëk gant-hê.
Jorant, dre garante ’wit-hê,
’Veske he daero gant ho re,
Hag hen eûs d’ezhe respontet :
— Me ’c’h aïo ganec’h da Blouëk !
Ho refuzi na c’hallan ket,
Rag gant Doue on destinet ;
Rag gant Doue on destinet,
Ewit chomm en parous Plouëk.
Seis diouz a venec’h ’n eûs choazet
Ewit dont gant-han da Blouëk ;
Ewit dont gant-han da Blouëk,
Pa oa gant Doue destinet.
Sant Judis a zo glac’haret,
Met Plouëgis ’zo konsolet ;
Met Plouëgis ’zo konsolet,
’Retorn gant ho sant da Blouek.
War douar Plouëk p’eo arruet,
Ar glao d’ober ’zo komanset ;
Ar glao d’ober ’zo komanset,
’Wit arrosi douar Plouëk.
Ma lârent holl, koz a iaouank :
— Heman ’zo ur mirakl patant !
Heman ’zo ur mirakl patant,
’Ra Doue en faveur ar Sant !
Bars en Plouëk p’eo arruet,
D’ann Drindet hec’h eo bet kaset ;
D’ann Drindet hec’h eo bet kaset,
Lec’h m’oa gant Doue destinet.
Bars ann Drindet p’eo arruet,
Ur gouent d’ehan ’zo savet ;
’Zo savet ur gouent newe,
D’hon breudeur da bedi Doue.
Chapell ann Drindet ’oa hanwet,
Met he hano a zo chanjet,
Bourk Ilis-Kaer hec’h eo hanwet,
Ha laket dreo euz a Blouëk.
Bars en Kergrist hag ann Drindet
E peder Jorant en Plouëk,
Met en Drindet eo douaret,
Etal ur piller ’eo lakêt.
Kaera tensaour ’c’h eus Ilis-Kaeris !
Kaout relego Jorant ’n hoc’h ilis !
Braz ar miraklo hen eûs grêt,
En kever tud koz, tud afflijet ;
En kever ar belerined,
Ez oant war-droad deut d’hen gwelet ;
En kever ar martoloded
War vor prest da vea beuët.
Bea ’oa ’nezhe seis ha kant,
Hag em c’hoestljont da Sant Jorant,
Hag holl hec’h int bet preservet,
Hep ma oe hini ’n hê kollet.
Digas a rejont ’wit presant
Da Sant Jorant ur vatimant ;
Da Sant Jorant ur vatimant,
Hag ur somm braz euz a arc’hant.
Nep ’bedo Jorant a galon-vad,
’N defo digant Doue he vennad,
He bedenno karantezus
’Zo agreabl dirag Jesus.
Sant Jorant ’zo karet en Plouëk,
Ha gant ann holl eo respetet,
Dre m’eo gant Doue d’hê roët,
En istant ma oe badeet.
Roët d’inn gant ann Abbad Julou,
a zo bet kure en Plouek.
Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;
Ur werz newez a zo savet,
A zo grêt da Santes Jannet.
Jannet Toulous, merc’h un intanves,
Oa ’r plac’hig fur ha devodes.
Da genta ez oa neeres,
D’ann eil ez oa kemeneres ;
D’ann eil ez oa kemeneres,
Ha d’ann derved oa rouanes.
Un orator a d-eûs savet,
Ewit adori ann Drindet.
Bemde, kent ’wit mont d’he dewes,
Hec’h ee d’ saludi ar Werc’hes ;
Ur chapeled a bemp dizenes
Bemdez, en enor d’ar Werc’hes.
Ar rouanes a vonjoure,
En ti ’nn intanves p’arrue :
— Na demad d’ac’h-c’hui, intanves,
Ha d’ho merc’hig kemeneres.
Deut ’on d’ c’houl’ ar gemeneres
Da dont da vrouiad d’am fales,
Da dispenn al lienn Kintinn,
D’ober rochedo d’am mab Dofinn.
— Ma merc’hig na eo ket disket
Ewit grouiad da brinsezed,
Da dispenn al lienn Kintinn,
D’ober rochedo d’ho mab Dofinn ;
Ma merc’h n’ dispenn ket lienn Kintinn,
Met lienn-stoup ha bougasinn.
Ar prinz Dofinn a bourmene
Ouz eil penn ar gambr d’egile ;
Ouz eil penn ar gambr d’egile,
Ouz ar gemeneres ’selle.
Hen ’c’h ober ur sell dreist he skoa,
Ma welas anêhi o oela.
— Kemeneres, d’in-me lâret,
Na ewit petra a oelet ?
— ’Welet ’m eûs ar c’hraz digant Doue
Da labourad ’n ti ur roue.
— Kemeneres, d’in-me lâret,
A be kalite hoc’h savet ?
— Me ’zo savet a baourente,
Merwel en-hi, gant graz Doue,
O touch ma zri gwennek bemde,
Bewa gant-hê ’n doujans Doue ;
’Touch ma zric’houec’h gwennek ar sunn,
C’hoaz, Dofinn, na ven ket o iün.
— M’ho pije bet ’n tamm kalite,
C’hui ho pije bet ur roue ;
C’hui ho pije bet ur roue,
Ha bea pô, gant graz Doue.
Tri miz hanter ez eo pâdet,
Kent m’eo he labour achuet.
Ouz ar pales p’eo sortiet,
Ar prinz Dofinn a zo klanvet.
Medesined a zo klasket,
Da c’hoûd petra ’oa he glenved.
Ar prinz Dofinn a zo klanvet
Gant chagrinn ann amourousted ;
Gant chagrinn ann amourousted,
’R gemeneres ’renkje da gavet.
Dimêzet oent hag eureujet,
Gant kalz a enor ha respet.
He mageres a iavare
D’ar rouanes, un dez a oe :
— Na terrupl ez hoc’h gloruzes,
A-boe m’hoc’h et da rouanes !
— Aozet d’in krampoes tomm ha lês,
Me ’iel’ d’ho kwelet, mageres.
’N ti ’r vageres p’eo arruet,
Ar vageres d-eûs saludet ;
Ar vageres d-eûs saludet,
Pehini d-eûs d’êhi lâret :
— Et d’ar jardinn da bourmeni,
Da c’hortos lehinn da darewi.
Bars ar jardinn p’eo arruet,
Hi a zo krenn disenoret ;
Hi a zo krenn disenoret,
Gant ur bagad kourtisaned.
Pa oa gant ann hent o tonet,
Ann Dofinn out-hi ’n eûs goullet :
— Ma fried paour, d’in-me lâret,
Na ewit petra a oelet ?
— ’Welet ’m eus ’r c’hraz digant Doue
D’ vea eureujet d’ur roue.
Un abit manac’h d-eûs gwisket
Da hanter-noz ’eo partiet.
Na bars ur pennadig goude
’Teuas ar menec’h da vale.
Bars ar pales p’int arruet,
Goulenn loja ho deveus grêt.
— Oh ! ia, lojet mad a vefet,
Pep a wele-plun da gousket ;
Pep a wele-plun da gousket…
C’hui ’zo henvel ouz ma fried !
— O prinz Dofinn, ma iskuzet,
En gweleo na gouskfomp ket ;
En gweleo na gouskfomp ket,
War veinn, pe ann douar kalet.
Hag ann dewarlec’h ar beure,
Kent ewit monet a-c’hane,
Tri fok d’ann nor e d-eûs roet,
Roud he diou-jod a zo chommet !
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Pewar c’hant kavalier zo gant-han war un dro,
O tont da eureuji ’r c’homtesig a Oeto. (bis)
Pa oa ann aotro ’r c’homt o tont gant he arme,
E klew ur verjerenn o kana er mene. (bis)
Ma lâre ’r vorjerenn ken brao dre he chanson :
— Arru ê ’r c’homt Gwillou, arru hec’h ê d’ar vro. (bis)
Komtesig a Oeto a deveus bet ar mab,
Ha na d-eûs ket lâret piou a zo d’ehan tad. (bis)
Ann aotro ’r c’homt Gwillou, evel m’hen eûs klewet,
De gât ar verjerenn promptamant hec’h ê et : (bis)
— Allons ’ta ! berjerenn kanet ho kanaouenn,
Ann hini a ganec’h brema-sounn a-boez-penn. (bis)
— Oh ! salv-ho-kraz emezhi, salv-ho-kraz na rinn ket,
Gant ar c’homt a Oeto me a ve puniset. (bis)
— Kanêt ho kanaouenn, kanet hi promptamant,
Pe me ’raï’ d’ac’h mervel aze soubitamant. (bis)
— Komtesig a Oeto a deveus bet ur mab,
Ha na d-eûs ket lâret piou a zo d’ehan tad. (bis)
— Dalc’het ’ta, berjerenn, setu aze kant skoed
Ewit ho kanaouenn war ar paper skrivet. (bis)
Ann hini goz a lâre en kambr he merc’h hena :
— Aotro Doue, ma merc’h, petra ’vô grêt ama ? (bis)
O Doue, emezhi, ma merc’h, petra ’vo grêt,
Arru hec’h eo ar c’homt, aparisa ’vô rèd. (bis)
— Dalc’het, mamm, emezhi, dalc’het ma alc’houeo
Hag it d’am c’habinet da vouit braoerio ; (bis)
Ha digaset ganac’h ma robenn inkarnal,
Ma vô laket d’am c’hoar a zo ouzinn hanval ; (bis)
Ha digaset ganec’h ma seinturenn gaera
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan. (bis)
Pa antreas er sâl, a d-eûs hen saludet :
— Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried. (bis)
Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried,
Tremenet ’zo seis vloaz ’boe nam boa ho kwelet. (bis)
— Ha d’ac’h iwe, ’mezhau dimezel iffrontet,
N’eo ket c’hui ann hini a oa d’in dimezet. (bis)
N’eo ket c’hui ann hini am boa choazet da vroeg,
Ar verc’h henan a-c’hann a fell d’inn da welet. (bis)
— Me a gret, emezhi, ’z hoc’h gant ar gwinn troublet,
Me ê ar verc’h henan a zo d’ac’h dimezet. (bis)
— Tec’h al lec’h-se buhan diouz ma daoulagad,
Pe me ’c’h a da drempa ma c’hleve bars da wad. (bis).
Ann hini goz a lâre en kambr he merc’h hena :
— Doue ! ’mezhi, ma merc’h, petra ’vô grèt brema ? (bis)
Doue ! ’mezhi, ma merc’h, rèd ’vô aparisa !
Eman ho c’hoar er sâl, gourdrous ’ra hi lac’ha ! (bis)
— Dalc’het, ma mamm, ’mezhi, dalc’het ma alc’houeo,
Hag it da gerc’had d’inn ma abit du kanvo ; (bis)
Hag it da gerc’had d’inn ma abit du kanvo,
Ha mad a-walc’h a vô ewit mont d’ar maro. (bis)
Pa antreas er sâl, hi d-eûs-han saludet :
— Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried ; (bis)
Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried,
Tremenet ’zo seis vloaz ’boe n’am boa ho kwelet. (bis)
— Ha d’ac’h iwe, ’mezhan, prinses, penoz a ret ?
Terrupl ez hoc’h mezus, pa na dostaët ket. (bis)
Chanjet braz ho kavan a-boe ’m boa ho kwelet,
Terrupl eo glaz ho jod, kornig ho tal merglet ; (bis)
Terrupl eo glaz ho jod, kornig ho tal merglet,
Pelec’h eman ar mab pehini ’c’h eûs ganet ? (bis)
— Me ’c’houl’ ma vinn fontet evel amann rouset,
Mar am eûs-me biskoas na merc’h na mab ganet. (bis)
— Ansavet ’ta, prinses, ouzinn ar wirione,
Ha n’ho pô drouk a-bed, abalamour d’ho re. (bis)
— Me c’houl ma vinn fontet evel amann war blad,
Mar am eûs-me biskoas ganet na merc’h, na mab. (bis)
Hag hen tapout he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a lampe al leas war hec’h abit satinn. (bis)
— Allons, ma sonerrienn, sonet ar gavotenn,
M’ aï’ ma frinses ha me da zansal en dachenn. (bis)
Na mar karjeac’h, prinses, n’oac’h ket deut d’am zrompla,
Me ’m boa hoc’h eureujet, kaera merc’h ’zo ’r vro-ma. (bis)
Na oa ket diouzin a oa d’ac’h ober goap,
Me na on ket ul laer pe ur c’hokinn bennag. (bis)
Allons, ma sonerrienn, sonet holl ar c’hanvo,
Intaon ê a-darre ann aotro ’r c’homt Gwillo !
Dastumet gant ann aotro P. Chardin,
En Kastell Roïgu, en parous Ploesal, ann daou war-n-ugent a viz Ebrel, 1871,
Roët d’inn gant ann aotro Anatole A. Vartelemm.
’Tre Coatarsant ha Lizandre
’Zo asinet un assamble.
Doue da reï d’ezhe beaj vad,
Ha d’ar re ’zo er gèr kêlo mad.
Ann aotro Coatarsant a lâre
D’ann aotro Lizandre, p’hen salude :
— Bet ’m eûs lizer digant ar roue
Da gaout brezel ouzid Lizandre.
— Mar t-eûs lizer da gaout brezel ouzinn,
Diskoues da lizer m’hen lenninn.
— Disterra soudard ’zo em bandenn
N’astenfe ket he zorn d’id, azenn.
— Mar d-on-me azenn, a dra sur,
Me n’on ket azenn dre natur ;
Me n’on ket azenn dre natur
Ma zad oa brudet un den fur.
Mar n’hoc’h eûs ma zad anveet,
Brema-soudenn he vab anvefet.
Dibret, floc’hig, ma inkane gwenn,
Laket ’r brid arc’hant en he benn,
Hag dibr alaouret war he geign,
Ma vo brao da dougenn un azenn.
Pa gouefe ma marc’h bep kammed,
Me renk mont fenoz da Wened.
Ann aotro Lizandre a lâre
Da Santes Anna, pa zigoueze :
— Demad d’hec’h, Santes Anna Wened,
Deut on c’hoas ur wez d’ho kwelet.
En tric’houec’h emgann ez on bet,
Breman hec’h an d’ann naontekvet.
Grêt c’hoas ur burzud em andret,
Gant ann aoun na vefenn gloazet.
Me reï’ d’hec’h, o mamm Gwerc’hes ker,
Seis gwiskad ’wit ho seis aoter.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Santes Anna out-han d-eûs komzet.
— Oh ! ia, te zo bepred ma mab-me,
Kers buhan d’ar gêr, Lizandre.
Na gas den ganid d’ann emgann-se
Met da floc’hig bihan a ve.
Ann aotro Lizandre lâre
D’he floc’hig bihan en de-se :
— Lemm da gleve ouz ma hini,
Ha deus-te d’ann emgann ganin ;
Em dalc’homp hon daou en ur c’hever,
Ha ni droc’ho dir ’vel ann awel.
Ann aotro Coatarsant a lâras
Da Lizanbre, ’vel m’hen gwelas :
— N’hoc’h ket en ho pro un den karet,
Pa n’ez hoc’h deut gant soudarded.
A-boan a oa he c’hir lâret,
M’oa Coatarsant eno koueet,
Gant hanter-kant he soudarded,
Hanter-kant all a oa tec’het:
Hag ar floc’hig bihan en tu all
Hen d-eûs lac’het ur c’hement all.
Ar roue, pa hen d-eûs klewet,
D’he baj bihan hen d-eûs lâret :
— Paj, ma fajig bihan, hastet
Da vont fete da Sant Briek,
Da gomz ouz ’nn aotro Lizandre
’Wit lâret d’ehan dont ma bete.
Pajig ar roue a lâre
En Sant Briek pa arrue :
— Demad ha joa d’ar gêris-man,
’Nn aotro Lizandre pelec’h ’man ?
Ar marc’hek koz, p’hen eûs klewet,
He benn er fennestr ’n eûs lakêt :
— Mar d-eo Lizandre ’c’houlennet,
Pajig bihan, out-han komzet.
— Dalc’h aze lizer, Lizandre,
Digaset d’id ’beurs ar roue.
— Mar d-eo gant ar roue skrivet d’in,
Dama ’n ehan ’wit m’hen lennin.
— Hen lâr d’hec’h, eme ’r paj bihan,
Mont d’ c’hoari gant he vorian.
— Disk d’in eta, pajig bihan,
Stum bag ardo brezel he vorian.
— Kement-se d’hec’h na lârin ket,
Gant aoun a vefen diskuliet.
— Ken gwir ha ’m eûs ’r maro da dremen,
Pajig, n’hen lavarin biken.
— Ar morian gouez pa vô deut er sâl,
’Dolo he dillad traon raktal :
Grêt ’vel-t-han ; ha pa reï’ saill en êr,
Laket ho kleve d’hen digemer.
Kerkent m’hen gwelfet tic’houina ;
Tolet dour binniget gant-han ;
Pa c’houlenno ouzoc’h diskuiza,
N’ roët ket a ziskuis d’ehan,
Rag hennes ’n eûs gant-han louzou
Vent ket pell ’wellaad gouliou.
— Dalc’het, pajig setu kant skoed,
P’hoc’h eûs gant gwirionez ma aliet ;
Penamet hoc’h ’vijen bet lac’het,
Ha ma mamm gêz vije glac’haret.
Ann aotro Lizandre a lâre,
Er gêr a Baris p’arrue :
— Demad d’hec’h, aotro ar roue,
Da betra ’c’h eus ezomm Lizandre ?
— Lâret am eûs d’id dont am bete,
’Wit c’hoari ouz ma morian goue.
P’arru ’r morian ’n penn al lis,
O sonjal er-vad gonid ar pris,
E tol he zillad d’ann douar,
Lizandre ’dol he re war-var ;
Neuze pa deu da dic’houina,
’Tole dour binniget gant-han.
Pa neue ’r morian bars ann êr,
Lake he gleve d’hen digemer.
Morian ar roue ’zo lac’het,
Ann tu Lizandre ’zo kiriek.
Ar roue, pa hen d-eûs gwelet,
D’ann trec’her hen eûs lavaret :
— Hast kaer, emehan, Lizandre,
Tenna da gleve euz ma morian goue.
— Me n’ brisfen dougen ur c’hleve,
’Zo bet en morian ar roue…
En meur a stourm edon-me bet,
Ouspenn dek mil am eus trec’het,
Biskoas n’am boe kement a boan,
’Vel o c’hoari euz ar morian.
Itron Santes Anna, ma mamm ger,
C’hui ’ra burzudo em c’hever ;
Me ’savo d’hec’h un tibidi
War grec’h, ’tre Leguer ha Guindi… [125]
Etre Coat-ar-Skinn ha Lezobre
’Zo assinet un assamble ;
A zo assinet ur gombad,
Doue d’ reï’ d’ezhe beaj vad ;
Doue d’ reï’ d’ezhe beaj vad,
Ha d’ho re, er gêr, kêlo mad !
Aotro Coat-ar-Skinn a lâre
D’ann aotro Lezobre, p’hen salude :
— Bet ’m eûs lizer digant ar roue
Da gaout brezel ouzid, Lezobre.
— Mar t-eûs lizer da gâd brezel ouzinn,
Diskouez da lizer, m’hen lenninn.
— Disterra paper ’zo em valisenn,
N’ rofenn ket da lenn d’un azenn.
— Mar d-on-me azenn, a dra sur,
Me n’en ket azenn dre natur ;
Ma zad oa jeneral arme,
He vab Lezobre ’vo iwe.
Aotro Coat-ar-Skinn, mar permetet,
Mont da Santes Anna Wened ;
Mont da Santes Anna Wened,
Am eûs c’hoas ur wez prometet.
— Bonjour d’hec’h, Santes Anna Wened,
Deut ’on c’hoas ur wez d’ho kwelet ;
Tric’houec’h kombad ’m eûs kombatet,
Ha tric’houec’h am eûs goneet ;
Ho zric’houec’h am eûs goneet,
Dre ho krâz, Santes Anna Wened.
Hec’h an brema d’ann naontekvet,
Grêt c’hoas ur mirakl em andret ;
Ha me reï’ d’ac’h un donezon
Vô agreabl ’wit ho pardon ;
Me a roïo d’ac’h ha kaler
Ha gwiskamant d’ho seis aoter.
Ann aotro Lezobre a lâre
D’he bajig biban, en de-se :
— Ma faj bihan, em breparet,
D’ar gombad a renkomp monet ;
Mar mankan d’ann assination,
’Vinn komerret ’wit ur poltron.
— Ma mestr, ouzin-me mar sentet,
D’ar gombad-se na efomp ket ;
Bez’ zo tric’houec’h kant a soudarded,
Ha kement-all a dragoned ;
Ha kement-all a dragoned,
Sur mad omp da vea lac’het.
— ’N despet da deod ’nn hini ’gomzo,
D’ar gombad-se ni a ielo.
’Nn aotro Lezobre a lâre
D’he baj bihan eno neuze :
— Blerimet ho kleve ouz ma hini,
Ha deut neuze d’ar gombad ganin ;
Em dalc’homp hon daou ’n ur gever,
Ni droc’ho dir ’vel ann awel.
Hag war-benn un heur goude-se,
’N defoa lac’het Lezobre ’n hanter an-hê ;
Hag he baj bihan, en tu-all,
Hen d-eûs lac’het ur c’hement all.
Arme ’r roue ’zo bet lac’het,
’Nn aotro Lezobre ’zo kiriek.
Ar roue, pa hen d-eûs klewet,
D’he baj bihan hen eûs lâret :
— Ma faj bihan, em breparet
Da vont brema da Sant Briek ;
- ↑ Je ne connais ce mot buset. Je présume qu’il est là pour ma fouez, et je traduis par mon poids.
- ↑ Le vers est incomplet.
- ↑ Je ne connais pas le mot broüer, que j’ai traduit par rage.
- ↑ Je ne sais pas si j’ai bien compris ce couplet, dont le texte doit être altéré.
- ↑ Il y a sans doute une lacune ici pour le troisième enfant.
- ↑ Deux communes des environs de Lannion.
- ↑ On trouve une situation analogue dans le recueil de M. Jérôme Bujeaud, Chants et chansons populaires des provinces de l’Ouest (tome II, page 239), à la pièce qui porte le titre de : Le Mari assassiné :
…… Quand fut au lit, le soir des noces.
Elle aperçut un ange blanc,
Qui avait l’ cœur couvert de sang.
— Ah ! tiens-le bien, ma chère femme.
Ah! tiens-le bien entre tes bras,
Celui qui m’a mis au trépas.
Garde-le bien, ma chère femme.
Garde-le bien toute ta vi’,
Moi, je m’en vais dans l’ paradis ! —
- ↑ Ce mot est composé de maro et de skaonv, mortis scamnum mot à mot : escabeau de la mort, tréteaux funèbres.
- ↑ Ce premier couplet m’a tout l’air d’une formule moderne appliquée à une vieille chanson, un de ces lieux communs qu’on rencontre fréquemment dans les productions contemporaines.
- ↑ Ce gwerz et le précédent, outre l’incertitude qui existe à l’égard du personnage principal, sont pleins d’obscurités et de bizarreries, et me paraissent anciens. Je n’essaierai aucune explication. Je serais assez porté à croire qu’il y a mélange de deux chants, anciens tous les deux, surtout dans la première version, Roue ar Romani. Les deux leçons que je donne peuvent, jusqu’à un certain point, se compléter et s’éclairer l’une par l’autre, sans pourtant satisfaire entièrement la curiosité du lecteur. Ma traduction, comme toujours en pareil cas, doit reproduire les incertitudes et les obscurités du breton.
Les vieilles ballades françaises le Chant de Jousseaume, dans le recueil de M Jérôme Bujeaud, Chants populaires des provinces de l’Ouest (tome II, page 215), Germaine, dans les Poésies populaires du pays Messin (page 8), par M. le comte de Puymaigre, Germine, dans les Poésies populaires des provinces de France, par M. Champfleury, La Pourcheireto, dans les Poésies populaires de la Provence, de M. Damase Arbaud, enfin Le Dom Guillermo du Romancerillo catalan de M. Milà y Fontanals, doivent être rapprochés de ces deux gwerz, ainsi que des deux qui vont suivre. - ↑ Variante.
Mar na oc’h ket kustumm, kustummi a refet ;
Aman ’ zo ur foet-lezr hag a raï d’ac’h monet ;
Aman ’ zo ur foet-lezr, ’ zo kordet a zri brank,
Hag a raï d’ac’h monet, ha n’ho pe ket a c’hoant. —
- ↑ variante.
— Arsa eta, berjerenn, dastummet ho tenved,
Evit ma ’z aimp hon daou da vaner ar Faouet. —
— Salv-ho-kraz, den-jentil, ewit se na rinn ket,
Rag uhel eo ann heaul, me a ve gourdrouzet ;
Rag uhel eo ann heaul, me a ve gourdrouzet,
Ha kiriek a vec’h d’in ewit beza pilet.
Bars en kraou ann denved me a ve o kousket,
Bars en skudel ar c’hi ’ve trempet d’in ma boed ! —
- ↑ Les chanteurs prononcent presque tous dinamour ou diamour ; mais ces mots sont une corruption évidente pour dinaoudour, composé de dinaou, pente, et de dour, eau, courant de l’eau.
- ↑ Ar Roue, Le Roi, doit être ici un nom propre.
- ↑ Ce sujet, la reconnaissance du frère et de la soeur, après une longue absence, — sept ans ordinairement, — a été très-souvent traité, comme celui du mari et de la femme, par la poésie populaire de presque tous les pays. Je me contenterai de citer, comme offrant beaucoup d’analogie avec notre chanson bretonne, la ballade écossaise de Lord Thomas et de la Gentille Annie, et surtout les deux pièces contenues dans le recueil de M. le comte de Puymaigre, Chants populaires du pays Messin (pag. 54 et 56), sous le titre de l’Épreuve. Mais la comparaison est tout à l’avantage de la jeune bretonne, comme moralité du moins. Une autre pièce, une ballade suédoise, insérée dans le recueil de M. X. Marmier, Chants du Nord (p. 175), aussi sous le titre de l’Épreuve, présente un dénouement plus conforme à celui du chant breton.
- ↑ Une autre version se termine ainsi :
Ar c’hloaregik a lare, p’arrue er Folgoat ;
— Arru e Marc’haridik, eme-z-han, er Folgoat :
Arru e Marc’haridik, eme-z-ban, er Folgoat,
Me ’wel roudou hi daoulin er vein-bez hag er c’hoad !
Hep alc’houez na den-bed, tigorre ’nn orojou,
Ar c’hleïer a zoone, ha n’oa den war ho zro ! —
Marc’haridik ’lare etal an aoter vraz :
— Gret ’m euz ma holl zroïou, nemet da Sant-Weltas ;
Gret ’m euz ma holl zroïou, nemet da Sant-Weltas,
Di am euz prometet kent merwel monet c’hoas…… — - ↑ Il y a une commune du Bourg-Blanc dans le département du Finistère, canton de Plabennec. Il existe aussi une ancienne famille bretonne du nom de Bourblanc, que les Bretons appellent ar Vurwenn. Dans la version qui suit, ce nom devient ar Gerwen, La Villeblanche.
- ↑ Il y a quelque chose de semblable dans la pièce du Barzaz-Breiz qui a pour titre : Notre-Dame du Folgoat (page 272, 6ème édition).
- ↑ Il y avait une maison noble de Lezhildri, ou Lesquildry, en la commune de Plouguiel, au pays de Tréguier. En la commune de Goudelin, il y avait également un manoir de Lezhildri.
- ↑ En la commune de Plounevez du Faou. Le Châteauneuf ou Kastell-newez dont il est parlé dans cette pièce est aussi Châteauneuf du Faou, dans le Finistère, arrondissement de Châteaulin.
- ↑ C’est St-Michel-en-Grève, à deux kilomètres du bourg de Ploumilliau.
- ↑ Cet aveu semble en contradiction avec la demande que Iannik fait au commencement à sa mère, de le laisser épouser Marie Tili, à moins qu’il ne se soit marié dans l’intervalle.
- ↑ La pièce est sans doute incomplète. Les villages qui portent le nom de Gwazhalec (Ruisseau des Saules) sont nombreux en Basse-Bretague. Il y en a un dans la commune de Plounevez-Moëdec, auprès de la charmante chapelle de Keranmanac’h, ancienne aumônerie aux Hospitaliers de Saint-Jean-de-Jérusalem, dont la construction remonte au XVe siècle. J’ai recueilli cette version non loin de là, d’une jeune fille nommée Marie Maho.
- ↑ Voir la variante, page 276.
- ↑ Toutes les versions que j’ai recueillies de ce chant portent Rudon ou Ruduno, ou Rudonou. Faut-il y voir une altération de Redon ?
- ↑ Les Aubrays, nom d’une seigneurie de la maison de Retz, apportée en mariage, en 1455, à Rolland de Lannion, par Guyonne de Grezy, dame des Aubrays.
- ↑ Cette version a été recueille non loin de la montagne de Bré, par le vénérable recteur de Saint-Laurent, M. Quémar, bien connu pour son amour éclairé de notre vieille langue, et ses encouragements et ses conseils précieux à ceux qui s’en occupent. Il l’a fait imprimer à Lannion, chez Le Goffic, mais l’édition n’a pas été mise dans le commerce.
- ↑ Les chanteurs disent tantôt Koat-ar-Skinn, tantôt Koat-ar-Skevel, et d’autres fois Koat-ar-Ster. Je trouve le nom de Koat-ar-Skinn dans un autre gwerz, Ann aotro Kerdadraon, que l’on lira plus loin.
- ↑ D’autres versions portent Kergwezennec et Kervezelec. Kervezennec et Kergwezennec ne sont que le même nom, et ils sont tous les deux très-communs en Basse-Bretagne.
- ↑ Il y a sans doute une lacune de deux vers, ici, pour dire qu’elle a pris le couteau à manche noir.
- ↑ VARIANTE :
Ann-neb a welje Rozmelchon
Diouz ar beer, ’vel ur hochon ! - ↑ D’autres versions portent Jord et d’autres Saoz.
- ↑ C’est à tort que le nom de Kernenan ou Kerninon se trouve ici. Ces deux vers sont une interpolation. Kerverzino doit être pour Kerninon, par suite d’une confusion entre deux pièces différentes.
- ↑ Le mot gouarneres, gouvernante, signifie souvent cuisinière dans nos poésies populaires.
- ↑ Une version de cette chanson, extraite de la collection de M. de Penguern, a été publiée dans l’Athenæum français, en 1855. Elle diffère peu de la nôtre.
- ↑ On aura bien certainement remarqué déjà comme le mot tric’houec’h, dix-huit, mot-à-mot trois six, revient souvent dans nos chants populaires bretons.
- ↑ Le mot korf-balan, corset, me semble tirer son origine d’un vieil usage de notre pays de Lannion, qui consistait à faire les corsets des paysannes avec de la toile de lin trempée dans une décoction d’écorce de genêt (balan) qui la teignait en rouge tirant sur le jaune. Cet usage, aujourd’hui disparu, existait encore il y a trente ans.
- ↑ VARIANTE:
Ar plac’h iaouank a hirvoude,
Na gave den hi c’honzolje,
Met ’r palefrinier a weziou,
Gant truez vraz euz hi c’hanvou :
— Tawet, merc’hik, na oelet ket,
Me viro n’ho po drouk a-bed !…… — - ↑ Le Dourduff (eau noire) est le nom d’une petite anse à l’embouchure de la rivière de Morlaix.
- ↑ Une autre version connue sous le titre de : Ar Marc’hadour bihan, Le petit Marchand, débute ainsi :
Ur marc’hadour bihan, euz ar ger a Rouan,
’Zo et da Gerhaes, da foar galan-goan,
Da brena daou c’houpl saout, ur c’houpl oc’henn iwe,
Ewit gonit gant-he ebars ar foar newe. - ↑ Variante :
Iannik ar Bon-Garson, braoa den ma ’z oud-te,
Ha warbenn ma vo de, te gollo da vuhe ! - ↑ Dans une autre version le dénouement est tout différent :
P’oa arru el lann vraz, oh ! ia, pell a-c’hane,
E taolas Margodik diwar he inkane.
Voir dans le Barzaz-Breiz, page 221, la pièce qui correspond à celle-ci, sous le titre de : Le Vassal de Duguesclin. - ↑ La chanteuse prononçait ablest, mot inintelligible ; elle devait peut-être dire ma lestr, mon navire. Peut-être aussi le mot ablestr désigne-t-il quelque partie d’un navire, puisque, comme nous l’avons vu au vers 10, Sylvestrik était marin, quoique son père lui envoyât son petit oiseau à Metz en Lorraine.
- ↑ Cette pièce correspond à celle du Barzaz-Breiz (page 141, 6ème édition), connue sous le nom de Le Retour d’Angleterre. — Voir dans la Revue Archéologique, livraison de mars 1868, page 227, un article très-intéressant où M. D’Arbois de Jubainville compare ces deux versions avec celle du Barzaz-Breiz.
- ↑ Variante :
Er bloaz mil seiz kant pevarzek,
P’oa bet ar stadou en Naonet :
— Eomp-ni holl d’ann ofernio,
Ha goude-ze ni ’ gombatto ! — - ↑ Une autre version ajoute :
— Me ’m euz laket he benn war ’r pave
D’ servijout d’ voul c’hillou d’ez-he ! — - ↑ La famille de Rosmadec tient une large et honorable place dans l’histoire de Bretagne, à différents titres. Je ne suis pas en mesure de déterminer à quel personnage de cette illustre famille se rapporte cette ballade d’une allure si fière.
Le baron Huët de la seconde version ne me semble pas être le véritable nom ; ce doit être une altération, quoique je l’aie trouvé dans la bouche de plusieurs chanteurs.
Dans les Instructions du Comité de la langue, de l’histoire et des arts de la France, rédigées en 1853, par M. Ampère, je trouve, dans la pièce intitulée Monsieur de Bois-Gilles, une situation qui a quelque analogie avec celle de notre jeune Baron tirant vengeance de la mort de son père :
. . . . . . . . . . . . . . .
Achevant ces paroles,
Le combat s’engagit.
Bois-Gilles en tua trente,
Mais son épée faillit.
Il appela son page ;
— Petit Jean, mon ami !
Va-t’en dire à ma femme
Qu’ell’ n’a plus de mari.
Va dire à la nourrice
Qu’elle ait soin du petit :
Et qu’il tire vengeance
Un jour de ces gens-ci ! —
Achevant ces paroles,
Bois-Gilles rendit l’esprit ! - ↑ Il y a des maisons nobles du nom de Pontplancoet dans les communes de Plougoulm et de Plougasnou (Finistère).
- ↑ D’autres versions portent : sant Diboan le saint qui guérit de tous les maux. C’est, m’a-t-on dit, saint Alibon, qui a une chapelle à Plévin, canton de Maël-Carhaix (Côtes-du-Nord).
- ↑ Glas funèbre qu’on sonne dans nos campagnes, au clocher de la commune et à la chapelle la plus voisine de l’habitation où quelqu’un vient de mourir.
- ↑ Voir dans le Barzaz-Breiz (p. 242) la pièce qui correspond à celle-ci, sous le titre de : Azenor la pâle.
- ↑ Rapprocher cette pièce ainsi que la précédente de celle qui leur correspond dans le Barzaz-Breiz (page 286, 6e édition) sous le titre de Geneviève Rustéfan.
- ↑ D’ zivreïna per hag avalou — pour dépourrir des poires et des pommes. Il s’agit de poires et de pommes mises en réserve et qu’on visite de temps en temps ; on emporte celles qui sont gâtées on les dépourrit, c’est- à-dire qu’on enlève la parti qui est corrompue, puis on mange le reste.
- ↑ Le Prat-Ledan est un village à moins d’un kilomètre du bourg de Plouaret.
- ↑ Sainte-Barbe est une chapelle du 16e siècle, dans le bourg même de Plouaret.
- ↑ Variante :
Un dra em speret lavar d’in :
— Lez hi zenzaourou gant Mari ;
Lez hi zenzaourou gant Mari,
Rag mar laeres, krouget a vi ! —
- ↑ Le mot zemizettenn, signifie une jupe de dessous ; quant au mot flottantenn, je ne sais pas bien quelle partie des vêtements de la femme il pourrait désigner. C’est sans doute un manteau, ou un cotillon ample et flottant ?
- ↑ Le vers est faux et ne rime pas, c’est sans doute la faute du chanteur.
- ↑ D’après M. de La Villemarqué, et ses raisons me paraissent bonnes, ce serait Bodigneau, maison noble des environs de Quimper ; mais mon chanteur tenait pour Botilio, en Pestivien (Côtes-du-Nord).
- ↑ Ce dénouement n’est pas d’accord avec l’histoire. En effet, François de Rosmadec, comte Des Chapelles, qui est le héros de notre ballade, fut décapité à Paris en 1627. Komt ar Chapel, breur ar Markiz, dit le chant breton, et, en effet, il était frère de Sébastien, marquis de Rosmadec et gouverneur de Quimper. Y aurait-il quelque rapport historique entre cette pièce et celle qui se trouve à la page 366 et suivantes de notre recueil, sous le titre de : Le Seigneur de Rosmadec ? Les chanteurs, fidèles à leur habitude de défigurer les noms propres, prononcent presque tous Contrechapel. Voir dans le Barzaz-Breiz, p. 301, le Page de Louis XIII, qui correspond à ce gwerz.
- ↑ Je traduis le mot kanjolenn par flageolet, quoique je ne le trouve ni dans Lagadeuc, ni dans Le Gonidec ; c’est un mot tombé en désuétude, mais que je me rappelle avoir entendu dans d’autres chants populaires.
- ↑ Les chanteurs disent, les uns Mézarnou, et les autres Lezarmo. Je ne suis pas en mesure d’établir, avec preuves à l’appui, lequel de ces deux noms il faut préférer, quoique je penche pour Mezarnou. Il y a un manoir noble de ce nom en la commune de Plouneventer, dans le Finistère. C’est sans doute celui que pilla La Fontenelle, le fameux Ligueur. Il ne se contenta pas de ce butin, estimé quarante mille écus ; il enleva aussi l’héritière, fille de Vincent de Parcevaux, et l’épousa. — Il y a un manoir de Kerdadraon, à deux kilomètres de Saint-Pol-de-Léon.
- ↑
VARIANTE.
Person Elliant ’zo bet kuitet,
D’ann Erge-vraz brema ‘z eo et ;
Preparet ’n euz ur walik-wenn,
Da roï d’ann dut ann absolvenn ;
Da roï d’ann dut ann absolvenn,
D’ar re ’ oa klan gant ar vosenn !Le recteur d’Elliant est parti,
Il est allé au Grand-Ergué ;
Il a préparé une baguette blanche,
Pour donner l’absolution aux gens ;
Pour donner aux gens l’absolution,
À ceux qui étaient malades de la peste !
Je tiens cette variante de M. Sauvé, jeune celtophile plein d’ardeur, à qui nous devrons bientôt un recueil de proverbes bretons, bien plus complet que celui de M. Brizeux. Elle fait partie d’une version de ce chant qu’il a recueillie au mois de mai dernier, près de la chapelle de Ann Itron Varia ann hent, en la commune de Saint-Divy, Finistère.
________ Cette pièce et la note suivante m’ont été communiquées par mon ami M. Le Men, archiviste du département du Finistère, qui a publié l’année dernière une nouvelle édition du Catholicon de Jehan Lagadeuc, dictionnaire breton, latin et français, imprimé pour la première fois à Tréguier en 1499. La traduction est de moi.
________
NOTE. « J’ai été mis sur la trace de cette version par M. Th. de Pompery, membre du conseil général du Finistère, et un des Bretons qui connaissent le mieux la Bretagne et le breton. M. de Pompery ayant eu l’obligeance de me faire savoir qu’il l’avait entendu chanter chez M. de Pascal, au château de La Villeneuve, en la commune de Plomeur, je priai notre ami M. Sauvé de la demander à M. H. de Pascal. Celui-ci s’empressa, avec sa bienveillance ordinaire, de nous en envoyer une copie, écrite sous la dictée d’une de ses servantes, nommée Gall et âgée de 70 ans.
« La fin du XVIe et le commencement du XVIIe siècle ont été marqués en Bretagne par des épidémies dont l’existence nous est révélée par les documents du temps. C’est à cette époque qu’il faut faire remonter l’érection de ces nombreuses croix de pierre à fût épineux, connues principalement dans l’évêché de Léon sous le nom de kroasiou ar vossenn (croix de la peste). En 1564, le chapitre de Quimper déserta la ville et tint ses réunions dans les paroisses voisines, propter pestem vastantem civitatem Corisopitensem. On voit par les registres des sépultures de la commune de Plouescat, dans
- ↑ Ces mots cadence et académie, employés par un paysan illettré qui n’en connaissait sans doute pas la signification, doivent s’entendre dans le sens de les belles manières, les manières de la cour.
- ↑ Ne faudrait-il pas markiz ?
- ↑ Variante :
Dont’ ra hi zad da supposi
A vije mad hi dimizi,
Hag hi reï d’ur markiz puissant,
Kastelleni, un den vaillant. - ↑ Il doit y avoir ici une lacune d’un vers au moins.
- ↑ Variante :
— Me ha brema d’rivier Jourdenn,
’Wit ober eno pinijenn ;
Me ha da ober pinijenn,
’N lec’h n’am gwelo den birwikenn. - ↑ Ces quatres vers se retrouvent dans le Gwerz, LES DEUX FRÈRES, —(voir tome 1er page 198 — Vers 8 et suivants)
- ↑ Ces deux vers se trouvent encore dans le gwerz — LES DEUX FRÈRES, 1er vol. page 200 — à la fin de la pièce.
- ↑ Défaut de rime, par altération sans doute.
- ↑ Ce dernier vers est très-altéré, ainsi que toute la pièce du reste, qui n'est véritablement qu'un fragment.
- ↑ Ce vers me paraît obscur.
- ↑ — Je n’ignore pas que le mot breton ordinaire pour rendre le mot Juif est Indew, pluriel Indewien; mais ma chanteuse m’ayant affirmé qu’elle avait toujours entendu dire que le Jouis de son gwerz signifiait Juif, je reproduis fidèlement son opinion : la critique jugera ce qu’elle peut avoir de fondé.
- ↑ On pense que ces différentes dénominations Denoblin, Denombre, Denobre indiquent le prince de Dombes
- ↑ Goaz-ar-garant doit être une altération pour Coëtgourhant, ou Coëtgourant, nom d’un cavalier, nous dit M. Pol de Couroy, qui, lors du siège de 1591, tua involontairement un des siens, d’un coup d’arquebuse tiré de la fenêtre d’une chambre. On sait également que Gouyquet, qu’on a cru, mais à tort, être désigné ici sous le nom de portier ou grand canonnier, fut blessé d’un coup de pique et non d’un coup de feu.
- ↑ La duchesse Anne n'assistait pas de sa personne à ce siège, bien qu'il fût fait pour elle
- ↑ Les BALINO sont des espèces de courtes-pointes particulières au pays.
- ↑ Variante. — En Koad ar Rinek pa ziskenne
- ↑ Je ne connais dans le pays aucun lieu du nom de Trémézan, car il ne s’agit certainement pas ici de Trémazan, dans le bas Léon.
- ↑ Goenesan doit être une erreur de la chanteuse, car cette commune est auprès de Bégard, à six ou sept lieues de Saint-Michel-en-Grève ; c’est sans doute, une altération du nom de quelque localité voisine de la Lieue-de-Grève.
- ↑ Variante : Pa save he vâz uz d’ho fenn,
Ho diskare holl, ’vel kelienn. - ↑ Variante : Ann Derrien kos a lavare
D’he verc’h Jannet, un dez a oe ;
— Ma merc’h Jannet, mar am c’haret
D’al leur-newez na efet ket.
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’al leur-newez me a ielo ;
Mar be sonerienn, me dan
Gant ma dous koant Iouenn
- ↑ Variante : Ann Derrien koz a lavaras
D’he verc’h Jannet, ’vel ma klewas :
Dalet ma merc’h, ann alc’houez-man
Reit gwerz un tok newez d’ehan ;
Reit gwerz un tok newes d’ehan,
'Vô diou blumachenn war-n-ehan.
— N’ê ket ’vel-se a c’hoarveo,
Ho merc’h Jannedig hen defo
— Aotro Doue, ha posubl ’ve
Perc’henn pemp kant skoed a leve,
Ur boesellad gwinis bemde,
Mab ’n amunuser as be-te !
— Bet drouk gant ann nep a garo.
Ervoan ar Gwillou eo am bô !
Kanet gant Jannet Ar Gall, mates
en Kerarborn, — Plouaret 1849. - ↑ Sans doute les coins des housses retombant des deux côtés sur les flancs du cheval.
- ↑ C’est dans « Les Antiquités du Finistère » de M le chevalier de Fréminville, seconde partie, page 203, qu’une version de cette ballade a été publiée pour la première fois.
- ↑ VARIANTES : Er bloaves mil pemp kant ha daou-ugent he c’houec’h,
Bars ar gêr a Lanhuon, ’zo maleur c’hoarveet ;
Ur maleur ’zo c’hoarveet er gêr a Lanhuon
Hag a rento glac’haret kalz a dud a-feson.
Na gant ur plac’hig iaouank a oa o serviji
’N ti ur c’homiser gwinn, en un hostaleri.
Homan oa ur plac’h vrao ha galant ’n he bizaj
Kement a gomze out-hi, d’ezhe holl ’rente grad. - ↑ Variante : Kement hen eûs bet gret o vale dre Lanhuon,
Ken ez eo bet arruet bars en ru Kupidon.
Bars en porchet Sant Pezr, ’n eûs hi c’havet maro,
Al letern ’n he hichenn, ha c’hoas bew ar golo :
All letern ’n he hichenn ha c’hoas bew ar golo,
Bag ar gwad indan-hi ’oa sur a boullado.
Bennoz Doue war d’ine, Perinaïg Mignon,
Gwella servijeres oa en kêr Lanhuon !
Kanet gant Loïs Loyer, — Duault.
- ↑ Le pluriel est ici pour le singulier, pour la rime.
- ↑ Dans le premier volume (pages 267 — 271), j’ai déjà donné deux versions de ce chant, mais beaucoup moins complètes. Cette dernière leçon a été recueillie depuis la publication de ce 1er volume, et voilà pourquoi elle ne se trouve pas à la place et au rang qu’elle devrait occuper dans l’ordre de classification que j’ai généralement suivi, selon la nature, les analogies et la date probable ou certaine des pièces. — La même observation est applicable à plus d’une autre pièce du présent volume.
- ↑ Au lieu de Roskô, pour la rime.
- ↑ Variante : Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he baj bihan eno neuze :
— Pajig bihan, mar am c’haret,
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket ;
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket,
Gra m’ gourc’hemeno d’am fried.
Kas d’êhi ma roched leun a wad,
Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad ;
Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad,
Gant ann daero he daoulagad.
Ha lâr d’êhi, mar komer par,
Komer ul labourer douar ;
Komer ul labourer douar,
Gant den a vor hi ’ve war-var.
Lâr d’êhi reï he merc’h hena
D’ann nep hi gonlenno kenta ;
Na raï ket tensaour a verc’hed,
Na int ket mad da em viret ;
Ha kas he mab bihan d’ar skôl,
N’hen disko ket da aen a vôr :
Met he mab hena, m’hen goar mad,
A vô den a vôr ’vel he dad :
Hag he merc’h iaouank d’al leandi,
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi ;
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi,
Tric’houec’h kant skoed leve ’zo em zi…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marc’harit Fulup,
euz a barous Plunet — 1872. - ↑ Variante : Me a wel o tont ann Turked,
Hag ho goeliou gant-hê stignet ;
Stignet ho goeliou liou d’ar gwad,
Sur omp a vrezel, a gombad.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Dre c’hras Doue hag ann Drindet,
Viktoar war-n-hê d-eûs goneet…
- ↑ Variante : Me ’wel a-c’hann tour Babylon,
Ha tri serpant war he fignon,
Hag ann dud ’zo bars ar vered,
Tro procession ’nn offern-bred. - ↑ Variante : Êt int ho zregont ’n ur poullad,
Doue da roï d’hé maro mad ! - ↑ La Lieue-de-Grève, à Saint-Michel-en-Grève.
- ↑ Variante : En un hent doon p’int arruet,
D’ann Tourello hen eûs lâret :
Em brepar brema pa gari,
Rag ez out en heur ma varwi !
Ann Tourello, p’hen eûs klewet,
Da Gervegan hen eûs lâret:
— Ha posubl ’ve digant Doue
A ve ma c’henderv am lac’hfe !
Ha ni bugale ann diou c’hoar,
Ranna reï ho c’halon gant glac’har !
Ur paz a-dren hen eûs bet grêt,
Gant he gleve ’n eûs han treuzet. - ↑ En la commune de Lanmeur.
- ↑ Variante : ’N aotro Lampfrenen (Locrenan) a lâre
En Lezormel pa arrue :
— Demad d’ac’h mamzell ’nn Tourello,
Me ’deu d’annons ur gwall gêlo ;
Me ’deu d’annons ur gwall gêlo,
’Man ho preur ’l Lew-drez war he c’heno !
Lâret ra d’ac’h na oelfet ket,
Dre draïtouraj eo bet lac’het !
— M’ eo ma breur ann Tourello lac’het,
Balamour ma plije d’ar merc’hed ;
M’eo lac’het ma breur ann Tourello,
Braoa den iaouank oa er vro !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . - ↑ Le singulier est ici pour la rime
- ↑ On m’a montré près le bourg de Plouzelambre, à cent cinquante pas, environ, de l’église, un petit oratoire assez élégant, en pierre de taille, où selon la tradition du pays, le seigneur de Kervégan, exclus de l’église, pour quelque crime, sans doute, peut-être celui qui fait le sujet de cette ballade, se tenait les dimanches, pendant la grand’messe, et priait à haute voix, de manière à être entendu du prêtre qui officiait à l’autel et de tous les assistants.
- ↑ D’autres versions portent, au lieu de Delande, Eolande et même Sulandreo.
- ↑ D’autres versions portent, au lieu de Delande, Eolande et même Sulandreo.
- ↑ Locution bretonne difficile à traduire littéralement.
- ↑ Dans toute la pièce, on joue sur le mot Kabon, qui signifie : Chapon.
- ↑ Ces deux vers ont tout l’air d’une variante des deux précédents.
- ↑ Comme on le voit, dans cette version, le poëte suppose que Jeanne Riou aurait encore parlé après sa mort, pour faire connaître la raison qui l’avait portée à se donner la mort.
- ↑ Peut-être Dinan, — car je ne connais pas de ville ni de bourg en Bretagne qui s'appelle
- ↑ Lanmérin, dans l’arrondissement de Lannion.
- ↑ Variante: — Ur breurig kloarek e defoa
A laere d’êhi tammo bara. - ↑ C’est peut-être une corruption pour Koad-an-Fao, vieux château en ruines, dans la commune de Séglien.
- ↑ Ce passage se trouve mot pour mot dans « Kloarek Javre » qu'on trouvera plus loin.
- ↑ Il paraitrait que c’était à Trémel, et non à Maël-Pestivien ou Maël-arhaix, que travaillaient les piqueurs de pierre de Plouaret.
- ↑ Kavet au lieu de kavout, pour la rime.
- ↑ Au lieu de hen-hi, pour la rime, car kouent est du féminin.
- ↑ Ce premier couplet me semble avoir peu de rapport avec le reste de la pièce. Je croirais assez volontiers que c’est une interpolation.
- ↑ Une autre version présente comme suit la fin de ce gwerz :
Bars ann ti neuze ’c’h antreas
Dirag he mamm e taoulinas ;
Dirag e mamm eo daoulinet,
Pardon digant-hi goulennet.
— O ia, ma merc’h, me az pardon,
Hag a c’heno hag a galon,
Ha c’hoaz da pardonjenn-me mui
Ma vijez troët da dimi.
Er momet-se e partias
Hep biskoas den na c’houveas ;
Hep biskoas den na c’houveas,
D’he breur Dom Iann a lavaras :
— Er baradoz, pe war he dro,
Ma breur Dom Iann, ni em welo ! - ↑ Au lieu de « pedi », pour la rime.
- ↑ Variante : Eman er prizon en Gwened,
Lec’h na zeu kristenn d’hen gwelet ;
Lec’h na zeu kristenn d’hen gwelet,
Met al logod hag ar rac’hed ;
Al logod hag ar rac’hed du
A ra he ganvo en daou du.
Met a-boe m’eo et da Roazon,
Eo digomerret ’vel ur baron.
Gant ’nn aotrone, ’nn dimezelled,
Ann dud-jentil diwar ho c’hezek :
— Kloarek ’r Glaouiar, petra ’c’h eûs grêt,
’Wit bea er prizon laket ?
— Merc’h ar Senechal ar gêr-ma
A zo bet frajil er bloaz-ma ;
Fellout ’ra d’ezhi tamal d’in,
Me ’zo kontant d’hi eureuji. - ↑ Variante : Anna 'r Gardien, ’vel ma klewas,
Da gavoud he breur mager a redas :
— Lâret-c’hui d’in-me, ma breur mager,
C’hui ma sikourfe, m’am be afer?
— Mar d’eo eus ma mestr ho pe afer,
N’ho sikourinn ket, ma c’hoar vager,
Ma vije euz unan all a vije,
Ma c’hoar vager, me ho sikourje.
Anna ’r Gardien, ’vel ma klewas,
En ur penn-bas kerkent a grogas ;
En ur penn-bas kerkent eo kroget,
Brec’h he breur mager e d-eûs toret.
Hag hi lac’ha ann aotro ar c’homt,
Hag iwe ann aotro Ar Beskont ;
Hag hi ’lac’ha ’n aotro Mésobre,
Iwe ann aotro Mezonewe.
Hag hi ’lac’ha ’nn aotro Penanger,
Kerkoulz evel he balefrenier ;
Hag hi ’lac’ha ’nn aotro Mezobran,
Kerkoulz ann aotro Mezomorvan. - ↑ Les deux versions de ce gwerz se chantent sur des airs différents.
- ↑ Zigorres, au lieu de Zigorras, pour la rime.
- ↑ Ce début est le même que celui de Le Clerc le Chevanz, page 407 du présent volume.
- ↑ Gouanac’h, en français Gommenec’h, près de St-Brieuc, Côtes-du-Nord.
- ↑
Le Guindi est une petite rivière qui se jette dans le Jaudy, à Tréguier. C’est à tort que M. De La Villemarqué a dit :
« Etre bek Leger hag Indy. »
Je ne connais en Bretagne aucun cours d’eau du nom de « Indy.»