Gwezen avalou Marianna Goz

Feiz ha Breiz, 1913  (p. 113-116)



GWEZEN AVALOU MARIANNA GOZ


E troïdellou Kemperle pe Nizon, treuz daou pe dri bark deus maner ar Genkiz, e oa o chom breman ez eus eun toullad mat a vloaveziou, eur vaouez koz a oa he hano Marianna ; an amezeien a rea anezi tintin Marianna ; ar vugale a lavare tintin Marianna an avalou ; bremaik me lavaro d’eoc’h perag. He ziik bihan ha koz a oa bet gwechall toët gant soul pe gant balan ; mes breman ne welet varnezan nemet douar ha bruzunachou ; er goanv pa deue barradou glao e kouezent a renkadou gant an dour, e c’hellit kredi e rea glao en ti divezatoc’h eget er meaz ; en hanv avat an doen baour-ze a veze eun dudi he gwelet ; kement haden a goueze varni, digaset gant an avel pe gant al laboused, holl e tiouanent ; e kichen ar chiminal e oa eur bod balan melen aour hag en eun douez penn da benn an doen, bleuniou a bep seurt liou, bokedou an hanv, bleun koukouk, bokedou leaz, bokedou an aman, roz-ki rus tan, sklerig, louzou an tantad, ha neuze bochadou gwiniz, kerc’h, gwiniz du ; asa, netra ne vanke var di Marianna goz, nemed eun doen vat. Pa oa yaouankoc’h, ar baourez kêz koz, he deveze plijadur o sellet ouz an traou brao-ze ; mes breman ne wele mui gwall sklêr hag e tremene he amzer o lavaret he chapeled hag o sonjal er re a garie. Karet rea he holl amezeien, mes eun dra hag unan a garie dreist peb tra var an douar : he gwezen avalou hag intron Maner ar Genkiz.

He gwezen avalou a vage anezi : bep bloaz e roe d’ezi meur a gant lur frouez kaer a werze d’ar frouezerezed ha gant an arc’hant he deveze evito, e c’helle brao en em veva heb astenn he dourn da zen ebed. E c’hellit kredi, ne rea ket kalz a friko ; bara eiz, patatez, leaz, yod gwiniz du ; mes gant an dra-ze e oa eurus evel eur rouanez, ha lavaret a rea laouen « Me ne vank netra din. »

Intron ar Genkiz a garie tost da vat kement hag he gwezen avalou ; an intron vat-man a roe d’ezi dilhad tomm da dremen ar goanv, pallennou da lakât var he gwele ; dont a rea aliez d’he gwelet bag e tigase d’ezi madigou, sukr kandi ha traou all a blij kement d’ar re goz evel d’ar vugale. Marianna a gonte d’he Intron he flijaduriou hag he foaniou. Setu eun dervez an intron a gavas he mignonez koz trist bras ; anat oa zoken he devoa gouelet : Ha ! va intron vat, emezi, kerkent ha ma oa deuet houman en ti, ma oufec’h pegement a velkoni am euz-me ; er bloaz-man e varvin gant an naon, pe e rankin mont da glask an aluzen ; ne welan aval ebed em gwezen, ha koulskoude, sur oun, ez euz bet bleun enni ! »

An Intron a ouie pell a ioa, n’oa ket a avalou e gwezen Marianna goz, mes e c’hellit kredi, ne d’ea ket d’hen lavaret d’ezi. Pa oa furmet ar frouez, e oa bet, kredabl eun nozvez reo, pe marteze ivez ar wezen a ioa re goz ha n’he devoa mui a nerz ; ar pez a zo sur, an avalou a veac’h furmet a ioa kouezet holl d’an douar ; an hini goz n’he devoa ket gwelet an dra-ze, ken fall oa he daoulagad ha breman pa oa deuet ar poent d’ezo da veza bras ha rus, kaër he devoa sellet ne wele nemed deliou.

An Intron he devoue truez ouz ar gêzez koz ; lavaret a reaz d’ezi brao arabad oa en em jala, he devije avalou adarre er bloaz-man koulz pe welloc’h eget er bloaveziou all ; an deliou a ioa stank er vezen hag a vire outi marteze da welet an avalou ; ha neuze ne wele ket a bell hag ar wezen a ioa ken uhel. Marianna goz a gredas an Intron, rak sur oa ne lavare morse a c’heier d’ezi ha beva reas dizoursi hag eurus o sonjal e c’hellje kaout bara adarre gant gwerz he avalou ha marteze zoken e chomje eur guchennik ganti da rei d’ar vugaligou a veze o kerc’het d’ezi he diankachou.

Setu e kreiz miz Gwengolo e oa eun nozveziad avel grenv ; pa zavas Marianna diouz ar mintin e oue souezet holl o welet eur grugel avalou var ar yeot dindan he gwezen : « Gwerc’hez Vari nag a avalou, ha re gaer ’ta ; biskoaz n’int bet ker bras, na ker ruz, an Itron a zo gwelloc’h he daoulagat eget va re-me ; lavaret he devoa d’in sur e roje an Aotrou Doue peadra d’in da veva adarre er bloaz-man ! » Hag an hini goz a garge he zavancher ; meur a dro a rankas da ober ; ne daolas ket a evez ne oa ket an avalou-ze holl euz ar memez seurt ; en eur o destum avat e lavare he fater evit he gwezen avalou hag evit he Intron vat. Teir vintinvez dioc’htu e kavas avalou da zestum hag e lavare outi he-unan : « An Aotrou Doue zo mat ouzin o lakat va avalou da goueza o-unan, rak biken n’am bije gellet o disken pa ne welan mui sklear koulz lavaret. Marianna goz ne vankas ket a voued d’ezi : Intron ar maner a gavas he avalou ker kaër ha ker mat, ma prenas anezo hag o faeas eur priz bras.

Abenn an hanv varlerc’h ar wezen avalou a ioa dizec’het gant ar gozni ; mes Marianna goz a ioa maro araok, hag evelse ne rankas ket asten he dourn da c’houlenn an aluzen.

Eun nebeud bloaveziou goudeze, Intron maner ar Genkiz a varvas ivez ; an holl er vro a ouelas d’an hini a hanvent an Intron vat. E touez mevellien ar maner e oa unan hag a ioa e servich an intron hag he zud abaoue e vugaleach ; ne reat anezan nemet Lan ar Maner ; ar mevel koz-ze eo a ieas da gemenn d’ann Aotrou Person oa maro e vestrez vat ; o daou e skuilhjont daëlou puilh en eur gomz euz an hini a ioa bet Providans ar vro ha skoazel an dud ankeniet. Neuze eo e lavaras Lan d’an Aotrou Person deus peleac’h e oa deuet da Varianna goz, er bloavez diveza euz he buez kement a avalou hag avalou ken kaër d’an ampoent ma ne oa hini ebet en he gwezen : « An intron, emezan, evit na rankje ket ar gêzez koz goulenn an aluzen evit beva, he devoa gourc’hemennet d’in-me dastum an avalou a vije kouezet e liorz ar maner ha distaga zoken deus ar gwez evit o c’has dindan gwezen Marianna goz, ha tri dervez, emezan, oun bet bep mintin, eur mevel all ha me, oc’h ober al labour-ze, araok ma vije den var zao, hag an Itron he deus goude prenet an avalou-ze digant ar baourez a garie evel he mignonez.

An Aotrou Person a lavaras, an dour en e zaoulagad, ha Lan, pegen kaër e tle beza en nenv kurunen ar gristenez vat a ouie ober an aluzen en eun doare ken kaër ha gant kement a garantez kristen. Doue, heb mar ebed, en deus roët d’ezi e varadoz hag a roio e vennoz, d’ar re he deuz lezet var he lerc’h.

M.-A. Abgrall.