Herminig ar roue Konan
Abaoue tost da bevar c’hant vloaz, Bro-Arvor a huanade dindan galloud gwasker ar Romaned kriz. Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em zevel, gounit o frankiziou tremenet ; hogen, trec’het e oant bet dalc’hmad, ha bourevien Rom a gendalc’he atao da waska anezo ar gwasa ma c’hellent. Arvoriz, boaz ma’z oant da c’hourc’hemenn, a gave kaletoc’h a ze plega d’an estren.
Wardro ar bloaz 383, an den kriz Maksim a c’halvas d’e zikour eur brezellour yaouanka Vreiz-Veur, hanvet Konan Meriadeg, Hema, trellet gant promesaou kaer an tirant, a oe mall gantan kuitaat e stadou evit dont da Vro-C’hall.
Konan Meriadeg a yoa eur prinz yaouank kalonek ha kadarn ; en eun nebeudig derveziou en devoa dastumet eun arme dare da vont d’ar brezel dindan e urziou, dare ivez da laza pe da vervel gantan.
Konan Meriadeg en devoa fizianz en e ouiziegez hag en e nerz-kalon, kerkouls ha m’o devoa ar Vretoned fizianz en o mestr.
Konan a reas pourchas meur a lestr a vrezel ha akaat martoloded warno, hag e teujont da zouara war aochou Leon.
Araok mont pelloc’h war douar an Arvor, Konan a fellas d’ezan rei eun tamm diskuiz d’e dud a vrezel. Ober a reas eta d’e dud chom el leac’h-se, endra ma’z ea, hen, gant eun nebeut dijentiled, da welet ar vro a-dost evit ober anaoudegez ganti.
Dioc’h eun tu, ar c’hampadur a yoa gwaskedet gant eur c’hoad tenval ha sioul ; dioc’h a n tu-all, betek an dremwel, ne weled nemet prajeier, runiou hag eun nebeut lanneier. Enno e weled o sevel lorc’hus o fenn war zu an env, ar meinhir hag ar peulvanou, c’hoant ganto d’en em zevel uhelloc’h c’hoaz dirak kan dud estren ze evit stanka an hent outo, evit miret na vresfent mui pelloc’h douar sakr an Arvor. Goude beza chomet eur pennad brao, nec’het a-walc’h, da zellet ouz ar mein iskis-se, Konan hag e vignoned a gendalc’has gant o hent.
Ha setu m’en em gavchont dirak eur ster ledan,
dieas kenan da dreiza…
— « Nec’het oun », eme ar prinz.
— « Dizroomp war hor c’hiz », eme ar re-all.
— « Dizrei ?… Biken !… Kentoc’h e tremenen ar ster diwar neun. »
Kendelc’her a rejont c’hoaz eur pennad gant o hent, o klaskeun treiz bennak da dreuzi ar ster, pa glevchont evel eur glemmaden.
— « Petra eo ar vouez klemmus-se am eus klevet ? » a c’houlennas Konan o trei ouz e dud.
— « N’em eus klevet netra, aotrou ! » eme unan.
— « Faziet oc’h bet, kredabl, aotrou ! » eme unan-all.
Hag ez ejont a-nevez en hent. A benn eur pennad, Konan a jomas adarre a-zav.
— « E gwirionez, emezan, ne fazian tamm ebet… Selaouit c’houi hoc’h-unan… »
Holl e chomjont da zelaou. Klevet a reant mat brema klemmou goustat ha skiltrus hag a deue betek o diskouarn.
— « Sellit ! eme ar prins breton, al loenig koant-se eo a glevemp oc’h huanadi. Gouliet e rank beza, rak doare en deus da c’houzanv kalz. »
Hag o koms evel-se, Konan a ziskouez d’e vignoned eul loenig bihan, bihan tre, gwisket gant eur zae wenn-kann, nemet beg e lost a yoa du.
— « Na kaerat loen ! eme Konan, na me garche e dapa evit hel louzaoui ! »
— « Al loenig-se, eme unan eus ar vrezellourien, a zo eun herminig. N’eo gouliet e doare ebet, aotrou. C’hoant en deus da dreuzi ar ster. Hag evel n’hell ket hen ober hep stlabeza e zae wenn, ec’h en em ro da ouela : gwell eo gantan mervel eget en em zaotri ! »
— « Me a zo o vont da esa e dapout ! O pebeuz
loenig brao ! »
Ha setu Konan o vont war zu ennan. O klask tec’het, an herminig a reas eul lamm e kreiz al lec’hid, ha kerkent e laoskas eur youc’haden skiltrus, he zroad a yoa stlabezet oll, hag e teuas war he c’hiz d’en em deurel etre daouarn astennet ar prins Konan.
— « O herminig koant ! » eme Konan o tremen e zourn war he c’hein hag o secha he zroad gant eun tachad eus e vantel. Ha kerkent he zroad a deuas da veza gwenn-kann evel diagent.
An herminig anaoudek a reas eur zell karantezus ouz Konan evel p’he divije bet c’hoant da lavaret d’ezan : Bennoz Doue !
Eno ec’h echuas e veach, mall oa gantan distrei da gaout e dud evit diskouez d’ezo e gavaden. An herminig he-unan ne glaske mui tec’hel, evel pa vije deuet da veza donv en eun taol.
A-c’houdevez, Konan a zalc’has mat d’e herminig, hag houma eus he zu a zalc’he tost d’ar prins ; heuilha rea anezan e pep leac’h, evel eur c’hi mat.
Meur a vloavez a-c’houdevez, ar gwasker Maksim a falvezas d’ezan gopra ’ar prins yaouank breton evit an taoliou kaer en doa great eus azalek Dol betek an Naoned o trec’hi e enebourien ; hag e roas d’ezan Bro-Arvor e leve.
Evel gouarner, Konan Meriadeg a glaskas atao
ober ar muia ’r gwella a vad d’e zujidi. ha setu
penaos e teuas da veza karet meurbed gant an holl
Arvoriz, betek zoken kinnig d’ezan an hano hag
ar garg a roue. Konan n’oa ken nemet dug betek
neuze. Gant kalz a blijadur ec’h asantas kemeret
an hano hag ar garg a roue an Arvor. Maksim
n’esaas tamm ebet miret outan d’hen ober, rak
m’en doa ar garg pell a yoa.
An Arvoriz a oe eürus gant Konan. Rei a reas d’ezo o frankiz gwechall, ha beza o devoe o lezennou d’ezo o-unan.
Azalek neuze, Tramoriz deuet da heul Konan Meriadeg hag an Arvoriz ne rejont nemet eur bobl. Roet e oe d’ezo an hano a Vretoned Arvoriz, hag hizio o hanver Bretoned pe Breiziz. Liammou start a gerentiez a unane Arvoriz ha Breiziz Tramor ; en em welet a reant alies, hag alies ivez o historierien ne reont anezo nemet eur bobl hepken, ar Bobl geltiek.
Mes, petra oa deuet herminig ar roue Konan da veza epad ar c’houlz-se ?
Eun dervez brezel, al loenig brao, hag a garie kalz e vestr Konan, a gwitaas telten ar prins, en despet d’an holl lazigou a rea d’ezan Darera, gwreg ar brezellour, ha Gwenola e verc’h ; ar re-ma o doa great pep tra evit e zerc’hel.
Galoupet he devoa an herminig, galoupet eus holl nerz he divesker betek an dachen a vrezel, da gaout ar prins roue Konan.
Ar vrezellourien a anavezas anezi a-bell, dioc’h he zae wenn :
— « Herminig Konan ! » emezo holl war eun dro.
Ar roue a vousc’hoarzas, hag a oe evel laouenneat ha kennerzet o welet e herminig ; skei a reas ker kalet war e enebourien ma kemerjont holl an tec’h evel pa vijent spontet.
Ar vrezellourien a deuas d’o zachen a ziskuiz o tougen ganto an herminig gant kalz a enor.
— « Pokit c’hoaz eur wech da Wennig, c’houi, Darera, ha c’houi ivez, va merc’hedigou karet, a lavaras Konan o tisken an herminig d’an douar. Pa’z eo digouezet en hon touez edomp o vont da gila ; hogen, ar gwel hepken eus al loenig benniget en deus roet d’eomp nerz-kalon hag hon deus evel-se roet lamm d’an enebourien divadez. »
Gwennig a oe karget a bokou hag a lazigou. Bep seurt enoriou a oe rentet d’ezi c’hoaz gant ar vugale a zouge anezi endro d’an delten, e-giz ma rea ar zoudarded goude an emgann.
Azalek neuze e oe miret eur c’hougn d’an her minig e telten ar roue. Pa oa deuet an noz e oe kaset di da loja, hag an holl a yeas kwit goude beza hetet nosvez vat d’ezi.
Gwenola vihan a bokas betek teir gwech d’an herminig, kement. a boan he devoa o tispartia diouti. Eun dra bennak a yoa marteze o lavaret d’ezi ez oa eun darvoud bennak o vont da zigouezout gant he loenig epad an noz. Koulskoude, evit senti ouz he breudeur hag he c’hoarezed, Gwenola a dec’has evel ar re all.
Kerkent ha goulou deiz edo an tiegez war zao. Klevet e oe eur vouezig klemmus e kichen dor an delten. Gwenola eo a oe da genta oc’h anavezout mouez he Gwennig ker. Digoret an nor, petra oe gwelet ? Gwennig astennet war an douar, ker kailharet ma vije bet dies-bras d’eun diaveziad gouzout petra oa. Kredi a c’hellede oa bet soubet en eur poull anouez.
— « Gwennig ! o Gwennig paour ! » eme ar vugale dare da ouela.
Lagad Konan a yoa entanet, hag e selle piz endro d’ezan. Klask a rea an digalon, rak, hep douetans, great e oa bet an taol gant unan bennak a dost, enebour d’ezan. An herminig vat a reas eur zell truezus ha mantret ouz he mestr karantezus, ar roue Konan, ha prestik goude e varvas.
Soudarded Konan a zigasas dirak o mestr eur spier kavet ganto o rodellat wardro an teltennou. An aon rak ar maro a reas d’an den ma anzav en doa e gwirionez soubet Gwennig an anouez : gouzout a rea ervad e varvche gant an anken o welet he zae wenn mastaret en doare-ze ; gouzout a rea ivez e raje kalz poan da Gonan, e enebour.
Hervez ma lavar an histor, Konan a lezas e vue gant an torfetour, er gwel eus madelez an herminig. Epad ar c’houlz-se, ar vugale o doa savet korfig an herminig ; Darera a walc’has d’ezi he zae, ha goude e oe douget d’an douar. War he bez e oe savet eur peul mean ha skrivet e oe warnan ar c’homzou brezonek-ma :
E koun eus an herminig Konan a reas lakaat he skeuden war e holl zilhad, ha zoken war e vannielou. Alies e lakea ive ganti ar c’homzou emaoun o paouez skriva.
Setu aze penaos ez eo bet savet ardameziou Breiz-Izel.
Hor rouaned koz kouls hag hon duked a helle gant gwirionez lavaret da baotred Bro-C’hall :
Herminigou Bro-Vreiz a zo eun tamm mat kosoc’h eget lili Bro C’hall !
Ar c’homzou kaer-ze a dlefe beza diviz pep kristen !