Hirvoudou an Tad Santel

Société de la Presse catholique, 1900  (p. 217-222)



HIRVOUDOU AN TAD SANTEL


————
Air de la Jikoloden


I


Ma ’m’euz-me kalonad
Ken a welan, nos pad.
Ne ket eston !
Ma welan-me bep noz,
Alias ! c’houi eo ’zo kôz
Tud hep kalon.



Gand an drouk-sperejou
Dre hent an torfejou
Ez oc’h douget ;
Ia c’houi, ha bep kammad,
C’houi ’ra va c’halonad
Ouz ho kuelet !



Perak ’ta, pobliou keiz,
Teuit-hu ken direiz
Da gounnari ;
O tougen ar brezel
Eneb ho Tad Santel
D’he c’hlac’hari ?



N’oun mui mad evid-oc’h ;
Eun all ’ gavit guelloc’h,
O dallentez !
Hag e klaskit diskar
Va zronik d’an douar !
O follentez.



Hag e klaskit diskar
Va zronik d’an douar,
Me ho Roue,
’Vit he rei da eun all
N’en deuz guir, an den fall,
Digant Doue.



Pe seurt drouk ’ta pelloc’h
Me her goulen ouz-oc’h,
’Meuz-me great ?
Na deoc’h-tu, na da zen.
Ma ez oun en anken,
Kel lakeat ?



Oh ! me a hell touet,
Re vad eo e-z-oun bet
En ho kenver !
Petra eo a glasken
Nemet ho mad ebken
E pep amzer ?



Ho mad eo a glasken
Ha c’hui ’ro d’in anken
Bugale geis !
Ah ! n’e rit ket d’ho tad,
Mervel gant kalounad,
Araog an deis !


II


Ma ’m’euz-me kalounad,
Ken a welan, dalc’h mad,
Ouz treid ar Groaz ;
Ma welan, deiz ha noz,
Ha mar d’e guir oc’h kaoz
Selaouit c’hoas.



Ne rear ket a vrezel
D’ar Pab, an Tad Santel !
Piou benag ’ ve,
’Ve an dud fall er gra,
O deuz bepred eun dra :
Keuz da c’houde.



Ne rear ket a vrezel
D’ar Pab, an Tad Santel,
Na da Zoue ;
’Vit guir el lavaran
Neb er gra da unan
’Gra d’egile.



Mar d-e choui ’ta ve fur
E kredfec’h, a dra zur,
Da bez zo bet,
C’hoarvezet e peb amzer,
Gant pennou ar gounner,
Ebars er bed.



Va c’hurunen ’zo sacr ;
Guall-eur d’ar re fallakr
’ Glask he filad !
Va zronik ’ zo dister,
Guir eo ; e peb amzer,
Goulskoude e pad.



Doue ’n deuz he-unan,
’N em garget anezhan,
Ebars en Env ;
Keit ma pado ar bed
E vo ganthan skoret
Va zronik men.



Evez ’ta, bugale,
Na zeufe dizale,
D’ho tiarbenn !
An Doue a wallit
Rak pa sko, diwallit,
E sko a grenn !



Netra ’zo ken pounner
’Vel e vreac’h e kounner !
Pa ia en dro,
Kenim evit den ebet
Roue ’vel pep sujet.
A gav distro.


III


Pardoun, o va Doue,
Pardoun d’am bugale !
Ma rank unan,
Pignat var ar C’halver,
’Vel guechall hor Zalver,
Em ’oun aman.