Hirvoudou c’houero


Hirvoudou c’houero


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1903
(An holl notennoù e galleg a zo diwar dorn Alfred Bourgeois)



Hirvoudou C’houero [1]


EUR SKRIVANIER EUZ A VREST

————

Evit doania Breiziz n’ez euz ezomm ebet
d’ho c’has pell dioc’h ho bro d’ar penn all euz ar bed ;
Pellait-ho hebken dioc’h ho c’hear, dioc’h ho zi,
a hed nao pe zek leo ; hag int divroidi.
Ia, enn eur gear, e Breiz, me gred’ hell eur Breizad
pa vez iac’h a spered, en em gaout divroad.
Ha perak kement-ze ? mar d-eo red her laret,
dre ne glev ket komza ger Brezouneg ebet,
dre ma vel a doullad, ann dud evel merien [2]
enn ho zouez mesk e mesk kalz troïdellerien,
ha nebeud a re vad, ar re-man ker gwasket
ma rankont iudal forz ; hualet ha pennasket
evel chatal direiz, anez-ho e rear goap.
ha n’en deuz ket abek d’am gredi divroad ;
Eur Breizad er gear-ze gand ann holl distoket
taolet a gleiz a zeou, ruillet ha diruillet
evel eur voladen ? ha ne d-eo ket gwelloc’h
monet pell var ar meaz da ziwal saoud pe voc’h
eged choum da vreina e touez loustoni kear ;
Daoust ha heller prezek, ’vid on me a lavar

e karfenn, ia, raktal mont d’ann daoulamm ac’han,
siouaz ! pa ne hellann gant nec’h e lavarann :
Pegeit e chouminn-me er vouillen, el lagen
am sklabez e kear Brest ? ma torfen va chaden,
ma helfenn-me tec’het er meaz euz va c’haoued
etouez va c’henvroïz da glask va zammik boued
me nijfe a benn-her, euruz drant ha laouen ;
neuze ne venn moustret na stlapet oc’h torgenn
gant an eil egile. Enn hent striz ar c’hargou
ez euz re a engroez, ha me reut va c’hostou ;
Daoust ma ’z oun bihanik, ne ouzounn ket plega
evit chacha gan-en ar bastell zistera.
Re c’hourt eo va liven, hevel oun oc’h eur bleiz
a gar kaout he frankiz evit tizout he breiz.
Koulskoude enn dro d’in kalz a dud a velann
o vont enn ho daou blek, soublet war ho c’hraban
treuz didreuz dre ann drez, dre ’r spern, dre ar vouillen
heb aoun d’en em reuga na da gaout kaillaren,
o kerzet holl em raok ; o sevel enn ho zâ,
hag hevel oc’h ier gleb oc’h em ziwaskella[3]
o strinka tro war dro ho sklabez, ho c’hagal
evid en em skarza. Gra evel ar re all,
a glevann euz he neiz eul labouz o laret :
Breizad, douget d’he benn ha war ar meaz ganet
a vihan oun bet boaz, evit monet d’ar gear
da ober hirroc’h tro evit choum digaillar.

Dre ze e kavann gwell mont dre ar venoden
ha kas bete ’n dalar va ero éeun da benn
eget treuzigellat ha c’hoari troadik kamm,
hag enn eunn toull lagen mont da ober eul lamm.
Bennoz Doue d’id-te ! ha pa venn me eno
o neunv, o paoata etouez ar pek tano
bete toull va gouzouk, pa venn me gwakolier
gant ar fank, gand ar pri, te zinijfe me gred
da astenn d’in da vek, d’am zevel euz ar prad
evit tizout euz va iod, eur bastell, eul loaiad !
Nann, nann, ne zeufez ket, pa ne zeu ket brema
pa ’z ounn dizaotr kempen, ki na den d’am harpa ;
ar re a zo skoret a zo ebad d’ezho
kas ho c’har war araok ; bleinet mad eo ho jeo.
Evid on-me siouaz ! ne gavann den ebet
d’am skora, d’am bleina, ha mar d-ounn ankeniet,
ne d-eo ket tamm ebet evid-on va-unan ;
hogen ’vit va zorrad, va bugale vihan.
Ma c’hanfe enn oad-man dre nerz vad an envou,
eun den hag a rafe d’in, d’am bugaligou
euz a greiz hon enkrez mond ac’han war ar meaz
da danva eur gwir beoc’h er frankiz enn hon eaz,
ann den-ze, hon Doue, a glevfe dre ’r menez
ann ekleo o kana d’ezhan meuleudigez,
enn dro d’eunn aoterik, great gant bleunv ha letoun
savet oc’h ann dorgen, euz a greiz hor c’haloun,
ni holl braz ha bihan, dreist ann heol, ar stered
hen trugarekafe bemdez, bemnoz, bepred… !

Koulskoude petra dal hirvoudi ha ouela !
evel eunn torfedour ; me zo staget ama
gant chadennou pounner ! Den ebet ne ra van
’vit gwelet va daelou, ’vit klevet va gwelvan.
Enn amzer ma vevomp e lezer da wenvi
eur ieotennik keaz, ha gwaz a ze d’ezhi
ma ’z eo bet euz ar prad gand eur barr avel foll
disc’hriziennet, siouaz ! dilezet gand ann holl
e ranko dizec’hi, rak ne zeuio dourn den
da skuilla war-n-ez hi na loum na beraden
— Mestr ar bed-man hepken, trugarezuz, galloudek,
a vel ann emzivad a dreuz war he garrek
astenn a ra he vreac’h da rei d’ezhan skoazel.
Lakeomp hor feiz ennhan, bevomp bete mervel
var gein ann ezen flour, goustadik hen dougen
e lez eur braden c’hlaz e traonien ar grec’hen,
he elez a zinij euz dudi ann envou
da skuilla war-n-ezhan enn noz gliz ha daelou.
Setu hen enaouet dre ar burzud kaëra,
sevel a ra he benn, meuli Doue a ra,
meulomp Doue ivez ; pa ro d’eur ieoten
eunn diveradennik, ne lezo ket ann den
he grouadur karet da c’hlaouri gand ann naoun ;
diskwezomp her c’haromp ha n’hor bezet neb aoun.
Al labousik bihan a gav bemdez he bred
hag evel zo skrivet, morse ne had, ne ved :
o tiskenn euz he neiz, hed ann hent heb dale
e kav eur c’hreunennik da rei d’he vugale,

ha me etouez ann dud ne gavinn eur begad
evit terri va naoun nag hini va zorrad ?
na perak ’ta ann den, kaer en deveuz hada,
labourat a dorr-korf evid en em vaga
ne zastum euz he zouar nemet griziou c’houero ?
Perak e leac’h ar vuez e vedomp ar maro ?
Perak ? Dre ma c’hadomp pep kamed ar pec’hed
dre ma ’z-omp tud direiz gwasoc’h eget loened ;
gant pere e karfemp er menez pe er c’hoat
mond ac’halen da joum da viken evid mad ;
ha ne ve ket gwelloc’h peuri geod er prajou
chaokat kaol pe irvin, panez, pep seurt louzou
evel eur penn moc’h gouez ’ turiat divinouer,
evel eur marc’h dishual, digabestr, dibreder,
heb aoun d’en em vouga ha da vonet e gaou ; [4]
gellout astenn ar c’har, digeri ’r fronellou ;
beza e kreiz eur frost, dizoroc’h ha diboan, [5]
eget beva ama evel eun amprevan [6]
a rank en em ruilla, hep sevel oc’h harzou
enn hanvoez hag er pri, mont war he varlochou,
ruza evel eunn aer ne hell donet a benn
kaer en deuz en em drei da deleur he groc’hen,
eget beza flastret, pigoset gant an holl
a bil a nerz ho c’horf war-n-on gant kant morzoll

evel war eun anne ebarz enn eur c’hovel [7]
Beza… gwell eo tevel. Displeget va askel
ha n’hellinn dizale, evel eur goulm nijal
euz ar gear-man, ker bac’h, ken hudur, ken tenval
ma ’z eo bet dibabet gand abek d’eur c’haleour ?
Pa dorro al liamm a stag va ene paour
oc’h Brest ann eil ifern, va c’haloun a drido ;
neuze gand levenez di-outhi me gimiado,
me gerzo, me redo buhana ma hellinn,
dishevel dioc’h grek Lot, war va lerc’h ne zellinn.
Diouzin ec’h hejinn, e stlapinn an truillou
a c’hrac’hellann gant kalz loenedigou. [8]
Nann, ne gasinn gan-en na koloen na spillen
evit na zeui d’in koun euz a Vrest birviken ;
neuze, enn noaz grizil, a drugarez Doue !
ec’h hellinn, skanv, redek buhan, kerzet, bale ;
neuze me lavaro : Kenavezo Sodom
m’am gwelez te biken, ar skourn a vezo tomm,
menesiou Breiz-Izel, he reier, he c’herrek
pa zistroïn da Vrest a vezo bouk ’vel pek
hag ar gear vraz a Is, pell a zo dismantret
a vezo war ann aod gand ar mor dislounket !

  1. Nous avons respecté l’orthographe de l’auteur, c’est-à-dire celle de Legonidec, qu’il a observée scrupuleusement dans toutes ses œuvres, ainsi que l’attestent les manuscrits que nous a cédé sa veuve.
  2. Toullad : plein un trou.
  3. Le texte porte oc’h dour ier : des poules d’eau, mais celles-ci ne sont pas sales comme celles qui sortent du poulaillers.
  4. En em vouga, m. à m. : s’étouffer.
  5. Soroc’h désigne le grognement des porcs.
  6. M. à m. : comme un reptile.
  7. M. à m. : dans l’intérieur d’une forge.
  8. Gant kalz loenedigou. Texte : war gein loenedigou