Histor farsus Pipi Loustik



Histor farsus Pipi Loustik


Gant Loeiz ar FLOC’H


————


I. — E vugaleach

Gwechall goz, breman zeuz daou c’hant vloaz pe dost, e oa o chom e Montroulez, eur marc’hadour mezer, unan pinvidik braz. He hano mad a oa Fanch Riboter, ha dimezet e oa da eun dimezell koant ha pinvidik hanvet Katell Basvalan. E Garlan e oa bet an eured, eun eured kaër meurbed, rak ouspeun eiz kant den a oa bet er friko.

Prestik goude ma oa deut Fanch Riboter gant e itron da zelc’her stal vezer da Vontroulez, Kement marc’hadour mezer a ioa e kear ha wardro, a rankaz dilezer o c’hemverz, ne reant mui netra. Ha voul a ioa gant Fanch, ha gouzout a ree ruilh anezhi.

Daou vloaz goude an dimezi, an aotrou Doue a roaz d’an daou bried-ma eur bugel, eur potrik. Eaz eo kompren an digemer kaër hag ar stad a ioa great d’ar c’hrouadur. E baëron, Pipi Fricam euz sant Utrop, a ioa lorc’h ennan o rei e hano d’e filhor bihan, ha Mari Lardouzen euz Troudousten n’en em zante ket gant ar stad a ioa ennhi o kas ar bugel d’an iliz. N’euz ket ezom da lavaret e oa bet eur friko braz en devez-ze e ti Fanch ar mac’hadour mezer.

Daou zevez goude e vadiziant, ar bugel a ieaz gant e vagerez da Blouyann. En doare-ze, ar vam a c’helle gwelloc’h hag œsoc’h en em rei d’he c’hemverz, p’egwir ne doa ket ezom da zoursial deuz he bugel. Da zul, Izabel Lagatu, ar vagerez a deue da ziskuez ar bugel d’e dad ha d’e vam, ha lorch a vije ennhi o tont, rak sur e vije bep tro da dapa eul lagad ejeun, en tu-all d’an tregont lur ar miz a roet d’ezhi evid maga ar bugel.

II. — Yaouankiz Pipi.

D’an oad a ugent miz, Pipi a ioa digaset d’ar gear. D’ar c’houlz-ze ar bugel a valee mat, ha, bennoz d’e vagerez, e lavare dija eur gerik bennag e brezonek. Eun druez oa gwelet ar rann-galoun e devoa Isabel oc’h en em zispartia deuz ar potrik e devoa maget ha kement karet evel ma vije bet d’ezhi. Goulskoude, red e oa, rak an daou varc’hadour ive a garie o mab hag an tosta ma vije d’ezo, oa ar gwella ganto. Nag a ebat o devoa o welet ar potrik o sevel en o c’hichen, pegen laouen e vije o c’halon o labourat war an deiz p’o devize roet eur pokig d’ezan en e gavellig bihan. Tridal a ree o c’halon en o c’hreiz, o klevet o mabig o lavaret d’ezo : Tata ! Mammik ! hag en eur ger, ne zantent na poan na skuizder, kennerzet gant komzou tener ar bugel.

Mes allas ! an euruzded n’eo ket paduz, ha dibaot eo he c’haout er bed-ma, rak tec’het a ra diganeomp araok m’on deuz gallet he briata.

Evelse ive e c’hoarvezaz gant famill Fanch Riboter, hag an Ankou kriz a dlie dont heb dale da lakat eun termen da euruzded an daou varc’hadour.

III. — Maro ar vam

Eun nozvez, e kreiz an noz teval, an itron Riboter a en em zantaz klanv, eun derzien vraz a grogaz ennhi en eun taol-kont. Kerkent ar Pa oa deut Pipi d’ar gaer, echuet ganthan e studi, an aotrou e dad a ioa mantret o welet pegen nebeud a dra en devoa desket e skolach vraz an Tadou Jezuisted. A dra-zur ar potr a ouie lenn ha skriva, ober eul lizer a ouie ive zoken, mes ne ouie ket kalz o dra ouspen. Neuze e tenaz buan da zonjal ne oa ket marteze æz awalc’h spered ar potr. Deuz eur c’hostez all, e vele e vab ato trist, e spered ato okupet gant eun dra bennag. An ebatou ne blijent ket d’ezan, ar c’hoariou, an dansou a zeblante ober d’ezan poan benn. Meur a wech potred yaouank euz e oad a ioa bet kaset gantan da bourmen, pa deuent da lavaret d’ezan mont asamez ganta da c’hoari.

O welet e vab er stad-ze, an aotrou Riboter a ioa e-unan enkrezet, hag a ieaz da bedi eur medizin koz da zont da leïna d’e di, evid gwelet pe seurt klenvet en devoa ar mab.

An doktor koz a deuaz, hag epad leïn e welaz ardou Pipi. Pa oe debret ar pred, ar medisin a lavaraz d’an tad e oa red dre ar c’heariou tenna spered ar potr yaouank deuz ar zonjou trist a zamme anezan noz ha deiz. « O mab a rank c’hoari, chaseal, rak ne welan nemed an dra-ze d’her parea. Kalz vad a rafe mont da ober eur veach hir en eun tu benag, rak sonjal a ran eo taget e spered gant klenved ar beachou. Ar potr en deuz lennet er skolach kalz istoriou beachou great gant tud gwiziek euz hor bro, evid gouzout penaoz ema doareou an dud a bell-bro. A dra-zur, mar galfec’h her parea er gear, e vije gwelloc’h marc’had d’eoc’h, eget na ve ma rankit kas anezan da bourmen a bell ac’hann. Ali roan d’eoc’h eta da rei dor digor d’ar botred yaouank a c’hell beza mignoned d’ezan a vreman, ha da brena kartou hag a nebeudou o mab e deui da gemer plijadur o c’hoari er gaer. Mes kemerit ar potr dre gaër, arabad eo d’eoch esa forsi anezan e giz ebed, pe e blijadur ne vezo ket henvel. »

An aotrou Riboter, en de warlerc’h, a bedaz daou botr yaouank deuz oad e vab da zont da goania ; ha pa oe debret koan, ec’h en em lakeaz da c’hoari kartou ganto. Pipi a choariaz ive eun abadennad, hag a c’houneaz dek lur.

Antronoz e ieaz da gaout an daou botr iaouank, hag e lavaraz d’ezo dont adarre em-berr, nemed e vije red d’ezo lezer Pipi da c’hounit outo koulz lavaret bep taol, mes an arc’hant a gollchent, a vije restaolet d’ezo.

Goude o c’hoan, an daou yaouank a deuaz, hag a en em lakeaz a-zevri da c’hoari kartou oc’h an aotrou hag e vab. Pa oe divez an abadenn, an daou Riboter a c’houneze ouspenn ugent lur etre-zo o daou, rak c’hoariou braz a ioa ganto. Evel just, hag hervez e oant en em glevet, an aotrou a restaolaz o arc’hant d’an daou goller.

Antronoz vintin, an aotrou a brenaz eun daol da c’hoari boulou, ha goudeze, bemdez epad ar goanv, ar boulou a ruille goude koan. Pipi a ioa dija abenn divez ar goanv, koulz lavaret pare euz klenved ar beachou, ha bemdez epad an deiz e laboure start, gant an esperans da c’hounit arc’hant o c’hoari deuz an noz.

V. — Beach an aotrou Riboter

Pipi en deuz breman naontek vloaz, ha bemdez abaoue ma z’eo echu e studi, e labour asamez gant e dad er stal vezer. Gouzout a ra ar priz deuz kement a zo en ti, ha ma na ouezfe ket, Angelina a zo aze evit difazia anezan. Angelina eo hano ar plac’h yaouank kemeret da vatez gant an aotrou Riboter, eun nebeud deiziou goude maro e vreg. Merc’h eo da Izabel Lagatu, magerez Pipi. Ar vatez yaouank a zo eur plac’hig lemm a spered, leun a volontez vad evid he mestr, hag he honestiz a zo par d’he gened.

Eun devez deuz ar mintin, an aotrou a lavaraz d’e vab :

« Selaou Pipi ! ezom em euz da vont da Vro-Zaoz ha d’ar Beljik, da welet an tiez braz a ve great enno an danveziou a verzan, ha mar gallan dont a-benn euz va zaol evel a zonjan em bezo great eur veach talvouduz. Pell a zo emaoun о sonjal er veach-ze, mes breman e son­jan ez eo aez d’in en ober, p’e gwir oud goëst da vleina ar c’hemverz.

— « A dra-zur va zad, oun goëst da geraer o plas, ha pell awalc’h a zo emaoun wardro ar stal evid gouzout petra zo ennhi. Angelina ive a zo aze, hag a oar koulz a me ar c’hemverz. Arabad eo d’eoc’h eta kemer an distera nec’hamant, hag evid mad an ti, e c’hellit tec’het eur pennadig, deuit en dro kenta ma c’hellfoc’h va zad, rak gouzout a rit ez oc’h ar c’houlaouen a sklerijenna an ti, e rit va laouennedigez. »

— « Mad, va mab ! varc’hoaz neuze e kemerin al lestr a gaso ac’hanon da Londrez, ha deuz eno e vezin kaset da Vruxell, el leach ec’h anavezan kalz marc’hadourien vraz a vezer.

IV Ar c’hoarier.

Antronoz vintin, ar Riboter a gemeraz al lestr a gasaz anezan d’an Haor-Nevez, ha deuz eno e kavaz raktal eul lestr evid hen disken war douar Londrez.

Pipi, bet kustum da c’hoari boulou ha da c’hoari kartou ha da c’hounit arc’hant, a gave d’ezan n’en dije ket kavet e bar da c’hoari en neb leac’h ebed. Sonjal a ree, p’e gwir en devoa gounezet oc’h e vignoned, en dije ive gounezet oc’h kement hini a c’hoarife outan.

Daou zevez eta goude ma oa eat e dad da veachi, e klaskaz an tu da c’hoari en hotel vrasa a ioa e Montroulez dar c’houlz-ze.

Ne zaleaz ket da gaout e c’hoant, rak prestik goude ma oe en em gavet er gambr-c’hoari, eun aotrou gwisket brao, eul lakez euz Pariz, e c’houlennaz outan a kontant e vije da ober eun abadennad.

— Ne c’houlennan ket gwelloc’h, a lavaraz Pipi.

Kroget da c’hoari, ar botred a lakee ugent real e klaoustre, pe e pari. En devez kenta Pipi a c’houneze kant lur, mes en de warlerc’h e oa bet flemmet, hag en devoa kollet pemp kant lur. Mez allaz ! gant Pipi e c’hoarveze evel gant an oll c’hoarierien, ha p’en devoa gounezet en devez kenta, en devoa c’hoant da c’hounit adarre en eil. Mes padal e kollaz, hag er gouzout a reomp, c’hoant a ve ato da gaout da viana an arc’hant kollet, ha lavaret e ve : Marteze dre eun taolik a chans hebken e c’hellan en em zevel. Pipi eta a ieaz adarre en trede devez da c’hoari, ha breman e lakeont kant lur e klaoustre, ha testou a zo ganto o daou. Ar Parizian araok lein a goll pevar mil lur. Goude lein ez eo mil lur an taol. ha da ziv heur, an daou c’hoarier a zo koll gounid. Neuze Pipi a laka dek mil lur an taol, ha da beder heur e kolle hanter-kant mil lur, da c’houec’h heur ar Parizian a c’houneze daou c’hant mil lur. Neuze Pipi, imor ennan, a c’hoanteaz tec’het kuit, mez allaz ! red e oa bet d’ezan sina daou c’hant mil lur d’ar Parizian, hag o zevel d’ezan abenn eur miz, termen diveza.

Ar paper, great dirak testou, a ioa great mat evid al lezen, hag e gwirionez Pipi a ioa dleour d’ar Parizian deuz a zaou c’hant mil lur.

Pipi neuze a deuaz d’ar gaer lostok, o sonjal er c’hoari vrao en devoa great, hag o vallozi war an devez ma oe digaset eun daol c’hoari boulou d’e di. Mont a reaz rag eün da gonta e istor da Angelina, hag an dour a deue en e zaoulagad o sonjal er rann-galon en devije e dad o klevet eun henveleb kelou pa zigouesche er gaer. Ar plac’h yaouank a frealze gwella ma c’helle he mestr, lavaret a ree d’ezan mil ha mil dra all, evit esa lakat anezan laouen, mes kaër e devoa, ne c’helle ket en ober.

VII. — Pipi a ia en hentchou

Spered ar potr iaouank ne ket esaat a ree, dre ma tostee an termen da rankout disklouma e ialc’h da rei daou с’hапt mil d’e Barizian. Pemzek devez a zo abaoue ar c’hoariadek, ha pemzek devez all a zo ive abenn ma tigouezo an termen da renta kompt da lakez. Pipi a skrab e benn, ha diez braz eo e spered. Evit rei daou c’hant mil lur d’ar Barizian deustu, n’en devoa nemed gwerza an hantet euz e stal, mez neuze an tad a c’houezfe raktal, pa welfe ar vagajen hanter c’houllo. Meur a voien all a well c’hoaz dirag e zaoulagad, mes oll e oa eun dra bennag da lavaret dioutho.

An noz a ioa kaër ar stered en oabl a lugerne, al loar ne oa ket c’hoaz savet evid teuler war an douar e sklerijen. Goulskoude Pipi, goude beza debret enn tammik d’e goan, a deuaz e-unan da ober eun droïk en e jardinn. Bale ree goustadik, hag an trez munut a strake dindan e voutou lerr, hag ar bleuniou kenta euz an hanv a daole dre ar jardinn eur c’houez vad meurbed. Ar c’hi du pa welaz e Vestr, a deuaz evel kustum da chilpat outhan, da c’houlen diganthan eun tammik karantez. Allaz ! ne oa ket ar mare, hag ar c’hi paour argaset, a iеаz en eur iudal truezuz d’e lochenn.

Pipi a gendalc’haz da vale dre ar jardinn ken e oa en em gavet er c’hraouig dister a zerviche d’ar mevel da lakat ar benvijou. Evel en dije great eun dra all, ne ouie ket evit petra, e tigorraz an or. Kerkent ma oe digoret, eur sklerijen gaër a gargaz ar c’hraou, hag e-kreiz ar sklerijen-ze, eur spes a gommansaz da lavaret : « Potr iaouank, arabad eo d’eoc’h sponta, mes selouit va c’homzou ha grit evel a livirin d’eoc’h, kaout evid paëa ar Parizian. Du-ze, pell pell ac’hann ez euz teir enezennik, an tosta a zo daou c’hant leo ac’hann ; an eil a zo kant leo deuz ar genta, hag an trede daou c’hant leo deuz an eil. Rakse ta ar pella a zo pemp kant leo ac’hann.

En enezen dosta ema va mam о chom, en eil ema va mam goz, hag en drede va mam gûn. E pep hini euz an enezennou-ze, ez euz asamez gant ar merc’hed koz teir blac’h yaouank euz ar re gaëra. Mes aman о pezo da zioual ouz ar merc’hed-ze a zo ken fallakr evel ma z’int kaër. Klask a raint an tu da zont a-benn diouzoc’h, ha ma ne vezit ket krenv awalc’h evid stourm outo, n’euz nemed ar maro evidoc’h.

Lavaret a raint d’eoc’h mont ganto da bourmen er jardinn, mes diouallit ! Eun nozvez a rankfoc’h da dremen e peb enezen, hag aman adarre diouallit da chom en о kuele goude sao-heol, rak kerkent a sao-heol, an teir blac’h yaouank a deufe en о kambr da daoler war­noc’h biliennou deuz an aot evid о laza.

En trede enezen eo ema ar gwasa beac’h evidoc’h, mes arabad eo d’eoc’h kaout eno muioc’h e aoun eget n’o peuz bet en de all pa oac’h о c’hoari taoliou a gant mil lur gant о Parizian. Eno e tremenfoc’h diou nozvez, hag en nozvez diveza о pezo affer oc’h nao blac’h yaouank kounnaret. An teir blac’h yaouank deuz an enezen dosta hag an teir deuz an enezen kreiz a ielo war neun beteg an enezen bella, hag eno ec’h en em gounit evit gouzout pehini anezo a vezo da dostaat d’eoc’h. Diouallit, ha diouallit mat euz ho ardou, rak tentuz e vezint. Deuz ar mintin en eil devez, an nao blac’h yaouank-ze a en em daolo er mor da neun. Neuze va mam gûn a lavaro d’eoc’h mont war о lerc’h. Sentit outhi, hag en em daolit er mor, neuit ken о pezo tapet unan anezo ha digasit anezhi war an trez.

Ne vezo ket c’hoaz echu oc’h abaden, hag abenn m’o pezo о taou c’hant mil lur, о pezo c’hoaz eur gefridi braz da ober. Mes ar plac’h yaouank о pezo tennet euz an dour, a lavaro d’eoc’h petra da ober, n’o pezo nemed senti outhi rik ha rak penn da benn an neuden.

It breman deustu en eur redaden beteg aot Karantek, ha d’an taol a hanter-noz e klevfoc’h eur zutaden war ribl an dour.

Al loar a vezo sklaer, ha gwelet a rafoc’h Mari Morgan, rouanez ar mor, о tont d’o tigemeret war ribl an aot. Azaleg hanter-noz em-berr beleg kuz-heol varc’hoaz e vefoc’h war gein ar vor-blac’h о vont d’an enezen dosta. Pa vezo echu о kefridi eno, hi a gaso ac’hanoc’h d’an eil enezen ha d’an drede. Deuz eno e vefoc’h taolet aman, war an aot-ma, ha daouzek devez e vefoc’h ober о tro. It eta ha grit just evel em beuz lavaret d’eoc’h. Me zo hanvet Madoberourez Breiz, hag ar garg em beuz da denna euz ar glac’har an dud honest a zo bet eveldoc’h kouezet e lasou an estren divergont. О tro a refoc’h mad, rak va spe­red a vezo a-hed ho peach о sklerijenna hoc’h hini. Kerzit ’ta den iaouank, ha dalc’hit sonj mad euz an hini a ro d’eoc’h an enor ho peuz kollet dre eun taol follentez. Kenavo.»

VIII. Beach Pipi

Kerkent m’en devoa lavaret ar ger diveza-ze, ar spez a dec’haz, hag an devalijen a renaz adarre er c’hraou. Neuze Pipi, heb lavaret ger da zen, evel bleinet gant eun dourn kuzet, a gemeraz raktal hent braz Karantek.

Lezomp anezan breman da gonta d’eomp e veach penn-da-benn, hag e welimp gwelloc’h dre begement a drubuillou e rankaz tremen abenn kaout e zaou c’hant mil lur.

« Nav heur a ioa о seni en horolach Sant-Vaze, pa oan о tremen dre dal an iliz-veur. Mez a veac’h e oan erruet e-kichen ar Butun, e san­ten dija eur c’houezen ien о sklasi va holl izili, ha kaër em boa esa bale, e oan evel eun den mezo, ha seblantout a ree d’in e oa unan bennag о stroba ac’hanon bep kammed a reen. Neuze ec’h azeziz, hag ar c’housked a grogaz ennon. N’ouzon ket d’ar just pegeit e oan bet о hunvreal, mez pa oan dihunet, e oan war ribl an aod e Karantek. A boan em boa bet amzer da zibikouza ervad va daoulagad, pa gleviz eur zutaden skiltruz о tregerni en dour, ha kerkent ive eul luc’heden trelluz a sklerijennaz an oabl hag ar mor. Raktal ive e weliz dirakoun furm eur plac’h iaouank, he bleo a ioa hirr ha melen-aour, he daoulagad a bare warnon evel diou c’houlaouen lugernuz. Neuze e weliz eur vousc’hoarz dudiuz war he muzellou, ha gant eur vouezik dous e lavaraz d’in ar c’homzou-ma ne ankounac’hain biken :

— Den iaouank euz a Vreiz-Izel, den a lignez uhel, lavar d’in-me perak e peuz en em lezet da ober eun taol follentez evel e peuz great, eun taol hag a zo awalch evid lakat ac’hanout da goll da enor hag hini da dad !

— Dimezell, a lavariz d’ezhi, n’ouzon ket va unan peseurt spered diaoulek a boulzaz ac’hanon da ober eun hevelep tra mezuz evidon hag evid va famill rak-se ta e pedan ac’hanout da bardouna d’in va fec’hed. Gwel va glac’har, ha gwel ar boan a gemeran evid rapari eur faot a yaouankiz, bez madelezuz em c’hever, bez truez oc’h eur paour kez Breizad kouezet etre skilfou eur Parizian dinatur. »

— « Deuz da azeza war va fenn, ha gant va bleo melen hag hir, gra eur vantell evid en em c’houdori, hag eul liann evid en em starda warnon, gant aoun na deufe did koueza er mor doun. Eur vech ma vezin kommanset da neun, ne ehanin en neb leac’h, rak daouzek leo bep heur a rankan da ober evid beza en enezen hanvet enezen ar Spont, abenn kuz-heol varc’hoaz. »

— Va goad a vervaz em gwazied, pa gleviz hano an enezen-ze, ha goulskoude ec’h en em lakiz da azeza war penn ar vor-blac’h, ha gwella ma c’helliz ec’h en em stagiz outhi gant e bleo. Kerkent eur zutaden skiltruz a dregernaz an aer, ha diou askell va lestr beo a en em lakeaz a-zevri da faouti ar mor divent. Neuze ec’h en em roiz nompaz da gousket, mes da ouela dourek. Da beleac’h e oan o vont !… Piou a welchen em-berr da guz-heol !…

Ha goude !… Sonjal a reen ive er c’hemverz braz em boa lezet du-ze e Montroulez etre daouarn Angelina. Gwir eo e c’hellan kaout fizianz e merc’h va magerez, mes petra zo deut a vreman en he spered pa ne wel ket ac’hanon e penn va stal. Sonjal a raio marteze em bezo en em daolet war va fenn er ster, pe e vezin en em zistrujet en eun doare all bennag. Marteze e sonjo e vezin tec’het euz ar vro. Ne ouien petra da zonjal. E oan o sonjal en oll draou-ze, tremen a reent dre va spered evel eun hunvre kasauz, pa deuaz ar c’housket da gloza d’in va daoulagad, ruziet gant daërou bero ar glac’har. Ne gleven mui an dour o soroc’hat dindan diou askell nerzuz ar vor-blac’h, ne welen mui ar mor o wenna a bep tu d’in oc’h skjerijen al loar.

An deiz a ioa o c’houlaoui, al loar a nebeudou a golle he sklerijen ha du-hont en dremwel, ar Rod vraz alaouret a zave a nebeudou deuz goueled ar mor, evid ober he zro d’an oabl glaz ha skeduz. Ar c’housket a bellaaz diouzin, ha gwella ma c’hellen e kasen diwar va zro ar zonj ouz ar gear evid en em rei holl d’al labour e oan oc’h ober. Daoust ma n’em boa debret tam abaoue va c’hoan en de arok, n’em boa tam naoun, daoust ma oa tano va dillad, n’em boa tam riou.

Wardro nav heur. Mari Morgan a lavaraz d’in e oamp en hanter an hent, hag a alie ac’hanon da gemer nerz-kalon. Plijadur a gemerren o sellet oc’h he diou askell o faouti an dour, hag erruz ec’h azezet ekreiz ar mor braz war benn va mor-blac’h. An heol, a-unan gonen, a domme va zili. ha wardro kreiz deiz ec’h en em lakiz da gana eur zonik en iez va bro Breiz-Izel. Petra dalveze d’in ober gwad fall ! koulz e oa d’in kemer an amzer evel ma teue, ha sonjal ervad er gefridi e oan oc’h ober. Koulz all, ar spez Madoberourez Breiz Izel e devoa lavaret d’in kemer nerz-kalon, hag e teufen a-benn deuz va zaol. Fizianz eta a c’hellen da gaout em stereden, rak a drugare Doue, ne oa ket eur stereden lostek.

— IX. Pipi en Enezen ar spont

An heol a ioa o vont da goueza, goude beza taolet war an douar e vannou a sklerijen hag a domder. Gwelet a reen breman dirak va daoulagad eur bern reier uhel. Mari neuze a lavaraz d’in : Potr yaouank a Vreiz-Izel, sell oc’h ar chastell kaër a zo du-bont e kreiz ar mor. Na welez-te ket ar prenest о lintra oc’h sked an heol ?

Aze eo e tremeni an noz, aze ema о chom mam Madoberourez Breiz. Dalc’h sonj breman deuz ar pez he deuz-hi lavaret d’id dioual oc’h an teir dimezell skedus a zo er maner-ze, rak ken braz eo ho fallagriez evel ho gened. Varc’hoaz vintin da deir heur, tec’h didrouz euz ar c’hastell, rak da beder heur, ma vevez c’hoaz er gampr, e vezi lazet gant ar biliennou o koueza warnoud. Kerkent ma vezi tec’het deuz var-ëun d’am c’haout, rak poent e vezo d’eomp poursu hor beac’h hir.

Kerkent m’e devoa lavaret ar gir-ze, ar vor-blac’h a lezaz eur zuta­den skrijuz, hag evel eul luc’heden, a dreuzaz ar reier uhel. Eun taol askell spontus a roaz d’ar mor, ha kerkent e oan war ribl an trez gwenn.

P’em boa taolet va zroad war an trez, e weliz ar c’hastell о skleri­jenna, hag e kleviz mouez sklentin ar merc’hed о kana.

Va c’halonig em c’hreiz a lamme, va gwad em gwazied a verve, ha va zreid a daolen an eil goude egile war an douar, n’ouzoun dare pe­naoz. Goulskoude va spered a ioa leun a fizianz, hag en despet d’ar spont em boa, e iajen da skei луаг an or a welen dirak-oun.

An or a zigoraz anezhi he-unan, ha neuze e weliz ar maner en e sked, ar jardinn leun a vleuniou c’houez vad. An teir dimezel a deuaz neuze en eur gana da gerc’hat ac’hanon da doull an or, hag en eur gana e zachomp er c’hastell.

An dimezelled a gane soniou brezonek, hag an dra-ze eo a reaz d’in ar muia vad. Pa oan antreet en ti, eun itron goz, gwisket penn-kil ha troad gant dillad arc’hantet, a deuaz da c’houlen ouz-in petra glasken en he maner.

— Me, itron, a zo eur Breizad euz a Vontroulez, hag em beuz bet ar gwaleur da goll daou c’hant mil lur o c’hoari oc’h eur Parizian. Ho merc’h e deuz lavaret d’in dont d’ho kaout, ha kaout fizianz ennoc’h, e rofec’h d’in arc’hant evid paea va dlee. Setu me erruet, digaset gant Mari Morgan.

— Azezit, den yaouank, ha selaouit kana en iez ho pro Breiz, ar zoniou kaëra graet gant barzed brudet e peb leac’h.

— Neuze e weliz ar vrac’h koz о vont da azeza war eur gador arc’hantet, gwelet a riz anezhi о kemer etre he daouarn gwenn, eun delen arc’hant pur. Ar merc’hed neuze a ganaz oc’h son dudiuz an delen, hag er Baradoz ne glevin ket bravoc’h muzik. Da zeiz heur, an itron goz a lavaraz d’in mont da gemer eun tam boued. Naoun em boa, rak war an deiz n’em boa bet taken, hag evel a c’hellit da gredi, noa ket bet red pedi ac’hano diou wech. Dábri a riz eta mat va c’hoan, ar pez a garien em boa bet. Goude koan, ar merc’hed, a bedaz ac’hanon da vont gantho da ober eun dro jardin. Lavaret a riz d’ezho e oan skuiz, n’em boa kousket beraden ebed en noz diarok. Mes kaër em boa, e chachent war va divrec’h, e komzent flourik ouzin, e reent d’in a bep seurt ardou evid esa va chacha gantho d’ar jardinn.

An itron goz a c’hoarze, a lavaret d’in ive mont gant he merc’hed eur penadik da zidui va spered etouez ar bokedou c’houez-vad. Respont a riz d’ezhi e plije he merc’hed d’in, mes ar c’hoant kousket em boa a harzche ouzin da gaout plijadur asamez gantho. Neuze an itron a roaz d’in eun tam paper, ha warnan e oa merket ar c’homzou-ma : (Ar Breizad a zo fur, dre aman ez eo tremenet d’ar zeitek euz miz even) Eu eur rei an tam paper ze d’in, an itron a lavaraz d’in mont gantan da enezen ar C’hlemmou. An enezen-ze, evel em beuz lavaret, a zo kant leo deuz enezen ar Spont. An itron neuze a lavaraz d’he merc’h hena dontda ziskuez d’in va c’hambr. Sebezet e oan bet о welet pinvidigez ar gambr a bez, ba dreist-oll e chomiz mantret, о welet eur gwele arc’hant о lintra oc’h skeud ar goulou.

Mes allaz ne gouskiz ket nemeur em gwele arc’hant, rak va spe­red ne oa ket aez, aoun em boa da vankout d’an heur, aoun em boa da veza lazet gant ar biliennou. Antronoz vintin da deir heur e oan war zao, ha tec’het a riz deuz kastell ar spont gwella ma c’helliz. Pa oan digouezet war ribl an aot, da deir heur hanter, Mari Morgan a oa о c’hortoz ac’hanon. En em lakat a riz adarre da azeza war he fenn, ha gant he bleo ec’h en em stagiz adarre gwella ma c’helliz war he c’hein. E oan c’hoaz о peur achui azeza pa gleviz eun drouz spontuz er maner, ar merc’hed a iouc’he a bouez ho fenn, ha prim e weliz anezho ho zeir о tont da doull an or vraz. Va lestr beo neuze a en em lakeaz da faouti ar mor gant tiz. Mes ar merc’hed ive a en em daolaz er mor ho zeir, ha gant ho divrec’h nerzuz e neuent kalonek ha start. Kaër e devoa ar vor-blac’h skei dizamant an dour, ar merc’hed ne gollent ket nemeur warnomp, ha beteg kreizdeiz e welen anezho о heulia ac’hanomp.

Goulskoude, eun tammik araok kuz-heol, e weliz ar C’hlemmou, termen va devez. Evel kustum, pa oamp digouezet tost d’an aot. Ma­ri Morgan a lezaz eur zutaden, evit lavaret da dud ar maner e oa eur beachour о c’houlen beza digemeret evid tremen an noz. Aveac’h e oan diskennet war an trez, ma kleviz eur muzik о son e Kastell enezen ar C’hlemmou, mes ar muzik-ma a ioa trist meurbed. An delen eleac’h son laouen, na ree nemed klem, hirvoudi. Ar merc’hed a gane hag о mouez a ioa leun a ganviou. Ne oan ket evid komprenn petra zinifie ma oa kement a dristidigez aman evel a laouenedigez a ioa e maner enezen ar Spont. Sonjal a reen goulskoude ne c’helle ket, ha ne dlee ket beza laouenedigez en eun enezen hanvet enezen ar C’hlemmou.

Ne jomiz ket pell da zonjal na da esa komprenn perak e oa laouenedigez en unan euz an enezennou, ha tristidigez, kanviou en eben. Va c’hefridi em boa da ober, m’em boa mui netra da zonjal.

Mont a riz eta er maner, hag eur plac’h yaouank gwisket gant dillad perlez du, a deuaz da c’houlen ouzin petra glasken. Neuze e lavariz d’ezi va c’hefridi, hag e roiz d’ezi an tam paper roet din gant itron enezen ar spont.

Ar plac’h yaouank, goude beza lennet ar pez a ioa war va faper, a grogaz em dourn, hag a gasaz ac’hanon da gaout eun itron goz daoubleget. Ar vaouez-ma a oa trist, ha delc’her a ree etre he daouarn eun delen gaër meurbed, mes ne c’hoarie ganthi nemed eur vech ar mare. Ar vrac’h goz a lakeaz he lunedou.

Ar vrac’h goz a lakeaz he lunedou var he fri, hag he daouarn о krena, e lavaraz a vouez uhel ar c’homzou merket war ar paper roet d’ezhi gant an dimezell :

— Ar Breizad a zo fur, dre aman ez eo tremenet d’ar zeitek a viz heven.

— Fur oc’h, va mab, a lavaraz d’in neuze, mes n’oc’h ket bet atao fur evel hirio, ha diouallit na deufe d’eoc’h koueza c’hoaz abenn fin ho peach.

A veac’h e devoa lavaret an itron goz ar c’homzou-ze, ma kleviz an aot о tregerni gant kan dudiuz ar merc’hed iaouank en em gavet war neun deuz enezen ar Spont en enezen ar C’hlemmou. Eleac’h teir breman ez euz c’houec’h, ha diez eo gouzout pehini anezho eo ar vraoa, pehini anezho e deuz ar vouez dousa da gana oc’h son an de­len. Sonjal a reen e oa poent d’in en em lakat da vad war evez, rak ma oa bet eseet dija va zempti, ne ket esaat a ree va abaden, va c’hefridi.

Prestik e weliz ar c’houec’h plac’h iaouank o tont en eur zanzal er gambr eleac’h e oan o kaozeal gant an itron goz. Teir anezho a oa gwisket e gwenn, hag an arc’hanteri a steredenne en ho c’herc’hen hag an teir all a oa kaër gantho dillad du perlezet. An teir deuz ene­zen ar Spont a ieaz an eil goude eben da bokat d’ar vam-goz daou­bleget, ha goudeze e rojont an eil d’eben pokou a garantez. Pa weliz an dra-ze, e tec’hiz da draon ar gambr, gant aoun n’em bije ranket ive pokat d’ar merc’hed-ze, rak difennet start e oa bet ouzin, ha lava­ret e oa d’in e vijen bet kollet da vad, m’em bije bet ar gwaleur da bokat da unan euz an dimezelled iaouank.

Goulskoude, a veac’h e oan erruet e traon ar gambr, etal an or, hag e weliz anezho ho c’houec’h o tiredek warzu ennon laouen, hag o lavaret d’in e brezonek gant ho moueziou dousik :

— Breizad iaouank, ro d’eomp ive ar merk euz da garantez, ro beb a bokig flour d’eomp-ni Breizadezed, emzivadezed, taolet war an enezennou-ma gant gwalleriou a famill. »

Va c’halon a venne frailla em c’hreiz o klevet ar merc’hedigou-ze ken koant, o lavaret d’in henveleb keleier. Mes neuze gant eur vouez karget a enkrez hag a garantez, e lavariz d’ezho ar pez a oa war va c’halon hag em spered :

— Merc’hedigou : ho karet a ran holl, mes n’oun ket evit diskuez d’eoc’h dre verkou gwelabl, ar garantez a zougan evidoc’h, merc’hed va bro muia karet. Difen em beuz da bokat d’eur plac’h iaouank a hed ar veach emaoun oc’h ober, ha ma ran emaoun kollet. »

— Da vihana deuz ganeomp da bourmen d’ar jardinn, da gemer an aer noz, da lonka ar c’houez vad a deu breman deuz ar bokedou. Deuz Breizad, deuz ganeomp da gonta d’eomp da istor, deuz da lava­ret d’eomp pehini ac’hanomp a zibabi en deiziou-ma, evid beza da bried. »

— Ne zonjan ket, merc’hed, e rankfen dibab unan ac’hanoc’h evid beza va fried ! »

— Eo, ma fell d’id kaout arc’hant evid paëa da zle, e ranki var­c’hoaz en enezen ar Garnell, sina gant da c’hoad a Vreizad kemer unan ac’hanomp evid pried.

Pa gleviz ar c’helou-ze, e chomiz sebezet : an daelou a ruillaz puil euz va daoulagad, ha gant an dizesper, ec’h en em leziz da goueza stok va c’horf war ar leuren. Evelato, prestik an nerz-kalon a zavaz da uhella, hag a drec’haz va glac’har. Mont a riz da gaout an itron goz, evid klevet ganthi ar wirionez.

— Ar pez oc’h euz klevet gant an dimezelled, a zo gwir, den iaouank, hag e gwirionez e vezo red d’eoc’h pe mont kuit heb arc’hant pe sina gant o kwad e kemerfoc’h evid pried unan euz pansionerezed an enezennou.

— Mes marteze an dimezelled-ze a zo merc’hed a vuez fall !

— Nan den yaouank fur hag honest, ar merc’hed-ze a zo holl buga­le da duchentil rivinet, hag evitho e klaskomp priejou etouez an dud pinvidik war ar poent da veza rivinet, hag a deu aman da gerc’hat arc’hant evid en emzevel, evid savetei o enor. C’houi a zo unan euz ar re ze, ha digaset oc’h aman gant Madoberourez Breiz.

— Gwir eo kementse, itron, mes ne oa ket laket d’in e rankchen dimezi da eun dimezell ac’hann : sonjit eta em beuz du-ze e Breiz, e Montroulez, eun dousik hanvet Angelina ! Hounnez, ar plac’hik fur-ze a garan euz a greiz va c’halon, ha d’ezhi ne garfen ket ober an disterra poan, rak ar vam a vagaz anezhi, e deuz ive va maget gant he laez.

— Evel a garfoc’h a rafoc’h, den yaouank, ha varc’hoaz, pa en em gavfoc’h gant ar vestrez vraz en enezen ar Garnell, ec’h en em ententfoc’h ganthi. Me a vezo kontant evel a raio, mes ne gedan ket o pefe arc’hant, ma ne asantit ket d’he goulennou.

— Neuze e vije bet gwelloc’h d’in beza chomet er gear, eget beza dilezet ti ha kemverz evid dont aman da glask pemp troad d’ar maout.

— N’em beuz netra ken da lavaret d’eoc’h, Breizad yaouank, rak me n’oun mestrez nemed war an enezen-ma, ha varc’hoaz e klevfoc’h o setans diveza gant renerez ar Garnell. Deomp brema da zebri hor c’hoan, ha goude, pep hini a ielo d’e vele.

Eun dudi e oa beza oc’h an daol, ha kaër oa gwelet ar c’houec’h stereden yaouank ha skeduz en dro d’an itron goz ho madoberourez. Goulskoude ma teue eur vechig bennag epad koan ar vouzc’hoarz war va muzellou, va c’halon a oa beuzet gant an enkrez, ha va spered a oa ankeniet. Breman muioc’h eget biskoaz, grevuzded an taol follentez, a bar dirag va daoulagad, ha ne welan ket pe seurt hent kemer evid ar gwella. Deuz eur c’hostez, e welan va enor kollet, ma ne gasan ket ganen ac’hann awalc’h evid paëa va dlee. Mes evid kaout an arc’hant-ze, e vezo red d’in sina gant va gwad, kemer evid pried eun dimezell ac’hann. Deuz eun tu all, ma kemeran eur pried aman, petra zonjo va zad, pa en em gavin er gaer gant eur plac’h yaouank oc’h va heul, eun dimezell hag a rankin da gemer evid pried en despet d’e asant ?… E gwirionez, meur a hini a vefe laket nec’het gant nebeutoc’h a dra.

Goulskoude pa oe debret koan, e c’houlenniz eur c’houlaouen evid mont da gousket. Unan euz ar merc’hed a deuaz neuze da ziskuz d’in va c’hambr. Neuze e weliz eur gwele du, ha kemend a oa er gambr a oa du-pod. Ar plac’h iaouank, pa oan oet em c’hambr, en eur zerri an or, a reaz ouzin eur vouzc’hoaz ken dudiuz, ha gant he daoulagadig glaz e sellaz ouzin ken tener, ma skoaz em c’halon eun taol, taol ar garantez. Ar plac’hig-ze ne lavare ket d’in : « O Breizad iaouank ! en hano Doue tenn diganen va chadennou, tenn digant eur Vreizadez al liammou a stag anezhi war an douar estrenn ! » Nan, ne lavare ket an dra-ze d’in, mez ar zellig truezuz-ze a reaz ouzin, a lavare d’in awalc’h ar pez ne lavare ket he zeod. Gelver a riz ar plac’hig ha raktal e teuaz d’am briata, en eur lavaret d’in he dibab evid beza va fried. Neuze e lavariz d’ezhi kemer fizianz, mes tec’het trum diouzin, gant aoun na deufe d’an itron goz gouzout eun dra bennag euz ar pez a oa tremenet etezomp hon daou.

En nozvez-ze n’em boa ket gallet serri eul lagad, ha d’an taol a deir heur deuz ar mintin, e oan war zao evid mont da gaout va Mari Morgan.

Pa oan erruet en he c’hichen e lavaraz d’in :

— Hirio hon deuz daou c’hant leo da ober hag araok kuz-heol emberr e ramkimp beza en enezen ar Garnell. Rakse ta en em laka en da aez war va c’hein, rak ouspenn ugent leo bep eur a rankin da ober. N’em bije ket ranket mont ken buan-ze, panefe ma rankan dale eur pennad mat en eun enezen all tostoc’h, evid euz va c’helou d’am mestrez vraz. Bremaik ive te a ranko rei da hano d’am mestrez, ha lavaret d’ezhi deuz a beleac’h e teuez, ha petra e peuz sonj da ober, pa vezi erruet e Breiz.

A veac’h e doa lavaret va morblac’h ar c’homzou-ze, pa gleviz ar cholori er maner, ha kerkent ar c’houec’h plac’h yaouank a deuaz war ribl an aot da iouc’hal warno. Va lestrig neuze a en em lakeaz a-zevri da faouti mor, ha pemp minuten goude ne welen ken ar merc’hed.

Goulskoude da eun heur goude kreizdeiz e tigouezchemp en enezen ar Sioulder, hag eno war ribl an aot, Mari a jomas a za gant he zamm. Eur zutaden a roaz da glevet da eur plac’h koz a ioa o chom en eun toull kleuzet gant ar mor etre ar c’herrek uhel. Ar plac’h koz a deuaz goustadik beteg ennomp, ha ganthi dindan he gazell e oa eun tam liasen paper. Goude beza bet eur pennadig mad o kaozeal gant Mari en eur iez ne gomprenen ket e c’houlenaz diganen-me e gallek va hano. Pierre Riboter leshanvet Pipi Loustik, a lavariz d’ar vrac’h koz e devoa sur oun ouspenn kant vloaz.

— Euz a beleach ?

— Euz Montroulez e Breiz, mam goz.

Ha petra rit dre aman ?

— Emaoun o vont da enezen ar Garnell, da welet a me a gavo arc’hant evit paëa va dlee.

— Ha ma ne gavit ket ?

E teuin en dro va ialc’h goullo, ha va enor kollet, asamez gant hini va zad.

— Pe hano en deuz o tad ?

— Fanch Riboter euz Montroulez.

— O tad, den yaouank, a zo breman e strad ar mor, rak tri dez a zo, al lestr a gase anezan deuz a Vro Zaoz d’ar Beljik, a en em strinkaz oc’h ar reier a welit du-hont. Kemeret em beuz hano ar c’habiten, hag hanoiou an tremenidi a zo kemeret evid beuzet. Ho tad a zo unan euz ar re o deuz kavet ar maro ekreiz ar mor kounaret. Ar c’helou trist ze em beuz da rei d’eoc’h mes ne vefoc’h ket avansetoc’h evit en em rei d’an dizesper rak ho tad a zo er mor. » O klevet eur c’helou ken estlamuz, na riz koulz lavaret van ebet. Va c’halon aroak a oa karget a c’hlac’har, ne c’helle mui reseo ken. Va speret ne ree mui forz deuz netra, ha kontant e oan da welet ar maro, ha laouen em bije en em roet d’an Ankou. Goude beza lavaret kenavo d’ar plac’h kant vloaz e saviz adarre war gein va mor-blac’h, evid ober hent warzu enezen ar garnell. Tri ugent leo a jome da ober, ha peder heur e vije oc’h ober ar peurrest euz an hent, goude mont buanna ma c’halle.

An heol a oa kuzet eur pennad a oa hag an ezen-vor a freskee dre ma tostee an noz. Al loar a skuilhe war ar mor hi bannou sklerijen, pa weliz enezen ar Garnell en dremwel. War an dour sklaset e weliz o nijal a beb seurt lapouset o klask o c’hoan, mes me n’em boa tam naoun re glac’haret e oan, o sonjal en holl draou lavaret en teir ene­zen em boa tremenet.

Da eiz heur hanter. Mari Morgan a roaz adarre da anaout dre eur zutaden skiltruz, e oamp digouezet e termen hon beach. Beteg an trez e kasaz ac’hanon, hag e lavaraz d’in ar c’homzou-ma.

— Ma peuz c’hoant da zont a benn euz da gefridi er maner-ma, dioual da gomz e Gallek oc’h an dimezelled hag oc’h an Itron vraz a deui bremaik da zigemer ac’hanoud. Ar re-ze, ar merc’hed-ze a zo holl deuz Kerne, gouzout a reont mad ar Brezonnek, ha klask a raint tenti ac’hanoud da gomz outho e Gallek. An nozvez emaoud o vont da dremen aze, a vezo evidoud eur gwall nozvez, mes divoal ato da en em goll gant ar merc’hed tentuz a deuio d’az kaout, ha da ober d’id a bep seurt promesaou kaër, evid klask lakat ac’hanoud da goue­za en ho lasou.

Kerkent e kleviz son ar biniou e diabarz ar Maner, hag ar vombard ive a gane skiltruz soniou kaëra Breiz-Izel.

Tostaat a riz neuze goustadik, ha va c’halon leun a enkrez, e valeiz war an trez a zo war hent ar c’hastell.

Eun or houarn prestik a zigoraz, ha neuze e weliz e kreiz eur sklerijen gaër, eur vaouez koz, braz, treut ha daoubleget gant an oad. En dro d’ar Rouanez-ze, teir blac’h iaouank euz ar re skedusa, gwis­ket gant dillad alaouret.

Gant ar genta e oa dillad giz Kemper, gant an eil dillad giz Fouenan, hag an drede, a zouge koeff Keraez.

Mont a riz da gaout an itron goz, ha hi lavaraz d’in tenna va zok ha selaou ar muzik.

Pa doa achuet ar merc’hed iaouank, ar Rouanez a gemeraz an delen alaouret, ha va c’halon a dridaz em c’hreiz, o klevet toniou kaër va bro benniget.

Goulskoude, goude beza tremenet etal ar maner eur c’hart heur o selaou ar Vretonezed[sic] da gana, Rouanez enezen ar Garnell a c’hou­lennaz diganen petra glasken en he C’hastell.

— Me zo eur Breizad eveldoc’h, ha deut oun d’ho kaout evid goulen diganeoc’h arc’hant da baëa va dlee. Kollet em beuz daou c’hant mil-lur o c’hoari oc’h eur Parizian, hag e oan o vont da en em grouga, pa weliz em c’hichen Madoberourez Breiz o lavaret d’in dont beteg en­noc’h hag e rofec’h din peadra da baëa ar Parizian.

— Deuit er maner, Breizad yaouank, ha lezit e toull an or peb aoun ha peb enkrez, rak aman emaoc’h etouez tud ho Pro, e ti Bretoned evel d’oc’h.

Kennerzet gant ar c’homzou-ze, a garge va c’halon a frealzidigez ec’h antreiz er Maner, skierijennet gant kant goulaouen. Pa oan er gambr vrasa, er gambr eleac’h e tanse ar merc’het, e weliz, stag ouz ar mogeriou, palurejou euz ar re gaëra. A zeou, ar Roue Gralon hag e verc’h o tec’het araok ar mor dirollet : Dahut en e maner oc’h en em rei d’an dizursiou. A gleiz, Nominoë, Alan Meur, ha kalz a re all, o vrezeli a eneb enebourien Breiz.

Neuze, ar Rouanez, azezet en eur gador alaouret, a c’halvaz ac’ha­non da vont d’he c’haout. Kerkent an teir blac’h iaouank a deuaz da gregi ennon, bag a gasaz ac’hanon beteg ennhi, ar vouzc’hoarz war ho muzellou.

Neuze ar plac’h koza lavaraz d’in.

— Breizad iaouank a renk huel, ho stad a zo truezuz, hag abenn ma roin arc’hant d’eoc’h e rankfoc’h sina d’in gant ho koad, e kemerfoc’h da bried unan euz ar merc’hed iaouank a zo en tri maner о peuz tremenet.

A veac’h he devoa ar Rouanez peur achuet ar c’homzou-ze, ma kleviz e toull dor ar Maner, eur c’han dudiuz ekreiz sioulder an noz steredennet. An teir dimezell a oa en dro d’ho mestrez, a ieaz neuze en eur gana da doull an or vraz. Respont a reent da c’houlennou ar merc’hed a oa en diaveaz.

Klevet a reen kan ar merc’hed a c’houlenne e brezonek :

N’euz ket er Maner eur Breizad ?
Eur Breizad ter, eur Breizad mad ?
Dimezellet an diabarz a respontaz :
Aman ema ho Preizad mad
Kollet en deuz arc’hant e dad.
Merched an diaveaz a c’houlenne :
Ni a garfe kaozeal outan
Ha kaout beb a bok digantan.
Dimezelled an diabarz a respontaz :
Deuit en ti merc’hedigou,
Rak er meaz, c’houi peuz riou.

Neuze an or vraz a zigoraz, ha c’houec’h plac’h kaër ha skeduz, a deuaz en ti. Teir anezho, merc’hed Treger a oa gwisket en arc’hant hag an teir all, merc’hed bro Leon, gantho robennou karget a berlez, a lugerne oc’h sked ar goulou.

An nao blac’h iaouank neuze a en em lakeaz da zansal ekreiz ar gambr vraz, hag ar Rouanez a zone d’ezo war he zelen aour, toniou dans kerne. Va c’halon a grene em c’hreiz ha va goad a verve, о we­let ar Vretonnezed dispar-ze о trei, о trei skanv, ha c’hoant em boa da vont asamez gantho da zansal ive e gwir Vreizad.

Pa oa achuet an dans kenta, ar Rouanez a lavaraz d’in n’em bije gwennek ebed, ma ne iajen ket da zansal gant he dimezelled.

— C’hoant awalc’h em beuz da zansal, a lavariz neuze d’ezhi, mes Madoberourez Breiz e deuz difennet ouzin dansal ha pokat d’ar merc’­het iaouank epad va beach hir, rakse ta, na c’houlennet ket ouzin ober eun dra difenet, rak evel ma tlee beza bet Breizad mad, e vezin feal d’am ger ha d’am promesa.

Neuze unan euz an dimezelled, a deuaz d’am c’haout, a lavaraz d’in a bep seurt komzou flour, evid esa chacha ac’hanon en he lasou.

— Nan, plac’h iaouank, a respontiz d’ezhi, tec’het diouzin, rak start oun em lezen, ken start evel m’ema reier Breiz-Izel en douar. Neuze ec’h en em lakeaz war bennou he daoulin dirak-oun, hag e pede ac’ha­non da vont da ober ganthi eun dro-dans.

— Biken ! difennet eo ouzin, na blegin morse ! Neuze e vriataz ac’hanon, evid esa roi d’in eur роk. Gant eur galon griz, ar ruzder em penn, e krogiz er Vreizadez iaouank, hag e lediz anezhi war leuren ar gambr.

C’hoarzin a ree ouzin laouenik, he diou chod a oa ruz evel daou aval dare, hag he daoulagad glaz a daole diouto tan ar garantez a entane he c’halon. Pa oa savet en e zav, e lavaraz d’in ar c’homzou tener-ma ne ankounac’hain biken :

— Ah Breizad ! Ma ouezfez pegement a vall em beuz-me da vont ac’hann d’am bro, e pije roet d’in eur роk, ha neuze e vijen bet libr da vont ganez da Vreiz-Izel, va bro muia karet. N’em beuz nemed c’houezek vloaz, ha pemp bloaz a zo emaoun aman о c’houzanv poa­niou, ha kondaonet oun da chom, ken a gavin eur Breizad da seveni d’am goulennou. Va brasa poan eo nompaz gwelet bro va bugaleach nompaz gwelet va zad ha va mam, kouezet er baourentez goude beza bet pinvidik.

Pa welaz ar Rouanez n’oa moien ebed da zont abenn diouzin e lavaraz d’an dimezelled azeza en dro d’ezhi, hag e lavaraz d’in ar c’homzou-man :

— Deuit aman em c’hichen, Breizad a galon. Pa oan digouezet etal ar Rouanez, azezet en he c’hador alaouret e laraz d’in.

— Bremaik e roin d’eoc’h daou c’hant mil lur, mac’h asantit kemer evid pried unan euz ar merc’hed a zo aman dirak oc’h. Asanti a rit ? ha feal e vefoc’h d’o promesa ?

— Ia ! asanti a ran, ha feal e vezin d’am ger, evel ma z’oun bet da hini Madoberourez Breiz ho merc’h !

Neuze e krogaz em breac’h deou, ha gant eur goutellik lenm, e tennaz goad deuz eur wazien. Lakat a reaz ar goad en eur veskennik aour, hag e roaz d’in eur bluen alaouret evid sina va hano war eun tam paper. Kerkent m’em boa sinet, ar merc’hed a gommansaz da gana ha da zansal, hag ar Rouanez a lavaraz d’in neuze e c’hallen mond da zansal ive asamez gant an dimezelled. Mond a riz en dans, hag han­ter-noz a oa о son, pa achuaz an abadennad.

Neuze ar Rouanez a lavaraz d’in.

— Unan euz ar merc’hed-ze a zo merc’h da eur Raoue diskaret diwar an trôn, gant eun Impalaër, kontant e vije e kemerfec’h anezhi da bried. Eur plac’h eo euz ar re gaera hag euz ar re wella. Goulskoude c’houi a vezo libr da zibab an hini dioutho a blij ar muia d’eoc’h, ha war ar poent-ze, me n’em beuz netra da lavaret. It breman da gousket ha varc’hoaz vintin d’an taol a beder heur e vefoc’h dihunet gant son ar biniou hag an delen.

Neuze e vezo deut evidoc’h ar mare da zibab ar plac’h iaouank a gasoc’h ganeoc’h da Vreiz.

Itron, rouanez an enezen-ma, lavarit d’in perak lod euz ar merc’hed a zo gwisket en aour, lod all en arc’hant, ha lod e kanv, e du, gant perlez. Pell zo emaoun о klask gouzout an dra-ze, ha n’oun ket evid dond abenn.

— Eul loden euz ar merc’hed, ar re o peuz gwelet en Enezen ar Spont, a zo gwisket en arc’hant. Eur merk int euz doare Breiz gwechall goz, pa oa digabestr, pa oa pinvidik en he iez, en he giziou, pa ne oa ket c’hoaz unanet gant Bro-C’hall.

Ar re o peuz gwelet en Enezen ar C’hlemmou, gwisket e du, a zo eur merk ema Breiz о huanadi, о koll a nebeudou he iez, he giziou, he gwiskamanchou kaër. Dougen a reont kanv, evid diskouez o deuz dalc’het sonj euz an dud gwiziek a zifennaz Breiz, a skuillaz о gwad evithi war an tachennou a vrezel.

Ar re welit aman, a zo gwisket en aour, an delen a zalc’han em dourn a zo alaouret, evid diskouez ma z’eo kousket Breiz, n’eo ket maro. Dihun a raio prestik, hag oc’h kanaouennou nerzuz ar Varzed о kana, Breiz a zigoro he daoulagad, he c’halon a vezo entanet. War gribennou ar meneziou, e donder an traoniennou, ne vezo klevet nemed eur zon, war muzellou ar paour koulz evel war re ar pinvidik, ne vezo klevet nemed eur ganaouen : « Breiz da virviken. »

O klevet henveleb komzou, e oan mantred, ha neuze ne gompreniz ket mad awalc’h pouez ar c’homzou-ze lavaret gant ar Rouanez goz. Mond a riz da gousket, hag adarre eur plac’h iaouank a deuaz da ziskouez d’in va c’hambr. Estlamet e oan bet о welet eur gwele alaouret о lugerni oc’h sked ar c’houlaouen, mes kaëroc’h e kaven c’hoaz ar plac’h iaouank, ar Vretonnez a zigase d’in ar goulou d’am c’hambr. Goulen a riz outhi euz a beleac’h e oa he zud.

— Me, Breizad mad, a zo euz a Gemper, va hano a zo Gwennola, ha va zud, goude beza bet pinvidik mor, a zo hirio paour evel Job. Va zad a zo bet marc’hadour braz [?], mez kollet en deuz e holl vadou er c’hoariou e Pariz. Me zo eman tri bloaz a zo, hag emaoun о c’hortoz unan bennag d’am zenna ac’hann. Kalz a boan em beuz, mes ar pez a ra d’in ar muia rann-galon, eo beza dispartiet euz va zud, hag euz va Bro gaër. Seblantout a ra d’in ez euz kant vloaz abaoue ma z’oun divroet, ha pa zonjan em zad, em mam, em c’hoarik Helena duze er gear, an daëlou a red puill war va diouchod. O na pigen euruz e vijen, ma c’hellfen mond ganeoc’h da Vreiz d’am bro, da welet va zud a zo glac’haret.

Goude beza lavaret ar c’homzou-ze, ar plac’h iaouank a dennaz eun huanaden krenv, evel eur iouc’haden, hag e kouezaz a stog he c’horf war leuren ar gambr. Kregi riz en he diou vreac’h, evid he zevel en he za, hag an daëlou a ruille deuz va daoulagad, o welet he fennik kaër o koueza evel pa ne vije mui buez ennan.

Gouskoude, abenn eur pennad, ar plac’h a zihunaz, ha neuze ec’h aspedaz ac’hanon euz a greiz he c’halon d’he c’hemer evid pried, pe da vihana d’he c’has ganen da Vreiz, evid gwelet he zud.

Prometti a riz d’ezhi d’he goulen, hag e reketiz d’ezhi nozvez vad. Hi neuze, laouen he spered, ha frealzet he c’halon, a ieaz d’e c’hambr, ha me a en em daolaz war va gwele.

An deiz a oa o c’houlaoui, pa gleviz e kichen va c’hambr son ar biniou, ar vombard hag an delen. Ar merc’hed a gane soniou koz Breiz-Izel, hag eun dudi oa o c’hlevet. Trum o saviz, hag e teuiz da zelaou ar ganaouen.

Pa oa achuet ar muzik, an itron goz, ar Rouanez, a lavaraz din e oa deut ar mare da zibab va dimezell. Neuze e oan kaset er gambr vrasa euz ar C’hastell.

Eno, va itron a lakeaz d’in eur mouchouer war va daoulagad, hag a lavaraz d’ar merc’hed iaouank en em lakat war eur renk.

P’e gwir e oan dall, penaoz e c’hallfen dibab ar plac’hik a c’houlenne kement terri he liammou ?

Pa oa semplet an dimezell etre va diou vreac’h, e weliz e oa eun toull e peb hini euz he diouskouarn, gouzout a reen e oa hi eur plac’hik voan ha bihan, mes lod euz ar re all e oa ive bihan ha moan.

Neuze ar Rouanez a grogaz em breac’h deou, a gasaz ac’hanon da gaout ar merc’hed, hag a lavaraz d’in dibab.

En ho za evel eur renkad soudarded, an dimezelled na finvent ket. Lezer a reent ac’hanon da douch outho. Gant va bizied e c’hellen santout pe e oa toull ho diouskouarn pe na oant ket.

Pa oan digouezet gant an deirved, e santiz e oa dirakoun eur plac’hik vihan ha moan, lakat a riz neuze va bizied war he diouskouarn, hag e santiz an daou doullik em boa gwelet en noz diaraok. Santout a riz ive gwad ar plac’hik o vervi, hag he izili o krena. Neuze e sonjiz e oa plac’hik Kemper dirak oun, hag a vouez uhel e lavariz :

— Houma eo a ielo ganen da Vreiz, houma eo a vezo va fried. Ar Rouanez neuze a lavaraz :

— Gwennola ! dibabet oc’h evid mond d’ho pro, mar d’oc’h kontant da gemer an den iaouank-ma da bried.

— Kontant oun, va Rouanez, ha meulet ra vezo ho kwiziegez hag ho madelez.

— Setu kant mil lur, a vezo hoc’h argoulou, hag arabad e vezo d’eoc’h diskregi euz oc’h arc’hant ken a vefoc’h eureujet, pe o pezo keuz ar re daonet.

Neuze e kleviz klemmou hag huanadou an dimezelled n’o doa ket bet an eurvad da veza dibabet. Mond a reent kuit en eur iouc’hal a bouez ho fenn, hag ar Rouanez war ho lerc’h, a c’hourdrouze anezho rust.

Va c’halon a venne frailla em c’hreiz, o klevet klemmou ar Vreizadezed-ze o ouela pell euz ar gear, pell euz ho zud. Mes n’oa ket em galloud terri d’ezho ho liammou, en despet d’ar c’hoant em boa.

Neuze Gwennola a dennaz diwar va daoulagad ar zeizen a vire ouzin da welet sklear. Sebezet e oan bet pa en em weliz en eur gambr ruz-tan evel eun ifern. Na gleviz mui trouz ebed. Ar Rouanez hag he dimezelled e oa eat kuit, ha ne oa mui er gambr nemed va dousik ha me.

— E peleac’h emaoun, Gwennola, en hano Doue, lavar d’in, rak strafuillet oun aman er gambr ruz-ma ?

— Aman, Breizad emaoud er gambr eleac’h ema enebourien hor Bro o leski noz ha deiz, gwelet a rez duhont en traon ar pennou braz o deuz gwasket Breiz. Er c’hreiz e welez ar re o deuz he gwerzet, hag a bep tu dezo, an dud fallakr o deuz tremenet o buez oc’h ober brezel d’ezhi. Aze emaint hag aze e chomint, ekeit ma ne vezo ket hor Bro krenv awalc’h evid digas tud d’o dichadenna.

— Tec’homp ac’han, Gwennola, krog em breac’h, ha blein ac’hanon rak aman n’eo ket brao beza.

— Bremaik, Breizad, e pezo da stourm oc’h an eiz dimezelled a zo o hirvoudi du-hont etal an or vraz. Gwasa ma c’hellint a raint d’id ha d’in-me, ha mar gallont, e lazint ac’hanomp hon daou. Mes dont a ri a benn anezho dre zouzder, muioc’h eget dre nerz. Pa weli anezho e kounnar, c’hoarz outho, ro d’ezho beb a vedalen euz a Vreiz, ha neuze e lezint ac’hanomp da dremen e peoc’h.

Prestik e weliz sklerijen an deiz, an oabl a oa goloet a goumoul du, arne a ioa en amzer. Bleinet gant va dousik Gwennola, ec’h en em gavis e toull an nor vraz, eleac’h oa an eiz dimezell o c’hortez ac’ha­nomp. Neuze e lavariz d’ezho ar c’homzou-ma a gargaz ho sperejou a levenez :

— Abenn daou viz me a deuio aman gant eun nebeud Bretoned dis­pont, ober a raimp brezel da gement a stourmo ouzomp, ha c’houi a vezo dichadennet, ha dond a refoc’h adarre da welet ho tud hag ho Pro gaër Breiz-Izel. Mes diouallit da lavaret d’ar Rouanez ar pez a zon­jan ober evidoc’h, pe ez oc’h kollet da vad.

— Trugarekaat a reomp ac’hanoc’h, Breizad, ha benniget ra vezo an deiz ma welimp o terri ar chadennou hor stag oc’h an douar es­trenn. Breiz eo bro hor c’havel, eno hon deuz tremenet hor bugaleach, ha milliget ra vezo an deiz m’hon deuz ranket he c’huitaat.

An dimezelled neuze a deuaz an eil goude eben da vriata ac’hanon, ha da lavaret d’in beza feal d’am ger.

Goude beza lavaret kenavo d’an dimezelled, e kemeriz gant va dousik hent an aot.

War ribl an treaz, diou vorblac’h a oa o c’hortoz ac’hanomp. Me a ieaz evel kustum war gein Mari Morgan, ha Gwennola a azezaz war gein eben. A veac’h e oamp azezet, ma kommansaz au diou blac’h da faouti ar mor ken buan gant ho diouaskell nerzuz, ma ne weliz mui koulz lavaret netra. Abenn an noz e oamp en enezen ar Spont, tri c’hant leo euz ar Garnell.

LOEIZ AR FLOC’H (stourmer)
(Da heuil)