Skrituriou Sakr. Levr ann Exod ha meur a bennad euz al levriou all, bete maro Josue
Th. Clairet, 1861




HISTORIOU SANTEL.


————
Tennet euz levriou al Levitik, ann Niverou, hag ann Deuteronom, pe levr ann distro var al lezen.


————
PENNAD I.


Beach ghenta ann Israelited, o kuitaat menez Sinaï.
(Niverou x.)


11. D’ann eil bloaz, d’ann ughentved deiz euz ann eil miz, ar goumoulenn a zavaz divar dabernakl ar ghevredighez,

12. Ha bugale Israël a ziblasaz, dre renk euz a c’houelec’h Sinaï, hag ar goumoulen a choumaz enn he sao e gouelec’h Pharan. Chetu ama ar renk a zalc’he meuriadou ar bobl a Israël enn ho c’hampereziou hag enn ho diblasou. 1. Meuriad Judaz ; 2. Meuriad Issakar ; 3. Meuriad Zabulon ; 4. Meuriad Ruben. (Ann tabernakl gant meuriad Levi) ; 5. Meuriad Simeon ; 6. Meuriad Gad ; 7. Meuriad Ephraïn ; 8. Meuriad Manassès ; 9. Meuriad Benjamin ; 10. Meuriad Aser ; 11. Meuriad Naphthali ; 12. Meuriad Dan.

33. Diblasa a rejont eta euz a dal menez ann Aotrou, hag e kerzjont epad tri devez ; hag epad ann tri devez-se arc’h kevredighez ann Aotrou a iea enn ho raog, hag a verke al leac’h ma tlient kampi enn-han.

34. Koumoulen ann Aotrou a roe ivez disheol d’ezho epad ann deiz, pa vijent o’h ober hent.

35. Ha pa vije savet ann arc’h da vont kuit, Moïzes a lavare : Savit, Aotrou, ha ra vezo dismantret hoc’h enebourien, ha ra dec’ho kuit a zirag ho fas ar re ho deuz kaz ouz-hoc’h.

36. Ha pa vije diazezet ann arc’h en he flas, Moïzes a lavare : Distroït Aotrou, davet arme ho pobl a Israël.




PENNAD II.


Krosmol ar bobl, keuz en deuz da ghik ha da ouignon ann Ejipt. Doue a zigas d’ezhan koailled da zibri epad eur miz. — Kastiz he c’hourmandiz. — (Niverou xi.)


1. E keid-se e savaz krosmol e touez ar bobl, evel tud hag en em glemm gant re a labour, enep ann Aotrou. Ann Aotrou ho c’hlevaz, hag ez eaz droug enn-han. Hag eunn tan c’houezet gant ann Aotrou, a zevaz ar penn diveza euz ar c’hamp.

2. Neuze ar bobl a griaz oc’h Moïzes, Moïzes a bedaz ann Aotrou, hag ann tan a varvaz.

3. Ha Moïzes a hanvaz al leac’h-se : Ann Tan-goall, dre ma oa bet c’houezet enn ho enep tan ann Aotrou.

4. Rak eunn toullad tud munud, deuet euz ann Ejipt gant ann Israelited, ho devoa eur c’hoant diremet da gaout kik, hag a choume da azeza ha da ouela ; ha bugale Israël o veza en em daolet da ober, evel d-ho, e leverjon : Piou a roï d’eomp kik da zibri ?

5. Sonj hon euz euz ar pesked a zebremp enn Ejipt evit netra ; ar c’hokombr, ar sukrined, ar pour, ann ouignon hag ar c’hignen a zeu bepred enn hor spered.

6. Hor c’haloun a zizec’h ; hon daoulagad na velont netra ken nemet ar mann.

7. Hoghen ar mann a oa evel greun koriandren, ha liou bdellium d’ezhan.

8. Ar bobl a iee d’he glask tro var dro d’ar c’hamp ; ha pa ho divije he zastumet, e flastrent anezhan gant ar vilin vreac’h, pe he bilent enn eur c’houmik mean ; neuze hen lekeant da boaza enn eur pod-houarn, hag e reent gant-han torzouigou ha ho devoa blaz mad ar bara meret gant eol.

9. Pa goueze ar gliz d’ann noz var ar c’hamp, e koueze ivez ar mann.

10. Moïzes eta a glevaz ar bobl o ouela enn tiadou tud, peb unan var doull dor he delt. Hag ann Aotrou a ieaz eunn drouk braz enn han ; Moïzes he-unan a gave kement-se eunn dra ha ha na helleur ket da c’houzanv.

11. Hag e lavaraz d’ann Aotrou : Perag hoc’h eus-hu roet ar rann-galounn-ze d’ho servicher ? Perag ne gavan-me ket trugarez diraz-hoc’h ? Ha perag hoc’h eus-hu lekeat var-n-oun ann holl bobl-ma evel eur zamm.

12. Ha concevet am eus-me ann holl bobl-ma, pe he enghehentet, evit ma leverot d’in : Doughit-ho var boull ho kaloun, evel ma kustum eur vagherez doughen he c’hrouadurik, ha kasit-ho d’ar vro am euz touet d’ho zadou koz e rojen d’ezho.

13. A-beleac’h am bezo-me kik da rei da ghement a dud ? Gouela a reont ouz-in, o lavarout : Roit d’eomp kik da zibri.

14. N’hellan ket doughen va unan ann holl bobl-ma, eur zamm eo re bounner evid-oun.

15. Ma her c’hemerit er c’hiz all, me ho ped, grit ma varvinn ha ma kavinn trugarez dirag ho taoulagad, evit na vezinn ket brevet gant kement a drubuillou.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Dastumit d’in dek den ha tri-ughent euz re goz Israël, ar re a ouzoc’h ervad a zo henaoured ar bobl hag he vistri. Hag e kasot anezho dirag toull dor tabernakl ar ghevredighez, hag ho dalc’hot eno enn ho zao gan-ehoc’h.

17. Evit ma kiskenninn ha ma komzinn ouz-hoc’h, ha ma kemerinn euz ho spered-hu da rei d’ezho, evit ma toughint gan-ehoc’h pouez ar bobl, ha na viot ket re zammet hoc’h-unan.

18. Hag e leverot d’ar bobl : En em likiit e stad vad, var c’hoaz e tebrot kik ; rak ho klevet am euz o lavarout : Piou a roio d’eomp kik da zibri ? Ni oa mad ebarz enn Ejipt ! Ann Aotrou eta a roio d’ehoc’h kik da zibri,

19. Nann eunn devez, na daou, na pemp, na dek, nag ughent zoken,

20. Mes epad eur miz penn da benn ; ken na rai ar c’houez hep ken anezhan drouk d’ehoc’h, ha ma ho pezo heug out-han, dre’n abek ma hoc’h euz dilezet ann Aotrou pehini a zo enn ho kreiz, hag en em daolet da ouela diraz-han, o lavarout : Perag omp-ni deuet er meaz euz ann Ejipt ?

21. Ha Moïzes a lavaraz : C’houec’h kant mil den var droad a zo euz ar bobl-ma, hag e livirit : Rei a rinn d’ezho kik da zibri epad eur miz penn da benn.

22. Ha lazet a vezo eunn niver braz a zenved hag a ejenned, evit ma vezo gallet kaout kik a-oalc’h ? Pe dastumet e vezo holl besked ar mor guitibunan, evit ma ho devezo ho goual’h anezho ?

23. Ann Aotrou a respontaz d’ezhan : Dourn ann Aotrou ha dinerzet ef-hen ? Bremaik e velot ha dont a rai va c’homz da vir.

24. Moïzes a zeuaz eta, hag a zanevellaz d’ar bobl komzou ann Aotrou ; dastum a reaz dek den ha tri-ughent euz re goz Israël ; hag ho digas a reaz dirag ann tabernakl.

25. Hag ann Aotrou a ziskennaz ebarz er goumoulen, hag a gomzaz out-han, o kemer euz ar spered a oa e Moïzes, hag oc’h he rei d’ann dek den ha tri-ughent. Ha pa oa deuet ar spered da choum enn-ho, e tiouganjont, hag e kendalc’hjont bepred d’hen ober.

26. Hoghen daou anezho a oa choumet ebarz er c’hamp, unan a oa hanvet Eldad, hag eghile Medad ; hag ar spered a zeuaz da ziskenn var-n-ezho ; rak doughet a oa ho hanoiou var ar roll, ha na oant ket eat d’ann tabernakl.

27. Ha pa ziouganent ebarz er c’hamp, eur c’hrenn-baotr a redaz, hag a gasaz ar c’helou da Voïzez o lavarout : Eldad ha Medad a ziougan ebarz er c’hamp.

28. Kerkent Josue, map Nun, ar c’henta e touez servicherien Moïzes, a lavaraz : Moizez va Aotrou, mirit kement-se out-ho.

29. Mes hen a respontaz : Perag oc’h-hu goariziuz evid oun-me ? plijet gant Doue e tiouganfe ar bobl enn he bez, hag e rofe ann Aotrou he spered d’ezho !

30. Ha Moïzes hag henaoured Israël a zistroaz d’ar c’hamp.

31. Hoghen eunn avel o sevel euz a berz ann Aotrou a zavaz koailled euz ann tuall d’ar mor, ho digasaz d’ar gouelec’h, hag ho zaolaz ebarz er c’hamp, ha tro var dro d’ar c’hamp, a hed eunn devez kerzed, hag e nijent enn ear daou ilinad hep ken euz ann douar.

32. Ar bobl eta var droad hed ann deiz-se, epad ann noz hag ann deiz varlec’h, a zastumaz kement a goailled, ma en doa dek muzuliad ann hini en doa ann nebeuta, hag ho lekejont da zec’ha tro var dro d’ar c’hamp.

33. Edo c’hoaz ar c’hik etre ho dent, ha n’ho doa ket achuet da zibri ar boed-se, ma tanflammaz buaneghez ann Aotrou enep ar bobl, hag e skoaz anezhan gant eur gouli braz meurbed.

34. Hag al leac’h-se a oe galvet Beziou ar c’hoantidighez ; rak eno e oe besiet ar bobl en devoa c’hoantaet kaout kik da zibri. hag o kuitaat Besiou ar c’hoantidighez, e teujont da Haseroth, hag e chomjont eno.


————


SKLERIDIGHEZ.


Beachou ar bobl a Israël ebarz er gouelec’h, o vont var zu ar vro gaer prometet d’ezho, a zo eur skeuden anat euz a vuez ar c’hristen var ann douar. Ar bed-ma ne d-eo ket hor guir vro ; evit ann env omp bet krouet, hag eno e renkomp arruout, mar fell d’eomp beza eüruz evid mad. Diouallomp da ober evel ann Israelited, pe erc’hiz-se na arruimp ket enn hor bro. Tri devez kerzed ho laka dija d’en em glemm ha da chomm da ouela hed ann hent, hag eunn tan burzuduz a zev ar sklerijen-ze, ha ne velint bikenn ann douar santel. Evit mont d’ann env, e renkeur kaout mui a galoun evit-se ; arabad eo sellet var lerc’h, mes araog ato ; rag eme hor Zalver, nep a laka he zourn var ann alar, hag a zistro da zellet var he lerc’h, ne ket mad evit rouantelez Doue.

Nebeut amzer goude ar ghentel-ze roet d’ar glemmourien ha d’ann dud digaloun, ann Israëlited en em daol adarre da ouela, skuiz, emezho, gant ar mann, ha keuz braz d’ezho da ouignoun ann Ejipt ha d’ho fodadou kik. Doue a ro ho goulenn d’ezho ; mes, evel ma rejont goall implij euz a zonezonou Doue, o tastum re a goailled hag oc’h ho dibri gant gourmandiz, Doue ho sko gant eur c’hlenved mezuz, gant pehini e varv eunn taol braz anezho. Ha beza ez omp-ni furoc’h eghet ann Israelited ? Evit arruout e rouantelez ann env, e renker lezel a gostez kalz a blijadureziou, ispicial ar re a ve kiriek d’eomp da bec’hi. Mad, alies e c’hoarvez ganeomp evel gant ann Israelited ; boed ann ene, da lavaret eo, ar beden, komzou Doue, ar zakramanchou a zeu goular evid-omp, hag en em daolomp da gaout keuz da blijadureziou ar c’horf, ha da c’houlen adarre ouignon ann Ejipt. Doue ra viro na ve roet d’eomp hor c’hoant, hor maro e ve kement-se.

Pa ro Doue d’eomp madou ann douar, iec’hed ha chanz vad, diouallomp da ober goall-implij euz he zonezonou, pe eleac’h ober hor mad gant-ho, e tennimp var-n-omp kastiz ann Aotrou, kernez, klenvejou, ar maro, hag ann ifern garo.




PENNAD III.


Daouzek den kaset da ghemer anaoudeghez euz a zouar Kanaan. Ho danevel d’ar bobl. Krosmol ar bobl. Doue a gondaoun ar grozerien da zestrei ebarz er gouelec’h, da gantreal enn-han epad 40 vloaz ken na vezint maro holl. (Niverou xiii ha xiv).


1. Ar bobl a zilec’hiaz euz Hazeroth, hag a zavaz he deltou enn eul leac’h hanvet Bethma e gouelec’h Pharan.

2. Eno ann Aotrou a gomzas ouz Moïzes o lavarout :

3. Kasit tud da anaout douar Kanaan, ar vro a dleann rei da vugale Israël, eunn den euz a bep meuriad, hag a vezo euz ar brinsed.

4. Moïzes a reaz ar pez en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

18. Kas a reaz daouzek den euz ar pennou kenta da anaout douar Kanaan, hag e lavaraz d’ezho : Pignit dre gostez ar c’hresteiz, ha pa viot digouezet gant ar meneziou,

19. Sellit piz ouz ar vro, guelit peseut bro eo ; peseurt pobl a zo o choum enn-hi, ha kre pe zister eo, ha nebeut pe kalz a zo anezho.

20. Guelit ha mad eo ann douar, pe fall ; peseurt keriou a zo eno, ha mogheriou ho deuz pe n’ho deuz ket.

21. Ann douar stu, hag hen zo druz pe treut, koateet mad pe hep guez. Bezit tud kalounek, ha digasit d’eomp diouc’h frouezou ann douar. Hoghen ar mare a oa neuze ma eo dija dare ar rezin ha mad a-oualc’h da zibri.

24. Ann daouzek Hebread o veza eta redet ar vro euz ann eil penn d’eghile, az eaz beteg Froud ar Bod-rezin, a drouc’haz eno eur brank guinien gant he vlokad rezin, hag hen dougjont etre daou zen var eur vaz. Digas a rejont ivez gant-ho avalou greunad ha figuez euz al leac’h-se,

25. Pehini a oe hanvet Nehelescol, da lavarout eo, Froud ar Bod-rezin, dre ma ho doa bugale Israël digaset gant-ho eur bod-rezin ac’hano.

26. Hag ar Spierien a zistroaz d’ar ghear a benn daou ughent devez, goude beza great piz tro ar vro.

27. Dont a rejont da gavout Moïzes hag Aaron hag holl bobl Israël e gouelec’h Pharan, var zu Cades. Hag o veza komzet out-ho hag ouz ann holl bobl, e tiskouezjont frouezou ann douar,

28. Hag e rejont ho danevel, o lavarout : Bet omp ebarz er vro da behini ho poa kaset ac’hanomp ; e guirionez, ar leaz hag ar mel a red enn-hi, he c’houzout a helleur diouc’h he frouez.

29. Mes ann dud a choum enn-hi a zo kré meurbed, he c’heriou a zo braz ha muret. Gouenn Enak hon euz guelet eno.

30. Amalek a choum e tu ar c’hreisteiz, ann Heteed, ar Jebuseed hag ann Amorrheed e kreiz ar meneziou ; hag ar Gananeed,a choum hed ar mor hag e kichen riblou ar Jourden.

31. Koulskoude, Kaleb o klask mouga krosmol ar bobl, pehini a zave dija enep Moïzes, a lavaraz : Pignomp, ha perc’hennomp ar vro-ze, rak goest omp d’he c’hemerout.

32. Mes ar re all, pere a oa bet gant-han, a lavare : Nann, n’hellomp ket pignat da gavout ar bobl-ze, rak krévoc’h eo eghed-omp

33. Hag e tikrient ann douar ho doa bizitet dirak bugale Israël o lavarout : Ann douar hon euz redet a zebr ann dud a choum enn-han ; ar bobl hon euz guelet a zo tud braz divent.

34. Guelet hon euz eno tud evel monstred, bugale Enak euz a ouenn ar ramsed, enn ho c’hichen e oamp evel killéien-raden.


————

1. Ar bobl holl en em lekeaz eta da grial, hag a ouelaz epad ann noz-se.

2. Hag holl vugale Israël a grozaz eneb Moïzes hag Aaron, o lavarout :

3. Salo e vijemp maro enn Ejipt ! ha plijet gant­ Doue e perissemp holl ebarz er gouelec’h braz-ma, ha na gasfe ket ann Aotrou ac’hanomp d’ar vro-ze, evit na gouezimp ket dindan ar c’hleze, ha na vezo ket kaset e sklavach hor graghez nag hor bugale. Ha ne ket guelloc’h d’eomp distrei d’ann Ejipt.

4. Hag e leverjont ann eil d’eghile : Lekeomp eur mestr var-n-omp, ha distroomp d’ann Ejipt.

5. Moïzes hag Aaron o veza klevet kement-se, a gouezaz ho faç d’ann douar dirag holl bobl bugale Israël.

6. Hoghen Josue, map Nun, ha Kaleb map Jephone pere a oa bet ivez o vizita ar vro, a rogaz ho dillad.

7. Hag a gomzaz evel-henn ouz holl bobl bugale Israël : Ar vro hon euz great ann dro d’ezhi a zo mad tre.

8. Ma ema ann Aotrou trugarezuz enn hor c’henver, e kaso ac’hanomp enn-hi, hag e roio d’eomp ann douar-ze e red enn-han al leaz hag ar mel.

9. Na vezit ket amzent e kenver ann Aotrou, ha n’ho pezet ket aoun rag pobl ar vro-ze ; rak ho dibri a hellomp evel ma tebrer eunn tamm bara. Pep sikour a zo eat kuit digant-ho ; ann Aotrou a zo gan-eomp, n’ho pet ket aoun.

10. Hag evel ma krie ar bobl holl ha ma felle d’ezhan laza a doliou mein Moïzes hag Aaron, gloar ann Aotrou en em ziskouezaz da vugale Israël var dabernakl ar ghevredighez.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Bete p’eur e ouallgomzo ar bobl-ma ac’hanoun ? Bete p’eur e vezint-hi diskredik em c’henver-me, goude ann holl vurzudou am euz great diraz-ho.

12. Ho skei a rinn eta gant ar vosen, hag ho distruja a rinn, evid-hoc’h-hu, ho lakaat a rinn da brinç var eur bobl braz ha krévoc’h eghet he-ma.

13. Ha Moïzes a lavaraz d’ann Aotrou : Ia, evit ma klevo ann Ejipsianed euz a greiz pere hoc’h euz tennet ar bobl-ma,

14. Hag ivez ann dud a choum er vro ma, pere ho deuz klevet, Aotrou, emaoc’h e kreiz ar bobl-ma, hag ho kueler fas oc’h fas ; ema ho koumoulen oc’h ho golei, hag e kerzit enn ho raok ebarz er goulounen goabr epad ann deiz hag ebarz er goulounen dan epad ann noz.

15. Ia, evit ma klevint ho pezo lazet eur bobl ker braz, evel eunn den he-unan, hag evit ma livirint :

16. Na helle ket kas ar bobl ebarz er vro, en devoa touet rei d’ezho, ha chetu perag en deuz ho lazet holl ebarz er gouelec’h.

17. Ra vezo glorifiet eta galloud braz ann Aotrou, evel ma hoc’h euz hen touet, o lavarout :

18. Ann Aotrou a zo patiant, ha braz eo he drugarez ; pardoni a ra ar goall oberiou hag an torfejou, ha koulskoude ne lez pec’her ebed digastiz pa’z e guir evit pec’hejou ann tadou e sko ar vugale beteg ann trede hag ar pevare diskenn.

19. Pardonnit, me ho ped, pec’hed ar bobl-ma her­vez ar vrasder euz ho trugarez, evel ma’z oc’h bet mad enn ho c’henver adaleg ma int deuet er meaz euz ann Ejipt bete al leac’h-ma.

20. Ha Doue a lavaraz : Pardonnet am euz d’ezho hervez ho koulenn.

21. Beo ounn, hag ar bed holl a vezo karghet euz a c’hloar ann Aotrou.

22. Koulskoude ann dud holl pere ho deuz guelet va gloar hag ar burzudou am euz great enn Ejipt hag er gouelec’h, hag ho deuz tentet ac’hanoun dija dek gueach, ha n’ho deuz ket sentet ouz va mouez.

23. Ne velint ket ann douar em euz touet d’ho Zadou a rojenn d’ezho ; nikun euz ar re ho deuz goall gomzet ac’hanoun n’her guelo.

24. Evit va zervicher Kaleb, pehini en deuz dalc’het mad d’in, leun euz a eur spered all, he gas a rinn ebarz er vro-ze euz a behini en deuz great ann dro ; hag he ouenn a berc’henno anezhi.

25. Brema, evel m’ema ann Amalecited hag ar Gananeed o choum enn traounenniou-hont, savit ar c’hamp varc’hoaz, hag it endro ebarz er gouelec’h dre hent ar mor ruz.

26. Ann Aotrou a gomzaz oc’h Moïzes hag Aaron, o lavarout :

27. Bete p’eur e krozo ar bobl fall-ma em enep-me ? klevet am euz klemmou bugale Israël.

28. Livirit eta d’ezho : Beo ounn, a lavar ann Aotrou ; ec’hiz ma hoc’h euz komzet, ha me o klevet ac’hanoc’h, evelse e rainn d’ehoc’h.

29. Ho korvou maro a choumo da vreina ebarz ar gouelec’h-ma, c’houi holl pere a zo bet kountet adaleg ughent vloaz hag enn tu all, hag hoc’h euz krozet em enep-me.

30. Ne zeot ket ebarz er vro em euz touet ho lakajenn da choum enn-hi, nemet Kaleb map Jephone, ha Josue map Nun.

31. Mes ho pugale vihan, euz a bere hoc’h euz lavaret e vijent preiz hoc’h enebourien, ho c’has a rinn ebarz, evit ma velint ann douar-ze en deuz displijet d’ehoc’h.

32. Ho korvou-maro-hu a choumo da vreina ebarz er gouelec’h.

33. Ho pugale a vezo mont-dont ebarz er gouelec’h epad daou ughent vloaz, hag a zougo kastiz ho tizentidighez, ken na vezo eat da netra korvou maro ho zadou ebarz er gouelec’h.

34. Ha kement-se diouc’h niver ann devesiou emaoc’h bet oc’h anaout ar vro, eur bloaz a vezo roet evit pep devez. Hag epad daou-ughent vloaz e c’houzanvot evit ho pec’hejou, hag e ouezot petra eo va venjanz.

35. Rak evel m’am euz lavaret, her grainn d’ann holl bobl fall-ma, en deuz en em zavet em enep. En em uza a rai ha mervel a rai ebarz er gouelec’h.

36. Rakse eta ann dud a oa bet kaset gant Moïzes da anaout ar vro, ha pere, enn distro, ho devoa lekeat ar bobl holl da groza enn he enep, o tikrial ann douar evel eur oall vro,

37. A oe skoet hag a varvaz holl var al leac’h dirag ann Aotrou.

38. Josue map Nun, ha Kaleb map Jephone a choumaz hep ken beo euz ann dud a oa bet o kemer anaou­deghez euz ar vro.


————


SKLERIDIGHEZ.


Er pennad histor-ma ez euz eur ghentel vad evit ann dud aounik, hag evit ar re a zo prest ato da vurmuri ha d’en em zevel enep ho mistri, ha dre eno enep Doue he-unan.

Ann dud aounik, dreist pep tra, mar d-int ar re ghenta enn eur vro, a zo kiriek da oualleuriou ar re vrasa. Var zigarez ober o zud vad, ho zud peoc’huz, mes e guirionez evit en em denna a ouall riskl, e lezont ann dud fall d’en em glevet, d’en em hardisaat, ha divezatoc’h e vezint ar re ghenta o koueza dindan ho zaoliou. Ha ne ket kement-se a zo c’hoarvezet gant hor bro er révolution vraz, hanvet révolution 1793 ? Ar memes tra a vije c’hoarvezet gan-eomp e revolution 1848, pa nevet oump bet furoc’h eghet hon tadou. Ann dud honest en em glevaz peuz vad da rei mouez enep ar republicaned ruz, da zevel kleze ouc’h kleze, mar bije ret, hag ar vro a zo bet saveteet. Enn amzeriou da zont e renk ann dud vad beza tearoc’h c’hoaz enep ann dispac’herien, pe ho devezo keuz, rak ijin ann droug en em ghemer a vraz euz ar vecherourien ebarz er c’heriou-bourc’h ha var ar meaz ivez.

Ann dek den-ze pere a lezaz ar bobl da ghemer aoun, da grozal ha da zevel enep Moïzes hag enep Doue, ne oant ket tud fall nag enebourien da Voïzes ; kaloun eo a vankaz d’ezho, hag e lezjont ar bobl da ober he benn, eleac’h herzel out-han evel ma reaz Kaleb ha Josue. Rak-se e oent ivez ar re ghenta o toughen ar boan euz ho laoskentez ; mervel a rejont var ar plas, skoet gant justis Doue.

Ne vezo kurunet nemet ar re ho devezo brezelekeet ; nep a zalc’ho mad beteg ar fin a vezo salvet. Doue ne oa ket he sonj er penn kenta lezel ann Israelited daou-ughent vloaz ebarz er gouelec’h. Goude beza roet he lezen d’ezho var venez Sinaï, e kasaz anezho rag éeun beteg harzou ann douar prometet, hag hep dale e vijent eat ebarz, paneved ho dizentidighez, ho diskredoni hag ho nebeut a fisianz enn he c'halloud hag enn he vadelez. Ni a zo ivez ebarz er bed-ma evel enn eur gouelec’h, da behini omp bet kondaonet dre’n abek d’ar pec'hed original ha d’ar pec’hejou all hon euz great hon-unan abaoe ma’z omp e buez. Bezomp eta er bed-ma evel enn eur vro estren, evel enn eur vro a binijen, dougomp hor c’hastiz gant kourach, gant humilité, gant fisianz e madelez Doue, hag, eurussoc’h eghet ann Israelited, ec’h arruimp en douar prometet, da lavaret eo e rouantelez ann env !




PENNAD IV.


Eunn touter-Doue lazet a daoliou-mein. Eunn den o veza great eul labour difennet da zeiz ar Sabbat, a zoug ar memes kastiz. — (Levr al levitik xxiv. 10. — Ann Niverou xv. 32.)


10. Sevel a reaz daël ebarz er c’hamp etre eunn den Israëlit ha map eur vaouez Hebreadez, pehini e doa he c’hanet diouc’h eur goaz Ejipsian e touez bugale Israël.

11. Hema o veza blasphemet enep ann hano santel ha roet he valloz d’ezhan, a oe digaset da Voïzes. (He vamm a oa hanvet Salumith, merc’h Dabri, euz a veuriad Dan.)

12. Hag hel lekejont er prizoun, ken n’ho divije gouiet petra a c’hourc’hemenje ann Aotrou.

13. Hag ann Aotrou a gomzaz da Voïzes,

14. O lavarout : Digasit ar blasphematour er meaz euz ar c’hamp, hag ar re ho deuz he glevet, ra lakaint holl ho daouarn var he benn, ha goudeze ra vezo lazet a daoliou mein gant ar bobl holl.

15. Hag e leverot da vugale Israël : Piou bennag en devezo mallosiet enep he Zoue, a zougo ar bouez euz he bec’hed.

16. Hag ann hini en devezo touet hano ann Aotrou, a vezo lekeat d’ar maro ; a daoliou mein, e vezo lazet gant ar bobl holl, pe hen a vezo Hebread, pe hen a vezo diavesiad.

32. Epad ma oa bugale Israël ebarz er gouelec’h, e c’hoarvezaz ma kavjont eunn den o tastum keuneud da zeiz ar sabbat.

33. Hag hen digasjont da Voïzes ha da Aaron, ha d’ar bobl holl.

34. Ar re-ma hel lekeaz er prizoun, o veza na ouient ket petra da ober d’ezhan.

35. Neuze ann Aotrou a lavaraz da Voïzez : Ra vezo lekeat ann den-ze d’ar maro, ra vezo lazet a daoliou mein gant ann holl bobl, er meaz euz ar c’hamp.

36. He gas a rejont eta er meaz euz ar c’hamp, hag hen lazjont a daouliou mein ; hag e varvaz evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou.


————


SKLERIDIGHEZ.


Chetu aze diou skouer evit eur bed a dud pere a glever o touet Doue evit ann distera tra, hag a veler o labourat da zul hep ezom braz ebed. Ra zalc’hint sonj euz ar ghentel-ma, rak al leou-doued, ar sakreou argarzuz, kerkoulz hag al labour sul, ne choumint morse digastiz. Mar ve labezet hirio ann douerien Doue evel gueachall, ne ve ket kavet avoalc’h a vein da sklapa out-ho. Mes, arabad eo hen ankounac’haat, Doue a zo patiant dre ma eo ann eternite enn he gherz. Abred pe zivezad e kouezo he zourn var ar re a zizenor evelse he hano santel. Peurvuia zo ken e sko epad ar vuez-ma. Guelit tieghez eunn touer Doue, he loened, he zouarou ; ha chanz vad a zo enn-ho ?

Ar re a labour da zul n’ho deuz ket muioc’h a chanz-vad, Dont pinvidik a fell d’ezho, ha paouraat eo a raint. Petra dalv d’ann den labourat, ma na ro Doue he vennoz d’he labour. Ha Doue ne ket evit rei he vennoz d’al labourou sul, pere a zo ken kountrol d’he zervich ha d’he c’hloar. Al labourou sul-ze, ker stank er c’heriou braz, ha var ar meaz e kalz a zepartamanchou euz hor Bro Franç, a zo hag a vezo kiriek da oualleuriou braz, ma na garomp diouall. Ann Itroun Varia e deuz he ziskleriet da vugale ar Salleta er bloaz 1846. E Breiz izel, a drugaré Doue, var ar meaz da vihana, ne labourer ket kals da zul ha da c’houel ; evel se er bloasiou diveza-ma, hon euz bet kalz neheutoc’h a voaligner eghet ar broiou all. Bet ho deuz brezel-bro, ha ni a zo bet e peoc’h peuz-vad ; bet ho deuz kernez, ha ni a verze ed ha loened ; klenvejou braz a gouez da bep mare var ho zud ha var ho loened, ha ni zo bet diouallet. Mar livirit d’ann dud difeiz ann abek pe ar penn-kaoz a ghement-se, e c’hoarzint ouc’h ho klevet ; mes ar virionez a vezo ato guirionez, hag ar re a vir lezen Doue a raio bepred ho mad gant-hi.




PENNAD V.


Revolt Core, Dathan, hag Abiron. Kroz ar bobl enep Moïzes. Goalenn Aaron o vleunvia. — (Niverou pennad xvi ha xvii).


1. Hoghen chetu Core map Isaar, map Caath, map Levi, ha Dathan hag Abiron mipien Eliap, hag Hon ivez map Pheleth euz a vugale Ruben,

2. A zavaz enep Moïzes ha daou c’hant hanter-kant den all euz a vugale Israël, euz ar pennou kenta ebarz er sinagog, hag a vije galvet dre ho hanoiou, ken alies gueach ma vije kuzul.

3. Hag o veza en em zavet enep Moïzes hag Aaron, e leverjont : Ra vezo avoalc’h evid-hoc’h ma’z eo ar bobl holl eur bobl a zent, ha ma ema ann Aotrou gant-ho ; perag en em zavit-hu var bobl ann Aotrou.

4. Moïzes o veza klevet kement-se en em strinkaz he fas d’ar douar ;

5. Hag o komz ouz Core hag ouz ann holl dud a oa eno, e lavaraz : Varc’hoaz vintin ann Aotrou a roio da anaout pere eo ar re a zo d’ezhan, hag e tenno ar zent davet-han ; hag ar re en devezo choazet a dostaï out-han.

6. C’houi eta grit ann dra-ma. Ra ghemero pep unan he ezansouer, c’houi Core, hag ar re a zo a-unan gan-ehoc’h.

7. Ha varc’hoaz pa ho pezo kemeret tan, lakit c’houesiou mad var-n-ezhan dirag ann Aotrou. Ha piou bennag a vezo choazet, hennez eo a vezo sant : Gouall huel en em zavit, bugale Levi !

8. Hag e lavaraz c’hoaz da Gore : klevit, bugale Levi :

9. Ha nebeud eo evit-hoc’h, ma en deuz Doue Israël ho tispartiet euz ann holl bobl, ha tennet davet-han evit he zervicha e lidou ann tabernakl, hag evit ober dirag ar bobl ar garg enorus en deuz roet d’ehoc’h ?

10. Hag evit-se eo en deus-hen great d’ehoc’h tostaat out-han, c’houi hag hoc’h holl vreudeur, bugale Levi, evit ma kemerjac’h ac’hanoc’h hoc’h-unan karg ar beleg braz.

11. Ha ma en em zav ho pandennad tud enep ann Aotrou ? rak petra eo Aaron evit krozal enn he enep ?

12. Moïzez eta, a gasaz da glask Dathan hag Abiron, mipien Eliab. Hag e respontjont : Ne d-aimp ket.

13. Ha ne ket a-oalc’h d’ehoc’h-hu, emez-ho, beza tennet ac’hanomp euz eur vro e rede enn-hi al leaz hag ar mel, evit hon laza ebarz er gouelec’h ; ret e oe d’ehoc’h c’hoaz ober ho mestr var-n-omp ?

14. Ia a-vad, kaset hoc’h euz ac’hanomp enn eur vro e red enn-hi goaziou leaz ha mel, ha roet hoc’h euz d’eomp parkou ha guiniennou ! Ha c’hoant hoc’h euz-hu c’hoaz da denna hon daoulagad euz hor penn ? ne d-aimp ket.

15. Ha Moïzes, eat drouk braz enn-han, a lavaraz d’ann Aotrou : Na zellit ket ouz ho zakrifisou ; gouzout a rit n’em euz bet biskoaz digant-ho nann zoken eunn azen iaouank, ha n’em euz great poan ebed da nikun anezho.

16. Hag e lavaraz da Gore : C’houi, hag ho pandennad tud en em zalc’hit var c’hoaz enn eunn tu dirag ann Aotrou, hag Aaron en em zalc’ho enn tu all.

17. Kemerit holl guitibunan hoc’h ezansouerou, ha lakit ezanz var-n-ho, o kenniga d’ann Aotrou daou c’hant hanter-kant ezansouer : Aaron ivez ra zalc’ho he ezansouer.

18. Ar pez a rejont, Moïzes hag Aaron enn ho zao var al leac’h.

19. Ha pa ho devoa dastumet ar bobl holl rag-enep d’ezho dirag dor ann tabernakl, gloar ann Aotrou en em ziskouezaz d’ann holl.

20. Hag ann Aotrou o veza komzet ouc’h Moïzes hag Aaron, a lavaraz :

21. En em dennit euz a greiz ann dud dastumet ama evit ma ho distrujinn enn eunn taol.

22. Moïzes hag Aaron en em strinkaz ho fasou d’ann douar, hag a lavaraz : Doue holl c’halloudek pehini a ro ar vuez da ghement den a zo, mar c’hoarv da unan pec’hi, ha skei a rai ho puaneghez var ann holl ?

23. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes :

24. Gourc’hemennit d’ar bobl holl pellaat diouc’h teltou Core, Dathan hag Abiron.

25. Moïzes a zavaz hag a ieaz da gavout Dathan hag Abiron, hag henaoured Israël a ieaz d’he heul.

26. Hag e lavaraz d’ar bobl : Pellait diouc’h teltou ann dud dizouj e kenver Doue, ha na douchit ouc’h netra a ghement a biaou out-ho, gant aoun na veac’h grounnet enn ho fec’hejou.

27. Ha pa ho doa en em dennet pell diouc’h ann telou tro var dro, Dathan hag Abiron en em zalc’he er meaz enn ho zao e toul-dor ho zinellou gant ho graghez hag ho bugale hag ho banden.

28. Ha Moïzes a lavaraz : Dre ghement-ma e ouiot en deuz ann Aotrou va digaset da ober ann holl draou a velit diraz-hoc’h ha ne ket euz va fenn va-unan am euz ho great :

29. Mar marv ar re-ma euz a varo ordinal ann dud, mar d’int skoet gant eunn drouk a hell skei pep den, ne ket ann Aotrou en deuz va digaset ;

30. Hoghen mar gra ann Aotrou eunn dra nevez, mar tigor ann douar evit ho lounka gant kement a zo d’ezho, mar diskennont ez veo enn ifern, e ouiot ho deuz blasphemet ann Aotrou.

31. Kerkent eta ma en doa ehanet da gomz, ann douar a darzaz dindan ho zreid ;

32. Hag o tigheri he zounderiou, e lounkaz anezho gant ho zeltou ha gant kement mad ho devoa ;

33. Hag e tiskenjont ez veo enn ifern, goloet gant ann douar, ha ne oe mui liou anezho e touez ar bobl.

34. Holl Israël, pehini en em zalc’he eno tro-var-dro, o klevout kri ar re a ia da goll, a dec’haz kuit, o lavarout : Tec’homp, gant aoun na vemp ivez lounket gant ann douar.

35. Hoghen eunn tan kasset gant ano Aotrou a lazaz ann daou c’hant hanter-kant den a ghennighe ann ezanz.

36. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavararout :

37. Gourc’hemennit da Eleazar map Aaron, ha belek, kemer ann ezansouerou a zo choumet enn tan-goall, ha skigna ar glaou anezho tu-ma tu-hont, rak santifiet int

38. Dre varo ar bec’herien ; ober a rai anezho lavnennou, hag ho staga a rai ouc’h ann aoter, dre’n abek ma’z euz bet kinnighet ezanz gant-ho d’ann Aotrou, ha ma int bet santifiet, evit ma vezint evel eur zin hag eunn arouez dirag daoulagad bugale Israël da zigas sonch euz ar pez a zo c’hoarvezet.

39. Ar belek Eleazar eta a zastumaz ann ezansouerou arem gant pere ho doa kennighet ezanz ar re a oa bet devet gant ann tan-goall, hag o veza great anezho lavnennou, ho stagaz ouc’h ann noter,

40. Evit ma ho divije bugale Israël enn amzer da zont eur ghentel eno, evit na dostaje diaveziad ebed, na den ebed ha na vije ket euz a ouenn Aaron, da ghenniga ezanz d’ann Aotrou, gant aoun na c’hoarvje gant-han ar pez a oa c’hoarvezet gant Core hag he holl vanden, ann Aotrou o komz ouc’h Moïzes.

41. Antronoz holl bobl bugale Israël a grozaz enep Moïzes hag Aaron, o lavarout : Lazet oc’h euz pobl ann Aotrou.

42. Hag evel ma save dispac’h ha ma kreske ar c’heflusk,

43. Moïzes hag Aaron a dec’haz e tabernakl ar ghevredighez, ha pa oant eat ebarz, ar goumoulen her goloaz, ha gloar ann Aotrou en em ziskuezaz.

44. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes :

45. En em dennit ho taou euz a greiz ar bobl-ma, rak mont a rann rak tal d’he zistruja. Hag epad ma oant daoustouet ho fasou d’ann douar,

46. Moïzes a lavaraz da Aaron : Kemerit hoc’h ezansouer, lakit glaou ebarz euz ann aoter, ha taolit ezanz var c’horre ; it dioc’h-tu beteg ar bobl da bedi evit-han ; rak dija eo ellumet buaneghez ann Aotrou, hag ar voalen a sko tear ha kaled.

47. Aaron a zentaz, a redaz e kreiz ar bobl, dija goastet gant ann tan-goall, hag a ghennigaz ezanz da Zoue.

48. Hag oc’h en em zerc’hel enn he zao etre ar re varo hag ar re veo, e pedaz evit ar bobl, hag ar voalen a ehanaz.

49. Hoghen pevarzek mil den ha seiz kant oc’hpenn a oe skoet, hep kounta ar re a oa eat da goll e revolt Core.

50. Hag Aaron a zistroaz da gavout Moïzez, var doull dor tabernakl ar ghevredighez, goude ma oa ehanet ann distruj.

1. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavarout :

2. Komzit ouz bugale Israël, ha kemerit digant-ho goaligner, unan dre bep lignez, daouzek goalen digant daouzek prins ar meuriadou, hag e skrivot hano pep prins var he voalen.

3. Mes hano Aaron a vezo var voalen meuriad Levi, hag evelse pep goalen a zougo hano eur prins a bep meuriad.

4. Lakaat a reot ar goaligner e tabernakl ar ghevredighez dirag arc’h ann desteni e peleac’h e komzinn ouz-hoc’h.

5. Ann hini euz ar brinsed am bezo choazet, e vleunio he voalen, hag e trouc’hinn berr da glemmou bugale Israël ha d’ho c’hoziou enn hoc’h enep-hu.

6. Moïzes a gomzaz eta da vugale Israël, hag ann holl brinsed a roaz d’ezhan ho goalinier, unan dre bep meuriad, hag e oe daouzek goalen hep kounta goalen Aaron. (Rak daou vap Joseph, Ephraim ha Manasse ho devoa pep hini he veuriad).

7. Ha Moïzes o veza ho lekeat dirag ann Aotrou e tabernakl ann desteni,

8. O veza distroet enn deiz varlerc’h, e kavaz e doa bleuniet goalen Aaron euz a di Levi ; ar bronz a oa didinvet, ar bleun a oa digoret, ann deliou dispaket, hag ann alamandez a oa skoulmet.

9. Moïzes eta a zigasaz ann holl c’hoaligner euz a zirag an Aotrou da holl vugale Israël, hag e veljont hag e kemerjont pep hini he voalen.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Kasit en-dro goalen Aaron e tabernakl ann desteni, evit ma vezo miret eno evel eur zin euz revolt bugale Israël, ha ma ehano ho c’hlemmou em enep, gant aoun na varfent.

11. Ha Moïzes a reaz evel m’en doa gourc’hemen­net ann Aotrou.

12. Mes bugale Israël a lavaraz da Voïzes : Chetu ni eat da netra, maro omp holl.

13. Piou bennag a dosta ouc’h tabernakl ann Aotrou, a varv, ha distrujet e vezimp-ni holl, hep na chomo nikun ?


————


SKLERIDIGHEZ.


Revolt Core, Dathan hag Abiron a hell servichout da skouer d’ar re a c’hoanta en em zevel enep ho mistri, ha na ouzont ket penaoz hen ober ; mes deski a rai ivez d’ezho penaoz e tighemer Doue ar revolutionerien, ispicial pa en em ghemeront ouc’h he iliz.

Core a oa kenderv-gompez da Voïzes ha da Aaron, map bihan da Levi eveld-ho. Kavout a ra d’ezhan en devoa guir ivez var ar veleghiach, hag e koumans dre lakaat en tu gant-han eleiz euz a bennou braz ar bobl. Mont a reaz neuze da gavout Moïzes hag Aaron, hag e lavaraz d’ezho gant rogoni : « Pell avoalc’h so e rit ho mistri var-n-omp, list gant re all d’ho zro ar c’hargou hag ann enoriou hoc’h euz bet bete vrema. Ha ne d-omp-ni ket holl ar memes pobl, ar pobl santel, pobl Doue, perag e vec’h-hu ken ourgouilhuz da zerc’hel ato gan-ehoc’h ann dourn hag ar veli ? »

Dathan hag Abiron a ia pelloc’h ; goab a reont euz Moïzes. « Ia ’vad, emez-ho, hon digaset en deuz enn eur vro gaer, peleac’h ema ar parkou, ar guini, al leaz hag ar mel a bromete d’eomp ? » Chetu aze komzou ar revolutionerien, pa fell d’ezho lakaat ar bobl munud da drei kein d’ho mistri, ha da zevel enn tu gant-ho. Core, Dathan hag Abiron a ouie voalc’h petra oa kaoz ne oa ket eat pobl Doue beteg ann douar prometed. Kenkouls ha ma ouient oa bet choazet Aaron gant Doue he-unan evit beza belek braz, hag he vugale enn he c’houde ; mes tevel a reont var ar virionez, hag ar gaou a loskont a vouez huel. Moïzes abarz respont a bed Doue, ha sklereet gant ar Spered Santel, e lavar d’ezho : Var c’hoaz e ouiot piou a zo bet choaset gant ann Aotrou, grit hepken ar pez a lavarann d’ehoc’h.

Ar c’hastiz a oe tempzet diouc’h grevusted ha natur ann drouk, en em ranna a felle d’ezho diouc’h Moïzes hag Aaron, hag ann douar en em rann evit ho lounka. Disken a reont beo enn ifern ; ar pez a verk, eme Zant Aogustin, e varvent gant gouieghez mad euz ho revolt ha kaledet enn ho fec’hed. hennez eo peurliesa, hervez ar memes sant, goall varo ann heretiked hag ar schismatiked ; Anaout a reont ho fazi, ha na fell ket d’ezho kuitaat ho c’hreden faoz, dre ourgouil ha dre aheurtamant.

Ar pez a reaz Aaron dre urz Moïzez evit herzel breac’h a un Aotrou-Doue, ann tad Santel a Pap hag e veleien her gra bemdez e kenver ar re a glak ober brezel d’ezho ha ranna ann Iliz. Pedi a reont evit-ho, kenniga a reont da Zoue sakrifiz braz ann offeren, ha Doue a zalc’h he zourn prest da skei, evit rei amzer d’ann dud ingrat d’en em anaout, ha da zistrei var ann hent mad.

Doue a reaz c’hoaz eur burzud kaer evit diskouez d’ann holl penaoz ne ket Moïzes eo en devoa choazet he vreur Aaron da ober anezhan belek braz ar relijion, mes ann Aotrou he-unan. Trizek goalen koat seac’h a oe lakeat ebarz enn tabernakl, unan dre bep meuriad, hag hano prins ar meuriad var-n-ezhi. Pa oe digaset ar goaligner er meaz ha diskouezet d’ar bobl goalen Aaron hepken e devoa blenniet. Ar voalen-ze a oe lekeat endro ebarz enn tabernakl, ha miret eno gant ann traou santel all, evel ar mann ha diou daolen ar gourc’hemennou.

Ann traou-ze holl a zesk d’eomp ne dle den kemerout ar veleghiach anezhan he-unan, nemet galvet e ve gant Doue, evel ma oe Aaron ; ha goude beza diskouezet dre galz a vertusiou ez eo dign euz a eur garg ken huel. « Jezuz-Krist he-unan, eme zant Paol, n’en deuz ket en em c’hlorifiet, nag en em c’hraet he-unan belek braz he relijion, mes glorifiet eo bet gant ann hini en deuz lavaret d’ezhan : c’houi eo va Map, hirio am euz hoc’h enghehentet ; hag enn eul leac’h all : Belek oc’h da viken hervez urz Melkisedek. » Mes eur veach ma eo beleghet eunn den, ann dud all a dle he enori hag he zouja evel ministr ann Aotrou Doue, he gannad hag he ghenoberour enn affer vraz euz ho zilvidighez. Doue na lez ket digastiz ann dismeganz a rafac’h d’he veleien ; lavaret en deuz : na douchit ket ouc’h va Doueou, da lavaret eo, ouc’h va zud sakret.




PENNAD VI.


Maro Mari, c’hoar Moïzes, Difisianz Moïzes hag Aaron divarbenn ann dour, hanvet dour ann enebiez ; ne d-aint ket beteg ann douar prometet. — Maro Aaron. — (Niverou Pennad xx).


Euz ar bed bloaz 2552. — Araog Jezuz-Krist 1452.


1. Er miz kenta euz ann daou-ughentved bloaz, bugale Israël hag ann dud a oa d’ho heul a zeuaz e gouelec’h Sin, hag ar bobl a choumaz e Kades. Mari a varvaz eno, hag e oe sebeliet er memes leac’h-se.

2. Hag evel n’en doa ket ar bobl dour da eva, en em zastumjont enep Moïzes hag Aaron ;

3. Hag oc’h ober ho zud revoltet, e leverjont : A ioul e vijemp ma roe touez hor breudeur dirag ann Aotrou !

4. Perag hoc’h eus-hu digaset iliz ann Aotrou (da lavaret eo bobl Doue), ebarz er gouelec’h, evit ma varvimp holl, ni hag hol loened ?

5. Perag hoc’h eus-hu great d’eomp pignat euz ann Ejipt ha digaset ac’hanomp el leac’h-ma ar falla a zo er bed, eul leac’h ha na heller ket hada, ha na zeu en-han na guez fighez, na guini, na guez greunad, e peleac’h n’euz ket zo ken dour da eva.

6. Moïzes hag Aaron o veza kaset ar bobl d’he deltou, a zeuaz e tabernakl ar ghevredighez, hag oc’h en em strinka ho fasou d’ann douar, e krijont etrezeg ann Aotrou, hag e leverjont : Aotrou Doue, klevit kri ar bobl-ma, ha digorit d’ezho ho tenzor eur feunteun dour beo, evit, pa ho devezo evet ho goualc’h, ma ehano ho c’hrozvoll. Ha gloar ann Aotrou en em ziskouezaz a-uz d’ezho.

7. Ha Doue a gomzaz ouz Moizes o lavarout :

8. Kemerit ar voalen, ha dastumet ar bobl, c’houi hag ho preur Aaron, ha komzit d’ar mean diraz-ho, hag ar mean a roio dour. Ha pa ho pezo tennet dour diouc’h ar mean, ar bobl holl a evo, hag al loened ivez.

9. Moïzes a ghemeraz eta ar voalen pehini a oa dirag ann Aotrou, evel m’en doa ann Aotrou gourc’hemennet d’ezhan.

10. Hag o veza dastumet ar bobl dirag ar mean, e lavaraz d’ezho : Klevit, tud amzent ha diskredik, hag hellout a raimp-ni lakaat dour da zilamm evid-hoc’h euz ar mean-ma ?

11. Neuze Moïzes a zavaz he zourn, a skoaz diou veach var ar mean, hag e teuaz anezhan eunn dour ker kre ma hellaz ar bobl hag al loened eva ho goualc’h.

12. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes ha da Aaron : Dre n’hoc’h euz ket kredet enn-oun, ha n’hoc’h euz ket glorifet ac’hanoun dirag bugale Israël, ne gasot ket ar boblou-ma enn douar am euz da rei d’ezho.

13. Hen-nez eo dour ann enebiez, e peleac’h e krozvolaz bugale Israël enep ann Aotrou, hag e peleac’h e tiskouezaz he c’halloud hag he zantelez enn ho zouez.

22. Pobl Israël, o veza savet ar c’hamp euz a Gadez, a zeuaz da venez Hor pihini a zo var harzou douar Edom.

23. Eno ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes ;

24. Ra iello Aaron, emez-han da gavout he vobl ; rak ne d’ai ket er vro am euz roet da vugale Israël, dre ma eo bet diskredik d’am c’homzou e kichenn dour ann enebiez.

25. Kemerit Aaron hag he vap gant-han, ha kasit-ho var venez Hor.

26. Hag o veza divisket he zillad belek digant ann tad, e viskot anezho da Eleazar he vap. Aaron a ielo da gavout he dadou, hag a varvo eno.

27. Moïzes a reaz evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou ; hag e pignjont var venez Hor dirag ar bobl holl.

28. Hag o veza divisket Aaron euz he zillad belek, he viskaz gant-ho he vap Eleazar.

29. Aaron a varvaz neuze, var lein ar menez, ha Moïzes a ziskennaz gant Eleazar.

30. Hag ar bobl, o velout e oa maro Aaron, a ouelaz d’ezhan epad tregont devez dre ann holl diadou.


————



SKLERIDIGHEZ.


Chetu ni arruet gant ar bloaz diveza ho deuz ann Israelited da dremen er gouelec’h, e pinijen euz ho revoltou. Maro int holl koulz lavaret, hag ho c’horfou a zo choumet da vreina tu-ma tu-hont, Mari hag Aaron ne oant ket bet ato divlamm dirag Doue ken nebeut, er penn kenta ho doa klasket noaz ouz MoÏzes abalamour d’he c’hreg Ethiopianez, da behini e oa bet dimezet e Douar Madian. Marie a oe skoet gant al lornez dre’n abek da ghement-se, hag Aaron a c’houlennaz buhan trugarez digant Doue ha digant Moïzes. Ne ket eur Zouez eta ho guelet o vervel araog arruout enn douar prometet. Mes Moïzes perag ne d-ai-hen ket var benn he bobl beteg eno ? Allaz ! n’euz den parfed var ann douar ; Doue hen diskouez, o lezel Moïzes hag Aaron da bec’hi eur momedik dre zifizianz. Ho fec’hed dreiz-han he-unan ne ket braz ; koulskoude Doue, dre’n abek d’ho renk ha d’ar grasou kaer ho doa bet, ho c’hondaon ivez da vervel er gouelec’h. Na ouzeur ket re peleac’h ema pec’hed Moïzes ; lod a lavar e tizentaz, o skei var ar mean, epad ma en doa Doue lavaret d’ezhan komz hep ken d’ar mean hag en divije roet dour. Sant Aogustin a zonj d’ezhan e pec’haz dre zifizianz epad ma lavare d’ar bobl : Tud amzent ha diskredik, hag hellout a raimp-ni lakaat dour da zilamm evid-hoc’h euz ar mean-ma ? O komz evelse, eme Zant Aogustin, en doa aoun he-unan ne roje ket Doue dour d’ezhan, hag en doa sonj da deureul ar faot var ziskredoni ar bobl. Daoust p’eur nag e pe c’hiz e pec’haz, pec’hi a reaz da vihana ; ha Doue, pehini a feurch er galoun hag e spered an den, hen diskleriaz d’ezhan, o lavaront : Ne gasot ket ar bolb-ma enn douar am euz roet d’ezho. kement-se a oa lavarout d’ezho ho daou : Mervel a reot hep dale ; pa’z eo guir n’en doa mui ar bobl nemet eur bloaz da dremen er gouelec’h. Klevet a rejont ho barnedighez gant doujanz hag humilité, hag ho maro eüruz a zo dign da veza c’hoantaet, pa’z eo guir int maro ho Daou e kompagnunez ann Aotrou, hag evel etre he zivreac’h.

℣ 6. Aotrou-Doue, digorit d’ezho ho tenzor, eur feunteun dour beo ! — Ar c’homzou-ze a oa eunn huanaden etrezeg ar Messi, hor Zalver Jezuz-Krist, pehini eo ar vir feunteun a vuez, ha pehini a dlie terri sec’hed ann eneou, da ghenta var ann douar dre he c’hras er zakramanchou, heg erfin dre eur mor a eurusted e rouantelez ann Envou. Sant Paol a zesk d’eomp ar virionez-se enn he ghenta lizer d’ar Gorenthied, 10.4 : Holl ho deuz evet euz ar memes dour spirituel ; rak eva a reant euz ar mean spirituel az ea d’ho heul, hag ar mean-ze a oa ar c’hrist. Rak, emez-han, ann traou-ze holl a c’hoarveze gant-ho e skeuden, da lavarout eo : evel eur zin hag eunn diougan euz a draou all kalz talvoudusoc’h ; ha skrivet int bet evit hor c’helenn, ni pere a zo deuet e difin ann amzeriou. Ar profed Izaiaz a gomz ivez euz ann douriou burzuduz-se a dlie Salver ar bed rei d’he zervicherien : Eva a reot dour, emez-han, gant levenez euz feunteuniou ar Zalver. Ha Jezuz-Krist he-unan en deuz dizkleriet e selle ann diouganou-ze out-han, pa en deuz lavaret : Piou bennag en deuz sec’hed, ra zeuio daved-oun, ha ra evo ; neb a gred enn-oun-me, e redo euz he galoun steriou dour beo.




PENNAD VII.


Ar serpant arem. (Niverou xxi).


1. Ann Israelited a guitaaz menez Hor oc’h heulia ann hent a gas d’ar mor ruz, evit trei divar zouar Edom, roue ar vro-se, o veza refuset ho lezel da dremen dre he stadou. Hag ar bobl a goumansaz skuiza gant ar beachou ha gant ar boan.

5. Komz a reaz adarre, enep Doue hag enep Moïzes, o lavarout : Perag hoc’h eus-hu tennet ac’hanomp euz ann Ejipt, evit ma varvimp ebarz ar gouelec’h ? Ar bara a vank, n’euz ket a zour, hag hor c’haloun pelloc’h a zeu da heughi ouz ar boed-ze kalz re skanv.

6. Evit-se ann Aotrou a gasaz var ar bobl serpanted tanuz ; ar gouliou hag ar maro a roent da eleiz a dud,

7. A reaz d’ar bobl mont da gavout Moïzes, hag e leverjont : pec’het hon euz, dre ma hon euz komzet enep ann Aotrou hag enn oc’h enep-hu ; pedit, evit ma kaso ar serpanted divar hon tro, Moïzes a bedaz evit ar bobl.

8. Hag ann Aotrou a gomzaz out-han evel-henn : Grit eur serpant arem ha lakit-hen enn eul leac’h huel evel eur zin : piou bennag, o veza bet gouliet, a zello out-han, a vevo.

9. Moïzes a reaz eta EUR SERPANT AREM, hag hen lekeaz enn eul leac’h huel evit beza eur zin, ar re a zelle out-han, goude ma vijent bet gouliet a zeue iac’h.


————


SKLERIDIGHEZ.


Jezuz-Krist he-unan en deuz diskleriet e oa ar serpant koevr-ze eur skeuden anez-han. Evel ma savaz Moïzes ar serpant ebarz ar gouelec’h, emez-han, evelse eo ret e ve savet map ann den, evit ne d-aï da goll nikun euz ar re a gredo enn-han, mes ma ho devezo ar vuez eternel.

Dantet omp bet holl gant ar serpant ifernal dre ar pec’hed original, ha ne oa nemet Jezuz-Krist savet var ar groaz a ghement a helle hor parea. Pa zellomp out-han pa ghemeromp he zakramachou, e teu ar gouli-ze da barea kerkoulz hag ar gouliou all, a ra c’hoaz ann drouk-spered enn hon eneou dre ar pec’hejou actuel. Sellomp eta gant feiz ha gant fizianz, gant keuz ha gant karantez ouz hor Zalver bennighet, ha na varvimp ket evit biken dre ann taoliou dent-ze a bakomp re alies, siouaz ! digant ann dragon ifernal.




PENNAD VIII.


Istor Balaam. (Niverou, pennad xxii, xxiii, xxiv).


An Israelited, o vont etrezeg ann douar prometet, goude beza trec’het ar boblou a felle d’ezho hersel out-ho,

1. A erruaz da gampi e plenennou Moab, eleac’h m’ema Jeriko enn tu all d’ar Jourden.

2. Hoghen Balak, map Sephor, o velout ann holl draou en doa great Israël d’ann Amorrheed,

3. Hag ho doa ar Moabited aoun raz-han, ha na heljent ket herzel ouz he stok,

4. A lavaraz d’ar re gosa euz a vro Madian : Ar bobl-ze a zistrujo ann holl dud a zo o choum enn hor broiou, evel ma kustum ann ejen peuri ar gheod beteg ar c’hrisien. Balak a oa neuze roue Moab.

5. Kas a reaz eta kannaded da Valaam map Beor, ann divinour, pehini a choume var vord ar ster a red e douar bugale Ammon (ann Euphrat), evit he c’hervel da zont d’he gavout, ha da lavarout d’ezhan : Chetu eur bobl a zo deuet euz ann Ejipt, goloet en deuz gorre ann douar, hag eo kampet rag enep d’in.

6. Deuit eta ha millighit ar bobl-se, rak krevoc’h eo eghed-oun, da velout mar’z euz tu d’in da hellout he drec’hi, hag he deurel er meaz euz va douar. Rak gouzout a ran eo bennighet ann hini a vennighit, ha millighet ann hini a daolit ho malloz var-n-ezhan.

7. Mont a rejont eta, tud koz Moab, hag ar re gosa euz Madian, hag enn ho daouarn paë ann divinour. Pa oant digouezet gant Balaam, ha pa ho devoa danevellet d’ezhan holl gomzou Balak,

8. Balaam a respontaz : Choumit ama fenoz, hag e respontin d’ehoc’h ar pez en devezo lavaret d’in ann Aotrou, Choum a rejont e ti Balaam, ha Doue a zeuaz hag a lavaraz d’ezhan :

9. Petra a glask ann dud-se enn ho ti ?

10. Hen a respontaz : Balak, map Sephor, roue ar Moabited, en deuz digaset da lavarout d’in :

11. Chetu eur bobl, deuet euz ann Ejipt, en deuz goloet gorre ann douar ; deuit ha millighit anezhan, da ouzout ha me hallo enn eur fesoun bennag ober brezel d’ezhan hag he gas kuit.

12. Ha Doue a lavaraz da Valaam : Ne d-it ket gant-ho, ha na villighit ket ar bobl-ze, rak bennighet eo.

13. Antronoz vintin pa zavaz, Balaam a lavaraz d’ar brinsed : It d’ho pro, rak ann Aotrou en deuz difennet ouz-in mont gan-ehoc’h.

14. Ar brinsed distro d’ar ghear a lavaraz da Valak : Balaam ne ket falvezet d’ezhan dont gan-eomp.

15. Balak a gasaz kannaded all, muioc’h ha noploc’h eghet ar re en doa kaset da ghenta.

16. Ar re-ma o veza deuet beteg Balaam, a lavaraz d’ezhan : Chetu petra en deuz lavaret Balak, map Sephor, na zaleit ket da zont d’am c’havout.

17. Prest oun d’hoc’h enori, ha rei a rinn d’ehoc’h a pezh a gherrot ; deuit, ha millighit ar bobl-se.

18. Balaam a respontaz : Na pa rofe d’in Balak eleiz he di a arc’hant hag a aour, na helfenn ket chench gher ann Aotrou va Doue, evit lavarout pe vuioc’h pe nebeutoc’h.

19. Ho pedi a rann da choum ivez ama fenoz, evit ma hellinn gouzout petra responto d’in ann Aotrou adarre.

20. Doue a zeuaz eta da gavout Balaam epad ann noz, hag a lavaraz d’ezhan : Mar d-eo deuet ann dud-se d’ho kerc’hat, savit, hag it gant-ho ; gant na reot nemet ar pez am bezo gourc’hemennet d’eoc’h.

21. Balaam a zavaz mintin mad, hag o veza sternet he azenez, en em lekeaz enn hent gant-ho.

22. Ha Doue az eaz drouk enn-han. Hag Eal ann Aotrou en em zalc’haz var ann hent eün dirag Balaam pehini a oa azezet var he azenez ha daou vevel oc’h he heulia.

23. Ann azenez o velout ann Eal enn he zao var ann hent eur c’hleze noaz enn he zourn, a zistroaz divar ar venaojen, hag a c’haloupe a dreuz d’ar parkeier. Evel ma skoe Balaam var-n-ezhi, hag e felle d’ezhan he digas var ann hent,

24. Ann Eal en em zalc’haz enn eul leac’h striz etre diou vogher daou barkad guini.

25. Ann azenez oc’h he velet, en em daolaz ouc’h ar vogher, hag a flastraz he droad d’ann hini a oa var he c’hein. Hag hema adarre da skei var-n-ezhi.

26. E keit-se, ann Eal o tremen da eul leac’h strisoc’h c’hoaz, e peleac’h na hellet trei nag a zeou nag a gleiz, en em zalc’haz eün hag eün dirag ann azenez.

27. Ann azenez o velout ann Eal, a gouezaz dindan ann hini a oa var he c’hein ; hag hema eat drouk enn-han, a ouall skoe gant he vaz var he c’hostou.

28. Neuze ann Aotrou a zigoraz ghenou ann azenez, hag e komzaz. Petra, emez-hi, am euz-me great d’ehoc’h ? Perag e skoit-hu gan-en ? Chetu ann derved gueach ma em c’hannit.

29. Balaam a respontaz : Dre ma hoc’h euz meritet, ha dre ma hoc’h euz great goab ac’hanoun. Perag n’am eus me ket eur c’hleze evit he blanta enn da gorf ?

30. Ann azenez a lavaraz : Ha ne d-ounn-me ket ho loen, var behini hoc’h boazet da bignat ato beteg ann deiz hirio ? Livirit, ha great am eus-me biskoaz kement-all d’ehoc’h ? Hag hen a lavaraz : Biskoaz.

31. Kerkent ann Aotrou a zigoraz he zaoulagad da Valaam, hag e velaz ann Eal enn he zao var ann hent, eur c’hleze noaz enn he zourn, hag ec’h adoraz anezhan, oc’h en em strinka he fas d’ann douar.

32. Hag ann Eal a lavaraz d’ezhan : Perag hoc’h eus-hu kannet hoc’h azenez bete teir gueach ? Deuet ounn evit enebi ouz-hoc’h, rag ar pez a rit a zo goall fall, ha kountrol d’in-me.

33. Ha ma ne divije ket troet ann azenez divar ann hent, o lezel ann hent gant ann hini a harze out-hi, em bije ho lazet, hag ann azenez a vije choumet beo.

34. Balaam a lavaraz : Pec’het am euz, o veza na ouienn ket e oac’h eno evit herzel ouz-in, ha brema, ma na fell ket d’ehoc’h ez afenn, e tistroinn var va c’hiz.

35. Ann Eal a lavaraz : It gant-ho, ha diouallit na lavarfac’h netra nemet ar pez am bezo gourc’hemennet d’ehoc’h. Mont a reaz eta gant ar brinsed.

36. Balak o veza klevet ec’h arrue, a zeuaz var he arbenn beteg eur ghear d’ar Moabited pehini a zo er penn pella euz a zouar Arnon.

37. Hag e lavaraz da Valaam : Kaset am-euz kannaded d’ho kervel da zont d’am c’havout, perak n’hoc’h ket deuet diouc’h-tu ? Nag abalamour na heljenn ket paea ho peach e ve ?

38. Balaam a respontaz d’ezhan : Chetu me deuet. Hag hellout a rinn-me lavarout netra, nemet ar pez a lakaï Doue em ghenou ?

39. Mont a rejont ac’hano kevred, hag e teujont enn eur ghear pehini a oa er penn pella euz he rouantelez.

40. Ha Balak, o veza lazet ejened ha denved, a gasaz prezanchou da Valaam ha d’ar brinsed a ioa gant-han.

41. Hag antronoz vintin e kasaz anezhan var al leac’hiou huel consacret da Vaal, hag e tiskouezaz d’ezhan ac’hano al loden ziveza euz kamp ann Israelited.

————


1. Ha Balaam a lavaraz da Valak : Savit d’in ama seiz aoter, ha digasit kement-all a leueou, ha meod er memes niver.

2. Balak o veza great evel ma lavare Balaam, e lekejont ho daou var eunn dro eul leue hag eur maout var bep aoter.

3. Ha Balaam a lavaraz da Valak : Choumit eur pennadig e kichen ho sakrifis-losk, epad ma’z ainn, ha ma velinn, hag en em gavout a rai ann Aotrou gan-en ; ha kement tra a c’hourc’hemenno d’in, a livirinn d’ehoc’h.

4. O veza en em dennet kuit buhan-buhan, Doue en em gavaz gant-han ; ha Balaam a gomzaz out-han : Savet am euz, emez-han, seiz aoter, hag em eus lekeat var bep hini anezho eul leue hag eur penn-denved.

5. Hoghen ann Aotrou a lekeaz ar gomz enn he c’henou hag a lavaraz d’ezhan : Distroit da gavout Balak, ha livirit d’ezhan ann dra-ze.

6. Pa oa distroet, e kavaz Balak e kichen he zakri­fis-losk, hag ivez prinsed ar Moabited.

7. Hag o kemerout he barabolen (pe he vod da ziougana) e lavaraz : Balak, roue ar Moabited en deuz va digaset euz Aram, euz menesiou ar zav-heol ! Deuit, emez-han, ha millighit Jakob, hag argazit Israël.

8. Penaoz e villighin-me nep n’en d-euz ket Doue millighet ? Evit petra ec’h argarzin-me nep ne d-eo ket argarzet gant ann Aotrou.

9. He velout a rinn divar veg ar c’herrek, hag he arvesti a rinn divar lein ann torghennou. Ar bobl-se a choumo he unanik, ha ne vezo ket kountet etouez ar boblou all.

10. Piou a hello niveri poultren Jakob, ha gouzout ann nombr euz a vugale Israël ? Ra varvinn euz a varo ann dud just, ha ra vezo fin va buez henvel ouz ho hini !

11. Neuze Balak a lavaraz da Valaam : Petra a rit-hu eta ? ho kalvet am euz da villiga va enebourien, hag er c’hontrol ho benniga eo a rit.

12. Balaam a respontaz d’ezhan : Hag hellout a ran-me lavarout netra nemet ar pez en devezo gourc’hemennet ann Aotrou.

13. Balak eta a lavaraz : Deuit gan-en enn eul leac’h all, euz a behini e velfot eul loden a Israël, ha na helfot ket he velout holl ; ac’hano millighit-hen.

14. Hag o veza he gaset enn eul leac’h huel meurbed, var lein menez Phasga, Balaam a zavaz eno seiz aoter, hag o veza lekeat var bep hini anezho eul leue hag eur penn-denved,

15. E lavaraz da Valak : Choumit ama ec’h harz ho sakrifis-losk, ken n’az ainn var arbenn ann Aotrou.

16. Hag ann Aotou o veza en em gavet gant-han, hag o veza lekeat ar gomz enn he c’henou, a lavaraz d’ezhan : Distroit da gavout Balak, hag e leverot d’ezhan ann dra-ze.

17. Balaam o veza distro, a gavaz Balak ec’h harz he zakrifiz-losk, ha prinsed ar Moabited gant-han. Ha Balak a lavaraz d’ezhan : Petra en deuz eta lavaret ann Aotrou.

18. Neuze Balaam, o kemerout he barabolen, a lavaraz : Savit enn ho sav, Balak, ha taolit evez ; selaouit, map Sephor ;

19. Doue ne ket evel ann den, da hellout lavarout gaou, nag evel map ann den da hellout chench. Pa en deuz lavaret eunn dra, ha n’her graio-hen ket ? Pa en deuz komzet, ha na gaso-hen ket he gomz da vir ?

20. Digaset oun bet da venniga, n’hellann ket mirout na vennighenn.

21. Neuz ket a idol e Jakob, ha ne veleur skeuden ebed en Israël. Ann Aotrou he Zoue a zo gant-han, ha son ann drompill a glever enn-han o son victor he roue.

22. Doue en deuz he dennet euz ann Ejipt, he nerz a zo henvel ouc’h hini ar rhinoceroz.

23. N’euz sorcer ebed e Jakob, na divinour ebed en Israël, pa vezo deuet ann amzer, e vezo lavaret da Jakob ha da Israël ar pez en deuz great Doue ; (pe er c’hiz all, ar pez a raï Doue enn ho c’hreiz).

24. Chetu, ar bobl-ma a zavo evel eul leonez, sevel a rai var he dreid evel eul leon, ha ne c’hourvezo ket ken n’en devezo devoret he breiz, hag evet goad ar re lazet.

25. Ha Balak a lavaraz : Na roit d’ezho nag ho malloz nag ho pennoz.

26. Ha Balaam a respontaz : N’am eus-me ket lavaret d’ehoc’h e rajenn ar pez a c’hourc’hemenje Doue d’in ?

27. Ha Balak a lavaraz d’ezhan : Deuit, hag e kasinn ac’hanoc’h enn eul leac’h all, euz a behini marteze e plijo gant Doue e villigac’h anezho.

28. Hag o veza he gaset var lein menez Phogor pehini a sko var ar gouelec’h,

29. Balaam a lavaraz d’ezhan : Savit d’in ama seiz aoter, ha digasit kement-all a leueou, ha meod er memes niver.

30. Balak a reaz evel m’en doa lavaret Balaam ; hag e lekeaz eul leue hag eur penn-denved var bep aoter.

————


1. Balaam o veza guelet e felle d’ann Aotrou en divije bennighet Israël, na ieaz ket er veach-ma da glask ober he zivinour, evel m’en doa great araok ; mes o trei he fas var zu ar gouelec’h,

2. Hag o sevel he zaoulagad, e velaz Israël o choum enn he deltou, renket dre veuriad, ha Spered Doue o veza en em ghemeret anezhan,

3. En em lekeaz da ziougana, o lavarout : Chetu petra lavar Balaam map Beor ; chetu petra lavar ann den en devoa he zaoulagad serret.

4. Chetu petra lavar ann hini a glev komz Doue, hag en deuz guelet gueledighez ann Holl-c’halloudek, ann hini a gouez, hag eo evelse digoret he zaoulagad d’ezhan.

5. Na kaer eo ho tabernaklou, Jacob ; na kaer eo ho teltou, Israël !

6. Bez’ ez int evel traouneniou leun a goajou braz, evel jardinou douret kaer e-hed ar steriou, evel teltou savet gant ann Aotrou he-unan, evel gouez cedrez plantet e kichen ann douriou.

7. Ann dour a redo bepred euz ho lestr, hag ho lignez a gresko evel ann douriou braz. Ho roue a vezo taolet a gostez dre’n abek da Agar, hag he rouantelez a vezo lamet digant-han. — Ar pez a c’hoarvezaz gant ar roue Saül.

8. Doue en deuz hen tennet euz ann Ejipt, he nerz a zo henvel ouz nerz ar rhinoceroz. Taga a raint ar boblou a vezo ho enebourien, bruzuna a raint ho eskern, hag ho zreuzi a raint a dennou birr.

9. Gourvezet eo da gousket evel eul leon, hag evel eul leonez na gred den he dihun. Nep he vennigo a vezo bennighet he-unan, ha nep hen milligo a gouezo dindan ar valloz.

10. Ha Balak eat drouk enn-han ouc’h Balaam, o steki he zaou zourn ann eil ouc’h eghile, a lavaraz : Ho kalvet am euz da villiga va enebourien, hag er c’hantrol ho beniga hoc’h euz great bete teir gueach.

11. Distroit d’ho ti. Lekeat am boa em spered hoc’h enori gant larghentez, mes ann Aotrou en deuz miret ann enor-ze ouz-hoc’h.

12. Balaam a respontaz da Valak : Ha n’em eus-me ket lavaret d’ar gannaded hoc’h euz digaset d’in :

13. Na pa rofe d’in Balak leiz he di a arc’hant hag a aour, n’helfenn ket mont en tu all da gomzou ann Aotrou va Doue, na lavarout netra euz va fenn va-unan, nag e drouk nag e mad, mes ar pez en devezo lavaret ann Aotrou, kement-se a livirinn.

14. Koulskoude abarz mont d’am bro, e roinn d’ehoc’h eunn ali, evit ma ouiot petra a dle ho pobl da ober evit noazout d’ar bopl-se en divez.

15. Hag o kemerout ar barabolen, pe he vod da ziougana, e lavaraz adarre : Chetu petra lavar Balaam, map Beor ; chetu petra lavar ann den en doa he zaoulagad serret ;

16. Chetu petra lavar ann hini a glev komzou Doue, ann hini a anav kelenn ann Huella, hag a vel gueledighezou ann Holl-c’halloudek ; ann hini a gouez, hag eo digoret he zaoulagad ;

17. He velout a rinn, mes nann c’hoaz ; he arvesti a rinn mes nann euz a dost. Eur steredenn a zavo diouc’h Jacob, hag eur vronsen a zavo diouc’h Israël ; hag he trec’ho mistri Moab, ha e voasto holl vugale Seth.

18. Hag ann Idumea a vezo enn he gherz, heritach Seïr a dremeno d’he enebourien ; mes Israël a zalc’ho mad gant eur gourach vraz.

19. Euz a Jacob a vezo ann hini a goumando, hag a zismantro ar pez a choumo euz ar bobl koz.

20. Balaam, o veza guelet neuze Amalek, a ghemeraz adarre ar barabolen, hag a lavaraz : Amalek pen-kenta ar boblou enep Israël, a vezo distrujet holl.

21. Guelout a reaz ivez ar Cineed, hag o kemerout ar barabolen, e lavaraz : Kre eo, evit guir, al leac’h e maoc’h o choum enn-han ; hoghen nag ho pe great ho neiz var veg ar roc’h,

22. Nag e veac’h bet dibabet euz aouenn Cin, pegheid ec’h hellot-hu padout ? Rak ann Assirian ho kemero.

23. Hag o kemerout adarre ar barabolen, e lavaraz : Siouaz, siouaz ! Piou a vezo beo, pa raï Doue ann traou-ze ?

24. Dont a raint var listri euz ann Itali, trec’hi a raint ann Assirianed, ha goasta a raint ann Hebreed, ha d’ann divez e kouezint ho-unan.

25. Ha Balaam a zavaz, hag a zistroaz d’ar ghear ; Balak ivez a zistroaz dre ann hent ma oa deut.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar pennad histor ma a ziskouez d’eomp mestr ha patrom ann holl zorcerien. Balaam a oa brudet dre ar vro evel eunn divinour ; guelit he finesa, he droiou, he ormidou. Pa erru kannaded ar roue enn he di, e lavar d’ezho : Choumit ama fenoz, ken n’am bezo anavezet ar pez a fell d’ehoc’h da glevet, ha ken n’am bezo aozet va responchou.

Mes Doue, pehini en em zervich aliez euz ann dud fall evit kas e venosiou da benn, a grap e Balaam evel enn eur benvek, hag a ra d’ezhan ober ha lavaret traou ha na vijent deuet biken enn he spered. Furnez Doue a zo evelse, tenna a ra bepred ar mad euz ann drouk. Ann dud fall a zonj d’ezho avechou ho deuz great taoliou kaer, moughet ar feiz enn ho bro, kasset pell diout-ho ann dud a oa var ho hent, gounezet var Zoue he-unan ; ha d’ar fin e velont n’ho deuz great nemet ar pez a oa doughet e sekrejou ann Aotrou Doue, qui ordinem non tenent ordine tenentur. Ar re na zalc’hont ket ann urz, a zo dalc’het gant ann urz eme Zant Aogustin. Gloar Doue a vezo bepred ann difin a bep tra. Ar virionez-se a ra ebarz enn ifern dizesper ar re zaounet.

Balaam a reaz he ozac’h mad dirag kannaded ar roue, o lavaret d’ezho : Na pa rofe ar roue d’in aour hag arc’hant leiz he di, ne respontinn d’ehoc’h nemet ar pez a lakaï Doue em ghenou ; mes enn he galoun en devoa c’hoant braz d’ann arc’hant-se, hag e klaske enn he spered penaoz dont a benn da ober bolontez ar roue, hep tenna var-n-ezhan he-unan buaneghez Doue. Doue, Pehini a vel hor zonjou muia kuzet, a lavaraz d’ezhan : Pa fell d’ehoc’h mont gant ann dud-se, it ; mes er memes amzer e prepare eur ghentel evit-han, hag he azenez a oe karghet d’he rei d’ezhan. Chetu penaoz e teu Doue alies da ziskar ha da izellaat ar re a fell d’ezho herzel out-han !

Goudeze ann Aotrou Doue a lekeaz e ghenou Balaam komzou ker kaer, ha dirag he spered guirionezou ken anat ma eo kemeret gant eleiz a dadou santel evel eur Profed. Diougana a ra kresk ha prosperité ar bobl a Israël, he c’hounidou var he holl enebourien, ann urz kaer euz he c’houarnamant, he c’hloar, he eürusted, hag ann traou-ze holl, eme ann Tadou, a zell ouc’h Iliz Doue. Komz a ra freaz a-oualc’h euz ar Messi, pa lavar : He velout a rinn, mes nann c’hoaz, he arvesti a rinn mes nann euz a dost. Eur stereden a zavo diouc’h Jakob, hag eur vronsen diouc’h Israël : Euz a Jakob e teui ann hini a goumando, hag ar bed koz a vezo distrujet ha nevezet gant-han.

Ann diougan-ze, great gant Balaam, a choumaz e touez ar baïaned e broiou ar zao-heol, ha Doue en em zervichaz anezhan, evit skleraat sperejou ann tri Roue, hag ho digas d’ar c’hraou a Vethleem da adori Salver ar bed.


————




PENNAD IX.


Pec’hejou ar bobl a Israël gant merc’hed Moab ha Madian. — Kastiz ann Israelited ; kastiz ar Moabited hag ar Madianited. (Niverou xxv ha xxxi.)


Peseurt ali a roaz Balaam da Valak evit noazout d’ar bobl a Israël enn divez ? Ar Spered Santel hen diskouez d’eomp er pennad XXXI euz a levr ann Niverou, dre ar c’homzou-ma : « Perag hoc’h eus-hu espernet ar merc’hed ? Ha ne ket hi eo ho deuz touellet bugale Israël hervez ali Balaam, ha lekeat ac’hanoc’h da derri lezen ann Aotrou dre bec’hed Phogor, dre’n abek da behini en bet goall skoet ar bobl. »

Ali Balaam a oa eta ma vije kaset merc’hed euz ar re vrava da gamp ann Israelited. Ho gounit a rajent da ghenta dre lighentez, ho digas a rajent d’ho festou, hag ho lakaat a rajent da adori ho Doueou. Ne felle nemet ann dra-ze evit lakaat Doue da facha out-ho, ha da denna varn-ezho goalleuriou ar re vrasa. Ar pez a c’hoarvezaz.

1. Enn amzer-ze Israël a choume e Settim, hag ar bobl en em daolaz da bec’hi gant merc’hed Moab,

2. Pere ho galvaz d’ho zakrifisou ; hag ann Israelited a zebraz euz ann traou goestlet, hag a adoraz ho Doueou.

3. Hag Israël a zakrifiaz da Veelphegor. Hag ann Aotrou eat drouk enn-han,

4. A lavaraz da Voïzes : Kemerit holl brinsed ar bobl ha kroughit-ho ouc’h potansou dirag ann heol, evit ma tistroio va buaneghez divar Israël.

5. Moïzes a lavaraz eta da varnourien Israël : Ra lazo pep-unan he gherent tosta, pere ho deuz sakrifiet da Veelphegor.

6. Ha chetu unan euz a vugale Israël az eaz, dirag he vreudeur, da bec’hi gant eur vaouez fall madianitez, dindan daoulagad Moïzez, ha re holl bugale Israël, pere a ouele ec’harz doriou ann tabernakl.

7. Phinées, mab Eleazar, mab he-unan da Aaron ar belek braz, o velout kement-se, e zavaz euz a greiz ar foul, hag o krapa eur c’hleze,

8. Ez eaz varlerc’h ar goaz Israelit enn ti fall, hag ho zreuzaz ho daou var eunn-dro, da c’houzout eo, ar goaz hag ar vaouez, dre greiz ar c’horf. Hag ar c’hastiz a ehanaz var vugale Israël.

9. Pevar mil den var-n-ughent a oe lazet. (Ha Doue a veulaz oaz santel Phinées, hag a douaz e vije choumet ar veleghiach enn he ouenn da viken).

16. Ha Doue a gomzaz ouz Moïzes o lavarout :

17. Ra ouezo ar Madianited ez oc’h ho enebourien touet, ha tremenit-ho dre ar c’hleze.

————


2. Ha goude ma ho pezo venjet bugale Israël, var ar Madianited, ez eot da gavout ho pobl.

3. Raktal Moïzes a lavaraz d’ar bobl : Armit, emez-han, ar botred vad ac’hanoc’h evid ar gombat, evit ma venjinn ann Aotrou var ar Madianited.

4. Ra vezo choazet mil den euz a beb meuriad da veza kaset d’ar brezel.

5. Rei a rejont eta mil den euz a beb meuriad, da lavaret eo, daouzek mil den prest da gombati.

6. Ha Moïzes ho c’hasaz d’ar brezel gant Phinéès map Eleazar ar belek braz, ha rei a reaz d’ezho ann traou sakr, hag ann trompillou da zon er gombat.

7. Pa ho doe brezelekeet enep ar Madianited, ha gounezet var-n-ezho, e lazjont ann holl baotred,

8. Hag ho rouaned, Evi, Recem, Sur, Hur, ha Rebe, pemp prins ar vro ; Balaam ivez, map Beor a dremenjont dre ar c’hleze.

9. Kemer a rejont ho merc’hed, ho bugale, ho zropellou, hag holl vadou ho ziez. Kement tra ho devoa a oe preizet gant-ho.

10. Tana a rejont ho c’heriou braz, ho c’heriou divar ar meaz hag ho c’hestel.

11. Hag e kasjont gant-ho ar preiz, ha kement ho doa kemeret, ken tud ken loened.

12. Hag e tigasjont anezho dirag Moïzes hag Eleazar ar belek braz, ha dirag holl bobl bugale Israël. Ann traou all mad evit ho zervich a gasjont d’ar c’hamp e plenennou Moab, var ribl ar Jourden rag enep da Jeriko.

13. Moïzes hag Eleazar ar belek braz, hag holl brinsed ar Sinagog a ieaz var ho arbenn er meaz euz ar c’hamp.

14. Ha Moïzes, eat drouk enn-han ouc’h prinsed ann arme, ar re a goumande mil den hag ar re a goumande kant den, pere a zistroe diouc’h ar gombat,

15. A lavaraz : Perag hoc’h eus-hu espernet ar merc’hed ?

6. Ha ne ket hi eo ho deuz touellet bugale Israël, hervez ali Balaam, ha lekeat ac’hanoc’h da derri lezen ann Aotrou dre bec’hed Phogor, dre’n abek da behini eo bet skoet ar bobl.

17. Lazit eta ann holl c’hoazed, ha memes ar baotred vihan ; hag ar merc’hed a zo bet anavezet gant goazed.

18. Hoghen mirit ar merc’hed bihan, hag ar guerc’hezed.

48. Neuze prinsed ann arme, ar vilénerien hag ar c’hantenerien o tostaat ouc’h Moïzes, a lavaraz :

49. Ni, ho servicherien, kountet hon euz ar vrezelerien hor boa dindan-omp, ha n’euz ket manket unan zoken d’eomp.

50. Evit-se e kennigomp holl-guitibunan e prof d’ann Aotrou ann holl aour hon euz gallet da gavout er breizerez, ar chadennouigou divisker, al lagadennou-breac’h, ar bezeïer, kelc’houigou ann alzourn hag ar c’harkaniou, evit ma pedot ann Aotrou evid-omp.

54. Moïzes hag Eleazar a ghemeraz ann aour-ze, hag hel lekeaz e tabernakl ann desteni, evit beza dirag ann Aotrou eunn arouez da zigas sonj euz ar pez a oa c’hoarvezet gant bugale Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Pevar mil var-n-ughent a oe lazet euz ar bobl, hep kounta ar brinsed. — Ann dud difeiz hag enebourien d’ar skritur sakr, a gav da lavarout var ann niver braz-se a dud lazet ; kement-se, emez-ho, ne ket guir, rak kontrol e ve da vadelez ha da drugarez ann Aotrou Doue ! Hag ann Tadou santel a respont d’ezho : Kement-se, er c’hontrol, a ziskouez madelez Doue evit he bobl ; ret e oa e zerc’hel a zav dre eur ghentel spontuz, anez e vije eat da goll enn e bez, ker riskluz e oa ar blenen, ha ken herruz ann doug euz he galoun etrezeg ar plijadureziou difennet. Goude holl, ann dud-se ne varvjont ket holl e stad a bec’hed ; ar guel euz eur maro ken tost a lekeaz keuz ha glac’har enn ho c’halonou, ha Doue a zaveteaz d’ezho buez ann ene dre ar c’holl euz a vuez ar c’horf.

Deskomp dre ar pez a c’hoarvezaz gant ann Israelited penaoz e kouezer a nebeut da nebeut enn dizurjou ar re vrasa. Ar Moabited a laka fest ha c’hoariou e kichen kamp ann Israelited. Ar re-ma a ia da velet ho ebatou. N’euz droug ebed e kement-se, a lavaro tud ar bed. Mes siouaz ! guelet a reont merc’hed ar vro, guisket evit ho faka, mont a reont da gaozeal gant-ho, ha pedet int da zibri euz ho banvesiou. Great eo ho zro, goude ann dibri hag ann eva, en em daolont d’al lighentez, hag er fin ec’h adoront Doueou faoz ho mestrezed. Ar brasa Pec’hed a oufent da ober ! Guir eo eta ar pez a lavar ar Spered Santel : Nep a gar ann danjer a varvo enn-han. Nep en em gaillar, en em gaillaro muioc’h-vui Qui in sordidus est, sordescat adhunc.




PENNAD X.


Aliou diveza ann den santel Moïzes d’ar bobl a Israël.


Ann daou-ughent vloaz a dlie ann Israelited da dremen ebarz er gouelec’h a oa o vont da achui ; ne oa mui nemet eur miz. Moïzes a laka da dalvout ann nebeudik devesiou-ze evit kelenn he bobl, hag he bedi euz a holl nerz he garantez evit-han da veza fidel da Zoue ha da viret he lezen zantel. Hag e skrivaz evit-se he bemped levr, hanvet ann Deuteronom, ar pez a zinifi eil lezen, da lavarout eo, al lezen embannet ha displeghet evit ann eil gueach. Ar bobl, a oa neuze dindan he ren a oa eur bobl nevez, koulz lavarout : daou zen hep ken, Kaleb ha Jozue, ho doa guelet burzudou Doue pa dennaz he bobl euz ann Ejipt, ha pa roaz he c’hourc’hemennou d’ezhan var venez Sinaï. Moïzes a gavaz eta e oa mad diskleria dirag ar rumad tud nevez-se ar pez en devoa great Doue evit-ho hag ar promessaou kaer a rea d’ezho, ma vijent fidel d’he lezen, evel ivez ar gourdrouzou spountuz a rea enn ho enep ma vijent dizanaoudek ha dizent. Ar c’helennou a reaz Moïzes d’ar bobl epad ar miz diveza euz he vuez, a ra eta leor ann Deuteronom.

Enn he ghelennadurez ghenta, e tiskleri d’ezho e berr gomzou ho dilivranz euz a gaptivité ann Ejipt ; tremenidighez ar Mor Ruz, burzudou menez Sinaï ; ar Mann ; ho c’hrosmol e bro Kadez, hag ho c’hondaounation da choum er gouelec’h epad daou-ughent vloaz. Abarz achui, e lavar d’ezho ar c’homzou kre-ma : « Ha brema, o Israël, selaouit ar gourc’hemennou hag al lezennou a zisplegann d’ehoc’h, evit ma vevot oc’h ho mirout, ha ma perc’hennot, eat enn-han, ann douar a dle Doue ho tadou da rei d’ehoc’h. Ho mirout a reot, hag ober a reot diouc’h ma lavaront. Neuze ho furnez hag ho spered a vezo ken anat dirag ar boblou all, ma livirint, o klevout ar gourc’hemennou-ma : Chetu aze eur bobl fur ha speredek, eur bobl braz. Rak n’euz pobl all ebed, ker braz ma ve, hag en defe he zoueou ker tost d’ezhan ha ma’zeo d’eomp hon Doue-ni, bepred enn hor c’hreiz pa er pedomp. » (Deut. iv.)

Epad ar miz-se, Moïzes a zastumaz meur a veach ar bobl evit azlavaret diraz-han ha lakaat doun enn he spered ar gourc’hemennou hag al lezennou a bep seurt, en devoa guechall diskleriet d’ho zud koz e kichen menez Sinaï. Hag evit ho lakaat muioc’h-vui da zouja ann Aotrou Doue, e tiskuill d’ezho, gant he spered a brophed, ar vennosiou a skuillo Doue var-n-ezho, mar miront he c’hourc’hemennou, hag ar mallosiou a gouezo var-n-ezho, ma ho zorront. Chetu ama he gomzou. (Deuteronom xxviii).

1. Mar selaouit mouez ann Aotrou ho Toue, evit heulia ha mirout he holl c’hourc’hemennou a ziskleriann d’ehoc’h hirio, ann Aotrou ho Toue ho kraï huelloc’h eghet ann holl boblou a choum var ann douar.

2. Ann holl vennosiou-ma a zeuio var-n-hoc’h, ho krounna a raint, gant ma sentot ouz he c’hourc’hemennou.

3. Bennighet e viot e kear ha bennighet var ar meaz.

4. Bennighet e vezo frouez ho taougostez, ha frouez ho touar, ha frouez ho loened, ho pandennou chatal braz a vezo bennighet hag ivez ho tropellou denved.

5. Bennighet e vezo ho soleriou hag ann edou a lekeot da viret.

6. Bennighet e viot hoc’h-unan o vont enn ti hag o vont er meaz.

7. Ann Aotrou a raï ma kouezo dirag ho taoulagad hoc’h enebourien a zavo enn hoc’h enep. Dre eunn hent e teuint d’hoc’h attaki, ha dre seiz hent e tec’hint araoz-hoc’h.

8. Ann Aotrou a skuillo he vennoz var ho kaoiou-guin, ha var holl labourou ho taouarn, hag ho penniga a rai enn douar ho pezo bet digant-han.

9. Ann Aotrou a raï d’ezhan eur bobl santel ac’hanoc’h, evel ma en deuz hen touet d’ezhan he-unan, gant ma virot gourc’hemennou ann Aotrou ho Toue, ha ma kerzot dre hent he c’hourc’hemennou.

10. Holl boblou ann douar a velo eo bet pedet var-n-hoc’h hano ann Aotrou, hag e toujint ac’hanoc’h.

11. Ann Aotrou a lakai da founna endro d’ehoc’h ann holl vadou, frouez ho taougostez, frouez ho loened, frouez ho touar, ann douar-ze en deuz touet ann Aotrou d’ho tadou a roje d’ehoc’h.

12. Ann Aotrou a zigoro he vella tenzor, ann env, evit ma roi glao d’ho touar enn he amzer ; ha benniga a rai holl oberou ho taouarn. Presta a reot d’ann holl boblou, ha na ghemerot e prest digant nikun.

13. Ann Aotrou ho lakai er penn kenta, ha nann er penn diveza, hag e viot bepred var c’horre, guech ebed dindan ; ia ma selaouit gourc’hemennou ann Aotrou ho Toue, a ziskleriann d’ehoc’h hirio, ha ma ho mirit ha mar grit diout-ho,

14. Ha ma na zistroit ket diout-ho, nag a zeou, nag a gleiz, ha na heuliit ket a zoueou estren, ken nebeut nag ho adorot.

15. Hoghen ma na fell ket d’ehoc’h selaou mouez ann Aotrou ho Toue, evit mirout he holl c’hourc’hemennou, hag al lidou, a ziskleriann d’ehoc’h hirio, ann holl vallosiou-ma a zeuio var-n-hoc’h, ho krounna a raint.

16. Millighet e viot e kear, ha millighet var ar meaz.

17. Millighet a vezo ho solier, hag ar frouezou a lekeot da viret.

18. Millighet a vezo frouez ho taougostez, ha frouez ho touar, ho pandennou ejened, hag ho tropellou denved.

19. Millighet e viot o tont enn ti, ha millighet o vont er meaz.

20. Ann Aotrou a gaso var-n-hoc’h ann naoun hag ann dienez, hag ann dichanz var ann holl oberou a reot ; ken n’en devezo ho tiskaret, hag ho tismantret e berr amzer, dre’n abek d’ann traou fall meurbed ho pezo lekeat enn ho penn, ha dre bere ho pezo he zilezet.

21. Ann Aotrou a zalc’ho var-n-hoc’h ar vosen, ken na vezo fin ac’hanoc’h ebarz er vro emaoc’h o vont enn-hi evit he ferc’henna.

22. Ann Aotrou ho skoo gant ar gheaznez, gant ann derzien hag ar ienien, gant ann domder, hag ar c’hrouez, gant tez enn ear, ha mergl enn edou, hag ho poursu a rai ken na viot eat da netra.

23. Ann env a zo aziouc’h ho penn a vezo arem, hag ann douar a zo dindan ho treid a vezo houarn.

24. Ann Aotrou a roio d’ho touar eur glao poultrenn, hag al ludu a gouezo var-n-hoc’h euz ann env, ken na viot puluc’het hoc’h-unan.

25. Ann Aotrou ho kaso da goueza dirag hoc’h enebourien ; dre eunn hent ez eot er meaz evit ho attaki, ha dre zeiz e tec’hot a ziraz-ho hag e viot skignet dre holl rouanteleziou ar bed.

26. Ho korfou-maro a vezo boed holl laboused ann env ha loened ann douar, ha na vezo den d’ho c’hass kuit.

27. Ann Aotrou ho skoo gant gouli ann ejipt, lakaat a raï ivez enn ho korf, dre leac’h ma en em skarz, eunn debron hag eunn danijen euz a bere na hellot ket parea.

28. Ann Aotrou a rai ac’hanoc’h tud diskiant, dall ha penn-foll.

29. Hag e tastounot da gresteiz evel ma kustum eunn dall tastounat enn devalijen ; ha n’ez eot eeun gant netra euz [a] ghement a lekeot enn ho spered da ober. E pep amzer e viot dindan ann tamallou-faoz, ha mac’het gant krevoc’h evid-hoc’h, n’ho pezo den d’ho tiboania

30. Dimezi a reot, hag eunn all a gousko gant ho kreg ; eunn ti a zavot, ha na choumot ket enn-han. Eur vinien a blantot, ha na gutuillot ket he rezin.

31. Hoc’h ejen a vezo lazet e sakrifiz diraz-hoc’h, ha na zebrot tamm anezhan. Hoc’h azen a vezo laeret dindan ho taoulagad, ha ne vezo ket daskoret d’ehoc’h. Ho tenved a vezo roet d’hoc’h enebourien ha na vezo den da rei sikour d’ehoc’h.

32. Ho potred hag ho merc’hed a vezo livret da eur bobl all dindan ho taoulagad, ho taoulagad a zizec’ho oc’h ho guelet epad ann deiz, hag ho taouarn n’ho devezo nerz ebed.

33. Eur bobl ha na anavezit ket a zebro frouez ho touar, hag hoc’h holl labourou. Ha bepred e viot dindan ann tamallou faoz, ha dindan goask bemdez,

34. Ha saouzani a reot gant ar spount o velet ann traou a velot.

35. Ann Aotrou ho skoo gant eur gouli fall meurbed enn ho taoulin hag enn ho tivisker, ha gant eunn drouk ha na hell ket parea, a-dal ar penn beteg ann troad.

36. Ann Aotrou ho kaso c’houi hag ar roue ho pezo lekeat da ren var-n-hoc’h, e touez eur bobl ha na anavezit ket na c’houi nag ho tadou, hag eno e servichot doueou estren, koad ha mean.

37. Bez’e viot eur bobl kollet, c’hoarz ha fablen ann holl boblou etouez pere e viot kaset gant ann Aotrou.

38. Kalz a had a daollot enn ho touar, ha nebeut a zastumot, rak ar c’hilleien-raden a zevoro pep tra.

39. Planta a reot eur vinien, ha labourat a reot ann douar endro d’ezhi, ha na evot ket a vin, ha ne gutuillot netra anezhi, rak goastet e vezo gant ar prenved.

40. Guez olivez ho pezo enn hoc’h holl barkou, ha n’ho pezo ket eol d’en em frotta, rak ann olived a deuzo hag a ielo da goll.

41. Ghenel a reot potred ha merc’hed, ha ne viot ket guell anezho, rak kaset e vezint e sklaverez.

42. Ho kuez holl ha frouezou ho touar a vezo debret gant ar mergl.

43. Ann diaveziad a zo o choum gan-ehoc’h enn ho touar, a zavo dreist hoc’h, hag a vezo ann huella ; ha c’houi a ziskenno hag a vezo ann izella.

44. Hen a bresto d’ehoc’h, ha c’houi na brestot ket d’ezhan. Hen a vezo er penn kenta ha c’houi er penn diveza.

45. Ann holl vallosiou-ze a zeui var-n-hoc’h, ho poursu a raint hag ho tizout a raint, ken na varfot, dre n’hoc’h euz ket selaouet mouez ann Aotrou ho Toue, na miret he c’hourc’hemennou nag al lidou sakr en deuz gourc’hemennet d’ehoc’h.

46. Ar mallosiou spountuz-se a choumo da viken varn-hoc’h ha var ar ouenn ac’hanoc’h evel eur merk effreizuz euz a goler Doue ouz hoc’h.

47. Dre n’ho pezo ket servichet ann Aotrou ho Toue er joa, el levenez-kaloun, e kreiz ar founder a bep tra,

48. E servichot hoc’h enebour, ann hini a gaso d’ehoc’h ann Aotrou, enn naoun, er zerc’hed, enn noaz­der, enn dienez a bep tra ; lakaat a rai eur ieo houarn var ho kouzoug, ken n’en devezo ho flastret.

49. Ann Aotrou a zigaso var-n-hoc’h eur bobl euz a bell, euz ar penn pella euz ar bed, gant eunn herr par da nij ann er, eur bobl ha na hellot ket klevout he brezeg ;

50. Eur bobl divergond, pehini n’en devezo respet ebed evit ar re goz, na truez ebed ouz ar vugale.

5. Hag e lounko ar pez a vella hoc’h euz enn ho chatalou, kerkoulz ha frouezou ho touar, ken na viot eat da netra, ha ne lezo gan-ehoc’h na guiniz, na guin, nag eol na bandennadou ejened, na tropellou denved, ken n’en devezo ho tismantret enn holl d’ann holl.

52. Ho pressa a raï dindan he dreid enn ho keriou holl ; hag enn ho pro penn da benn e vezo diskaret ho mogheriou kré hag huel ho poa lekeat ho fisianz enn-ho. Grounnet e viot enn ho keriou kloz, dre ar vro holl a roio d’ehoc’h ann Aotrou ho Toue.

53. Hag e tebrot frouez ho taougostez, ha kik ar vugale ken paotred ken merc’hed en devezo roet ann Aotrou d’ehoc’h, ken stard ha ker braz e vezo ar vouask a lakaï var-n-hoc’h hoc’h enebour.

54. Ann den ar c’hizidika enn ho touez, ha maghet e kreiz ar plijaduriou, a zello du ouc’h he vreur, hag ouc’h he c’hreg a gousk enn he ghichen.

55. Ha na fello ket d’ezhan rei d’ezho lod euz kik he vugale a vezo o tibri he-unan, dre n’en deuz seurt boed all, ken striz e vezo ar zezi, ker braz e vezo ar ghernez a lakaï hoc’h enebourien var-n-hoc’h enn hoc’h holl gheriou kloz.

56. Ar vaouez tener ha kizidik pehini na helle kerzet var ann douar, na touch he zreid ouz ar c’haled dre’n abek d’he blodder ha d’he zenerded re vraz, a zello du ouz he goaz a gousk enn he c’hichen, divar benn kik he map hag he merc’h ;

57. Ha divarbenn ann traou goadek a zeu euz he c’horf goude gouilloud, ha divarbenn ar vugale vihan e deuz ganet var ann heur ; rak ho dibri a raint e kuz, dre’n abek d’ann dienez a beptra, ken striz ha ker braz e vezo ar zezi a lakaï hoc’h enebour var-n-hoc’h enn ho keriou kloz.

58. Ma na virit ket ann holl draou a zo el lezenn-ma, hag a zo skrivet el leor-ma, ha ma na zoujit ket he hano glorius ha terribl, da lavaret eo, ann Aotrou ho Toue,

59. Ann Aotrou a gresko c’hoaz ho kouliou, ha gouliou ar vouenn ac’hanoc’h, gouliou braz ha stard da barea, klenvejou grisiaz ha diremed.

60. Distrei a raï var-n-hoc’h holl voaligner ann Ejipt, hoc’h euz bet kement a aoun raz-ho, hag en em staga a raint ouz-hoc’h.

61. Oc’hpenn-ze, ann Aotrou a zigaso var-n-hoc’h ann holl glenvejou, ha gouliou, pere n’int ket skrivet el leor-ma, ken n’en devezo ho kaset da netra.

62. Choum a reot ebarz er bed, eunn nebeudik tud ac’hanoc’h, c’houi pere a oa kent evel stered ann env dre ann niver braz ac’hanoc’h, abalamour n’hoc’h euz ket selaouet mouez ann Aotrou ho Toue.

63. Hag evel ma en devoe ann Aotrou plijadur gan-ehoc’h araog, oc’h ober vad d’ehoc’h, oc’h ho lakaat da greski ; er memes tra en devezo plijadur oc’h ho koll, oc’h ho tiskar, evit ma viot taolet er meaz euz ar vro emaoc’h o vont enn-hi evit he ferc’henna.

64. Ann Aotrou ho skigno etouez ann holl boblou, adaleg ar penn pella euz ar bed beteg ar penn all ; hag eno e servichot Doueou estren ha na anavezit ket, na c’houi nag ho tadou, Doueou koat ha mein.

65. Ha c’hoaz etouez ar boblou-ze n’ho pezo paouez ebed, n’ho pezo ket zo ken eul leac’h da ziskuiza ho treid. Rak ann Aotrou a roio d’ehoc’h eno eur galoun aounik, daoulagad hanter-varo, hag eunn ene mantret gant ar c’hlac’har.

66. Hag ho puez a vezo evel a ispill diraz-hoc’h, aoun ho pezo enn noz hag enn deiz, ha na gredot ket d’ho puez.

67. Da vintin e leverot : Piou a roï d’in guelet ar pardaez ? Ha d’ar pardaez : Piou a roï d’in guelet ar mintin ? Ha kement-se, dre ar spount a vezo bepred enn ho kaloun, ha dre’n abek d’ann traou a vellot gant ho taoulagad hoc’h-unan.

68. Ann Atrou ho kaso endro d’ann Ejipt var listri, dre ann hent en deuz lavaret d’ehoc’h n’her gueljac’h bikenn mui. Eno e viot guerzet d’hoc’h enebourien evit beza ho sklaved hag ho matezed, ha den na deui d’ho prena.


————


SKLERIDIGHEZ.


Goude beza lennet ar pennad-ma, e choumer souezet ha saouzanet holl. Ar malloziou a ra d’ann den koll ar guel euz ar bennosiou. Ar zonj hepken euz a voalleuriou ker braz a gontrist ar spered. Petra eo eta beza ho gouzanvet ? Mad, ar bobl a Israël en deuz ho gouzanvet holl, ho doug c’hoaz hirio en deiz, hag ho dougo bete fin ar bed. Ann histor a zo test a ghement-se.

N’euz ket displegou hir da ober var gomzou ker sklear ha ker spountuz. Doue he-unan ho lekeaz e ghenou he zervicher Moïzes, ha Doue hepken a helle lavaret ann traou e c’hiz ma tlient c’hoarvezout. Mes evel ma oa ar bobl a Israël skeuden ar bobl kristen, ar goalleuriou temporel-se diouganet d’ezhan, mar bije infidel, a skeudenn ivez ar goalleuriou spirituel miret d’hon eneou, hag er vuez-ma hag er vuez all, ma na zelaouomp ket mouez ann Aotrou Doue ha ma na heuliomp ket he lezen. Troit kein d’ann Aotrou Doue, dilezit ar zakramanchou, hag hoc’h ene a gouezo hep dale enn eunn dienez re bar d’ann hini hoc’h eus lennet. Mar kendalc’hit da bellaat diouc’h Doue, e teui var ho spered eunn devalijen goasoc’h eghet hini eunn dall e kreiz ann noz. Sklerijen ann Aviel a baro endro d’ehoc’h evel ann heol da greisteiz, ha n’he guelot ket. Klask a reot kredennou faoz vel var dastoun, ha netra na hello kountanti ho spered. En em vaga a reot neuze euz rambreou ho penn evel ma tebraz ar Juzevien ho bugale, hag ar c’hredennou ar re zota, marteze zoken al levriou ar re lousa, a vezo magadurez hoc’h ene. Koulskoude ho puez a vezo evel a ispill diraz-hoc’h ; misteriou ho relijion, ha Jezuz-Krist savet ouz ar groaz, a zeuio bepred enn ho spered, ha na gredot ket d’ho puez ; kennebeut na her greaz ar Juzevien, pa he veljont o vervel var Menez Kalvar. Erfin, pa n’e ket bet falvezet d’ehoc’h servicha ho Toue er joa hag el levenez-kaloun, e servichot ann diaoul, hoc’h enebour, hag ez eot gant-han da veza sklav enn he roantelez, e peleac’h e kafot doueou iskiz ha na anavezit ket c’hoaz a drugare Doue, me lavar, ann drouk-elez hag ann eneou daounet.


————




PENNAD XI.


Moïzes a ziskleri d’ar bobl eo tost he varo. — Josue choazet gant Doue da zerc’hel he blas. Kan Moïzes. (Deuteronom, xxxi, xxxii).


Eunn devez bennag a-raog he varo, Moïzes a zastumaz c’hoaz ar bobl, evit kenniga d’ezhan ann hini en devoa choazet Doue da lakaat enn he blas, ha d’he gas tre ebarz enn douar prometet. Hag e komzaz d’ezho evel-henn :

« Ghervel a rann ann env hag ann douar da destou, em euz lekeat diraz-hoc’h ar vuez hag ar maro, ar vennoz hag ar valloz. Choazit eta ar vuez, evit ma vevot, c’houi hag ar vouenn ac’hanoc’h. » (Deut. xxx, 19).

xxxi. — 2. C’houec’h-ughent vloaz ounn hirio, n’hellann mui kerzet enn ho penn, dreist peptra pa en deuz ann Aotrou lavaret d’in : Ne dremenot ket enn tu-all d’ar Jourden-ze.

3. Ann Aotrou ho Toue a dremeno eta enn ho raog, hen he-unan eo a zistrujo ar bobl-ze a ziraz-hoc’h, evit ma perc’hennot ho douarou ; hag ar Josue-ma a gherzo enn ho penn, evel m’en deuz diskleriet ann Aotrou.

6. Bezit tud kalounek, ha leun a nerz ; n’ho pezet ket aoun ha na grenit-ket diraz-ho, rag ann Aotrou ho Toue eo he-unan ho kabiten, ha na guitaï ket ac’hanoc’h, ha n’ho tilezo ket.

7. Neuze Moïzes a c’halvaz Josue, hag a lavaraz d’ezhan dirag Israël holl : Kemerit kaloun, ha bezit kre ; rak c’houi eo a gaso ar bobl-ma ebarz er vro en deuz touet ann Aotrou d’ho zadou a roje d’ezho, hag he lodenna a reot etrez-ho o tenna d’ar sort.

9. Ha Moïzes a skrivaz al lezen-ma, da lavarout eo, leor ann Deuteronom, hag hen roaz d’ar veleien bugale Levi, pere a zoughe Arc’h kevridighez ann Aotrou, ha da holl henaoured Israël.

10. Hag e roaz d’ezho ar gourc’hemen-ma : Bep seiz vloaz, da vloaz ann drugarez, pa vezo lidet gouel braz ann teltou,

11. Pa vezo en em zastumet holl vugale Israël evit adori ann Aotrou Doue, el leac’h en devezo choazet ann Aotrou, lennit komzou al lezen-ma dirag holl Israël, peb unan o selaou piz.

12. Ar bobl holl o veza dastumet var al leac’h, ken goazed ha merc’hed, ar vugale hag ann diavezidi a choum enn ho keriou ; evit ma klevint ha ma teskint ; ha ma toujint ann Aotrou ho Toue, ha ma virint ha ma raint kement tra a zo doughet el lezen-ma.

14. Neuze ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Chetu deiz ho maro a zo tost ; galvit Josue hag en em zalc’hit ho taou dirag tabernakl ann desteni, evit ma roinn urzou d’ezhan. Mont a rejont eta, Moïzes ha Josue, hag en em zalc’hjont dirag tabernakl ann desteni.

15. Hag ann Aotrou en em ziskouezaz er goumoulen pehini a choumaz a zao e toull dor ann tabernakl.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzez : Chetu emaoc’h o vont da ober hoc’h hûn gant ho tadou ; hag ar bobl-ma, oc’h en em revolti, en em daolo d’ann idolatriach varlerc’h doueou estren, ebarz er vro ema o vont enn-hi evit he ferc’henna. Eno e tilezo ac’hanoun, hag e kaso da netra ar ghevredighez am euz great gant-han.

17. Ha va buhaneghez a dan-flammo enn he enep enn deiz-se, hag e tilezinn anezhan, hag,e kuzinn va drem out-han, hag e vezo preiz he enebourien. Ann holl zrougou, ann enkrezou a gouezo var-n-ezhan, enn hevelep fesoun ma lavaro : E guirionez dre n’ema ket Doue gan-en eo kouezet var-n-oun ar goalleuriou-ma.

18. Mes me en em guzo, hag a c’holoio va drem enn deiz-se, dre'n abek d’ann holl zrougou en devezo great, dre ma en deuz heuliet doueou estren.

19. Rak-se ’ta, skrivit ho taou ar ganaouen-ma, ha deskit hi da vugale Israël, evit ma he gouezint dindan envor, ha ma he c’hanint dalc’hmad. Ha ra vezo ar ganaouen-ze eunn test enn tu gan-en etouez bugale Israël.

22. Moïzes eta a skrivaz ar ganaouen hag he deskaz da vugale Israël.

23. Neuze ann Aotrou a roaz he urzou da Josue map Nun, o lavarout : Kemerit kaloun, ha bezit kré, rak c’houi eo a gaso bugale Israël er vro am euz prometet d’ezho, ha me vezo ganeoc’h.

24. Goude éta ma en devoa Moïzes skrivet komzou al lezen-ma, hag achuet leor ann Deuteronom, e lavaraz d’al levited pere a zoughe arc’h kevridighez ann Aotrou :

25. Kemerit ar levr-ma, ha likit-hen e kichen arc’h kevredighez ann Aotrou, evit ma vezo eno test enn hoc’h enep, ô Israël !

30. Moïzes eta a lavaraz freaz komzou ar ganaouen-ma, holl bobl Israël oc’h e zelaou, hag a ieaz enn doare-ze gant-hi beteg ar fin.

KAN MOIZES.


1. Envou, selaouit ar pez a lavarann ; ra glevo ann douar komzou va ghenou !

2. Ra en emm furmo va c’helennadurez evel ar glao enn ear ; ra gouezo va c’homz evel ar gliz, evel eur glao dous var ar gheod, hag evel ar beradou glao var ar glazennou.

3. Rak mont a rann da veuli hano ann Aotrou, roït gloar d’hon Doue braz.

4. Oberiou Doue a zo parfet, ha kement a ra a zo just ; Doue a zo fidel, n’euz enn-han dislealded ebed, just eo hag eeun e peptra.

5. Pec’hed ho deuz enn he enep, ha ne oant ket he vugale enn ho oberiou mezuz, bez’ez int eur vouenn fall ha direiz.

6. Hag er c’hiz-se e tiskouezit hoc’h anaoudeghez d’ann Aotrou, pobl fol ha diskiant ? Ha ne ket hen eo ho tad, pehini en deuz ho kemeret evit heritach, pehini en deuz ho kreat, pehini en deuz ho krouet.

7. Ho pet sonj euz ann amzer goz, sellit petra zo c’hoarvezet gant ho tadou a rum da rum, goulennit digant ho tad, hag e tisklerio d’ehoc’h, goulennit digant ho tud koz hag e livirint d’ehoc’h.

8. Pa rannaz ann holl-c’halloudek poblou ann douar, pa zispartiaz bugale Adam, e verkaz bete peleac’h e teuje ar boblou, hervez ann niver euz a vugale Israël.

9. Mes loden ann Aotrou a oe he bobl, ha Jakob a oe he lod-heritach.

10. He gavout a reaz enn eur vro didud, enn eul leac’h heuzuz ha gouez a-hed pell tro-var-dro ; hag en deuz he vleniet enn he holl droiou, hag en deuz he ghelennet, hag he ziouallet evel mab he lagad.

11. Evel ann er, o teski nijal d’he eredigou a nij he-unan goustadik a-uz d’ezho, Ann Aotrou en deuz astennet he ziouaskel, ha kemeret he bobl, hag he zoughet var he ziouskoaz, evel ma toug ann er he laboused var he ghein.

12. Ann Aotrou he-unan a zo bet he gabiten, ha ne oa gant-han Doue estren ebed.

13. Hen lekeat en deuz enn eur vro huel, evit dibri frouez ann douar ; evit suna mel diouc’h ar reier, hag eol diouc’h ar c’herrek ar re galetta.

14. Evit dibri aman ar zaout, ha leaz ann danvadezed, gant kik-druz ann ein-vihan, ha meod menez Basan ; kik gheor gant flour guiniz, hag evit eva guin euz ann hini guella.

15. Ar bobl re-garet a zo deuet lard, hag en deuz guinket ; deuet lard, fetis, kofek, en deuz dilezet Doue he grouer, ha troet kein da Zoue he Zalver.

16. Hen hisset ho deuz gant ho Doueou estren, ha gant ho oberou argarzuz ho deuz allumet he vuaneghez.

17. Sakrifiet ho deuz d’ann diaoulou, ha nann da Zoue, sakrifiet ho deuz da zoueou ha na ouient ket petra oant ; dont a eure d’ezho doueou nevez, nevez-digouezet, ha n’ho doa biskoaz adoret ho zadou.

18. Ann Doue en deuz roet d’ehoc’h ar vuez hoc’h euz dilezet, hag ankounac’heat hoc’h euz ann Aotrou en deuz ho krouet.

19. Ann Aotrou en deuz guelet ann traou-ze, hag eo bet eat enn eur goler vraz rak ar re a lekea drouk da vont enn-han, a oa he vipien hag he verc’hed.

20. Neuze en deuz lavaret : Kuza a rinn va faç out-ho, ha guelet a rinn gant plijadur ar fin anezho, rak beza ez int eur vouenn fallagr ha bugale disleal.

21. Va great ho deuz oazuz oc’h adori traou ha na oant ket doueou, ha lekeat ho deuz drouk da vont enn-oun gant-ho idolou netra ; ha me ho graï ivez oazuz, o rei va c’harantez da eur bobl ha ne ket va hini eo, ha drouk a likiin ivez da vont enn-ho, o kemer enn ho flaç eur bobl bete neuze diskiant.

22. Eunn tan a zo ellumet em buaneghez, ha flammat a rai bete goueled ann ifern ; devi a raï ann douar gant kement a zivoan anezhan ha ludui a raï ar meneziou beteg ho diazez.

23. Dastum a rinn var-n-ho am holl zrougou, ha tenna a rinn var-n-ho bete ann diveza euz va birou.

24. Mervel a rint gant ann naon, dispennet e vezint a daoliou bek gant laboused kriz meurbed ; kas a rinn var-n-ho dent al loened fero, gant kounnar ar re en em stlej var ann douar, ha kounnar ar serpanted.

25. Enn diaveaz ar c’hleze ho lazo hag enn diabarz ar spount, ann den iaouank koulz hag ar verc’h iaouank, ar c’hrouadur var he vronn koul hag ann den oajet.

26. Lavaret am euz : Peleac’h emaint-hi ? Evit ma effacinn euz a douez ann dud beteg ar zonj anezho.

27. Roet am euz termen, dre’n abek da valis ho enebourien gant aoun na zeufe ho enebourien d’en em foughea ha da lavarout : Hon dourn galloudek-ni, ha nann ann Aotrou, en deuz great ann holl draou-ze.

28. Ar bobl-ma a zo diaviz ha diskiant.

29. Ha ma teufe da veza fur, ha da gomprenn, ha da zonjal er finvezou a-harz ma teuint !

30. Perag e poursu unan mil anezho, ha perag a laka daou dek mil anezho da redek kuit ? Ha ne d-eo ket dre ma en deuz ho Doue ho guerzet, hag ann Aotrou ho stlapet evel eur preiz d’ho enebourien.

31. Rak hon Doue-ni ne ket evel ho Doue-hi ; hag hon enebourien a ghemerann da dest a ghement-se.

32. Ho guinien a zo diouc’h guinien Sodom, ha diouc’h guini jardinou Gomorrh. Ho rezin a zo rezin bestl, hag ho bochadou rezin c’houero meurbed.

33. Ho guin a zo evel bestl ann dragon, hag evel binim ann aspik ouc’h pehini n’euz louzou ebed.

34. Ann traou-ze ha ne d-int-hi ket gorroet enn-oun-me, ha siellet em zenzoriou ?

35. D’in-me eo ar venjanz, ha me he graï enn he amzer, evit ma risklo ho zroad ; deiz ar c’holl anezho a zo tost, hag amzeriou en em hast da arruout.

36. Ann Aotrou a varno he bobl, hag en devezo truez ouz he zervicherien ; guelout a rai eo dinerzet pep dourn, eo digalounekeet ar re a oa ebarz ar c’hreou-brezel, hag eo eat da netra ar re a oa choumet euz he bobl.

37. Hag he lavaro : Peleac’h ema ho doueou ; e pere ho doa lekeat ho fisianz ?

38. Euz a bere e tebrent kik ar zakrifisou, hag ec’h event ar guin kennighet d’ezho ; ra zavint, ha ra ho sikourint, ha ra ho tifennint enn hoc’h enkrez.

39. Guelit n’euz nemed-oun, ha n’euz Doue all ebed estreghed-oun ; me a laz hag a zigas beo ; me a sko hag a bare ; ha den na hell en em denna euz a dre va daouarn.

40. Sevel a rinn va dourn d’ann env, hag e leverinn : Me a vev enn eternite.

41. Ma lemmann va c’hleze evel eul luc’heden, ma en em lakann da varn gant va dourn gallouduz, me en em venjo euz va enebourien, hag en talvezo d’ar re ho deuz kaz ouz-in.

42. Mezvi a rinn va birou gant ar goad, ha va c’hlezeou en em vago gant kik ; goad ar re lazet ha sklaverez va enebourien, touzet d’ezho ho fennou, a ziskouezo penaoz en em venjann.

43. Poblou ar bed, meulit he bobl, rak venji a rai goad he zervicherien ; ha venjanz a denno euz ho enebourien, ha trugarezuz e vezo e kenver douar he bobl.


————


44. Moïzes a zeuaz eta, hag a lavaraz freaz holl gomzou ar ganaouen-ze dirag ar bobl pehini hen zelaoue piz, hen Moïzes ha Josue map Nun.

45. Mont a rea da benn gant ann holl ghenteliou-ze, o komz ouz Israël holl var al leac’h.

46. Hag e lavaraz d’ezho : Lakit doun enn ho kaloun ann holl gomzou a ziskleriann d’eoc’h hirio, da veza test enn hoc’h enep ; evit ma ho lezsot gant ho pugale da viret ha da heulia, hag evit ma rai ho pugale ann holl draou skrivet el lezen-ma.

47. Rak ne ket ez-vean int bet gourc’hemennet d’ehoc’h mes evit ma kavo peb-unan ar vuez enn-ho ; oc’h ober diout-ho, e vefot pell amzer ebarz er vro ez it da berc’henna, goude beza tremennet ar Jourden.

48. Hag ann Aotrou a gomzaz enn deiz-se ouz Moïzes o lavarout : 49. Pignit ama var menez Abarim, da lavarout eo, menez ann tremennou, var venez Nebo, pehini a zo e douar Moab rag eneb da Jeriko ; ha sellit ouz bro Kanaan a dleann rei da vugale Israël da bec’hena.

50. Pa viot pignet eno, ez eot da gavout ho pobl, evel ma’z eo maro Aaron ho preur var menez Hor, hag eo eat da gavout he bobl.

51. Dre ma hoc’h euz ho taou pec’het em enep, e kreiz bugale Israël, e kichen dour ar gontroliez e Kadez gouelec’h Sin ; ha n’hoc’h euz ket va enoret diouc’h va zantelez etouez bugale Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Pa en doe Moïzes achuet levr ann Deuteronom, e roaz anezhan d’ar veleien ha da henaoured ar bobl, hag e c’hourc’hemennaz d’ezho he lenn bep seiz vloaz dirag ann holl bihan ha braz, evit na vije den hep anaout al lezen. Kement-se a zesk d’eomp penaoz dindan al lezen goz kerkoulz hag el lezen gristen, ar veleien, pe velloc’h, hor mamm zantel ann Iliz a zo karghet gant Doue da viret ar Skritur Sakr ha d’hen displega d’ar bobl. Digant ar velein gatholik eta eo e tleit kemer ar Skritur, ha nann digant ann huguhoded. Hag ann dud deuet var ann oad a dlefe en em rei mioc’h da lenn ar Skritur, eghet na reont. Evit-ho eo bet lakeat e brezounek Levr ar C’heneliez, Levr ann Exod, ar pennadou kaera euz ann Niverou, hag euz ann Deuteronom ; ha dreist pep tra Buez Jezus-Krist, pehini eo ann Aviel.

Taolit evez ivez e fell da Voïzes e ve ar vugale vihan var al leac’h, pa vezo lennet ar skritur, ha dre eno e ro d’eomp da glevout e tleer abred labourat kaloun ha spered ar vugale ; ho diorren en hevelep fesoun, ma vezo doujanz Doue hag he garantez ann traou kenta a vezo skrivet enn ho ene, rak ann traou ho deuz kemeret ar plaç kenta enn hor spered, a vezo ar re ziveza o vont er meaz.

Neuze Moïzes a zavaz eur ganaouenn gaer, pehini a vije desket d’ann holl, ha pehini a choumze e touez ar bobl evel eunn test euz a vadelezou Doue enn he ghenver, hag euz he ingrateri e kenver Doue. Ar bobl e pep bro a gar kana, ha chetu perag ho deuz Mikel Nobletz hag ann Tad-Maner great kement a ganaouennou evit kelenn ar Vretouned. E guerz ann ifern ez euz meur a daolen tennet euz a gan Moïzes, ℣ 22. etc. Ho c’hanaouennou santel a zo c’hoaz enn hor ghenou, goude daou c’hant vloaz ; plijet gant Doue ho c’hantfemp da viken ! Mes lennomp ivez kanaouen Moïzes, pobl nevez Israël, kristenien ma’z omp ; madelezou Doue enn hor c’henver a zo brasoc’h eghet ann holl draou a reaz evit he bobl, hag hon ingrateri, mar bezomp dizent, a ve re bar da hini ar juzevien. Lennomp alies ha lekeomp e pratik aliou mad al lezennour braz-se, evit beva pell hag eüruz er bed-ma, hag erruout e rouantelez ann env, e behini ann Douar prometet a oa ar skeuden.




PENNAD XII.


Maro Moïzes. — (Deuteronom xxxiii, xxxiv).


Moïzes a zastumaz ar bobl evit ar veach diveza, evit ober he ghimiad d’ezhan, ha rei d’ezhan he vennoz, evel ma ro eunn tad mad he vennoz d’he vugale abarz mervel. Beza en devoa var he zourn deou he niz, Eleazar ar belek braz, ha var e zourn kleiz Josue, ann hini a dlie derc’hel he blaç. Spered Doue en em ghemeraz anezhan, hag he ghimiadou a oe ken alies a ziougan. Evel Jakob e kreiz he vugale, e tiskleri da bep meuriad ann droug hag ar mad a dle c’hoarvezout gant-han enn amzer da zont,hag oc’h achui he ziougan, e lavar a vouez huel ar c’homzou kaer-ma :

26. O Israël, n’euz Doue all ebed par da Zoue Jakob ar just. Ann hini a bign dreist ann envou, eo ho tifennour. He c’halloud braz a ra d’ar c’houmoul kerzet gant tis.

27. He zemeuranz a zo enn neac’h, ha d’ann traon ema bepred he zivreac’h. Kas a raï kuit hoc’h enebour a zirag ho fas, hag e lavaro : Bez puluc’het.

28. Israël a choumo enn he dra gant fisianz, hag he-unan. Lagad Jakob a velo douar ar guiniz hag ar guin, hag ann envou a devalaï gant ar gliz o tisken var-n-ezhan.

29. Eüruz oc’h, o Israël ; piou a zo henvel ouz-hoc’h, pobl saveteet gant ann Aotrou ? Hen eo ann diren a zifenn ac’hanoc’h, hag ar c’hleze a ro d’ehoc’h ar gounid. Hoc’h enebourien a blego dindan-hoc’h, ha c’houi a lakaï ho troad var ho gouzoug.

Ar re-ze a oe komzou diveza Moïzes.

1. Pignat a reaz eta var venez Nebo, var lein menez Phasga rag eneb da Jeriko ; hag ann Aotrou a ziskoue­zaz d’ezhan bro Kanaan a dreuz hag a hed.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : Houn-nez eo ar vro, divarbenn pehini am euz touet da Abraham da Izaak ha da Jakob, o lavarout : He rei a rinn d’ar vouenn ac’hanoc’h. He guelet hoc’h euz gant ho taoulagad, ha ne dremenot ket beteg enn-hi.

5. Ha Moïzes servicher ann Aotrou a varvaz e douar Moab dre urz ann Aotrou.

6. Hag ann Aotrou hen sebeliaz e traounien douar Moab, rag-enep da Phogor ; ha den ebed n’en deuz gouezet peleac’h ema he vez, beteg ann deiz hirio.

7. Moïzes a oa c’houec’h-ughent vloaz pa varvaz ; hag he zaoulagad na oant ket tevaleet, na dant ebet d’ezhan na oa deut da laoskaat.

8. Bugale Israël a reaz kaonv d’ezhan epad tregont devez e plenennou Moab. Ha kaonv ar re a ouele Moïzes a achuaz a benn ann tregont deiz.

9. Hoghen Josue map Nun a oe karghet a spered [hag] a furnez dre m’en doa Moïzes lekeat he zaouarn var-n-ezhan. Ha bugale Israël a zentaz out-han, hag e rejont ec’hiz m’en doa ann Aotrou gourc’hemennet da Voïzes.

10. Ha ne zavaz mui profed ebed en Israël par da Voïzes, gant pehini en defe ann Aotrou great anaoudeghez o komz gant-han fas-ouc’h-fas.

11. Nikun hag en defe great ar burzudou hag ann traou dispar en deuz great Moïzes aberz ann Aotrou e douar ann Ejipt, dirag Pharaon hag he holl zervicherien, hag enn he rouantelez penn da benn.

12. Nikun hag en defe bet eur vreac’h ker kre, na great ann traou braz ha souezuz a reaz Moïzes dirag holl bobl Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar Spered Santel he-unan en deuz em en garghet da veuli ann den Santel Moïze e levr ann Ecclesiatik, pennad 45, guersad 1.

« Moïzes, emez-han, a oe karet gant Doue ha gant ann dud, hag ar zonj anezhan a zo c’hoaz bennighet.

Ann Aotrou en deuz he c’hreat par e gloar d’ann dud santel a zo bet enn he raog, he vrudet en deuz dre ann aoun ho deuz bet he enebourien, ha var he gomz, e viraz ouc’h gouliou spountuz ann Ejipt da vont pelloc’h.

He c’hlorifiet en deuz e presanz ar rouaned, roet en deuz he urzou d’ezhan dirag e bobl, ha diskouezet en deuz d’ezhan he c’hloar.

Great en deuz eur zant anezhan dre he feiz hag he zousder, hag he choazet en deuz etre holl dud he amzer.

Rak roet en deuz d’ezhan he vouez da glevout, hag he zigaset en deuz e diabarz ar goumoulen.

Ha roet en deuz d’ezhan dirag he bobl he c’houc’hemennou, hag al lezen a vuez hag a skiant, evit deski he ghevredighez da Jakob hag he lavarou fur da Israël. »

Goude ar veuleudi gaer-ze n’euz mui netra da lavarout, nemet ma en deuz bet Moïzes ann enor da veza bet unan euz a destou Hor Zalver, pa en em ziskouezaz enn he c’hloar var venez Thabor ; hag eo bet skeuden ar Messi enn he holl oberiou, evel ar batriarched all.

Pa oe ganet Moïzes, eur roue kriz a lakee d’ar maro bugale vihan ann Israëlited ; pa oe ganet hor Zalver, Herodez a lekeaz d’ar maro bugale vihan ar ghear a Vethleem ha re ar c’harter tro-var-dro. — Moïzes a achap diouc’h kounnar Pharaon ; hor Zalver a achap diouc’h kounnar Herodez. — Moïzes a zo savet pell diouc’h he dud e palez roue ann Ejipt ; hor Zalver a dremen eur pennad amzer enn Ejipt, pell diouc’h ar vro ma eo ganet. — Moïzes, deuet braz a zistro etouez ann Israelited he vreudeur ; hor Zalver a zistro da Nazareth e kreiz ar Juzevien he vreudeur. — Moïzes a zo choazet gant Doue da denna he bobl diouc’h sklaverez Pharaon ; hor Zalver a zo choazet gant Doue he dad, da denna ann holl dud diouc’h sklaverez ann drouk-spered. — Abarz en em rei da anaout d’ann Israelited, Moïzes a dremen daou-ughent vloaz er gouelec’h ; abarz en em rei da anout d’ar bed, hor Zalver a dremen tregont vloaz euz he vuez dianavezet gant ann dud, ha daou-ughent devez er gouelec’h. — Moïzes a ra burzudou braz evit diskouez eo digaset gant Doue, hor Zalver a ra burzudou braz, evit diskouez eo Map Doue ha digaset gant he Dad. — Moïzes a zoug al lezen ma vezo lazet ann oan paskal ; hor Zalver, guir Oan paskal, en em zakrifi he-unan, hag a ro urz d’he ebestel ha d’ar veleien a zeui enn ho goude da guntinui he zakrifis. — Moïzes a laka ann Israelited da dremen er Mor Ruz, hag ho disparti evelse diouc’h ann Ejispsianed ; hor Zalver a laka he dud da dremen dre dour sakr ar vadeziant, hag a zisparti evelse ar gristenien diouc’h ar baïaned. — Moïzes a gas ann Israelited, a dreuz eur vro c’houez ha digonfort, var-zu eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel, da lavaret eo, eur vro binvidik e pep tra ; hor Zalver a gas he gristenien a dreuz ann draounien-ma a zaelou, etrezeg ann Env pehini eo ar guir zouar prometet. — Moïzes a vag he bobl gant eur boed kouezet euz ann Env ; hor Zalver a vag ar gristenien gant eur bara beo diskennet euz ann Env. — Moïzes a ro eul lezen d’he Bobl ; hor Zalver a ro eul lezen barfetoc’h d’ar gristenien. — lezen Moïzes a oe embannet e kreiz burzudou spountuz ; Lezen ar gristenien a zo embannet e kreiz burzudou a vadelez hag a garantez. — Moïzes a zistan buaneghez Doue fachet ouz he bobl ; hor Zalver a zistan dalc’hmad buaneghez he Dad alumet ivez dalc’hmad dre bec’hjou ann dud. — Moïzes a ghennig goad anevaled e sakfifiz da ziella ar ghevredighez pe ann testamant koz ; hor Zalver a ghennig he c’hoad he-unan da ziella ar ghevredighez pe ann testamant nevez. — Lezen Moïzes a dlie padout bete donedighez ar Messi ; lezen hor Zalver a bado bete fin ar bed, beteg he eil zonedighez. — Moïzes n’en deuz ket bet ann eur da gas ann Israelited tre ebarz enn Douar prometet ; brasoc’h eghet Moïzes, hor Zalver en deuz digoret ann Env d’ann holl dud, ha kaset gant-han d’ar baradoz holl dud just al lezen goz, ha prometet plasou d’ar re a zeuje var he lerc’h bete fin ar bed.

Sellit peghen vetuzuz eo bet Moïzes beteg ar fin ; goude beza kaset ha digaset he bobl epad daou-ughent vloaz, ha gouzanvet kement a boaniou endro d’ezhan ; brema pa ema ar bobl oc’h arruout e penn he veach ; ha var nez da vont enn Douar prometet, e renk choum he-unan er meaz. Peleac’h ema he glemmou ? Gher ebed enep barnedighez ann Aotrou Doue ; mervel a ra gant sentidighez, ha buanoc’h a-ze ez a he ene d’ann eurusted eternel.

Evit he gorf, den n’en deuz gouezet peleac’h eo bet interret. Falvezet eo bet kement-se da Zoue, gant aoun na vije deuet ann Israelited d’he zizouara, ha d’he adori evel eunn Doue, ken doughet e oant d’ann idolatriach. Hervez eur gomz a lennomp e lizer ann abostol Sant Jud (iii, 2.), e savaz neuze disput etre Sant Mikeal hag ann diaoul divar-benn korf Moïzes. Ann diaoul a felle d’ezhan e vije interret ar c’horf gant enor ha dirag ar bobl ; he rezoun en doa evit kement-se, kavet en divije eno eunn occasion gaer evit lakaat ar bobl da goueza enn idolatriach. Mes Sant Mikael a enebaz stard, hag hep teurel var he enebour na malloz na komz flemmuz ebed, e c’hounezaz var-n-ezhan gant ar gomz-ma hepken : Ra goumando d’id ann Aotrou ! Ann arc’heal, eme Sant Jud, na reaz ket evel ma ra eur rum dud a zo, pere na c’houzavont mestr ebed, a zispriz ar re a zo var ho fenn, hag a ro ho malloz da ghement den a zoug kurunen.




PENNAD XIII.


Josue. — Tremenidighez ar Jourden. — Jeriko kemeret. — Akan lekeat d’ar maro. — Finessa ar Gabaoniz. — Poblou Kanaan distrujet. — Ar vro rannet etre daouzek meuriad Israël. — Maro Josue.


Goude maro Moïzes, ann Aotrou Doue a lavaraz da Josue : Tremenit ar Jourden, c’houi hag ar bobl, ha kemerit ar vro a dleann da rei da vugale Israël. Ho pet kaloun, dalc’hit d’am lezen, ha me vezo gan-ehoc’h e kement leac’h ma’z eot.

Josue a lavaraz eta da brinsed ar bobl : It a dreuz d’ar c’hamp, hag embannit ann urz-ma : « Grit ho pourveziou, rak abenn tri devez e tremenot ar Jourden, hag ez eot da berc’henna ar vro a roio d’ehoc’h ann Aotrou ho Toue. »

Ar bobl a respountaz : Ober a raimp kement a c’hourc’hemennot, ha mont a raimp eleac’h m’hor c’hassot.

E keit-se, Josue a gassaz spierien da Jeriko, da c’houzout doare ar vro. Arruout a rejont e kear e sarr ann noz, hag ez ejont enn eunn ti digor d’ann holl. Ar c’hreg, hanvet Rahab, a gountaz d’ezho penaoz e oa ar vro karghet a spount rag ann Israelited, ha na vije ket diez he c’hemerout, n’e doa ket achuet mad he c’haoz, ma teuaz tud ar roue da glask ann daou spier.

Rahab ho c’huzaz e lein he zi, hag a respontaz da dud ar roue : Bet int bet ama, guir eo, na ouienn ket e oan Israelited ; It var ho leac’h, n’emaint ket pell c’hoaz. Neuze hi a a ziskennaz spierien dre eur prenest a-dre, hag a lavaraz d’ezho : Evel m’am euz great trugarez d’ehoc’h, grit ivez trugarez d’in ha d’am c’herent. Great e vezo, eme ann daou zen. Hag e tistrojont da gavout Josue gant ar chelou mad-se.

Neuze Josue a lavaraz d’ar bobl : En em lakit e stad vad a gorf hag a ene, rak varc’hoaz ann Aotrou a raï enn ho touez traou souezuz.

Antronoz vintin ar bobl a zilec’hiaz evel-henn, Doue o veza merket he-unan ar pez a oa da ober. Ar veleien a zoughe arc’h ar ghevredighez, a gherze er penn araog. Ha daou vil ilinad var ho lerc’h e teue ar bobl dre renk ha dre veuriad, evel kustum.

Ar ster a oa braz d’ar mare-ze ; mes kerkent ha ma ho doe ar veleien lekeat ho zreid enn dour, ar Jourden a choumaz krenn en he zao. Ann dour a oa izelloc’h eghet-ho, a heuliaz he red, hag ann hini a oa huelloc’h en em verniaz evel eur menez da veza guelet euz a bell. Ar veleien a zoughe ann arc’h a choume a zao var ann douar seac’h e kreiz ar Jourden, hag ar bobl holl a dremene kân ar ster hep glepia he dreid.

Neuze ann Aotrou a lavaraz da Josue : Choazit daouzek den, unan a bep meuriad, ha grit d’ezho kemer var ho dikoaz daouzek mean euz a greiz ar Jourden eleac’h ma eo choumet ar veleien en ho zao gant arc’h ar ghevredighez ; hag e rafot eunn arouez gant-ho er c’hamp kenta a zavfot er vro-ma. Hag eunn deiz pa c’houlenno ho pugale : Petra a zinifi ar vein-ze ? E respontot d’ezho : Ster Jourden a zizec’haz dirag arc’h kevredighez ann Aotrou pa dremene ar ster-se ; evit-se eo bet lekeat ar vein-ze enn ho zao, da veza evit bugale Israël eunn arouez da viken euz ar pez a zo c’hoarvezet. — Ar pez a oe great. Ha Josue a zavaz ivez daouzek mean all e kreiz kân ar Jourden el leac’h ma choumaz ar veleien enn ho zao gant arc’h ar ghevredighez. Pa oe tremenet ann holl bobl, ar veleien a dremenaz ivez gant ann arc’h, hag ar ster a ghemeraz he red evel araog.

Ar ghenta kear a gavaz ann Israelitet var ho hent a oe Jeriko. Ann Aotrou a lavaraz da Josue : Roet am euz d’ehoc’h Jeriko, he roue, he zud hag he danvez.­ Chetu petra hoc’h euz da ober evit he c’hemerout. Ho prezelourien, renket evit ar gombat, a gherzo araog arc’h va c’hevredighez. Pevar belek a zougo ann arc’h, ha seiz belek all a zono ho zrompillou, hag ar bobl munud a zeui varlerc’h. Enn doare-ze e reot tro kear bemdez epad seiz devez. Den na lavaro grik, ne vezo klevet nemet ann trompillou. D’ar seizved devez, pa reot tro kear evit ar veach divezha, d’ar mare ma souno ann trompillou hirroc’h ha skiltrusoc’h, holl vugale Israël a daolo eur griaden vraz, ha mogheriou Jeriko a gouezo e rez d’ann douar. Peb-unan a lammo e kear dre ann toul a vezo diraz-han, ha tud kear a vezo lazet holl.

Josue a ziskleriaz urzou Doue d’ar bobl, hag a lavaraz d’ezhan er memes amzer : Ho pet sonj mad eo ar ghear-ze millighet ; den ebed eta na dle kemer netra, nag he viret enn tu d’ezhan ; rak ann dra-ze a denfe goalleuriou braz var-n-omp holl.

Peptra eta o veza bet reizet evelse, en em lekejont da ober tro kear ; ha d’ar seizved devez, d’ar mare merket, mogheriou Jeriko a gouezaz gant eunn trouz spontuz ; kear a oe kemeret, devet, freuzet, hag ann holl dud lazet, nemet Rahab hag he c’herent, pere a vevaz euz a neuze etouez ar bobl a Israël.

Eunn devez bennag goude kement-ma, Josue a gasaz tri mil den da c’hrounna ar ghearik vihan hanvet Haï. He zoudarded a oe trec’het, hag a zeuaz gant dizenor vat ho c’hiz. Josue souezet ha spountet, en em strink he fas d’ann douar dirag ann arc’h, da bedi ha da hirvoudi beteg ann noz. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : Israël en deuz great eur pec’hed : kemeret ho deuz e Jeriko euz ann traou millighet. Dastumet ar bobl, tennit d’ar sort, hag e kavfot ar feller. Lekeat e vezo d’ar maro, hen hag he vugale, ha devet e vezo neuze gant kement a berc’henn out-han.

Ar sort a gouezaz var Akan, euz a veuriad Judaz. Josue a lavaraz d’ezhan gant douzder : Va map, ro gloar d’ann Aotrou Doue Israël, anzav ha lavar d’in petra ec’h euz great. Akan a respontaz : Ia, pec’het am euz enep ann Aotrou ; guelet am euz e kreiz ar breizerez eur vantel vouk, unan a briz, eunn nebeut arc’hant hag eur varrennik aour. Va c’hoant a zo bet krevoc’h evid-oun, hag em euz ho c’hemeret, hag ho c’huzet enn douar e kreiz va leur-zi.

Josue a ziskleriaz d’ezhan ar varn doughet enn he enep gant ann Aotrou, hag ar zetanz a oe sevenet var ann heur. Doue a ziskleriaz da Josue e oa distanet he vuaneghez, hag ec’h helle, pa garje, mont a raog hep aoun ebed rag he enebourien. Kearig Haï a oe kemeret, ha great d’ezhi evel da Jeriko.

Rouaned ha poblou Kanaan, o velout gounidou ann Israelited en em glevaz da ober a-unan brezel d’ezho. Ar Gabaoniz hepken a vennaz er c’hiz all. O velout a-vad na hellent ket en em zifenn dre nerz, e klaskjont en em zavetei dre finessa. Gouzout a reant n’ho doa trugarez ebed da c’hortoz evel kananeed, heg e oa ret d’ezho rei da gredi e oant euz a eur vro bell, evit ghellout ober ar peoc’h ha kevredighez gant bugale Israël. Ho c’hannaded eta a ghemeraz ezen skuiz, da zoughen ho fourveziou ; lakaat a rejont bara koz, kalet ha bruzunet e seier fall hag hanter-uzet, hag ho guin e krec’hin roghet ha penseliet. Ho dillad hag ho bouteier-ler a oa er memes tra karghet a benseliou. Enn doare-ze e teujont da gamp ann Israelited. Ar re-ma a lavaraz d’ezho : Marteze c’houi zo o choum er vro roet d’eomp gant ann Aotrou, rak-se n’hellomp ket ober kevredighez gan-ehoc’h. Hi a respontaz : Ho servicherien a zo euz eur vro bell meurbed, hag enn hano ann Aotrou ho Toue omp deuet beteg en-hoc’h. Rak klevet hon euz ar vrud euz he holl-c’halloud, hag ar pez en deuz great enn Ejipt. Guelit dre ar stad m’emaomp ; peghement a hent hon euz great. Ar bara-ma a oa fresk-beo pa zeujomp euz ar ghear, ha chetu hen seac’h-korn, louedet ha bruzunet. Hor c’hrec’hin guin a oa nevez-flam ha chetu hi roghet ; hon dillad hag hor bouteier a zo uzet dre forz ober hent ; mez hon euz o tont er stad-ze diraz-hoo’h. Josue a reaz ar peoc’h gant-ho. Ar ghevredighez a zoughe ne vijent ket distrujet, ha prinsed ar bobl hen touaz var ho lé.

Tri devez goude, ar ghenta kear vraz a gavaz ann Israelited, a oe Gabaon, kear ho mignouned. Ar bobl a grozaz enep ar brinsed. Ar re-ma a respontaz : N’hellomp ket ho laza, abalamour d’al lé hon euz great d’ann Aotrou ; ho buez a choumo gant-ho, mes hor mevelien hag hor mitizien e vezint da drouc’ha hor c’heuneud ha da gherc’hat hon dour. Ar pez a rejont hed ho amzer.

Adonisedek, roue Jerusalem, o velout ho doa ar Gabaoniz great kevredighez gant Israël, a ieaz drouk enn-han ; hag e kasaz kannad da bevar roue all da zont d’he zikour evit ho c’hastiza. Dont a rejont, hag e lekejont ar ziel var Gabaon ar ghear veur. Mes Josue a ziredaz da zikour he vignouned, hag a c’hounezaz eur victor vraz var ar pemp roue. Ann Aotrou a gombate evit-han ; rak epad ma tec’he ann enebourien, eur glao a vein braz a goueze var-n-ho euz ann Env, enn hevelep fesoun ma oe lazet muioc’h a dud gant ar vein eghet gant ar c’hleze.

Koulskoude ann noz a dostee, ha Josue, a oa poan gant-han guelet c’hoaz re a enebourien oc’h achapa digant-han. Komz a ra ouz Doue ; hag enn eunn taol o trei ouz ann heol, e lavaraz, a vouez huel dirag ann holl : Heol, choum enn da zao. Hag ann heol a choumaz ne he zao epad daouzek heur. Ha ne oe biskoaz, ha ne vezo bikenn, eme ar skritur, eunn deiz ken hir, ann Aotrou o senti ouc’h mouez ann den.

Ann Israelited a boursuaz ho enebourien epad ann deiz hir-ze, hag ho lazaz gozik holl. Ar pemp roue a ieaz da guzet enn eur gavarn zoun, e peleac’h e oent paket, ha kroughet dre urz Doue.

Josue a vrezelekeaz evelse epad c’houec’h vloaz, trec’h ato d’he enebourien. Eur roue ha tregont a lazaz, eme ar Skritur. Erfin, o veza distrujet holl ar boblou-ze millighet gant Doue, e rannaz ar vro etre daouzek meuriad Israël, hag e varvaz e peoc’h, oajet a zek vloaz ha kant.



DIVEZ.