War zouarou Kerne, damdost da Roc’h Trevezel ez oa gwechall-goz eur c’hroaz-hent hag eun hostaliri brudet fall meurbet gant tud ar vro. Ti ebed a-dost ; setu perak hostiz ar c’hoaz-hent a c’helle ober an troiou falla hep na vije morse gouezet netra da just. Disfisiout a read, hogen den n’en doa gwelet netra. Hervez ar vrud, meur a zen a yoa bet lazet eno.
Er goanv, pa veze tenval an noz, pa c’houeze an avel yen war ar meneziou, ar vesaerien diwezat o tont gant o denved, o deus kontet e klevent moueziou klemmus anaon an dud lazet o c’hournijal en-dro da Roc’h Trevezel. Hanter-spountet, ec’h hastent ober sin ar groaz evit na vije great droug ebed d’ezo.
Nemet an hini a zo bet eno e-unan den na lavaro ar spont a grog en tremener a ya en noz dre veneziou an Arez, ken dizolo, ken nebeut a diez war an henchou anezo.
Ar re a zo bet garo oc’h ar paour en o buez a deu dre eno da ober pinijen goude o maro, hervez ar re goz.
Evit reiza bugale ar c’heariou a zo en-dro d’ar menez, n’eus nemet gourdrous o c’has war Roc’h Trevezel da dremen an noz gant an teuzed. Na vez ket ezom da lavaret diou wech.
Roc’h Trevezel, goude menez Sant-Mikel, eo an huela menez eus chaden an Arez. Ac’hano ez eus eun taol lagad dudius var gorre Leon hag eul loden vrao eus a Vro-Gerne. ’Velkent kein duet ar menez a zo melkonius. N’eus eno na ti, na gwezen, na den, nemet eur mesaer bennak o c’haloupat war-lerc’h bandennadou denved treut meurbet, rak n’eo ket druz ar peuri, me lavar. Kerkent ha kuz-heol e weler anezo o tastum o loened, hag en hent war-zu ar gear, n’eo ket tizet e vefent gant eul lampon pe eur spontailh bennak.
Unan eus ar vesaerien-ma eo en deus kontet d’in ar pez ez an d’am zro da zisplega d’eoc’h.
— « Aboue ez eus pell avad, keit ma n’eus mui, me gred, war an douar hini ebet eus ar re a veve en amzer-ze. Me gred zoken e oa e mare an Dispac’h, ar freuz vraz-se a zo bet e Bro-C’hall, brema ez eus ouspenn kant vloaz.
N’oa ket ebat beza beo neuze, aotrou, abalamour ma ranke ar veleien tec’het en harlu pe mont da guzat evel torfetourien. N’oa ket a urz zoken da lavaret ar pedennou en tiez. An neb a vije kavet o pedi a veze ereet, kaset d’ar prizon ha kondaonet d’ar maro hep barnedigez. Kals a dorfetourien, a vuntrerien, a dud fall a bep seurt, a ye hag a deue dre ar vro hep ma vijent harzet. Dont a reant n’ouie den a beleac’h. Hon tadou koz Bretoned na garent tamm ebed an divroidi-ze, hag a zelle a-dreuz p’o divije da ober ganto. Gouzout a reant n’o doa an dud-se na feiz, na reiz, na Doue, na mestr, hag e oant rak-se gouest a hep seurt falloni.
Doue ra viro, aotrou, e tirollfe c’hoaz warnomp eur seurt barr-amzer ! Evidoun e ve gwelloc’h ganen beza maro eget beva eus eur seurt buez ! »
— « N’em eus ket bet digant Doue an donezon d’anaout an amzer da zont, emeve ; tenval eo an dremwel koulskoude, ha me gred e vezo kurun dizale. Ha na gavit ket, va mignon, ez a fall kenan an traou hirio dre ar bed ? Gwelit pebeuz brezel spountus a zo great dreoll ouz relijion santel an Aotrou Doue ! Argaset eo ar venec’h, ar breudeur, al leanezed ; an Iliz a zo gwasket ma ’z eo eun druez ! »
— « Doue eo ar Mestr, aotrou ; ha kaer o devezo an dud, pa garo e vezo treac’h. Ar gaou n’en deus nemet eur mare, hag ar wirionez, abred pe ziwezat, na vank ket da sklerijenna zoken ar re a zo an dalla.
Gwechall-goz, eta, ez oa er C’hroaz-hent eun ti men, huel ha ledan, toet gant mein glas an Arez, teir renkennad prenestrou warnan. An ti-ma a zeblante beza bet savet a ratoz-kaer evit digemeret ar veachourien geiz sourprenet gant an noz war lein an Arez. Pebeuz fouge enno pa welent a ziabell ar goulou o lugerni e prenestrou an ti bras ! Hag e lavarent : « Bennoz da Zoue ! Ama da vihana e kavin eun tamm bara da lakaat etre va dent hag eur gwele da zigemeret va memprou skwiz-maro gant an hent am eus great !
Chomm a reas pell goullo. Setu ma oe klevet lavaret eun dervez a oe : « Deuet ez eus eun hostiz da jomm er C’hroaz-hent ! « — « Mad, a lavare an dud, gant na ray ket eus e di tavarn al laëron ! »
Ar Breizad, aotrou, a zo disfizius pa na anavez ket ! »
— « Ha mad a ra emeve, n’eo ket mad rei ar galon d’ar c’henta deuet. »
— « Pell a yoa edont eno, ha den na ouie c’hoaz netra an holl diwar o fenn. Gwir eo, an dud a lavare a bep seurt traou ; ar pez a zo sur eo na ouie den netra zur ebet. Hini ebet na grede mont betek eno, zoken en deiz.
Kenta ma oe gallet gouzout eun dra bennak eus an ti-ze ’oa gant eur pilhaouer eus ar Fouilhez, diskennet e Komanna da ober e vicher.
Hervez an den-ma, an hostiz nevez a yoa frammet mad, dremm zu d’ezan, gant eur varo hir evel moue eur marc’h, en e benn daoulagad ruz evel kefou tan ; e-kreiz e zremm ’oa eur fri kamm evel beg ar gaouen. Eur vaouezig dister, gwisket evel e kear. treut-gagn, liou an dienez war he gorre, a zeblante beza e c’hreg ; eur mab o doa hag a c’helle kaout trizek vloaz.
Evit doare n’ea ket kaer ar bed ganto, p’eo gwir pa zigouezas ar pilhaouer, edont oc’h en em beilha. Hema na gredas ket o dieza, hag a jommas e toull an or da c’hedal ma vije dizroet ar peoc’h adarre. Eno e klevas meur a dra. Ar c’hreg kez a damalle d’he goaz skei warni ken alies ha bemdez, hi koulskoude oc’h ober gwella. ma c’helle evit plijout d’ezan. Ar mab e-unan a zave gant e dad. Pebeuz tra euzus !
Pa welas Gwitourius eun den harpet oc’h e zor, ez eas eur zac’had kounnar ennan, hag e savas e vouez:
— « Petra rez-te aze, mab ar groug ? emeza. »
— « Aotrou, n’hoc’h eus ket a druilhou da rei d’in ? Me zo o pilhaoua ! …
— « A ! O pilhaoua ? Ma, kea da glask truilhou el leac’h ma kari. Ama na zalc’homp ket eus ar varc’hadourez-se. Kea, kea. buan gant da hent ! »
— « Kenavezo eur wech-all, aotrou, ha ra vo Doue ganeoc’h ! »
— « Dalc’h da Zoue ganes, klasker bara ! n’em eus ezom ebet anezan !… »
— « Diouallit, aotrou !… »
— « Diouall te kentoc’h na gemerfen va fuzuilh ganen, ha na ves goude lakeat oc’h ar ber !!!… Kea, pe me blanto ganes… »
Gwelet a rit, aotrou, c’houez fall a yoa. gant an ti-ze !
Ar brud eus an digemer great d’ar pilhaouer a yeas buan dre ar charter, hag an hostiz a oe barnet kalet.
E-harz ar menez eur mintinvez e oe kavet eur c’harr hanter dorret ; ar perc’hen, pistiget oll, poan d’ezan o chomm a-zav, a rea ar pez a yoa en e c’halloud evit dresa e garr hag en em zresa e-unan. Pa oe goulennet outan petra oa c’hoarvezet, e respontas e oa bet taget, war-dro dek heur noz gant tri lampon, o doa e laeret ha lezet evel maro war an hent.
Nebeut amzer goude e teuas eur marc’hadour bras da dremen dre an hostaliri nevez.
Dont a rea eus a Landerne, e garr leun a varc’hadourez talvoudus, hag ez ea ganto da Geraes.
An heol a yoa kuzet eur pennad brao a yoa ; gouel du an noz ’n em lede war ar vro tro-war-dro, hag ar stered a unanou a entane bolz an env. Setu, eta, hor beachour sourprenet gant an noz. En eur c’horn-tro eus an hent hag hen gwelet a-bell eun ti bras sklerijennet kaer. « Alo, emezan, setu eun hostaliri ! Ama da vihana me a c’hello koania ha loja, mar bez youl Doue ! Poent a-walc’h eo d’in chomm a zav da ober eun ehan, rak skwiz oun ; va march ive en deus doare da gaout ezom eus eun dra bennak. Alo, Kokot, eun tammig kalon ! C’hoaz eur gammedig. »
Mont a reas da skei war dor an davarn.
Gwitourius e-unan a deuas da zigeri gant prez.
— « Daoust, eme ar beachour d’an aotrou, na c’hellfac’h ket rei d’in lojeiz evit an noz ? Me a zo skwiz ha va marc’h ive ; chomm a ra c’hoaz ganeomp kals a hent da ober. »
— « Eo, eo ! Deuit en ti, va den mad ! »
— « Me ’zo eus a Landerne, ha da Geraes ez an gant ar varc’hadourez-ma. Gallout a refet ive lakaat ar c’harr hag ar marc’h er gwasked ? »
— A dra zur ! N’ho pezet aon ebed ! Deuit da azeza ; bremaïk e vezo aozet eun tamm koan d’eoc’h… Alo, Anjel, emeza d’e c’hreg, e pe leac’h e chommez brema, treinerez ? Ama ez eus eun den dare da dremen gant an naon ! Hast affo ’ta, komerez ! »
— « O, aotrou, kemerit hoc’h amzer !… Ac’han da varc’hoaz vintin… »
— « Hag a zo gwir, va mignon ; an tammig itron-ze evelato a rafe mad mont buanoc’h en dro. Lavaret e vefe eo sounnet he divesker outi !…
Nebeut goude ar beachour a welas ar wreg o tont en ti, poan d’ezi o vale.
— « Meuzdouet n’oc’h ket yac’h. itron, eme an diaveziad ; tenn eo ar bale evidoc’h ? »
— « O, aotrou, na daolit ket evez ! Bremaïk me ya da aoza eun tamm koan d’eoc’h, hag ez eot da gousket pa gerrot ! »
— « Amzer a-Valc’h em eus, itron. »
E keit-se, ar mestr a yoa eat da doull an nor, hag a zafare gant unan bennak. Goustat hag izel e komzent, rak-se ar beachour na ententas ket nemeur a dra.
Klevet a rea koulskoude :
… « Eur marc’hadour pinvidik o loja ganeomp… Eun taol kaer !… Eur c’harrad marc’hadourez !… »
Ar vaouezig, eta, a ye war he fouezik ; evelato a-benn eur pennad he doe pourchaset eur zouben hag eun tamm kig sall poazet da lein. Na lavare ket nemeur a dra, anat e oa e tiwaske kals a boan, a gorf hag a spered sur a-walc’h.
Pourchaset e oe ivez eur gambr hag eur gwele, hag an aotrou a zavas da goms gant ar beachour.
— « Evel-se ’ta. emeza, ez it gant ho marc’hadourez da Geraez. Ha n’ho peus-hu ket aon rak al laeron ? Dre an amzer-ma ez eus kals a Chouanted dre aze, ha na c’houlenfent ket gwell eget tapa krog en ho marc’hadourez ! »
(Hag ar re Ruz pe C’hlaz, neuze ? Ar re-ze marvad a yoa kals onestoc’h ?)
— « Doue, aotrou, a daol evez warnoun ! E lagad a vez bepred o para warnoun… Na gouezo ket eur vleven eus va fenn hep e aotre… »
An aotrou hostiz hen harzas.
— « Petra ! C’houi a zo c’hoaz diot a-walc’h evit kredi er seurt sorc’hennou mad da sponta ha da viret gragez ha bugale en o roll ? An « Nasion » he deus diskleriet pell zo n’ez eus Doue ebed ! Ha ma vije bet unan, daoust hag-en en divije lezet dibenna e veleien ? »
— « Aotrou, me a zo Breizad, ha gouzout a rit, eur Breizad a gred e Doue. Hen eo en deus lezet ober kement a zo c’hoarvezet. Pec’hejou tud Bro-C’hall a yoa pignet betek e gador, hag a c’houlenne kastiza. Kouezet eo warnomp buanegez an Holl-C’halloudeg ; hag evel e c’hoarvez alies en hevelep traou, ar re vad o deuz paeet evit ar re fall. Ar gwad divlamm a zo plijet muioc’h d’ezan evit n’en divije great hini brein ar bec’herien divezet. Eürus int brema, aotrou, e lein an envou !…
« Ha ma tigouezfe d’in koueza etre daouarn tud kriz, an Doue a azeulan hag a garan a gavfe tro d’am zenna brao-tre eus a dre o daouarn !… »
— « Na gredan ket, va mignon, eme an hostiz. Gwelloc’h eo d’eoc’h ober eveldomp. ha youc’hal ganeomp : « Bevet an Dispac’h ! »
— « Me, aotrou, youc’hal ma vevo an Dispac’h ? Ze, dre va feiz, na rin morse, ha goude ma ve troc’het va gouzoug d’in !… »
Gwitourius en doe eur mousc’hoarz fall evel ar pec’hed ; e zaoulagad a luc’has an e benn, hag e lavare ennan e-unan : « Setu kig kristen d’in a-benn fenoz ! Da Zoue, m’hen tou ! n’az tenno ket a dre va daouarn !!!…»
Debri a reas ar beachour eun tammig koan, dres ar pez a zo red evit chomm hep koueza d’an douar ; goude ar pez edo o paouez klevet, e galon n’oa mui digor d’an dibri, ha war e spered e poueze eur beac’h pounner meurbet. Na keuz en doa brema da veza lakeat e dreid en ti milliget-se ! Petra ’vije great d’ezan ?… Petra ’deuje da veza ?… Ha galloud a rache biken tec’het dibistik eus a dre daouarn ar vanden laeron-ze ?… Siouaz ! douetanz ebet mui evitan ’oa kouezet en eun toull laeron !…
Etretant, kaset e oe da gousket, ha roet d’ezan eur pennad goulou rousin evit e sklerijenna.
Toull kambr an diavezour a yoa e traon an ti, eur speuren goad hebken etrezi hag ar gegin.
Kerkent ha m’oa eat a ziwar-wel, e teuas tri den dishenvel bras en ti. Unan anezo a zeblante kaout daou ugent vloaz, an eil pemp bloaz ha tregont ; an trede a yoa eur c’hrennard a zaouzek pe drizek vloaz o c’hedal c’hoaz ar malvennou da ziouan war mantel ar mec’hi. Ha perak ive oa eat d’en em deurel ker yaouank e-mesk eur seurt tud ?
Gwitourius na zaleas ket da lavaret :
« Tostaït, paotred !… Eur c’helou mat !… Komzomp izel ! Eu tu-all d’ar speuren ez eus eun aotrou pinvidik a ye da Geraez gant eur c’harrad marc’hadourez. Bremaïk ni welo petra da ober anezan. Ha, da genta, te paotr bihan, lavar petra ec’h eus great eus da zervez. »
— « Me, eme Berig, a zo bet en eur geriaden a Blouneour-Menez. Epad n’oa den en ti… »
— « Koms izel ! makast azen… pe e vimp klevet gant ar bourc’hiz a zo aze !… »
— « … Evel-se ’ta, epad m’oa eat an dud d’ar parkeier, me am eus divarc’het dor eun ti, hag eat ebarz, em eus gallet digeri eun arbel ha godella ar pez a oa enni en arc’hant. Setu ama, aotrou ! »
Hag ar paotr a ziskargas e c’hodel leun a beziou aour.
— « Mad, Perig, gounezet ec’h eus da goan !… Ha te, Minous, lavar d’eomp ’ta ar pez ec’h eus great ?
(Minous e oa ar gwaz a bemp bloaz ha tregont pe war dro).
— « Me a zo eat er mintin-ma war-zu Brasparts da welet ar foar. Kals a dud a yoa, aotrou ! O nag a dud a yoa ! »
— « Ha goude ? pez didalvez ! »
— « Al loened ’oa kaer ha ker, a lavared… »
— « Petra ra an dra-ze d’in-me, tanfoueltr diboell ?… Lavar an taoliou kaer ac’h eus great… »
— « O n’oa ket gwell eas, aotrou ober taoliou kaer hirio, kement a dud a yoa war an henchou ! »
— « Ha n’ec’h eus great netra, klaoustre ? »
— « Nan avad, aotrou ! »
— « Hag e kav d’it, boned ar gounnar ! e roin lojeiz ha bara d’it evit ober netra ? Na zigasez ket d’in talvoudegez an dour a evez ! Setu eur pennad brao a amzer ma seblant beza maro da zaouarn ouzit !…
Ha te, Bastian ? »
— « Me, aotrou, a zo bet war hent ar Fouilhez. Goude beza gedet pellik, setu eur c’harr o tont d’an daou-lamm ; ha me lammet oc’h penn ar marc’h. N’oa nemet eur vaouez er c’harr. Kemeret am eus plas en he c’hichen, hag em eus lavaret d’ezi e pleg he skouarn : « Ar yalc’h pe ar vuez, maouez ! »
— « Nag an eil nag eben ! emezi. »
— « Mad neuze, emeve, ema great ganeoc’h !… »
Kemeret em eus dre nerz ar pez a yoa ganti ; hag evel ma kaven ec’h enebe re galet, o lavaret d’in a bep seurt komzou kasaüs, me ’m eus kroget enni, hag he zaolet dreist ar c’harz. N’oun ket chommet enno da zellet en-dro d’in, e c’hellit kredi !
Setu ama talvoudegez va labour ! »
Hag e taolas hanter kant skoed war an daol !
— « Eun dervez mad, Bastian ! Te, da vihana, a labour ! Paeet e vezi…
Brema, mignoned, gwelomp petra hon deus da ober eus ar bourc’hiz a zo o loja ganeomp fenoz ! Ar varc’hadourez a zo gantan a dalv aour ! Hogen, ma krogomp enno, e vezo red d’eomp ivez en em zizober eus an amprevan-ze. Me gred e vezo rust ar c’hrogad, rak kredabl ez eus armou gantan ! »
— « Mar kirit, aotrou, eme ar Minous, me a yelo da ziouall an nor evit miret outan da dec’het… »
— « Te, lost leue, az po da begement ganen-me warc’hoaz vintin, pa na fell mui d’it laza na laerez. N’em eus ezom ebet ac’hanout, na da ziouall an nor, na da ziouall ar prenestr zoken. Kea da gousket pa gari !…
Bastian, va mab ha me a vezo barrek da unan marvad, nemet an diaoul a ve en e gorf !
Ha mat e kavfes, Bastian, ober e varo d’al lakipod-ze araok warc’hoaz vintin ? »
— « Ya, ya, aotrou, me a zo prest da ober kement a blijo ganeoc’h gourc’hemenn d’in. »
— « Hag ez afes, Gwitourius, a lavaras Anjel, da lemmel e vuez digant eun den ha n’en deus great droug ebed d’it ? An den-ze a zo deuet ama da dremen an noz e peb fizianz !…
— « Ro peoc’h. te, greg Lusifer, pe bremaïk az pezo va baz war da gein. Ar merc’hed n’o deus netra da welet en hor c’heusteuren ! »
— « En hanv Doue, truez oc’h eun den divlam, hep difen ! »
— « C’hoaz eur wech, sarr da c’henou, pe me az flastro dindan va boutou !… Diouall na glevfen c’hoaz eur goms ganes ! »
Anjel a davas dirak gourdrouzou ker spountus, o c’houzout, dre veza desket diwar he c’houst, a betra oa gouest al loen gouez he doa kemeret da bried. Eviti douetanz ebet mui edod o vont da laza an divroad, a grede kousket dienkrez.
Gant an euz ez eas da guzat e kougn huella an ti.
— « Neuze, Bastian, kerkent hag hanter-noz ez i da gaout ar bourc’hiz, hag e sanki da goutellazen en e galon. Jukos, va mab, a vezo games, n’eo ket ezom az pefe da gaout dourn. Me a ya da ober eur c’housk. War-dro unnek heur hanter e savin da ober eun toull el liorz. Kerkent ha m’az pezo e lazet e taoli ar c’horf dre ar prenestr ; me a grogo ennan hag hen taolo en douar, ha morse den na ouezo petra ’vezo deuet da veza. Ententet mad ec’h eus, Bastian ? »
— « Ya, ya, aotrou kabiten ; evel-se piz ha piz e vezo great ! »
— « Mat, Bastian, roet ec’h eus da c’her ; fiziout a ran ennout. »
— « Fiziout a c’hellit ; da hanter-noz me a vezo war zav. »
— « Kenavezo bremaïk, Bastian ! »
— « Kenavezo dizale, aotrou kabiten ! »
Ganet e oa en eur geriadennig a Blounger, e goueled Leon. Seiz vloaz a yoa edo o servicha en eur stal vras a Landerne.
E gundu vat he doa great d’e vestr kaout ennan pep fizians. Kaset e veze dalc’hmat da Lesneven, da Landivicho, da Witevede, da Lannilis ha da Gastell zoken, gant karradou mat a varc’hadourez a dalvoudegez vras.
Dimezet e oa abaoue pemp pe c’houec’h vloaz, ha Doue en don digaset d’ezan tri grouadurig koant evel an heol. Labourat, poania a rea endra c’helle evit gounit peadra d’o sevel deread. Er gwel a ze na esperne netra.
Yann-Mikeal a reat anezan. Leun e oa a zoujanz Doue hag a garantez evit an nesa. Morse na deue eus e c’henou an disterra koms trenk eneb nikun. Na garie ket an trouz, ha kerkent ha ma vije echu e zervez gantan, ec’h en em denne d’ar gear ; eno edo e ebad.
Biskoaz n’oa bet e Keraez, rak-se n’anaveze ket an hent, ha nebeutoc’h c’hoaz doare an tiez a gavche warnan. Eat oa hep difizianz ebet e ti bras ar C’hroaz-hent. An nep a zo eün youlou e galon a gred eo an holl henvel outan. An oan na zonj ket nemeur e fallagriez ar bleiz.
Daoust ha petra oa deuet da veza epad m’edo bodet al laeron evit e gondaoni d’ar maro ?
Pa oa digoret d’ezan dor ar gambr e tlie kousket enni, Yann-Mikeal a zerras war e lerc’h, hag e taolas eun taol-lagad en-dro d’ar gambr. Ar gwele n’oa ket fall, kempen e oa zoken ; taolen, kroaz na skeuden santel ebed ! eur mellezour, eur bodez wenn d’en em gempenn, eun daol-noz, setu holl arrebeuri an toull-ze ez ead ennan da c’hedal taol ar maro !… O sellet tost, Yann a gredas end-eün gwelet tachadou gwad dizec’het war ar zolier ha war ar mogeriou.
« O dampret ! emezan kerkent, klaoustre ez eus bet lazet tud ama ! Doueti rean e oan kouezet etre skilfou al laeron ! O Va Doue ! truez ouz va greg ha va bugaligou ! »
En despet d’e skwizder na gredas ket mont en e wele. O veza lavaret eun tammig pater e lazas ar goulou, hag e stagas e skouarn oc’h toull an alc’houez. En doare-ze e klevas piz ha piz kement a lavared er gegin.
E wad a vervas en e wazied pa glevas Gwitourius o lavaret da Vastian :
« Bastian, va mab ha me a vo barrek da unan, nemed Paol Gornek a ve en a gorf… Te, Bastian, a ray e varo d’an den-ze araok warc’hoaz vintin !… »
— « Deuit atao, muntrerien kriz, loened gouez, deuit pa gerot ! Va buez a zo etre ho taouarn, her gwelet a ran ; koulskoude me he gwerzo ker, ha na gouezin ket va-unan ! Avizet mad ez oun bet velkent o tigas va c’hontel ha va fistolen ganen ! N’ouzor ket morse petra ’zo da c’hoarvezout !… Da hanter-noz, O deus lavaret ?… Na dle ket beza pell dioc’h hanter-noz, marvat ! Bremaïk, abenn eun hanter eur marteze, me a vo astennet aze, maro mik !… Aotrou Doue, truez oc’h eur pec’her paour ! Saveteit va ene, ha bezet truez oc’h va greg ha va bugale !… Roit d’am breac’h nerz Judit, ma taolin d’an douar pennou enebourien hoc’h hano santel !… »
Edo c’hoaz o koms evel-se outan e-unan pa glevas safar. « Alo, emezan, deuet eo va heur ! Emaint erru ! »
Bastian ha Jukos chommet da gousket oc’h an daol a yoa nevez dihunet. Jukos a c’houlennas :
— « Ped eur a verk ar moumeder ? »
— « Hanter-noz nemet pemp ! »
— « Da gontel a zo ganes ? »
— « Dre gerniel an diaoul ! na garfen ket he lezel War va lerc’h. Eul laer na vez morse hep e gontel ! »
— « Va hini em eus ive. Va fistolen a zo ama en direten. »
— « Prest out ? »
— « Ya ! »
— « Deomp neuze !… Kemer ar goulou ma welimp araok hag hen eo kousket. »
Bastian, evel kosa, a ye da genta. Hen eo a zigoras an nor goustat. Yann-Mikeal alkodet e gein oc’h ar gwele a c’houlennas :
— « Petra glaskez ? »
— « Da vuez ! eme Vastian o vont d’ezan var-eün. »
— « Gortoz, kamalad ! eme ar marc’hadour. »
Hag hen leuskel eun tenn pistolen hag a yeas dres e kof ar muntrer digalon. Hema a-raok koueza a laoskas unan ive, hogen kement ec’h horjelle ma ’z eas e denn da skei gant ar voger. Bastian na zaleas ket da goueza d’an douar evel eur zac’had dilhad fank. Yann-Mikeal a zailhas warnan, hag a zankas e gontell e kalou an torfetour. Dies e kave, a dra-zur ; hogen, pe laza, pe beza lazet, n’oa ket evit mont a-dreuz. Hag, evel a vez lavaret :
- Gweloc’h eo beza kiger eget leue !
Jukos a yoa chommet harp oc’h an nor. O welet ez ea ker fall an traou eus e du, e taolas e c’houlaouen d’an traon, hag hen ac’hano mar gouie, a-dreuz hag a-hed dre al lanneier. Kredabl en doa kollet e skiant vat. Galoupat a reas kement ma na oe mui klevet hano anezan er c’harter.
Bastian a varve, edo ar roc’hel gantan. Yann-Mikeal a deuas sonj d’ezan eus ar c’homzou klevet eur pennad a-raok : « Kerkent ha m’az pezo great e stal d’ezan e taoli e gorf dre ar prenestr !… »
Hag hen digeri ar prenestr ; hag o veza tapet krog e korf Bastian e taolas anezan er meaz hep lavaret ger. Gwitourius a begas ennan hag her c’hasas d’al liorz evit e zouara.
Pa oa eat kwit, Yann-Mikeal a zonjas :
— « Petra rin-me brema ?… Tec’het hep va marc’hadourez pe mont dirak al laer bras d’o goulen ?… »
Edo er zonjou-ze pa zigouezas greg Gwitourius. « Jezuz, ma Doue ! emezi, n’oc’h ket maro ’ta ? Klevet em eus tennou bremaïk, hag e kreden e oa maro an holl ama !… Na pebeuz tud kriz !… »
— « Nan, evel a welit, n’eo ket marvet an holl. Me a zo c’hoaz war va zreid, a drugare Doue ! Marc’hadourez va mestr a jomm dindan krabanou an hostiz trubard ha muntrer, gwir eo ; hogen, na jommint ket pell avad ! »
— « Pa hoc’h eus bet an eurvad d’en em zizober eus hoc’h enebour e teuot ive a-benn eus va gwaz lazer, fisianz em euz ! Me na c’houlennan ken nemed mont ac’han ar c’henta gwella. N’eo ket eur vuez a c’houzanvan ama trizek vloaz zo ! O, ne vo ket re abred d’in kaout adarre ar gwir da veva er reiz evel an dud onest !… Pa deuio ar pez fall en ti, na souezet e vezo oc’h ho kwelet, aotrou, rak ho kredi a ra en douar ! Marvad e sailho warnoc’h ’vel eul loen gouez war e breiz !… »
— « Me na vezin ket lent ken nebeut ! »
— « Tennit warnan dizamant ! Eun ober mat a refet, m’hen tou !… Chommit kuzet aze, adre an nor vras ; ha pa glevfet anezan o tont en ti, bezit war evez, ha dreist-oll na vankit ket ho taol !… Mont a ran da guzat… Chanz vat d’eoc’h, va den.
— « Fizianz am eus e vezo Doue ganen betek penn. »
Eur pennadig goude al laer a deue er porz o sutal hag o kana evel eun den eürus. Edo c’hoaz er-meaz pa hopas :
— « Ac’hanta, Bastian, e peleac’h e chommez ? Deus da eva eur banne chigoden, sec’hed a dleez kaout ! »
— « Deus atao, Gwitourius, te da vihana n’az pezo mui na naon na sec’hed. Lazet awalc’h ec’h eus ; setu deuet da dro ! Ez eez da renta kount d’ar Barner bras !… »
A veac’h e oa eat e dreid dreist an treuzou ma oe klevet eun trouz spountus. Yann-Mikeal en doa tennet, ha tennet mat, ken n’en doa ket zoken Gwitourius amzer da c’houzout a be du e tenned warnan. Eun eil denn laosket dioustu warlerc’h ar c’henta hen ledas war al leur-zi maro mik.
Yann na jommas ket eno da c’hedal an deiz. Mall bras en doa da vont eus al leac’h daonet-se. Mont a reas eta war eün d’ar marchosi da gerc’hat e varc’h, d’her sternia oc’h e garrad marc’hadourez. Hag hen en hent o veuli Doue d’e veza miret dioc’h eur maro kriz.
An nemorant eus e veach a dremenas hep droug ebed.
Kerkent ha m’oa eat Yann-Mikea1 en hent e oe klevet en ti eun trouz spountus evel eun tarz kurun pa vez tost an arne.
Anjel a yeas da guzat dindan an daol, o krena evel eur bern deliou. Nebeut goude e welas eur maread diaoulou bihan, du evel an huzel, daoulagad ruz tan en o fenn, eul lost hir o treina war-lerc’h pep-hini anezo. Dont a reant dre ar siminal, oc’h ober eur safar, eun drailh da vouzara an den ar gwella skouarnet. Da ziweza e teue Lusifer, prins an drouk-sperejou ; Anjel da vihana a gredas e oa hen. Nec’het meurbet e oe o klask gouzout da beleac’h ha d’ober petra ez ea ar vanden louzed-se. Asten a reas he fenn eun tammig, ha petra welas ? Korf Gwitourius astennet en e hed war leur an ti. hag an holl diaoulou en-dro d’ezan, o youc’hal, o c’hoarzin goap.
… « Allo, Gwitourius, hor zervicher aketus, deus, deus ganeomp ! Deus, ma vezi paeet evit ar boan ac’h eus kemeret da blijout d’eomp. Deus, ma vezo tommet da dreid d’it. A ! A ! A ! Setu te etre hon daouarn ! A ! A ! A !… »
Satanaz a c’houitellas, hag an holl diaoulou a davas. Hag e komzas evelen :
« Gwitourius, abalamour d’an droug ec’h eus great ama, el leac’h-ma ha tro-war-dro, epad eur reujad bloaveziou, te a deuio bemdez dre ama pa skoy an hanter-noz, hag a ray ar muia ma c’helli a drouz. Goude-ze e kerzi war ar menez ha tro-dro ken na deuy an deiz. Gant ar c’henta bannou sklerijen e tizroï d’hon loch. Alo, mignoned, bugale-gaer Jupiter, sammit ar c’hamalad-ma, ma teuy da jomm ganeomp da Gersatan !… »
Korf Gwitourius a deuas da veza euzus ; ouspenn-ze eur c’houez ken pounner a deue dioutan ma oe red da Anjel stanka he fri. Pewar diaoul a grogas ennan, hag an enterramant diaoulek a loc’has, o vont er-meaz adarre dre an hevelep hent. An diaoulou bihan a fiche o lostou gant ar blijadur ; eur mousc’hoarz ivez a yoa war o muzellou.
Bep noz ac’houdevez, pa zone an hanter-noz e moumederiou ar c’harter, e veze klevet an nor, ar prenestrou, ar gwer o strakal evel pa vije tennet boulejou kanol e-tal an ti.
Anjel na helle kousket berad, daoust d’an ezom he doa ar plac’h kez da repui he izili dinerzet gant ar boan hag al labour.
Goude e veze klevet evel eun den o vale war ar vein gant eur foultren boutou koad, tachou kezeg enno. Strilha a rea ar chadennou houarn a yoa a-istribilh en-dro d’e gorf, o teurel anezo war ar zolier evit ma rajent muioc’h a drouz. Kerkent ha div heur ar spountailh a ye er-meaz oc’h ober adarre eun trouz ifern gouest da zihuna kear Vrest en he fez.
An neb a vije diwezat o tont d’ar gear a oa re zur da welet teuz Gwitourius en eur stum pe ’n eun all. Unan bennak her gwelas dindan spez eur c’hi du bras divent a yea dre foz an hent, e lost o ruza oc’h an douar, daoulagad luc’hedus en e benn, oc’h e c’houzoug eur jaden hir. An den na lavaras netra hag a gendalc’has da vont gant e hent. Eur pennad goude e klevas evel eur vanden dud o c’hoarzin. An tremener a hastas ober sin ar groaz, ha ne glevas mui netra.
Seiz vloaz goude maro Gwitourius, daou goueriad eus a Gerroudoual a ’n em gave diwezat o tont d’ar gear ; bet oant o pardona er Relek. Dek heur noz e c’helle beza.
Ar c’hosa anezo a yoa perc’hen en e dra. Job ar Goff a read anezan ; egile oa Ivon ar Blez, mevel e kear Job, tud a zoujanz Doue o daou.
En eun taol kount, o sevel e benn, Job a wel eur c’houlaouen war ar Roc’h Trevezel.
— « Sell ’ta, Ivon, emezan ; daoust ha na welez ket eur pez goulaouen du-ze war ar menez ? »
« — O tanfoueltr ! eo avad, Job ! Daoust ha petra eo kement-se da lavaret ? »
— « N’ouzon ket. Eun ene bennak e poan, kredabl !… »
— « Sell, sell ! Ema o loc’h ! Erru eo war-zu ama, a ve lavaret. »
E gwirionez, ar c’houlaouen a nije dreist kein an Arez, o vont war-zu ar zav-heol.
— « Daoust, eme Ivon, da beleac’h ema o vont ? »
— « Da iliz Itron-Varia ar Relek, marteze ! »
— « Ma lavarfemp eun De profundis evit peoc’h eneou keiz ar Purkator ? »
— « A greiz kalon, Job. »
Hag int da lavaret an De profundis gant kals a feiz.
Na weljont mui netra da c’houde.
A ziwar neuze zoken na oe mui klevet hano ebed eus Gwitourius ; kredabl e oa echu e binijen gantan war an douar.
Anjel na jommas ket er C’hroaz-hent. Prestik goude an darvoud hon deus displeget ez eas da c’houlen beza digemeret en eur gouent, evit ober pinijen ar rest eus he buez. Eno e varvas goude beza roet d’an holl ar skouer eus ar c’haera vertuziou.
Na jomm mui netra hirio eus hostaliri ar C’hroaz-hent.
Setu aze, aotrou, traou bet tremenet er vro-ma. Ni n’hon deus ket o gwelet, hogen va zad koz, Doue r’her pardouno ! am eus klevet n’ouspet gwech o kounta anezo.
Setu aze ive, aotrou, penaoz e vez a-wechou zoken er bed-ma kastizet gant Doue an nep a ra an droug.
- Lanndi, 15 kerzu 1905.