Kroaz ar Vretoned, 1915



Hunvre Gwilherm


————


Gwilherm an impalaer,
Eilvet eus ao hano,
Skuiz o wel’t ar vizer
O krignal tud e vro,
A lakas eo e benn
O c’has eur miz pe daou
Da vro ar Fransizen,
Da gargan o bouellaou.

Diskan :

War don an dra tra la la,
War don no dra tra la la,
War don an dra deri dera.

— « Nerz ebet, emean,
Ouz ma brec’h n’hallo stourm !
Perak chom da grenan ?
A rôk ! prim ha difourm !
Boemet gant politik,
Ar C’hallaoued diroll
Gant safar ma muzik
Ac’h ey prestik da goll. » —

Ha setu Lom en hent,
Dipret mat ha dinec’h !
Dirak e loc’h divent
Ar Fransizien a dec’h.
Daerou ha gwad a ruilh :
« Bevet an Alamagn,
Ha beuomp an drubuilh
Er gwin hag er champagn ! »

Mes petra a c’hoarve ?
Setu eur c’hoari vrav !
Joffr koz, skuiz o vale
’Zo chomet en e zav…
Fumet eo kog Bro-C’hall !
Aiou, aiou Gwilhaou !
Gwall-boent eo d’ac’h diwall,
Pe c’houi a dapo tomm !

Var vord rivier ar Marn
E tigoras ar c’hrok :
Hon zoudarded kadarn
A c’houle mont war-rôk !
Eno pobl ar C’honprinz
A renkas, hep arzao,
Ouz son ar soixante-quinze,
C’hoari ar jabadao.

O tont ’trezek Pariz
Gwilherm a oa ’ne vleud,
Setu hen war e giz
Primoc’h ’vit na oa deut !
Devet gant ar vez ru,
An dipit, ar gounnar,
E c’hourc’hemen dioustu
’N em blantek en douar…

Aboue sûnveziou hir,
Evelte penn-mouzet,
Gant hon c’hoariellou dir
E vroudomp al louzed ;
Mes, eun de ’zo o tont,
C’houi ’renko, Boched brein,
Skampa hep goul ho kont,
Rozali en ho kein !
 
Ya, skampa a refet !
Ni hen tou en eur vouez,
Ne vefomp ket renet
Gant muntrerien divez.
Gwilherm, sonjet en ze,
Pa ’zo c’hoaz Bretoned.
’N ho kroc’hen e fell d’e
Tailhan peb a voned !…

War don an dra tra la la,
War don an dra tra la la,
War don an dra deri dera,
Ya,ya,ya !

Koulmig Arvor.


————