Kroaz ar Vretoned, 1916



HUNVRE AR BARZ


————


D’ar Yeodet gant anaoudegez-vat.


War don : Gwennili tremeniad


Pell, pell a Vreiz-Izel,
War eun dachen-vrezel
Beuzet a c’hlac’har,
Eur zerr-noz a viz mae
Goustadik a goueze,
Didrouz ha klouar.

Dirak peuc’h an nenvou
Kanaouen an Ankou
Mezek a deve,
Ha spered ar Barzig,
Da heul kan an êstig,
Laouen a zave.

Pet gwech d’an noziou mae
Dre vaeziou Bro-Gerne
N’en deus ket kanet,
O kutuilh war ar gliz
« Bleuniou e Yaouankiz »
’Vit ar Vretoned !

Dindan ar c’hoajou glas,
Pe war ribl ar mor bras
C’houekat da envor !
O selaou ar wagen
O trouzal dianken
War drêz an Arvor.

Nag a redadennou,
Goueliou ha pardoniou ;
Plijadur a-leiz…
Nag a had kinniget
Nag a êst dastumet
E sperejou Breiz !

Amzer garantezus,
Giziou fur ha doujus,
Buhe dibreder !
Evel bokidi-hanv,
Dre-oll kalonou skanv
O vleunia seder…

Siouaz ! o follentez !
Avel ar fallentez
Hag ar gasoni
War ar bed stravilhet
He deus dichadennet
Gwalen a gasti !

O ma breiz didamall,
Me ’wel ’us da Vro-C’hall
Banniel da frankiz,
’N e blegou leun a c’hloar
Eur c’hlizen a c’hlac’har :
Gwad ma c’henvroïz !

Hag, e zellou kollet
En oabl steredennet
War-zu tron Doue,
Peden barz Arvorig
A zavas birvidik
Da c’houlen true.


O telennour Kerne !
War ezen ar mene
Ma mouezig dister
Betek harzou Bro-Frans
A gas d’ec’h, gant doujans
Menoz ho Pro ger.

He gloar hag he hano
’Zo nijet da bell vro
War vrud ho telen ;
Hon trugare wellan
E vo d’ec’h, a gredan,
Mennad eur beden.

Ra blijo gant Doue
Ho tigas hebdale
D’ho maeziou peuc’hus,
Da gutuilh hep niver
Bleuniou roz, lili skêr
’Vit ôter Jezuz !

Ha goude an distro,
Ra vo c’hoaz en hon Bro
Sioulder, buhe, reiz,
Reolen pep-hini
Renet ’vel hoc’h-hini,
Gant DOUE ha BREIZ !

Koulmig Arvor.