Hunvre eur bugel (1910)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Hunvre eur bugel.

Hekleo Penn ar Bed, 1910



Hunvre eur Bugel
————


Great en doa e bask kenta.

D’ar c’houlz-se an deskadurez n’oa ket, en hor bro, stang evel hirio, hag ar pôtrig Seven n’en doa darempredet ken skol nemet ini e vam goz.

Goude beza, hed an deiz, diouallet chatal e gerent e gwaremeier ha prajeier Pont-ar-Zal, e kare kalz dont d’an ti, e leac’h daouhanteri o c’hoariou gant ar vousedigou all eus ar geriaden.

Kaout a rea, en eur gador, ar stam etre he daouarn, pe azezet dirak eur c’har-neza, e vam-goz Fanchon.

Fanchon a oa mad ouz ar bugalig. Evit na zirenkfe ket ar vam en he labour, hi a zalc’he Seven en he c’hluden. Da laouenaat e benn, tra ma stamme pa ma yea ar c’har-neza en dro e konte d’ezan eur marvailh bennak hag e kane eur werz eus an amzer dremenet.

Difinv evel eur skeuden, Seven a zelaoue. Echu ar zon e c’houlenne : « Eun all, mam-goz ! »

Hag e zaoulagad e oa ken dous, e vizach ken karantezus, e zaouarnigou astennet ken pedus, ma ne c’helle ket ar vam-goz vad lavaret nan.

— « Hezio e kanin d’it gwerz Lez-Breiz, a lavaras eun deiz Fanchon d’he mab-bihan.

Lez-Breiz ? Piou eo hennez, mam-goz ?

Les-Breiz a zifennas hor bro eneb ar C’hallaoued milliget. E vuez a zo hini eun den kalonek… Setu hi aman !

Ar vaouez goz he doa koumanset. He mouez, raouliet gant ar bloaveziou, a zeblante beza adkavet he holl nerz gwechall evit kana buez hag oberou broadel an hini a zo bet leshanvet mad gant hor c’henvroiz Lez-Breiz. Ouz he zelaou, Seven a denerea e galon, hag araok ar fin, e tremen e zorn war e zaoulagad e santas anezo gleb.

En devez warlec’h, a greiz diouall e loened, ar bugel — tra souezus — en em roas da hunvreal. Gwerz Lez-Breiz, hag he doa ken skoet anezan, en derc’hent, a oa ato en e benn. Estlammet e chome dirak kalonder vurzudus ar marc’heg breizad, ha karet a rea ive ar floc’hig yaouank a respontas d’e vestr, pa ne felle ket da henman e lezel da vont d’an emgann :

N’am eus ket aon rak ar C’hallaoued
Kriz eo va c’halon, va dir lemmet !

Setu aze eta, a zonje Seven, betek pegeit ez ea karantez ar Vretoned koz evit o bro, betek rei o gwad eviti, evit he difenn eneb he gwallerien.

Perak, a c’houlenne ar buguel outan e-unan, na zavche ket c’hoaz eul Lez-Breiz bennak war an douar he deus gwelet o c’henel kement a dud kalonek ?… Daoust ha sklaset eo e gwazied ar Vretoned gwad ruz ha nerzus o c’hentadou !…

E zaoud a beure. Chom a reant reiz, hizio, en o fark…

Karget e speret gant hunvreou dreist e oad, ar mesaer yaouank a zerras e zaoulagad… ha prest en em lezas da gousket.

E kreiz e gousk, eur zonj iskiz a deuas d’e drubuilha.

War eun dachen a vrezel ec’h en em gave. Endro d’ezan ec’h en em ganned evel leoned. A bep tu e skoed dizamant, didrugar. An tennou fuzuilh a zute o tremen azioc’h e benn…

Hen — o gweladen iskiz ! — a oa unan eus ar gwasa lazerien. Bep taol e tiskare e zen !… Mes eur vouled a deuas d’e dizout d’e dro ive, hag hep eur griaden e kouezas d’an douar, kontant da skuilh e wad evit difenn ar Justiz !

En eun taol e tihunas. N’oa nemet eun hunvre, mes na kaera hunvre ! Mervel yaouank-flam evit Breiz !…

— o —

Dek vloaz divezatoc’h, ar pez en doa gwelet Seven dre e hunvre a dlie digouezout.

Edod en amzer an Dispac’h-Vraz. Dre Vreiz a-bez, an dud vad, rukunet gant torfejou ar C’hallaoued, a oa en em zavet evit lakaat ar Re-C’hlaz d’echui o falloniou hag o argas er meaz ar vro.

O tigas d’o heul an dijentiled, ar Vretoned o doa kemeret o armou, hag eat d’an emgann. Gant ar re genta edo pôtred Pont-ar-Zal, hag en o zouez Seven, den yaouank ampart abenn neuze.

En eur barrezig vihan, Re-C’hlaz ha Re-Wenn en em gavas penn-ouz-penn. Ar Re-C’hlaz a oa kalz niverusoc’h eget hor c’henvroiz.

Mes evit difenn ar Justiz, ar Breizad a zo ker nerzus ha tri !

An tan a grogas prim. Evel keilhen an dud a goueze a bep tu, ha diez oa gouzout gant piou e chomfe ar gounid.

Pa venne d’eur rummad fallgaloni, mouez ar meste a zave :

Beac’h warno, potred Breiz, beac’h warno, ha gwelomp !
Mar ’ma ’n Diaoul a du ganto, ema Doue ganeomp !

Ar c’halonou a grenvae, hag eur youc’haden a zave : « Araok !… Tan !! »

Er penn kenta, Seven a gerze hag a skoe evel eun dall… En despet d’o c’halonder, ar Vreiziz a oa war var da rankout plega.

— « En em roit ! eme ar jeneral gall.

— En em rei ?… Allo ’ta !… » a respontas Seven er penn kenta, hep gedal ger e vistri, hag o skei gwasoc’h-gwaz…

D’ar mare-ze, en e vrasa kounnar eneb enebourien e vro, ar Breizad a oa skoet e kreiz e galon, gant eur vouled. Hep eur glemmaden, Seven a gouezas o youc’hal d’e gamaladed : « Evit Breiz !… Araok bepred !… »

E c’houli a oa marvel ; mes mesaer koz Pont-ar-Zal, o vervel, en em ziskoueze laouen : « Oh ! va hunvre !… va hunvre kaer a vugel ! » emezan…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

An histor-ze, an tonton Yan he c’honte, eun nosvez goude koan epad ar veilhadeg en eun ti breizad.

— « Han ! emezan, oc’h echui, livirit d’in : N’oa ket kaer karantez hon tud koz evit o bro ?… E pelec’h e kavfed hizio broadelerien (patriotes) evel ar bugel Seven da vrezelekaat ar Gallaoued ?… »

Eno, en eur c’horn, eur pôtr krenn en doa selaouet mad penn-da-benn. O klevet goulenn ar c’hoziad e lavaras ken prim ha tra :

— « Tonton Yan, gwad ar Vretoned n’eo ket troet c’hoaz e dour ! »

D’ar respont-ze, tonton Yan a zavas evel eun tenn :

— « Brao ! gwelet a ran : kalonou breizad a zo c’hoaz e Breiz !… »

Hag an dour en e zaoulagad e c’halvas ar pôtr :

— « Deus aman, va mab, da bokat d’in. Te vo eur gwir Vreizad ! »

J.-P. Ar BRAZ.