I. — Herry ha Gwennola

Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   I. — Herry ha Gwennola II. — Pelerinach Santez-Anna-Wened   ►


I. — Herry ha Gwennola


Breiz a zo bro ar c’hoajou, al lanneier alaouret, hag ive bro ar maneriou kaër hag uhel. N’ouffet ket kaout bro all abed ken dudius hag hi, n’euz ket er bed tud ken mad evel zo enni. Ar c’hastellou braz a welomp du-ma du-hont, a ziskouez d’omp a zo bet ama gwechall tud dispont er brezeliou.

Ar Reveulzi braz a zo bet en Franz brema zo c’houec’h ugent vla, e deuz diskaret kalz deuz ar maneriou-ze, ha kalz deuz an dijentiled a veve enno, a rankaz tec’het.

En Huelgoat, unan euz ar parreziou kaëra a zo en Breiz, ez oa, araok an dispac’h braz, eur maner uhel kuzet evel eun neiz etouez ar gwez bodennek. Eno e veve abaoue pell amzer a oa, an aotrou hag an itron Kerglazek, gant ho merc’h iaouank Gwennola, eun ælik a c’hened hag a garantez.

Demdost, war douar Poullaouën, ez oa eur c’hastell all, kastell an Tymeur, gwintet war griben ar roz, ha kuzet gant delliou glaz ar gwez uhel euz ur c’hoat.

Er maner-ze, e veve didrouz an aotrou hag an itron Kerzuliek, gant o mab penner Herry.

An diou famill en em vele aliez ; an unvaniez ar vrasa a rene etreze. Herry ha Gwennola en em garie, en em zaremprede.

Herry, d’an oad a driwec’h vla, en em roaz d’an arme a vor, hag a lezaz er gaer e zousik karantezuz Gwennola. Skriva ree d’ezi aliez lizeriou a garantez, mes allaz, kalon ar plac’hik a chenchaz trum, hag eun devez e tiskleriaz d’he zud he c’hoant d’en em lakat er Gouent.

— « C’hoant braz em beuz, va zad, va mam, da vervel dinam dindan dillad eul leanez. Roït d’in, me ho ped, hoc’h asant, rak n’em beuz c’hoant da gaout ken pried nemed Jezuz e-unan. »

— « Va merc’hik, a lavaraz ar vam : Doue n’en deuz roet d’eomp nemed-oud evit hor c’haret war an douar ! Eur stere[den] oud evidomp, hon esperanz en hor c’hozni… Oh ! en hano an Doue-ze a zo ouz va silaou hag a wel an daëlou c’hoëro o koueza puill deuz va daoulagad, tro da vennoz, chom da harpa hon deiou diveza. »

D’ar c’homzou-ze, Gwennola e vriataz he mam, hag a veskaz he daëlou gant he re. En devez-ze, eul lizer en em gavaz adarre en hano Gwennola Kerglazek, eul lizer digant he mignon Herry.

Ar plac’h iaouank, pehini ne devoa ket c’hoaz respontet da lizerou he mignon a skrivaz d’ezan ar c’homzou-ma.

— « En em garet hon deuz, ekeit ma oac’h er gaër, mes abaoue oc’h eat da c’haloupat ar mor, va c’halon a zo chenchet ; kement eo bet entanet evidoc’h d’ar mare-ze, kement eo hirio sklaset, rak ho toare buez a zo chenchet. Pa oac’h er gaer, c’houi a oa feal da zoue, d’e lezennou, hirio e seblantet beza ankoueet, beza dilezet ar pez o deuz roet d’eoc’h a gaëra, ho tad hag ho mam. Nan, nan, birviken na roin va c’halon da garet, da eun den hag a ra faë war e Zoue ha war e dud. Me c’haï d’ar gouent, hag eno e pedin evit ho tistro da Relijion o tadou. »

Pa lennaz Herry ar c’homzou-ze, e skoaz en e galon evel eun taol-kleze, hag eur pennad e oa bet, na ouie ket petra ree.

Dont a reaz d’ar gaer, ha kerkent ec’h en em strinkaz d’an daoulin, da c’houlen pardon ouz an hini a garie kement, digant e vestrez Gwennola. « Selaouet, Gwennola, va c’harante, n’oun mui evit beva pell diouz-oc’h, va c’halon a zo evidoc’h, c’houi eo va buez, heb-d-oc’h ar vuez a ve evidon re bouner, ha ma z’it d’ar gouent, me ar ielo d’ar be.

Lakit ho tourn em hini, hag ama e lavaran d’oc’h en gwirionez, ez oun prest da ober an oll draou a c’houlfec’h ouzin gant ma rofec’h d’in ho kalon da garet. »

— « Ho karet em beuz, Herry, hag ennoc’h eur pennad mat em beuz bet fizians, mes Doue o peuz dilezet, va dilezet a rafec’h ive. »

— « Toui a ran dizrei warzu Doue, ha miret e lezennou, toui a ran ho karet ive, Gwennola, keit a ma vezo eur banne gwad em gwaziou, ha keit ma skoio va c’halon em c’hreiz e skoio evidoc’h, hag evidoc’h hebken. »

D’ar c’homzou-ze, eur bann deuz heol ar garante, a luc’haz adarre e kalon Gwennola evit Herry. Deuz eur c’hostez all, ma iaffe d’ar gouent, he zad hag he mam a varvfe prestik goude, gant ar rann-galon.

Ar plac’hik iaouank a reaz neuze he zonj da chom er bed, koulz evit harpa kozni he zud, evel evit karret Herry, hag hen delc’her er Religion gristen.

Abenn eun nebeudik goude, famill Kerglazek hag hini Kerzuliek, a oa muioc’h unanet eget biskoaz, hag an daou zen iaouank a en em roaz an eil d’egile. Roseo a rejont sakramant ar Briedelez en iliz kaër Huelgoat. Goude an eured, an aotrou Kerzuliek iaouank, a deuaz da chom da vaner an Tymeur e Poullaouën, rak Gwennola na felle ket d’ezi dilezer e zud, dija oajet braz.

Herry, pehini n’en devoa ket kalz a c’hoad repoz, a dremene e oll amzer o chaseal er c’hoajou doun asamez gant eur mignon braz d’ezhan, eun den pinvidik hanvet Yan an Nuz, o chom ive e Poullaouën. An daou varc’hek iaouank-ma a oa o oll ebat galoupat warlerc’h eur c’had, pe lenna war eun heizez. Gwennola a jome er maner, evit digemer ar beorien hag ober he labourou.

A nebeud da nebeud, Herry, re droet gant ar chase, a ankouaz lezen Doue hag a gouezaz en e bleg koz. Pa oa neve dimeet, eur wetur gaër a gase bep sul d’an offeren bred an daou bried iaouank ; gwech e ieent da Boullaouen, gwech da Huelgoat, Mes allaz ! an amzer a dremen, gantan e kas ar garante, hag ive ar promesaou a fealded. An diou galonik iaouank c’hoaz, pere eun nebeut blavejou araok na oant nemed tomder an eil evit eben, a zo deut hirio da veza klouar.

Herry en deuz ankoueet e bromessaou, ha kaër e deuz Gwennola poania d’en lakaat war an hent mad, e kendalc’h bepred en e bec’hed. An daëlou tom a goueze puill deuz daoulagad ar wreg iaouank, na rent nemed sklasi gwasoc’h gwaz kalon an trubard.

Eun droiad Gwennola a ioa en e c’hambr o pedi, p’ en eur gavaz warni trum ha trum an aotrou.

— « Petra rez aze, emezan, ha perag e pedez kement-se ? Gwelet a rez, Doue na zelaou ket da beden, p’e gwir eiz vla zo omp dimeet, eiz vla zo omp o c’houlen eur bugel pehini a stardfe liammou hor c’harantez, hag eiz vla zo an Doue-ze a ra skouarn vouzar ! »

Goude beza lavaret ar c’homzou-ze, Herry a ziskennaz d’an traon, drouk braz ennan.

Gwennola a chommaz he-unanik en he c’hambr, evit pedi Doue da bardoni blasfemou e fried, ha da skuilla daëlou war he gwal eur. Ah ! brema o teu da sonj d’ezi deuz an amzer gaër e devoa tremenet pa oa c’hoas plac’h iaouank, sonjal a ra on eüruzded e devije bet, ma vije eat da laenez…