Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Yann e vazh houarn.

Lefournier - Brest, 1870  (p. 132-178)



IANN HE VAZ HOUARN



————


Iann he vaz houarn a ioa map eunn inkarder euz a Ger-Savater. E-pad tri bloaz hanter e oe maget gant he vamm, ha pa veze eat hou-ma da walc’hi he dillad, pe d’ar fourn da boazat, Iannik a zave euz he wele hag a rede da glask anezhi, enn eur wela, evel eul leue war-lerc’h he vamm.

Eunn dervez e oa eat Biganna d’ober kouez ; da wener oa ann dra-man, siouaz ! ha Iannik ar Pennok, evel a rea anezhan ann amezeien, ha mont da gaout ar poull-kanna, herr enn-han. Pa en em gavaz eno : — Mamm, bronn d’in, eme ar skil-baotr, ken teo he zivesker hag he ziou-vreac’h ha postou eur gwele kloz, ha ker braz he benn hag eur girin da lakaat dienn. — M’ho kaso du-ze, ampouaill dizoare, eme ar merc’hed all a ioa enn-dro d’ar poull. Gant ar vez dihana ! paotr braz, keit da zent hag eur vioc’h koz ! Bremaik n’hi ho kaso da zeski chaogat bara pelloc’h.

Biganna ne lavare ger, rak mez e devoa gant he c’holladenn, hag aoun o senti ouz he moumoun keaz, enn avantur na vije great goap anezhi ivez. — Jezuz ! Gwerc’hez Vari ! eme eur c’hrek, daoust ha n’emoc’h ket e santimant da zizouna ar paotr iaouank-ze morse, va c’homer geaz ? — E feac’h eo, eme Biganna, ha pell zo emounn zo-ken o klask ann dro d’hen ober, rak feaz-maro ounn o vaga va map. N’ouzounn ket a-vad penaoz dont a-benn euz va zaol, hag oc’h-penn zo, ar bara a zo bihan, evel a ouzoc’h, ha va hanter-tiegez, mar d-eo mad da c’hounid, a zo gwelloc’h c’hoas da zispign. — Ravoderez, eme ar merc’hed all enn eur vouez, ha netra ken ! Biskoaz bravoc’h tro ; list ar golladenn-ze da c’houlenn kement ha ma karo ; choumit aze seder hag en devezo mez.

Iannik a reaz eunn talabao mar d-oa spount, o pidi hag oc’h aspidi be vamm da vont da rei bronn d’ezhan.Pa oe skuiz, a-benn eur pennad, ar paotr a ieaz d’ar gear da gerc’hat eur skabell goat, hag a zeuaz bete dindan fri he vamm da lavaret d’ezhi dont da rei bronn d-ezhan.

Ar merc’hed all ne rejont nemet c’hoarzin ha lavaret d’ar paotr min-livriz, pep-hini he besiad, kaeroc’h ann eil evit egile. Unan anezho, o welet n’oat ket evit dont a-benn anezhan a hend-all, a ieaz d’he gaout ha souba anezhan el lenn, o rei pensadou d’ezhan, ken na c’houlennfe dour da eva. — List ac’hanoun da vont kuit, eme-z-han. — Lavar na zeni mui eta birviken. — Biken ne zeninn mui, eme Iann ; hag hen kuit gant he skaon, kel lostok hag eul louarn paket gant eur iar.

Abaoue, Iann ne garaz ket gwelet ober kouez da wener. Biganna e devoe eunn toullad mez ; n’e devoe ket a geuz a-vad, dre ma krede e oa penn-kaos d’he mabik keaz da veza oc’h-penn ann hanter krevoc’h evit ar vugale all euz he oad. Ha krevoc’h e oa evit gwir, rak Iann Ker-Savater, hag hen c’hoaz iaouankik-flamm, a veze o c’hourenn ouz ar baotred iaouank hag o tougen ar baniell, da zul, e-tro ar vered. N’oa nemet eur pevarzek vloaz-bennag pa’z eaz d’al leur nevez da Gerne ; hag ac’hano e teuaz gant-han maout ar c’hourennadek.

Eunn dervez, Iann a ieaz euz ar gear hag a oe kollet e koat ar Ruskek, e-kichennik Sant­-Herbot, pa edo o tistrei d’ar gear. O veza n’en em gave ket diwar eur mare, ann holl a gredaz ez oa bet plaouiet gant eur bleiz pe eur penn-moc’h gouez-bennag, ha great kaon d’ezhan. Darn a lavare koulskoude : — Piou ar bleiz, a gav d’e­-hoc’h, hag a garfe tostaat oc’h Iann ; he hano a zo ken anavezet, ma ve a-walc’h evit lakaat holl bleizi menez Are da redek, evel pa ve eunn diaoul war ho lerc’h, pe eur skod tan dindan ho lost. — Daoust da ze, Iann a iea hag a rede evel eunn di­felc’het, ken a gouezaz war he fri, feaz-maro. Kiliet[1] e oa bet, m’oar-vad, gant ar c’heler a-red enn noz dre ar c’hoajou ha dre ar parkeier.

Miliner Treiz-logod o tont er-meaz euz ann ti goude he iod, a glevaz eunn dra-bennag hag a ieaz dioc’h ann tu-ze, enn eur chaokat he damm kreun. Setu hag hen hag en em gaout gant Iann. — Petra c’hoari gan-e-hoc’h, va den mad, eme ar miliner pa her gwelaz ? Eunn truez eo ho kwelet ! — Aotrou sant Herbot benniget, kalz a draou, siouaz ! eme Iann. Dare ounn gant ann naoun, ha feaz-maro o c’haloupat er c’hoajou-ma. — Dalit, va den keaz, eme ar miliner, o rei da Iann ann delienn vara a choume c’hoaz enn he zourn.

— He-ma zo mad, eme Iann o lounka bara ar miliner enn eur c’henaouad. Kant bennoz Doue d’e­-hoc’h ! Rekouret hoc’h euz va huez d’in. Biskoaz ne gaviz eunn eskenn voed ker c’houek d’am c’haloun hag ann tamm bara-ma. — Neuze setu ha Iann hag a zao war he ellou. — Deomp ac’han d’ar vilin, eme baotr Treiz-logod, rak gwall-dirapar eo ho tillad enn-dro d’e-hoc’h ha leun bri oc’h ivez. Krena a rit oc’h-penn gant ar riou pe ann dersienn. — Iann n’en doa ket a nerz a-walc’h da vale, hag ar miliner ha rei ann doum d’ezhan. Hag ann daou­-ze neuze d’ar vilin war ho fouezik.

Iann Ker-Savater a gave den brao miliner Treiz-logod, evit-han da veza eul laer bleud, evel m’en doa klevet ez oa ar vilinerien peurliesa :


Ar mlliner laer ar bleud
A vo daonet beteg he veud ;
Hag he veud ann daoneta
A ia er zac’h da genta.


Ar miliner-ma, o veza m’oa dour kre d’ann nmpoent-ze enn he vilin, evel a lavarer, a zalc’haz Iann da bortezat. Biskoaz mevell e-bed par da Iann, na tost zo-ken. Pa veze ezomm da zevel ar mean milin da lemma, Iann ne d-ea ket da glask na kordenn na troell, nemet sevel ar mean diwar bouez he zivreac’h. Kas a rea ive mui a ed hag a vleud d’ar marc’had, war he chouk, eget marc’h e-bed euz a Gerne hag euz a Leon, zo koantoc’h.

Dre-ze ar miliner o welet ez oa Iann eunn den dispar ha mad-distaill da labourat, a ginnigaz he verc’h d’ezhan da bried. Iann a-vad, pa glevaz, a oe souezet, hag o veza ne gomprene ket a draou evel-se, e krogaz mez enn-han, hag hen mont ha tec’het kuit dre laer, evel p’en divije great eunn torfed-bennag.

Enn eur vont er-meaz euz ar vilin, e welaz eunn houarn braz eno, e-tro kein ann or, ha tapout peg enn-han hag he gas gant-han evel eur wialennik skanv. Ma tigouezaz Iann gan milin Lenn-veur, ha gwelet eno eur paotr iaouank o c’hoari ’r c’horn gant eur varrikenn ha daou vean milin. Ha mont Iann dioc’h-tu ha tenna he dok : — Demateoc’h, va mestr, eme-z-han. — Ha d’e-hoc’h ive, va den mad, eme egile. C’houi a lavar va mestr, em euz douet c’houi a zo paotr mad ivez. — Bete vrema n’em boa ket kavet va far, eme Iann ; c’houi a-vad a zo eur barr enn tu all d’in c’hoaz. — Deut ama ho paz d’in, eme egile, ha krogit er pesiou, da welet ha c’houi a raio ho taol. — Diwallit, eme Iann, na ve koueza a rafe va baz war ho treid, rak pounneroc’h eo evit eur wialenn gelvez. — M’euz aoun eo eunn houarn milin a zo gan-e-hoc’h da vaz. — Ia da, eme Iann o kregi enn daou vean milin, hag o teurel he bez kenta pell dreist ar varrikenn, e-touez ar ieot er prad, ha darbet d’ezhan zo-ken koueza er ganol a ioa pell enn tu all. — A-walc’h, eme baotr ar vein vilin, gant aoun da goll ar pesiou. Hag hep beza re ranel, eme-z-han c’hoaz, ha c’houi lavarfe d’in-me o vont da be leac’h emoc’h ? — O vont da redek bro, eme Iann ; dont a rit ivez ? — Ker laouen hag ann heol, eme egile ; hag hen lakaat eur pez e pep godell, ha kregi er varrikenn da c’hoari enn eur vont gant ann hent.

Marvaillou a zavaz gant ann daou-ma o kounta ho c’hoariou kaer ann eil d’egile. Chetu ne wient doare, ken na weljont eunn den o kerc’hat dour gant eunn donell. — Demateoc’h, paotred vad, eme-z-han, ma teuit-hu ha ma’z it-hu evel-se ? — C’houi a zo kouls goaz ha ni, war a welann, eme Iann he vaz houarn ; ni zo o redek bro, ha mar c’hoantait e teuot ivez gan-e-omp ? — Mont a-walc’h a rinn, eme baotr ann donell, rak biskoaz ne gleviz hano a dud par d’e-hoc’h-hu, na tost. — Hag hi enn hent ho zri, evel tri gamarad, eur jolori hag eur marvaillou gant-ho ; eunn ebad oa ho c’hlevet hag ho gwelet.

Digouezout a rejont e-tal eur feunteun, hag hi da eva dour ann eil goude egile. Iann a ioa war­-lerc’h, ha pa’z edo o sevel enn he za evit mont da baka ann daou all, e welaz eur c’hrac’hik koz-koz evel ann douar, o tont enn eul lamm euz a douez ar beler, hag o lavaret d’ezhan e pleg e skouarn : — Laka evez, va mabik keaz, rak aze, e-kreiz ar c’hoat, ez euz tri jeant braz ha krevoc’h evit Samson gwechall, hag a zo e servich eur roufl koz a zo o choum eun eur c’hastell-kre, kant goured dindan ann douar. He-ma a glev c’houez ar c’hristen teir leo round diouz he vaner, ha p’en deuz naoun e kas he jeanted da baka tud d’ezhan da zibri. Tri gi braz a zo ivez noz-deiz o tiwall ar c’hastell. Te a vezo paket da genta, ma ne lakez ket evez, rak da zaou gamarad n’int ket badezet, hag ar roufl ne glevo ket buhan ar c’houez euz ar re-ze.

Setu ama, va mabik, ann aour-ieotenn dastumet oc’h sklerijenn al loar, d’ar c’houec’hved dervez, hag a rento servich vad d’id. N’as pezo nemet lavaret d’ezhi evelhen : Ieotennik, grit ho teverik. — Chans vad d’id mabik… Hag hi e-touez ar beler, hep n’oe na klevet, na gwelet nemet gant Iann. He-ma a gemeraz he amzer o trei komzou ar c’hrac’h koz war he spered.

— Me gleo tud o vale er c’hoat, eme ar roufl koz.Eon hent buhan ! paotred vad. Me gleo c’houez ar c’hristen, eme-z-han, kerkent ha m’en doa taolet Iann he droad er c’hoat. Herr ha beac’h ! Me laka e reot eunn dervez mad hirio. — Hag ann tri jeant braz ha lakaat ho boutou a nao c’houred bep kammed. N’oent ket pell evit digwezout gant paotr ar vein milin ha paotr ann donell. — Petra eo d’e-hoc’h beza ken afrontet da zont er c’hoat­-ma, eme unan anezho, hep na goulenn na diskenn ? N’hoc’h euz nemet ar maro da c’hedal brema. — Ni a welo bremaik ha c’houi zo kouls goazed hag a livirit, eme paotr ar vein milin. Pe laza pe beza lazet, gwell eo beza kiger eget beza leue. Dao ! eur mean milin oc’h penn ar jeant brasa, hag hen oc’h torgenn. — Dal a unan, eme paotr ar vein milin. — Dao ! eur mean all oc’h penn ar jeant all, hag hen oc’h traon ivez. — Dal a zaou, eme-z-han.

Ann trede jeant ne bakaz nemet eunn taol barrikenn, ha ne reaz ket nemeur a van. Lammet ra evel eur c’hi kounnaret da daga ann daou-ze hag ho zamma war he chouk, ha d’ar c’hastell gant-ho enn eur zutal evel eur gadouner, diouz ar pardaez, pa vez daou dakoun besk gant-han enn he zac’h, o tistrei d’ar gear dre ama.

Etretant, Iann he vaz houarn a ioa digwezet tost a-walc’h evit gwelet darn euz ann abadenn, ha klevet lod euz ar gaoz, hep beza bet diskuliet. Hag hen war-lerc’h ar jeant d’ar c’hastell, ha mont pa oe eno, ha lakaat he skouarn oc’h stolikez eur c’hoz prenestr a ioa eno war eur zal vraz, ha klevet ar roufl koz o lavaret d’ar jeant : — Em euz douet euz bet eur gwall abadenn gan-e-hoc’h, va mabik. — E fi-Doue ! Ia da, eur gwall grogad zo-ken a zo bet, foeltr-biskoaz ne weliz kemend all ; va daou vreur kosa a zo choumet war dachenn ar brezel, maro-mik.

Hag ar jeant ha dont da zonj d’ezhan ez edo atao he zaou breiz war he chouk, hag ho zeurel eno war al leur-zi evel daou zac’had pillou, enn eur lavaret d’ar roufl koz ha drouk enn-han : — Chetu aze daou evit daou, gwall ger ho c’havann. Ar re-ma ne ket tud int, diaoulou eo. — Tud int, va mabik paour, tud divadez hep-mui-ken. — Mad ! pep-hini anezho a dale ouzpenn kant den badezet, rak n’am euz gwezet doare, ken n’am euz gwelet unan anezho o teurel eur mean milin oc’h penn va breur kosa a gouezaz eno oc’h traon maro-mik. Ha ker buhan all e tennaz eur mean milin all euz he c’hodell, ha dao oc’h penn va breur all ; hag hen ivez d’ann traon maro. Etre­tant, egile a daolaz eur varrikenn oc’h va fri-me, ha me badinellet ivez, ken a weliz tri heol o para, ha kant steredenn o lugerni. M’en divije kavet eur skod dero koz pe eur roc’h-bennag dre eno, oa great va zro gan-en ivez.

Kemer eul louzou-bennag, va mabik, eme ar roufl koz, ha gra eur pennadik kousket, hag abarz nemeur e vezi kuit ha pare. Muioc’h a aoun ec’h euz bet evit a c’hloaz. Me a-vad a zo gwall dizet, rak petra e teuinn-me da veza, ker koz ha ma’z ounn, mar teuez-te da vankout d’in brema ? Hast affo, va mabik paour, rapari da nerz, rak me gleo c’houez ar c’hristen. Ne blij ket nemeur kik ar baganed d’in ; gwelloc’h a vezo em-berr, a gredann, eme ar roufl koz, o lipat he vuzellou gant he deod ; ann daou breiz-ma n’int mad nemet d’ann tri gi-porz a zo war iun eur pennad zo.

Ann tri gi stag-ze n’ho doa ket ehanet da razaillat abaoue m’oa distroet ar jeant, gant mall da lammet war eunn tamm kik, pe gant drouk oc’h Iann he vaz houarn. Stag mad oant a-vad oc’h peb a chadenn dir hag a ioa teo ha gwenn evel arc’hant, kement e troent hag e tistroent ouz ho stag.

Iann, o welet en doa eur pennad amzer da c’hedal ar jeant da ziskuiza, a reaz eur bale enn-dro d’ar c’hastell evit gwelet ann doareou dre eno ha klask ann tu da gaout ann ardamez evit dont beteg ar brinsez a ioa er c’hastell, dioc’h a lavare ar roufl koz d’ar jeant. Ha Iann, dre ma’z ea, a skoe taoliou baz houarn gant ann douar hag ar mogeriou, hag a furche kement prenestr a gave war he hent, enn eur lavaret : — Tud zo aze ?

P’oe digwezet enn eur fos doun a ioa, e lekeaz he fri enn eunn toullik bihan a ioa eno, hag e lavaraz adarre : — Tud zo aze ? — Ia, va den mad, eme eur vouezik tano ha displet evel mouez eur bugel, hag a zeue dre zindan ann douar.­ — Petra rit-hu aze ? ha piou oc’h-hu ? eme Iann. — Me a zo merc’h roue ann Hiberni, eme ar brinsez iaouank. — Ha c’houi, eme-z-hi, pe zen pe eal oc’h-hu ? — Me a vez great Iann he vaz houarn ac’hanoun, hag a zo map eunn inkarder euz a Ger-Savater, e Breiz-Izel, hag a rento servich vad d’e-hoc’h, mar gellann ; fisians am euz da zont a-benn d’ho tenna euz ann toull daonet-ze. — Doue r’ho kennerzo, kaloun vad a zen ! va eal mad eo ho tigas ama, rak va zad-koz a ioa ivez euz a Vreiz-lzel, ha biskoaz den ne d-eo deut beteg ama, nemet ar re a vez paket, evel-d-oun-me, evit beza lounket gant ar roufl koz hag he chas kounnaret. — Kenavezo ar c’henta m’hellinn ! eme Iann, ha pedit Doue hag ar Werc’hez Vari d’am diwall, hag hirio pe warc’hoaz me a zigaso kelou mad d’e-hoc’h.

Endra edo Iann o tec’het kuit, e klevaz ar brinsez o lavaret : — Hon Tad ao enn env, hor mirit dioc’h drouk ! Santez Mari, pedit evid-omp brema ! Eal Doue, kendalc’hit bepred da deurel evez ac’hanoun ! — Evel-se bezet great, eme Iann o tec’het sioul-sibouroun evel eul laer ; hag he er c’hoat, ha pignat enn eur wezenn gant he vaz, enn eur lavaret out-han he-unan : — Mar d-ann da vale er c’hoat, ar jeant a zeuio war va lerc’h hag a bako ac’hanoun, ha mar mankann war ann taol kenta, eo sklear va abadenn. Lezomp hen da zont d’am c’hlask da welet.

E-leal n’oe ket pell ma teuaz a c’hammejou braz­-divent, evel n’en doa biskoaz gwelet Iann den e­-bed oc’h ober, hag ar jeant ha gwelet Iann e gaol he wezenn : — Aze emoud eta, previk douar, eme-z-han. Diskenn d’ann douar ac’halesse ma kaozeimp eunn tammik. — Tamm e-bed, eme Iann, ha mar c’hoantaez kaozeal, kaozeomp. — Gwall afrontet oud, paour keaz bugel. Piou en deuz roet d’id ann hardisegez da zont er c’hoat­-ma hep goulenn na diskenn ? — Em euz douet te eo ec’h euz taget va daou gamarad, eme Iann, ker rok hag ar jeant bep ger. Laka evez ouz ar vaz houarn-ma. Hou-ma a dorro da benn d’id ha kement kostenn a zo enn da gorf milliget. Paotr ar vein milin ha paotr ann donell ac’h euz sammet evit gwir. Ar re-ze a-vad n’oant nemet krenn-baotred, eme Iann. Tosta ’ta ouz-in, koz skarinek digaloun, tosta ’ta buhan, mar kredez ?

Neuze ar jeant a lentaaz o klevet Iann, hag o welet he benn-baz houarn. Setu ma lavaraz : — Greomp ar peoc’h. — Mad a rez, eme Iann, ha diwall ouz-in atao, mar klaskez ober drouk e-bed. Oc’h-penn zo ; n’es pezo foeltr peoc’h digan-en­-me, ma ne valeez ket atao em raok, ha bale eeun zo-ken, pe me dorro da zivesker. — Hag e rinn, eme ar jeant, a ioa brema eur pez bern kaoc’h tomm enn he vragez. — Ha Iann neuze ha diskenn euz he wezenn, ha d’ar c’hastell, he vaz houarn gant-han enn he zourn, hag ar jeant enn he raok atao, enn avantur na vije o klask ober eunn taol fobiez-bennag d’ezhan.

— Brema, eme ar jeant, pa oent en em gavet er c’hastell, me zo o vont da ziskouez eur gampr d’e-hoc’h da guzet, rak ma oufe ar roufl emoc’h ama, dioc’h-tu e lazfe ac’hanoun hag a rafe stripou gant va eskern. Rak-se, arabad eo d’e-hoc’h en em ziskouez da zen, nemet d’in-me, nag ober ann distera trouz. Boed, dillad ha kement tra ho pezo ezomm, a gavot enn ho kampr. — Me a zo poent d’in distrei da gaout ar roufl koz.

— Me gleo c’houez ar c’hristen, eme ar roufl koz, kerkent ha m’oe distroet ar jeant d’he gaout. — Ia, tad koz, c’houez ann daou zen am boa digaset d’e-hoc’h deac’h. — Ar re-ze a ioa tud divadez, va faotrik-me, ha me gleo c’houez ar c’hristen, ha c’houez pounner zo-ken. — Ia, c’houez ar brinsez iaouank. — Tro wenn ac’h euz great hirio, em euz douet ? — Ia da, eme he-ma, ne ket marz, rak deac’h am boa great eur gwall dervez ive. — Mad, kea adarre, buhana ha ma c’helli, d’ober eunn dro dre’r c’hoat, rak ne dle ket beza pell ac’han ann den a glevann ar c’houez anezhan. Kas daou gi gan-ez ; ar re-ze a wezo, gwell evid-oud, ann tres euz ann den badezet-ze, hag a roio skoaz d’id, mar bez ezomm evel deac’h. Ha chans vad d’id ; ha taol evez, rak petra e teuinn-me da veza ma c’hoarvezfe d’id mankout, evel da zaou vreur ?

Ar jeant a ieaz neuze da gaout Iann he vaz houarn, hag he-ma a bedaz ar jeant da ziskouez d’ezhan ann ardamez dre ann ti.

Setu ma’z ejont, ar jeant o vont ebarz hag o tont er-meaz euz ar c’hamprou, ha Iann war he lerc’h, he vaz atao gant-han enn he zourn dre ma’z eant. Ar jeant a lavare da Iann hano ar c’hamprou ha da betra e servichent.

Digwezout a rejont em-berr gant eur skalier vean ; hag hi da ziskenn, ha Iann o welet eunn orik voan hag izel enn eur c’horn eno, a c’houlennaz : — N’omp ket bet ama c’hoaz ? — Peoc’h, eme ar jeant, aze eo ema merc’h roue ann Hiberni, o c’hortoz ma plijo gant ar roufl koz he dibri ; ha mar d-afemp-ni da zigeri ann or-ze, e klevfe ann tad-koz ac’hanomp marteze, ha kerkent ez afe kounnar enn-han, hag e vemp malet etre he zent pe draillet gant he ivinou a zo ker kalet hag ann houarn. — Petra, eme Iann, daoust ha n’hellfez ket diskouez al loen fall-ze d’in-me, hep m’hon defe drouk e-bed ?

— Eo da, eme ar jeant, m’ho pefe ann aour-ieotenn, pe ar velchenenn a bemp delienn da lakaat d’ezhan enn he voed, rak neuze e rafe eur c’housk a beder heur war-n-ugent, hep dihuna, hag e c’hellfe beza lazet dre he gousk. Evit a hend all n’euz na den, na diaoul e-bed hag a ve evit dont a benn anezhan, rak sorset eo gant eur c’hrac’h koz a zo o choum e-kever eur feunteun, enn tu all d’ar c’hoat braz du-hont, hag e deuz breou hag ardou Satan, war a lavarer. — Me laka d’in ema mad ar bed brema, eme Iann out-han he-unan. Ha te, eme-z-han, petra ’ra d’id beza ama oc’h ober ar vicher a rez, eunn den evel-d-oud-te ? — Peoc’h war gement-se, eme ar jeant, ha kenavezo em-berr. Setu aze dor ho kampr ; me a zo mall braz d’in mont enn hent adarre, gant aoun na oufe ar roufl koz em euz daleet keit all. Serrit kloz dor ha prenestou war-n-hoc’h, rak c’houez ar c’hristen a gleo ar roufl koz, a zo, m’oar-vad, ar c’houez ac’hanoc’h-hu.

P’oe eat ar jeant kuit, Iann en em lekeaz da gompren ar pez en doa klevet gant ar jeant diwar­-benn ar zorserez koz. — Va brepoz, eme-z-han, houn-nez a rank beza ar c’hrac’h koz e deuz komzet ouz-in e-tal ar feunteun, ha lavaret hano d’in diwar-benn ar c’hastell-ma hag al laboused treud a zo enn-dro d’ezhan. Chetu ama c’hoaz ann aour-ieotenn erm godell, hag a rentfe servich vad d’in ma ve red, eme-z-hi. — Grac’hik koz, eme Iann, ma ve gwir a lavarac’h, ar roufl koz a zo ar maro etre he zent, ha goude me welo piou a vezo ar mestr enn ti-ma.

Iann a glevaz ar roufl koz o roc’hal gwasoc’h evit eur moroc’h, ken a grene ar c’hastell gant­-han. — Evit brema, eme Iann, e c’hellann mont d’ober eur bale, da welet penaoz ema ar bed gant ar brinsez, ha da gas kelou d’ezhi euz ann doare m’ema ar bed dre ama. — Ha Iann, goustadik war he barlochou, da gaout ar prenestr moan a ioa war doull ar brinsez. — Aze emoc’h, va frinsez keaz, eme-z-han. — Ia da, pell zo zo-ken, eme­-z-hi, emounn oc’h ho kortoz. Atao emoc’h e buez ive ? — O ia e feac’h, hep aoun da vervel c’hoaz ; me a denno ac’hanoc’h ac’halesse hep dale. — O ! ma ve gwir a lavarac’h, e C’hellfenn eta gwelet c’hoaz sklerijenn ann heol benniget, ha bale e-touez ar gristenien all ! Hogen na d-it ket da drahisa eur plac’h iaouank e deuz great he c’himiad da holl draou ar bed-ma, ha d’he lakaat da gredi, diwar c’hoari, e tistroio daved he zad evit beza c’hoaz pell amzer enn he flijadur. — Me gollo va buez da genta, eme Iann ker kalounek. ha tra, ma n’ho tennann ket ac’halesse abarz diou pe beder heur war-n-ugent ama. Kenavezo ar c’henta, rak mall eo d’in distrei. — Kenavezo, den iaouank karantezuz, eme ar brinsez, ha kant bennoz Doue d’e-hoc’h, ha chans vad da gas ho mennoz da benn !

Iann a zistroaz d’he gampr evel m’oa deut, hag ar roufl koz a roc’he atao. Em-berr e tistroaz ar jeant, hag hen da gaout Iann. — Ac’hanta, eme Iann, em euz douet n’euz preiz e-bed enn da sac’h ? — Nann da, eme ar jeant, ar c’hoat a zo ker brudet, na dremen ket nemeur a dud dre-z-han pell-braz zo, nag a dost zo-ken ; ha n’hi n’hellomp ket mont er meaz euz ar c’hoat kennebeut, dindan boan da goll hon nerz hag hon ijin. Koantoc’h zo, ar roufl koz en deuz peadra eur pennad mad a amzer gant ann daou am boa paket deac’h, rak ne zebr ket nemeur a dra brema, ha p’en devezo naoun, e kavo ar brinsez iaouank, da c’hortoz eur preiz all-bennag.

— Va brepoz, eme Iann, gan-en-me ez euz ama eunn tamm ieotenn ; daoust ha ma rofez anez­han d’ar roufl koz, e-touez he voed, rak me a zo mall gan-en gwelet anezhan ? — Mad, eme ar jeant, n’euz netra easoc’h evit gwelet ha nerz e deuz ho ieotenn.

Eunn heur goude m’oa bet debret he bred-boed gant ar roufl koz, e roc’he ken a horjelle ar c’hastell traon ha kreac’h, hag ar jeant neuze ha dont da lavaret da Iann diskenn, pa garje, da welet ar roufl koz heb aonn e-bed. — Biskoaz, eme-z-han, n’em euz he welet o kousket evel hirio, nag o roc’hal ker kre. Daoust hag hen a varvfe, eme ar jeant ? Marteze al louzaonenn-ze a zo ampoezon ? — Kalz a geuz as pe d’ezhan, eme Iann ? — Keuz e-bed, eme ar jeant, rak feaz-maro ounn oc’h ober ar vicher a rann ama, dreist-holl brema, p’eo maro va breudeur. — Mar kerez, me a zo o vont da zistaga eunn taol baz houarn gant-han, da welet pe veo pe varo eo. — Amzer, eme ar jeant, o krena evel eur barr deliou. Red eo da genta laza ann tri gi-porz, pe emomp draillet gant-ho kerkent ha ma vezo glazet ar roufl koz. — Kent a ze, eme Iann, setu ama eunn tamm ieotenn all ; laka anezhi e boed ar chas braz, ha marteze e kouskint evel ar roufl. — Gwir a-walc’h e lavare, rak a-veac’h m’oe debret ho boed gant-ho, ann tri gi kounnaret n’oa peoc’h diouz ho genou na deiz na noz, a gouskaz mik ; ha Iann ha mont ha rei eunn taolik baz da bep-bini anezho, diwar gern ar skouarn, hag ann tri gi braz hag astenn ho fevar ivin ha choum reud e-kichenn ho zoull. — Ouf ! eme Iann. kel laouen ha tra.

Ar roufl koz a roc’he bepred kouls ba biskoaz. — Hastomp affo, eme Iann, p’ema ar voul gan-e-omp. — Hag hi da gaout ar roufl koz, ha Iann ha mont ha darc’hai eunn taol baz houarn gant-han diwar he benn hag he laza. hep na reaz zo-keit na bramm na klemmadenn. — Ouf ! eme Iann, lamet ann dersienn diwar-n-han brema, rak, bete neuze oa gwenn-kann he zremm, ha krena a rea evel eur barr deliou, ken en doa beac’h o choum war he ellou. — Deomp ac’han brema, eme-z-han, da welet penaoz ema ar bed gant ar brinsez. — Amzer, eme ar-jeant, houn-nez a zo d’in-me, rak me eo em euz miret he dibri…. — Lez da drouz, eme Iann, ha deomp atao d’he c’haout ; goude ni a gaozeo euz a galz a draou all. — Setu ama ann alc’houez, eme ar jeant da Iann. — Kea a-raok atao, eme Iann, rak evel-se eo great ar marc’had gan­-e-omp. — Gwir eo, eme ar jeant ; hag he-ma ha mont ha digeri ann or voan hag izel, ha goude-ze diou zor all a ioa adre kein ann hini a skoe war ar skalierou. Hag ann daou-ma ha diskenn neuze e kampr ar brinsez ; souezet maro e oe o welet Iann eno.

— Mad ar bed, eme-z-hi out-hi he-unan, hag hi kel laouen hag ann heol benniget. — Kelou mad a zigasann d’e-hoc’h, va frinsez, eme ar jeant. Lazet eo bet ar roufl koz hag ar chas braz gan­-e-omp, ha chetu c’houi zo kuit ha pare diouz ar maro kriz a c’hourdrouze ac’hanoc’h bep mare. Mar kirit e choumot ama atao gan-en, pe mar d-eo gwell gan-e-hoc’h, e tistroot da di ho tad. — Hag ar brinsez keaz a ioa nec’het-maro o klask gouzout petra da lavaret war gement-se, rak ne wie ket penaoz edo ar bed etre ar jeant ha Iann he vaz houarn. Iann a gomprenaz ann dra-ze, hag a lavaraz neuze : — Greomp kaeroc’h ; deomp hon daou da gas ar brinsez da di he zad a zo glac’haret-braz he galoun, ha goude dizoania anez­han, e tistroio ar brinsez ama adarre pe e choumo eno, evel ma kavo gwella.

Ar jeant ne grede ket lavaret nann dirak Iann, ha gwelet a rea er-vad ouzpenn, dioc’h ann doare euz ar brinsez, e doa mall da zistrei d’he bro. — Setu hag hi enn hent ho zri.

Iann he vaz houarn a ioa atao war evez, rak ar jeant a glaske choum war-lerc’h, war bouez eunn digarez-bennag. Dre-ze Iann en doa diskred, enn aoun na raje eur gwall dro-bennag d’ezhan, kenta ma kavche ann tu. P’oent digwezet e-tal ar feunteun m’edo ar c’hrac’hik koz enn he c’hichenn, Iann a choumaz eur pennadik brao war-lerc’h ar re all hag a lavaraz : — Mammik koz, enn hano Doue, hag aze emoc’h ? — Ia, va mabik paour. — Kant bennoz Doue d’e-hoc’h, rak anez-d-hoc’h­-c’houi, me ioa va c’hroc’henn o sec’ha, pe a bez e kof ar roufl koz pell zo. — Laka evez, va mabik­-me, oc’h ar jeant-ze ivez, rak ker kriz eo hag ar roufl koz, nemet ne ket hevel out-han a ziaveaz. Torr he benn out-han kenta ma kavi ann tu ; laka evez a-vad da vankout war da daol. Chetu ama adarre eul louzaouenn all, ar velchenenn a bemp delienn, ha mar gellez lakaat anezhan da danva anezhi, e tigwezo gant-han evel gant ar roufl koz hag he chas kounnaret, ha neuze ne vezo ket diez d’id dont a-benn anezhan. Kenavezo ; brema n’as kwelinn birviken mui. Chans vad d’id ha taol evez ! — Me na ankounac’hainn biken ac’hanoc’h, mammik koz, ha m’ho pe ezomm ac’hanoun eur mare-bennag, me rento servich vad d’e-hoc’h, evel hoc’h euz great d’in. Iec’hedou ha buez hirr !

Ha Iann gant he vaz houarn war-lerc’h ar brinsez. Hogen ar jeant, ann haillevod anezhan, en doa digaset he voutou braz gant-han ha sammet ar brinsez war he gein. hag herr enn-han etrezek ann Hiberni, keit ha m’edo Iann o varvaillat gant ar c’hrac’hik koz. Iann, o welet n’oa ket evit paka anezho, a gomprenaz, diwar eunn nebeud, oa bet great eunn dro louz-bennag d’ezhan. — Mar d-eo eat ar jeant da gas ar brinsez da di he zad, eme Iann ont-han he-unan, ne ket braz ann drouk ; hogen mar en deuz sammet anezhi ha kaset d’he vaner, houn-nez a zo eunn dra all.

Ha Iann enn dro da gaout ar feunteun : — Mammik koz, eme-z-han, chetu me ken nec’het ha biskoaz, rak kaer am euz bet bale, n’em euz na gwelet, na klevet menek euz a brinsez na jeant e-bed. Aoun am euz na ve eat ar brinsez gant ar jeant d’ar c’hastell, rak c’hoant en doa d’he derc’hel eno, goude maro ar roufl koz hag ar chas braz. Enn hano Doue, kelennit ac’hanoun eur weach c’hoaz !

— N’euz erruet drouk e-bed, va mabik ; ar jeant en deuz aoun ar maro ra-z-oud, anez e vije bet eat d’he gastell gant ar brinsez, pe saillet gan-ez er c’hoat, evel m’en divije great, ma vijez eat eur c’hammed-bennag enn he raok. Kenta a ioa da ober, a gave d’ezhan, oa samma ar brinsez ha redek gant-hi da di he zad evit he c’haout da bried, a-raok ma vezi-te en em gavet eno, ha goude-ze distrei gant-hi d’he gastell rak-tal. Lez anezhan da ober ; ne zigwezo drouk e-bed gant merc’h ar roue, a-raok m’en em gavo e palez he zad, ha te a vezo ivez eno tost-da-vad kerkent hag hi ; ha goude-ze e vezo mad ar bed gan-ez. Kea ’ta enn hent affo, ha iec’hedou ! — Kant ha kant bennoz Doue, mammik koz !

Pa zigwezaz Iann e palez roue ann Hiberni, ez oa eur cholori hag eunn talabao war-dro eno, ma oe nec’het-braz bor paotr, gant aoun na vije fest ann eured. Hag hen mont ha goulenn ouz ar porsier petra ioa a nevez dre eno, ma’z oa kel Jaouen ann holl. — Petra, va den mad, eme ar porsier, c’houi rank beza a bell ac’han, pa ne ouzoc’h ket eo distroet merc’h ar roue a grede ann holl a ioa maro pell a ioa ? — Ha dimezet eo ivez ? eme Iann. — O ! ne d-eo ket c’hoaz ; evelato m’oar-vad, unan euz ann deisiou-ma e vezo eureujet d’ar jeant en deuz digaset anezhi hep drouk e-bed d’he zad. N’euz ken kaoz dre ama, enn-dro d’ar palez hag e kear ivez, nemet euz ann dra-ze.

— Me garfe lavaret eur ger ouz ar brinsez, eme Iann, pe dihana kas kelou d’ezhi emounn ama, ma ve ho madelez. — Feiz eo, eme ar porsier, labour gedal ho pezo, m’oar-vad, rak ann holl brinsed hag ann holl dudchentil vraz euz ar vro a zired d’ar palez, dre ma klevont ar c’helou, pe dre zoujans, pe gant fisians da zimezi d’ar brinsez iaouank. — Daoust pegen dister ounn, eme Iann, ma oufe ar brinsez emounn-me ama, ne zalefe ket da zigas d’in euz he c’helou, ha da lavaret d’in petra am euz da ober, rak en em anaout mad a reomp. — Chetu aze gwella den a zebr bara dre ama ; pedit-hen da ober ho kefridi. Den ne oufe ober gwelloc’h evit-han.

— Demateoc’h, aotrou, eme Iann, m’ho pe ar vadelez d’am zelaou, me lavarfe eur gerik pe zaou d’e-hoc’h. — Ia da, paour keaz den, komzit hep aoun e-bed, evit beza n’em euz ket amzer da zale. — Me garfe, eme Iann, gwelet ar brinsez ha prezek out-hi. C’houi a wel ar vaz-ma ? Lakit ho tourn out-hi da welet petra eo. aotrou, mar plij gan­ e-hoc’h. — Houarn eo, em euz aoun, eme ann aotrou-ze. — Mad ! m’ho pe ar vadelez da lavaret da verc’h ar roue ema Iann he vaz houarn e-tal ann or-borz, e rafac’h kalz a vad d’in-me ha d’ar brinsez ivez, a gredann. — Ma ne d-euz ken d’ober, ho kefridi a vezo great. — Netra ken, eme Iann, ha bennoz Doue d’e-hoc’h, aotrou mad !

Hep dale oe gwelet eur bagad mevellou o tont a benn herr da glask Iann, hep sellet oc’h den all e-bed. Ha Iann gant-ho rak-tal d’ar palez. — Sellit, eme Iann d’ar porsier, me lakaio va bazik ama enn eur c’horn ; ne d-aio ket gant al laer a-vad, rak pounnerik eo hag a briz bihan. Dizale ho pezo euz va c’helou, hag e wezot piou ounn. — M’oar-vad brema n’hoc’h ket den dister. evel m’hoc’h euz doare. — Arc’hant ar butun a vezo da nebeuta digant ann den-ma, eme ar porsier, o frota he zaouarn.

Iann a oe kaset enn eur gampr, ha lekeat d’ez­han dillad unan euz ar brinsed kenta euz ann Hiberni, hag a oe kaset dirak ar roue hag he verc’h.

Kerkent ha ma welaz Iann, merc’h ar roue a lavaraz d’ezhan mont war-lerc’h he zad enn eur gampr all. — Iann geaz, eme ar brinsez, anken ha glac’har am boa em c’haloun, gant aoun na vijac’h ket erruet e poent er palez, rak ann holl a zo war c’hed da welet ac’hanoun o timezi d’ar jeant milliget-ze. Brema va c’haloun a zo barr a levenez. Hogen penaoz dont a-benn da lakaat anezhan da zistrei diwar he vennoz ? Goest eo d’hor laza holl, pe d’am zamma adarre, ha d’am c’has gant-han d’he gastell, rak lavaret en deuz oa hen eo en doa va zennet euz a grabanou ar roufl, hag ann holl a gred e kemerinn anezhan hep dale evit pried ; n’her grinn biken. — List ac’hanoun da gas ann taol da benn, eme Iann, rak louzou ar jeant-ma a zo gan-en ive, hag hep dale e vezo kaset da glask roudou he zaou vreur all.

Ar roue a lekeaz Iann enn he gichenn da goania, hag ar jeant a oe lekeat enn tu deou. d’ar brinsez ; hag eunn niver braz a dudchentil euz ar vro a oe pedet ive da goania oc’h taol ar roue.

Ar jeant a gare he vanne, hag e oe roet d’ezhan ar pez a gare, ma teuaz mezo-dall. Neuze merc’h ar roue a lekeaz ar velchenenn a bemp delienn, e devoa bet digant Iann, e gwerenn ar jeant. He­ma n’en devoa ket lounket anezhi a weac’h, ma kouezaz d’ann traon war leur ar zal, maro-mik evel eur pez ejenn kountellet. Kaset e oe ac’hano he gorf d’ar prenved ha d’al loened all da zibri.

Iann hag ar brinsez, seder brema ha laouen ho daou, a oe dimezet ann eil gant egile. Ar brud zo e oent euruz hag ho devoe eunn torrad bugale a zo c’hoaz ar wenn anezho enn Hiberni.


————
  1. Kiliet, participe de kilia ou kelc’hia, entourer dans un cercle, par allusion aux opérations préliminaires des magi­ciens avec leur baguette.