Idou. — Lin ha Canap

◄   Pevare Pennad. — Penfillou labour Idou. — Lin ha Canap C’houec’hved Pennad.Brouscon c’houennet a bep seurt   ►




PEMPVED PENNAD.


————
IDOU - LIN HA CANAP.


————
Ar pennou mad A réont an éostou mad.
N’ad quen nemet ar pez elles trempa. An neb ad eb teil e ra var netra.
J. Bujault.


Idou.

Anaout a reer idou ar guinis, ar segal, an eilz, ar c’herc’h. An ieotennou deus hor foënneier, péré zo envel avoalc’h oc’h an idou, zo ivez louzeier deus ar memes ouen ; mes nint quet laquet en envel ran, abalamour hô adou nint quet mad evit bevans an dud nac al loënnet.


Deus a guement it, ar guinis eo ar pinvidica en danveziou gludec, ha dré-zé ar guella dober bara.


Ar guinis.

Ar guinis a c’houl douar crêo ac eun tamic priec, mes an douarou daou anter pri ha treaz creguennec plijont c’hoas muioc’h dezan ; bez eo ivez tost dan ochou é c’hader ar seurt guella. An douar renc beza quempennet ha teillet mad barz ada ; ar bloaves araoc é dlé beza bet dilouzaouet mad dré panezou pé Guinis var melchen bloas.

bruscon al c’hoennet. Eller caout guinis mad, eb tremp, var melchen bloas, troed eun nebeut barz cala goan. Ne zeuonquet couls var melchennou an eilvet pé an drede bloavez, abalamour dal louzeier péré a c’hounézont quer buan an douar er vro-ni. Ar melchenou côz nint mad da gaout guinis nemet en douarou neat ha froujezus drest-ol deus an od ; enô zoquen ar guinis stoc alies pa ec’h ader var melchen bloas. Aliez veller ivez ar guinizou adet var melchen troêd, en douarou priec nostamant, beza dru avoalc’h quen né vezont dieuzet, ha couscoude nellont quet goude peurober hô greun, péini a zo goasquet ac a chom moan ; en oc’h teurel eul livadic teil, é viror oc’h an dichanz-ze.


Pa zeo an idou ré zru, gât aon né stoquéfent, e crenner anezo gât ar fals, ac e reer adarré divezatoc’h, mar bez ezom.

Quement a seurt guinis.

Bez eus meur a ouen guinis ; ô ranna reer e diou loden : ar guinisou corbi ac ar guinisou barvec. Ar guinisou corbi a zo caëroc’h ac er c’hiz-zé ez int aliez essoc’h da verza. An idou barvec e teuont guelloc’h en douarou dister pétraman er ré zo eun tamic losq. An ad é renquer teurel dré zeves arat, zo eur Quellennou evit ada ar guinisou.

boëzellad pé Eur boëzeilad anter, doc’h druioni an douar ha doc’h ar maré é c’hader. Ma vez roëz an douar, sec’h avoalc’h, caër an amzer, an ad a c’hlazo piz, eur boezellad a vezo trevoalc’h ; muioc’h a dleer teurel, ma ader dré amzer glao, en eur maré divezad, barz douar glib, rac, neuzé lod deus an ad né c’hlazont quet ; né labouront nemet nebeut goude ma zint deut e meaz, ac al lapousset hô deus amzer d’hô zanoad calz. Ada reer peurvuia dindan ar bom ; pa nequet ré bonner an douar, ar c’hiz-zé ar vella evit mirout d’oc’h an droug a ra al lapousset. Guelloc’h eo, velato, ada varc’horré, pa eller ober é maré, da lavarout er pemzec té quenta deus a viz du, ha golo gât an oguet ouarn en oc’h ober daou dol var an dachen.


An idou adet abred gât an oguet a zeuont ato da vad. Couscoude chanssussoc’h ez int pa zaléer an ada, en douarou pinvidic, gât aoun né zeufé an id da veza ré zru. Mirout a réer oc’h quement-sé, pa ader abred, en oc’h biannaat an tremp ha boëz ada tanoc’h. Peurvuia, an tieien hô deus nerc’h diguémérout ar c’hiz ada an idou gât an oguet. Evelsé a credont é c’harzo guelloc’h ar c’herc’hou dindan ar bom oc’h ar scorn. Discoëzet avoalc’h eo bremâ dan tieien tro ar Faou, penaoz, en douarou scanva, ar c’herc’hou laqueed didan zo goassoc’h tânoëd gât ar scorn evit ar ré e c’hadont var c’horré ; an idou iaouanc a réont guelloc’h griou, druoc’h ez int ha queffia réont muioc’h pa c’holoer an ad gât an oguet. An oguet braz evit golo, gred gât an aotrou Bodin, oc’h pini ez eus dent Oguet braz evit goloï deus an aotrou Bodin.

cam leden, péré é c’héont doun en douar, a c’holo mad an ad, en eur cloëda nemet eur vech. Né c’houl quet crêoc’h denn evit an oguet al, ac eller e implijout ivez da froza an douarou digoret evit an it-tu pé evit traou al.


Mad eo troei abred an douar guinis, ma eller ada paguerer, dré zevechou caër, ac e ber amzer, eur vech deut ar maré. Pa ader dindan, gât an allar ouarn Doaré al dada.

cren pé n° tri, gât ar pevare zoquen pé ar vianna, en douarou eun tamic priec, é léquéer an allar da grégui nebeut ha bomou baz, ma ello an it dont e meaz. Lec’h coucha ar bomou gât ar var, e roer, evit espern al labour zé, eun tol oguet creo, guelloc’h evit coucha da zrailla ar bom ha déssaat an it da zioana. En douarou losc, péré ellont goulen beza moustret, lec’h moustra gât ar var, evel ma reer en douarou roê deus al Léon, eller ober quercouls gât ar ruilleres, pini a vezo laquet var an dachen, pa vezo adet, doc’h ma vezo an douar.


An idou calet ha luguernus roont eun toaz c’hoéussoc’h ac iroc’h evit ini a rô an idou tener ; bez int clasquet ivez dreist ar réal gât ar vilinérien ac ar Guinis meurs

volongerien ; ar guinizou meurs nem verzont mad, couzien e roont eun toas c’hoéus ha dré ma eo tanoc’h ar blusquen outô, ac e roont muioc’h a bleut ha nebeutoc’h a bren evit an idou goan. Neus, couls lavar, nemet ar seurt barvec e vez anavezet e breiz ; quentoc’h a stag an duen outé en douarou crê evit né Idou meurs corbi.

ra en douarou scan. Bez eus meur a ouen guinis meurs corbi é vizé talvoudus essaei en hor douarou priec ; étré-zô : eur seurt guen, é c’hader er c’hoalorn ac en diabarz eus ar Franz, digasset gât an aotrou Mauduit, ac e nem ziscoëz mad quichen Quimperlé ; eur seurt al ruz, deut deus coalorn bro an Allemantet en départamanchou tosta diouti, dléfé bez essaêet ivez. Pa zigasser idou névez er vro, ez eo guelloc’h ato digas ré ar vroiou Coalorn ; ré ar C’hreisté né quendalc’hont quet hô zoaré e Breiz.


Tri seurt duen clenvechou ar guinis.

An duen zo eur c’hlenvet ac a zigas ar bleut da veza eur poult du ha flerius ; eun duen al, hanvet ar verquen, a stag oc’h ar c’horzennou ac oc’h an deliou, eur seurt al c’hoas en em stag oc’h ar pennou pa maint en hô blun, é vezont aliessoc’h var an eillou ha var ar c’herc’hou evit var ar guinizou. Evel var ar guinizou meurs, duen ar guinis, a stag goassoc’h oc’h lod doc’h ar guinizou goan : an idou deus ar vroiou Coalorn pé an idou tener, duanont aliessoc'h evit an idou calet ; an idou deus ar creisteiz né zuanont quet quen aliez. [1] Ar clenvet-mâ, pini né scoquet var an eillou nac ar c’herc’hou, a ra cals gaou dar guinis pa zeu ; bianaat a ra cals e zalloudegues. Evit é virout, é reer meur a dra, ac ispicial lacad an ad er râz : mes nerz ar râz evit mirout doc’h an duen neller quet roei da guir. A barz digoëzout Ned eo quet red da vir ez eo mad ar raz da virout an idou deus an duen.

eon da implijout ar guella louzou evit mirout doc’h eur c’hlenvet bennag, red a vize gouzout mad petra zo oc’h e c’has ; eb an anaoudegues quenta-ze, neller quet quenebeut gouzout an doaré guir da virout outhi : evelse, pa guir nouier quet petra zigas an duen, neller quet discoez en eun doaré squiantus, ar c’hiz da zerc’hel ar guinizou eb an droug-zé : ar râz né ra vad ebet d’an it nemet é hasta da guellidi. Meur a bloas zo, em eus eannet, abalamour dan discouëzadures oc’h eus lennet bremaïc, da lacat râz gât m’ad guinis ; couscoude, bremâ, quercouls ac er maré é heulien ar c’hiz-ze, né gaver biscoas eur pennet duannet em guinizou goan. An tieien zo em c’hichen hô devoa dilezet aro-z-an, ar c’hiz teurel an ad guinis er râz, eb caout duen en hô eost qué nebeut. An aotrou P. Joigneau, pini en deus gred eul leôr var quement seurt tremp, a lavar quement teil é pini é zeus enâ, dré é zoaré, eur seurt olen lavaret soud, a denner doc’h al ludu bezin, zo mad dreizt-ol Vad a ra daou seurt olen, lavaret olen potas ac olen soud.

evit quement id ha quement ieoten ; lavarout a ra c’hoas penaos, an douarou priec, lec’h ez eus cals olen potas, ha quement seurt ludu, lec'h ez eus muioc'h c'hoas, miront doc’h an duen ha doc’h ar poultr du a stag oc’h an deliou, hanvet ar verquen.

Olen soud tennet doc’h al ludu bezin, implijet lec’h râz gât an aotrou Dombasle.

A-unan gat ar c’helennou-mâ, unan deus ar gouieca ini hô deus labouret douar, an aotrou Dombasle, en deus cavet an oalen soud ar guella tra da vesqui gât é ad guinis. Meur a labourer gouiec é deus euliet guiz an otrou Dombasle gât talvoudegues braz. Alfé beza coulz ta dilezel ar râz ha doura an ad guinis gât aulen boët teuzet en dour, pa eo guir quement Olen boët teuzet coulz ac ar râz.

olen envel diontan zo guelloc’h evit ar râz dar guinisou, péré sunont ha clasquont an olen a guéont e douarou zo. Conscoudé, evel meur a ini allo caout guelloc’h quenderc’hel lacad ar guinis er râz, cetu eun doaré ober discouëzet gât an aotrou Dombasle, ac a zo bet cavet talvoudus gât quement ini é deus euliet : mesqui reer toëz eiz uguent lur ad, pevar Quiz discoëzet gât an aotrou Dombasle evit mesqui ar guinis er râz.

lur râz beô ha créoc’h evit eul lur olen soud. [2] Né vruzuner ar râz, en oc’h é c’hliba eun tamic, nemet pa implijer anezâ. Scuilla reer ar râz var an ad, ac e c’hliber gât eiz scudellet dour, é pehini ez eo bet teuzet an olen ; goude higer mad ar bern, qué né vezo quemmesquet avoalc’h gât an ad.


Chench ha renevezi an adou a zo red eur vech an amzer.

An eves em eus laquet, meur a bloas zo, creteet gât meur a labourer douar squiantet, en deus roed da anaout dimé dré guir é zo red renevezi an adou a beb seurt, evit mirout al louzeier da vont da fal, ac ispicial ar guinizou. Al labourer aquétus a breno ta é ad en eur vro lec’h a vezo douar disenvel doc’h é ini ha guelloc’h c’hoas margal. Renevezi an ad zo ar guella miridigues oc’h an duen. Em labour-me, ar guinis meurs, pini zo ar seurt a zuan ar goassa, né deus droug ebet ar bloaves a renevezan an ad ; an eil bloaves e teu da zuani enn tam bennag, ha cresqui ato a ra an droug er bloavechou var lec’h. An ol tieien a oar er vad e renquer clasc ar c’haëra id dada ; ne quendalc’hin quet ta var ar guer ze. Eguis eo bet lavaret quentoc’h, dont a ra mad ar guinis en douarou scân, pa zint bet guelled avoalc’h gât treaz pé gât scotil.


Ar segal.

Ar segal a zo eun it a nebeutoc’h a zalloudegues evit ar guinis. Né ader aneza nemet en douarou losc ha ré baour evit roei guinis. Dont a ra mad var lec’h an it-tu ha varlec’h quement tra en deus dilouzaouet ha roessed an douar. Né nem blich quet en eun douar ré grêo ha né zeuquet var melchen troed. Ar maré dé ada zo en diben ar miz éré pé er c’henta devechou eus a vis du. Guelloc’h eo e ada eun tamic abred, rac ar glaoeger, maré an ada, é réont droug Doaré ada ar segal.

dezan. Evel dar guinis, pa ader gât an oguet, eller laboura ha quempen an douar abarz maré an ada ; mes, mar c’heus nec’h araoc drouc ar brini pé ar lapousset al, ez eo guelloc’h ada ar segal dindan ar bôm, en oc’h cloeda goude, evit froza ar bomou. Ada reer eur boezellad pé eur hoezellad ha palefras dré zeves arat. Ar segal adet founus, da gaout da Segal brazit

falc’hat abréd, zo talvoudus en nevé amzer ; dont a ra guelloc’h, founussoc’h, abretoc’h, evit ar c’herc’h ha guelloc’h eo ta e lacat pa ader brazit. Lacad a reer var e lec’h guinistu, irvinnou, rutabagas, etc. Querquent eo bet peur droc’het dal loënnet.


An eilz

An eilz a c’houl douar dru ha roês. Pa blich an douar dan it mâ, e tol ato eost founus. Ma né roesseer quet mad avoalc’h an douar, an eilz né dallo quet cals a dra. Rô a rear eul labour barz ar goan, eun al barz e ada, evit golo an teil ; rac an douarou crêo calmassont goassoc’h c’hoas, pa zint labouret er goan, ac er maré ez eus dour ebarz. Ada reer abaoé anter meurs betec an devechou quentâ deus a vis vaê. Pa vez glaoec an nevez-amzer, an eilz a zeuio guelloc’h en oc’h e ada eun tamic divezad, en douarou glib. Erves er maré-zé, droug al lapousset, péré zoquen, né lammont quet quer goas oc’h an it-mâ, nalquet beza braz, é dléer golo ato gât an oguet, evit ober e beroc’h ha gât nebeutoc’h ad.


Meur a seurt eilz.

Bez eus meur a seurt eilz : el léon é c’hader ispicial an eilz a pidir renq ; e creis ar vro, da lavarout en dro da steir Brest, an eilz an aliessa adet zo ini a ziou renquennet, pini a zeu guelloc’h enô evit an eillou all. Quichen an od, ispicial é Ponabet, e hader eilz a c’houec’h rinquennet. Var an ochou tro var dro, darn doc’h an tieien adont ivez eilz goan, pini zo ân abred An eilz goan vize mad da roei brazit da droc’ha abred dal loënnet.

abred, ac a rofé, ma vizé adet da gaout brazit, eun droc’h founus é maré. Bez eus nevez zo, daou seurt eilz en noaz, eus a béré ar blusquen zo quen tanô ha plusquen ar segal ; dléont roei nebeutoc’h a bren ha beza founussoc’h en hô bleut evit an eillou at. Ar c’henta seurt, digasset tro Castellin, hanvet eilz nantô, zo bian ha dister en é greun ; eguilé, adet é tro Moutroulez, ac anvet eilz ybrayala, zo caër dreist ol, dré déoder ha pouéz é greun, ac é dlé beza diguemmeret quentoc’h ac arseurt quenta. An Duani ra an eilz aliez.

eil a zuan alies, neuze ez eo calz difonnoc’h en é greun. Né vez quet quer stang an duen, pa lequeer eves da rénévezi alies an ad. Trempa reer peur liessa ar seurt id mâ gât bezin ; mes fal eo credi né zeufé quet quer couls var teil craou. An eil a dlé beza laquet var lec’h traou c’houennet ; chançussoc’h eo pa é lequer varlec’h guinis. Ada reer créoc’h evit eur boezellad ha bétec eur boezellad anter dré zeves arat.


Ar c’herc’h

Ar c’herc’h a zeu mad é quemen douar ; couscoude e nem blich guelloc’h en eun douar eun tamic crêo evit né ra en eun douar ré scân. Rô a ra eost founus en douarou dous ha toualc’hennec, ha dont a ra mad ivez var melchen pé var tirien torret gât eul labour ebquen. Mes tener eo oc’h ar scorn pini e Talvoudus eo lacat ar ruilleres var ar c’herc’hou pa eo deut an neve-amser.

zlzaô ac é danoa calz. Abalamour da ze nalfed quet qnemmenna ré alies da lacat ar ruilleres var ar c’herc’hou, eur vech deut an nevez-amzer, evit diazea an douar var ar c’herc’hennou dissavet, péré a varfgent pé a vélénéfent panévézé, ma teufé cals sec’hec’h. Moustra, fal en douarou pouner, er bloavechou glib al beza mad aliez en douarou losq, pa vez gred gât squiant ha dré amzer vad.


Querc’h guen pé querc’h goan.

Né ader peurvuia en departaman nemet querc’h guen, e lequeer maré ar calagoan, evel ar guinisou ac ar segalou. Carteriou zo, ispicial en diabarz an Al beza adet e mis quenver pé é mis c’houereur.

departaman, é caver guelloc’h, evit mirout doc’h droug ar révéjer, gortoi barz ada ar c’herc’h betec mis quenver pé mis c’houereur. Bez eus c’hoas ar c’herc’h du pé querc’h ân, é eller ada azalec Querc’h du pé querc’h ân.

mis c’houereur betec mis ebrel ; mes nebeut avoalc’h é léquéer er vro, ha peurvuia ned eo quet founus quénebeut. A hendal, ar c’herc’hou a ro ar muia ac ar pounera greun, zo ar ré adet abred. Ar c’herc’h né zuan quet quen alies ac an eilz ; mez eur c’hlenvet al, eun nebet bloavechou zo, a ra cals Merquen pé poult du ar c’herc’h.

gaou dezan, pa zeu : ar verquen eo, oc’h pini am eus comzet c’hoas, ac en em stag oc’h ar gorzennou ac oc’h an déliou. Fesson zo ar poult-zé ned eo quen nemet eur seurt uelvar bianic bianic, pini a veo var ar c’herc’h evel an uelvar var av guez avalou, an eliô ac ar c’henvi var ar guez al, en oc’h hô suna. Nanavezer quet c’hoas penaos e teu a c’hlenvet-zé, na petra dober evit mirout outan. Matreze an droug-zé né zeufé quet quen aliez ma laquéfed evez da rénévezi avéchou an ad, eguis em eus quemmenet uelloc’h. Ada a reer eur boezellad anter dré zeves arat, ac ober reer evel eo bet lavaret evit gounid an idou al. Ar c’herc’h a zizil buan, a rabat ta é Pédavaré ez eo poënt midi ar c’herc’h.

leusquer anvi ré, abalamour ma teufé avélou braz, alfed col calz doc’h ar greun. Leusqueur a reer ar c’herc’h eun nebeut devechou var é zram, ma vezo eassoc’h da zorna.


Cloëda ar guinizou en nevez-amzer.

Quemmenna ta an dud gouiec cloëda ar guinizou en nevez amzer, en douarou pouner. An oguet a zisplant calz ; mes a rabat spounta evid quement-zé, dreist ar c’hol-zé é c’honézer abalamour dan druioni a guemmer ar c’héfiou al ; evit guellaad an id en doaré-zé, an oguet a zlé roessad mad an douar var c’horré. Neller quet rei da gaou talvoudegues ar guempen-mâ, a zo red ober gronz var an idou re stang ; rac, ma nhô zanoerquet, né tollint quet a eost mad.


Ar guinis-tu

Ar guinistu ned eo quet, da lavarout mad, eun id ; é gorzen ac e delnou zo en eun doare ha neller quet é lacad é ran an idou al. Ada reer an it-tu er pemzec té quenta deus a vis even, var ludu, pé scloag, pé ludu Quement tremp mad dan it-tu.

du ; eun anter boezellad pé nebeutoc’h zoquen zo trevoalc’h dada eun deves arat. An it-tu a vez gueloc’h, Ludu, scloag ludu du pé ludu esquern.

ro a ra braoc’h greun var ludu evit né ra var teil ; mes al ludu du, pa néoquet ré guemmesquet a zouar, zo deus a quement tremp an ini plich ar muia Quemmes- cadures al ludu ispicial al ludu du.

dezâ. Mes ar guerzourien a guemmesc quement al ludu du ispicial, ma nalquet mui ober vad ebet. Fur eo ta teurel eves na gommer ludu du nemet gât marc’hadourien anavezet a bel zo ; guelloc’h a vizé zoquen goul cred abarz prena ha lacad eur marc’hadour louzou oc’h essaei mard eo mad. Teurel a reer pevar boezellad ludu du dré zéves arat.


Froza reer an douar it-tu gât an oguet ac ar ruilleres, quiz buanoc’h, dibec’hussoc’h ha talvoudussoc’h evit piguella. An it-tu a ra eur guempennadur mad evit an eostou al. Al beza adet ivez da droc’ha dal loënnet, Nequet caër da droc’ha e glaz dal loënnet.

mes ned eo quet eur boëtach caër evit hô : ar beurc’het a zreb cals anezan né roont nemet nebeut a leaz. Bez eus eur seurt al abretoc’h ha crêoc’h doc’h an Guinis-tu Tartari,Russi pé Sibiri.

amzer, lavaret it-tu Tartari, it-tu Russi, pé Sibiri ; founus eo da deurel ît, mes é greun néquet couls dober iôd na crampoëz. Ar guinis-tu a zéo gât an avel voor, dont a ra guelloc’h en diabarz ar vro evit né ra quichen an ochou. Ouspen, an douar, peurvuia scân, er c’harteriou-zé, zo guelloc’h dan it-tu, ac ada reer ivez calz en hô : an it-tu eo zoquen ar vrassa eost é léqueer er vroiou zont.


Eost ar guinis-tu.

Ar guinist-tu eoster en devechou divezad deus a vis guengolo ac é mis éré. Evel ar greunennou nanvont nemet an eil goudé ar réal, neller quet gortoi quen né vez ân avoalc’h, rac alfed col ar guella greun, abalamour ma tizil ha ma quellit goal vuan. Peurvuia é coler ato eun nebeut bennag, rac amzer fal digouez alies er maré zé doc’h ar bloas. Pa neoquet bet crazet an it-tu mad avoalc’h, é teu buan da nem doma er solier ; eun tiec aquétus a zivoalo ta dé vernia ré déo, mont a raï da zellet outan, higeraï anezan eur vech an amzer, quen né vezo deut craz avoalc’h da nem virout.


————


Al lin.

Al lin a c’houl douar mad, quempennet ha roessed é doaré. Ada reer anezan er mis meurs ac er mis ebrel ; golo a reer an ad gât eun tol oguet scan. A-enep ar c’hanap, pini al beza laquet meur a vech doc’htu er memes douar, al lin né dlé dont adarré nemet ben eun nebeut bloavechou. Teilla reer téo an eost a vez laquet ar bloaves araoc, rac, dindan nerz eun tremp ré dost, al linennou a gresquefent dispar.

Zo divagus meurbed, a né zlé quet beza adet a vraz er vroiou a zouar dister.

Al lin, pini zo eunan deus ar vrassa eost al léon, zo goal divagus dan douar ha goulen a ra cals tremp. An idou a zivag an douar ivez, mes rô a réont ho plouz dezô ; al lin a guemmer calz doc’h an druioni ha né rd netra dan douar. Er vroiou a zouarou dister, ha lec’h ez eo prim an teil né aliin quet cresqui an douar lin dreist ezommou an ti. En oc’h e zigas en darn vraz a zouarou paour zo e creis breis, elec’h a veller al lannéger ac ar brug golo an daou drederen pé ouspen deus an ol douarou, nalfed quet digueri tam douar, en eur vro en deus quement a ezom da gresqui é zouar labour. Ar ré gouiec er gonnidegues, péré en deus bet lin mad enô, é reont fal ta, fouguéa al lin ac alia an dud dada cals anezan er vroiou-ze ; mes, é quément lec’h ez eus douar mad ha calz tremp, al lin zo talvoudussoc’h da lacaad evid né zeo an idou, ispicial abaoé ez int eed quen dister en hô priz. Guerza reer mad pez a guerer a lin er stal leien nevez savet é Landerné.


Doaré doura ha braéâ al lin.

Ned eo quet red comzout amâ deus ar c’hizou doura ha braéa é heulier er vro ; anavezet avoalc’h ez int. Bez eus é bro ar Flamantet, darn coalorn deus Quiz dizcoezet gât ar flamantet.

ar Franç, quizou ada ha quempen al lin guelloc’h ha talvoudussoc’h evit ar ré-ni. An otronet hô deus savet eur stal vraz é Landerne, dober neud ha leien, hô deus clasquet Flamantet da ziscoëz hô c’hiz er vro ; digas a réont ar méchérourien-ze da guement tiec a choul anezo.


Ar c’hanap.

Ar c’hanap, né ader, couls lavar, nemet en darn creisté ac en diabarz an départaman. E ada reer el liorzou, ha né léqnéer peurvuia nemet ar pez a zo ezom evit caout dillajou an dud. Ar c’hanap dlé beza adet stanc, petraman é vezo ré déo ha guelloc’h dober Doaré é laboura.

querden evit da veza nezet. Teilla reer téo ha laboura reer doun. Goude an ada, é vez gred er c’henta devechou eis a vis vaé, e teuller c’hoas eur guiscadic bruzunachou teil var c’horré. Red eo golo mad an ad, rac al lapousset a gar cals anezo. Eur vech disbluet ar c’hanap, e tenner anezo, nemet ar ré a zoug an ad, péré chomont en ho zâ quen né vezont ân avoalc’h. An ad deut er c’hanabegou roes zo caëroc’h ha guelloc’h evit ar ré dastumet lec’h é oa stanc ar c’hanap.

  1. An idou tener a zo deus ar vroiou coalorn, ar ré galet deus ar c’hreistéiz.
  2. Caver e ti quement marc’hadour louzou.