Iez Breiz


skrivet gant Fañch an Uhel


Kendalc’h keltiek etrebroadel
Sant Brieg 1867




IEZ BREIZ,

BARZONEK,

Savet gant F.-M. ANN UHEL

————

I.

Iez hon tadou, iez benniget,
A bep-amzer komzet ’n hon c’hreiz
A vihanik ’m [euz] da garet,
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz !


II.

Te ’m euz karet, hag a garinn,
Iez kaer hon zent, iez glan hon feiz,
War ar bed keït ha ma vevinn, —
Rag te, iez koz, eo buez Breiz ! —


III.

Te ro d’in iec’het, pa venn klan,
Te laka skler ha glan ann deiz,
Iez Taliesinn ha Gwenc’hlan, —
Rag te, iez koz, eo buez Breiz ! —


IV.

Pa ve ma speret ankeniet,
Ha glac’har em c’halon e leiz,
Gant eur zonik ’venn diboaniet, —
Rag te, iez koz, eo buez Breiz ! —


V.

Er broïou pell ma c’halonik,
Evel ar Gwennili d’he neiz,
A huana da iez Arvorik, —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


VI.

Vel ma tiwall ar Mesaër
He oanedigou oc’h ar Bleiz,
Breiziz, diwallomp hon iez kaer, —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz !


VII.

Gwasket oud gant ar C’hallaoued,
Eneb ar gwir, eneb ar reiz,
Met did eo ma c’halon bepred, —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


VIII.

Gouzanvomp peb-tra, tud ma bro,
Evomp dour, debromp bara heiz,
Met dalc’homp-mad bet’ ar maro, —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


IX.

Kanomp hon gwerziou, hon zoniou,
Stourmomp ouz ar Gall a c’houez preiz,
Stourmomp ! ha miromp hon giziou…—
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


X.

Gand eur werz-koz ha sin-ar-groaz
Pa c’houlenn ar paour kez lojeiz,

Hen digomeromp gant joa vraz, —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


XI.

Ha ni, Barzed newez Arvor,
Nin hen tou holl dirag ann deiz,
Dirag ann heol, dirag ar mor, —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


XII.

Ni droc’ho Hon teod enn hon bek
— Kleo, Brizeuk, da genvroiz keiz —
« Kent wit dinac’h ar Brezonek, » —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


XIII.

Me lavar, hag a lavaro :
— « Keït ’lammo ma c’halon em c’hreiz,
« Iez ma zud koz me az karo ! » —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz ! —


XVI.

Ha goude buhez ar bed-ma,
Enn eur Vreiz-all me am euz feiz
Da gomz Brezonek vel ama, —
Rag te, iez koz, eo buhez Breiz !


F.-M. ANN UHEL.


E Kear ann Oriant, gouere, 1867.