Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 62-72)



Ifern Plogo


————


Eun diaoul kouezet eus lost ar c’har ha savet c’hoant gantan beza deuet mat d’e vestr Lusifer, a yeas eur vintin vez a viz kerzu, derc’hent eur gouel bras bennag, da gemeret leac’h aotrou person Plogô er gador-govez. Heman a yoa eat da rei dourn d’e genvreur a Gleden nevez kouezet klanv.

Evit doare, Paolig a gavas eur goz soutanen e arbeliou an ifern. Eno e kaver bep seurt truilhou.

N’oa ket bet hir a walc’h e fri evelato, p’eo gwir e oa ar zae zu eun tammig ber dioc’h e vent, ha n’oa ket frank a walc’h ar boned korniek evit kuzat e dal hag e gerniel, ma oa red d’ezan e doulla, ha dastum e lost, n’eo ket gwelet e vije o treina a-dren e zae.

Pebez plijadur en doa o selaou an devodezed ! Nag a blijadur, dreist-oll o sonjal en dreuflezen a rea d’ezo ! Kel laouen oa, zoken, ma teuas e lost hir da zilammat eus e gougn, da vont a ruzou dre zindan dor ar gador-govez ; eno e filbouche, evel hini eur c’haz o paterat. Al lost a yea hag a deue, o skuba leur an iliz tro-war-dro. Me lavar d’eoc’h ez oe eun dra iskis da welet.

Gwreg ar zakrist, a yoa o c’hedal he zro da vont ebarz, a oe nec’het a-walc’h gant an darvoud ; biskoaz n’he doa gwelet kemend-all. Mall he doa da welet he zro o tont, hag ez eas da zaoulina er gador kerkent ha ma c’hellas. Kregi a eure gant he c’hovesion, hag e selle piz a-dreuz an norig, endra ma tibune he c’huden ; kaer he doa, avat, sellet tost, ne deue ket a-benn da anaout he ferson. Hag ouspen-ze, eun dra-all a lakae anezi nec’het. Bep tro mac’h anzave eur pec’hed dister, ar c’hovesour a lavare :

— Ya ! alo, mat !

Ha pa veze grevusoc’h ar pec’hed, e lavare :

— Mat tre, va merc’h, mat ! mat !…

Ar pez koulskoude a reas d’ezi beza ar muia souezet eo pa deuas d’ezan lavaret komzou an absolven : sin ar groaz ebet !

Ar vaouez man n’oa ket lent, (aonik, abof) pell ac’hano. (Daoust ha gwelet hoc’h eus morse eun dastumerez arc’hant ar c’hadoriou hag a vije lent ?)

Ha hi ha lavaret goustadik :

— Eun dra bennak a ankounac’haït, va zad.

Livirit d’in ’ta, va merc’h, petra ’m eus ankounac’haet, eme an diaoul.

— Sin ar groaz, va zad.

— Her great am eus va merc’h.

— N’em eus ket gwelet, va zad.

— Pa lavaran d’eoc’h !

— Pa lavaran d’eoc’h ive, va zad, n’hoc’h eusket great !

— Roït peoc’h d’in ! eme an diaoul, oc’h ober eur finvaden dichek ; evelevit lavaret d’ar vaouez mont da vale.

Ar finvaden a oe great ken treuz, ma teuas e gerniel da steki ouz barrinier an dorikel, ha ma oe klevet eun taolig seac’h ; unan eus ar c’herniel, zoken, a deuas ermeaz dre ar wasg.

Setu lakeat nec’het an diaoul.

Ha keit ha mac’h en em zifrete, gwreg ar zakrist he doa bet amzer da ober anaoudegez gant he aotrou. Gouzout a rea breman petra oa al lost.

Dont a reas eus ar gador-govez, evel ma teu ar gristenien, koulz ha pa ne vije bet netra nevez ebet. Ha hi sioulik ermeaz da glask ge gwaz.

Ar gorventen ne ra ket muioc’h a drouz evit na reas o vont en he zi.

Kled ! Kled ! e peleac’h emaout? Kled, disken, buhan, buhan !

— Nag a drouz, santez Anna ! Daoust hag an tân a zo en ti ?

— A ! Kled ! A ! Jezuz, va Doue !

— Lavar ’ta buhan petra zo ?

— A ! Jezus, va Doue !… Kled ! Kled !

— Ac’hanta, Katell !… Ac’hanta, petra zo ?

— A ! Kled paour, lez ac’hanon da halani ! Pebez tra vantrus !…

— Dre ar sparf, gwreg kez, hast afo lavaret d’in petra ra d’it beza ker strafilhet !

— An diaoul eo, Kled !… An diaoul a zo er gador-govez eleac’h an aotrou Person !…

— Asa, Katell baour, daoust ha koll a rez da benn ?

— Nan, ne gollan ket va fenn. Pa lavaran d’it, an diaoul eo, her gwelet em eus. O kovez oun bet gantan, zoken. Gwelet em eus e lost ; henvel a-walc’h eo ouz hini eur vioc’h ; ha zoken, darbet eo bet d’ezan borna d’in eul lagad gant unan eus e gerniel.

— Asa, Katell, e rank beza troet da spered, n’eus ket da lavaret nan !

— Me, troet va spered ? Ma, deus ganen, kredi start a ran ema eno c’hoaz. Deus, pa lavaran d’it, gwelet a ri.

Hag o veza kroget e breac’h he den, e chache warnan evit hen tenna d’he heul.

Ha setu ar zakrist o vont, koulz lavaret, en despet d’ezan, hag evit senti ouz e wreg.

Kalz muioc’h a dud a yoa breman o c’hedal o zro da govez.

An diaoul, dioc’h an doare, a yoa lorc’h ennan, rak e lost a fistoule kenan. Daoust hag-en vije abalamour mac’h anzave ar vaouez he holl daoliou teod, pe marteze, abalamour mac’h en em blije o tale da lakaat bole en he c’hloc’h ? Ar pez a zo gwir eo e lamme lost an diaoul, ez ee hag e teue a-gleiz hag a-zeou.

Digouezet tre e kichen, Kled a anavezas al lost evit beza e welet gant eun diaoul great d’ezan gant an aotrou person dont er-meaz eus korf eur perc’hennet eus ar barrez, Ac’hano ez oa eat da jom en eun ti paour dilezet, e kichenik ar vourc’h, evit gellout teuler evez war ar barrez, ha klask an tu d’en em zigoll eus an droug hag an dismegans a yoa bet great d’ezan.

Ar zakrist a ouie mat da beleac’h oa eat an aotrou person. Eat oa abred kaer, hep doueti e teuje ar bleiz da ober eur weladen d’e zenved.

Ha p’eo gwir n’edo ket ar perc’hen er gear, Kled na ouie ket kaer ouz pe zant en em erbedi evit kas al laer ermeaz. Daoust hag ober a raje labour ar c’hi-gward ? Daoust ha diskouez a raje e zent ? Ha taga a raje ar bleiz ?

Karet en divije ober an traou-ze holl, red eo lavaret ar wirionez ; hogen, n’oa ket hardis a-walc’h evit an dra-ze. Ganet oa gant eur galon gizidik.

Harzal a c’helle, gwir eo, neo ket ker gwaz ha sailha ; hogen, didrabasoc’h oa c’hoaz roi peoc’h Asa, livirit ama d’in, petra eo eur c’hi paour e kichen eur bleiz naonek ? Petra eo eur sakrist e-kichen an diaoul ?

Marvat oa an dro genta da Gled kaout santimanchou ken izel anezan e-unan, hen hag a yea dre douez an dud en iliz, sounn e benn evel eur pabor, hen hag a zeblante sellet ouz an dudigou dreist e skoaz, evel pa falvezfe dezan lavaret d’ar gristenien : « D’eoc’h-hu eo dereat kaout doujanz evit al leac’h-ma, pa n’oc’h ket eus an ti ; me, avat, a zo kenderv d’an Aotrou Doue ! »

Ha petra en divije gounezet o trouzal ? Netra, kredit anezan. Lakeat en divije, avat, ober gwap ouz ar veleien, sponta ar gristenien, ha rei digarez da baotred ar « bod-ilio » da lavaret d’o gwragez : « Chomit er gear hiviziken ! » evel pa ne vije ket an hini a zo er gear, re alies, siouaz ! ar gwasa eus an diaoulou !

Hag ouspenn-ze, e vije e riskl bras da goll e vara, ma teuje enebourien an iliz da skigna ar greden eman an diaoul er gador-govez.

Hag o veza pouezet mat pep tra, ar zakrist a reas e zonj da jom sioul. Ha peo gwir, tra souezus ! n’oa ken nemet e wreg hag hen o welet al lost hir, reiz brao, zoken, breman, gwella en doa an diaoul da ober oa kenderc’hel gant e labour ; e feiz, gwell a ze d’an dudou ma rea eur vad bennak d’ezo an absolven o deze !

Hag evelato, ar zakrist a gave kalet lezel an abostol da ober labour e vestr hep goulen eun tamm-gwerz butun, kustum evel ma ’z oa da gaout e lod e pep tra war dro an iliz. Ha peogwir ne grede ket diskleria brezel, mar gellje, da vihana, c’hoari d’ezan eun dreuflezen !

N’oa ket Kled eur paotr sot, pell ac’hano ! Meur a wech en doa kavet tro da welet, dre ar gloued, bioc’h ruz-glaou ifern an diaoul o peuri dirak e di, pe o taskriniat en he c’hraou.

Morse n’en doa sonjet laerez an disterra tra diwar goust den ; Kled a zouje Doue dreist pep tra, hag an archerien, eun tamm bennak ive. Hogen, eur wech n’eo ket atao, hag eur wech e vije brao tapa an diaoul en e lasou e-unan.

Ti ar zakrist ha ti an diaoul n’edont ket pell an eil diouz egile, ar pez a rea da Gled lavaret e weler bep seurt traou dre ar bed. Mont a read eus an eil d’egile, dre eur stread moan kaeet eus an daou du gant spern. N’ea, koulz lavaret, den dre eno morse. Ne vije eta den ebet war an hent, ha neuze, ouspen eun heur noz a yoa c’hoaz dirazan, ar pez a yoa kalz.

Hag evit dont gwelloc’h a ze abenn eus e daol, ar zakrist a ya d’an ti, a gemer eun tamm truilhou bennak eus eur c’houfr hag a aka war e benn eur vaoutennad bleo gwenn bet douget gwechall gant e dad koz. Hag ez a warzu ti an diaoul, sur mat ne vezo anavezet gant den.

Ar gloued n’oa ket prennet : ar bleizi en em anavez ken etrezo, hag an diaoul n’en doa aon ebet rak al laeron. Ha setu Kled oc’h oker eur vuntaden d’an tamm kloued ; treuzi a ra ar porz evit mont d’ar c’hraou, el leac’h ma kav ar vioc’h ruz-tan-ifern gourvezet, gant ar gorden endro d’he gouzoug.

Sellet a reas ouz Kled gant brennikennou ker bras ma seblante goulen outan : « Na petra glaskez te dre aman, pez divalo ? » Ar zakrist a gasas d’ezi, dijipot, eun taol botez, evit he lakaat da zevel, a grogas er gorden hag a reas eur jachaden evit ober d’ezi dont d’e heul.

Digouezout a rejont prestik goude en eun tammig kardi a yoa harp ouz e di. Hag o veza great kement-se, ec’h hastas dizrei d’an iliz. Lavaret mat en doa de wreg chom sioul keit ha ma vije oc’h ober e dro. N’em beus ket ezom da lavaret pegen nec’het oa ouz e c’hedal ; ober a reas sin d’ezan da vont er gador-govez.

— Ho pennoz d’in, va zad, emezan, abalamour m’am eus pec’het.

— Mat ! mat ! eme an diaoul gant ardou.

— Ne gredan ket anzav, va zad, eme ar zakrist ; dieas e kavot klevet ar pez am eus da lavaret.

— Kea atao, eme an diaoul.

— P’eo gwir eta e rankan anzav, va zad, m’em eus laeret. — Mat ! Mat kenan ! en doa c’hoant an diaoul da lavaret ; hogen, miret a reas ar goms en e c’henou.

— Ha petra eo hoc’h eus laeret, va mab ?

— Eur gorden, va zad, eur c’hoz tamm korden vrein ha n’oa ket eur walennad anezi, kavet ganen e foz an hent bras. An diaoul n’eo ket eun azen ; anaout mat a ra finesaou eun niver bras a dud er govezion, p’eo gwir hen e-unan eo a vez o c’houeza anezo en dud.

Santout a reas ez oa eun dra bennak e penn ar gorden ; hogen, evel men doa, hen, laer eneou, kalz teneridigez evit al laeron, hag o veza n’edo ket e poan e raje ar zakrist eur govezion vat, e c’houlennas outan, evit heulia ar c’hiz, ha netra ken :

— N’oa netra e penn ar gorden, n’eo ket ’ta, va mab ?

— Eun tammig bleo bioc’h, va zad, edon o vont d’hen lavaret d’eoc’h.

— Mat sur. Gwelet a ran breman petra eo, eme an diaoul. C’houi a roio ar gorden d’he ferc’hen, va mab ; ar bleo avat, ha goude ma vije c’hoaz eun tammig bennak ouz ho pizied, an dra-ze na dalv ket eun A ve evit pinijen. It da…

Chom a reas e gomz a-zav.

N’en doe ezom ebet da lavaret diou wech ; ar zakrist a deuas laouen eus ar gador-govez gant ar peoc’h en e ene, da vihana, hervez lavar an diaoul. Klevet mat en doa ez oa eur vioc’h e penn ar gorden, hag ar vioc’h-se, Kled en doa bet urz d’he derc’hel gantan ; an diaoul n’en doa ket bet an disterra douetans oa ar vioc’h-se e hini. Setu, da vihana, ar pez a c’helled kredi o welet e lost o steki ouz al leuren. Ar zakrist, koulskoude, en doa da restaol ar pennad korden, hag, evit ne vije ket broudet e goustians gant ar morc’hed, ez eas, en eur redaden, da zistaga anezi evit he stlepel goude e porz an diaoul, ’lec’h m’en doa he c’havet. Pa oe great gantan al labour-ze, ec’h en em gavas e peoc’h, hag hen adarre d’an iliz da gaout e wreg, atao ouz her gedal. An diaoul a

govesee bepred. Deuet gantan e daol da vad, Kled a yoa laouen da veza great eun dreuflezen da Baolig ha da veza, hep pec’hi tapet eun tamm pinvidigez diwar e goust. Deuet oa d’ezan hardiziegez.

Kaout a reas Katell en eur c’horn-tro eus an iliz, hag e lavaras d’ezi eun nebeut komzou e pleg he skouarn. Hag hen adarre war-zu ar gador govez. Goulen a reas, digant an hini a yoa da dosta, lezel añezan da vont e-barz adarre, eur pennadig hepken, eun netra, evit anzav eur pec’hedig ankounac’haet. Ha setu hen a-nevez da gaout Paolig.

An diaoul, spered an denvalijen, n’edo ket e poan da veza kavet e-touez an dud pa vije tarzet sklerijen an deiz, ha setu perak en doa lakeat e « vontr » e kichenig ar prenestr koad, dres en toullig great evit lakaat ar metalennou, chapeledou ha kroaziou a a zigas a-wechou an dud ganto da vennigen.

Epad mac’h anzave e laeronsi, Kled en doa gwelet ar « montr » aour o skedi ; meurbed en doa kavet brao anezan. ha zoken, panefe m’oa eun den a zoujanz Doue, en divije tapet krog ennan buhan a walc’h. Goude, hepken, eo e teuas d’ezan ar zonj.

Edo eta war e zaoulin ; boulc’het en doa eur « Gonfiteor » ha n’echue ket, Neo ket souezus. Kemeret a rea holl zent ha zentezed ar baradoz da destou eus e « Vea culpa » ; hag an diaoul, nec’hetoc’h eget n’oufed da lavaret, a leze e lost difistoul da gousket war leuren an iliz.

Katell a yoa deuet adarre wardro ar gador ; hag hi ha tostaat eun tammig muioc’h da lakaat he botez war lost an eal fall, hag o poueza warnan kement ha mac’h helle. E ranke beza pounner, dioc’h an doare. An diaoul a reas eun tamm brao a skrijaden, eur skrijaden ker stronsus ma vennas diskar ar paour keaz Katell ; ha setu al lost dishual adarre. Evit ar c’herniel, siouaz ! ne oe ket henvel. Ar re-ma a yeas da dourta golo peuz brein ar gador-govez hag a zankas ennan ken don ma n’hellas ket, kaer en doa, e jachaz gantan endro. Kled a yoa war c’hed a gement-se, ha ne gollas ket e amzer.

O welet evel-se tapet eur pez labour gant an diaoul, ar zakrist a dapas krog kempenn er montr alaouret hag a roas lojeiz d’ezan en e c’hodel. Hag ar govesion a yea atao war-raok, endra m’edo ar paotr en eur stad ken divalo. O ! me lavar d’eoc’h, n’edo ket e tu da farsal. Egari eo a rea.

— Me zo eur pec’her bras ; m’em beus laeret eur montr !

— Restaol anezan, eme an diaoul, droug ennan.

— Delit, va zad, setu hen ama.

An diaoul m’helle ket gouzout eus pe vontr ez oa hano, peo gwir edo e fri d’an neac’h.

Daoust hag oc’h ober gwap emaout, a lavaras hen, e kounnar rus, endra ma klaske chacha gantan e gerniel. Petra fell d’it a rafen gant ar montr se ?

— Ma, eme ar zakrist, c’hoant am beus d’hen rei d’e berc’hen, mes peo gwir ne fell ket d’ezan e gemeret endro, petra rin-me ?

— Delc’her anezan ganez, na petra ta ! diskiant keaz, ha ro peoc’h d’in me pelloc’h !

An diaoul a eonenne, kement a boan a gemere.

Kled, e c’hellit kredi, n’edo ket nemeur e poan da jom eno pelloc’h. Mont a reas gant e wreg eus an iliz, o lezel an diaoul d’en em denna, e-giz ma c’hellje.

Lavaret a zo eas ; ober, avat, a zo dieasoc’h ; hag ar pez vil na c’houlle ket ober trouz. Evit ne vije ket gwelet, Paol gornek a zerras draf ar govesion, hag a jachadennou bihan, a glaske gant e zaouarn ha gant e dreid displanta e gerniel eus ar c’hoad. Ar c’hoad-se a yoa benniget, ha, daoust ma koueze e poultren, an diaoul a gave peadra da ober gantan.

An dud a yoa a bep tu en em gave nec’het. Kaer o doa gedal, an nor na zigore ket ; hag a hend-all, eun tammig strons a veze bep eur mare ; ar gador-govez a horjelle. Meur a wech, an hini a yoa a-gleiz, koulz hag an hini a yoa a-zeou, en doa great tok ! tok ! o c’hervel :

— Aotrou person !

An aotrou person, avat, a yoa deuet da veza dilavar, pe, ma lavare eun dra bennak, oa evit skrignal e zent ha sakreal goustat.

A-benn ar fin, skuiz o klevet hopal hag o welet ne deue ket a-benn da gaout e gerniel, setu hen oc’h ober eur frapad krenvoc’h. Ar gador-govez a horjellas betek mennout koueza, hag e c’hellit kredi, ar re a yoa ebarz a hastas skara ac’hano. An trouz a yoa bet klevet gant an holl.

— N’hoc’h eus ket klevet ? eme unan.

— N’hoc’h eus ket gwelet ? eme unan all.

— Petra eo kement-man ? eme eun trede.

— An aotrou person eo a rank beza klanvet, eme eur pevare.

— Red e ve sellet.

— E peleac’h eman ar zakrist ?

Ar paotr, a yoa eat da guzat, red eo ma vefe. Gwelloc’h e kave lezel ar re-all d’en em denna, evel ma karfent, hag ez oa pignet d’an ograou evit gellout gwelet gwelloc’h a ze petra en em gavche. Teuler a reas e zilhad dic’hiz hag ec’h azezas.

Goude beza termet eur pennad, setu eur vaouez garantezus o vont da zigeri dor ar gador-govez. Hogen, heugi a reas ha dont war he c’hiz, pa welas an hini o doa kemeret evit o ferson, hanter en e zav, penn uhella e gorf pleget war an a drenv ; seblantout a rea beza taget gant eur c’hlenved nervennou.

— Buhan ! Buhan ! tud ama ! Dour ! Dour !

N’oa ken dour en iliz nemet an hini a yoa bet benniget.

Ma ’z ejod d’ar red da gerc’hat da deuler warnezan.

Hogen, ar pez a dlie hen lakaat reiz a reas d’ezan beza kalz gwasoc’h. Seblantout a rea rosta bep tro ma sante an dour.

An diaoul a skrignas hag a laoskas eun « nonde » spontus, ha gant e droad bioc’h, e kasas ar vaouez vat da goueza en tu all d’an iliz.

— Kouezet eo an aotrou person e drouk-sant.

— Red eo chacha anezan er-meaz !

Unan bennak eus ar merc’hed a redas da glask skoazel : dont a reas eun toullad gwazed. Hag i o kregi, lod e divrec’h, lod-all e treid an diaoul deuet da veza reiz, abaoue ne daoled mui dour benniget warnan.

Hag ez eant da gas an aotrou ermeaz. Hogen, kaer o doa, an diaoul na loc’he (finve) ket : gouzout a rit perak. Ar c’herniel eo a jome sanket e golo ar gador-govez, ha pa read eur chach war ar c’horf, ar gador a deue da heul.

D’ar mare-ze eo ec’h en em gavas an aotrou person en iliz, echu e dro gantan er barrez-all.

An holl a huanadas gant eazamant oc’h hen gwelet.

— Jezus, va Doue, an aotrou person !

— Piou eta neuze eo heman ?

— Heman ! Heman eo an diaoul ! a lavaras Kledig, kenner zet neat o welet ar beleg. An diaoul eo, sellit ouz e lost !

An diaoul evel-se na glaske ket beza anevezet ; dastum a reas e skourjez difre.

— Sellit ouz e dreid, eme Gled adarre, pa lavaran d’eoc’h ez int faoutet evel re ar vioc’h !

An heol noa ket savet c’hoaz, ha setu perak n’oa ket bras ar sklerijen en iliz goz. Ar penn-goulou a roe sklerijen betek neuze a yoa nevez marvet, hag an diaoul a finve dalc’hmad e dreid evit ne vijent ket gwelet re.

— Roit dour benniget, eme ar person ; gwelet a raimp dizale petra eo ar spontailh-man.

Hag ar person a reas war ar « c’hovesour » meur a zin ar groaz gant ar sparf soubet en dour benniget.

An diaoul n’helle ket herzel. Evel devi a rea, hag e laoske youc’hadennou ha sakreou heuzus.

Awalc’h eo, eme ar person, skuiz gant al leou-doued a gleve. Gouzout a ran breman piou eo, emezan. Mes perak e chom aze da dortal ha da vallozi, ar milliget zo anezan ? Petra vir outan da vont gant e hent ?

— N’ouzon ket, eme ar zakrist. — (Gouzout a-walc’h a rea, mes ne felle ket d’ezan lavaret.) Toui rafen eo stag dre e gerniel !

Hag o veza kemeret eur gador, e savas da zellet a-us d’ar gador-govez.

— Pa lavaren d’eoc’h, aotrou person ! Sellit, dont a ra ar beg anezo war c’horre ! Hag ar person a reas evel ar zakrist :

— Ya, emezan, aze eo eman an dalc’h. Mes petra da ober ? Ne welan nemet eun dra heskennat anezo.

— Ya, mes piou a garfe ober an dra-ze ? a lavaras Kled. N’eo ket me, da vihana. Ha pa vezo dishual, piou ear petra raio deomp ?

O komz evelse, Kled na lavare ket war-eün ar pez a yoa war e spered.

— Pa vezo dishual va aotrou, a zonje hen, daoust ha ne glasko ket tenna ganen e vioc’h hag e vontr ?

— Houman, avat, a zo eur guden ! eme ar person.

— Marteze e vije kavet eun dra bennak. Ho kador-govez, Ao. person, a zo gwall-fall.

— Hag a zo gwir ; mes…

— Divalo zoken, aotrou person, anzavit ganen ; pa welan re ho kenvreudeur eus ar parreziou-all…

— Ha goude ?

— Goude ? eme Gled ; saotret eo evit biken gant al loen vil ha flerius-ma ! Piou a garfe mont enni hiviziken ?

— Evit gwir, n’azezin mui enni gant kement a blijadur.

— Mat, aotrou person, en ho lec’h me a gasfe anezi d’ar c’hoz traouachou.

Netra ken nemet ar gwel eus eur gador nevez a yoa peadra da blijout d’ar person. Dispignou a vije ; hogen, e parrez Plogô, daoust d’he faourentez, ec’h anaveze tud a galon vat hag a roje laouen eun aluzen gaer d’an iliz ; ne ouie ket, avat, d’ar just, petra glaske Kled.

— N’eo ket, koulskoude, eun dra gwal zieas da welet, aotrou person, eme hema. Pa ne fell ket d’an diaoul dont ermeaz e-unan, me a rafe dougen anezan, koufr hag all, hag a rafe d’ezan tec’het da viken eus ar vro-ma, oc’h e deuler er mor du-ze.

— Te, Kled, va mignon, a lavaras ar person, te a zo eun den a guzul vat. Great a vezo evel ma leverez. Buhan, unan bennak da gerc’hat ar vrasa gravaz a vezo gellet da gaout, evit ma’z ay pelloc’h an amprefan-ma eus va iliz !

Digaset e oe eur c’hravaz ha lakeat warni ar gador-govez a c’hourvez. An diaoul a fringe, a zaone, a valloze, gwasoc’h evit biskoaz. Kement-se na viras ket ouz pevar baotr krenv d’hen dougen en e gador betek war dachen ar foar. Ac’hano ez ejont, heuliet gant koulz lavaret holl dud ar barrez, da deuler anezan er mor.

En em gaout a rejont a zioc’h eun toull bras meurbed great en aod gant mor pennfollet ar Raz.

— Breman, eme ar person d’an diaoul, ez eomp da heti d’it eur veaj vat. Kea d’az pro, ha gras d’it d’en em blijout ker mat enni ma ne vezi mui gwelet morse dre aman. En distro eus an holl vennoziou ac’h eus skuilhet war va farresioniz, ez an, me ive, da leda grasou an nenv war da hent.

Hag e tigoras e vreviel, ha goude beza lennet ennan eur pennad bennak e lavaras eun nebeut pedennou war ar mor chenchet kerkent en eul lennad vras a zour benniget.

An dougerien a grogas a nevez en o zamm, hag a stlapas en toull heuzus kador-govez ha diaoul.

Ne dalv ket d’in klask displega d’eoc’h ar youc’hadennou, ar blejadennou roget a rea ar c’hanfard ruilhet ha diruilhet war an tarziou dour benniget. Tri mil den taolet asamblez en eur gaoteriad divent a zour bero na rajent ket muioc’h a zafar. A nebeudou, an trouz a yea war bounneraat ; diaoul ha kador govez a ziskenne betek goueled « Ifern Plogô ».

............................................................................................................


E c’hellit kredi, an dud n’oant ket amlavar o tont ac’hano d’ar gear. Katell n’hellas ket miret ganti ar pez a ouie, ha dizale n’oa ken kaoz e-touez Plogoïz.

Peb-unan a felle d’ezan gwelet bioc’h an diaoul. Hogen, pa zigouezas Kled en e gardi, divinit petra gavas, e leac’h e vioc’hig ruz-tan ifern ? Netra nemet ken eur vozad bleo…

Katell ive a yoa prez warni, ha neuze, c’hoant he doa da welet ar montr aour. Setu perak e c’houlennas an heur digant he hanter-tiegez.

Kled a gasas e zourn d’e c’hodel ; ha petra deuas gantan ?… Eur penn-ougnoun brein !…

Evelse e teuas da wir eur wech muioc’h al lavar koz ken anavezet gant ar Vretoned :

« Bleud an diaoul a ya atao da vrenn ! »



————