ILIZ PLONÉOUR.
————


« War zao ! Ploneouriz sant Jermenn !
Ho pleo tronset ha sonn ho penn,
It da ziskouez d’ho koaperien
Na grenit ked dirak fesken.

« Kals re bell oc’h euz gouzanvet
Enn abek d’in, va mignoned,
Peb goaperez, peb glaouregez
Aberz kement a stelj botez !

« Kement koz-ki a zo er vro,
(Boed ar vran ho c’horvou maro !)
Pa fell d’e-hoc’h moned e neb lec’h,
A zeu da chalpat war ho lerc’h !


« War zao eta ! va fillored !
Diskouezet ne ket feskenned
Ouffe mirout ouz Ploneouriz
Da zevel arre ho iliz. » —

Enn hunvre kleviz evelhenn
Patrom Ploneour Sant-Jermenn ;
Ha me sevel ter, heb dale,
Gant tarz-ann-deiz, war ma gwele :

— Ha pebez safar eo he-man ?
Hag ar brezel zo er vro-man ?
Hag ar Zoz ruz, hon enebour,
En defe dreistlammet ar mour ?

— Kloareg iaouank, mar plij gan-e-hoc’h,
Stenet ho tiouskouarn gwellikoc’h :
Ar Zoz ruz na ra trouz e-bed ;
Ploneouriz na lavarann ket.


« War zao ez int holl, enn eur pez,
Da zevel ho iliz nevez ;
Holl ho c’hirri ho deuz sternet
Da zigas ann danvez zo red.

Klevout a rit oc’h hinteal
Ar marc’h, eur zeien ouz he dal ;
Hag o vleja ’nn ejenn pounner
Evel ma kroz kurun enn er.

« Klevout a rit o c’huitellat
Ar bleniour-karr, a galon vad ;
Ar garrigel leun o strakal,
He rod, dindan, o wigourtal,

« Klevout a rit o tiskarga
Mein war vein oc’h en em zrailla ;
Ha dir ar gizel o skrija,
Oc’h ho zroc’hi, oc’h ho bena.


« Klevout a rit micherourien
Enn eur gana eur ganaouen
Ker kaer ma tav ann evnigou
Gludet er c’hoat war ar brankou :

— « Ar juzevien, amzer gwechall,
« Kaset da chomm er broiou-all,
« 0 veza deuet var ho c’hiz
« A eaz da sevel ho iliz :

« Pobl Doue oant ; pobl Doue omp !
« Evel-t-ho gand joa assavomp
« Ti hor patrom muia-karet
« Ti Doue a oa diskaret.

« Stardomp c’houek ! aita ! mignoned !
« Eunn tol c’hoaz hag e ma sonnet !
« Eunn tol c’hoaz hag e ma toet !
« Eunn tol c’hoaz hag e ma peur-c’hret ! »


Peur-c’hret eo ! Ra zeuio breman
Deuz ann envou Doue enn-han !
Ra ziskenno, hep dale pell,
Hon Eskop mad oc’h he c’hervel.

Ha c’houi, skinsit, amezeien ;
Hejit ho penn c’hoaz o tremen !
Horjellit ho kleier ouz omp !
Brinbala hor re a reomp !

————