Instruction evit tro ar veret pe dro an Ilis, hac evit ar procession all ; petra sinifiont

L. Prud'homme, 1849  (p. 207-210)


EVIT PROCESSION TRO’R-VERET.

GOude an Asperges e vez grêt tro’r-veret o vont en procession en dro d’an ilis diaveas pe diabarz, en coromançamant an oferen-bred, ha quer- couls en fin ar gousperou, non pas epquen da sul, mæs ive da vouel bers. Hor Mam santel an Ilis eo e deveus instituet ar processionou-ma, evel ma int bet inspiret gant Doue memes el lesen ancien, en pehini e velomp cals a exemplou anezo. An Ilis eta e deveus heuliet al lesen ancien er poent-ma o commanç ober processionou quer quent ha m’he permetas ganti ar persecution pehini en devoa diouz an dirantet er gommançamant ar gristenez.

Ar fin hac an intantionou en general p’evit re eo bet instituet ar processionou-ma quen da vont en tro’r-veret, quen da vont eleac’h all pelloc’h , eo da guenta evit renta un enor dreist-ordinal da Zoue, hac ive d’ar Verc’hes ha d’ar sænt, evel eo procession dissul Bleuniou, eleac’h ma teu an Ilis da nevezi an enor a oe rentet d’hor Salver pa reas he antre solennel gueichal er guear a Jerusalem ; evel ivez er procession ar sacramant eleac’h ma reer ur speç a driomph d’hor Salver ebarz ar myster-ma ; hac evel er processionou a vez great particulieramant en enor d’ar Verc’hes pe d’ar sænt, eleac’h ma vez douguet gant pomp ha gant resped imaij ar Verc’hes pe relegou ur sant bennac aviziou ; d’an eil, evit trugarecat Doue eus he c’hraçou special hac evit obteni diganta a nevez graçou all particuHer; d’an drede, evit enori ar sorti a Vap Doue digant he Dad eternel, pa zeuas d’en em ober den, hac evit enori ar beachou en deveus grêt evidomp er bed-ma ; d’ar pevare, evit ober pinijen eus hor pec’hejou, hac apæsi coler Doue pehini a veritomp dreizo, evel ma’z eo an intantion eus a processionou ar jubile hac eus ar re sant Marc hac ar rogationou ; d’ar pempet, evit imita an devotion eus ar gristenien ancien pere a iea da visita beziou ar verzerien ; evelse ive e ra alies ar processionou ur station en un ilis pe en ur chapel devot bennac d’ar Verc’hes pe da darn eus e sænt, eleac’h ma vezont pedet hac enoret particulieramant ; d’ar c’huec’hvet, evit antreteni an union gristen ha catholic eus an eil parres gant eben, hac eus an eil pobl gant eguile, o vont erguis-se an eil re da ilis ho hentez en procession ; evelse ivez e vez lequeet an eil c’hroaz hac an eil baniel da boquet d’eben pa en em rancontr an eil procession gant eben eus an ilisou-se, evit rei mercou a garantez hac a union an eil re d’ho hentez anezo ; d’ar seizvet erfin, evit pellaa[t] goaligner Doue, ha tenna he venedictionou var ar madou eus an douar da sustanti ar bobl en he servij.

Chetu eno petra dle ober deomp caout ur respet bras evit tro’r-veret bac evit ar processionou-all, ha beza dilijant ha sourcius da assista enno devotamant. Hoguen pa zeer en procession daoust pe tro’r veret p’eleac’h-all, e tleer querzet enni gant urz, ha gant modesti ; hac evit querzet gant urz, e tleer chom varlerc’h ar veleien, ar vouazet da guenta hac ar mer-c’het goude-se. Un disurz hac ur gonfusion eo mont eraoc ar veleien hac en ho c’hêver, ha mont ar vouazet hac ar merc’het assambles pelmel. Peb re a dle cbom en ho renq evel un arme santel renquet en ur vatail da vreselecaat ouz an adversourien eus hor silvidiguez ; Castrorum acies ordinata [1]. Evit querzet gant modesti er procession, e tleomp sellet a isel ha non pas en-dro deomp, chom er silanç hep en em antreteni gant den, hac occupi hor speret hac hor c’halon gant Doue ; o lavaret hon devotion pe o sonjal en un dra bennac a vad.

Ar procession ne de quet ur bromenaden eleac’h ma ve permetet causeal ha caquetal an eil-se gant ho hentez ; un assamble a religion, a zevotion hac a bedennou eo. En disposition-ma’ta eo e tleomp assista enni adalec ar pen quenta betec ar pen diveza, hep mont d’en em divertissa d’ar poent ma tleffet beza en instruction hac er station ebarz en Ilis. Anes, eleac’h enori Doue hac ar sænt, nemet ho disenori na raïmp ha lacat Doue da facha ouzomp eleac’h he galmi, ha tenna he venjanç varnomp eleac’h he drugarez. Hoguen mar assistomp er processionou gant an dispositionou hon eus lavaret, hor bezo leac’h da esperout ar memes issu-mad evel a erruas goude ar proccession a eureu ar pab sant Gregor en Rom en amser ur c’hlenvet contagius pe gant hini e varve an dud a steiou. Rac er fin ar procession-se, durant pehini e tougas ar pab santel-ma imaij ar Verc’hes, e oe guelet an Æl exterminateur o fourra he gleze en be c’houin, evit rei da entent penaus oa paoueset ar venjanç ha calmet ar goler a Zoue dre an devotion ho devoa bet ar bobl er processiun.


  1. Cant. c., VI, 3.