Intanvez ar martolod

Hekleo Penn ar Bed, 1910




INTANVEZ AR MORTOLOD
————


An heol a oa huel hag e vannou tom a goueze a bik war an douar, o lonka ar gliz mintin.

Sin amzer vrao a oa.

Eiz heur a baoueze son en orolach an ti, ha Fanch, dijuniet d’ezan, a zamme war e skoaz an nebeut traouachou renket d’ezan gant e wreg e touez eur mouchouer evit mont d’ar vag.

Fanch a oa pesketaer diouz e vicher ha labourat a rea en e gont e-unan. War ar mor ez ea gant eur vagig deut d’ezan en heritach, a berz e dad (Doue d’e bardono !)

— « Kenavo, bizig ! eme Fanch o chacha e wreg d’e gaout evit briata anezi.

— « Kenavo, Fanchig ! » a respontas ar vaouez yaouank o lakaat he muzellou ouz re he gwaz.

He mouez a grene, eun tam. Ar pesketaer a oa o vont d’ober eiz deveziad pesketa, ha sonjal pegeit e viche hep e welet a ranne ar wreg yaouank, kustum, pell a oa, da gaout he gwaz bemnoz er gear.

Allaz ! ar mare braz a oa, ha mont a ranke…

Fanch a zivine eun dra bennag euz ar pez a dlie tremen dre bennig, eun tam tenval, e vaouez, hag eus e wella a frealze anezi.

— « Ne peus aon ebet da gaout. An heol-man a bromet d’eomp da vihana eur miziad amzer gaer… ha mor plean… »

Hag e lake Fanch, adarre, eur pokig karantezus war dal gwenn Lizig hag a glaske ive c’hoarzin evit ober plijadur d’ezan.

— « Arabad d’it ober gwad fall !… Abenn eiz dez aman, goude ma mo redet ar perzier-mor, te welo ac’hanon o tizrei gant eur yalc’had vrao a voniz !…

Tremenet e oa ar c’houlz da bartial. Fanch a lakea e zorn da zigeri an nor, pa lavaras ar wreg, oc’h eüna he c’houef war he fen :

— « Gortoz !… Me zo vont ganez beteg ar vag…

— « Evel a giri, va Lizig vad me… »

O tremen dre al liorz, ar vam a gemennas d’he merc’h vrasa teuler evez mad war he daou vreur bihan a c’hoari eno, eun tam pelloc’h, war ar c’hlazen.

— « Bezit dinec’h, mam… ober rin !… » eme ar verc’h o sevel en e zav hag o teuler a gostez ar c’haz marellet a oa ganti war he barlen, evit mont da bokat d’he zad… An daou vab bihan a reas ar memez tra.

Fanch, gant e wreg, a yeas war an hent braz, hent an aod, epad ma youc’he breman an tri bugel, asamblez :

— « Kenavo, tadig !

— « Kenavo, mammig !

An hent o doa d’ober n’oa ket hir, ha du-hont, war ar mor glaz, gweliou gwenn ar batimanchou a veze gwelet o c’houeza gant an avel.

Nebeut a vigi a jome breman da c’hortoz o mistri ; Fanch a oa unan eus ar re ziveza…

An disparti a oe sioul, mes poanius etre an daou bried. Lizig, en he gwella, n’helle miret ouz he daelou da goueza, ha Fanch, hag a guitae kent e bried hep tristidigez, en devez-se a gavas tenn ar c’himiad, ha meur a wech e pokas dezi, evel m’en dije drouksantet e oa evit ar wech diveza e wele he daoulagad glaz, breman beuzet a c’hlac’har.

Kalon an den en deus eus an taoliou-ze ha n’eo ket spered an dud gwizieka evit displega.

Eat war e vag ha koumanset da levia anezi warzu ar mor ledan, Fanch a gasas eun diveza Kenavo da Lizig. Dre ma pellae he gwaz, ar vouez yaouank a rea sinaliou d’ezan o sevel he daouarn pe he mouchouer en ear… ha keit ha ma chomas ar vag a wel, hi a jomas ive en aod.

Eur wech eat ar mortolod hag e vag en tu all d’an dremwel, Lizig a zellas ouz ar mor glaz a deue da c’hlebia he boutou, hag eus he c’halon eün a goueriadez e kase d’ezan eur beden :

— « Oh ! diouall va Fanch-me. Mir outan da vont d’ar strad !… Digaz anezan en dro leun a vuez hag a yec’hed !! »

Gant keuz e tizroas d’ar gear, beac’hiet he c’halon evel n’oa bet biskoaz hag he speret direnket o sonjal ato en hini a oa eat war vor.

Epad ar rest eus an deiz e labouras a zevri, evit kas kuit eus he spered an drouksantou a zailhe warnan bepred…

En noz, trubuilhet oe he c’housked. Hunvreou skrijus a reas. Seblantout a rea d’ezi, er pellder, klevet kleier o son glaz, hag an hekleo o tont betek he diouskouarn a lavare : « Lizig zo intanvez ! » War an taol e tihunas en eul lam, hag e chomas, nec’het-maro, da zelaou… Netra na glevas nemet an avel vor a c’houeze eun tam, mes re sioul evit lakaat ar mor da zirolli. Rak-se ’ta he spered klanv eo oa bet o sponta anezi : kloc’h ebet na zone na mouez den na gleved.

En em rei a reas adarre d’ar c’housked, ar wech-man betek ma savas an heol.

Mes a veac’h gwisket he dilhad ganti ha kemeret eun alumetezen d’enaoui eun tam tan er siminal d’aoza dijuni, ma klevas skei war an nor. Hep m’he dije bet ezom da vont da zigeri d’ezan, eur gwaz, mortolod pesketaer hervez he zilhad, a deuas en ti.

— « Demad, mestrez ! emezan. C’houi eo, ket ’ta, an itron Fanch Landouar ?

— Ya ! a respontas Lizig, he bleo evel spilhou war he fenn, gant spont, o klask gouzout petra oa deut an den-ze d’ober d’he zi, rak n’anaveze anezan tam ebet.

— Aotrou mear K., a gendalc’has an den, a c’houlenn ac’hanoc’h, raktal !…

— Me !… raktal ?… da gaout aotrou mear K… ? Petra ’m eus-me d’ober gant hennez ? a c’houlennas ar vaouez peur spontet.

— Ne c’hellan ket lavaret d’eoc’h perak oc’h galvet ; mes gedet oc’h prest… ha va gwetur a zo aman d’ho tougen… Savit ganen ebarz da vont betek K…

Da Heuilh

Joseph-P. Ar BRAZ


Va Doue ! Va Doue !!… Petra zo kuzet dindan an traou-ze holl ?… Mes c’houi, eme ar wreg oc’h en em drei ouz ar gwaz, livirit d’in, da vihana, d’ober petra e kerc’hit ac’hanon ?…

— N’ouzon ket !… Ne c’hellan ket lavaret d’eoc’h a respontas hepken ar gwaz, anat awalc’h e nec’he anezan goulennou maouez Fanch…

— Ah !… ne fell ket deoc’h hel lavaret din ?… Me oar, me, breman… Va gwaz a zo maro ! »

Hag ar wreg a zirollas da ouela !

Goude beza pedet eun amezegez d’ober d’ar verc’h ha d’an daou bôtr sevel pa zihunjent hag aoza a dijuni d’ezo, e oa ranket dougen ar vam yaouank d’ar wetur. Semplet evel ma oa n’he doa ket a nerz d’ober eur gammed.

P’edo e vont er meaz eus an ti, an amezegez he doa great outi eur zell truezus :

— « Skrijus eo, emezi… Lizig he deus drouksantet ar wirionez : Ar paourkez Fanch, sur awalc’h, en zo kavet beuzet. »

An amezegez, eur vaouez vad hag a ouie pegen yud eo holl kerent, evit beza bet daou vab sammet gant ar mor, ne c’helle ket miret da ouela war walleur Lizig baour…

… Ya, Lizig hag an amezegez na fazient ket ! Fanch a oa beuzet. Epad an noz eur gorventen a c’houezas war ar mor, hag hep ma sonje ar pesketaer paour an distera, eur wagen drubard a zailhas war e vagig hag a veac’h amzer d’ezan d’ober eur zin ar groaz ma oa goueledet…

… D’ar c’houlz-se, he hunvreou a drubuilhe Lizig en he gwele. Kleier a zeblante son glaz en ear, boleet gant daouarn kuzet, ha Mouez ar Gwad a lavare da Lizig e oa intanvez

Goude ar fourrad avel-ze, ar mor a reisaas a nebeudou, ha korf ar martolod a neuas, hep gloaz, betek an douar e leac’h ma chomas ledet war eur roc’h da c’hedal tud.

Eur martolod eus K… eo a gavas ar c’horf dious mintin, hag a anavezas anezan evit beza hini Fanch, hag a anaveze a bell ’zo. Ober reas an diskleriadurez raktal en ti-kear, hag ar mear a lakeas kerc’het an intanvez yaouank, epad ma saved ar c’horf diwar ar garreg a oa deut da veza eur varv-skaon naturel.

Pa zigouezas Lizig en ti kear K… e oa deut adarre enni he-unan, eun tam. Great he doa an hent hep ranna eur ger gant an hini a charee anezi en e wetur. Ne rea nemet huanadi, hag e kreiz he huanadou hano Fanch a veze klevet ganti alies.

Klevet kelou maro he fried eus ginou mear K… (eur banezen a zen !), lavaret d’ezi gant eun ear ken dizeblant, a ziskaras ar wreg, adarre.

Daou c’her hepken a deuas ganti : « Fanch… maro !!… hag e kouezas hep anaoudegez war leur-zi an ti-kear.

Eun heur goude a tihune, en eur gador vouret, er presbital, an aotrou person hag e garabasen o winegri he zal hag he divoc’h d’ezi evit he divadaoui. Frankeat e oa warni, hag an aotrou person he frealzas (consola) eus e wella : « Pep kristen a dle digemer ar walenier a zigas Doue d’ezan. »

— « Ha neuze, eme ar pastor mad, ma n’ema mui ho kwaz da c’hounit d’eoc’h bara war an douar, diouz an Nenv e tiouall ac’hanoc’h hag ho pugale… »

Great e oa d’ar vaouez eva eun dra bennag evit he c’hrenvaat. Breman e seblante, eun tammig, pleget da youl Doue, ha kalonekeat eun nebeut.

Sonjal a rejod e c’helle mont dirak korf he gwaz. Mes dal ma welas he fried karet, eur wech c’hoaz he c’halon a vankas d’ezi, ha skuilha reas eur mor daelou truezus war ar paourkez korf maro a oa deac’h vintin c’hoaz ken seder, ken buezek, ken karantezus.

— « Oh ! va Fanchig ! a lavare an intanvez a-dreuz he hirvoudou… Oh ! va Fanchig paour !!… »

Hag e skaske starda ar c’horf yen war he c’halon da doma…

— o —

Betek er maro ar pinvidig en deus enoriou a nac’her ouz ar paour !

A veac’h kloc’h ar barrez a roas da c’houzout d’ar barresioniz e oa laeret unan eus o re gant ar mor.

Kalz pesketaerien, gounezet gant an amzer vrao a yeas d’ar besketerez, hag eun nebeut bleizi-mor hepken, kozidi ha n’oa ket fellet gant al Lonker-Tud lonka anezo a deuas, deiz an interamant, da ziskouez d’an intanvez c’hlac’haret ar perz a gemerent en he c’hanv.

Abred diouz ar mintin, daou gurust yaouank, gant eur groaz baour, a deuas da gerc’het korf ar martolod kez d’an douar zantel.

Kemeret a oe an hent tosta da vont d’ar bourk, a dreuz streajou henk disheoliet mad gant gwez leun a laboused hag a jome sioul war o brank, dirak ar c’hanv o tremen. Bep an amzer, evit terri ar zioulder, an daou gurust a gane eur beden bennak, war eun ton paour ha kanvaüs a denvelae c’hoaz pennou doaniet an intanvez, he bugale hag ar gozidi. Kaloupet a ranked, demdost, evit heuilh, dre wenojennou striz, an arched douget gant pevar gwaz en oad krenv, ar pevar zen divac’hagn a oa kavet etouez ar strolladig tud deut da lavaret, ar wech diveza, o c’harantez evit an hini n’oa mui.

Ar c’horf na gollas ket amzer o tremen dre an iliz. Primoc’h c’hoaz e oa great an douaridigez.

Hag an holl, goude eun De profundis lavaret war bez ar martolod paour, a gemeras hent ar gear.

An intanvez, gant he zri bugel, bepred skrijus he foan da welet, a guitaas ive ar vered, goude beza dizec’het he daoulagad gant an daelou a lezas da redek war bez he gwaz.

— o —

An daou vab yaouank, — elezigou c’hoaz — n’ententent netra e glac’har o mam ha goulenn a reant outi :

— « Perak e ouelez, mam ?… Peur e tizroio tata ?… »

Hi na c’helle ket respont ; hag e chache anezo neuze war he c’halon.

Breman ne jome ganti nemet he bugale da garet…

Ar verc’h, deut he skiant d’ezi, a oa evel eun imach, difinv ha dilavar. Hi a gomprene hag a lodenne glac’har he mam.

— « Ne welimp ken tad ? a c’houlenne hi ive ouz he mam.

— Eo, va merc’h… ahont !… »

Hag ar vam a ziskoueze bolz an nenv.

— « Pell ema diouzomp ! » a huanade ar verc’hig baour.

Hag e teue adarre da veza dilavar.

Lizig, e feultrin o sevel gant an huanadou, a glaske, mes en aner, miret ouz he daelou da redek. Ar vugale ive a ouele o welet o mam o ouela…

Trista taolen gouest da deneraat ar galeta kalon !…

An dizesper a venne, breman, kregi er vaouez baour, pa jome da zonjal pegen reuzeudik e oa he stad hag hini he bugale o vont da veza. Piou a c’hellfe hiviziken gounit d’an tiad peadra da veva ?… He labour d’ezi a oa nebeut a dra, rak eur vaouez a zo ato disteroc’h he gounidegez eget hini eur gwaz.

Geriou person K… a deue en he spered : Ma n’ema mui ho kwaz da c’hounit d’eoc’h bara war an douar, diouz an Nenv e tiouall ac’hanoc’h hag ho pugale. » Mes diskredik e oa Lizig, eun tam bennag. Poan he doa o kredi o kouezfe bevanz d’ezi diouz an Nenv. Evel kalz all, en he c’hreiz, Feiz didrec’hus an Tadou koz a oa eat war zisteraat…

He daelou a rede bepred… Goude eur pennad brao a zinerzted, Lizig a zavas gwelleat d’ezi. An daelou o doa boukeat he glac’har…

— o —

Koulz lein a oa deut. Ar vam a aozas eur bannig souben dreut hag a boazas eur pesk eviti hag he bugale.

— Paour omp breman, a zonje-hi, ha red eo d’eomp beza piz… »

Hervez he c’hustum, araok debri, Lizig a reas d’he bugale rei peoc’h, hag holl a vouez uhel goude beza great sin ar groaz, e leverjont ar Benedicite…

… E plaz Fanch, chomet goullo, skeud an hini maro a deuas, hag eun dorn en em astennas war an tiad-ze o pedi hag a roas d’ezan Bennoz an Nenv…

Jozef-P. Ar BRAZ.