Istor Breiz, 1893/Rann 15

Anna Vezmeur (Seurez Anna a Jezuz)
J.-A. Lefournier, 1893  (p. 263-279)


PEMZEGVED DERVEZ
————


Digouet eo an otrou Ian en dro,
Digouet eo da ziwal he bro ;
D’hon divoal dioc‘h ar c’hallaoued
A waska var ar Vretonet.
(Barzaz-Breiz).


Goude maro Charlez, Iann Montfort oa dug. Tremenet en doa he oll iaouankiz e Bro-Saoz, ha karout a ree ar vro-ze marteze dreist he vro. En he amzer e oa ar Saozon e Kemper, e Lesneven hag e Montroulez. Tud Montroulez ho c’hassaz kuit ha Montfort a gassea ar Vretoned abalamour d’an dra-ze.

Ar Vretoned a reaz neuze brezel d’an duk-ze hanter-Saoz. Rohan a lammaz digantan ar ger a Venet, Laval a gemeraz ar ger a Dol, Ploufragan a gemeraz eur ger e kichen Sant-Briek.

Guesclin, neuze konnetabl a Frans, da lavaret eo, kabiten an oll armeou, a gemeraz ar ger a Vrest, Alre ha Derval. Ann oll Vretoned o doa kassoni ouz ar Saozon. Montfort a rankaz neuze tec’hout e ty he vignonet a Vro-Saoz. Pa zeuaz Guesclin da Vrest, Salysbury, ar Saoz, a zeuaz d’he gombati. Guesclin en doa prizounerien saoz, ha Salysbury en doa prizounerien breton. Klisson, gouarner Brest, den kriz, heb lavarout ger da Guesclin, a reaz dibenna ar Saozon en eur park balan hag ar bleun melen a zeuaz ru gant ar goad. Ar Saozon, o velout ar c’hrisder-ze, a loskaz eur c’hri a c’hlac’har, klevet euz Plogastel beteg Lanveok e Krozon. Neuze, o veza lazet ar Vretoned oa etre ho daouarn, ar Saozon en em daolaz var soudardet Guesclin gant kement a arraich, ma renkas heman kuitaat Brest. Ar roue a Frans, o velout an trouz-ze etre an dug hag he zujidi, a lakeaz embann e oa ar Vreiz dezan, pa guir oa an dug kasseet gant he genvroiz, ha ma oa kasset kuit euz ar vro, 1378. Neuze ar Vretoned, o tigeri ho daoulagat, a lavare : Ar roue-ze a gred e zeufomp da veza Gallaouet ker buhan euz a Vretonet ma zomp. Nan ! nan ! Guesclin, kasset e Breiz gant ar roue a Frans, oa dilæzet en eun taol gant an oll Vretoned ha skriva a ree d’ar roue Bro-C’hall : « Guelloc’h eo din dilezel va c’harg hag he renta deoc’h. Abaoue oun dilezet gant va c’henvroiz, me a zo evel eul lapouz troc’het dezan he ziouaskel. » Raktal ma oa klevet an embann-ze euz ar roue a Frans, Rohan, Laval, Malestroit, Montafilant, La Hunaudaye, Kerimel, Goyon, Kersaliou, Roujoux, Penhoat, Montauban ha Kelen a guitaaz Paris.

Neuze Iann Montfort oe galvet en dro. Pa zigouezaz e kichen Dinan, an duchentil hag ar bobl en em daole er mor beteg an daoulin evit he zigemer. Intanvez Charlez Bleiz he unan a zeuaz da zigemerout Montfort ha da ober dezan aliou mad evit savetei ar vro, rag hi e doa e guirionez eur galoun breton. Ar bobl a zeue gant ar veleyen hag ar c’hroaziou var an henchou evit he zigemer. Ar Gallaouet oa trec’het. Eun dra gaer meurbet evit ar Vretonet eo da veza, en amzer ma oa an dug er meaz euz ar vro, savet ho unan ar funcher evel ma vije bet er ger. Ne oa dispignet nemet ar pez a oa dleet ; hag an nemorand oa rentet d’an dug gant he oll draou a dalvoudegez pa zeuaz en dro er vro. Na pebez respet, pebez doujans o doa hon tud koz evit ar re ho gouarne ! E pelec’h vo kavet eur bobl hag en deuz gret kement all ? An aotronet Fontenay, Kerimel, Goyon, La Houssaye, Montafilant, Beaumaner, La Hunaudaye, oa bet karget da gemer soursi euz peb tra epad ma oa an dug en harlu, euz a 1374 beteg 1379.

An dug a velaz a dlie beza ar Vretonet tostoc’h d’he galoun eget ar Saozon, hag ar Vretoned a gomprenaz ar raolt zo eur pec’het.

Evit diskuez d’he duchentil he anaoudegez vad, Montfort a roaz dezo da zougen var ho guiskamand eur guelc’hen aour gant an hermin a Vreiz, hag ar c’homzou-man : Da va buhez !

Pa varvaz intanvez Charlez Bleiz, he bugale oa c’hoaz e Bro-Saoz, ha n’ho doa ket arc’hant avoalc’h evit dont e meaz euz ho frizoun. 1384. Richard, roue a Vro-Saoz, a c’halvaz eun devez dirazan Iann ha Guillou, bugale da Charlez Bleiz, « Mar kirrit, emezan, va anaout evit ho roue, m’ho kasso d’ho pro, hag a rin deoc’h ar Vreiz da c’houarn. — Guelloc’h deomp mervel pell euz a Vreiz, emeent-hi, eget he lakaat dindan gallout ar Saozon. » O Breiz ! ma oa neuze da barkeier ha da veachou leun a zrez, kalonou da vugale oa leun a vertuziou hag a garantez evit te !

Abaoue emgann ann Tregont, ar Vretoned oa brudet muioc’h evit kent. Sylvestr Budes, euz a voen Guesbriant, a zigasse hon Tad Santel ar Pab en dro e Rom, euz pelec’h oa bet kasset kuit gant tud fall. Dek euz an Allmagn o veza goulennet kombati gant Sylvestr hag he dud, an dek Breton a c’hounezaz ar viktor var an dek Allmand.

En amzer-ze, Guesclin a gouezas klan epad ma klaske kemer ker Kastel-Nevez-Randon, e Frans. Alc’hueou ar ger-ze oa digasset en amzer ma varve ar c’habiten braz-ze, var he archet, 1380. Ar Breton ker brudet-man oe sebeliet etouez ar rouaned a Frans, en iliz Sant-Denez, e Paris. Ouspen ma oa Guesclin eur soudart vaillant, be oa ive eur c’hristen mad. Den n’en doa mez neuze da heulia ar relijion katholik.

Ho pe sonj, eme Guesclin d’he soudarded, c’hui, tud a vrezel, a renkit atao espern an dad konsakret da Zoue, ar vugale, an dud koz, ar merc’het, ar paourkez pobl.

Klisson, soudard vaillant ive, mæz eun den kriz, en doa demezet he verc’h Mac’harit gant mab hena Charlez Bleiz. Montfort a gredaz a glaske Klisson kaout ar gurunen, hag abalamour d’an dra-ze hen lakeaz dre drahison en eun tour huel e kichen Guenet. Na gredaz ket ober an taol-ze nemet dre guz, o c’hourchemen da Bazvalan he laza ; Bazvalan oe karget d’he zivoal en tour-ze. Laval, Beaumaner ha Bazvalan, tuchentil breton, a n’em daolaz da dreit an dug evit na raje ket eun torfet ker braz. An dug n’ho selaouaz ket ; koulskoude na hellaz ket sarra he zaoulagad epad an noz. D’ar fin, he voad o veza deuet ienoc’h, spountet oe euz ar pez en doa ordrenet, hag e vouelaz epad an diveza loden euz an noz. Da c’houlou-deiz, Bazvalan a zeuaz d’he gaout. « Ha gret-teuz ar pez m’euz gourc’hemennet did deac’h ? eme an dug da Bazvalan. — Ia, va aotrou, emezan, — Tec’h kuit, eme an dug, ha na zeu biken mui dirazoun. » Kement a c’hlac’har en doa an dug, ma na fellaz ket dibri en deiz-ze. O klevout kement-ze, Bazvalan a zeuaz adarre da gaout an dug, hag a lavaraz dezan e guirionez ne oa ket lazet Klisson. Rag gouzout a ree mad an dug en dije bet eur c’heuz braz da veza gret eur seurt torfet. An dug, laouen meurbet, a roaz e presant kant mil liurz d’he servicher mad en doa espernet dezan eur pec’het bras.

Meur a vloaz goude, Klisson, konnetabl a Frans, evel oa bet Guesclin, a ree ar brezel d’an dug Iann. Montfort o veza deuet koz, hag o velout a dostae ar maro outan, a fellaz dezan en em unani gant he adversour ; kinig a reaz ar peoc’h da Glisson. Heman n’en doa ket ankoet ar fæçon disleal ma oa bet laket en eun tour huel e Guenet : aoun en doa na raje an dug goab anezan, hag e lakeaz lavarout dezan ne iaje d’he gavout nemet digass a raje dezan he vab he unan. An dug a gassaz deoc’h-tu da Glisson, e Joslin, he vab Iann, bugel a c’huec’h vloaz. An dour a zeuaz e daoulagat Klisson o velout pegen guir oa c’hoant an dug da veva a unan gantan. O veza poket d’an dug bihan, dont a reaz gantan da gaout he dad, heman araok mervel, he greaz goard evit he vab. Skuer kaer roet da viken d’an dud o deus kassoni etrezo. 1399.

Var dro an amzer-ze oa kavet ar mod da ober ar poultr ; araok, ar zoudardet n’ho doa ket a fuziliou, nemet goaf, kleze, hag armou euz ar sort-ze, evit ar gombat.