Istor Breiz, 1893/Rann 21

J.-A. Lefournier, 1893  (p. 375-389)


KENTA NOSVEZ VARNUGENT
————


Ar Brezonek a bado c’hoaz
E Breiz-Izel meur a gant vloaz ;
Ar Brezonek ne varvo ket
Ar feiz e Breiz chomo bepret !
(Ar Scour).

Var dro miz meurz euz ar bloaz 1594, ar Spagnolet, a du gant Merkœur, a zavaz e parrez Roskanvel eur c’hastel hanvet Kastel beg ar Spagnolet, dirag Brest ; hag egiz ma oant mad e kenver an dud divar ar meaz, eur marc’had oa bep sizun en ho c’hastel evel en eur ger. Merkœur en doa roet Konk da virout da Lezonnet, heman a droaz kein dezan. Rei a reaz Konk d’ar roue, ha klask a reaz ouspenn kemerout ar ger a Gemper. Tud ar ger oa en eul lein vraz e ty an aotrou Kerambiget, e maner an eskopti, pa zeuaz ar c’helou a dostee an enemiet, darn dre ar menez, darn all dre an hent braz. Sarret oe deoc’h-tu doriou ar ger. Ar vourc’hisien a joume deiz ha noz var ar mogeriou hag a denne var re Gonk.

Ouspenn oe kasset kannadou da c’houll sikour e Henbont. Breur an aotrou Kinipily, den iaouank flamm, a zeuaz deoc’htu da Gemper, gant he dud, var gezek. Dont a rezont dre Gerfeunteun. Re Gemper oe var ar poent da denna varnezo evel enebourien, pa dostaaz an den iouank euz ar voger evit lavarout dezo oant amezeien. Lezonnet, skoet gant eun taol en he c’houzouk, a guitaaz Kemper deoc’h-tu.

Ar marechal Aumont (marechal zo huelloc’h c’hoaz evit jeneral) a glaske kemer kastel Montroulez. Rosampoul, mab an aotrou Karne, a zivoale ar c’hastel-ze. Ne oa mui er c’hastel da zibri nemet kik marc’h. Ar marechal, o c’houzout oa ebarz ar c’hastel an introun Rosampoul, a reaz kass dezi denved, ier ha klujiri. Na fellaz ket dezi o c’hemerout ; ne dije, emezi, debret nemet ar bouet a zebre he fried. Hi oa eun demezel Katelan, euz a Venet. Arabad eo din ankounec’haat komz d’eoc’h euz an aotrou Kerkourtois, Renan du Dresnay, den iouank a bemp bloaz varnugent, leun a feiz hag a zoujans Doue, lazet o tivoal, he unan, eur pont enep an enemiet. An denchentil-ze oa bet dilœzet gant he soudarded, anez en dije gouneet ar viktor. Ar Spagnolet o doa goastet Rosporden, ar barreziou Elliant ha Beuzek.

Aumont a zeuaz dre Vraspartz, ar Faou ha Kastellin evit kemerout Kemper ; na ree drouk da zen var he hent.

Kass a reaz darn euz he dud gant an aotrou Liskoet da gemer kastel ar Spagnolet e Roskanvel, e bro Krozon. Neuze ar marechal a zeuaz da Gemper dre Vissirien ; ober a reaz d’he dud leuskel ho c’hezek eno, ha dont beteg ar ger heb ober trouz. En despet d’an dra-ze, kaout a rezont tud Kemper o tivoal ho mogeriou, rag katoliked mad oant. Koulskoude be oa er ger a Gemper hervez ma skrive neuze an aotrou chaloni Moreau, tud a na gredent ket kalz e Doue hag ar re-ze a felle dezo renta ar ger d’ar roue, rag an dud divar ar meaz, a heulie an enemiet a dreon ar c’hleuniou hag ar girzier heb beza guelet ganto, oa deuet abred avoalc’h beteg e Kemper evit lavarout da dud ker a oa enemiet o tont. Aumont en doa Saozon gantan. Ar reman a c’houlenne digant ar marechal konje da gemer ar ger ho unan, ha da gemer goude ebarz ar pez a blijfe dezo. Ar roue, eme Aumont dezo, na c’houll ket kaout kerriou goastet na sujidi paouret ; ne c’houll nemet tud penvidik hag eüruz. Ar ger a Gemper na harzaz ket pell, hag an dud euz ar ger a brometaz er fin beza fidel d’ar roue.

Ar pez oa eur beac’h pouner da veur a goustians oa toui beza fidel da eur roue heretik. Koulskoude er bloaz varlec’h ar roue en em rentaz katolik hag, eme ar Chaloni Moreau, katolik mad deuet da veza eur roue euz ar re vella. Mæz pa oe kemeret ar ger a Gemper gant he soudardet ne oa ket c’hoaz er guir relijion ; hag eur chaloni koz euz Iliz-Veur sant Kaourintin a gemeras kement a velkoni da veza sinet, ma varvaz gant ar glac’har ?

Aumont a zeuaz neuze da Grozon evit dont a ben euz ar Spagnolet a oa e Roskanvel. Ar reman oa pevar c’hant den kalounek gant ho c’habiten, hanvet Praxed. Listri gallek ha saozon oa dirag ar c’hastel hag a denne var ar Spagnolet. Miz du oa neuze, hag epad ar c’huerc’h sizun ma padaz ar brezel eno, ar glao a skuizaz kals soudardet Aumont, ar reman na gavent na ty, na guez evit en em lakaat er goasket ; mervel a reaz kalz anezo.

An aotrou Liskoet oe lazet eno. He varc’h, gant he vrid hebken, a dreuzaz, emezo, mor Brest : ha pa oa deuet e Plogastel, a heuliaz an hent beteg maner Kergoat, e Daoulaz, e pelec’h a choume an introun Liskoet.

Pa velaz ar marc’h, leun a c’houez, o koueza er porz ar maner ha mervel dirazi, kompren a reaz oe lazet he goaz.

Dont a ree Spagnolet da Grozon evit sikour ho c’henvroidi. Aumont a glevaz a oant tost ; hast braz en doa da c’hounit var re ar c’hastel. Klevout a reaz oa deuet dija ar Spagnolet all en Argoll.

Pedeir gueich, an deiz-ze, ar Francisien a zavaz var ar c’hleuniou dirag ar c’hastel ; teir gueich oant diskaret. D’ar bedirvet, ar Spagnolet oa trec’het ; an darn-vuia oe lazet, merc’het, bugale ha goazet.

Pemzek pe ugent anezo oa kavet an deiz goude a dreon ar c’herreg.

Ar Francisien ho c’hemere prizounerien, ar Saozon ho laze kerkent a ma ho c’havent.

An tennou kanol oa klevet e Kemper, gant an dud oa o pourmen var menez Fruji, en amzer ma oa Aumont o kemeret kastel Roskanvel. Pa oa deuet an noz na oent mui klevet. Neuze an dud a lavare : kastel Krozon zo kemeret gant ar Francisien ; hag evit guir, da hanternoz, a zeuaz e ker, da zigass ar c’helou, mevel an introun Tyvarlen, a joume e Rosmadek, e Telgruk.

Bem euz lavaret deoc’h araok breman, e oa Fontanellan, hanvet ive Guy Eder, hag en doa kemeret kastel ar Granek, var dro miz mae 1595. Dont a reaz dre Lokornan, var dro goulou deiz, da Zouarnenez, e pelec’h a lazaz tud hag a gemeras ar re all evit o c’hass gantan prizounerien da Gremenek. Etouez ar reman oa an aotrou Guengat, den mad, a zivoale enez Tristan evit ar roue. Paket oe en he vele.

Fontanellan a gemeraz ouspen e Douarnenez an traou kaer ha kals arc’hant, rag be oa neuze tud pinvidik er ger-ze. Ar re n’ho doa ket arc’hant avoalc’h evit pea ar pez a c’houlenne Fontanellan diganto, a vije gret dezo mervel er gloaz. Ar re oa gouest da bea, ho doa bet kement da zoufr gantan, ma varvent neubeut goude beza deuet d’ar ger. Fontanellan a gavaz an enez Tristan eul lec’h brao dezan da choum.

Ar soudardet na reent netra evit divoal ar vro dioutan.

Ar baysantet en em zastumaz e parrez Sant-German, evit dont d’he bellaat euz Douarnenez. Fontanellan a guzaz he dud a dreon ar c’hleuniou hag etouez al land, hag en em daolaz var ar baysantet na zonjent kaout enemiet da gombati nemet ar re oa dirag ho daoulagat.

Goude-ze, Fontanellan a lakeaz tail var an oll barreziou var dro.