Istor Breiz hag ar C’helted
hag ar C’helted
aboue an amzer goz betek hizio
(Yez K L T)
gant
TRIVARZ
Al levr-man a zo aozet evit ar skoliou
hag evit ar Vreiziz a fell d’eze anavezout
o c’hendadou hag o bro
MAURICE LE DAULT
24, rue Beaunier, Paris
—
1910
gant
BREIZ
hag ar C’helted
aboue an amzer goz betek hizio
gant
TRIVARZ
Al levr-man a zo aozet evit ar skoliou
hag evit ar Vreiziz a fell d’eze anavezout
o c’hendadou hag o bro
Spered Yann AR FUSTEK, leshanvet
LEMENIK,
a ouestlas e holl vuez douarek d’e vro garet
- Erwan BERTHOU, Kaledvoulc’h.
- Pol Diverrès, Tangwall.
- Leon AR BERR, Abalor.
1. Ar C’helted pa zigor amzer an Istor. —
1. Ken pell ha ma tistroer en amzer goz, beteg ar « ragistorvez » pe an amzer hep istor, e kaver Kelted en Urop. 2. Gallout a rer lavaret ez int bet mestr, eun amzer a oe, war hec’h holl zouarou. 3. Evel-se e weler Kelted er Zao-Heol ar vro-ze hag er vro e lec’h m’eman breman ar Rusi-Izel. 4. Ac’hane en em ledjont, evel gwagennou mor, an eil warlec’h eben. 5. Sevel a rejont er Germani-Uhel evit disken tamm-ha-tamm er Germani-Izel hag evit en em leda war Guz-heol an Urop, o vouta diraze pe o plega dindan o lezen, poblou ar broiou-man.
6. Gwelet a rer aneze o tont e Bro-C’hall hag en Iberi. 7. Eiz kant vloaz araok Jezus-Krist ar C’houezeled (Gaels), unan eus brankou ar C’helted, a gemeras troad war an Enezennou Britonek. 8. Hogen, hebdale, eur wagennad Kambreiz a daolas aneze war guz-heol Breiz-Veur, da lavarout eo e Bro-Gambre, ha war-zu hanter-noz an Enezen, da lavarout eo e Bro-Skos, pe Alban.
2. An Impalaerded Keltiek. — 9. Eun amzer a oe ar C’helted a oa eta ledet war an Enezennou Britonek, war Vro-C’hall, war ar Spagn, ar broiou hanvet hirio en galleg « Autriche-Hongrie », « Pologne », « Roumanie », « Bulgarie », hag eul loden eus kreiste ar Rusi. Aman e kaver o roudou beteg ar ster Dnieper. En eur ger berr, ledet e oant war an Urop etre ar Mor Du hag ar Mor Atlantek.
10. D’ar mare-ze, moarvat, ar Germaned, o chom en hanter-noz, pe steren ar C’helted, er Prus hag e kuz-heol ar Rusi en em gave dindan an aotrouniez keltiek. 11. Kredi a c’hellomp hep mar e roas ar C’helted sklerijen o sevenedigez d’ar Germaned. 12. Pevar pe bemp kant vloaz araog J.-K. e kreder e oa e kreiz an Urop eun Impalaerded Keltiek meurbet bras, pe gentoc’h eur genunaniez rouanteleziou bihan keltiek o senti ouz eun Impalaer hanvet Ambigatos. 13. Heman a rene, marteze, war an holl vroiou a oa neuze poblet gant ar C’helted.
3. An distaoladennou keltiek. — 14. Ar poblou keitiek o tont war niverusaat, loden aneze a oe red d’eze mont da glask douarou nevez, ha dre ma kavjont ar mor diraze, e tu ar C’huz-heol, ec’h en em daoljont war-zu ar C’hreisteiz. 15. Ober a rejont diou distaoladen ; unan a ziskennas war Vro-Hellas (Bro ar C’hresianed) hag eben war an Itali.
4. Distaoladen ar C’helted e Bro-Hellas. — 16. Aboue pell amzer ar C’helted a oa krog da ’n em astenn war an tu-ze. Kemeret o devoa, tamm ha tamm, rannvroiou ar meneziou balkanek.
17. Ar Vakedoniz a oa o klask en em dizamma diouz yeo an Illirianed. 18. Fulup II, tad Aleksandr-Veur, pa zavas war an tron, a reas unaniez gant ar C’helted enep d’an Illirianed. An unaniez-man a badas bete maro Aleksandr.
19. Pa varvas an alouber-man, an Impalaerded gonezet gantan a gouezas a dammou. 20. Herve ma kreder, e oa neuze er Balkaniou eun diazezen vras keltiek. Raktal ma welas ar C’helted an digare mat roet d’eze, e c’hoantajont tenna dioutan ar wellan gonidegez. 21. En em ranna a rejont eta en diou strolladen.
Ar C’helted en Azi-Vihan. — 22. An hini genta a dreuzas ar Bosfor hag a arruas en Azi-Vihan, e lec’h ma savas eur gouarnamant hanvet Galatia. 23. Heman a gemeras eul loden vras er brezeliou a zavas etre Bro-Siri hag an Ejipt, ken n’arruas gantan beza trec’het gant Rom (188 ar. J.-K.) 24. D’an divez e oe staget ouz Impalaerded Rom (42 ar. J.-K.) 25. Ar yez keltiek a vevas pell-amzer c’hoaz. Ne varvas nemet etre ar ivt hag ar vt kantved goude Jezus-Krist.
Ar C’helted en Hellas. — 26. An eil strolladen a vrezellas er Balkaniou e giz gwazed paeet epad eur pennad amzer, ken n’arruas eur wagen nevez a zivroidi da gennerzi aneze. 27. Eun argadeg en Hellas a oe neuze gourc’hemennet. Forz d’an enebiez stard a gavas ar C’helted diraze, o nerz hag o disvoazamant a oberias war ar Vakedoni, an Drakia (Thrace) hag an Desali, ken na deuas an dizurz da zevel an dizunaniez etreze. 28. Ar penblenier a renkas rei urz da zouza war-zu ar Balkaniou.
29. Ar bloaz warlerc’h e tilamjont a nevez war Vro-Hellas ; hogen didammet e oent en eur boulc’h-menez hanvet an Termopilou. 30. Tremen a rejont koulskoude hag e kerzjont etrezek ker Delf e lec’h ma oent kannet eur wech ouspenn. 31. Hogen dont a rejont a benn da zevel eur rouantelez keltiek en Drakia ha da zastum eur c’hinnig war ger Vizantion. 32. Ar rouantelez-man ne badas ket pell.
5. Distaoladen ar C’helted en Itali. — Ar C’helted e Bro an Etrusked. — 33. An eil distaoladen a ziskennas e traouien ster ar Po dre an Alpou Juliek hag en em ziazezas war steren an Itali (Lombardi ha Piemont) goude beza argaset an Etrusked. Sevel a rejont eno gouarnamant Bro-C’hall Ragalpek, hanvet e galleg « Gaule Cisalpine ». 34. Ar ger a Rom, krouet aboue daou c’hant vloaz, a oa c’hoaz dindan aotrouniez an Etrusked. 35. Danevellou bloaziek Rom n’int nemet gevier war pez a zell amzeriou kentan ar ger-man. 36. Beteg ar mare-man Rom n’hellas biskoaz en em denna eus a zindan yeo an Etrusked. Rouane Rom, a ren da ren, a oa Etrusked. 37. Hogen p’arruas bec’h ar C’helted war an Etrusked, ar re-man o devoe kement d’ober gant o enebourien nevez ken ma c’hellas Rom ’n em zacha a zindan ar wask, hag en em zistaga (Vt kantved arôk J.-K.) 38. Ar C’helted-man, hanvet ive Gallianed (Gaulois), o devoa galvet evit o skoazelli ar c’henvreudeur o devoa e traouien ar Rotanos, pe « Le Rhône » e galleg.
39. Ar C’hallianed a oa o kelc’hia ar ger hanvet « Clusium » pa zigouezas ar Romaned eus ar c’hreisteiz. 40. Ar re-man a gasas kannaded d’ar C’hallianed. Hogen trubard d’ar ger roet, evel m’int bet dalc’hmat goude, ar Romaned a reas unaniez gant tud Clusium hag a flastras eun drevaden c’hall.
Ar C’helted e Rom. — 41. Ar C’helted, o welet kément a feiz fall, a lezas Clusium hag a gerzas etrezek Rom. 42. Tizout a rejont ar Romaned war ribl ar ster Allia e lec’h ma rojont d’eze eur biladen vezus. 43. Daou dervez goude, ar C’hallianed a arrue dirak mogeriou Rom. Tremen a rejont an doriou hag e lakjont ar c’helc’h, pe ar seziz, endro d’ar C’hapitol, pe krenvlec’h Rom (390 ar. J.-K.) 44. Hepdale Rom a c’houlennas ar peuc’h. Marc’had a oe graet evit mil liur pouez a aour (etre 326 ha 340 kilo). 45. Ar C’helted a asantas distrei d’o bro gant ma vije c’hoaz roet d’eze loden eus douarou Rom. 46 Epad tremen pemp bloaz war-nugent, ar C’helted a chomas er vro, bete stoka ouz doriou Rom.
47. Hogen ar Romaned, dre ma wellaent tamm ha tamm o stad vrezelek, a c’honeze troad war ar C’helted. 48. Awechou pa hallent tapout unan aneze, e kleuzent eun toull en douar hag ar prizounier a veze douaret en beo, en e zao, beteg e helgez. 49. Dreaberzou (pe zakrifisou) ken euzus, ar Romaned kri a oa e sel da c’honid skoazel o fals doueed.
6. Ar Romaned en Itali-Uhel. — 50. Ar Romaned a zave bepred tammig ha tammig etrezek an hanter-noz. Pep trec’h gonezet gante a oa aroueziet gant eun torfed mezus bennak ken na deujont da veza mestr war ar C’hallianed Ragalpek, da lavarout eo ar vro a zo breman an Itali-Uhel.
51. E oant o c’hedal treuzi an Alpou pa zigouezas gante eun enebour nevez, Annibal, eur C’hartadad treuzet gantan ar Spagn ha kreisteiz Bro-C’hall. Tremenet e oa dreist an Alpou hag en em gavet e traouien ar Po. 52. Skoazellet gant ar C’helted kalonek a oa ec’h ober ar pep brasa eus e strolladou, e reas d’ar Romaned souza, ken m’arruas demdost da vogeriou Rom. 53. Siouaz, ken pell e chomas e ker Gapou da chani ha da gemer plijadur, ken ma c’hellas ar Romaned kennerzi o armeou hag argas Annibal e-maez an Itali.
54. Diboaniet diouz an enebour-man, ar Romaned en em zilas e Bro-C’hall Ragalpek e kerz meur a emgann gonezet pe kollet gante, ken ma teujont da c’honid ar vro-ze er bloaz 163 arôk J.-K.
7. Ar Romaned e Bro-C’hall Treuzalpek. — 55. Masalia oa eun drevaden hellenek, diazezet war ribl ar Mor Kreizdouarek e kreisteiz Keltia. 56. Gwasket gant ar C’helted, ar ger-man a c’houlennas sikour digant ar Romaned. 57. Armeou Rom a drec’has hag en em ledas war draouien ar Rotanos, beteg ar ster Izer hag a reas d’ar Salianiz souza. 57. An Arverned hag an Allobroged [1] gant aon da goll o gwiriou, a reas unaniez etreze evit herzel ouz an enebourien nevez. 58. Ar Romaned, tud a ijin fall, o devoa graet unaniez gant eur vroad keltiek all, an Eduaned. 59. Brezel a zavas etre an Allobroged hag an Eduaned. Ar Romaned a zeuas da zikour ar re-man ha goude eun emgann tenn, an Allobroged a oe flastret (120 ar. J.-K.)
60. An darvoud-man a roas eur rannvro nevez d’ar Romaned e Treuzalp, hanvet gante ar « Provincia ».
8. Ar C’himbriz hag an Deutoned. — 61. Dek vloaz goude kement-man eur strolladen euzus divent, loden Kimbriz, loden Teutoned, o tont eus an Hanter-noz a ziflukas e Keltia. En em gavout a rejont en Bro-C’hall dre voulc’h-menez Belfort. 62. Meuriadou keltiek en em stage oute pa dremenent hag a greske c’hoaz o niver. 63. Ar strolladen a ziskenne etrezek ar c’hreisteiz e sell da skrapa madou ar Romaned, er « Provincia ». 64. An trec’h gante, tud an Hanter-noz a ’n em ledas war ar Provincia hag a skrapas bete ker Toloza. Kanna a rejont ar c’honsul roman Kepion. 65. Goude tri bloaz tremenet o tismantri ar vro, en em rannjont en diou loden. 66. Ar C’himbriz a c’hoantaas disken er Spagn. Hogen ar C’helted a harzas oute eno. 67. An Deutoned a zavas war hent Bro-Velgia hag a chomas d’he gwaska ken n’arruas ar C’himbriz, distroet eus ar Spagn. 68. Etre an daou rummad e oe graet marc’had da gerzet etrezek Rom. 69. An Deutoned a dlee heuilh ster Rotanos ha ribl ar Mor kreizdouarek keit ma vije ar C’himbriz o treuzi an Helvetia, oc’h heuilh ster Ister pe Danuvios (Danube), o tremen dre an Tirol hag o tisken e traouien an Atesis (Adij). 70. Ar gejaden a dlee beza graet e Bro-C’hall Ragalpek. 71. Kement-man a oa o vont da veza sevenet penn-da-benn. Hogen hent ar rummen gentan e oa an hent berra, hag ar rummen-man a ’n em gavas da gentan. 72. Ar Romaned a gavas o amzer hag an tu da zistruji an Deutoned. 73. Neuze en em zistrojont da glask ar C’himbriz. Ar re-man a oe flastret d’o zro e Verseilh, ar bloaz warlerc’h. Republik Rom a oe salvet eur wech ouspenn. 74. Kelted ar « Provincia » a c’hoantaas terri o yeo. Ne dalvezas ket. Ar Romaned a viras o aotrouniez war ar vro.
9. Jul Kezar e Bro-C’hall. — 75. Ne gomzfomp ket aman a vrezeliou Kezar e Bro-C’hall rak kement-se a gav kentoc’h e lec’h en istor ar vro-ze. An holl a oar demdost ha berr-ha-berr darvoudou ar brezeliou euzus graet gant Kezar d’ar C’hallianed. 76. Danevellet int bet gantan en eul levr brudet, kaer en deus beza leun a c’hevier. Al levr-man a zo anavezet dindan an hano latin « De bello gallico » ha dindan an hano gallek « Commentaires de César ». 77. Kalz a fouge a den an Trec’hour eus e oberou. Epad dek vloaz brezel e kemeras 800 ker ; e lazas eur million a dud, hag eur million all a werzas d'ober sklaved.
78. En tu-hont, e tistrujas sevenidigez ar C’hallianed ; muntra reas ar Spered Keltiek en o bro. 79. Epad ar brezeliou glac’harus-man, Breiziz Breiz-Veur, Kelted evel ar C’hallianed, a gasas meur a zikour, tud ha boued ha binviou, d’o breudeur an Douar-Bras. 80. Kezar a reas al le da dalvezout ze d’eze ha da lakaat Breiz-Veur dindan gwask Rom evel ma felle d’ezan lakaat Bro-C’hall.
1. Kezar en Arvorig. — Ar C’hallianed, pe ar
C’helted ledet a hed ar mor, etre ar ster « Liger »
(e galleg « la Loire ») hag ar ster « Sequana » (e
galleg « la Seine ») a oa hanvet Arvorigiz, en amzer
goz. 2. Ar re a oa o veva war an douarou a zo
breman oc’h ober Breiz a zo bet hanvet gant
ar Romaned : Namnetes (e Bro an Naoned),
Veneti (e Bro-Wened), Ossismii (e Penn ar Bed),
Curiosolitae (e Treger hag Goëlo) ha Redones (e
bro Roazon). 3. Ar Wenediz a oa mordeidi vrudet. O forz-mor bras a oa e Bro-Wened, war pleg-mor
ar Mor-bihan. 4. Er bloaz 58 arôk J.-K., Kezar
a oe galvet e Bro-C’hall evit difenn eur rummad
Gallianed enep eur strolladen Germaned, bleniet
gant Ariovist. 5. Darn eus ar C’hallianed ne
blijas ket d’eze gwelet ar Romaned o tont en
o bro, hag a c’hoantaas o argas. Kezar a drec’has
war o broadou. 6. Ne glaske nemet eun digare
da ober brezel d’an Arvorigiz : aezet eo kaout an
tu d’ober an droug. 7. Ar Wenediz a oa eur bobl
galloudus ha Kezar a oa eun tammig dibenn o
vont da glask o c’habestri. 8. Ne oa ket er bed
holl mordeidi ken kalonek, ken gouiziek war o
micher, na ken nerzus. 9. Mont a reas d’eze,
koulskoude, gant ar fizians vad en devoa ennan
e-unan ha goude bezan roet e urziou. 10. Laket
en devoa ober listri nevez war ribl al Liger,
dastum tud a vor er « Provincia », ha galvet en
devoa c’hoaz Skouadren Rom a oa er mor Kreiz-douarek.
11. Ne c’hortozas ket an diou skouadren.
Tostaat a reas da Vro-Wened gant e arme
war zouar. 12. Ar Wenediz a oa en em dennet
en o c’heriou krenv, pe « oppida », savet war
vegou douar astennet er mor. 13. Pa ’n em gave
re denn warne, e lamment en o listri hag e
tiskennent en eur c’hrenvlec’h all. 14. Ar Romaned
a gollas o amzer e pad an hanv ; ha Kezar
a welas ne zeuje a benn da netra nemet beza en
dije e listri brezel.
15. « Decimus Brutus », letanant Kezar a zigouezas eus ar Mor Kreizdouarek gant listri skanv ha buan. 16. An diou skouadren en em unanas dirak aochou Gwerand. 17. Raktal m’en em gavas ar c'helou e Gwened, daou c'hant lestr-brezel ar Wenediz a gwitaas pleg-mor ar Mor-bihan hag a zailhas war ar Romaned.
18. Kezar en deus skrivet en e levr « Brezel Bro-C'hall » pez a c'hoarvezas en emgan-mor-man. Hogen, evel ma oa en e c'hiz ober, ne skrivas nemet gevier. 19. Herve a lavar, ar Romaned a zeuas a benn eus ar Wenedis dre o c'hadarnded dreist-oll hag eun tammig dre ma teuas an avel da c'houita. 20. Ar wirionez a zo dishanval. Lavaret ez eo bet gant eun danevellour roman hanvet « Dion Cassius ».
21. Listri ar Wenediz a oa uhel, pounner ha krenv, goueliou kroc’hen d'eze a gemere mat an avel. Gouest e oant da frika re ar Romaned en eur stoka oute. 22. Leviet evel ma oant gant mordeidi dispar, ne vijent ket bet pell o kas d’an islonk skouadrennou Rom ma vije bet padet an avel ha mar ne vije ket aet ar Romaned a hed an aod war an dour-berr, pella m' hallent. 23. Evelse ar Romaned a oa dare mat da zilezel o bagou ha da lammat war an douar kalet da glask sikour o arme.
24. Siouaz evit ar Wenediz, an avel a gouezas. Ar goueliou a oa en pign, digoenv ahed ar gwerniou. 25. Re bounner oa o listri da gerzet gant roenviou. 26. Azalek kouezet an avel, ar roman Brutus a zantas e galon en e blom. Dastum a reas e listri skanv hag e tostaas da re ar Wenediz gant dek enep da unan. 27. E zoudarded a oa armet mat ; ar Wenediz a oa hep armou. 28. N' oe ket diez d'ezan gant niver bras e dud, gante listri skanv ha gant sikour an tangwall dont a-ben a listri pounner ar Wenediz, n' hellent na finval nag en em zifenn. 29. Azalek gonezet eul lestr gant ar Romaned, e troc'hent ar goueliou hag ar rabanou. 30. An darnvuia eus ar Wenediz a 'n em lazas pe a oe lazet. 31. Ar re a oe gret prizonier a oe gwerzet d'ober sklaved. 32. Senedourien Gwened, int o-unan, a oe diwadet dre urz Kezar. 33. Daoust ha n'eo ket heman gwasa torfetour a zo bet gwelet aboue ma 'z eo ar bed bed ?
34. Er bloavez 52 arôk J.-K. Verkingetorix, kelc'hiet en Alezia gant Kezar, a gasas eur galv dre-holl e Bro-C’hall. 35. Holl meuriadou an Arvor a gasas d'ezan eur zikour a 3.000 den. Gwened hepken, mouget dindan an dismantrou, n'hallas kas sikour ebet. 36. An Arvorigis trec'het a heuilhas eur-vad pe eur-fall ar peurrest a Vro-C’hall. O istor a zo kevredet gant hini homan.
2. An Arvorig dindan mestroniez Rom. — 37. Beteg hanter an IIIt kantved, ar galloud roman a chomas krenv en Arvorig. 38. D'ar mare-man (243) ar Germaned a grogas da zont da skrapat e Bro-C’hall hag ar Zaozon da ziskenn war aochou an Arvor. 39. Evit difenn ar vro enep d'ar Varbared, ar Romaned a zavas kestel a welomp c'hoaz meur a damm aneze e Breiz. 40. Germaned, Saozon pe Romaned ! an Arvorigiz ne welent nemet laeron kouls er re-man hag er re-ze. 41. Ar Romaned ne c'honezent broiou ha ne gasent enne o sevenidigez nemet evit gallout tenna eus ar broiou gonezet ar vrasa gonidegez. 42. Kement e oa gwasket ar bobl gante, en Arvorig, kement e oa sunet gwad an dud, ken ma teuas ar vro baour-man da goll an darnvuia eus he fobladur. 43. Ne laboured nemet evit Rom. An tailhou divent a lonke holl frouez an douar, holl boan an dud. 44. Ar perc'hen ne gave den da labourat. Aet e oa ken gwalleurus, ken kastiet, ken e felle d'ezan dilezel e vad, ha mervel zoken. 45. Hogen dastumerien an tailhou hag ar zoudarded a zigase ar perc'hen hag a zalc'he anezan war ar park evit poania, c'houeza dour ha gwad, da vaga an diranted.
46. E divez ar bloaz 406 ar Varbared, evel eur mor kounnaret, a 'n em ledas war Vro-C'hall, ha dreist-oll war an Arvorig. 47. Ne oa ken en he galloud stourm ouz kement a reuziou. 48. Herve lavar eur skrivagner hag a veve en amzer c'haro-man « Beva ne oa nemet mervel ». 49. An tan-gwall, c'houezet dre-oll gant ar Zaozon, a beurrachuas da zibobla ar vro. 50. An nebeudig a dud a oa c'hoaz enni a yeas da greiz Bro-C'hall hag al laeron-vor, dre ne gavent netra ken da skrapat na da zevi, a lezas anezi evel eur c'horf maro dindan an dismantrou.
3. Ar Romaned e Breiz-Veur. — 51. Kezar ne ouie kouls laret netra diwar-benn ment ha stum Breiz-Veur ; diwar-benn he foblou, na diwar-benn giziou ar re-man. 52. Ar 26 a viz eost, 55 arôk J.-K., Kezar a reas displega goueliou e listri hag a gollas hebdale ar gwel eus an douar-bras. 53. E dro ne badas nemet teir zun. 54. Kuitaat a reas aochou Breiz-Veur e kreiz an noz, taget gant ar vez, rak kavet en devoa dirakan tud hag a oufe en em zifenn, tud sevenet, ha nan an dud gouez e oa en e greden kaout da ganna, ha da staga.
55. Distrei a reas koulskoude ar bloaz warlerc’h, rak lorc’hus e oa dreist-oll, ha den da denna venjans eus an enebiez graet ouz e fouge. 56. Beza e oa gantan, en dro-man, 5 lejion, 2000 a C’hallianed war varc’h, hag 800 lestr. 57. Ar Vretoned, kaer o devoa beza tud a beuc’h hag a labour, a ’n em zifennas gant kalon. 58. O c’hirri-brezel, gant filc’hier o trei en penn an ael, a hade ar spont hag ar maro etouez ar Romaned.
59. Kaswallawn, penargadour ar Vreiziz en dije marteze trec’het war Gezar mar ne vije ket bet etouez ar Vreiziz eun trubard, mab d’eur brenin lazet er brezel gant e genderv Kaswallawn.
60. An trubard hag e dud a ziskouezas d’ar Romaned hent ker-veur ar Brenin. 61. Homan a oa difennet gant mogeriou ha kleuziou, paludennou ha koajou. 62. Kezar gant skoazel an treitour a zeuas a benn koulskoude da gemer ker Kaswallawn. 63. Pevar brenin all eus a Vro Gent, hanvet ive, herve greder, Koris pe Keris, deut da zikour ar Gouledig [2] a oe trec’het ive gant ar Roman. 64. Kaswallawn a roas gouestlou hag a asantas paea eur c’hinnig bep bloaz. 65. Kezar a gwitaas neuze Breiz-Veur hep lezel na soudarded na Roman all ebet enni. 66. Re nebeut a amzer e oa chomet Kezar en Breiz-Veur evit gallout studia giziou ar vro. Ne oa ket aet pelloc’h eget Bro-Gent. 67. N’heller ket eta kredi ar pez en deus skrivet war giziou ar Vreiziz pegwir Roman all ebet n’en devoa bevet en Breiz-Veur en e raok.
68. An impalaer Augustus a zastumas ar c’hinnig hep ober brezel.
69. Tiberius ken nebeut all, ne reas brezel.
70. Caligula, en despet d’e c’hoant, n’allas ket arruout e Breiz-Veur.
71. An impalaer Klaoda a c’hoantaas ive kabestri tud an Enezen Vras. Dont a reas enni zoken e penn e armeou. E jeneral « Plautius » a oa gantan peder lejion ha kalz a zoudarded estren gopraet. Vespazian a zeuas war o lerc’h. An eil hag egile n’halljont ket trec’hi war Garadog. 72. « Ostorius », brezellour desket ha brudet, a oe eurusoc’h. Dont a reas a benn da blada ar brenin kalonek. 73. Karadog, aet da ehani da di ar vreninez Kartismandua, e vamm-gaer, a oe gwerzet gant homan d’ar Roman. 74. Kaset e oe da Rom, hen hag e wreg, e verc’h hag e vreudeur evit beza diskouezet d’ar bobl e pad lidou-trec’h an impalaer Klaoda, ha dibennet goude. 75. Deut ar c’houlz evitan da vont d’ar maro, Karadog a lavaras da Glaoda eun nebeut komzou chomet brudet ha kanmeulet, komzou ken kaer ha ken reiz, ken ma oe lezet e vuez gantan.
76. Ostorius a lare e vije red, evit dont a benn eus ar Vreizis, o distruji bete diverka o hano diwar taolen ar broadou. 77. Brouez ar Vretoned a vervas pa glevjont kement-se. Ar brezel a adkrogas gwasoc’h eget biskoaz. 78. Ostorius a gouezas ken faez ken e varvas. 79. War e lerc’h e teuas jeneraled all : « Aulus Didius », «Veranius » ha « Suetonius ». Ar Romaned a ledas dismantrou, dizenor ha mez e Breiz-Veur. 80. Ar vrenined trec’het gante, hag a veve e peuc’h dindan ar yeo, a welas o gwrage hag o merc’hed gwallet gant laeron o bro.
81. Ar vreninez Boudika a zavas kant mil den hag a gerzas gante etrezek Llundain (Londres) ha Verulam e lec’h ma oa ar Romaned. 82. Ar re-man a oa o vont da veza flastret : hogen Suetonius, mestr brezelour eus ar c’haera, a drec’has adarre. 83. Pemzek ha pevar ugent mil Breizad a chomas war an emganlec’h.
84. Romaned a zigouezas dalc’hmad goude, bleniet gant jeneraled evel « Petilius », « Cerialis » « Frontinus », « Agricola ». Heman, den a spered lemm, a welas ne drec’hje biken ar Romaned kenkouls gant o armeou ha gant o siou fall. 85. Rei a reas d’ar Vreiziz sec’hed ar plijadureziou, karantez al leziregez, hag ar c’hoant da heuilh giziou Rom. 86. Sevel a reas tier, paleziou, templou e giz e vro. 87. Eul loden vras a Vreiz-Veur a oe romanaet evelse ha hanvet e oe Romania, pe Ruvein.
88. Goude eun emgann gonezet war « Galgakus » war ar meneziou Grampian, ar re eus ar Vreiziz na c’houllent evit netra digemer yeo an estren, a zistroas war o meneziou ar sounna, difennet gant an torrojou.
Rannvroiou romanek. — 89. Al loden vro a zo etre kuz-heol Kernew ha Kreisteiz-Foreland, a oe hanvet « Britannia prima ». 90. Bro-Gambre, ha riblou an Havren (Severn) a oe hanvet « Britannia secunda ». 91. Ar vro a oa etre ar ster Humber, an Don hag ar mor Germanek a oe hanvet « Havia Caesariensis », homan oa ar rannvro vrasa. 92. Eun all c’hoaz hanvet « Maxima » a oa e goglez pe hanter-noz an Humber hag e oa enni ar Skos-Izel. 93. Ne dleer ket kredi e oa krenv galloud ar Romaned war an holl rann-vroiou-man.
94. An impalaer Adrian a zeuas hen e-unan e Breiz-Veur. Ober a reas sevel eur voger, hanvet aboue Moger Adrian, hag a ye eus an eil mor d’egile. Soudarded Rom a oe laket a-hed ar voger-man. 95. Ar jeneral « Urbicus », goude eun trec’h all, a zavas ive eur voger hanvet Moger Antonin etre ker Riden hag Alcluid.
96. En desped d’an diou voger-man, Breiziz ar Goglez a ziskenne war an Douar-Izel da skrapat war ar Romaned, hag a zouze adarre goude beza graet droug d’o enebourien muia m’hallent. 97. An impalaer Severus a zeuas ive da Vreiz-Veur (207-211), e zaou vab gantan. Tremen a reas dreist d’an diou voger hag e savas, zoken, bete penn pella an Enezen. 98. Koll a reas 50.000 den. 99. Hogen Breiziz an hanternoz, aet faez o vrezelli dalc’hmad, a zeuas da c’houlen ar peuc’h. 100. Severus a zavas eur voger vein en tu all da voger Adrian. Hirroc’h e oa eget eben ; heuilh a re kriben pep menez hag e re an dro d’an traouiennou. Beza he devoa 12 troatad uhelder, 18 dor ha beza e oa 10.000 soudard roman en he hed.
101. Eun Arvoriad, eur Bataviad, hanvet Carausius, laket evel kont gant ar Romaned war aochou an Arvor, evit o difenn enep d’ar Zaozon, a zeuas da veza ken galloudus ken e kemeras an hano a Impalaer Breiz-Veur en despet d’ar Romaned. 102. An impalaerien roman Diocletianus ha Maximianus a renkas lezel gantan gouarnamant en Enezen. Ranna a rejont gantan zoken enoriou an dilhad-limestra impalaerek. 103. « Allectus » letanant Carausius, a lazas heman hag an impalaer Constantius I a c’houarnas Breiz-Veur. Lezel a reas brud eun den a beuc’h ha a galon dener. 104. Constantin, mab Constantius, ganet ha savet en Enezen, a zastumas enni eun arme, moarvat e Ruvein, hag a zeuas d’an douar-bras e lec’h ma oe galvet impalaer goude beza trec’het war « Maxentius », mab Maximianus. Ar Vreiziz a roas dalc’hmad an trec’h da Gonstantin-Veur, o vrezelll en e armeou.
105. Breiziz an Hanter-noz o welet nerz ar Romaned o teuzi, a grogas adarre da emganna oute. 106. An impalaer Juluan hag a rene war Vro-C’hall, a c’hoantaas stourm ouz ar Vreiziz diliam. Kas a reas enep d’eze eur jeneral hanvet « Lucipius », den digalon na oa mad da netra. 107. Gallout ar Romaned a oa aet dister. Valentinianus II a gasas ar jeneral brudet « Theodosius » d’aesa adgonid an Enezen. Re divezat e oa. 108. Nerz Rom e Breiz-Veur a goueze tamm ha tamm, epad ma oa impalaerien nevez o sevel bemdeiz an eil enep d’egile. 109. Er bloaz 407, soudarded roman Breiz-Veur a ziskennas en douar-bras evit difenn Konstantin, hanvet gante impalaer. 110. Deut e oa ar c’houlz evit ar Vreiziz hag evit an Arvorigiz da droc’ha o hualou. 111. Er bloaz 409, ar Romaned a oe argaset hag ar Vreiziz a zistroas d’o giziou ha d’o lezennou broadek.
112. Ar Vreiziz romanaet a c’houlennas bepred sikour Rom evit enebi ouz Breiziz ar Steren.
113. Er bloaz 415 e tigouezas eur skoazel ganto : moger Severus a oe adsavet. 114. Eur skoazel all a zeuas er bloaz 418, ha moger Antonin kouls hag ar c’hestel savet gwechall er c’hreisteiz, a oe c’hoaz laket e stad vad.
115. Ar Romaned a lezas ive armou gant ar Vreiziz romanaet ; kimiadi a rejont neuze diouz Breiz-Veur evit birviken.
116. An impalaer « Honorius », o ren Rom, en devoa awalc’h d’ober oc’h enebi ouz ar Varbared ledet evel brini war rann-vroiou an douar-bras.
117. Breiziz ar Goglez (pe hanter-noz) a zilammas neuze war an Douar-Izel. An danevellourien roman ha saoz, hag ar re a zo deut war o lerc’h a ro d’eze an hano a Bikted. Gante ez eo bet miret dinam ar spered hag ar gwad keltlek. 118. Ar Skosed d’ar mare-man a zeue eus Iverzon da zouari war aochou Breiz-Veur evit laeres. 119. Divezatoc’h ar Bikted, pe gentoc’h ar C’hambreiz (roomp d’eze o gwir hano), en em ledas war Guz-heol ar vro e lec’h ma rene ar Gouezel (pe Goidel) Vortigern hag e gerent, da laret eo ahed an Havren (ar ster Severn). 120. Ar bobl a zo c’hoaz hizio o veva e Bro-Gambre a zo diskennet eus ar Vreiziz kalonek-man, ha miret o deus, a dreuz ar c’hantvejou spered ar Ouenn Geltiek.
1. A belec’h ez eo deut ar Vreiziz. — 1. Herve an triadou koz, taer distaoladen a boblas Breiz-Veur. 2. An hini genta, bleniet gant Hu-Gadarn, a zeuas a Vro Deffrobany diwar riblou ar Bosfor. Gwelet hon deus uhelloc’h e oa leun ar vro-ze a Gelted. 3. An eil a oe eun distaoladen Logrianiz, hag a zeue a Vro Gwaz-Gwin. Herve ma kreder, Gwas-Gwin eo Bro-Wened en Arvorig. E pad brezelioü Kezar e Bro-C’hall, ar Vreiziz a gasas eur strollad argadourien, dindan banniel Kaswallawn, da skoazelli ar Wenediz, Kement-man a hall rei da gredi e teue ar Vreiziz-man da zikour o c’hentvro. 4. An derved a oe eun distaoladen Britoned a zeue a Vro-Chall diwar ar vro a zo etre ar steriou Liger ha Sequana. (N’ouzomp ket pe dalvoudegez he deus an driaden-man).
5. Ar ouizieien n’int ket c’hoaz sklerijennet nag unanet war ar gerentiez a oa etre ar C’helted hag ar C’hallianed. 6. Darn a lavar e oant breudeur, darn-all a lavar ne oant nemet kendirvi. 7. E skrituriou al Latined hag ar C’hresianed koz, e kaver hini pe hini hag a gomz eus ar C’helted hag eus ar C’hallianed evel pa vefe int bet tud a boblou dishenvel ; hini pe hini all a zell ar poblou keltiek ha gallianek evel pa vijent bet eur bobl hepken.
2. Ar Vreiziz n’oant ket tud gouez. — 7. Kezar pa zonjas kas e armeou da Vreiz-Veur ne ouie kouls laret netra diwarbenn ar vro-man. Ne ouie ket pegen bras e oa an enezen, pegement a dud a oa enni na penôz e oa o giziou. 8. Pa zeuas da zouari, e welas tud hag a oa gwisket gant krec’hen ha kement-se a reas d’ezan kredi, pe gentoc’h lavarout, e oa an dud-man tud gouez. 9. Kredomp kentoc’h e felle d’ar Vreiziz en em wiska diouz ma oa an amzer en o bro. 10. An dilhad skanv, mad dindan heol an Itali, ne dalvezent netra dindan oabl koummoulek Breiz-Veur. 11. Kezar, ha kement alouber a zo bet, o deus, a viskoaz, graet eur falz-skeuden eus ar poblou gwasket gante evit didammall o zorfejou. 12. Ar Vreiziz, eme Kezar, a gousk dek ha daouzek en hevelep lojeiz hag ar gwrage a zo d’an eil kouls ha d’egile. 13. Kement den en deus studiet al lezennou koz a oa o reiza stad ar gwrage er briedelez, a lavaro dimp raktal ez eo gaou kement-se. 14. Al lezennou-man a oa garo evit an dud disvoazet. 15. E Rom ar gwrage o devoa eul lojeiz, gwir eo, evito o-unan : ne oant ket glanoc’h evit-se. 16. En Breiz-Veur, holl gweleou an tiegez a oa en eul lojeiz hepken, evel en meur a lec’h-all c’hoaz hizio. Daoust ha beza ez eus eno eun abeg a zizurz hag eun testeni a ouezder an dud ? 16. Kavet e vezo aman warlerc’h eun daolen eus stad ar Vreiziz en amzer goz. Pephini a denno anezi ar wella kentel.
3. Labour-douar ha rannvroiou. — 18. O tiskenn war aochou Bro-Gent, e kreisteiz Breiz-Veur, Kezar a welas parkou leun a ed ha labouret gant ar gwella evez. 19. Argadourien Rom a oe eurus o c’hallout eosti ed dare ar Vreiziz. 20. Eur skrivagner koz a lavar e veze daou eost ar bloaz en Breiz-Veur. 21. An Drouized fur, renerien ar Vro, a skoazelle gant o c’homzou, hag o lezennou al labour-douar. An douarou labouret kouls hag an henchou a oa santelaet gante. 22. Epad an here hag epad an eost, den ebet n’halle beza galvet dirak ar varnerien. 23. Gant ar Vreiziz ez eo bet ijinet ann alar-rodellek.
24. An Enezen a oa rannet gant eun urz dispar. 25. Pep prinselez a oa enni pevar gantre. 26. Pep kantre a oa ennan daou gombod. E pep kombod e oa eta 50 trev. 27. Beza e oa e pep kombod 12 maner pe kastel. Etouez an daouzek maner pevar o devoa da vaga chas ha meirc’h (anevaled kezeg) ar brenin. An eiz maner all a oa diliam. 28. En dro da bep maner e oa peder dreven. 29. E pep treven e oa pevar gasael. 30. En pep kasael e oa peder ranndouar. 31. E pep ranndouar o oa peder lojeiz. 32. Hag endro da bep lojeiz e oa pevar devez arat. 33. Beza e oa eta wardro 100.000 devez arat e pep princelez, ledet, wellwaz, war 5 leo hed ha 5 leo ledander.
34. Ar Zaozon, pa zeujont da gaout aotrouniez war Vreiz-Veur, a ouie e oa reizet mat pep tra ; ar parkou kleuziet, ar prajou bounnet. 35. Kement-se a ziskouez skler mat ne oa ket Breiz-Veur broadou tud gouez.
4. Pazennou-stad an dud. — 36. Ar prinz, pe roue, a oa hanvet Brenin etouez ar C’helted : ar brinsez a oa hanvet Brenhines. An hanoiou-man a zo bet miret e yez Bro-Gambre betek hizio. 37. Ar Romaned, dre fazi, o deus hanvet « Brennus » ar penn-argadour a gemeras Rom gant e Gelted (390 ar. J.-K.) dre ma oa hanvet heman Brenin, da lavarout eo roue, gant e genargadourien.
38. Ar re a zeue warlerc’h ar Brenin en aotrouniez an douar, a oa hanvet Arglouized, da lavarout eo Aotroune. Awechou ez int hanvet Uhelgouir (Uchelwyr) da lavarout eo « tud uhel ». An uhelouir e oa noblans pe tudjentil an amzer-ze. 39. Goude an uhelour, pe aotrou, e teue ar merour, roet gantan e feiz d’an aotrou evit delc’hel e zouarou. Ar merour a oa eun den diliam ; gwir an douar a oa d’ezan hag ar fonz d’an aotrou. An douarou koumanant, a zo c’hoaz hizio e Breiz-Izel, a ro ar skouer eus stad an dud-man.
40. Goude e teue ar re hanvet Alltud (pe tud all) hag a oa moarvat tud trec’het er brezel ha tud divroet. Ar re-man a oa stag ouz an douar. 41. Bugale an Alltud n’hallent en em zistaga nemet goude tremenet pevar rumm tud. 42. Izelloc’h c’hoaz e oa ar re hanvet Kaez(Caeth), kouls laret sklaved, diskennet moarvat, dre o siou fall, en eur stad vezus. Ne oa den izelloc’h. 43. Pa roe eur mestr eun tam douar d'eur c’haez, heman a gemere lec’h etouez an Alltud.
5. Ar vordeadurez. — 44. Eun driaden a ro da c’houzout ez eo bet ijinet ar stur hag ar ouel gant ar C’helt « Corfinour ». 45. Ar Vreiziz o devoa eur vordeadurez a gemwerz. Beza o devoa ive eur vordeadurez a vrezel evit difenn o c’hemwerz. 46. Al listri-kemwerz o devoa eur fram ozil goulouet gant krec’hen. 47. Al listri brezel a oa e koad dero, tachet gant houarn. Beza o devoa rabanou graet gant ailhedennou houarn. 48. Kezar a vanas estlammet ouz listri ar Wenediz.
6. Ar c’hemwerz. — 49. Ne oa ket aotreet an holl da zilestra war aochou Breiz-Veur, en amzer goz. 50. An aotreadur ne oa roet nemet d’ar varc’hadourien o devoa bet eur gwir a-zevri. 51. Kemwerz bras a oa etre ar Vreiziz hag ar C’hallianed. Ar re-man, epad o brezel ouz Kezar, a zigemeras ed ha loened eus an Enezen Vras. 52. Hogen aboue pell amzer, ar Fenikianed hag ar C’hartadiz a ye da gemwerzi gant ar Vreiziz. 53. Ar Fenikianed arruas da genta wardro 500 vloaz araok J.-K. Ar c’hemwerz a grogas etreze hag Enezennou ar Sten, hanvet gant an Helleniz. « Cassiteridos ». 54. « Enezennou ar Sten » a zo eta bet da genta hano an Enezennou Britonek, kouls ar re vihan hag an diou vras, da lavarout eo Iverzon ha Breiz-Veur.
55. Ar Fenikianed ne felle ket d’eze rei da vro all ebet doareou Enezennou ar Sten. 56. Eul lestr roman a c’hoantaas heuilh eur wech eul lestr Fenikian a-dreuz ar moriou. Ar c’habitan fenikian a gasas e lestr war ar c’herreg e lec’h ma ’n em gollas ive al lestr roman, kentoc’h eget diskouez an hent. 57. Ar Fokeaned a zeuas a benn koulskoude da gaout an hent mad. Daou c’hant vloaz araok J.-K. ar Fokean « Piteas » a heuilhas aochou ar Spagn ha Bro-Chall, ken n’arruas en Breiz-Veur hag ar c’hemwerz a grogas etre Marseilh ha Breiz-Veur. 58. D’an divez, elec’h mont dre vor, kemwerz ar sten a ye a-dreuz Bro-C’hall, dre ar steriou, beteg ar mor kreizdouarek (dre Lisieux, Chalons, Marseilh). 59. Ar Vreiziz a brene holen, kouevr en barr, listri kouevr ha listri maen. 60. Gwerza reent sten, aour, arc’hant, houarn ha plom ; ler, loened, ed, chas da vrezelli ha da ohaseal, gouzougennou, goularz, lagadennou brec’h en olifant, perlez-meskl, listri gwer, hag ive hervez ma kreder, mein-kaer.
7. Ijiniez. — 61. Gwelet hon deus pegen enoret e oa al labour douar e Breiz-Veur. Ac’hane e c’heller kredi e oa helao (ampart) ar Vreiziz war an ijiniez a zell ouz benviou al labour-douar, labour ar c’hoad hag an houarn. 62. Ar milinou-dour, herve lavar eun driaden, a zo bet ijlnet gant ar breton « Coel mab Cyllin ». 63. Ar Romaned a gasas gante da Rom giz ar milinou-dour. 64. Ar C’helted a ouie pega koad kaer ouz koad dister evit ober arrebeuri koant.
8. Dourenoniez. — 65. Anavezout a re ar Vreiziz meur a zoare war an dourenoniez (chimie) da lavaret eo an ijin da denna livach eus ar mein hag eus al louzou, pegwir e livent ar mezer hag al lien hag o c’horf zoken. 66. Ar c’hiz da liva ar c’horf etouez tud an Enezen a reas d’ar Romaned rei an hano a Bicti da Vreiziz ar Goglez (pe Hanter-Noz). 67. Mezer livet ar C’helted a oa brudet dre oll evel ma ’z eo c’hoaz hizio.
9. Houarnerez. — 68. Ar Vreiziz a oa houarnerien dispar. Gwelet a reomp hiziv labouriou kaer graet gante : gouzougennou hag armou. 69. En o c’hemmeskou metallek e kaver dalc’hmad 10 loden kouevr hag eul loden sten. 70. Gouzout a raent teuzi ha soudan an houarn hag hen stena ive.
10. Gwererez. — 71. Kavet ez eus bet eun niver bras a berlez gwer triliou, graet gant an Drouized ha hanvet, en amzer-goz, perlez-aered, pe viou-aered, dre ma veze c’houezet ar perlez-man gant tuelennou, rodellet e stum an aered.
11. Gwiaderez. — 72. Beza e oa gwiaderien e Breiz evit al lien hag ar mezer. 73. An Drouized, herve lavar meur a skrivagner koz, a oa gwisket gant saeou lin gwenn.
12. Kommerez. — 74. Ar C’helted a ouie komma ar gloan ha bleo al loened. 75. Hogen evit ar seurt labour ez eo red kaout soavon. 76. Gallout a reomp eta kredi ez eo bet ijinet ar soavon gant ar C’helted.
Ar c’hiri. — 77. Pez a souezas dreist-oll ar Romaned e Breiz-Veur e oe ar c’hiri-brezel. 78. O zoudarded a grene gant ar spont pa welent oc’h arruout warne ar c’hiri-man gant o filc’hier staget ouz an ael. 79. Ar Vreiziz o devoa kiri a bep stum hag a bep ment, ez eas ar c’hiz anezo da Rom. 80. An hanoiou roet d’o c’hiri gant ar Romaned a zo tennet eus ar geriou keltiek, evel « rheda », « essedum », « benna » hag a ziskouez skler ez eo bet ijinet ar c’hiri-man gant ar C’helted.
81. Hanoioü ar binviou evit al labour-douar, ar micheriou hag ezommou an ti a oa tennet eus geriou koshoc’h eget yez ar Romaned hag e kaver aneze en yez koz en Etrusked, pez a ziskouez n’eo ket bet ijinet ar binviou-ze gant ar Romaned.
82. Ar C’helted n’oant ket eta dleourien d’ar Romaned war pez a zell al labour-douar, an ijiniez, hag an tiegez.
13. Ar ra. — 83. Herve eun driaden, an hini a roas ar c’hiz da bega ar mein gant ra a oa hanvet « Morzal ». Kement-man a ziskouez c’hoaz e ouie ar C’helted leski ar mein, ha nan hepken ar mein houarn ha sten.
14 Ar c’hezeg hag ar vagadurez. — 84. Kezeg ar Vreiziz a oa moan ha skanv evel o c’hezeg a vreman, ha harnezet mat. 85. Kezar a lavar e welas e Breiz-Veur kalz a loened-korn ha kalz a loened plu, maget er maeziou. 86. Lezennou koz ar Vreiziz a ro da c’houzout e veze paeet gant saout ar c’hollou graet d’an nesa.
15. An henchou bras. — Ar Romaned, e lec’h ma ’z int tremenet, o deus graet henchou bras evit ezommou o armeoù. 87. Hogen araok m’arruas Kezar e Breiz-Veur, e oa henchou bras a-dreuz an Enezen-man. Bez’ e oa, da vihana, daou hent pleustret meurbet gant an dud a gemwerz, unan a ye a Sandwich da Gaernarvon hag eun all eus Dorchester da Suffolk. Ar marc’hallec’h a veze savet en eur c’hroazhent, hag an henchou a oa graet diouz ze.
16. An tier. — 89. Kezar a gavas, emean, eur bobl meurbet niverus en Breiz-Veur, ha tier hanval ouz tier ar C’hallianed. 90. Tier ar Vreiziz a oa kelc’hiek. Ar voger a oa graet gant koad, peuliou ha plenken. An doen a oa e soul-teo. 91. An oaled a oa e kreiz an ti, graet warni tan mouded pe tan koad. An toulmoged a oa e kreiz an doen. 92. Leur an ti a oa uhelloc’h a hed ar voger eget er c’hreiz. War an uhelen-man e oa gweleou an dud, ar penn ouz ar voger hag an treid troet d’an tan. 93. Leur an ti a veze gouzeriet gant hesk, tom ha gwak d’an treid. 94. An dud a azee endro d’an tan evit dibri.
17. Ar C’heriou. — 95. Bez’ e oa keriou e Breiz-Veur. Kezar a lavar ne oa eur ger vreton nemet eur c’hoad doun, kennerzet gant eur c’hleuz ha gant eur zavaden douar. 96. Koulskoude, herve a lavar, ker-veur Kaswallawn a oa meurbet krenv dre zikour an natur ha dre ijin an den. 97. En amzer Kezar an dud a ziavez ne anavezent ket c’hoaz doareou an Enezen. 98. Dindan an impalaer Klaoda, pa oe trec’het ker Kamulodunum, kement-se a oe sellet gant ar Romaned evel eun darvoud souezus. 99. Vespasianus a oe lorc’h ennan dre ma ’n devoa kemeret ugent ker. 100. Ker Llundain (Londres) a zouezas meurbed ar Romaned. Ar ger-man, moarvat, n’oa ket bet savet en eun devez nag en eun nebeut bloaveziou. 101. Diwar gement-se e welomp ez eus bet skrivet kalz a c’hevier gant Kezar ha gant ar re o deus lakaet o feiz en e gomzou. 102. Eun doen zoul war eun ti n’eo ket eun testeni a ouezder evit an dud a zo o veva en ti-ze.
18. Ar C’hrenvlec’hiou. — 103. Kastel pep aotrou a oa eur c’hrenvlec’h (oppidum), difennet gant eur ster, pe gant peuliou koad pe gant paludou. 104. Bras awalc’h e oa evit digemer tud ar c’hantrev gant o loened hag o arrebeuri pa zigore amzer ar brezel.
11. Ar Gwiskamanchou. — 105. Gwelet hon deus Kezar o lavarout e kavas tud Breiz-Veur gwisket gant krec’hen loened ; hogen gwelet hon deus e ouie an dud-man steui ar gloan hag an neud. 106. Da amzer Augustus ha Tiberius, ar skrivagner Strabon a lavar e touge ar Vreiziz mentel du war saeou hag a ziskenne beteg an douar, gant eur gouriz endro d’o bruched. 107. Ar gwisk hanvet « bardo cucullus » a oa ive eur gwisk keltiek ; heman oa eur c’hougoul glas, douget gant ar Varzed. 108. Ar gwiskamanchou liou limestra a oa ar re a blije d’ar vrenined. 109. Ar gwiskamanchou liesliou ne oant ket a c’hiz vad etouez ar Vreiziz. 110. Ar vrenined a zouge eur gurunen, e kreiz an argad zoken, pe, da vihana, eun tortis kouevraour endro d’o ividigou. 111. An Arc’hdrouiz hag ar penblenier a zouge eur c’houzougen aour war o bruched.
12. Pinvidigez Breiz-Veur. — 112. Kezar, dre n’en devoa ket gallet yeoa ar Vreiziz, a skrivas ne dalveze ket ar boan ober gonidigez an Enezen ; c’hoantaat a reas koulskoude dastum enni ar c’hinnig. Neuze ’ta e oa aour hag arc’hant e Breiz-Veur. 113. Homan en em gavas gwasket divezatoc’h gant dastumerien an tailhou hag ar Romaned e karg, ken e oa enni dienez arc’hant da amzer an impalaer Adrian (117-138). 114. Hogen da amzer an impalaer Juluan (361-363) e oa deut da veza pinvidik adarre.
13. Ijinou-kaer ha Lennegez. — 115. « Ciceron », skrivagner roman, a lavar e oa e Breiz-Veur eun nebeut sklaved disket hag a oa gouiziek mat war ar zonerez. 116. Hogen ne oa e Breiz-Veur na sklaved gouiziek na sklaved diouiziek. Beza e oa Breiziz disket, ha gwella sonaderien a oa er bed. 117. Den ebet n’alle beza Drouiz, na Barz, na sonour nemet Breizad e vije. 118. E gwirionez, aotroune Breiz-Veur a oa disketoc’h a bell eget ar Romaned. 119. Ar C’hallianed hag ar Velged a gase o zud yaouank d’ober o studi e Breiz-Veur, e skoliou an Drouized. 120. Drouized Bro-C’hall a zeue ive da studia eno. 121. Breiz-Veur a oa sellet evel eun douar santelaet, gant Kelted an Douar-Bras. 122. Ar Varzed hag an Drouized a lakae o c’henteliou e barzonegou rimadellet. N’oa ket a re gant ugent bloavez skol evit gallout gonit an hano a zen gouiziek. 123. En tu-hont d’al Lennegez ha d’an Istor, an Drouized a gelenne ar Filosofiez. Ar C’hresianed, pe Helleniz koz, o devoa doujans vras oute. Darn eus ar re-man a lavar e oa ganet ar Filosofiez etouez ar C’helted. 124. Pa studiomp piz kelennadurez an Drouized, e welomp n’ez eus bet biskoaz e bro all ebet filosofiez ken uhel ha ken tost d’ar wirionez.
125. Eul loden gaer a gelennadurez an Drouized a zo deut betek hon amzer. Kavet e ve en eul levr kambreeg hanvet ar « Barddas », pe Barzas. 126. Rom, ker ar fals-doueou, ne oa na gouiziek na fur awalc’h evit dont da gelenni ar Vreiziz. 127. An Triadou, komzet aneze aman alies, a zo kenteliou koz keltiek war bep seurt danvez, deut betek hon amzer, pe dre an envor, pe dre levriou.
14. Ar brezelerez. — 128. E gwerziou ar varzed koz ne gomzer nepred nag eus gwaregou, nag eus saeziou. 129 Ar Vreiziz n’o devoa nemet tri benveg brezel : eur c’hleze, eur spek hag eur waf. 130. Lavarout a rer e oa ken helao ar Vreiziz ken ma lazent gant o spek eun evn o nijal. 131. Beza o doa klezeier kam ha klezeier a zaou droc’h. 132. Treid ar spegou hag ar gwafiou a oa e koad ounn pe gwern. 133. Tri arm da ziwall a oa : an tokhouarn, al lurig hag ar skoued. Ar re-man a oa e dir. 134. An darn-vuia eus ar gwiskou-brezel-ze a veze du ; darn a oa lugernus pe marigellet gant kamahu, moarvat re ar vrenined vrudet ; darn a oa glas, liou roet gant livach gwer poaz pe marteze gant tremp an dir. 135. An tokhouarn en devoa pevar goste hag eur bluen velen a-us d’ezan, hanvet plumaour. 136. Al lurig a c’holoe ar c’hein hag ar jave. 137. Ar skoued a oa kelc’hiek hag awechou pevarc’hornek. Bez’ e oa eun toull en o dal, moarvat evit gwelet adreuz d’ezan. 138. Ar meirc’h-brezel o devoa ive eur skoued war o c’hroazellou.
15. Ar boued. — 139. An evachou broutac’het a oa en enor etouez ar Vreiziz : ar bier krenv ha c’houerv hanvet kourv hag ar chufere pe dour-vel nerzus. 140. Ar Bikted, da lavaret eo ar C’hambreïz o chom en hanter-noz, a aoze, herve larer, o evach ar brudeta gant bleun bruk. 141. Ar gwin, deut eus an Douar-Bras, a oa ive evet e Breiz-Veur. 142. Hogen an evach pemdeizek e oa al laez. 143. Ar bara a zo bet ijinet gant ar C’helted. 144. Ar Romaned ne ouient ket lakaat toaz e go. Kent beza graet brezel en Treuzalp, e lec’h ma weljont ar C’helted o fornia bara, e tebrent yod ha souben ar brignen. 145. Ar c’hreuriou d’aoza bleud, graet gant reun marc’h a zo bet ijinet gant ar C’helted kouls hag ar pentoniou daou-dalet ha kelc’hiet, da virout an evachou. 140. Kig al loened gouez, rostet pe bervet er gaoter, a oa eur meuz breizad ive.
147. Setu aman skeud eur pred e ti eun aotrou : Eun oaled ledan. Peziou kig o poaza o kaoteriou bras. 148. Eur c’helc’hiad tud a vrezel endro, o youc’hal hag oc’h eva chufere. 149. Eun daol vras, digor d’an holl. Merc’hed ha paotred. Barzed o kana. Awechou trouz ha kann, ha gwad o ruilhal, rak everien vras e oa ar C’helted. Digouezout a re d’eze menel kousket goude eur pred re bell padet.
150. Beza o devoa, evit eva, gwer strink, kelc’hiet en arc’hant ha bevennet gant aour. Beza o devoa ive kerniou da eva. 151. An den brudeta a gemere an tamm kenta, hanvet tamm ar gour-meur.
Stad ar gwrage. — 152. Stad ar gwrage a oa gwelloc’h etouez ar Vreiziz eget e Rom. 153. Kement ha ma tigase ar gwaz, kemend-all e tigase ar wreg. Eur stad eus an danve a veze savet. 154. Ar madou a chome gant an diveza beo. 155. Goude seiz vloaz dimezi ar madou a zeue da veza kenberc’heniez etre an ozac’h hag ar wreg. 156. An ozac’h yaouank, araok kwitaat e wele, deiz war-lerc’h e eured, a roe d’e wreg eur c’hinnig, hanvet ar « C’howyll ». 157. Goude seiz vloaz dimezi, ma teue d’an ozac’h kwitaat e wreg, houman n’halle ket kas he danvez ganti.
158. Ma vije graet an distag araok ar seiz vloaz, pep-hini a gemere e lod, hag ar wreg a gemere ive « kinnig ar beure ». 159. Pa gwitae ar wreg he fried araok seiz vloaz, n’halle kemer nemet « kinnig ar beure ».
160. Ar wreg n’halle ket beza kred e lec’h he fried. N’halle ket toui en e lec’h er varnidigez ; na prena, na gwerza hep e aotreadur.
161. An distagidigez etre ozac’h ha gwreg a roe an diou drederen eus ar vugale d’an tad, hag an drederen d’ar vamm. 162. Ar wreg ne zalc’he ket d’he le da chom leal d’he fried, a golle hec’h holl beadra.
17. Ar vugale. — 163. « Gwir ar mab hena » ne oa ket anavezet e Breiz-Veur evel m’ eo anavezet gant ar Zaozon hizio c’hoaz e Bro-Zaoz. 164. An tad a responte eus e vab beteg an oad a 7 vloaz. Ar bugel a responte neuze evitan e-unan. Hogen an tad a responte c’hoaz eus dle ar pôtrig. 165. Bete 14 vloaz ar mab a chome e ti e dad ha dindan e walen. 166. D’an oad a 14 vloaz ar c’hrennard a veze kaset da lez an aotrou da rei da heman gwazoniez. Respont a re neuze evitan e-unan hag evit e zanvez. 167. Azalek aet ar mab dindan aotrouniez an aotrou, an tad n’en devoa ken da ober gant e vugel. 168. Ma varve ar gwaz hep breudeur, an aotrou a veze her d’ezan. 169. Ar mab n’halle sevel en eur renk uhelloc’h nemet goude maro e dad.
170. An tad n’halle ket disheria ar mab.
18. Goursezou ar vro. — 171. Beza e oa e Breiz-Veur tri Goursez (gorsedd), anavezet, doujet hag enoret gant an holl vroadou ha gant holl dud ar broadou.
1° Gorsedd Barzed Enez Brydaen, pe Enez Vreiz-Veur. — 172. Heman oa ar c’hosa. 173. Beza e oa ennan ter urz tud : an Drouized, ar Varzed hag an Ovizien. N’oant ket uhelloc’h an eil eget egile. Pep-hini en devoa eur garg dishenvel. 174. Lezen an der urz e oa : Gouiziegez, Gwirionez ha Peuc’h. 175. Izili ar Gorsedd o devoa pemp devez arat, pep-hini, dre wir. 176. Dre gement lec’h ma tremene eun ezel eus ar Gorsedd, ar magadur a oa dleet d’ezan.
177. Izili ar Gorsedd n’o devoa kinnig ebet da baea d’ar gouarnamant. 178. Den ebet n’halle dougen eun arm dic’houin diraze. 179. Doujans vras a oa oute, hag an dud a bep stad, uhel hag izel, a c’hoantae beza digemeret etouez izili ar Gorsedd.
180. An Ovizien a oa gouestlet da anaoudegez ar Grouidigez. 181. An Drouized a oa gouestled da studi an Douelez ha da gelenni ar Furnez. 182. Ar Varzed a oa gouestled d’ar Varzoniez. 183. Beza o devoa ive da virout koun an darvoudou a zelle ouz ar vroad ; da zelc’hel koun eus an nestedou, eus an dimeziou, eus gwiriou pep-hini. 184. Beza o devoa da deurel evez ouz an hereziou kouls ha war bon an douarou. 185. Beza o devoa ive da bleal gant goulennou an daou c’horsedd all e vezo komzet aneze aman war-lerc’h. 186. Beza o devoa c’hoaz da zevel gwerziou war ar brezeliou, war an trec’hiou, war ar reuziou, war an holl darvoudou kaer.
187. Gwiriou ar Gorsedd a oa diazezet war ar Skiant, war ar Grouidigez ha war an Digoueziou. 188. Kelenni a re ar Ouiziegez, ar Vadelez, ar Furnez a zo diazezou ar Sevenidigez.
2° Gorsedd ar Skoazel genvroadel. — 189. Ar gorsedd-man e oa ennan pennou uhel pep broad, tud sklerijennet ha gouarnerien vras. An hinï kosa etouez ar vrenined kenvroad a gemenne ar vodadeg. 190. Ar Gorsedd-man a re al lezennou evel ar « Pouvoir Législatif » hizio er Franz.
3° Gorsedd ar Barnerez hag al Lezennerez. — 191. Heman a oa karget da varn ha da ober senti ouz al lezennou aozet gant an eil c’horsedd. 192. Pleal a re gant an enklaskou ha gant ar mennoziou broadel evit kenstumi aneze diouz al lezennou embannet gant Gorsedd ar skoazel genvroadel. Henvel e oa ouz ar « Pouvoir Exécutif » a hizio. 193. Kezar a lavar e veze tabut e Bro-Chall etre an Drouized pa veze da zibab eun Arc’hdrouiz, bete ma veze tennet ar c’hlezeier. Biskoaz an dra-ze n’eo bet aotreet gant ar spered barzek. Biskoaz doare a gement-se n’eo deut d’imp diwar-benn Drouized Breiz-Veur.
19. Bodadegou ar gorseddou. — 194. Bodadegou ar Gorsedd a veze graet peder gwech bep bloaz, en deiziou kenta a viziou Here, Genver, Ebrel ha Gouere ; e Kaerleon war Usk, e Bro-Gambre ; e Kaergaradok, e Lloegria ; e Bieskaven, e Denoual, taer vro e lec’h ma oa tomm ha krenv ar spered keltiek.
195. Ar Gorsedd a oa evel eun iliz vroadel e lec’h e teue ar bobl evit azeuli an Tad Krouer, ha digemer kenteliou fur. 196. An holl a oa kemennet da zont nemet ar re a oa laket er maez eus ar genunaniez. 197. Den n’halle enebi ouz ar re a zeue d’ar Gorsedd.
20. Envoraduriou. — 198. Ar Varzed o devoa tri envoradur da virout. Unan aneze a oa hanvet an envoradur a gan. 199. Heman a zalc’he envor an doareou kosa. E wriziennou a ziskenne en dounder tenval an Amzeriou. 200. A belec’h e vefemp-ni souezet pa larer d’imp e veze red d’ar varzed studia e pad 20 vloaz ? Pez o devoa da ziski dre ’n evor a oa meurbet divent.
21. Kevrinac’h ar Varzed. — 201. Ar varzed o devoa eur ouiziegez kuz pe kevrinac’h, da virout war o le. Beza e oa ennan anaoudegez Hano Doue hag anaoudegez al Lizerennou. 202. An Drouized n’oant ket troet da gelenni ar bobl dre skrid. 203. Ar skritur, emeze, a ra d’an den koll an envor. 204. Mouez ar Gorsedd a oa ar wella tro evit sklerijenni an dud hag evit mirout ar mad, ar wirionez hag an eünder.
22. Tri gelc’h ar bed. — 205. An Drouized a gelenne ez eus tri gelc’h a vuez. 206. An hini kenta eo kelc’h Keugant, elec’h n’ez eus nemet Doue, na beo na maro, ha n’ez eus nemet Doue da c’hallout hen treuzi. 207. An eil ez eo kelc’h Abred, elec’h ma egin pep stad diouz ar maro, hag an den en deus-han treuzet. 208. An drived ez eo kelc’h ar Gwenved elec’h ma egin pep stad diouz ar vuez, hag an den hen treuzo en nenv.
23. Neveadurez an Eneou. — 209. Ar Spered, eme an Drouized, a zeraou e hent buezek en Announ, e korf ar beo an distera. 210. Pa zeu ar c’horf da vervel, ar spered a ya en eur c’horf all kaeroc’h, hag a zalc’h evelse, ken m’arru, tammig ha tammig, e korf an den. 211. An denelez a zo eur stad a frankiz e lec’h ma c’hall ar spered ’n em staga ouz ar mad pe ouz ar fall. 212. Goude meur a vueziou, ma teu siou mad an den da drec’hi war e siou fall, e sav e spered er Gwenved, da laret eo e kelc’h ar wenvidigez, pe an eurusted, da laret eo c’hoaz an Nenv. 213. Ar spered arru er Gwenved n’hall ken koueza en droug. 214. Hogen mar deo trec’het siou mad an den gant e siou fall, e spered a ziskenn izelloc’h izellan e kelc’h Abred, e korf eul loen henvel e stum ouz an hini en devoa an den en e veo. 215. Ac’hane ar spered a hallo adarre adsevel tamm ha tamm bete stad an denelez ; uhellaat adarre, er stad-man, hag arruout eun deiz e kelc’h ar Gwenved. 216. Pa ’z eo bet kastizet an den evit eur si fall, en eur vuez dremenet, ne gouez ken er si-ze en eur vuez nevez. 217. Keit ma vez an den o treuzi hag o adtreuzi kelc’h Abred, ne vir envor ebet eus e vueziou tremenet.
218. E kelc’h ar Gwenved ar spered a zalc’h da zevel bepred ha da wellaat, ha da ziski. 219. Er Gwenved e teu d’ezan an envor eus an holl stadou tremenet gantan. 220. Hogen, kaer en deus ar spered gwellaat ha kreski e kelc’h ar Gwenved, biken n’arruo e kelc’h Keugant lec’h n’ez eus netra, na beo, na maro nemet Doue. Setu aze kelennadurez an Drouized war pez a zell darvoud ar spered-den.
24 Aberzou. — 221. Kezar ha skrivagnerien all o deus roet da gredi e veze aberzet, pe sakrifiet, tud gant an Drouized.
222. Beza ez eus aberz hag aberz. Hizio en holl vroiou ar bed, ec’h aberzer c’hoaz an dorfetourien. 223. Ar Romaned hag ar broadou all, en amzor goz, o deus graet aberzou en enor d’o falz-doueed. 224. Ar C’helted a grede e c’helle an den fall gwellaat e stad dre ar maro evit beza gwelloc’h en eur vuez nevez. 225. Kredi a raent ive e c’helle an den fur ’n em aberzi evit mad ar vroad. 226. Pa zigoueze gant ar Vreiziz tapout soudarded o enebourien, e kavent mad, marteze, lakaat aneze da vervel, rak ar brezel a oa sellet gante evel brasa torfed a oa er bed.
227. An torfetour aberzet a halle eta, dre e varo, prena eur vuez nevez ha sevel uhelloc’h war hent ar Welladurez.
25. Ar Barzaz a dreuz an amzeriou. — 228. An impalaerien roman a fellas d’ezo distruji ar Barzaz, da laret eo lezen ar Vreiziz, rak an Drouized hag ar varzed a stourme ouz ar spered roman en o bro. 229. An impalaer Klaoda a reas kalz a droug d’an Drouized.
230. Er bloaz 383 Maksen Gouledig a reas anaout ar Barzaz gant ar Bobl. 231. Koulskoude eur c’hantved goude, ar Barzaz a ’n em gave kouezet izel dre ar brezel a zindan graet d’ezan gant enebourien ar spered keltiek. 232. Er c’houec’hvet kantved ar Roue Arzur a zavas Breuriez an Daol Gelc’h evit urza an Ijinou-kaer, ar Skiantchou, Giziou ha Gwiriou ar Varzed.
233. An daou Varzin, Taliezin, Sant Mabon ha meur a hini all a oa e penn ar Goursez-man. 234. Sant Teilo, Kadog ar Fur, sant Pryderi, a zo bet hanvet tri barz santel Lez Arzur. 235. Int, ha meur a zen brudet eus an Iliz a zo bet izili eus ar Skol Varzek, evel sant David, sant Padarn, eskop Llanbadarn, Deinial-Wenn, kenta eskop Bangor, ha Gweltas ab Kaou. 236. Gorsedd an Daol Gelc’h a chomas 200 bloaz en Aberlec’hour ha 100 bloaz all en Kaergwent.
237. Goude ez eas en Bro-Vorganog e lec’h ma oe roet d’ezan douarou gant an arglouiz evit maga ar Varzed. Ar re-man oa karget da enklaski war ouiziegeziou koz ar Barzaz. 238. Ar Gorsedd koz a oe adsavet evelse.
239. Pa oe trec’het ha lazet Llywelin, prinz Kambre, gant an Normaned (1282), frankiz e vro a gouezas gantan ha Kambre a oe bazyeoet gant Bro-Zaoz. 240. Ar Varzed a oe harluet ha mac’hagnet ; difennet e oe boda ar Gorsedd. 241. Gallout a reas mirout e vuez, rak gorseddou kuz a oe dalc’het beteg an deiz ma c’hellas ar Varzed ober adarre gorseddou digor. 242. Evel se en deus bevet ar Spered Barzek betek hizio, evel ma vevo da virviken etouez ar C’helted evit difenn ar Gwir eneb ar Bed.
25. Al lezen gristen e Breiz-Veur. — 243. Herve eun hengoun kambreek, Karadog en devoa anavezet e Rom an ebestel Per ha Paol. 244. Goude maro Klaoda, Karadog a zistroas da Vreiz-Veur gant e gerent hag a gelennas al lezen gristem e Kambre-Izel. 245. Herve eur vrud all ar gristeniez a oe kelennet gant « Pomponia Gracina », gwreg ar C’honsul « Plautius » ha gant Klaodina, eur vreizadez a stad-uhel, gwreg d’ar senedour « Pudens ». 246. Komz a rer ive a Joseb Arimati, en devoa anavezet ar C’hrist hen e-unan, hag a zeuas da Vreiz-Veur gant ar Graal santel. Hogen aman ez omp tostoc’h d’ar marvailhou eget d’an istor.
247. Gouzout a rer, reiz-mad, o oa arru krenv ar feiz gristen e Breiz-Veur wardro kreiz an IIIt kantved. 248. Elec’h beza harluet evel er broiou-all, ar gristenien a gavas skoazel er vro-ze. 249. N’ez eus ket bet eno a zent merzeriet evit o c’hreden nemet unan pe daou, herve lavar Gweltas. 250. Mar ez eus bet graet eun enebiez bennag ouz ebestel ar greden nevez, n’eo bet graet nemet gant komzou helavar, ha nan gant benviou da c’houlia.
251. Pa o devoa ar gristenien re a boan o trec’hi gant o frezegennou war ziskibien al lezen goz e c’houlennent skoazel digant Iliz Bro-C’hall ha digant Iliz Rom. 252. Er bloaz 24 sant German an Aukserad ha sant Loup a oe kaset d’o sikour. 253. Sant German a oa bet kont pe penargadour e Bro-C’hall hag a oa anaoudek war ouiziegez ar brezel. Rei a reas eur skoazel vad d’ar Ruveiniz (ar Vreiziz romanaet) er bloaz 430 evit enebi ouz Kambreïz ar steren (ar Bikted). 254. Sant Dubriz ha sant Iltud a oe diskibled da zant German.
255. Taer gador Arc’heskobek a oa bet savet e Breiz-Veur, unan e Llundain, unan e York, hag unan e Kaerleon-war-Usk. 256. Ar Zaozon, paganed d’ar mare-man, a zistrujas an diou genta hag a c’hlac’haras an Iliz kristen. 257. Eun amzer a drubuilh a dremenas war en Enezen. Brezel a oa dre-oll, ken ma teuas ar gristenien da goll ar gwel eus kristenien an Douar-Bras.
258. Ar pab Gregor a c’hoantaas gonid ar Zaozon da lezen ar C’hrist. 259. Kas a reas d’eze misionerien ; en o fenn e oa ar manac’h Augustin. 260. Augustin, hanvet eskob Bro-Zaoz, a c’honeas d’e feiz roue Bro-Gent hanvet Ethelbert, hag a zavas e gador a eskob e Kanterbury. 261. Kannad ar Pab a zigase gantan giziou diveza an Iliz roman. 262. Tammal a re d’ar Vreiziz kristen giziou o Iliz eun nebeut dishenvel diouz e hini ; ha tabut a zavas etreze. 263. Ethelbert, roue Kent, hag Ethelfrith, roue an Northumbria, Saozon o daou, a gasas o armeou enep d’ar C’hambreiz. 264. Ar re-man o devoa en o arme 2,000 manac’h ha beleg deut a Leandi Bangor da zikour o bro gant o fedennou. 265. Tapet en eul lec’h dizro, gant Ethelfrith, araok ma oa arru argadourien Kambre d’o zikour, an dud zantel a oe holl lazet nemet eun hanter-kant. 266. Ar feiz gristen a zeuas da drec’hi tamm ha tamm e pep rouantelez. 267. Ar Feiz hag ar Rouelez Saoz a vevas hep dale evel c’hoarezed war zouarou ar Vreiziz.
1. Breiz-Veur goude tec’h ar Romaned. — 1. Ar Romaned a gwitaas Breiz-Veur pa weljont ne oant ken evit he difenn. Setu aman stad ar vro : 2. Er c’huz-heol e oa ar rann-vro hanvet Brittania poblet gant Breiziz o komz o yez vroadel. Ar vro-ze e oa enni Bro-Gambre, Gourenez Kernew ha kontelez Devon. 3. En tu-all d’ar voger savet gant ar Romaned, e oa poblou all, Breiziz digabestr, bet a viskoaz distag diouz Rom, hag anavezet gant ar Romaned dindan an hano latin a Bicti, da laret eo tud livet, dre m’o devoa ar c’hiz da liva o c’horf, evel m’hon deus gwelet e levr kenta an Istor-man. 4. E tu ar reter, hag en eul lec’h bennag er c’hreiste, en em gave diazezet eur veuriaden bennag a ouenn estren, Angled, Saozon, Yuted. 5. Ar meuriadennou-man n’o devoa ket nemeur a bouez. Ne zeufont ket araok pell amzer da gemer eul loden en Istor ar Vro. 6. E kreiz ar vro kelc’hiet gant an holl boblou-ze e oa ar rann-vro romanaet rik hag a zouge an hano a Romania, (pe Ruvein, er yez kambreeg.) 7. Yez ar Romania e oa ar yez latin, da vihana etouez ar bobl-uhel. 8. Etouez ar bobl izel e komzed moarvat eur vriz-yez, latin ha brezonek mesket. 9. Evel m’hon deus laret uhelloc’h, ar Romaned a gwitaas Breiz-Veur er bloaz 407.
2. Argadegou ar Bikted hag ar Skosed. — 10. Raktal goude ma oe pellaet ar Romaned, Breiziz ar goglez (pe an hanter-noz), hanvet Pikted gant tud ar Romania, en em ledas war ar Vritannia ha war ar Romania. 11. Er mare-man, Gouezeled a Iverzon hag a oa laeron-vor anavezet dindan an hano a Skosed, a lammas war ar Vritannia e tu ar c’hreisteiz. 12. Eus tu ar reter, ar Vritannia en em gavo ive tizet gant an dud romanaet. 13. Er bloavez 428, Gourthiern, brenin breizad a ouenn gouezel, o welet e oa ken gwasket gant e enebourien, a reas eun emgleo gant ar Zaozon a oa en em daolet aboue pell amzer en traouien an Tamez. Herve an emgleo, ar Zaozon a dlee ober brezel d’ar Romania. 14. Argadourien Ruvein a oa bleniet gant eur penargadour hanvet Embreiz Aurelian, a zeuas da veza meurbet brudet e pad ar brezel-man.
3. Pez a c’hoarvezas gant an distaoladennou man. — 15. Pikted ar steren, pe gentoc’h ar C’hambreïz evel ma ’n em hanvent int o-unan, a oa bleniet gant ar brenin Kunedda hag e vugale. 16. Dont a rejont da ’n em leda war hanter-noz Bro-Gambre en eur argas dirake ar Ouezeled (pe Gaeled) a oa o veva eno. 17. Ar re-man en em dennas en Iverzon. 18. Unanig bennag a ziskennas en Arvorig, war an Douar-Bras, e lec’h ma oe kollet abred ar gwel aneze etouez ar Vreiziz all deut goude war o lerc’h.
19. Ar C’hambreïz a zeuas a benn da gemer Bro-Gambre a dreuz hag a hed ; diskenn a rejont, zoken bete Kernew. 20. Bouta a rejont ive tamm ha tamm ar Vreiziz romanaet beteg ar ster Humber. 21. En tu-all d’ar ster-man e savjont c’hoaz eur rouantelez vreizad. 22. E keit-se ar Zaozon a helle kreski o galloud war aochou ar reter hag ar c’hreisteiz. 23. Red eo d’imp lavarout aman n’ez eus bet laret nemet gevier gant an danevellourien bloaz war vloaz, war pez a zell deraou an argadegou sôz. 24. Meuriadou ar Zaozon a zo bet dister da genta. Bet int epad pell amzer dindan aotrouniez ar Vreiziz, ne ouzer netra mui. 25. Ar rouanteleziou bet hanvet rouanteleziou saoz a oa gouarnet gant prinsed vreizad, miret d’imp zoken o hanoiou gant an Istor.
4. Arzur, kampour ar mennoz keltiek. — 26. D’ar mare-man e oe gwelet o para, e Breiz-Veur, dremm skedus ar roue Arzur, ken brudet er bed holl. 27. Araok beza deut da veza eun impalaer doujet, Arzur a oe eur brenin dister. 20. An darn-vuia eus ar c’henta skrivagnerien zaoz pe roman a zo mud e kever ar brenin-meur-man. Perag ? 29. Arzur a zo bet kampour ar mennoz keltiek en e amzer : awalc’h ez eo. 30. An holl danevellourien enep keltiek a re poan d’eze gwelet ar spered hag ar sevenidigez roman o koueza a blad, keit ma save adarre ar spered hag ar sevenidigez keltiek. 31. Gweltas, hen e-unan, ne reas nemet meuli ar spered roman hag hirvoudi o welet heman o vont da goll e Breiz-Veur. 32. Labour Arzur a zo bet dreist-oll eul labour kevredus, eul labour da gennerzi ar Vreiziz dre an unaniez. Eun adoberour ez eo bet oc’h enebi ouz spered ha giziou Rom. 33. Gweltas, dre gasoni, pa gomz eus trec’h ar menez Badon, a dremen hep rei hano an trec’hour, hano ar Brenin Arzur. Ar Gweltas-man, skrivagner an De excidio Britanniae, a oa eur Roman ha nan sant Gweltas en deus ekrivet an Epistola, hag a oa Breizad. 34. Arzur arruas goude Embreiz Aurelian. 35. Marteze ez eo bet trec’het heman gant Arzur e kerz unan eus an daouzek gourdrec’h miret an envor aneze gant ar Breizad Nennius. 36. Gallout a reomp kredi e vrezelias Arzur enep d’ar Zaozon evit flastra o holl galloud hag e teuas abenn da azezi e c’halloud e-unan war ar Romania, pe Ruvein. 37. Neuze, deut e nerz da veza didrec’hus, e lezas e gleze hag e krogas gant e reizaduriou broadel. 38. Ar c’haera eus ar re-man e oe adsavidigez ar gorseddou en Romania. Kement-se a reas en eur groui an Daol-Gelc’h, a zo bet ken brudet en ken lies a danevell gwechall. 39. Na Gweltas, nag ar skrivagnerien all romanaet, na zoken ar Zaozon, n’hallent asanti gantan ober labour keltiek ; setu perag int chomet mud en e gever.
Myrddyn pe Marzin. — 40. Beza ez eus c’hoaz eun den laket kever ha kever gant Arzur ebarz ar vrud vras. Heman ez eo Marzin. 41. Daoust ha bevet o deus Arzur ha Marzin en hevelep amzer ? N’heller ket c’hoaz hen lavarout. 42. Mar asanter o deus bevet en hevelep amzer, ez eo red kredi ez eus bet daou den hanvet Marzin. 43. An hini a vevas en amzer Arzur a oa, hep mar, an Arc’hdrouiz. 44 Egile a zeuas divezatoc’h ; komzet e vezo anezan pelloc’h. Buez heman, da vihana, a zo anavezet dre doareou an Istor. 45. Forz penôz, kredi a heller ez eo bet skoazellet Arzur, en e oberou a Welladurez, gant eun den a spered dispar en devoa eur galloud divent war sperejou e genvroïz. 46. An den-ze moarvat a zeuas da veza penn-rener ar Gorsedd bet adsavet pe nevezet gant Arzur. 47. Arzur a oa dleour d’an den-man eus e zavidigez da vrenin. 48. Rak Arzur ne oa ket ganet eus eur ouenn vreninek : ne welomp ket e nested etouez nestedou Bro-Gambre. 49. Sevel a reas eus a greiz ar Bobl dre e dalvoudegez ha gant skoazel Marzin.
50. Ar Vreiziz romanaet n’oant ket evit gouzanv Arzur dre ma oa savet ken buan ha ken uhel ha dre ma’n devoa adsavet ar spered keltiek. 51. O c’hasoni a vervas da genta ebarz an devalijen ; eun deiz bennag ec’h en em savjont hag e kemerjont an armou. 52. Arzur a ziskaras enebourien ar spered broadus. 53. Hogen en emgann diveza, war emganlec’h Kamlan, an Impalaer a oe skoet d’ar maro. An darvoud gwalleurus-man a c’hoarvezas er bloaz 492 (annus XCIII) e amzer eil konsuladenn « Stillohon », herve « Annales Cambriae » (Bloaveziadur Bro-Gambre}.
54. Pa gouezas ar Roue Arzur dindan taol an trubard Mordred, e niz, war leur-vrezel Kamlan, e kouezas kaera spered en deus roet ar Ouen geltiek.
5. Ar Vreiziz goude maro Arzur. — 55. Er mare-man ar Zaozon, pe gentoc’h an Angled, a grogas gant o laeronsiou. 56. Ar C’hambreïz a zalc’he da ziskenn eus an hanter-noz ; ken stank o oant deut en o bro ken ma oa red d’eze ’n em deurel war ar broiou all. 57. Broiou ar Vreiziz a oa rannet en prinseleziou ; ar brinsed a c’houarne aneze a zente holl ouz eur brenin galloudek dibabet gante en eur vodadeg hag a oa hanvet ar Gouledig.
58. Goude maro Arzur ar c’hentan Gouledig anavezet e oe Maelgoun, brenin Gwened e steren Bro-Gambre. 59. Ar Zaozon a oa deut krenv o diaze war an arvoriou. 60. En hanter-noz e oant ledet breman war zouarou Brenec’h ha Deir. 62. Etre an Humber hag an Tamez o dovoa savet rouantelez Estanglia. 62. E kreisteiz aber an Tamez o devoa krouet rouantelez Kent. 63. Ac’hane moarvat ec’h en em astennjont evit kroui rouanteleziou all : Sussex, Middlesex, hag an hini nerzus dreist-oll, ar Wessex, an hini a dlee c’hoari eur roll ken bras e kreisteiz an Enezen. 64. Eun dra a zo souezus hag a siskouez d’imp pegen nebeut a bouez o deus sorc’hennou ar skrivagnerien zaoz : hanoiou ar c’henta prinsed a c’houarnas ar Wessex a zo hanoiou breton : Da skouer, Cerdic, tennet eus Keredik, Ceadwalla tennet eus Kadwallon, etc...
65. Poanius ez eo bet, en gwirionez, derou ar rouantelez saoz-man ha gallout a reomp kredi ez eo bet pell ar Zaozon o paea ar c’hinnig d’ar vrenined vreizad a oa en o c’hichen.
6. Emgann Ardderyd. Pez a c’hoarvezas war e lerc’h. — 66. Emgann Ardderyd a oe eur brezel a ziabarz etre ar C’hambreïz. 67. Eur rummad, Bugale Koel, renet gant Morgan-Bul, a ziskenne eus ar steren ; eur rummad all, renet gant Ryddec’h-Hael a zeue eus ar c’hreisteiz. 68. An diou strolladen en em stokas en boulc’h Ardderyd (Arzerid) (lec’h ma kreder eman breman Arthuret e kichen Carlisle). 69. Ryddec’h e oe an trec’hour. 70. Ar Barz Marzin a welas an argad-man, ha kement a c’hlac’har a veuzas e galon o welet ar vreudeur oc’h en em vuntra ken ec’h eas da guzat e vuez en koad Kelydon. 71. Darn a gred e oe argaset gant Ryddec’h hag e teuas e Breiz-Vihan e lec’h m’eo bet anavezet dindan an hano a Wenc’hlan pe Gwiklan, barz ar Mene-Bre. 72. Pez a c’hoarvezas diwar an emgann-man ne oe ket eun dister dra. Bugale Koel a oe red d’eze diskenn e kreiz an enezen e lec’h ma lonkchont kement tamm a chome eus Ruvein, pe Romania, hag an hano-man a oe diverket evit biken diwar taolennou an Istor. 73. Kroui a rejont c’hoaz rouanteleziou all bete demdost d’ar ster Tamez.
7. Emgann Deorham. — 74. Saozon ar Wessex a oa krog d'en em astenn. 75. Bugale Koel, neve diskennet e Romania, a zalc’he aneze e doujans. 76. Trei a rejont neuze war ar c’huz-heol hag e kerzjont etrezek Kaer Loiou (Gloucester). 77. Ar Vreiziz a oa o c’hortoz aneze en Deorham. 78. An emgann a oe gwall reuzus evit ar Vreiziz. (577). Ar Zaozon a gemeras Gloucester, Bath, ha Cirencester. 79. Heman ez eo kenta trec’h emgann ar Zaozon, mad da veza sellet evel gwirion. 80. Gant an trec’h-man ez eo bet distaget Kernew diouz Bro-Gambre. Azalek breman darvoudou an diou vro ne vezint ken liammet, hag ar Vreiziz dizunanet a vezo dinerz. 81. Ar Zaozon goude o zrec’h a c’hoantaas mont e Bro-Gambre, hogen eur prinz kambre hanvet Beli-Meur en em gavas diraze hag a roas d’eze eul laz en Fethanley.
9. Emgann Degsastan. — 82. E steren an Humber, an Angled o devoa gallet sevel diou brinselez vihan war an aod reter : rouanteleziou Bernicia (Brenec’h e brezoneg) ha rouantelez Deira (Deir e brezoneg). 83. Ar Vreiziz a droas o nerz eneb d’eze. 84. Eun amzer a vrezel a zigoras. Meur a wech ar Vreiziz a drec’has. Eun deiz bennag ma oant bleniet gant Aeddon mab Gavran, e oent kannet gant Ethetfrith, roue an Angled en eun emgann hanvet gant ar Zaozon, emgann Degsastan. 85. Kredi a rer ez eo an emgann-man an hini a zo bet ken brudet dindan an hano a emgann Kattraez, hizio Catterick. Ar Barz Aneurin en eus meulganet emgann Kattraez en eur varzoniez hanvet ar Gododin.
10. Emgann Chester. — 86. Goude e drec’h, Ethelfrith a ’n em droas ouz douarou e gerent en Deira hag a gemeras ar rouantelez-man. Ar roue Edwin a oe argaset. 87. Heman a zeuas da glask bod etouez Kambreïz ar c’hreiz. 88. Ethelfrith a stagas Deir ouz Brenec’h. 89. Daou vrenin kambro a oa o vrezeli abalamour d’ar gurunen a c’houledig. Ar roue zaoz a gerzas d’o c’haout. 90. Kadavael, ar gouledig nevez, a gerzas d’e ziarbenn. 91. Bez’ e oa gantan 1200 (darn a lavar 2000) manac’h pe beleg a leandi Bangor. Ar re-man a ’n em lakaas da bedi evit o bro demdost d’an diou arme. 92. Ethelfrith a lammas warne hag o lazas holl nemet eun hanter-kant bennag a hellas tec’hel. 93. Kadavael a oe lazet en emgam-man, ha lazet e oe ive Selyv ab Kenan. 94. Ar C’hambreïz, o welet an darvoud glac’harus-man, a zigoras adarre o daoulagad, evel goude pep gwalleur. An unaniez a ra nerz. Enep d’an estren ec’h en em unanjont. 95. Eun emgann all a oe roet en Chester ar bloaz warlerc’h (616). An Angled a oe trec’het hag Ethelfrith, hen e-unan, a oe mac’hagnet.
11. Edwln a zo hanvet gouledlg. — 96. Edwin, pa welas Ethelfrith pladet, a reas e vennoz da adkemer e rouantelez. 97. Unaniez a reas gant ar prinz kambro Kadwallon ha gant roue an Estanglia. 98. An tri geveriad a roas an emgann da Ethelfrith. Heman a oe trec’het ha lazet. 99. E vab Oswald a dec’has en hanternoz an Enezen. 100. Edwin, deut da veza roue war an Angled en em droas enep da Gadwallon hag a lemmas digantan an hano a c’houledig. 101. Edwin a zeuas da veza gouledig ar C’hambreïz ha Bretwalda hini an Angled. 102. Kadwallon a yeas d’an harlu lec’h ma chomas seiz vloaz.
19. Emgannou Kadwallon. Oswald Gouledig. — 103. Kadwallon a oa deut a benn da zastum awalc’h a dud. Distrei e reas eus an harlu. 104. Gant skoazel Penda, prinz breton, e trec’has war Edwin hag e vugale en Meirceren. 105. Kadwallon a wastas neuze bro an Angled. 106. Oswald, mab Ethelfrith, a ziarbennas anezan gant eun arme dastumet gantan en harlu. 101. Ar C’hambreïz ne oant ket war o evez. E kichen Hexham, war voger ar steren, e kannas Oswald anezo. Kadwallon a gavas eno e varo. 108. Oswald a gemeras an hano a c’houledig. 109. Hogen er bloaz 642 Penda a gavas Oswald en eul lec’h hanvet aboue Kroaz Oswald (Oswestry) e lec’h ma roas d’ezan lamm ar maro.
13. Emgann Gai’s Field. Maro Penda. — 110. Penda a gerzas gant e arme etrezek an hanter-noz evit klask Oswy hanvet roue warlerc’h Oswald. Oswy a oa en em dennet en Edin din (Edinburgh) lec’h ma oe kelc’hiet gant Penda. 111. Plega reas dirak heman hag e holl denzoriou a roas d’ezan. 112. Hogen keit ha ma oa Penda o tistrei a hed ar voger, brezellourien Oswy a dizas anezan en Gai’s Field. Penda a oe lazet epad an emgann. 113. Herve larer, tabut a oa bet an noz diaraok etre Penda hag ar C’hambro Kadavael Kadommed. Heman a zilezas Penda p’arruas Oswy gant e arme.
14. Pez a c’hoarvezas a varo Penda. — 114. Kuz-heol Breiz-Veur a anavezas Kadavael Kadommed evel gouledig. 115. Kambreïz ar Romania goz a rebeche d’ezan e drubarderez e-kever Penda. Nac’h a rejont senti outan. 116. Aotrouniez Oswy a zigemerjont hag aboue emaint o senti ouz ar Zaozon. 117. Darn aneze koulskoude, kentoc’h eget senti ouz mestrou estren, a zivroas gant o frinsed evit mont, loden e Bro-Gambre, ha loden all en Arvorig.
Kredi reomp ez eo dleet ranna amzer an divroadennou en eun nebeut skouladou.
1. Konan Meriadok. — Biskoaz Konan Meriadok n’ez eo deut, dre vrezel, da lakaat troad war zouar an Arvorig, kement ha ma c’hellomp gouzout en amzer a hizio. N’ez eo ket dleet koulskoude lavarout, evel ma ra meur a hini, n’ez eus bet biskoaz prinz ebet hanvet Konan Meriadok. 3. Konan Meriadok en deus bevet e Bro-Gambre. Gonid a reas evit eur prinz roman (impalaer Ruvein) hanvet Maksen (latin Maxentius ha nan Maximus) eur vroad a oa demdost d’ar Snowdon ha hanvet Llydaw. 4 Skrivagnerien an Amzer-Greiz a reas eul luziaden etre an diou vro, dre ma ’z eo bet hanvet ive Breiz-Izel, Llydaw, gant ar C’hambreïz divezatoc’h. N’hon deus ket da zellet aman ouz Konan Meriadok.
2. — 5. D’ar mare ma tilamme Kambreiz ar steren war Vro-Gambre, oc’h argas ar Ouezeled, a oa en em vroet enni aboue pell-amzer, eul loden eus ar re-man a dec’has beteg an Arvorig e lec’h ne oa den beo ebet, ken kouls laret. 6. Sevel a rejont eno eun nebeut meuriadou bihan bet lounket abred gant meuriadou galloudusoc’h deut war o lerc’h.
3. — 7. En amzer-man demdost, Breiziz ar Romania, o tec’hel dlrak ar Vreiziz chomet Kelted, ha dirag ar Zaozon, a reas ive eun distaoladen en Arvorig. Homan eo an hini a zo komzet anezi gant Gweltas ar Roman. Pe dalvoudegez e oa ? N’oufemp hen lavarout. N’halle ket beza gwell-niverus. 9. An darn-vuia eus an dud-man a gomze latin, evel Gweltas ; hogen pegwir ez eo deut ar brezoneg a Vreiz-Veur da Vreiz-Vihan, gant ar Vreiziz, ez eo red kredi ez eo bet steuziet buan ar Vreiziz romanaet, deut a Ruvein, evel ma oe steuziet ive ar Ouezeled.
4. — 10. Kredi a zo d’ober ez eo deut eul loden nevez a Gambreïz diskennet eus an hanter-noz, eus ar re hanvet Pikted gant ar Romanaet. 11. Bro-Gambre n’oa ket bras awalc’h evit digemer o morad ; eul loden aneze a ziskennas en Kernew hag ac’hane e treuzchont ar mor britonek evit dont en Arvorig. 12. Ar C’hambreïz-man a zigase gante ar yez vrezonek. 13. Epad pell-amzer goude, Breiziz Breiz-Vihan a zarempredas gant Breiz-Veur evel ma rer etre kerent tost. D’ar mare-man Breiziz ar steren a gasas ive distaoladennou en Iverzon. ’N em deuzet int bet e mesk Gouezeled ar vro.
5. — 14. Eur rummad diveza a zigouezas pa gemeras Oswy an hano a c’houledig. 15. Gwelet hon deus uhelloc’h ar Vreiziz o vont da Vro Gambre, kentoc’h eget senti ouz ar roue zaoz. Darn-all a yeas pelloc’h : diskenn a rejont beteg an Arvorig. 16. Ar C’helted-man a gomze ive brezoneg. 17. An diou distaoladen-man a oe an diou niverusa. Ar re-all a oe teuzet buan e kreiz ar re-man. 18. Ne fell ket dïmp en em astenn muioc’h war an divroadennou, rak n’int ket anavezet awalc’h. 19. Pep meuriad arrue, bleniet gant eur rener, a oa pe eul lean pe eul lik. 20. Al lec’hiou bet savet gante a zoug daou hano, dreist holl, Lann ha Plou. Eul lan e oa douar sakr eun iliz pe eur manati ; ploue e oa hano « eur barrez » gwechall. 21. Tam ha tam ar meuriadou a zeuas da ’n em staga ha d’ober prinseleziou bihan. 22. Pell amzer goude an distaolodennou-man, ar Vreiziz hag ar C’hambreïz a bleustras c’hoaz etreze. En Xt kantved ar Vreiziz gwallet gant an Normaned a dreuzas ar mor da glask sikour o breudeur, hag en XIIt kantved Rhys ab Tewdwr, prinz kambro argaset diouz e vro, a zeue da veva e lez an duk Hoel, tad Alan Fergan.
1. Ar Verovinged. — 1. Aboue eun nebeub amzer ar Romaned o devoa lezet ar vestroniez gant ar Franked. 2. Gallo-Romaned an Arvorig o devoa anavezet aotrouniez ar rouane frank p’arruas ar Vreiziz. 3. Ar re-man a felle d’eze mirout o frankiz. 4. Epad hir-amzer, engannou euzus a lakaas ar gwad da redek dre ar vro. 5. Meur a wech ar Vreiziz a reas argadegou war an douarou-beven.
2. Ar Garolinged. — 6. Ar Garolinged a oa galloudusoc’h hag a revine Breiz gant mui a dan. 7. Pepin ar Berr, hag e vab Charlez-Veur, dreist-oll, a zilammas e Breiz. O gonidegez ne bade ket pell. 8. Biskoaz o aotrouniez ne oe anavezet gant ar Vreiziz. 9. Pa zigoueze ar Franked, niverus, ar Vretoned a asante paea ar c’hinnig, hogen azalek distroet ar Franked, ar Vreiziz a zinac’he paea an distera tra. Hag ar brezel a adkroge hebdale.
10. Dindan ren Loeiz Kenta, eun tiern breton hanvet Morvan a ’n em zavas. Rei a reas da genta eul laz pounner d’ar prinz frank. 11. Pa zeuas heman evit an eil gwech, Morvan a oe tapet gant eur strolladen guzet e pad ma oa oc’h ober eun anavezaden gant eun nebeut marc’heien. Morvan a oe dibennet. 12. Kement-man a c’hoarvezas e-kichen al lec’h a zo c’hoaz hanvet Menez-Morvan, demdost da Leandi Langonnet e Priziak.
13. Neuze e savas Nevenoë.
3. Nevenoë. — 14. Nevenoë a c’houarne Breiz en hano Loeiz kenta. 15. Pa varvas an impalaer-man ne fellas ket da Nevenoë anaout pelloc’h aotrouniez ar Franked war e vro. 16. Hag ec’h en em zisklerias roue Breiz. 17. Charlez ar Moal, roue ar Franked, a zeuas d’ezan gant eun arme niverus. 18. Ar Vreiziz, kaer o devoa kaout kalz nebeutoc’h a dud, a faezas ar Franked e Ballon tost da Redon. An emgann a badas tri devez. 19. Charlez ar Moal, an Impalaer Frank, a oe ar c’henta o tec’hel diwar an emganlec’h, kuzet gant tevalijen an noz, ken bras anken en devoa rak ar Vreiziz. 20. Goude e drec’h, Nevenoë en em lakaas da urza e rouantelez. Ober a reas daou labour eus ar c’haera : leda ha skoazella ar yez vrezonek, dre ma ouie n’hall eur vroadelez beva hep yez ; breizadi an Iliz a oa en he fenn tud troet eneb d’an hengoun broadel. 21. Sant Konwoion, hag a oe kenta abad Redon, a roas d’ezan ar gaera skoazel. 22. Nevenoë a lemmas Iliz Brelz a zindan aotroniez arc’heskob Tours hag a zavas e Dol eun iliz pennvroadel renet gant eun arc’heskob breizad. 23. Nevenoë a zo bet gwir dad Broadelez Breiz.
4. Hered Nevonoë. — 24. Goude maro Nevenoë, ar brezel a gendalc’has etre ar Vreiziz hag ar Franked. Erispoë a drec’has adarre war Charlez ar Moal hag a astennas bevennou Breiz. 25. Herve skridou an amzer-man, Erispoë a rene ar vro bete ster ar Men. 26. An eurvad a badas eur pennad amzer ken n’arruas enebourien nevez : an Normaned.
6. An Normaned. — 27. An Normaned a oa laeron vor diskennet eus an Hanternoz. Gwelet e oent e Breiz er bloaz 843. Erispoë hag e warlerc’hiad Salaün a zalc’has aneze en doujans ouz ar Vreiziz. 28. Hogen pa oe muntret Salaün gant Gourwand, kont Roazon, Breiz, bet unanet gant Nevenoë, a oe rannet e pemp prinselez : Gwened, Roazon, Poher, Leon ha Treger. 29. Rannet evelse, ne oa ken evit herzel ouz al laeron-vor.
6. Alan-Veur. — 30. Alan-Veur, kont Gwened, a drec’has war al laëron-vor. 31. Unani a reas evit eur pennad amzer holl lodennou Breiz hag ar peuc’h a badas pemzek vloaz. 32. Alan a zo bet madoberour e genvroïz.
7. Ren an Normaned. — 33. Goude maro Alan-Veur, an Normaned a zistroas nerzusoc’h eget biskoaz. 34. An dro-man dre ma oa dizunaniet Breiz n’hellas ket enebi oute. 35. An dudigou a chomas en o zier dindan yeo an drec’hourien ; an darn vuia eus ar venec’h a dec’has e Bro-C’hall, o tougen gante relegou ar zent. An darnvuia eus ar pennou uhel a zistroas da Vreiz-Veur o mamm-vro, e lec’h m’o devoa c’hoaz kerent ; ar vro-ze a garent bepred e dounder o c’halon. 36. Ren an Normaned a badas pemp bloaz war-nugent.
8. Alan Barvek, diliammer Brelz. — 37. Etouez ar pennou distroet da Vreiz-Veur, e oa eur mab-bihan d'Alan-Veur. 38. Er bloaz 938, Alan leshanvet Barvek, a zouaras e Breiz hag a argasas an Normaned. 39. Ar Vreiziz divroet a ziredas neuze d’ar ger eus a bep tu. 40. Alan Barvek a oe meulet ha hanvet an Diliammer. 41. Lakaat a reas unaniez etre an holl Vreiziz. 42. Sevel a reas Dukelez Breiz.
1. An Dalc’helez e Breiz. — 1. Goude gourdrec’hiou Alan Barvek war an Normaned, stad koz ar Vroad Vreizad a oe troket gant eur stad nevez, henvel ouz hini Bro-C’hall ; ar stad-man ez eo an Dalc’helez pe ar « féodalité ». 2. Ar penn-uhella a oe hanvet duk. 3. Ar rouanteleziou gwechall a oe rannet e konteleziou. Setu aman o hanoiou :
Naoned | Leon |
Roazon | Treger |
Gwened | Penteur |
Kerne | |
4. Pep-hini ane a oe rannet d’he zro en baroneleziou hag en kastelleziou.
An Duked vroadel. — 5. Pa varvas Alan Barvek, eur strapad emgannou a ziabarz a lakaas ar gwad da redek e Breiz e pad 40 vloaz. 6. E-keit-se e teuas gouenn Alan da c’houita. 7. Kurunen Breiz a oe laket war benn Konan, kont Roazon, ar galloudusa eus aotroune Breiz. 8. Konan a oe lazet en emgann « Conquereux » (992), e pad eur brezel ouz tud an Anjou. 9. E vap hena, Javre Kenta, a zeuas war e lerc’h. 10. Delc’hel a reas da vrezelli ouz tud an Anjou. 11. Er bloaz 1008, epad eur chase, falc’hon an Duk a dagas yar eur vaouez paour. 12. Houman gant eun taol maen a lazas an Duk.
13. Javre Kenta en devoa daou vab, Alan hag Eudon. 14. Goude maro e dad, Alan a oe her d’ar gurunen. 15. Hogen e vreur, dre warizi, a c’hoantaas kaout e lod eus herez e dad. 16. Alan a roas d’ezan danvez e kontelez Treger ha Penteur. 17. Eudon a zeuas evelse da veza tad Tiad Penteur, a enebas epad eur skoulad hir ouz an Duked, hag a oe pen-abeg da gement a emgannou gwadus e Breiz.
18. Alan III a varvas en 1040. 19. E vab, Konan II, a oe e her, hogen tri miz ne oa ken. 20. Kont ar Penteur a oe hanvet gouarnour epad e vinoriez. 21. Deut d’e oad, Konan a renkas ober brezel d’e eontr. 22. Er bloaz 1066, an Duk a varvas ampoezonet, oajet a 22 vloaz. 23. Aboue maro Nevenoë, nao brinz breizad a oa marvet ampoezonet diwar urz an estren.
24. An hini a gemeras ar gurunen a Zuk e oe Hoel, kont Kerne dre e dad, ha kont an Naoned dre e vamm. 25. Eureji a reas gant « Havoise » c’hoar da Gonan II hag herez d’an Dukelez.
26. D’ar mare-man e tigouezas gant Breiz-Veur beza laeret gant an Normaned. Meur a aotrou eus a Vreiz a yeas da rei dorn da Wilherm, duk a Normandi, bet leshanvet an Alouber. 27. Gallout a rer zoken laret e oe Gwilherm dleour d’ar Vreiziz en darvoud-man. Biskoaz n’en dije gallet, hep o skoazel, dont a benn da drec’hi war tud ken doujet hag ar Zaozon.
28. D’ar mare-man c’hoaz, spered Bro-C’hall a grogas da ’n em zila e Breiz. 29. Ar giziou gall a oe heuilhet gant an aotroune, hag int a dleje beza gwella skoazel ar spered broadel. 30. Aman eo dleet d’imp gwelet ar c’henta penn-abeg a lakaio Breiz da veza yeoet eun deiz da zont.
31. Alan Fergan a oe her d’e dad Hoel. 32. E 1112 e roas e ziskarg evit mad e vab Konan III. 33. An Duked-man a chomas dalc’hmad unanet gant Bro-Zaoz enep d’ar Franz. Ar vro-man a oe sellet gante evel eun enebourez varvel, kuzet e toull o dor ha dare, e pep amzer, da lammat war Vreiz. 34. Ne felle ket d’eze gwelet ar Vreiziz diliam o tont da veza, evel ar C’hallaoued, sklavourien ar Franked. 35. Ne oe biskoaz, e Bro-C’hall, nemet wardro 20,000 Frank evit gonid ar Vro. Koulskoude ar Franked a roas o hano da Vro-C’hall.
4. An Duked a ziavaez. « Plantagenets ». — 36. Maro Konan III a roas digare d’eur brezel euzus diwar-benn herez an Dukelez. Ar brezel-man a badas 8 vloaz. 37. An trec’hour e oe Konan IV. Ar prinz-man a oa eus Tiad Penteur. 38. Dimezi a reas e verc’h Konstanza gant Javre Plantagenet, mab roue Bro-Zaoz. 39. Rei a reas e ziskarg a zuk, evit sevel Javre en e lec’h. 40. Heman a oe kurunet Duk a Vreiz er bloaz 1169. 41. Gantan ez eo bet digaset e Breiz al lezennou a ziavaez. 42. Mervel a reas er bloaz 1187.
43. Arzur, e vab, a oa re yaouank evit gouarni ar vro. Ar wardoniez a oe roet d’an Dukez Konstanza. 44. Er bloa 1199, kurunen Bro-Zaoz a ’n em gavas diberc’hen. 45. Arzur a embannas e wiriou hag a c’houlennas skoazel Fulup August, roue Bro-C’hall. 46. Siouaz, Yann-hep-Douar, breur d’ar roue maro, Richard-Kalon-Leon, a c’hoantae ive ar gurunen. 47. Dont a reas gantan da gemer Arzur e seziz Mirebeau. 48. Kuza reas anezan e Kastel Rouen e lec’h ma oe lazet, herve larer, diwar urz e eontr Yann.
5. An Duked a ziavaez. An duked fransad. — 49. An dukez Konstanza a addimezas d’an aotrou « Guy de Thouars ». 50. Genel a reas d’ezo eur verc’h a oe hanvet Alix. 51. Homan a ’n em gavas, d’an oad a zeiz vloaz, herez an Dukelez. 52. Roue Bro-C’hall, Fulup-August, en devoa gonezet eun trec’h war Yann-hep-Douar. Kement-se a roas d’ezan digare da ober eun dimezi etre ar plac’hig hag eun aotrou, kar d’ezan, hanvet « Pierre de Dreux ». 53. An dimezi-man a zigasas da heman kurunen Breiz. 54. « Pierre de Dreux » ez eo ar c’henta Frank a c’houamas Breiz-Vihan. 55. Hen a lakaas an Herminigou en e ardameziou, ha war banniel Breiz. 56. Anavezet ez eo kentoc’h dindan al leshano a « Pierre Mauclerc » (ar Briz-Kloareg). 57. Evit paea da Fulup August ar skoazel roet d’ezan, e kemeras eur stad vezus e-kever ar roue-man. 58. Digemer a reas aotrouniez roue Bro-C’hall o plega e c’hlin dirazan, pez ne oe graet c’hoaz biskoaz gant duk ebet e Breiz. 59. Evelse e skoas eur mestaol gant frankiz ar Vroad. 60. « Pierre Mauclerc » a enebas ouz gwallvoaziou ar veleien. 61. Izelaat a reas an aotroune vras, rak c’hoant en devoa da adsevel e Breiz eur rouantelez diliam hag ober, hen e-unan, e Nevenoë. 62. Hogen an aotroune hag ar veleien a ’n em daolas a du Fulup-August hag a reas brezel d’an Duk. 63. Ar wir Vreiziz (ar vourc’hizien hag ar c’houerien) a ’n em lakaas dindan banniel an Duk. 64. Eur gwall laz a rojont d’an noblans ha d’o mignoned, ar Fransizien, en emgan bras Kastelbriand. 65. Pa varvas Loeiz VIII, Roue ar Franz, Mauclerc a c’hoarias dre zindan enep d’ar Virourez « Blanche de Castille ». 66. Goude eur stropad emgannou etre an Duk ha Blanche, hag etre an Duk ha Loeiz IX, an trec’h a chomas gant ar Fransizien.
67. E-pad ar brezel-man eur strolladen Kambreiz a zeuas a Vreiz-Veur da zikour Mauclerc. 67. Trec’het ha dinerzet, an Duk a renkas rei e ziskarg.
68. E vab a oe her d’ezan. Mauclerc a yeas da vrezelli d’ar Balestina gant eur Groazadeg. 69. Mervel a reas er bloaz 1252, keit ma oa o tistrei da Vro-C’hall.
70. An Duked a zeuas war e lerc’h e oe : e vab Yann Kenta, leshanvet ar Rouz ; mab heman, Yann II ; mab heman, Arzur II. 71. E-pad renadur an tri Duk-man ne c’hoarvezas netra a vrudet. Digemer a rejont mui-ouz-mui plegiou ha giziou Bro-C’hall.
5. Brud vad ha nerz Breiz en Amzer-Greiz. — 72. Kalz a dud vrudet a zo bet ganet e Breiz en amzer-man. Setu aman unan bennag dibabet en o mesk. 73. « Robert d’Arbrissel » a zo bet unan eus ar re o deus gwellaet stad an Iliz. Sevel a reas ive abati brudet Fontevrault. 74. Abelard, skrivagner ha prezeger kaer, a grouas ar gomz reiz er filozofiez hag en doueoniez. Giz e genteliou a zo bet heuilhet epad meur a gantved er Skol Uhel. Abelard a gaze ar yez vrezonek, eur yez hudur, emezan. 75. Erwan Heloury, ganet e maner Kervarzin, demdost da ger Landreger, a zo bet ken brudet evel den santel hag evel breutaer, kenkouls e Breiz hag e Bro-C’hall. Hanvet ez eo bet Breutaer ar beorien. Kemeret ez eo bet evel paeron gant breutaerien ar bed-holl.
76. Lennegez ar Vreiziz a oa brudet ive dre ar bed, er mare-man. 77. Bro-C’hall hag ar broiou-all n’o deus labouret nemet war Danevellou ar Varc’hegiez, savet gant Breiziz Bro-Gambre. 78. An holl vroiou a zo dleourien d’ar Vreiziz war pez a zell al lennegez. 79. Ar Vreiziz a hizio a gutuilhfe c’hoaz frouez a vern el levriou hanvet ar Mabinogion, ma vefe troet al levriou-man e brezoneg.
1. Abeg ar brezel. — 1. Yann III a lezas war e lerc’h eur breur hanvet Yann Monfort, a oa, en gwir, her an Dukelez. 2. Yann III ne gare ket ar breur-man, ha gwell e oa bet gantan lezel e gurunen gant e nizez Janned Penteur. 3. Eurejet he devoa houman d’eur prinz Frank hanvet « Charles de Blois ». Charlez Bleiz e oa hanvet e Breiz. 4. Tabut a zavas diwarbenn herez an Dukelez. Yann Montfort a lare gant kalz a reiz vad e oa d’ezan gwiriou ar gurunen. Charlez Bleiz a lare en devoa gwiriou kemend-all, pegwir e oa graet dilez ar gurunen d’e wreg. 5. Setu an daou du an eil dirak egile : 6. An tu broadel hag e oa en e benn Yann Montfort. Ennan e oa ar wir Vreiziz, ar vourc’hizien, ar gouerien hag an darn-vuia eus ar veleien izel, savet etouez bugale ar bobl. 7. An tu estren hag e oa en e benn eur prinz Frank, Charlez Bleiz, skeuden an Enebour, a ren da ren. En tu-man en em lakas noblans vras Breiz, an eskibien, an dud a Iliz a stad uhel, nemet eun nebeudig a oe. 8. E pad ar brezeliou gwalleurus-man eur penbrezelour a oe hag a zeuas da veza meurbet brudet. Bertrand Gwesklin e oa hanvet ha ganet e oa e Broons, e Breiz-Uhel. 9. En despet ma oa Breizad, ec’h en em gave dalc’hmad etouez ar Fransizien. 10. Pa glaskas ar roue Frank kemer Breiz dre drubarderez, Gwesklin a oe c’hoaz en e du. 11. Mar deo bet heman eun argadour a dalvoudegez kaer, bet eo ive, red eo hen asanti, eun trubard d’e vro.
12. Evit lakaat skler doareou ar brezel-man, ni a ranno anezan e pevar skoulad.
2. Kenta skoulad. — 13. Yann Montfort a reas d’ar Vreiziz anzav anezan da genta e ker an Naoned. 14. Bale a reas neuze a dreuz Breiz en eur gemer keriou krenv. 15. Pa welas Fulup VI, roue Bro-Chall, o rei skoazel da Charlez Bleiz, Yann Montfort a yeas da c’houlen skoazel roue Bro-Zaoz. 16. Armead ar Fransizien hag e oa enni 10.000 den, a gelc’hias ker an Naoned e lec’h ma oa an Duk hag a reas da heman plega. 17. Ar roue a lakaas Yann Montfort en tour al Louvr e Paris (1342). 18. Mervel a reas er bloaz 1345. 19. E wreg a gendalc’has d’ober brezel. 20. Pa zeuas da glevout ar vrud eus ar gwalleur c’hoarvezet gant he fried, Janned Vontfort a gwitaas Roazon hag a ziredas da ger Henbont e lec’h ma stourmas gant kement a galon hag a skiant ken ma roas amzer d’ar Zaozon d’arruout. 21. Ar Fransizien a renkas digelc’hia ker Henbont. 22. Roue Bro-Zaoz ha roue ar Franz a zeuas o daou e Breiz e penn o armeou, hag e oant o vont an eil d’egile pa zeujont da zina peuc’h etreze e Malastreg (Malestroit) (1343).
3. Eil skoulad. — 23. Ar brezel a gendalc’has gant kounnar e-pad nao bloaz. 24. Arme Bro-C’hall a oe argaset e konte Penteur gant an arme zaoz-breton. 25. Houman a heuilhas eben hag a bilas anezi en emgann bras ar Roc’h-Derien, etre Gwengamp ha Landreger. 26. Charlez Bleiz a oe gouliet eno gant eun tenn saez el lec’h hanvet c’hoaz hizio Mitin ar Zaez, ha graet prizonier. 27. E-pad ar brezel-man e kavomp diou skouer eus ar c’haera. 28. Javre Pont-Gwenn, e Lanhuon, e-kreiz an noz, hag en noaz, a zalc’has penn d’eur strollad Saozon. Eun tenn saez a reas d’ezan koueza etouez e enebourien hag ar re-man a droc’has d’ezan e benn.
29. Emgann an Tregont a c’hoarvezas war Lanneg an Hanter-hent etre Joselin ha Plouarmel, etre Zaozon ha Breiziz. 30. Ar Vreiziz a oa bleniet gant Beaumanoir hag ar Zaozon gant Bembro. 31. An trec’h, goude eun emlaz spontus, a chomas gant ar Vreiziz. 32. N’ez eo ket dleet sellout an emlaz-man evel eun emgann etre tud Bleiz ha tud Montfort, kentoc’h e oe etre Breiziz ha Saozon ; koulskoude Breiziz Beaumanoir a oa a du Charlez Bleiz.
33. En 1352, tu Montfort a c’honezas c’hoaz, e Mauron, eun trec’h eus ar c’haera war ar C’hallaoued. 34. Goudrec’h Mauron a dle beza sellet evel par da hini ar Roc’h.
Trived skoulad. — 35. Ne c’hoarvezas netra a vrudet e-pad ar skoulad amzer-vrezel-man. 36. Ar brezel a oe kendalc’het gant tammou emgannou ha skouladou amzer a beuc’h. 37. Ar C’hallaoued hag ar Zaozon a dremene o amzer o preiza ar Vreiziz, kentoc’h eget oc’h emganna etreze. 38. Ar roue saoz a roas e frankiz da Charlez Bleiz gant ma paefe heman seiz kant mil florin aour kent adkregi gant ar brezel. 39. Roazon, kelc’hiet gant tud Vontfort a stourmas oute. Gwesklin a oa e tu ar Fransizien. 40. An emgannou-man a badas bete 1360 hag a lakaas kalz a c’hlac’har hag a baourentez e Breiz.
41. Ar peuc’h a oe graet etre roue ar Franz ha roue Bro-Zaoz e Bretigny. 42. An daou roue a ’n em glevas evit en em denna ha lezel Bleiz ha Montfort da reiza tabut ar gurunen int o-unan.
43. Evel m’hon deus gwelet, Yann Montfort a oa marvet pemzek vloaz a oa. E wreg a galon a reas enor d’e hano. 44. E vab, hanvet Yann ive, a heuilhas roudou e dad hag e vamm. D’ar mare-man, an den yaouank, oajet a dri bloaz war-nugent, e oa kampour ar vroad vreton. 45. Yann Montfort a oa mall gantan gwelet divez an tabut ha moarvat en dije asantet ranna ar vro etre Charlez Bleiz hag hen.
46. Hogen Charlez, boutet gant e wreg, ne felle ket d’ezan lodenni.
5. Pevared skoulad. Emgann Alre. — 47. Charlez Bleiz a grede e oa mad an amzer da reiza an tabut evit e vad e-unan. Ar brezel a oe adskoulmet gantan. 48. Ne c’hoarvezas ket an traou herve e c’hoant. 49. An diou armead en em stokas e-kichen Alre, el lec’h m’eman breman ar Chartrouzi. An emgann-man a oa red d’ezi beza koll-pe-c’honid d’an daou enebour. 50. Ar C’hallaoued a gollas. Charlez Bleiz a oe kavet maro e-kreiz an emganlec’h. 51. Gwesklin a oe graet prizonier (1364). 52. Yann Montfort, a oe hepdale anavezet evel Duk a Vreiz dindan an hano a Yann IV.
6. Pez a c’hoarvezas gant brezel Herez Breiz. —- 52. Maro Charlez Bleiz ne reas ket d’ar spered gall c’houita e Breiz. Ar Vreiziz Frankaet a gavas hep dale eur penargadour all. Heman e oe Olier Klison, bet bete neuze e tu Montfort. 53. Ar brezel a grogas eta adarre gant kement a dan ken e oe red d’an Duk Yann mont da glask repu e Breiz-Veur. 54. Charlez V, roue ar Franz, a gredas kaout eun digare dispar da staga Breiz ouz Bro-C’hall. Ar paour kez ! 55. Ar Vreiziz a zeuas d’eze sklerijen ha skiant raktal. Gervel a rejont an Duk Yann. 56. Neuze e oe gwelet eun dra gaer meurbet : Janned Penteur a vougas he c’hasoni goz pa welas ar gwall o vont da goueza war he bro. Dont a reas gant he zud da ’n em lakaat dindan banniel santel an Duk a Vreiz. 57. Daou den bras hepken a dremenas hep ober o dlead, hag a droas bepred o armou enep d’o bro : Klison ha Gwesklin. 58. Heman, divezatoc’h, a zeuas d’ezan keuz bras d’e dorfed. Mervel a reas ekeit ma oa o kelc’hia Kastelnevez-Randon, e galon rannet gant ar morc’hed. 59. Beza ez eus danevellourien hag a fell d’eze gwenna Bertrand Gwesklin. Hen ober a c’halfed marteze mar ne vefe sellet nemet ouz brezel Bleiz-Montfort. Hogen pa c’hoantaas Roue ar Franz laerez Breiz-Vihan, Gwesklin n’en devoa nemet eun dlead : dont, evel ar Vreiziz feal, da zifenn e vamm-vro gant e gleze lemm ha pounner. 60. E lec’h ober evelse, e teuas e Breiz e penn armeou ar Roue evit aesa staga an Dukelez ouz rouantelez Charlez V. 61. Lavarout a rer e teuas keuz d’ezan hag e c’houlennas digant ar roue beza kaset pell diouz Breiz da blega enebourien all. N’eus forz ! Ma vije bet eur breizad mad, e vije deut d’en em lakaat dindan banniel an Duk. Dinac’het en dije ouz ar roue mont da vrezelli evitan, keit ha ma oa hen, roue, oc’h astenn e bao da vouga frankiz Breiz.
62. E 1392 « Pierre de Craon » a aesaas muntri Olier Klison e Pariz. Heman a gouezas evel maro war an hent, hag an dorfetourien a ziredas e Breiz e kichen an Duk. 63. Yann IV a zinac’has lakaat aneze etre daouarn ar roue Charlez VI. 64. Heman, droug ennan, a gerzas etrezek Breiz, gant e arme evit kastiza an Duk. 65. Pa oa o treuzi koad ar Mans, ar Roue a zeuas da goll e skiant. Ha setu dilezet an argadeg.
66. Yann V a oe her d’e dad en 1399. 67. Evit lakaat divez d’an tabut koz a oa dalc’hmad etre an Duked ha Tiad Penteur, e kemeras Bro Benteur hag e stagas anezi ouz an Dukelez. 68. E pad ren Yann V, Jill a Retz, leshanvet Barv-Glas, a oe devet e ker an Naoned evit paea e dorfejou.
7. Ar c’hiz gall e Breiz er XVt kantved. - 69. Epad ar XVt kantved Breiz a roas da Vro-C’hall he gwella penn-argadourien, rak ar c’hiz gall a ’n em astenne e Breiz etouez an noblans, gwaz a ze d’ar spered broadel. 70. Lufr al lez roueek a denne daveti an noblans evel ma vez tennet ar fubu gant ar goulou. 71. Red eo asanti koulskoude ez eo bet an noblans-man salverien Bro-C’hall. Panevet d’eze ar vro-ze a vije kouezet dindan yeo Bro-Zaoz. Bro-C’hall a zo dleet d’ezi mirout eun drugarez peurbadus da dud evel Gwesklin, Klison, De Rieux, Rohan ha Richmond.
1. Hered Yann V. — 1. Yann V a lezas tri vab war e lerc’h : Fransez, Per ha Jillez. 2. An daou genta a renas.
3. Fransez Kenta a zo bet brudet dreist-oll dre an tabut a zavas etrezan hag e vreur yaouank Jillez Breiz. Heman a oe prizoniet e kastel Hardouinais e lec’h ma oe laket da vervel. 4. Fransez Kenta ne lezas ket a vugale. 5. E vreur Per a oe her d’ezan. 6. Per II a varvas ive hepdale. 7. Ar gurunen a yeas d’e eontr Arzur, breur da Yann V. 8. Arzur III a zo anavezet dreist-oll dindan an hano a « Arthur de Richmond ».
2. Arzur a Richmond. — 9. Ren Arzur ne badas nemet eur bloavez ha n’ez eus ket nemeur a dra da lavarout diwar benn e c’houarnamant. 10. Hogen red eo anaout e istor epad an amzer a dremenas araok e zavidigez war dron Breiz. An istor-ze n’ez eo ket anavezet awalc’h. 11. Arzur Richmond a oe « Connétable de France » evel Gwesklin ha Klison. 12. Kemer a reas e lod er Brezel a Gant vloaz etre Bro-c’hall ha Bro-Zaoz. 13. D’ezan ez eo dleet an enor da veza argaset ar Zaozon er-maez a Vro-C’hall. 14. Bet e oe keneiler « Jeanne d’Arc ». 15. Hogen Janned he devoa achu an ober kaer e oa bet galvet evitan, pa he doa graet kuruni Charlez VII. 15. An darn-vuia a rann-vroiou Bro-C’hall a oa c’hoaz dindan mestroniez Rouane Bro-Zaoz. 16. Charlez VII en devoa lezet barn ha devi Janned e ker Rouen. 17. Ar C’hallaoued a grede e oa kollet evite o gwiriou. 18. Neuze e tigouezas Richmond gant e Vreiziz. 19. Ar C’hallaoued, na oant ken evit en em zifenn int-i o-unan, a welas Arzur o vouta ar Zaozon emaez o bro. 20. Gourdrec’h Formigny, gonezet gant Arzur er bloaz 1450, a garzas Bro-C’hall eus hec’h enebourien.
21. Tri bloaz goude, eur strolladen Saozon a zeuas da zilestra e Bourdel, bleniet gant Talbot, argadour brudet. Pilet e oent e Castillon gant eur Breizad all, ar C’hont a Benteur (1453). Talbot a oe lazet eno.
22. Arzur Richmond a varvas disher. Mab e vreur Richard, Fransez II, a zavas war an tron.
3. Fransez II. — 23. D’ar mare ma savas Fransez II war dron Breiz, Loeiz XI a oa roue ar Franz. 24. Herve ma oa ar c’hiz, Fransez II a reas unaniez gant enebourien ar roue-man. Siouaz, ne zalc’has ket pell gant ar reolen fur-man. 25. Loeiz XI a oa eul louarn a zen. Lavarout a re : « Me a roio », hogen ne roe nepred.
26. E lez Breiz e oa daou du. An tu broadel, a oa en e benn ar C’henziellour Per Landais hag an tu enepvroadel skoazellet gant an noblanz vras. 27. Red eo hen lavarout, pa ez eo gwir ; gwasa enebourien ar vroadelez vreton e oa, d’ar c’houlz-man, an Aotroune pe an Noblans uhel.
28. Per Landais a glaske kevredourien da Vreiz a enep d’an enebour broadel. 29 Evit se e felle d’ezan dimezi Annaïk a Vreiz, merc’h an Duk hag herez an Dukelez, gant Maksimilian, prinz an Aotrich. 30. Hogen an aotroune vras, gant o spered troet ouz Bro-C’hall, ne welent netra e labour broadel ar C’henziellour. 31. Dont a rejont da goll anezan e spered an Duk. Heman, den klouar ha dinerz, n’hallas ket stourm oute. Lakaat a reas Per Landais e servijour feal, etre o daouarn. 32. Landais, kampour ar spered breton, a oe dibennet gante e Naoned (1485).
33. Pevar bloaz goude an torfed-man an noblans vras a zeuas d’eze skiant ; kwitaat a rejont an tu gall. Siouaz, re divezat e oa ! 34. Eur brezel, ar brezel diveza, koll-pe-c’honid evit frankiz Breiz, a oe diskleriet etre Breiz ha Bro-C’hall. 35. Arme Breiz, etre daouarn tud hep gouiziegez, a oe friket e « Saint-Aubin-du-Cormier ». Gallout a rer lavarout ez eo bet skoet eno broadelez Breiz gant taol ar maro. 36. Fransez II a varvas ive hebdale goude.
4. Anna Vreiz. — 37. Armeou Bro-C’hall a grogas da vont ha da zont, o trec’hi dre ma ’z aent a dreuz hag a hed e Breiz. 38. Bez’ e oa c’hoaz eneberez aman hag a-hont. Siouaz ! Breiz a oa koll.
39. Aotroune Breiz a aeseas neuze lakaat mennad kaer Per Landais da zont da wir, en eur dimezi ar brinsez Anna gant Maksimilian. Tremenet e oa an amzer. 40. En despet d’al lealded ha da wir an den, roue Bro-C’hall a roas urz da dud en e c’hourc’hemenn da dapout an Dukez yaouank. 41. Houman a oe kaset prizonierez da Gastel « Langeais », e lec’h ma asantas dimezi gant Charlez VIII en 1491. 42. Eur vrud a redas, gwir pe c’haou, ne asantas ar vaouez paour nemet goude beza bet gwallet en hec’h enor gant ar roue Frank.
43. Charlez VIII a varvas da gentan. Anna a addimezas d’ar roue nevez Loeiz XII. 44. Eur verc’h a c’hanas diwarne hanvet Klaodina (« Claude de France ») hag a zimezas divezatoc’h gant Fransez Kentan (« François Premier »), roue ar Franz. 45. Ar prinz-man a stagas Breiz ouz Bro-C’hall er bloaz 1532.
5. Marc’had stagidigez Breiz ouz Bro-Chall. — 46. Breiz ne oe ket staget ouz Bro-C’hall dre eun taol brezel, kentoc’h e oe dre zimezi. 47. An emgleo a zouge e vije da virviken doujet he gwiriou gant Bro-C’hall. 47. Mar en em zavas divezatoc’h ar Vreiziz, n’eo nemet dre ne chomas ket rouane ar Franz feal d’ar ger roet. 48. An Dukez Anna he devoa taolet evez ma vije miret gwiriou ha giziou he Breiziz. Epad he buez, ar marc’had a oe doujet ; hogen, goude he maro, Bro-C’hall a grogas da zinac’ha gwiriou Breiz. 49. Red eo d’imp lavarout e c’houitas an noblans vras d’ober o dlead en digouez mantrus-man. Gwelloc’h e kavent mont da rodellat ha da vragal e lez ar roue eget chom da zifenn frankiz o bro. 50. Ar gouerien hag ar vourc’hizien a ’n em zave int o-unan enep d’an drubarderez gall. Paea a rejont gant o gwad o c’harante ouz o bro hag o gwiriou.
51. Nebeut a noblans a aesaas terri ar yeo. An hiniennou a reas o dlead breizad a gouezas en dismegans. O foan hag o gwad a oe kollet hep rei frouez.
1. Breiz a chom madelezus ouz ar Franz. — 1. Emgleo Gwened en 1532 a stage Breiz ouz Bro-C’hall. Breiz a chomas koulskoude ken mad hag araok e kever houman. 2. Bro-C’hall a roas epad eur pennad amzer an hano a Zuk a Vreiz da benher he C’hurunen, evel ma ve roet ive e Bro-Zaoz, hizio c’hoaz zoken, an hano a Brinz Bro-Gambre da benher kurunen Bro-Zaoz. 3. Eur mordead brudet a Zant-Malo, marvet er bloaz 1541, Jakez Kartier, a roas Bro-Ganada d’ar Franz. 4. Eun dijentil leonad, Kersimon, a zeuas a benn, er bloaz 1551, eus eur skouadren a zek mil den a Vro-Zaoz hag eus an Holland.
2. Reizou an Iliz hag ar Barnerez e Breiz. — 5. Lez-Varn-Uhel Breiz a c’honeas aotreadur ar roue evit ne vjje ket gouarnet Iliz Breiz gant an Emgleo graet etre ar Pab ha Bro-C’hall. 6. Evelse parreziou Breiz hag hec’h eskoptiou a hellas delc’hel en o fenn tud a iliz eus ar vro. 7. D’ar mare-man e oe savet lez-varniou Roazon, an Naoned, Gwened ha Kemper, evit barn an tamallou hag an torfejou.
8. Al Lez-Varn-Uhel a dlee breman labourat e pad c’houec’h miz : tri miz en Naoned, ha tri miz e Roazon. 9. Hogen er bloaz 1600 n’ oa ken nemet Roazon o tigemer ar varnerien.
3. Ar Brotestanted e Breiz. — 10. Ar Vreiziz o doe da c’houzanv abred gant ar zamm laket war o c’hein pa oent staget ouz ar Franz. 11. Red e oa d’eze kemer lod e trubuilhou houman. 12. Dandelot, breur an « Amiral Coligny », pried da Claodina Rieulx, hanter beleg hugunod, ha hanter penn-argadour, a zigasas ar relijion brotestant e Breiz, elec’h m’en devoa kalz a zanvez. 13. Eun niver bras a dud a droas gant e relijion e Breiz-Uhel, dreist-oll e Roazon, Vitre, Kastelbriand, Blain, hag all.
14. Noblans vras evel re Tiadou Rohan, Rieulx ha Laval, en em daolas ive d’ar relijion nevez. 15. Aboue 1582 gouarnour Breiz evit ar roue Henri III e oa an « Duc de Mercœur », prinz a Diad al « Lorraine ». 16. E wreg a oa ginidik a Diad Penteur. 17. Mercœur a ’n em lakaas e penn ar Gatoliked. 18. Gwelet mat e oa e ker an Naoned, e lec’h m’en devoa, kouls laret, eul lez evel pa vije bet Duk a Vreiz. 19. E gwirionez, c’hoant en devoa ive da zont da veza Duk, dre ma oa e wreg eus Tiad Penteur, da lavarout eo eus gwad Duked ar Vro.
20. Brezel a oa dre Vro-C’hall etre ar Gatoliked hag ar Brotestanted. 21. Ar Gatoliked o vrezelli oa hanvet ar « Re Unaned », (« Les Ligueurs »). 22. Ar Re Unaned o devoa lazet eur bern bras a brotestanted e Pariz noz gouel sant Barteleme, ar 24 a viz eost 1572.
4. Tristidigez ar brezeliou a relijion. — 23. Ar Vreiziz ne fellas ket d’eze ober en o bro eur muntrerez evel hini ar Sant-Barteleme. 24. Koulskoude an darnvuia aneze a ’n em zisklerias evit ar Re Unaned, dreist-oll pa welchont « Henri de Navarre », prinz protestant, o sevel war an tron er Franz 1589. 25. Kaout a rejont mad gwelet Mercœur hag e wreg oc’h aesa adsevel evite Dukelez Breiz hag o trei enep d’ar roue nevez. 26. Eur brezel euzus a zavas e Breiz. 27. Ker Zant-Malo ne fellas ket d’ezi mont nag eus eun tu nag eus eun tu all. Embann a reas ar Republik, difennet gant he mogeriou. 28. Ar Vro a-hend-all a gouezas dindan krabanou al laeron hag an dorfetourien.
29. An hini brudeta eus ar re-man e oa Fontanella a Diad Beaumanoir, mestr en Enezen Dristan, e kichen Douarnenez. 30. Laza a reas 300,000 mil kouer e Kerne, ha meur a ger a zismantras er ran-vro-ze. 31. Kerity-Penmarc’h, ken brudet dre gemwerz al lien, a oe distrujet gantan. 32. Tapet e oe d’an divez ha kaset da Bariz e lec’h ma oe brevet d’ezan e izili war ar rod.
33. Er bloaz 1598 Mercœur hag e re a ’n em gavas disprizet gant ar Vreiziz o devoa bet laket o fizians enne. Ober a rejont eta, dre red, ar peuc’h gant Herri IV. 34. An douarou labour e Breiz ne oant ken nemet lanneier, ar c’horfou maro a c’holoe an henchou hag ar c’hiz a oa kollet d’ober tan war an oalejou. Ar brezel-man a badas 9 bloaz. 35. Ar Roue Herri IV a oe eun den mad. O welet stad truezus Breiz e tinac’has lakaat eur zamm pounner warni, hag evel-se e c’hellas houman adsevel. 36. Ar peuc’h a renas er Franz hag e Breiz goude ma ’n devoe sinet ar Roue Diel an Naoned. 37. Houman a reize stad ar Brotestanted hag a roe da bep den frankiz a skiant hag a greden.
5. Noblans vihan Breiz.— 39. Hiviziken, beteg ar bloaz 1789, e vezo tabut etre ar Breujou hag ar Gouarnour, pe etre ar Gouarnour hag al Lez-Varn-Uhel. 40. Beza e oa er Breujou noblans paour, labourerien douar ha n’o devoa nemet eur maner bihan, eun alar hag eur c’hleze. 41. Ar re-man a oa gwir dadou a diegez evel ar re a oa gwechall e Breiz-Veur. 42. Hini aneze ne gemere gwreg e Bro-Chall. 43. Ofiserien ar Gouarnour, dastumerien an tailhou, breutaerien, prokulerien, holl dud ar roue el Lez-Varn-Uhel, hag el Lez-Varniou-Izel, a oa enep d’ar c’hannaded-man.
6. « Cesar de Vendome ». — 44. « César de Vendome », mab bastard d’ar roue Herri IV, a oa dimezet da verc’h Mercœur hag a oe hanvet gouarnour war lerc’h heman. 44. C’hoantaat a reas ive c’hoari an taol kollet gant e dad-kaer. C’houita a reas eveltan. 45. Ar Vreiziz a oe fur awalc’h evit tremen hep heuilh eur prinz estren lec’h ne oa netra da c’honit evite. 46. Ar Breujou a c’houlennas soudarded digant ar roue evit rei skiant d’an trubuilher. 47. Heman a oe graet prizonier gant ar C’hardinal Richelieu, kenta ministr Loeiz XIII, ha gouarnour nevez e Breiz.
7. Richelieu. — 48. Herri IV en devoa graet dismantri meur a gastel e Breiz war zigare n’oant mad nemet da zifenn al laeron vras. 49. Richelieü a reas distruji kestel Gwengamp, Lamball ha Monkontour a oa deut da Cesar de Vendome abeurz e wreg. 50. Tri c’hant hanter kant mil livr a oe roet da Cesar evit e digoll, arc’hant savet holl e Breiz. 51. Setu penôz, tamm ha tamm, war bep seurt digare, Breiz a golle he nerz. 52. E pad gouarnamant Richelieu Porz-mor Brest a zeuas da veza nerzet evel porz-mor a vrezel. Breiz a zalc’he da veza madoberourez Bro-C’hall. 53. Kalz a lojeiz, kalz a ilizou a zo bet savet er mare-man. Abati Sant-Salver Redon a oe graet a nevez. An abati koz, savet gant sant Konwoion, a oe kavel gwiriou Breiz da amzer Nevenoë.
8. Breiz o vrezelli evit Bro-Chall. — 54. Breiz a roas da Vro-C’hall, da amzer Brezel an Tregont vloaz (1618-1648), daou argadour brudet, Herri Roc’han, bet araok e penn ar Brotestanted, hag ar marichal Guebriand. 55. Diskouez a rejont o zalvoudegez war leuriou-brezel an Alamagn hag ar Vohemia. 56. Guebriant a oa ginidik a Bluduno. Mervel a reas e pad seziz Rothwell. Gouarnour ar ger-man a zigasas alc’houeziou ker war e wele-maro evel ma oe graet gwechall evit Bertrand Gwesklin e Kastel-nevez Randon.
9. Breiz e peuc’h bete 1675. — 57. Pa oe maro Richelieu, ar rouanez « Anne d’Autriche » a c’houarnas Breiz. 58. Bro-C’hall oa trubuilhet gant eur brezel a ziabarz, hanvet ar Vatalm pe « La Fronde ». En eun tu e oa « Anne d’Autriche » hag ar ministr Mazarin, en tu-all e oa al Lez-Varn-Uhel (1648-1653). 59. Ar brezel-man ne grouas reuz ebet e Breiz. 60. Ar Vreiziz ne rejont van ebet o welet o teurel er prizon mestr bras an tailhou, Nikolas Fouquet, aotrou Gerveur ha Konk-Kerne. 61. Heman en devoa c’hoantaet ive adsevel evitan e-unan Dukelez Breiz. 62. Ar Vreiziz ne dleent en em zevel nemet pa vije klasket terri marc’had en Emgleo graet en Naoned er bloaz 1532.
10. Ar Vreiziz a stourm enep lezen ar paper aroueziet. — 63. Er bloaz 1675 gouarnamant ar roue Loeiz XIV a c’hoantaas, hep aotreadur ar Breujou, sevel tailhou war ar paper aroueziet, war ar butun ha war al listri sten. 64. Roazoniz a ’n em zavas a enep ar Gouarnour, an « Duc de Chaulnes ». 65. Heman a oa ken kazet dre ar galon fall a ziskoueze ouz ar Vreiziz, ken ma oe leshanvet gante ar Penmoc’h. 66. Ti an Tailhou a oe dismantret gant Roazoniz. 67. E Kerne, pevarzek parrez a reas emgleo etreze dindan renadurez Ar Balp, noter e Kleden-Poher. An dispac’herien-man, hanvet Tud o bonedou ru, a lakaas ar gwad da redek ebarz ar c’hestel, dre ma plege an noblans o chouk dindan gwalen ar roue. 68. Loeiz XIV a dennas venjans eus ar c’houerien. 69. Ar gwez a zouge frouez nevez. Frouez ? Ya, tudigou paour krouget. 70. A boan divezet eur brezel a-ziavaez, Loeiz XIV a groge gant eur brezel all, hag an tailhou a greske dalc’hmad. Ar groug d’ar Vreiziz re baour da c’hallout paea ! 71. An noblans a bellae diouz ar c’houerien. E touez ar bobl hepken e oa neuze ar wir Vreiziz. 72. Euzus ez eo lenn al lizerou skrivet d’he merc’h gant an « Itron de Sévigné » diwar-benn stad gwalleurus Breiz. An itron-man, eur c’hallez hag a bleustre lez ar roue epad ar gouanv, a zeue da dremen an hanv e Kastel ar Rec’hel, e kichen Vitre. Ne gave netra fentusoc’h eget gwelet ar Vreiziz krouget o vranskelli e beg a gwez.
11. Mikel an Nobletz hag an Tad Maner. — 73. An Tad Maner, misioner breizad, a aesaas meur a wech ober ar peuc’h etre an Duc de Chaulnes hag ar Vreiziz aheurtet, hag awechou e oe selaouet. 74. En e raok, beteg ar bloaz 1651, eur misioner all, Mikel an Nobletz, a Gerodern, a brezege an Aviel e Kerne hag e Leon epad brezeliou ar relijion hag e pad ren Loeiz XIII. 75. An daou visioner-man a rimadellas kalz a gantikou santel e brezoneg. 76. O brezoneg ne oa ket reiz, nag hini ar re-all o deus ive skrivet misteriou d’ar mare-ze. 78. N’eo ket dleet d’ar Vreiziz kemer skouer war ar yez vrezonek fall-ze, mesket evel ma’z eo gant kement a c’heriou gallek, nemet e kaver enni ivez meur a c’her talvoudek a zo bet damankouaet aboue hag e vije mad o adlakat en impli.
12. Iverzoniz diskennet e Breiz. — 78. Loeiz XIV a lemmas digant ar Brotestanted ar gwiriou roet d’eze gant Herri IV dre Diel an Naoned, 1685. 79. Ar Vreiziz ne rejont van ebet a gement-se. Ne oe graet droug ebet d’ar Brotestanted e Breiz. 80. Er mare-man e teuas da zouari e Breiz eun distaoladen Iverzoniz. Ar re-man a oa mignoned da Jakez II, roue didronet a Vro-Zaoz. 81. E Gerveur hag e Bro-Dreger, e tu Plouha, o deus lezet tud eus o lignez. Ar re-man n’int ket dishenvel diouz ar Vreiziz all.
13. Penôz e vez dalc’het d’ar ger. — 82. Ker Zant-Malo, pa oe diskaret he Republik, a ’n em roas d’ar roue Herri IV er bloaz 1598. 83. Ar ger-man he deus graet kalz a enor da Vreiz ha da Vro-C’hall. 84. An nep en deus graet eun tam studi uhel en deus klevet komz eus ar roman Regulus. Heman, evit delc’hel d’ar ger a enor, a zistroas da ’n em lakaat etre daouarn enebourien e vro. 85. Eun den a Zant-Malo a reas evelse er bloaz 1665. Porson-Barbinais oa eur reder-mor, doujet gant enebourien ar Franz. 86. Koueza a reas etre daouarn Morianed Dey Alje. Ar prinz mahometad-man a gasas Porson-Barbinais da Loeiz XIV, evel kannad, da displega dirazan eur mennad a beuc’h, goude beza graet gantan ar marc’had-man : ma tinac’hje ar roue ar peuc’h, ar c’hannad a zistroje d’e brizon en Alje ; mar digemerje ar roue ar peuc’h, Porson a hallje chom en e vro. 87. Porson epad e ziankaden a zeuas da reiza e vadou e Breiz. Gwelet a reas ive ar roue e Versailh hag ec’h alias anezan da dremen hep selaou komzou peuc’hus an Dey. 88. Ar roue a gavas mad an ali, ha setu Porson Barbinais o tistrei d’an Afrik. 89. En em gavet en Alje, ar Breizad feal d’e c’her a oe raktal dibennet.
14. Ar Zaozon a glask distruja Sant-Malo 1693. Porz-mor an Oriant a zo kleuzet 1709. — 90. En tu-hont da Borson, meur a vordead all a Zant-Malo a zo bet brudet kaer da amzer Loeiz XIV. 91. Ar brudeta aneze ez eo Duguay-Trouin. 92. Ar Zaozon a c’hoantaas distruji ker ar rederien vor, er bloaz 1693. 93. Evit kas o zaol da vad, o devoa karget eur c’hoz lestr gant poultr-kanol ha boulejou. Daou-ugent den a oa o levia al lestr. 94. An dud-man a dlee pellaat azalek kaset gante al lestr dindan mogeriou ker ha c’houezet an tan ennan. 95. Eun darvoud all a c’hoarvezas. Elec’h distruji ker Zant-Malo, an tenn ne reas nemet terri gwer ar prenechou ; laza a reas ive an daou-ugent Saoz hag eur c’haz. 96. Eur garreg vras hag a roe a viskoaz diaezamant da vordeidi Sant-Malo, a oe ive rannet. 97. Ar Zaozon ne oant eta deud a benn nemet d’ober vad d’o enebourien.
98. Er bloaz 1709 porz-mor an Oriant a oe kleuzet, e parrez Ploemeur, evit gallout digemer listri kompagnunez an Indez.
15. Pontkallek ha tudjentil Breiz en em zav enep gouarnamant ar Merour. — 99. Loeiz XIV a varvas er bloaz 1715. E niz Philippe d’Orlêans a oe karget da c’houarni ar Rouantelez, rak ar roue yaouank Loeiz XV ne oa nemet pemp bloaz. 100. Fulup a gasas da Vreiz, evel gouarnour , ar « Marechal de Montesquieu ». 101. Heman, rok hag uhel, a enebas raktal ouz ar Vreiziz. Fellout a re d’ezan lezenni hep selaou ar Breujou, en despet da Emgleo 1532. 102. Eun nebeut tudjentil eus ar re muia karet gant ar bobl, a ’n em glevas evit diskar an tirant hag evit difenn gwiriou Breiz. 103. Selaou a rejont, evit o gwalleur, kannadour ar Spagn e Paris, hanvet « Cellamare ». Heman en devoa c’hoant da lakaat e vestr Fulup V, roue ar Spagnoled, war dron ar Franz, hag evit se e c’houlenne skoazel ar Vreiziz. 104. Kement-se a gollas aneze, rak diskleriet e oent. 105. Markiz Pontkallek, Montlouis, Talhouet ha Kouedik a oe barnet en Naoned ha dibennet war dachen ar Bouffay, er ger-man, ar 26 a viz meurz 1720.
16. Ar Marechal « d’Estrée » a wella an traou. — 106. An darvoud gwalleurus-man a lezas frouez mad, rak ar Fransizien a zonjas e oa ar Vreiziz gouest da rei o buez evit gwiriou o bro. 107. « D’Estrée» a oe laket elec’h Montesquieu evel gouarnour. 108. Daskori a reas o madou da gerent an dudjentil dibennet.
109. Er bloaz 1720, eul loden vras a ger Roazon a oe distrujet gant an tan-gwall. 110. Adsavet a nevez, ar ger-man a zo breman unan eus ar re gaera ; hogen ne gaver ken ennl tier koz a dalvoudegez da rei testeni eus an amzer dremenet.
17. Al Lez-Varn-Uhel enep da waskadurez ar Roue. — 111. An « Duc d’Aiguillon », ar gouarnour, en devoa gwasket ar Breujou beteg o lakaat da voti tailhou nevez. 112. Er bloaz 1764, al Lez-Varn-Uhel a zougas he c’hlemmou d’ar roue. 113. Giziou koz ar C’helted a zifenne ouz ar Bobl senti ouz ar Brenin, pa zeuje heman d’hen gwaska. 114. Al Lez-Varn-Uhel a skrignas kement he dent ken ma renkas ar roue Loeiz XV souza. 115. Dastum a reas ar Breujou en Naoned hag ec’h embannas ne oa ket da zellout ouz an urziou bet roet gant ar gouarnour. 116. Ne oa ket awalc’h. Ar Breujou ne fellas ket d’eze plega na kalz na nebeut. 117. An Diel a-beurz ar roue, bet staget ouz mogeriou Roazon, a oe freuzet. 118. Ar Varnerien-Uhel a zilezas o c’harg. Reiz ebet ken ne oe rentet e Breiz.
119. Karadeuk de la Chalotais, prokurer bras, hag e vab, forz d’eze da veza tud ar roue, a droas a du gant ar Vreiziz. 120. Harzet e oent a gevred gant barnerien all ha boutet e kastel an Taro, e-kichen Montroulez. Ac’hane La Chalotais a oe kaset da Gastell Sant-Malo hag ac’hano d’ar « Bastille », e Pariz.
121 . An duc d’Aiguillon a zeuas hepdale da veza Ministr Loeiz XV. 122. Diskar a reas holl Lez-varniou-Uhel ar Rouantelez hag e lakaas en o lec’h, Kuzuilhou ar Reiz hanvet Lezvarniou Maupeou. Maupeou a oa ministr ar Reiz. 123. Pa zavas Loeiz XVI war an tron, er bloaz 1774, o welet ar Bobl ken troet fall evit Lezvarniou Maupeou, ec’h adsavas al Lezvarniou-Uhel.
Breiz en em zifenn dindan Loeiz XVI. — 124. Lez-Varn-Uhel Breiz a oa karet gant ar Vreiziz. 125. La Chalotais hag e genvreudeur a oe digemeret mat e Roazon. 126. Hogen ne oa ket hepken an Noblans hag al Lez-Varn-UheL a oa breman dirak ar Rouelez e Breiz ; ar Bobl a arrue d’e dro. 127. Tabut a zave dalc’hmad e Roazon hag en Naoned. Er bloaz 1783 an eost a oe fall hag er bloaz 1784 ar goanv a oe kri. Ar bobl a varve gant an naon. Ar gwad a rede a dreuz ker Roazon. 128. Ar vourc’hizien a c’hoantae breman teurel an holl zammou war ar bobl. Heman ne fellas ket d’ezan beza mouget dindan ar bec’h. Pa zavas e gein e kemeras eur c’hlaouen dan en e zorn kleiz hag eur grennen en e zorn deo. 129. Ar Rouelez, gant aon rak an Dispac’h, a zigoras d’ezi frank an hent. Ar roue a roas e c’her da zigeri e Pariz Breujou Bras an holl Rannvroiou evit reiza stad ar Vro. 130. Er bloaz 1788 gouarnamant ar Roue a c’hoantaas adarre lezenni enep da wiriou Breiz. Roazon en em zavas. 131. An noblans a gasas d’ar Roue daouzek kannad. Ar re-man oe taolet er Bastilh. 132. Daouzek kuzuilher eus al Lez-Varn-Uhel kaset d’o zro, a oe harzet war o hent. 133. Eun daerved kannaden, en he fenn Eskop Dol, n’he devoe ket mui a eurvad. 134. Mont a reas, d’an divez, hanter kant kannad da glask ar roue, evit goulen digantan rei o frankiz d’an daouzek dijentil, gervel izili harluet al Lez-Varn-Uhel ha boda ar Breujou Bras.
19. Ar Breujou diveza. — 135. E miz kerzu 1788, Breujou Breiz a ’n em vodas evit ar wech diveza. 136. Kannaded ar vourc’hizien, pe an Drede Stad, a oe bihanoc’h o niver eget hini an noblans hag ar veleien. Goulen a rejont beza eun hanter muioc’h eget araok. An Noblans a zinac’has ar goulen. 137. E miz Genver, an Dudjentil hag ar Vourc’hizien en em ganne war dachennou Roazon. 138. Ar Studierien yaouank a ’n em lakaas a du gant ar vourc’hizien. Yaouankiz an Naoned he devoa roet ar bral. E penn ar studierien en em gave unan ganet e Montroulez ha hanvet Moreau. 139. Heman oa eur penn-tomm arru anavezet ha karet dre-oll e Breiz. Moreau a dlee beza divezatoc’h eur jeneral brudet da veza lakaet a gever gant Bonapart hen e-unan. 140. Moreau a oe kouls laret ar mestr e Roazon er mare-man.
141. An Drede Stad, hepken, a zibabas kannaded da gas d’ar Breujou Bras. 142. An Noblans hag ar Veleien-Uhella a zinac’has dibab kannaded war zigare e tlee ar votadeg beza graet gant Breujou Breiz ha nan gant ar beliajou herve diel ar Roue. 143. Ne oe eta, evit mont d’ar Breujou Bras da Bariz, nemet kannaded an Drede Stad.
20. Ar Zaozon trec’het e Breiz epad an XVIIIt kantved. — 144. Epad ren Loeiz XV hag hini Loeiz XVI, Breiz a oe red d’ezi, meur a wech, en em zifenn ouz ar Zaozon. 145. En Oriant e vez graet c’hoaz hizio eur gouel en enor d’an trec’h bras gonezet war ar Zoazon e miz here 1646. 146. An enebourien n’o devoe ket mui a eurvad dirak Sant-Malo oc’h aesa douari soudarded. 147. E miz Gwengolo 1747 e oant trec’het e Sant-Cast, goude beza roet digare d’eur Breton kalonek, hanvet Rioust, da c’honid kalz a c’hloar er Guildo, o telc’hel penn da 12,000 Saoz gant eur c’hant a Vreiziz. 148. En emgann Sant-Cast e oe gwelet eun dra souezus. E touez ar Zaozon e oa Kelted a Vro-Gambre, hag a ye d’an emgann en eur gana ar zon « Hyfelgyrch gwir Glamorgan » hag etouez ar C’hallaoued e oa Bretoned hag a gane « Seziz Gwengamp » : Porzier digoret an nor-man... An daou don a oa an hevelep hini, miret en diou vro epad ar c’hantvejou tremenet. Kambreiz ha Breiziz, ar re-man a oa tud a hevelep gouenn, daoust d’eze da veza o serviji diou vroad dishenvel. 149. Tud Kambre ha tud Breiz, herve lavarer, a gouezas an eil e divrec’h egile, evel breudeur karet goude eun diswel hir. 150. Gerveur a oe kemeret gant ar Zaozon ; hogen ne chomas nemet eur bloavez en o dalc’h.
21. Ar Vreiziz a zav d’an nec’h banniel Bro-C’hall. — 151. Koetlogon, Duguay-Trouin, Mahé La Bourdonnais, Kouedik, La Motte-Piquet, Kerguelen, Madek, Kornik-Duchêne, hag all, a gasas dre-oll brud Breiz ha Bro-C’hall, o trec’hi war ar Zaozon pe o c’honid broiou nevez. 152. Kont Plelo a viras e vrud vad da Loeiz XV o vont da zikour tad-kaer heman, roue ar Bologn, dilezet gant ar Fransizien. 153. Breiz a gemeras eul loden gaer e Brezel Distagidigez an Amerik. Laouen e oa ar Vreiziz o vont da gas d’eur vroad-all ar frankiziou ken karet gante o-unan.
21. Ijinou-kaer ha Lennegez Breiz. — 154. Aboue ma oa bet staget ouz Bro-C’hall bete 1789, Breiz, en tu-hont d’he mordeidi, he devoa savet kalz a vugale-all brudet-kaer. 155. Kizellerien evel Mikael Kolomb, kizellet gantan bez an Duk Fransez II, e Naoned, hep komz a gement a gizellerien all, labouret gante ar c’halvariou hag an ilizou dispar a zo evel hadet ken stank dre Vreiz. 156. Tud fur evel « Descartes », unan eus mestrou ar filozofiez. 157. Hanezourien evel D’Argentré ha Déric. 158. Buezourion ar Zent evel Albert ar Bras, a Vontroulez, ha Dom Lobineau. 159. An tad kapusin, Gregor a Rostren, a labouras dreist-oll war ar yez vrezonek ; skriva a reas eur yezadur hag eur geriadur brezonek. 159. Ar Brigant, a Bontreo, ha Malo Korret, leshanvet « La Tour d’Auvergne », a reas ar gwella labour evit kaeraat yez o bro. 161. Eur Gwenedour hanvet « Le Sage » a skrivas danevellou brudet o galleg. E levrlou, « Jil Blas » hag an « Diaoul Kam » o deus miret e hano diouz an Ankouez ha savet uhel lennegez Bro-C’hall.
1. Breiz a goll he Broadelez. — 1. Breiz n’he devoa kaset d’ar Breujou nemet kannaded an Drede Stad, da laret eo re ar « C’hommunou ». 2. Ar re-man a reas gwella m’halljont evit ober d’ar Fransizien gonit ar frankizlou e oant o klask evite o-unan. 3. Sevel a rejont e Pariz ar C’hlub breton a zeuas hep dale da veza Klub ar Jakobined. 4. Mennoz ar Vreiziz e oa hini an Dispac’herien vras. E nozvez ar 4 Eost 1789 ar Vodadeg vroadel a ziskaras gwir an dalc’h pe « le droit féodal » : Noblans, beleien ha bourc’hizien en em gavas unanet. 5. Ar Chapelier, kannad Roazon, a rene ar vodadeg-man. 6. Kannaded Breiz a vevezas (zakriflas) gwiriou o bro war « Aoter ar Vroad » ; koulskoude o c’henvrolz n’o devoa ket roet d’ezo aotreadur d’ober kement-se. 7. Breiz, kollet ganti he Broadelez, a oe rannet e pemp « departamant » hag an departamanchou a oe rannet e « distrigou ».
2. Ar C’hevredigeziou, pe « Fédêrations ». — 8. E Breiz, an Drede Stad, pe ar Vourc’hizien, a veule an Dispac’h. 9. Ar Vourc’hizien yaouank a ’n em gevrede er c’heriou evit toui beza feal da « Wiriou an Den hag ar Sitoian », chom leal e-kever ar Vroad, al Lezen hag ar Roue. 10. Kevredigez Breiz-Anjou, emvodet e Pondi, epad miz genver 1790, e oa an hini a zo chomet ar vrudeta. 11. Evit kenenvori Seziz ar Bastilh, diskaret ar 14 gouere 1789, Pariz a zavas eur gouel-berz, gouel an Emgevredigez pe « Fédération ».
3. Abegou ar Chouanerez. — 12. Mar doa troet bourc’hizien ar c’heriou ouz an Dispac’h, dre ma izelae heman darn, epad ma save darn-all, tud ar maeziou a oa yenoc’h outan. 13. Ar c’houerien hag an noblans izel a veve e peuc’h, henvel o giziou, o pleustri an eil gant egile hag o timezi o bugale etreze. 14. Ar c’houer breizad ne oe gwasket gant an dienez nemet epad ar brezeliou bras evel hini Herez ar Gurunen, brezel ar Re Unanet, trubuilh an Arouez Paper, pe krougadegou ar Penmoc’h.
15. Biskoaz ne oa bet sklavour evel ar Gall. 16. En tu-hont da ze, dre ma oa stag ouz o feiz, ne felle ket d’ezan kaout d’ober gant beleien « touerien ». 17. Mont a reas eta da heul ar re a zeue da gemer renadur an enebadeg ouz an Dispac’h : tudjentil ha kloer.
4. Maro ar Roue a lakaas kanvou e Breiz. — Loeiz XVI a oa bet dibennet dre urz ar « Gonvansion » an 21 a viz genver 1793. Pevarzek kannad a Vreiz a votas evit hen kas d’ar maro hag eiz war-nugent a votas evit hen kas d’an harlu epad e vuez. 19. Tud ar c’heriou, kaer o devoa beza dispac’herien, a zinac’he, kalz aneze, an torfed-man hag an dud diwar ar maez o devoa ankouezet ar gaou gret ouz o bro gant Rouane Bro-C’hall. 20. Er « Vendée » oe savet armeou niverus da stourm ouz armeou ar Republik. 21. E Breiz ar chouanted ne rejont ket nemeur a dra enep soudarded ar Gonvansion : eun taolig aman, eun taolig a-hont ! 22. Re hir e ve rei doare aman eus an holl emgannou-man. Ar pennou uhella e-touez ar chouanted e oe La Rouerie, Boishardy, Kermartin, Jord Kadoudal ha Per Guillemot, letanant heman, leshanvet Roue Begnon. 23. E departamant ar Morbihan en em gave ar chouanted an nerzusa.
5. Kannaded Breiz harluet. — 24. Epad ma tilamme ar chouanted war ar c’heriou republikan, ar c’haeriz a oe nec’het bras, rak en tu-hont d’ar gwall a zeue a beurz ar chouanted, e welent ar Gonvansion o kemer droug oute. 25. Pa zeuas amzer ar Spont, « La Terreur », Breiz a droas kein da Bariz hag en em unanas gant an Normandi evit sevel bannielou ar Ranvroelez. 26. E miz mae 1793 eur rumm kannaded, hanvet ar Jirondined, a oe harluet, ha Breiz a yeas a du gante. 27. Tud ar peuc’h a oe trec’het gant konsorted « Robespierre ». Ar gwad a ruilhas, ha kannaded Breiz a yeas da guzat er c’hoajou don.
6. Ar Spont. — 28. Ar Spont a ’n em ledas war ar vro p’arruas a Bariz an dispac’her Carrier hag e gonsorted d’aesa lakaat Breiz da zenti. 29. Carrier, deut da voueta ar wilhotin e Roazon, a renkas kuitaat ar ger-man dirak enebiez kalonek ar maer. 30. Heman oa eur paour kez kemener. E hano, Leperdit, a dleje beza garanet war eun daolen arem hag enoret da virviken. 31. Carrier a yeas neuze d’an Naoned, ’lec’h ma tic’hougas tud, milher war vilher, kouls an dud izel hag an noblans pe ar veleien. 32. Kaout a reas re divalo labour ar wilhotin ; lakaat a reas ober bagou hag a zigore dre zindan, evit beuzi ar brizonierien e kreiz al « Loire ». 33. Ober a reas kement ha kement ken ma oe galvet gant Robespierre. 34. Mervel a reas hepdale d’e dro war ar wilhotin.
7. Ar Spont e Brest. — 35. Eul lez-varn dispac’herez, « Tribunal Révolutionnaire », a oe savet er c’heriou. 36. Hini Brest a oa renet gant « Prieur de la Marne », « Jean Bon Saint Andrê », ha Germeur. 37. Eur beleg dileanet, hanvet « Donzé-Vertheuil » e oa an Tamaller. 38. Tud ar c’hargou uhel a oa aet enep da renerien ar Spont. C’houec’h war-nugent aneze a varvas war ar wilhotin. En o mesk o oa ar jeneral Kergariou hag an eskob touet Expilly.
8. Kiberon. — 39. Er bloaz 1794 ar jeneral « Hoche », goude maro Robespierre, a reas gwella ma c’hellas evit lakaat an urz er C’huz-Heol. 40. Sina reas peuc’h Mabilais gant ar chouanted e miz ebrel 1795. 41. Itrikou ar Rouelerien, harluet e Londrez, a oe abek a veur a walleur. Graet o devoa emgleo gant prinsed Bourbon. 42. E miz gouere 1795 strolladennou an noblans, bleniet gant « Sombreuil » ha gant « Puisaye », a zouaras e Kiberon. 43. Eur strolladen chouanted a oa o c’hortoz anezo. 44. Rogoni an Noblans a oe abeg d’o gwalleur. Flastret pe beuzet e oent gant soudarded ar Republik.
9. Ar Vreiziz en Armeou Bro-C’hall. — 45. Daoust da Vreiz beza kollet ganti he broadelez e nozvez ar 4 Eost 1789, bepred e skoazellas ar Franz enep d’hec’h enebourlen. 46. He mordeidi a vrezellas war vor gwell eget biskoaz. 47. En 1794 ar gernez a oa o ren. Skouadren « Villaret-Joyeuse » a zigoras an hent da 200 lestr, karget a winiz, o tont eus an Amerik. En digouez-man e oe islonket al lestr ar « Vengeur » e keit ma youc’he ar vordeidi, Breizis evit an darnvuia : Bevet ar Republik !
48. Rederien-vor Sant-Malo, an Naoned hag an Oriant, Surcouf, Desajeno, Dutertre, a reas kalz a zroug da gemwerz an enebourien. 49. Ar jeneral Moreau, ganet e Montroulez, a ’n em c’holoe a gement a lore ken ma teue aon da Vonapart rak eun den ker kalonek ha ker skiantek. 50. Malo Corret, leshanvet an « Tour d’Auvergne », ganet e Keraez, a c’honeze eur vrud divarvel araok mervel war leur vrezel Oberhausen ar 27 a vezeven 1800. An Tour d’Auvergne a zo bet hanvet Kenta Grenadour ar Republik. E hano zo garanet don hag evit birviken war daolennou arem an aberz (sacrifice) broadel.
9. Ar peuc’h gant ar Chouanted. — 51. Er bloaz 1798, Bonapart, kenta konsul, goude beza diskaret gouarnamant an « Directoire », deut goude ar Gonvansion, a gasas ar jeneral « Hedouville » d’ar « Vendée » hag ar jeneral Brun e Breiz evit ober ar peuc’h. 52. An hini kenta a drec’has war ar chouanted en emgann Grandchamp ha, dre ma oa bet digoret an ilizou, pep-hini a zistroas d’ar ger.
53. Jord Kadoudal, miliner brudet a Vrec’h, ha mestr selaouet gant ar chouanted, kaer en devoa Bonapart kaout c’hoant d’ober eur c’horonel anezan, ne blegas ket hag en em dennas e Bro-Zaoz.
10. Mestroniez Bonapart. — 54. Kadoudal ne oa ket bet diboell o sonjal ne roje ket Bonapart he gwiriou da Vreiz. 55. Ar Rann-Vroiou ne oent ket adsavet. An departamanchou a oe miret gant eur prefet en o fenn ha rannet en arondissamanchou, laket en o fenn ive eun eil-brefet. 56. Ker-benn Pariz a zalc’has da ober ouz pep tra e keit ma tiskenne ar Rann-Vroiou da netra. 57. Ar Gouarnamant a gemeras ar gwir da henvel an eskibien. 58. Bonapart a zavas ar Roll Lezennou hanvet « Code Civil ». Eur Breizad hanvet « Bigot de Preameneu » a labouras meurbed evit aoza al lezennou nevez.
11. Mestaol enep Bonapart. — 59. Er bloaz 1800 tri chouan a Vreiz, « Saint-Régeant », « Picot de Limoelan « ha « Carbon » a glaskas laza Bonapart dre eun tenn-poultr kanol, e streat Zant-Nicaiz, e Pariz, pa oa ar c’henta Konsul o vont d’an Opera. N’arruas droug ebet gant heman. 60. « Picot de Limoelan » a hellas tec’hel. Mervel a reas er Stadou-Unanet e lec’h ma oa deut da veza beleg. An daou-all a oe dibennet, Carbon ne oa ket ganet e Breiz.
12. Kavailhad Kadoudal ha Moreau. — 61. En 1804 Jord Kadoudal, aet da veva e Londrez, en em glevas gant ar jeneral « Pichegru » evit dont a-benn a Vonapart. 62. Pichegru a oa troet evit ar prinz Bourbon a zeuas da veza dlvezatoc’h Loeiz XVIII. 63. Kalz a dud vrudet a zeuas da ’n em unani gante ; en o mesk ar jeneral Moreau, ar Markiz « de Rivière », « Armand » ha « Jules de Polignac ». 64. An taol a dlee beza graet da noz etre Pariz ha Sant-Coud, lec’h ma tremenje Bonapart. 65. An taol a ’n em gavas diskleriet. 66. Pichegru a oe krouget en e brizon. An daou Bolignak a oe pardonet d’eze. Kadoudal gant dek eus e gonsorted a oe dibennet. Jord en devoa 33 bloaz ; e letanant Guillemot a oe dibennet e Gwened. 67. Moreau a oe barnet d’an harlu er Stadou-Unanet. Distrei a reas d’an Europ, hag er bloaz 1813 e oe lazet etouez ar Rusianed oc’h en em ganna enep d’ar Fransizien. Moreau a oa eur mestr brezellour eus ar c’henta ha panevet da warizi Bonapart e vrud vad a vije savet etouez ar re c’hlana.
13. An Impalaerded Kenta. — 68. Napoleon a zo bet hanvet gant ar Barz breizad Brizeuk eur « bleiz a vrezel ». 69. Sevel a reas tud yaouank e Breiz evit kreski e armeou ha mont da c’honit broiou. 70. Ne chomas ken a zivrec’h evit al labour-douar. 71. Koulskoude ar zoudarded a gare anezan, hag, en em gavet er ger, e kanent e veuleudiou. 72. Breiz, gant an amzer, a zeuas da ankouez gwad he bugale skuilhet gant an Impalaer, hag en em stagas outan. 73. Kalz divezatoc’h, er bloaz 1849, pa oa ar c’houlz da voti a du pe eneb e niz Loeiz Bonapart, an dud diouiziek a votas evit heman o kredi voti c’hoaz evit Napoleon koz, maro pell a oa. 74. Tud ar c’heriou, bet troet meurbet evit Napoleon, a skuizas gant eun tirant ken oazus evit an holl. 75. An 3 a viz ebrel 1814 e oe kelc’hiet gant armeou en Europ. Ar Breizad Lanjuinais a c’houlennas digant ar Sened didroni an Impalaer.
14. Ar Rouelez adnevezet. Ar C’hant dervez. — 76. Breur Loeiz XVI a zavas war an tron gant an hano a Loeiz XVIII. 77. Ar Vreiziz hag o devoa difennet ar Rouelez gant kement a galon hag a daerded, a welas hepdale e oant en em faziet. 78. Ar gouarnamant kreizek, aozet gant Bonapart evit eun Impalaer, a oa kenkoulz aozet evit eur Roue. Ar Roue nevez en em gavas en e aez e gwele hag e kador an Impalaer. 79. Lemet e oe o armou digant ar re o devoa roet o foan ha skuilhet o gwad evit difenn ar Rouelez epad an Dispac’h. 80. Ar gaeriz a zeuas da gaout keuz d’an Impalaer. 81. Tud yaouank an Naoned ha Roazon a ’n em glevas adarre evel en 1790, ha Napoleon, bet harluet en Enezen Elba, a zistroas war e giz evit ren ar Franz adarre epad tri miz, pe gentoc’h evit brezelli, gant soudarded Breiz endro d’ezan. 82. En emgan Waterloo, 18 a vezeven 1815, Napoleon a oe troet e blaneden. Eno e oe pladet evit mad. 83. Ar jeneral Kambronn, eus an Naoned, a ’n em gavas gant e zoudarded e kreiz eur strolladen Saozon. Ar re-man a roas urz d’ezan da ’n em lakaat en o zrugare. Respont Kambronn a zo chomet brudet ; n’halle ket beza berroc’h : Ne laras nemet eur ger : Kaoc’h ! e galleg. 84. Ren Napoleon ne oa padet en dro-man nemet kant dervez. Ac’hane ez eo bet hanvet an amzer-man « Gouamamant ar C’hant Dervez ». 85. An Impalaer a oe kaset d’an harlu gant ar Zaozon da Enezen Zantez-Helena, e lec’h ma varvas er bloaz 1821. 86. Breiziz diwar ar maez a oa en em glevet a-hend-all evit diskar Napoleon. Skolerien skolaj Gwened a oe ar re vrudeta. An emzao-man a zo bet hanvet ar Chouanerez Bihan. Lakaat a reas tron an Impalaer da grena. 87. Tud yaouank an Naoned a ’n em lakaas gant soudarded Napoleon evit stourm ouz ar chouanted.
15. Loeiz XVIII. — 88. Loeiz XVIII a oa aet da guzat da ger Gand e Bro-Velgia. Distrei a reas goude lam an Impalaer hag ec’h adsavas war an tron. 89. E c’houarnamant a chomas e-kever Breiz pez e oa bet araok ar C’hant Dervez. 90. An Noblans, bet harluet gant an Dispac’h, a oe roet d’ezo gant ar Gampr eur milliard da ranna etreze. 91. Digoret e oe d’eze ive ar re wella etouez ar C’hargou-uhel. 92. Ar Vreiziz a oe awalc’h d’eze sellout ar re-all o skrapat hag o tastum. 93. Diskadurez ar bobl e Breiz ne oe ket gwellaet : dalc’het e oe e dismegans he yez hag hec’h istor. 94. Koulskoude an diskadurez vrezonek he dije gallet tostaat an eil d’egile tud ar c’heriou ha tud ar maeziou. An diskadurez-man a roe aon d’ar rouelerien.
16. Charlez X. — 95. Ar C’hont d’Artois, dindan an hano a Charlez X, a gemeras ar garg a roue er bloaz 1825, goude maro Loeiz XVIII. 96. Er mare-man eul letanant-lestr, hanvet Bisson, ganet e Gemene, hag al levier Tremintin a ’n em gavas dirak enezen Smirn war al lestrig ar Payanoti. Kentoc’h eget lezel o lestr da veza kemeret gant al laeron-vor, Bisson a grogas an tan er pentoniou poultr-kanol, hag a varvas war e lestr frailhet, 1829.
97. Dindan ar renadur-man e savas trouz e keriou Breiz. Ar Rouelez a c’hoantaas en em harpa stard war ar relijion hag a gasas misionerien d’ar Vreiziz, karget da zellout mui ouz ar politik eget ouz an eneou. Brest a zavas a enep. 98. Ar ministr Polignac a fellas gantan c’hoaz mouga mouez ar c’hazetennou hep aotreadur ar Gampr. Raktal ar Rouantelez penn-da-benn a zavas enep d’ezan. Breiz a zinac’has paea an tailhou, ha Charlez X a gouezas diwar an tron. 99. Epad ren ar roue-man, Bro-Alje a oe gonezet gant ar Franz. 100. Al labour douar hag ar c’hemwerz, bet ken glac’haret en amzer gri an Impalaerded, a oa deut da ’n em gennerzi. 101. Glac’harus ez eo gwelet ne oe ket graet e Breiz evit ar sperejou ar vad a oe graet evit ar c’horfou.
17. Loeiz Fulup a Orleans. — 102. Loeiz Fulup, penn eil lignez ar Vourboned, a zavas war an tron e miz gouere 1830. Digemeret mad e oe, e Breiz dreist-oll, gant tud ar c’heriou elec’h ma oe graet fest d’e ofiserien gant ar Ward vroadel. 103. Rouelerien hag a oa a du gant an Duk a Vourdel, Herri V, « comte de Chambord », ha gant e vamm, an « Duchesse de Berry », a c’hoantaas sevel ar Morbihan enep da Loeiz Fulup. An taol a c’houitas. 104. Dindan ar renadur-man an dud ne oant aotroet da voti, nemet ar re a baee a-us da 200 liur a dailhou. 105. An dud diwar ar maez, evit an damvuia, ne ouient ket a be seurt talvoudegez e oa ar votadeg, ha dre-ze ne glaskent ket gonid ar gwir da voti. Ar vourc’hizien, gant aon rak ar c’houerien, a leze ar re-man en o ziouiziegez. 106. (En 1858 ne oa c’hoaz nemet ker an Naoned o c’houlen, gant an nemorant eus ar Fransizien, ar gwir da voti evit kement sitoian a oa er ward vroadel). 107. Er bloaz 1848 Loeiz Fulup a oe taolet diwar e dron. 108. Er mare-man meur a Vreizad a c’honezas brud kaer en Aljeri. 109. Ar bobl a oe eurus dindan Loeiz Fulup. 110. Er bloaz 1833 an diskadurez poblek a oa bet urziet er Franz. Ne oa ket kemennet studia ar brezoneg er skoliou e Breiz, hogen ar mestrou a helle kelenni ar vugale evel ma kerent. 111. E-pad ren Loeiz Fulup, Breizis an Douar-Bras ha Breiziz Tramor a ’n em vodas en Abergavenny (Bro-Gambre). En em unani a rejont evel kerent, tud savet diwar eun hevelep gouenn.
18. Loeiz Napoleon. — 112. Ar Republik a oe embannet er Franz e miz c’houevrer 1848. Digemeret mat e oe e Breiz gant an holl. 113. Pobl ar Franz hag ar Vreiziz, dreist-oll ar re hep deskadurez, a votas da genta evit lakaat Loeiz Napoleon da benreni ar Republik. Meur a hini a grede e oant o voti evit Napoleon koz, pa oant o voti evit niz heman. 114. Pobl ar Morbihan hepken a votas evit Cavaignac. 115. Ar Republik ne badas ket pell. Ar prinz Loeiz Napoleon Bonapart, war zigare e c’hoantae ar voutinerien pe « Sosialisted » kemer ar gouamamant, a lakaas ar Republik e traou dre drubarderez (2 kerzu 1851) hag a reas voti evitan evel Impalaer ar Fransizien. 116. Ar Bobl dizeska oe laouen a gement-man. Ar Vreiziz disket, evel ar jeneral ar Flo a Lesneven, ar jeneral Lamoricière eus an Naoned, hag ar jeneral Bedeau eus a Vertou, a wele skleroc’h. Hogen n’halljont ket sklerijenni ar bobl. Houman a votas eta evit an eil Impalaerded (1852).
19. An eil Impalaerded. — 117. Tud ar c’heriou, kouls hag ar re diwar ar maez, a oe eurus er mare-man. 118. Er bloaz 1857, Napoleon III hag e wreg, an Impalaerez « Eugénie », a zeuas d’ober eun dro e Breiz. Bale a rejont a dreuz keriou ar vro. 119. Napoleon, evit diskouez e oa troet mad evit ar Vreiziz, a lennas eur brezegen vrezonek e Roazon hag en em stouas dirak Broadelez Breiz. 120. Fanch an Uzel a reas eur zon en e enor. 121. Hep ar brezel digouezet en 1870, an impalaerded-man he dije lezet koun mad e Breiz. 122. Er bloaz 1868 e oe graet e Sant-Briek eur vodadeg oll-geltiek, e lec’h ma teuas Breiziz Tramor da rei testeni a gerentiez da Vreiziz an Douar-Bras.
20. Brezel 1870. — 123. Brezel 1870-71 a ziskouezas pegement a skoazel vad a roe ar Vreiziz d’ar Franz. Ar vartoloded — Breiziz holl kouls laret — dre ne oe ket a vrezel war vor, a zeuas da vrezelli war zouar. En em ganna a rejont evel leoned, dreist-oll er Bourget. Spontus e oant gant o bouc’hili. 124. Eun armead a oe savet e Breiz gant Keratry evit mont da harpa ar Franz.
125. Meur a vrezellour breizad a zo bet brudet er mare-man : Lambert, a Geraez, pôtr ar « c’hartouchenno diveza » ; Ar Flo a Lesneven ; Trochu a Gerveur : heman a oe laket e penn ar Gouarnamant. Ne c’honezas ket an trec’h, hogen ne gollas ket, da vihana, e fizians e tonkadur mat ar Vroad.
126. Keratry en devoa eta dastumet ar Vreiziz a youl vad er pemp departamant. Ar Vreiziz-man a oe kaset da Gonli, demdost d’ar Mans. 127. Gouarnamant an Difennerez broadel ne fellas ket d’ezan digemer o skoazel, ha koulskoude pevar Breizad a oa en o fenn : Trochu, ar Flo, Jul Simon ha Glais-Bizoin. Gambetta en devoa aon rak gwelet ar Vreizis o tont da gaout eun arme gouest da zevel eur roue war an tron. 128. Ken na oe arru an deiziou diveza, ar Vreiziz a chomas hep fuzuilhou. Gant bizier koad e veze disket d’eze ober an ekzersis. 129. E-mesk ar fank, dindan an dour, eun niver bras a Vreiziz a dapas klenvejou marvel e « Gamp Conli ». 130. Nebeut aneze a hellas beza kaset dirak an Alamaned. Ne oent kaset da vrezelli nemet pa oe gwelet skler e oa kollet an taol evit ar Franz. 131. Evel ma oent bet nebeut kelennet, ha dre ma oant bleniet fall, soudarded Breiz a ’n em lodennas er Mans evit mont du-man ha du-hont.
132. Breiz a ’n em dennas koulskoude gant enor eus an darvoud-man, pegwir hec’h hano a zo chomet stag ouz difennerez ar Bourget, ouz Castillon, Champigny, Montretout, Loigny, Paté, Auvours, hag all.
21. An Drede Republik. — 133. Ne oa ket c’hoaz divezet ar brezel-man p’en em gavas ar Franz gwall-nec’het gant ar Gomun « la Commune » e Pariz. Houman a oe embannet gant tud diroll. 134. Breiz n’he devoa ket da c’houzanv a gement-man. Hogen krizder ar re-ru a reas d’ezi mont a du gant ar re-wenn. Ar c’hannaded kaset gant ar Vreiziz da Vourdel, e lec’h ma oa dastumet ar gouarnamant, a oa hogos holl rouelerien. 135. An darnvuia a grede e oa ar frankiz hag an urz e tu ar roue, hag an dizurz hag an dispac’h e tu ar Republik.
136. Herri V en devoa roet e c’her da zigreizi ar c’houarnamant, kals pe nebeut, ha da ober eur Rouelez a zoare er Franz. Pep Rann-Vro a dlee kaout, emezan, he loden er c’houarnamant. 137. Ar Rouelez ne zeuas ket da vad. 138. Aboue ar mare-man ar sperejou o deus labouret. An darn-vuia eus ar Vreiziz a zo deut da garout ar Republik, rak ar Republik a dle rei ar gwiriou da bep-hini herve giz ar C’helted. 139. Eur Republik evel houman o devoa c’hoantaet sevel en 1793, a-gevred gant ar Jirondined.
140. Ar sperejou sklerijennet a Vreiz a zo breman troet evit an Digreizerez. Hep c’hoantaat distaga Breiz diouz ar Franz, e fell d’eze gwelet pep rann-vro, ha Breiz dreist-oll, o pleal gant hec’h ezommou.
22. Ar Vreiziz e-kever ar Franz. — 141. Breiz, epad an XIXt kantved, he deus laket e servij ar Franz meur a gleze mat ha meur a spered talvoudus. 142. Gwelet hon deus Surcouf ha Bisson o tougen uhel, war vor, banniel ar Franz. 143. Ar jeneral Kambronn, eus an Naoned, a zalvas enor an Impalaerded e Waterloo. « Fransizien vad, eme ar Zaozon, red eo d’ec’h plega ». — « Kentoc’h mervel ! eme Gambronn ». 144. Hano Lamoricière a chom stag da virviken ouz istor gonidigez en Aljeri. 145. Dupuy de Lôme a zo bet unan eus ar c’haera e touez an ijinerien-listri. Gantan ez eo bet graet ar c’henta lestr gwisket gant houarn. 146. Er mare ma’z eo skrivet al levrig-man, Breiz a ro d’ar Franz an hanter eus he zoudarded hag an diou drederen eus he mordeidi.
147. Er bloaz 1875 ar jeneral ar Flo a aozas eun unaniez etre ar Rusi hag ar Franz evit mirout ar vro-man ouz eur brezel nevez gant an Alamaniz.
23. Breiz he deus gwellaet Lennegez Bro-C’hall. — 148. Komz a rer meurbet er Franz, gant gwap, eus ar Vreiziz dizesk. Mar deo gwir ez eo dizesk ar Vreiziz, piou a zo abeg a gement-se mar n’ eo ar Franz hi hec’h-unan ? Lezennou an Deskadurez a zo graet er Franz gant tud ha n’ouzont ket an tu d’arruout bete spered ar Vreiziz vihan.
149. Ar Vreiziz o deus meurbet enoret lennegez ar Franz epad an XIXt kantved. Hanvomp dreist-oll Chateaubriand, Lamennais hag Ernest Renan. An tri-man o deus roet ar pleg d’ar sperejou gall. Skrivet o deus er yez gallek, hogen evel Kelted o deus sonjet.
150. Hanvomp c’hoaz Elisa Mercoeur, Hippolyte de la Morvonnais, Edouard Turquety, Hippolyte Lucas, Charles Monselet, Emile Souvestre, Paul Féval, Raoul de Navery, Hippotyte Violeau, Villiers de l'Isle Adam, Ar C’huerou, Lud Jean, hag all.
151. An istor, ar roman, ar filozofiez, ar varnouriez (critique), ar gevredoniez (sociologie), kement labour a spered a heller ober, a zo bet graet en eur stum a zoare gant skrivagnerien Breiz epad an XIXt kantved.
152. Breiz he deus roet ive medesined a dalvoudegez kaer evel Broussais ha Laennec. Heman a ijinas ar selaouerez-skevent, pe « auscultation ».
24. Skrlvagnerien Breiz araok dihun bras 1898. — 153. Breiz, dre al labouriou kaer graet e brezoneg epad ar c’hantved diveza, he deus c’hoaz roet eun testeni eus nerz he buez vroadel, hag eus he spered dishenvel. 154. Malo Corret (pe an Tour d’Auvergne), ar Brigant, ar Gonidek o deus savet yezaduriou ha geriaduriou. 155. En envor an Tour d’Auvergne e oe krouet e Pariz, en amzer an « Directoire », eun « Académie Celtique » evit pleal gant lennegez ar Vreiziz. E-touez hec’h izili vrudet e kavomp ar Gonidek ha Cambry. Heman en devoa skrivet er mare-ze eul levr brudet, hanvet « Voyage dans le Finistère ». 156. Ricou ha Guebriant o deus danevellet mojennou evel Lafontaine. Brizeuk a ganmeulas Breiz e galleg hag e brezoneg. Hersart a Gervarker a zastumas, er Barzaz Breiz, soniou ha gwerziou ar bobl. 157. Ar Barzaz Breiz a zo bet lennet ha meulet er bed holl. Goude beza lennet al levr kaer-man, George Sand, skrivagnerez vruded a Vro-C’hall, a lare krenv hag uhel : Ne dle den ebet tremen e-biou d’eur Breizad hep lemmel e dog d’e zaludi. 158. Fanch an Uzel a zavas ive gwerziou a dalvoudegez. Milin a zo bet eun daneveller dispar. Kerambrun, Pengwern, Prosper Proux (eur gwir Rabelais breizad), ar Yann, hag all, o deus graet eun niver bras a rimadellou, a gantikou, a varzonegou. 159. Hanvomp c’hoaz ar chaloni ar Joubioux, eus Gwened, a gave kaeroc’h pleg-mor Gwened eget hini Napl ; Ar Skour, oberour « Telen Rumengol » ha « Telen Wengamp », Olier Souvestr hag a ganas Keris, hag an abad Guilhom, kaner al labour-douar, hag a zigas da sonj a Virjilius, Kelt hen e-unan ha barz e yez ar Romaned.
25. Ar Gorsedd hag ar Spered keltiek. — 160. Er bloaz 1899 eur Breizad hanvet Yann ar Fustek, ganet e Rostren er bloaz 1855, a yeas da Eisteddfod Kaerdiz e Bro-Gambre, e penn eur bagad Breiziz. Eno e oa staget a nevez al liammou etre ar Vreiziz hag ar C’hambreiz. 161. Ar Fustek hag eur c’hannad all bennag a oe digemeret barzed war ar « Maen-Log » gant an Arc’h-Drouiz Hwfa Mon. 162. Ar bloaz warlerc’h, Gorsedd Barzed Breiz a oe krouet e Gwengamp ha lakaet dindan renadur Yann ar Fustek hanvet Drouiz-Veur gant al lez-hano-man : Yann Ab-Gwilherm. 163. Er bloaz 1901, eur c’hendalc’h oll-geltiek a oe graet e Dublin, kaer-veur Iverzon. Eno, war eur maen-hir, rannet e pemp loden, e teuas kannaded ar pemp bro geltiek d’ober al le, pep-hini evit e vro, da chom unanet da virviken. 164. Ar pemp bro geltiek-man a zo : Bro-Gambre, Breiz-Izel, Alban pe Skoz, Iverzon hag Enezen Man. Er broiou-man e komzer bepred eur yez keltiek. 165. Ar Gorsedd a zo bet krouet evit mirout e Breiz ar spered keltiek evel ma ’z eo bet miret e Bro-Gambre gant Gorsedd Ynys Prydain. 166. Eur vroad a varv pa goll he yez, rak pa goll he yez e koll ive he spered hag he broadelez. 167. Ar varzed o deus graet al le da zifenn beteg ar maro yez o bro Breiz-Izel, ha da gelenni ar Bobl. 168. Breiz a dle beza ar genta eus broiou an Douar-Bras evel ma ’z eo he c’hoar, Bro-Gambre, ar genta eus broiou Breiz-Veur. 169. Ar C’helted a zo bet Sevenourien an Europ, en Amzer goz. Ar c’halvidigez o deus bet digant ar C’hrouer a bado keit hag ar Bed. 170. Bevet Breiz da Virviken !
d’ar Franz
Berradennou : A., Amiral ; V. A., Vice-Amiral ; C. A., Contre-Amiral ; C. V., Capitaine de Vaisseau ; C. F., Capitaine de Frégate ; L. V., Lieutenant de Vaisseau ; E. V., Enseigne de Vaisseau ; Ch. d’E., Chef d’Escadre ; Ch. de D., Chef de Division ; Cors., Corsaire ; Chir., Chirurgien ; Ing. Ingénieur ; Géo., Géographe ; Astro., Astronome ; Hyd., Hydrographe ; Adm., Administrateur ; Expl., Explorateur ; Arm., Armateur ; Const., Constructeur ; L. G. A. N., Lieutenant Général des Armées Navales.
BISSON, E. V., Guéméné, | 1769-1827 |
BOUCHER, Ing., Naoned, | 1778-1851 |
BOUGUER, Géo. hyd., astro., Le Croïsic, | 1698-1758 |
BOURAYNE C. V. | 1768-1817 |
BOURDÉ de VILLEHUET, C. V., St-Coulomb, | 1780-1857 |
BOURSAINT, Adm., St-Malo, | 1787-1833 |
BOUVET, C. V., St-Servan, | 1750-1795 |
BOUVET, C. A., | 1775-1860 |
BOUVET, V. A., an Oriant, | 1751-1832 |
J. CARTIER, expl., St-Malo, | 1494-1552 |
CASSARD, C. V., Naoned, | 1669-1740 |
CHARNER, A., St-Briek, | 1797-1869 |
CHOQUET de LINDU, log. , Brest, | 1712-1790 |
COETLOGON, V. A., Bro-Dreger, | 1646-1730 |
CORNIC-DUCHÊNE, Cors., Montroulez, | 1731-1809 |
COSMAO-KERJULIEN, C. A., Kastelin, | 1761-1825 |
COUDÉ, C. A„ Alre, | 1752-1822 |
CUNAT, E. V., hist., St-Malo, | 1789-1862 |
DANYCAN, Arm., St-Malo, | eil hanter ar XVIIt kd |
DENIS LAGARDE, C. V., Pempoul, | 1772-1849 |
DESAGENEAUX, Cors., Naoned, | 1758-1813 |
du BOIS de la MOTTE, V. A., Roazon, | 1683-1769 |
du COUEDIC, C. V., Kemperle, | 1740-1780 | ||
DUCREST de VILLENEUVE, C. A., Theil, | 1777-1852 | ||
DUGUAY-TROUIN, Cors., Ch. d'E., St-Malo, | 1673-1736 | ||
DUPUY de LOOME, Ing., Ploemeur, | 1816-1885 | ||
EMÉRIAU, C. V., Keraez, | 1762-1845 | ||
FLEURIOT de LANGLE, C. V., Kemper-Guezennec, | 1744-1787 | ||
GAUTHIER-DUPARC, C. V., hyd., St-Malo, | 1772-.... | ||
GICQUEL des TOUCHES, C. V., Dinard, | 1770-1824 | ||
GICQUEL des TOUCHES, C. V., Roazon, | 1784-1855 | ||
GUICHEN, Ch. d'E., Fougères, | 1712-1790 | ||
GUYOT-DUCLOS, C. V., St-Malo, | 1722-1794 | ||
HUBAC, Const., Brest, | 1607-1682 | ||
HUBAC, Const., Brest, | 1648-1726 | ||
HUON de KERMADEC, C. V., Roazon, | 1671-1746 | ||
HUON de KERMADEC, Ch. d'E., | 1726-1787 | ||
HUON de KERMADEC, C. V., Brest, | 1748-1793 | ||
KERAUDREN, chir., Brest, | 1769-1857 | ||
KERGARIOU, C. V., Ploubezr, | 1739-1795 | ||
KERGARIOU COATLES, Ploubezr, | 1742-1780 | ||
KERSAINT, C. V., Montroulez, | 1707-1759 | ||
KERSAINT, V. A., | 1742-1822 | ||
LA BOURDONNAIS, St-Malo, | 1699-1753 | ||
LA MOTTE-PIQUET, L. G. A. N., Roazon, | 1720-1791 | ||
LA SUSSE, V. A., St-Briek, | 1788-1860 | ||
LE BOZEC, C. V., Brehat, | 1769-1829 | ||
LEDEAN, Ing., Kemper, | 1776-1841 | ||
LE MARANT, V. A., an Oriant, | 1777-1862 | ||
LE MÊME, Cors., St-Malo, | 1764-1805 | ||
LESCAN, Hyd., Lanhuon, | 1749-1829 | ||
LEISSÈGUES, V. A., Hanvec, | 1758-1832 | ||
LEVÊQUE, Savant, Naoned, | 1746-1814 | ||
LINOIS, V. A., Brest, | 1761-1848 | ||
LOZIER-BOUVET, navig., | 1705-1788 | ||
MAISTRAL, C. A., Kemper, | 1763-1842 | ||
Pierre MAREC, Brest, | 1759-1828 | ||
MAREC, adm., Kemper, | 1792-1851 | ||
MARESTIER, Ing., St-Servan, | 1781-1832 |
MARION, navig., St-Malo, | 1729-1772 | ||
MOULAC, C. V., an Oriant, | 1780-1836 | ||
NIELLY, V. A., Brest, | 1751-1833 | ||
ODET, Ch. de D., Brehat, | 1738-1810 | ||
Pierre OZANNE, Ing., C. V., | 1757-1813 | ||
PENAUD, V. A., Brest, | 1800-1864 | ||
PETIT, C. V., Savant, Brest, | 1726-1788 | ||
Philippe KERHALLET, C. V., hyd, Roazon, | 1809-1863 | ||
PORÇON de la BARBINAIS, C. F., St-Malo, | 1639-1681 | ||
PORÉE, Cors., St-Malo, | 1665-1730 | ||
PORZMOGUER (pe PRIMAUGUET), | ....-1512 | ||
POTIER, Cors., St-Malo, | 1768-1830 | ||
PROTET, C. A., St-Servan, | 1808-1865 | ||
J.-F. RAOUL, C. V., Landreger, | 1782-1816 | ||
A.-M. RAOUL, L. V., hyd., Landreger, | 1769-1843 | ||
E.-L. RAOUL, Chir., Brest, | 1815-1852 | ||
ROCHON, astro., Brest, | 1741-1817 | ||
ROMAIN-DESFOSSÉS, A., Gouesnou, | 1798-1864 | ||
ROSILY-MESROS, A., Brest, | 1748-1833 | ||
TROLONG du RUMAIN, C. V., Landreger, | 1743-1780 | ||
GROUT de SAINT-GEORGE, Ch. d'E., St-Malo, | 1704-1763 | ||
SAINT-POL DE HÉCOURT, C. V., | 1665-1705 | ||
SANÉ, Ing., Brest, | 1740-1831 | ||
SURCOUF, Cors., St-Malo, | 1773-1827 | ||
SURVILLE, navig., Porz-Loeiz, | 1717-1770 | ||
THEVENARD, V. A., ministre, St-Malo, | 1733-1815 | ||
TROGOFF de KERLESSY, C. A., Lanmeur, | 1751-1794 | ||
TRUBLET de KERJEGU, C. A., an Oriant, | 1747-1829 | ||
VRIGNAUD, C. V., Brest, | 1769-1841 | ||
WILLAUMEZ, V. A., Gerveur, | 1763-1845 |
Berradennou : G., Général ; Ch. V., Chef vendéen ; C. F. Connétable de France ; M. F., Maréchal de France ; Cap., Capitaine ; Col., Colonel ; M. G, Major de la Garde.
d’ABOVILLE, G., Brest, | 1730-1817 | ||
BEDEAU, G., Vertou, | 1804-1863 |
BOUTIN, Naoned, | 1772-1815 | ||
CAMBRONNE, G., St-Sebastien, | 1770-1842 | ||
CHARETTE, Ch. V., Couffé, | 1763-1796 | ||
CADOUDAL, Ch. V., Alre, | 1771-1804 | ||
CLISSON, C. F., | 1326-1407 | ||
DUGUESCLIN, C. F., La Motte-Broons, | 1314-1380 | ||
GAUTHIER, G., Loudeac, | 1774-1809 | ||
GUEBRIANT, M. F., | 1602-1643 | ||
HERVO, G., Kemperle, | 1766-1809 | ||
JAMIN, M. G., Louvigné-du-Désert, | 1775-1815 | ||
KERSIMON, Bro-Leon, | XVt kd | ||
LAMORICIÈRE, G., Naoned, | 1806-1865 | ||
LA NOUE, cap., Naoned, | 1531-1591 | ||
LARIBOISIÈRE, G., Fougères, | 1759-1812 | ||
LEVESQUE de la FERRIÈRE, Redon, | 1776-1834 | ||
LE FLO, G., Lesneven, | 1804-1887 | ||
DE LOURMEL, G., Pontivy, | 1811-1851 | ||
MELLINET, G., Naoned, | 1798-1894 | ||
MOREAU, G., Montroulez, | 1763-1813 | ||
MOREAU de JONNÈS, Roazon, | 1778-1870 | ||
PLELO, | 1699-1731 | ||
Arthur de RICHEMOND, C. F., | 1393-1458 | ||
Jean de RIEUX, M. F., | 1342-1417 | ||
Pierre de RIEUX, M. F., Ancenis, | 1389-1439 | ||
RIOUST des VILLES-AUDRAINS, Matignon, | 17..-.... | ||
LA TOUR D'AUVERGNE, Keraes, | 1743-1800 | ||
TANNEGUY du CHASTEL, | 1360-1449 |
LE CHAPELIER, Roazon, | 1754-1794 | ||
FOUCHE, Naoned, | 1763-1820 | ||
GLAY-BIZOIN, Kintin, | 1800-1877 | ||
GUIOMARD, Gwengamp, | 1759-1826 | ||
AR GUEN KERANDAL, Landivizio, | 1748-1817 | ||
KERATRY, Roazon, | 1769-1859 | ||
KERGORLAY, | 1769-1856 |
LANJUINAIS, Roazon, | 1753-1827 | ||
LE FLO, Lesneven, | 1804-1887 | ||
Jules SIMON, an Oriant, | 1814-1897 | ||
TANNEGUY du CHASTEL, | 1360-1449 | ||
TROCHU, Gerveur, | 1815-1896 | ||
WALDECK-ROUSSEAU, Naoned, | 1846-1904 |
1. Liverien :
Fréd. BLIN, Roazon, | 1827-1886 | ||
Michel DOUSQUET, an Oriant, | 1807-1890 | ||
Elie DELAUNAY, Naoned, | 1828-1891 | ||
Jules DUPRÉ, Naoned, | 1812-1889 | ||
DURAND-BRAGER, Belnoê, | 1814-1879 | ||
ERRARD, Naoned, | 1606-1689 | ||
GILBERT, Brest, | 1783-1860 | ||
J.-L. HAMON, Plouha, | 1821-1847 | ||
LANSYER, Enez Bouin, | 1835-1893 | ||
LUMINAIS, Naoned, | 1821-1896 | ||
YANN D’ARGENT, Kemper, | 1829-1891 |
(Kalz a liverien poblus war goad ha war gwer XVt ha XVIt kantved.)
2. Kizellerien :
Mikel KOLOMB, Kastel-Paol, | 1431-1512 | ||
Paotred Lambal, | XVt kd | ||
E. HERNOT, Plouaret, | 1820-1890 |
Kizellerien poblus, kant ha kant all, XVt ha XVIt kantved.
(Breiz a zo dreist-oll bro ar C’hestel, ar Maneriou, an Ilizou hag ar C’halvariou kaer).
3. Engraverlen (graveurs) :
Nicolas OZANNE, Brest, | 1728-1911 | ||
Pierre OZANNE, Brest, | 1757-1813 |
4. Treserien (dessinateurs) :
Paul HERCOUET, St-Malo, | 1849-1888 |
Léonce PETIT, Taden, | 1839-1884 | ||
PENGUILY, | 1811-1870 |
5. Sonourien (musiciens, oompositeurs) :
Victor MASSÉ, an Oriant, | 1822-1884 | ||
BOURGAULT-DUCOUDRAY, Naoned, | 1840-1910 |
(Breiz a zo pinvidig-mor e danvez ar sonadurez. Hepdale he devo sonourien a dalvoudegez).
l. Medisined :
BROUSSAIS, St-Malo, | 1772-1838 | ||
Alph. GUÉRIN, Plouarmel, | 1816-1896 | ||
JOBERT, Matignon, | 1802-1867 | ||
LAENNEC, Kemper, | 1781-1826 | ||
LA METTRIE, St-Malo, | 1709-1751 |
2. Niverourien (mathématiciens) :
MAUPERTUIS, St-Malo, | 1698-1759 |
3. Pinvidigezourien (économistes) :
GOURNAY, St-Malo, | 1712-1759 |
4. Gouizieien :
HARDOUIN, Kemper, | 1646-1729 |
5. Naturourien (naturalistes) :
ECORCHARD, Lohéac, | ....-.... | ||
Efflam AR MAOUT, Plistin, | 1764-1852 |
6. Ijinerien :
CHOQUET de LINDU, Brest, | 1712-1790 | ||
DUPUY de LOME, Ploemeur, | 1816-1885 | ||
EGAULT des NOES, Dinan, | 1777-1839 | ||
LEDEAN, Kemper, | 1776-1841 | ||
MARESTIER, St-Servan, | 1781-1832 | ||
SANÉ, Brest, | 1754-1835 |
7. Beajourien :
CAILLAUD, Naoned, | 1784-1869 | ||
LAMBERT, duc d'Emyrne, Redon, | war-dro 1820-1873 |
1. Tud lennek :
CAMBRY, an Oriant, | 1749-1807 | ||
CHATEAUBRIAND, St-Malo, | 1768-1848 | ||
DELABORDE, Roazon, | 1811-1899 | ||
DUCLOS, Dinan, | 1704-1772 | ||
Amaury DUVAL, Roazon, | 1760-1838 | ||
Alexandre DUVAL, Roazon, | 1767-1842 | ||
Noel DU FAIL, | XVIt kd | ||
Paul FÉVAL, Roazon, | 1807-1887 | ||
Zénaïde FLEURIOT, St-Briek, | 1829-1890 | ||
FRERON, Kemper, | 1719-1776 | ||
Jean LE FUSTEC, Rostren, | 1855-1910 | ||
GINGUENE, Roazon, | 1748-1816 | ||
Ernest HELLO, an Oriant, | 1828-1885 | ||
LE SAGE, Sarzeau, | 1668-1747 | ||
KERALIO, Roazon, | 1731-1793 | ||
KERATRY, Roazon, | 1769-1859 | ||
Claire de KERSAINT-DURAS, Brest, | 1778-1828 | ||
LA MENNAIS, St-Malo, | 1782-1854 | ||
LA VILLEMARQUÉ, Nizon, | 1815-1895 | ||
Albert LE GRAND, Montroulez, | divez ar XVt kd | ||
Hippolyte LUCAS, Roazon, | 1807-1878 | ||
Ch. MONSELET, Naoned, | 1825-1888 | ||
MOREAU de JONNÈS, Roazon, | 1778-1870 | ||
Raoul de NAVERY, Josselin, | 1831-1885 | ||
QUELLIEN, ar Roc'h-Derien, | 1848-1902 | ||
RENAN, Landreger, | 1823-1892 | ||
de ROBIEN, | 1698-1756 | ||
B. ROBIDOU, | ....-.... | ||
Em. SOUVESTRE, Montroulez, | 1806-1854 | ||
TRUBLET, St-Malo, | 1697-1770 | ||
JULES VERNE, Naoned, | 1828-1905 | ||
VILLIERS DE L'ISLE-ADAM, St-Briek, | 1838-1889 |
2. Barzed :
BRIZEUX, an Oriant, | 1803-1858 |
Hervé de BROYE, | 1292 | ||
Tristan CORBIÈRE, Montroulez, | 1845-1894 | ||
LUD JAN, Caulnes-Dinan, | 1864-1894 | ||
Hippolyte LUCAS, Roazon, | 1807-1878 | ||
Elisa MERCOEUR, Naoned, | 1809-1835 | ||
Jean MESCHINOT, | XVt kd | ||
H. DE LA MORVONNAIS, St-Malo, | 1802-1853 | ||
Joseph ROUSSE, La Plaine, | 1838-1900 | ||
Guillaume de SAINT-ANDRÉ, | XVt kd |
(Victor Hugo ha Leconte de Lisle o devoa eul loden a wad breizad).
3. Danevellourien, istorianed :
D’ARGENTRÉ, Vitré, | 1519-1590 | ||
Pierre LE BAUD, | ....-1505 | ||
De la BORDERIE, Vitré, | 1827-1899 | ||
Alain BOUCHART, Batz, | ....-1515 | ||
De CARNÉ, Kemper, | 1804-1876 | ||
Pol de COURCY, Landerne, | 1815-.... | ||
Aurélien de COURSON, | 1811-1889 | ||
DERIC, St-Coulomb, | ....-1796 | ||
GALLET, | |||
Yves LE GRAND, | XVt kd | ||
Guillaume l'ARMORICAIN, Kastel-Paol, | 1150-1226 | ||
Guillaume GRUEL, Quédillac, | ....-1480 | ||
LE HUÉROU, Prat, | 1807-1843 | ||
De KERDREL, | |||
De KERDANET, | |||
KERMAINGUY, | XIVt kd | ||
LEVOT, Brest, | 1801-.... | ||
MELL1NET, Naoned, | ...-1843 | ||
MORICE, Kemperle, | 1693-1750 | ||
LOBINEAU, Roazon, | 1666-1727 | ||
MOREAU (ar chaloni), Kemper, | XVIt kd | ||
PITRE-CHEVALIER, Paimboeuf, | 1812-1863 | ||
Jean de SAINT-PAUL, | XVt kd |
4. Filozofed :
ABÉLARD, Le Pallet, | 1079-1142 | ||
DESCARTES, | 1596-1650 | ||
Ernest HELLO, an Oriant, | 1828-1885 | ||
La MENNA1S, St-Malo, | 1782-1854 | ||
La METTRIE, St-Malo, | 1709-1751 | ||
Clémence ROYER, Naoned, | 1830-1902 | ||
RENAN, Landreger, | 1823-1892 | ||
Jules SIMON, an Oriant, | 1814-1897 |
5. Lezennourien :
EGUINIER-BARON, Kastel-Paol, | 1495-1550 | ||
BIGOT de PREAMENEU, Roazon, | 1747-1825 | ||
BOHIC, | 1320 | ||
BOULAY-PATY, | 1763-1830 | ||
Yves HELOURY, Landreger, | 1253-1303 | ||
La CHALOTAIS, Roazon, | 1701-1785 | ||
TOULLIER, Dol, | 1752-1831 |
6. Prezegourien :
GRIGNION, Monfort, | 1673-1716 | ||
AN TAD MAILLARD, Bro Naoned, | 1430-1502 | ||
AN TAD MANER, St-Georges-Reintembault, | 1606-1683 | ||
Mikel AN NOBLETZ, Plougerne, | 1577-1652 | ||
AN TAD OLLIVIER, St-Malo, | 1835-1910 |
BOURGEOIS, Brest, | 1824-1903 | ||
BRIZEUX, an Oriant, | 1803-1858 | ||
AR FUSTEC, Rostren, | 1855-1910 | ||
GOESBRIANT, St-Urban, | ....-.... | ||
GRAVERAN, Crozon, | 1793-1855 | ||
Yann AR GWEN, Plouiel, | ....-.... | ||
GUIZOUARN, Kastelin, | 1800-.... | ||
GWILLOM, Malguenac, | 1797-1857 | ||
HENRY, Kemperle, | ....-.... | ||
HERNOT, Plouaret, | 1820-1890 |
INIZAN, | ....-.... | ||
AR YANN, | ....-1876 | ||
JOUBIOUX, | |||
Mikel KARIS, | ....-1861 | ||
KERAMBRUN, | 1813-1852 | ||
LAOUENAN, | ....-.... | ||
LA VILLERMARQUÉ, Nizon, | 1815-1895 | ||
LUZEL, Plouaret, | 1821-1895 | ||
AR MEN, Kemper, | 1821-1880 | ||
MILIN, Kastel-Paol, | 1822-.... | ||
Yann AR MINOUS, Pleuveur-Gaoter, | 1825-1892 | ||
Per PRONOST, Treflez, | ....-1909 | ||
QUELLIEN, Ar Roc’h, | 1848-1902 | ||
RICOU, Tremel, | 1778-1848 | ||
AR SCOUR, Rumengol, | 1815-1870 | ||
TROUDE, |
Yezourien keltiek :
AR BRIGANT, Pontreo, | 1720-1804 | ||
AR GONIDEK, Kont-Leon, | 1775-1838 | ||
HINGANT, | ....-.... | ||
Malo CORRET, Keraes, | 1743-1800 | ||
GREGOR a Rostren, | XVIIt kd |
Alouber, an hini a deu da « aloubi » (kemer dre nerz) eur vro.
Anavezaden, tro graet gant eur bagad soudarded, da « anaout » eur vro.
Argadi, sailha war eur vro gant eun armead soudarded. Diwar argadi ez eo bet savet ar geriou argadour, pen-argadour, henargadour.
Aroueziet, warnan eun arouez pe merk. — Paper aroueziet, paper-timbr.
Belliaj, ar rann-vro a oa gwechall e dalc'h eur sort barner hanvet belli.
Breutaer, advokad.
Broadel, a zell ouz ar vroad (« national » e galleg).
Kadarnded, kalonded (« courage » e galleg).
Kamahu, eur sort livach prisius graet gant gwer teuzet (« émail » e galleg).
Kampour, difennour-meur, difennour eur gaoz uhel.
Kartadis, eur boblad mordeidi ha marc'hadourien pinvidik-mor ha galloudus a veve en Afrik gwechall goz (« Carthaginois » e galleg).
Keneiler, an neb a eil unan bennak, a genlabour gantan.
Kensiellour, eun den uhel a vez karget eus gward ar siellou, pe eus uhel-renadur al lez-varniou.
Kevredour pe Kevredad, an hini a ra kevredigez (pe unaniez) gant eun all, a gerz a gevred (pe a-unan) gantan.
Danevel, displegaden, istor.
Daskori pe daskor, dakor, rei, renta.
Digreizi, adrei d’ar ranvrolou ar galloud dleet d'ezo hag a zo bet aloubet gant ar ger-benn, digerbenni eur vro. Diwar digreizi eo bet savet ar geriou digreizer, digreizerez pe digreizelez (« décentralisatton » e galleg).
Diel, eur paper-skrid da anaout gwiriou eun den pe eur c’hevredad-tud. Distaoladenn pe gentoc’h taoladenn, ar ger-ze a vez implijet el levr-man evit an taoladennou-tud diwar broadou deut re stank ha red da darn eus ar vroïz klask bevanz e lec’h all.
Doueoniez, ar ouiziegez uhel a ble gant an Aotrou Doue (« théologie » e galleg).
Emganlec’h, lec’h eun emgann, eur c’hrogad etre armeou.
Fenikianed, hano eur bobl eus an Azi, galloudus meurbet dre o c’hemwerz war vor (« Phéniciens » e galleg).
Fokeaned, hano ar boblad Gresianed a zavas ker Varseilh.
Gallianed, ar bobl geltiek a veve e Bro-C’hall gwechall goz (« Gaulois » e galleg).
Gouezel, hano eur rann-bobl geltiek (Iverzoniz ha Skosiz a zo Gouezeled).
Goulars, eur sort maen prisius (« ambre » e galleg).
Hanez, Hanezour, istor, istorian.
Hengoun, stummou ha kelennou deut a rum da rum eus an amzer goz.
Her, heritour. Diwar ar ger her ez eo bet savet disher ha herez. Heman a dalv da laret an « heritach » hag ive ar plac'h a zigouez « an heritach » ganti.
Iberi, hano Bro-Spagn gwechall goz.
Lennegez, labouriou skrid ar varzed hag ar skrivagnerien (« littérature » e galleg).
Meulganet, meulet dre gan.
Meuriad, eur strollad tiadou-tud (« tribu » e galteg).
Nested, kerentiez, heul ar gerent.
Rannvro, darn eus eur vro, « provinz ». Diwar ar ger-ze ez eo bet savet rannvroelez, « régionalisme » e galleg.
Sevenedigez, stad an dud sevenet, ar pez a hanver « civilisation » e galleg.
Steuziet, teuzet, aet da netra.
Warlerc’hiad, an hini a deu war-lerc’h eun all.
Pajen 5-1. — E lec’h Urop, lennet Europ. Grit an hevelep divankaden kel lies gwech ha ma vezo ezom.
11-61. — E lec’h en Bro-C’hall, lenn e Bro-C’hall. Divankadennou sort gant houman (e e lec’h en, ker e lec’h ken, hag all) a zo d'ober e lec’h pe lec’h eus al levr, dre ma 'z eo bet mesket a-wechou giz Tregor gant hini Leon.
15-22. — E lec’h dour-berr, lenn dour-ber.
15-26. — E lec’h e galon en e blom, lenn e galon en he flom.
21-91. — E lec’h « Havia Caesariensis », lenn « Flavia Caesariensis ».
23-107. — E lec’h gallout, lenn galloud.
29-53. — E lec’h Helleniz, lenn Hellened (Gresianed).
45-252. — E lec’h er bloaz 24, lenn er bloaz 429.
56-98. — E lec’h an tri geveriad, lenn an tri gevredad.
57-100. — E lec’h lemmas, lenn lemas. An divankaden-ze a zo d'ober evit furmiou ar verb lemel aman hag a-hont.
87-72. — E lec’h e beg a gwez, lenn e beg ar gwez.
93-142. — E lec’h beliajou, lenn belliajou.
Moullet gant Toullec ha Geffroy