A. Prud’homme, 1934  (p. 92-93)



N° LXXVII. — Itron santez Anna.
Ton : LXXV.


Diskan

Itron Santez Anna,
Mamm-goz ar Vretoned,
Grit ma vimp dreist pep tra
Gwir gristenien bepred.

1

’Vidomp eun enor kaer,
Eur joa dispar, ive(z),
Anna deut d’hôn c’hemer
Evit he bugale.

2

’Vidomp he deus Anna
Ar garante vrasa,
Hag evidomp e ra
He burzudou kaera.

3

Anna ’vit ar re glanv
A zo eur gwir rekour. ;
O foaniou ’gavont skanv
Pa deurvez o sikour.

4

Pet gwech he deus rentet,
O, madelez dispar !
D’an den dall, ar gweled,
Ar c’hleved d’ar bouzar.

5

Pet gwech e-kreiz ar mor
’Deus roet a-greiz-holl
Avel vat ha goudor
D’an dud o vont da goll.

6

Rak-se ’ta pa savo
Ar mor e houlennou.
D’ezi, m’o diwallo,
Gouestlit ho kalonou.

7

Pa zeuio d’o samma
Poan gorf pe boan spered.
Pedit Santez Anna
Hag ho po ar yec’hed.

8

Tud yaouank, ma vennit
Mont e servij Doue
Diganti goulennit
Terri d’eoc’h pep fouge.

9

Pedit, c’houi, mammou ker,
Evit ho pugale ;
Warni kemerit skouer,
Hi ’zo bet mamm, ive(z).

10

Ar gwerc’hezed ganti,
Sur, a vo selaouet :
Mamm ar Werc’hez Vari
A gar ar Gwerc’hezed.

11

C’houi holl, tud a labour,
Dindan ar boan brevet,
Goulennit he sikour.
P’eo ganeoc’h ken troet.

12

P’eo bet ’n em ziskouezet.
’Voe d’eul labourer paour,
Ha nann d’eun den gwisket
E seiz, perlez hag aour.

13

Ha c’houi holl, tud a vor,
E-kreiz ar wall amzer.
Anna, da rei d’eoc’h gor
Ouz riskl, avel, reier.

14

O, pegoulz ho kwelimp,
Evel pirc’hirinded ?
Ha pegoulz e pokimp
D’ho skeudenn vinniget ?

15

Na chomit ket en hent,
C’houi erru war an oad ;
’Vit mervel evel sent,
Pedit Anna ervat.

16

Grit d’imp douja bepred,
D’hon bugale, ive(z),
Evel gwir vretoned,
Da holl lezenn Doue.

17

Itron Santez Anna,
Mil bennoz, trugarez !
Ni ’ray ’vit ar gwella
D’ho karout mui bemdez

(Ar re a yelo da Santez-Anna Wened, a gano :)

18

Betek Santez-Anna,
Eomp holl, Bretoned,
Rak di an neb a ya
’Vez selaouet bepred.

19

Sed an tour du-hont pell,
Daoulinomp, kristenien,
Ra viot, lec’h santel,
Meulet da virviken.

20

Klevout a ran breman
O seni ar c’hloc’h bras ;
Itron Santez Anna(n),
M’ho kwelo, eur wech c’hoaz.


(Hervez Kantigou Gwened)