XVIII

AL LIZEREN A LAZ


Ivona

Choaz, c’hoaz eur pennadik, mar plij, aotrou kure.
N’hoc’h euz den da govez betek warc’hoaz veure.
Kovesaït aman eun oanik kaledet
Ha, zo koantoc’h, a gan laouen en hé bec’het.
Oh ! ma tigouezfe dec’h gounnid an ine-ze !
Kerkent d’ar baradoz ac’halen c’houi nijfe.

Petra ez eo, aotrou, ar pez a zo hanvet
E latin, e gregach, en hebrach, n’ouzon ket...
Induljansou ?
Int-hi ar purgator gwerzet

Evit pep tra d’an dud na welont tra ebet,
Gand eur pap brezeliad pa n’em gav en ezom,
Gand eun all pa c’hoanta sevel iliz e Rom ?

Eur vech drewarizi, menec’h Augustinet
Ho deuz pilet me zaoun menec’h Jakobinet
Pere ho doa tapet gwerz an Induljansou...
Peg an aour sakr eta a zo leun a c’hrasou ?

Laouik na ziskoulm gir ; choum a ra da zonjal,
Med Ivona skanvoc’h a grog n’eur géiel all.

Ivona

Ho purgator p’hini a ra kemverz kénan,
Ha pigoulz ha pelec’h eo deut ar c’hiz diouthan ?

N’ouzoc’h dare mezaoun. Da vihana, aotrou,
Larit din da belec’h e kerz an dispansou ?
Teodou fall a lavar e krazont en ti kaer

An eskop, ha velken eo ret ho faea ker...

Eur c’hoarzaden war ze, ha setu holl respount
Hon Laouik sebezet. Ar verc’h vo skler hi c’hount.

Ivona

Choui gred miraklou Lourd, ne kuir, aotrou kure ?

Loranz

Eur c’huzul, diwallit... n’it ket da enklask re
Ar roll en deuz eno c’hoariet an Itron.
Ec’h ! ec’h ! a lavarfac’h raktal cand heug kalon !

Pebez glac’har em beuz, o va bro ken karet,
D’az kwelet azeuli eur bern falz douéed :
Kalon goad hor Zalver, ha Lourd hag ar Salet,
Idolou ker noazuz d’hon iliz binniget !


Laouik

Oh ! penoz ! eun idol, kalon sakr hor Zalvcr !
Burzuduz e pep lec’h, meulet a bep amzer !

Loranz

N’en em zislarin ket. Ia, aotrou, eun idol
Dioanet neuz ket pell e pen leanez fol.

Me lavar deoc’h, aotrou, n’ho c’heuz beteg hirio
Klevet nemed eur c’hloc’h. Eun devez a deuio
Hag e kleofot re all. Neuze gant levenez
E stlapfot ho kevier, dirag ar wirionez.

Ivona

An ofern e latin ne intentet gant den !
Petra rit hu euz Paul neuz roet ar reolen :
» Ra bedo pep hini en he iez ; gweIloc’h eo
» Pemp girik skler eget tregont mil na glevo
» Den en iliz santel. »

Med afad komzit din
Euz ar c’hatolik koz. An oferen divin
Zispleg a vouez huel, e gallek vit ar gall.....
Mal am euz da welad en hom bro kement all.

Loranz

Fizianz, merc’h. Tam a tam ra al lapouz he nez,
Er Franz, en Breiz-Izel, arog fin da vuez,
A weli ren, me gred, ar gwir fe katolik,
Kendalc’homp hor fizianz ebarz hon Republik.

Hi gwelet a refemp — va lezit da laret —
Kalz krenvoc’h en hi za, ma vize bet harpet
Gant tud a fe hepken, gant tud a fe kristen.
Ze a laran bepred, rak se eo va c’hreden.
Hi gwassa enebour eo an den divadez
A zonj penoz ar bobl a vev hep karantez
Pe a choumo houman etouez ar bobl kristen
P’en do laket he fe da vale dierc’hen !

Va bro, silaou Loranz a gar ar Republik
Koulz a den all ebet. Te a zo katolik,
Bez, med gwir katolik ha pell, pell diouzit stlap
Da idolou, ha bez eur bobl libr ouz ar pap.
Gra ze hag e weli aben nemeur amzer
Ar peoc’h o ren ennoud, pep hini ’n he zever.

Laouik

Mad. Aze c’hin d’oc’h heul barrek, tad kez Loranz.
Ze c’houlennan bemde vit va bro kaer, ar Franz.

Ivona

Trugarez deoc’h, aotrou, evit ar c’homzou ze ;
Joa ra ganen gwelad zo nerz en hoc’h ine.

Eun taolik diveza, oh ! med eun taolik ber
Hag ho lezin da vont skanvik skanvik d’ar ger.
Goude ar gorreou ha c’houi gred ive c’hoaz
Ar bara hag ar gwin ho deuz kollet ho blaz ?


Laouik

Sur. Ar Mestr neuz laret : « Kemerit ha debrit.
Rag eman eo va chorf... va goad. »

Ivona

Ha ! diwallit !
Aotrou, lakit evez ! « Al lizeren a laz ! »
Sonjit en ze, m’ho ped, en hoc’h ofiz warc’hoaz.

Laouik

Breman me gav va zamm brao awalc’h kempenned.
Penoz e kanin me, Doue, ma ofern bret ?


————