◄   Eun dimez e brezounek   ►


XXIII

EUR CHAPEL KATOLIK-KOZ
en breiz-izel

Loranz hag Ivona vel p'ho dije mennet
En ho furnez tapoud an amzer tremenet,
Pe kentoc’hik hast braz da glevoud en ho iez,
En oferen zantel, prezeg ar wirionez,
Kemer bep sul ho flas da genta en iliz ;
Goude teu An Dero, gant tud vad ar Genkiz ;
Warlerc’h weler o tont eur rum amezeien
Stad ennho da n’em gaout adarre kristenien.
Adarre kristenien ia, rag al loden vraz
A garie kalz bravoc’h ober ho hent ar groaz

En ho lochik didrouz, vit n’em glevoud pronet
Abalamour ma zint gwir republikanet.

Ha ni leuskfe aze eun draïk bennag faoz !
Nan, siouaz, ni anve eur vam, intanvez koz,
Zo bet meur wech pronet blamour ma talc’he ker
Hi fevar den iaouank vid ar Présidant Thiers,
Ma, ar roéalist, breman person kanton,
A lip he c’hopr dre c’hras an eskop ! An aillon !

Darn all choume er ger dre ma n’houllent paka
Ar pillou ro breman ar roman da wiska :
Infaillibilité, Sillabus, traou nevez :
Koz pèlerinachou Lourd, Salet, follentez ;
Kemwerz chapeledou, koll amzer ar seurez,
Kemwerz skapulerou, krog-liard ar sodez.


Aman eo enoret ar Bater, ar Gredo,
Hag an dek gourc’hemen neuz roet An Aotro.
Ar seiz sakramant zo miret holl en ho fez ;
Pep kristen hell kemer ar Binijen hep mez ;
Hini an oléo deuio ive dhe dro ;
Pa vo eur vanden vad a gristenien er vro
Neuze e tibabfont en ho zouez an digna
Vid ober en iliz ar preder huella.
Ar Stad he sikouro pe n’he sikouro ket :
Vit sur, ne raio mann vit dihincha ar bed,
Pe anez, krak ; d’an traon, ha bec'h d’ar votaden.
War skoaz eskop ar bobl dle choum ar gwir greden,
Vel en amzer genta.

Ha ze ve tra diez ?
Oh ! nan zur, ma laka pephini he evez.
An alc’houeder bihan ve lezet gant he vam
Araog nijel en er d’esaad e genta lam.
Va Franz muia karet, ne welaz ket penoz
Hellaz dizhuala da Gatoliket-koz.

Ar paour kez konkordat a gouezfe plat souden
Vel c’houizigel broudet gant begik eur spillen.

Peoc’h brema ; setu deut goel vraz an Nédelek :
Pephini a lavar kevret gand ar belek :
« Me govez da Zoue hon tad holl c’halloudek
« Ha d’am breudeur kristen penoz em euz pec'het...
War-ze gand ar person he brezegen zo gret,
En divez, he lar ro Doue an absolven
D’ar re holl ho deuz gret ’nho ine ar goulen.

Pa hen deuz ho sakret en oferen divin
He kinnig he unan ar bara hag ar gwin :
Ar bara neur larad : Kemerit ha debrit.
Krist torraz ar bara ; ne larez ket : Lounkit.
Petra eo neuze ta an tamik bara kan
Ro neur feson iskiz da lounka ar roman ?

Hag ar c’halis. Perag e vefe fall hirio
Pez pad daouzek kant vla oa mad e kement bro ?

Eur zelladen, arog achui hon histor,
War hom c’hamaraded.
Loranz eo ar Mentor,
An orakl barz ar vro.
En eun ti nevez koant
Hanvet Ker-Paul-Lolo, kement beg fin neuz c’hoant,
A drog he goz peziou, ober tam lip-he-bao,
Pep seurt meuz dilikat e kav eno atao.
Rag Lolo zo tremen mestrez keginerez
Ha koantoc’h evit Paul ne zeuz servijerez.

Laou an Dero ne oar awalc’h trugarekad
An Aotrou d’em beza ambrouget en hent mad.

An Dero koz brema lorc’h ennhan gand he vab
He c’half, vel an dud all : mabik henan ar pap.

Ivona leshanvet Keritron ar Genkis
D’abardae pemdez a zisk ar c’hatekis
D’eur rummad bugale, ha d’ar sul ’nhi gichen
E kanont holl salmou epad an oferen.

Ivona, Ivona, koulmik koant ouz an ee
Ha binniget ganthan, war da zaoulin hirie
A welomp gand eurvad eur pennik alaouret
O rei he c’hoarz kenta d’he dud hen kar meurbet.

Oh ! mar goa brao gwelet warlene an elik,
He vleo melen etal re wen erc’h an tadik,
Oc’h ober war e vrec’h lammoïgou a stad,
O planta he zornik ’nhe c’hinou, ’nhe lagad,
Hag heman sederik o kinnig c’hoaz d’an el
He varo da sacha a sach kement a c’hel...

Hirio, p’en deuz paket he genta vragezen,
Ziskouez weo eun de kavout lost he bellen.
He vrassa plijadur eo redeg digabestr
Ha war ar ponsinet kommans he zamik mestr.
Eun tam kuign diganthan eur wech dap azorik
Med arog renk senti hag ober chiboudik.
Eur wech all lekeio war eur gador minet,
He gas bihan, hag hen, en em kredi kuzet
Adreg ar varigner, laro : koukou ! kakao !

Ra vezo gand he dud ken evuruz atao !
Oh ! ia, bezit e peoc’h, Loranz hag Ivona,
Ha loskit ar re zod war ho lerc’h da gana.
Bez eüruz, Laouik, rak mar gout tamallet
Gand eur rum, gant darn all furoc’h ezout meulet.

Bezit holl binniged ! Ra welfot da viken
An enor hag ar peoc’h o ren er Franz kristen !


————