◄   Eur c’hamarad nevez Enkrez   ►



IV


DERSIENN


E de warlerc’h, Laouik. — Sonjet ganthan ar pez
A larje da Loranz, ha penoz ar baotrez
Dapje he gomz kenta — rak plantet doun en doa
En he benn a choumje da c’hortoz Ivona —
Arruaz, he vreuvial kloz dindan he gazel,
Digor frank he lagad, ha koantoc’h, diskabel.

Azéet hor Mentor war he gadorik koat,
Setu raktal Laouik o tont hag o tostaad
Vel eun eskop luban pa ia da eur palez
Da ober fors kudou e harz treit eur brinsez
Ha zoken chiboudik dirag al lakizien,

Rag eno ve meür mel kein hon eskibien,
Muioc’h marteze c’hoaz eget er Vatikan
E pelec’h n’em lakont ker plat ha bara kan.

Laouik


Noz vad d’ec’h, Loranz koz ; penoz a rit hirie ?

Loranz


Bennoz d’ho madelez ; a drugare Doue,
Na c’houitan ket, Aotrou.

Laouik


Ho kweloud ran bemdez

O sellet en envou. Ha c’houi pefe enkrez ?

Na pezit aoun ebet evit diskleria d’in
Ho poaniou, d’hei vezo kement harp a gavin…

Loranz


N’oun bet biskoaz, aotrou, gwall aounik em buez,
Ha mont a gil hirio dirag ar wirionez
Ne man ket em speret. Hep distro ta na gaou,
Me gounto va foaniou pa blij d’ec’h va zilaou.

An amzer zo klouar, Mae en he gaera stad ;
He vokejou a strink a bep tu ho c’houez mad.
Seiz taolik neuz roet gand he vouezik skiltruz
Kloc’h an iliz parroz. An heol zo vont da guz.
Al lapouset ’nho c’hlud deuz lezet ho richan,
Hag ar vugaligou ho c’hoariou dre gan.
Ar gearik e ve sioul paneved eun drouz mor

Zistag an hent houarn.

Didrouz e tal ho dor,

E tu-man, daou bried a gount al labour gret,

En hini a wintfont warc’hoaz veure a bret ;
Penoz ive eo poent kas Rozik da zizoun,
Penta ar mab henan vit eureud he baeroun.

Etu hont, daou allik verk ar gounidegez
Dleont kaout war ar zaon, an hollen, an ampez…

Lod all gand ho loa beuz, war ho skabel e meaz
Lip dizeblant vit koan, krampoez trempet ’n ho leaz.

Aman, Per da Jannik a zispleg he dro Franz,
Ha Jannik lar da Ber penoz brema michanz
E sonjfont dimezi...

Aze, Iann hag Anna
Gemer ho doaréou vit pep sul pardonna.

Eur verc’hik a garfe tanvad eur begik lez,
Allaz ! pinvidik e hag ouspen... penherez,
Ha paotr na gred tostaad, ker lorc’hek e ar vam.

Etretant Ivona chas laouen war hi stam.

Daoubleget war ar c’hleun Laouik astenn he vek
Evit klewoud gwelloc'h histor an amezek.
Deut ive c’houi, lenner ha lennerezed vad
Da zilaou petra lar tad Loranz d’an abad.


Loranz

Job gwasket gand an drouk a lare evelhen :
» Buez an den ne de nemet poan hag anken ;
» Dont ra vel eur rozen, goude e ze troc’het
» Hag e ia vel eur skeud hep ehan tam ebet. »

Jakob lare ivez d’ar roue Faraon :
» Va buez zo bet berr ha leun a ran-galon. »

N’oun netra e kichen ar patriarchet-ze,
Kement hag ho hini ’neuz poaniet va ine.
Dek vlaz ha tri ugent zo brema war va fenn
— Na hetan da nikun eveld’oun dho zremenn —
Iaouank em euz kollet va zad, va mam karet.
Eun tamik peadra gant poan ho doa goret,
Ar paourkez danvez se, dre laer zo et en dro
Evel ma gountin d’ec’h bremazoun, va aotro.

Eur vreg a fesoun boa dibabet, ha Doue

A ziskennaz warnomp eur rumad bugale,
Pevar Hen deuz galvet. Abarz nemeur goude,
Ho mamik ker tener ieaz d’ho heul d’an ee !

Choui am c’hredo, Aotrou ; mar d’oun bet glac’haret,
Bep wech, e kreiz va c’holl, da Zoue ’m euz laret :
» He roet ho poa din, hag he gemer a rit,
» Ra vezo gret pep tra, O Mestr, vel ma karit. »

Allaz ! — aman Loranz n’em savaz neur grena —
Kement all a enkrez ne oant netra, netra,
E kenver ar poaniou ’m euz gouzanvet warlerc’h.
— Laouik n’em zao ive en he za — An teir verc’h
Oe choumet c’hoaz ganen (eben oa dimezet)
Ha ne ket deut an diaoul da lakad ’n ho speret
Oa dleet d’hei lezel ho zad koz hag intaôn
Da veva, mar karie, divar glac’har he gaôn,
Pe da vervel kentoc’h dre nerz he ran-galon ! ! !
Biken befe kredet divize ho mistri
Flastret kalon eun tad evel eun torch listri ! ! !

Ia, el int ’n eur gouent, an eil warlerc’h eben,
Da n’em vezia beo, ha dra kriz, ’n eur goulenn
Al lod a zeue d’hei a berz ho mamik kez !
Penoz c’hell tud devot beza ker didruez !
Goude beza rannet, brevet kalon eun tad
Dont c’hoaz da ziframma ar pez en doa a vad !
Ar c’houec’hvet gourc’hemen : « tad ha mam enori »
Ho respet evithan eo hen deurel er pri !
Lezel al liberte gant tud zo ker digar,
Me c’houlen, ô va bro, ha ne ket eur glac’har ?

Laouik a éj he benn, hep larad tra war ze,
Teuzi renk ar gaou vil dirag ar wirione.

Pounner oa bet an taol. Eur c’houezen ien grogaz
E tal hon Loranz koz.
Ivona p’arruaz :
« Petra zo, emezhi, tad, n’em gavet ganeoc’h ? »


An Aotrou

Oh ! bezit, Ivona, bezit dinec’h e peoc’h...
Ho tad en deuz sonjet er c’hroaziou a bere
Eo karget hom buez...

Ivona

Klevit va digarre ;
Eun dra bennag, Aotrou, zo c’hoarvezet aman,
Rak biskoaz na veliz al liou fall ze warnhan.
Deomp eta, tadik kez... skuiz a dleit beza

Laouik (en eur zellad)

Evurusa Loranz ! Chentilla Ivona !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Ivona

Tad, petra rin-me d’ec’h ?

Loranz

Oh ! netra ; p’am be poan,
D’az kweloud, d’az silaou ez e va holl dizoan.

————