EUR GENTEL
Dre fors kana Nouel, lare d’in m’amezek
Gwechal pa oan bihan, e teu an Nédélek.
Ar medisin — unan ar re wella, dam giz,
Em beuz anavezet adal ma iaouankiz —
Doa roed e c’hrad vad ma ieje Loranz kez
D’ober eun dro liors, harpet war he baotrez ;
Ha setu int eta o vont sederik braz
Evel daou amouruz beteg ar gador skoaz.
Alo ! breman, tadik, me ia prim da pinset
Va lienach ; ha c’houi, c’hoarzit brao d’ho steret.
Ia, ke, va labousik, d’az labour binniget ;
Vid’oun me vo gentil gant va mignounezet.
Evel ma sonjit mad, Laouik ne oa ket pell ;
Na wie gant ar stad penoz en em derc’hel
Na me zo bet poaniet, Loranz, en deziou man !...
Setu c’houi en ho ploum ha pare a welan...
Ia zur, aotrou kure, ha ra vezo meulet
Hon Tad a zo en Env
Hag itron ar Salet...
Goustad, deomp war hon han hag ez afomp pelloc’h.
N’oun ket gwal souézet o klewoud ac’hanoc’h,
Nann sur, va aotrou kez, rag gouzout ran penoz
Kalz euz ho kenvreudeur a vir ho lagad kloz
War ar gevier paket ebarz ar siminer.
Sonjal re d’in velken o poa eur skiant re gaer
Vit harpa eun dra faoz ha noazuz d’ar gwir fe.
Gaou, itron ar Salet! neuze ta, me garfe
Kaout etre va skilfou eur pinsin balc’h bennag,
Kanfe goap d’ar Salet! ’Neun taol pao ve distag|
He c’hoaperez diouthan ; rak, pez so zur, eur mab
En deuz evit hen ren an tad santel ar pab,
Mistri zibun dre leor Billuar, Ligori,
Rodrigez, Peroné, Veuillot, Tronson, Guri,
Na c’hell ket fazia na beza eun azen.
Ichékon ! nag a dud ! vit paka fri pep den
Renkfenn kaout eun dévez...
Choarzit, Loranz, atao ;
Med ar Salet, ha c’houi ve goest d’hen dianzao,
Ha da ziskouez d’in em beuz lounket eur gaou ?
Raktal Aotrou kuré, mar kerit va zilaou.
Da genta ar Werc’hez, piou lar deuz hi gwelet ?
Daou gezik oa a vec’h digorct ho speret.
Hervez ho lezennou eun test ne test ebet ;
Pevarzek vla zo red, ha Maximin n’en doa
Met unnek, Melani a vec’h pevarzek vloa.
Rak se ta testeni ar paotr zo didalvez,
Ha na refot netra gand hini ar baotrez.
Eskop ebet na hell gand eun testik hepken
Planta traou burzudus en eun iliz kristen.
A naontek gwengolo, emberr daou ugent vla
Petra deuz int gwelet? « Ar werc’hez o wela ! »
Ec’h ! Me larfe kentoc’h, an diaoul o vouzc’hoarzin
Neur welet an dud kez o koueza ’nhe pinsin.
Ha petra, emezint, e deuz lavaret hi.
« Ma na fell ket d’am fobl, klewit, d’am fobl senti »
Biskoaz an drouk speret n’euz stignet falloc’h tra
« E vo red din lezel brec'h va mab da goueza.
« C’houec’h de em boa roet d’an dud vit labourad,
« Med ar zeizvet zo d’in, ha den n’hen vir ervad »
Gand ar sotoni ze daoust ha c’hui gav c’houez vad ?
Hag ar werc'hez a ve muioc’h trugarezuz
Eget salver ar bet ? Euzuz, Aotrou, euzuz ! !
« Eun Doue zo hepken, eun advocad hepken
« Etre Doue ha ni, Jesus-Christ mab an den »
Ze lennomp el lizer gant Pol da Dimote,
Ha c’houi hen deuz lennet michanzik koulz a me.
Ar werc’hez n’hem rafe Doue hi he unan !
Ne ket hi, mez an dud her ra Doue breman !
Laouik silaou bepred, hep lavaroud netra.
Med Loranz ia en dro, ha falz kammet ne ra.
Ar werc’hez hirie zo a uz Doue an tad !
Ia, siouaz, kement se ne ze met re anad.
Petra weler breman, ebarz an ilizou ?
War aoter ur werc’hez ar c’haera bokejou
Hag an aour o ruilla harz treit an itron goant,
An dilerc’h vo roet d’ar Mabik ma ’neuz c’hoant !
Pad eur miz hep diskuiz, hi a dap enoriou
Hag e kement kantik an holl meuleudiou.
Digarez ma kanont Ave maris stella
War toniou da zanzal, an tadou Loiola...
Ia, ia, med diskouezit, ervez m’ho c’heuz gwestlet
Ez eo faoz hon itron burzuduz ar Salet.
Fé ! diez e ze d’in gant eur c’hoz dimezel
Ober d’ec’h eun itron... Med, koulskoude, evel
Maz’oun techet d’ober plijadur d’am nesa,
Vit plijout d’ec’h, aotrou, me raio eun esa.
Koef soun kroumet eûn tam war an arog er pen,
Kurunen roz var dro ; eur pez gouzougen wen,
Boukejou tro war dro ; roben wen goloet
A berlez lugernuz ; davancher alaouret
Leun a berlez melan ; lerou melan zo ken ;
Boutou ler gwen, gand roz ; bouklou metal melen ;
Er bruchet eur groaz aour dre eur chaden dalc’het ;
Krist, turkez ha morzol ; eil chaden melennet ;
Ment braz evit eur plac’h ; bek gwen hir eun tamik.
Setu aze, aotrou, al leanez sodik
Zo bet ker burzuduz e menez ar Salet.
Dimezel Lamerlier eo ar pen avelet
Deuz gret ar c’hoari ze. Pep hini en Grenobl
Anvez mad ar zodez a lavare : Ma fobl.
Hag arog a goude an naontek gwengolo
Ez e ’n’em diskouezet en he gwisk divalo.
D’ar person Déléon he dewa tamalet
Da veza c’hoariet ar Werc’hez er Salet,
E deuz gret daou brosez : ho daou e deuz kollet.
An advokad, Jul Favr, ker brudet e Pariz
Na zistrofe hirie mez’aoun braz war he giz,
Ker brao oe ar chupen e doa tapet eno
Neur difen eur zodez anvezet mad er vro.
Red eo beza leal : pinvidik braz e oa
Ma mezel ; ar mizou e deuz prizet paea.
Hi unan deuz renket ouspen eur wech anzao
Oa hi ar werc’hez foll ; — sod ve paket atao —
Mar doc’h en douet, aotrou, testou a zo beo c’hoaz.
Goude ma plich d’ec’h lenn, c’houi laro din warc’hoaz
Hag hen meuz laret gaou diwar ben kement se ;
Presta rin d’ec’h levriou ziskouez ar wirione.
An eskop Dupanloup, goude eun enklask piz,
’Neuz laret: Ar Salet zo noazuz d’an iliz. »
Ar miraklou nevez, en deuz laret eun all,
Ro d’an dud disfizianz ouz ar re gwir gwechall.
Hag an abek ma choum hon Itron en he za ?
Arc’hant ar pennou zod deu eno da goueza.
E keit ma vezo aour o harpa ar gevier
Kement Leon a vo harpo pep Lamerlier.