O dousat da gelo
’Zo war ar muzello !
Janed Ark ken karet ’Touez ar zent ’vo laket
|
|
diou wech.
|
’Touez ar zent ’vo laket,
Gant hon Tad binniget,
Gant Pi dek, ar Pab bras,
’Lar d’imp esperi c’hoaz.
Esperi ’wit hon bro
’Devo c’hoaz en Nenvo
Eur zantez vras ouspen
Ewit dont d’hen difen !
⁂
Breman ’zo pemp kant vla,
Eun drue ar vrasa
A rene en hon bro,
Arru ’pal ar maro !
Pa zibabas Doue
Eur plac’hig yaouank-tre,
Kunv, izel a galon,
’Wit argas ar Zaozon.
Ar Zaozon villiget,
En hon bro diskennet
Ha dare da laret
Ne oa ken Franz ebet !
Ganet en Donremi,
Klewet mouezio ganti,
E despet d’he c’herent,
Ee em laka en hent !
’Dreuz d’an enebourien,
Gant poan e c’hall tremen ;
Kavout ’ra ar Roue,
Komz ’ra a-beurz Doue !
Ar Roue souezet
Janed a wel galwet ;
Janed ya d’ar brezel
En he dorn eur baniel.
Orleanz goneet
War ar Zaozon trec’het,
Ar Roue ’zo sakret
Hag ar Franz ’zo salwet !
Mes Doue a c’houlen
Kaerât he churunen ;
Janed, tapet, gwerzet,
En bev a vo dewet.
Arôk ’vo tamallet,
Mes n’en em droc’ho ket,
He c’homzo d’ar barner
’Vo reiz, leun a zouster !
M’he dilez ar Roue,
Kennerzet gant Doue,
Janed ’gerz d’ar maro,
Maro spontus, mar zo !
An tan a droïdel,
Dare eo da vervel !
Pokat a ra d’ar groaz,
Hano Jezuz ’lar c’hoaz !
Jezuz ! Jezuz ! Jezuz !
’Largant eur vouez klemmus,
Hag hec’h ine neuze
A nij ’trezek Doue.
⁂
Pel ’zo kristenien Franz
’Veve en esperanz
Da gât en ilizo
Janed war ’n oterio.
Ha setu deut an de
Ma reio ar Pab d’ê
O mennad binniget :
Janed santez hanvet !
Kaeroc’h flourdilizen
N’eus ket ar Franz kristen,
Dispar ar berlezen
A splan ’n he c’hurunen !
Eur berlezen dispar
Diwanet ’n he douar,
Hag eun difennerez,
’Kreiz he zristidigez !
Janed, lilien goant,
E-kreiz hon nec’hamant,
Deut c’hoaz, deut da viret
Ar Franz, hon bro garet.
|