Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janed ar Yudeg.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 406-416)



JANET AR IUDEK.
GWES KENTA.
________


I


   Janet ’r Iudek ’zo dimezell,
Na briz ket neza hi c’hegell,
Nemet hi gwerzid ve arc’hant,
Hi c’hegell korn pe olifant.

   Janedik ’r Iudek, c’hui a gleo,
Ken melenn hag ’nn aour e ho pleo ;
Pa vent melennoc’h un anter,
Na po ket Fulup Ollier.

   Et eo d’ Wengamp, ’boe diziou,
Na ewit resev ann urzou,
P’oa o tremenn gant he urzou.
Oa Janedik war hi zreuzou :

   Oa Janedik war hi zreuzou,
Hi oc’h ourla mouchouerou ;
Ha gant-hi tric’houec’h mouchouer,
C’houec’h ’nn ez-he d’ Fulup Ollier.


II


   Fulup Ollier a lare,
’N ti ’r Iudek koz pa arrue : —
— Demad ha joa holl en ti-ma :
— Ar Iudek koz pelec’h ema ? —


   Ar Iudek koz a lavaras
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas :
Petra ’glaskes war-dro d’am zi,
Mar na c’houlennes ket dimi ? —

   — Iudek koz, ho pedi a rann,
Da donet d’am ofern gentann,
Ha dont muia ma vo gallet,
Met ho merc’h Janet na deui ket. —

   Janedik ’r Iudek a laras,
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas : —
— Bet-drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ’ielo ;

   D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol a brofo ;
Pewar fistol me a brofo,
Hag un douzenn mouchouero. —


III


   Janedik ’r Iudek a lare,
En bered ar Vur p’arrue : —
— Kompagnunes, d’in-me laret,
Ann ofern nevez zo laret ? —

   Ann ofern newez n’eo ket bet,
N’eo ket ’r belek ouit hi laret,
Gant keun d’ vraoa plac’h ar vro-man,
M’eo d’ec’h, Janedik, a gredan. —

   Fulup Ollier ’ tro ’nn asperges,
A Krog Janet en he surplis :
— Fulup Ollier, distreit ouzinn,
Pec’het ho euz, balamour d’inn !

   Mamm Fulup Ollier lare
Da Janet ’r Iudek, en de-se ;
— Janet ’r Iudek savet ho penn,
C’hui welo Jesuz ’n oferenn ;

   C’hui welo Jesuz presantet
Tre daoudorn ho muia karet… —
A-gichenn ’nn aoter d’ann or-dal,
Oe klewet kalon Janet ’strakal.

   Un’ ar c’hureed ’c’houlenne :
— A koad ’nn iliz ’ strak er giz-se ? —
— Salv-ho-kraz, aotro, na eo ket,
Janet ’r Iudek zo fatiket ! —


VI


   Janedik ’r Iudek a lare
Er ger d’hi, zad, pa arrue : —
— Me ha d’am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann ;

   Bikenn ann ez-han na zavann,
Ken ’vo ur wes d’am liennan.
Tric’houec’h amourouz kloarek ’m euz bet,
Fulup Ollier ann naontekvet ;

   Fulup Ollier ann diweza,
Laka ma c’halon da ranna ! —
Fulup Ollier a lare
Er ger d’he vamm pa arrue :

   — Me ha d’am gwele, ha me klan,
Bikenn ann ez-han na zavann :
M’ouifenn bout kaoz d’varo Janet,
Me garie bikenn ofern n’am be laret ! —

   ’Ma ho c’horfo war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Et int ho daou er memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele !


Kanet gant Marie-Job Kerival.
Kerarborn, 1848.


________


JANET AR IUDEK.
EIL GWES.
________


I


   Janet ’r Iudek ’zo dimezell,
Na briz ket nea hi c’hegell,
Met hi gwerzid a ve arc’hant,
Hi c’hegell korn pe olifant.

   ’Ma Janedik war hi zreuzou,
Hi oc’h ourla mouchouerou,
Deuz ho ourla gant neud arc’hant,
Da c’holo ’r c’haleï hi vo koant.


II


   Janet ar Iudek a lare,
’N ti ’nn Ollier koz p’arrue :
— Roët d’in skabell d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza,

   Serviedenn d’em dic’houeza ;
Mar ben merc’h-kaer euz ann ti-ma. —
— Merc’h kaer en ti-ma n’ vefet ket,
D’ar studi da Baris eo et. —

   P’ee Fulup Ollier d’ann urzou,
Ez oe Janet dre ar parkou :
— Fulup Ollier, distro, d’ar ger.
Beleïenn ’walc’h ’zo en Treger ! —


III


   Janet ar Iudek a lare
Euz prennestr hi c’hambr, un dez oe :
— Me well ’r c’hloer iaouank ’tont d’ar ger.
Ha belek Fulup Ollier !

   Tric’houec’h dous kloarek am euz bet,
Fulup Ollier ’nn naontekvet ;
Fulup Ollier ’nn diweza,
Lakaï ma c’halon da ranna ! —

   Fulup Ollier ’lavare
D’ Janet ’r Iudek, pa dremene :
— Janet ’r Iudek, mar am c’haret,
D’am ofern genta n’ deufet ket ;

   ’N deufet ket d’am ofern genta,
Lakad rafac’h ann-on da vanka. —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ielo ;

   D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol me brofo,
Wit na laro ket ma broïz :
Janet ’r Iudek ’zo diaviz. —

   — Mar karet Janet, n’ zeufet ket,
Me a roï d’ec’h pewar c’hant skoed ;
Ma zad be unan ’roïo kant,
Setu ’r gobr mad d’ur plac’h iaouank. —


   — N’eo ket d’ho aour na d’ho arc’hant,
D’ec’h, Ollier, eo am euz c’hoant,
Nemet o sonjal beza well
Euz ho amitie, ’rok merwell. —

   — Euz ma amitie, tre ’ vewinn,
Wit a ze hallet assurin,
Met nann ewit ho eureujin,
Hag eo ma mamm ’zo kiriek d’in. —


IV


   P’ee Fulup Ollier d’ann iliz,
Chache Janet war he surpliz :
— Fulup Ollier, distro d’ar ger,
Beleïenn ’walc’h ’ zo en Treger !

   Pa lare ’r belek : Dominus vobiscum,
Save Janet en hi zao plomm.
Allas ! pa ver er goureou,
Kouezaz Janet war hi genaou !

   ’Gichenn ’l balustro d’ann or dal,
Oe klewet hi c’halon ’strakal,
Ken a c’houlenne ar c’hure
Ha koad ann iliz a strake ?

   — Janet ’r Iudek, savet ho penn,
C’hui welo Jesuz ’n oferenn ;
C’hui welo Jesuz selebret
Tre daoudorn ho muia karet ! —

   Kasset oe da gambr ann dourrell,
Hag eno chommas da verwell.
Mamm Fulup Ollier ’ lare
D’hi mab belek eno neuze :

   — Hastet-c’hui buhan monet di,
Ha ’n han’ Doue konzolet hi. —
Fulup Ollier a lare
D’he vamm a gomze er giz-se :

   — Tawet, mamm, n’em kaketet ket,
C’hui n’ po ket pell ur map belek ;
Hirie oc’h euz ma belegi.
Ha warc’hoas euz ma interri ! —

   Fulup Ollier a lare,
En kambr ann dourrel p’arrue :
— Demad d’ec’h, ma muia karet,
’hui ’ zo o vont diwar ar bed ! —

   — Ma vijenn ho muia karet,
N’ poa ket gret d’in vel m’ho euz gret ! —
. . . . . . . . . . . . . .. . . . . . .


   Choucha he benn war hi barlenn,
Merwell eno neuze zoudenn !
Doue d’ bardono ann anaon,
Emaint ho daou war ar varwskaon !

   Setu-int et er memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele :
’R re-se oa gant Doue choaset
Ewit bewa vel daou bried !


Kanet gant Mari-Job Kado.
Kerarborn, 1844.


________