Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Janed ar Wern.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 26-42)



JANET AR WERN.
GWES KENTA.
______


I


   — Ter noz zo n’ ’m euz kousket banne,
Henoz na rinn ket adarre ;

   Nag o klewet ann aer-wiber
’C’huibanad war vordik ar ster.

   Ha ma lare dre hi c’huiban :
Na euz dimi nemet unan :

   ’Nn hini dime gant he c’hrad-vad,
Hag a dispenn dre wall-bennad,

   Hag a dispenn dre wall-bennad,
Euz ann diaoul a ra kontrad :

   A ve euz Doue distag krenn,
Evel ar brank euz ar wezenn ;

   Euz ar baradoz distag net,
Evel euz ar blouzenn ann ed ! —


II


   Pa ’z ie Janet ’r Wern da Wengamp,
Da disanzao ar zakramant,

   Da zansal euz ur groaz arc’hant,
Hi’ rankontr ’n denjentil iaouank :

   Hi’ rankontr ’n denjentil iaouank,
Med ’oa gwisket ’vel païsant ;

   Un denjentil, oa brao awalc’h,
Med ’oa he dreid ’vel treid ur marc’h.

   — Janet ar Wern, d’in me laret,
D’ bed den iaouank ’c’h euz prometet ? —

   — Da dric’houec’h am euz prometet,
Med euz hini n’am euz dalc’het ;

   Med euz hini n’am euz dalc’het,
C’hui vo ma hini, mar karet.

   Tric’houec’h kemener ’zo em zi,
Oc’h ober dillad newez d’in ;

   Oc’h ober dillad newez d’in,
Da vont warc’hoas da dimizi. —

   Pa oa ann dillad newez gret,
Da Janet ’r Wern na blijent ket ;


   Da Janet ’r Wern na blijent ket,
Eudann hi zreid ho deuz mac’het.


III


   Ann Aerouant a lavare,
’N ti ar Wern koz pa arrue :

   — Roët d’in skabel d’azeza,
Mar ben-me mab-kaër en ti-ma. —

   — Mab-kaër en ti-ma n’ vefet ket,
Gwennou-daoulagad n’oc’h euz ket ;

   Gwennou-daoulagad n’oc’h euz ket,
Ho treid a zo ’vel re kezek ! —

   — Drouk ha mad gant neb a garo,
Mab-kaër en ti-ma me vezo ;

   Pa ve ma zreid ’vel re ur c’hi,
Ho merc’h Janedik a zo d’in. —

   — Ma merc’h Janedik n’ho po ket,
Rag ma c’honje vo red kavet. —

   — Gant ul lom goad ma biz-bihan,
’M euz gret kontrad oud-hi d’ viken ! —


IV


   Kriz ’vije ’r galon na oelje,
’N ti ar Wern koz neb a vije,

   ’Welet ’n dut a eured douget,
Hag ar wroeg iaouank o kerzet ;

   Hag ar wroeg iaouank o kerzet,
Hi inkane n’ hi gouzanv ket.

   — Taolet-hi d’in war lost ma marc’h,
He-man hi gouzanvo a-walc’h ! —

   Ac’hane neuze n’oe gwelet,
Ken oe oc’h antren er vered.

   Dre ma tostaë d’ann iliz,
Hi oa ken kaër ha fourdeliz ;

   Pa dro hi bizaj d’ann aoter,
Hi ’zo ken kaër hag ar bleun per ;

   Pa droë hi c’hein d’ann aoter,
Ez ie du evel Lusufer !

   ’N aotro ar person a lare
Da Janet ’r Wern eno neuze :

   — Janet ar Wern, d’in-me laret,
Ur pec’het bennag ’c’h euz nac’het ? —


   — Me n’am euz nac’het nep pec’het,
Med seiz promese am euz gret ;

   Ia, seiz promese, siouaz d’in,
Heb eureuji da neb-hini ! —

   — Janet ar Wern, d’in-me laret,
Da biou kenta ’c’h euz prometet ? —

   — D’Ervoanik ’r Bail, a Vourbriek,
Oa ’r c’hentan am euz prometet. —

   Ar belek, vel m’hen euz klewet,
War he inkane zo pignet ;

   War he inkane eo pignet,
Ha da Vourbriek ez eo et.

   — Ervoanik ’r Bail, d’in-me laret,
C’hui zelivrfe ’n ine daonet ;

   C’hui zelivrfe ’n ine daonet,
O komer Janet ’r Wern da bried ? —

   — Me iel’ ganac’h lec’h ma karfet,
Hag a raï ’vel ma lavarfet ;

   Hag a raï ’vel ma lavarfet,
’Komer Janet ’r Wern da briet. —

   Janet ar Wern a lavare
Penaos ann den-ze n’anvee ;

   Penaos ann den-ze n’anvee,
Oa gant-hi ann neb a gare.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Lammet m’ mantel diwar ma chouk,
Ma loski’ ra vel ann tan-broud !

   Lammet d’in iwe ma zeienn,
Ma zeienn eured, ma gwalenn ;

   Ma zeienn eured, ma gwalenn,
Ma dewi reont ’vel tan ’n ifern ! —


V


   Ann aerouant a lavare
Euz sonerrienn ’n eured neuze :

   — Sonerrienn ’n eured, d’in laret,
C’hoari-gaer ’zo bet er banket ? —

   — C’hoari-gaer ’r banket n’euz ket bet,
Janedik ar Wern ’zo kollet. —

   — Sonerrienn ’n eured, d’in laret,
A c’hui c’hoantaë hi gwelet ? —


   — Ia ’walc’h, me c’houlenn hi gwelet,
Med gant n’am bezo drouk er-bed ;

   Med gant n’am bezo drouk er-bed,
Ha ma vinn er porchet rentet. —

   Hag hen o kregi bars he benn,
Hen kass dreist ann tier huël……


VI


   En ifern pa ’z eo arruet,
Janet ar Wern hen euz gwelet ;

   Janet ar Wern hen euz gwelet,
’N ur gador ardant azezet ;

   ’N ur gador ardant azezet,
Dira-z-hi ’r gaoter plom berwet !

   Janet ar Wern a lavare
Da zoner ann eured neuze :

   — Dalet ma chapelet bihan,
Ma losk aman evel ann tann !

   Laret d’ann Nikolas, ma zad,
Eman en ifern he gontrad ;

   Laret da Janedik ar Wern,
Eman hi c’hador en Ifern !

   Dalet ma chapelet eured.
Roët-han d’ann hini vo ’r porchet…… —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Hi chapelet p’eo diskroget,
En puns ann ifern e fontet,

   Hi o kriall : — Ah ! iaou ! allas !
Poaniou ann ifern a zo braz ! —


Kanet gant Marie CLECH.
Loguivi-Plougras, 1867.


──────────


JANET AR WERN.
EIL GWES.
————


I


   — Ter noz zo takenn n’ ’m euz kousket,
Ha fenoz arre na rinn ket,

   Nag o klewet ann aer-Wiber,
O c’huibanad war lez ar ster.

   Ha ma lare dre he c’huiban,
Na euz dimizi ’med unan ;

   ’Nn hini zime da daou da dri
Ez ia d’ann ifern da leski ;

   ’N hini zime da bemp, da c’houec’h,
A zo daonet perpetuel ;

   ’N hini zime da c’houec’h, da seiz,
’Zo distag euz Doue a-grenn ;

   ’Zo distag euz Doue a-grenn,
Evel ar brank euz ar Wezenn. —


II


   Janet ’r Wern ’zo arre dimet :
Da choaz dillad eured eo et ;

   Et eo da choaz dillad eured,
Kaera er stal a vo kavet.

   P’oa o retorn euz ker Gwengamp,
’Tigwezout gant-hi ’n den iaouank ;

   ’Tigwezout gant-hi ’n mal iaouank,
War he viz ur walenn arc’hant.

   Ar mal iaouank a c’houlenne,
Euz Janet ’r Wern p’hi rankontre :

   — Janet ar Wern, d’in-me laret,
Pelec’h ’z oc’h bet, pe-lec’h ez et ? —

   — Me zo retorn euz ker Wengamp,
Bet o c’hoaz ma dillad eured ;

   Bet o c’hoaz ma dillad eured,
Kaera er stal a ve kavet. —

   — M’ho bije a-c’hanon pedet,
Me ’iaje iwe d’ho eured. —


   — Mar na oc’h-c’hui ket bet pedet,
Deut warc’hoas ’r beure, hag vefet. —

   Kement blijaz d’he fantazi,
M’hi c’honduaz beteg hi zi ;

   Beteg hi zi eo gant-hi et,
Allas ! piou ’oa na ouie ket !

   Ar mal iaouank a lavare
Eu hent d’ez-hi na dre ma ’z ee :

   — Janet ’r Wern, m’ vije d’ho reket,
Ni vije hon daou dimezet. —

   — Na ’z eo ket ebars ann hentjou
A dle bout gret ann dimiziou ;

   Me ’zo beo ma mamm ha ma zad,
Vont war al lec’h, rok ’rinn kontrad. —

   — Me, ’me-z-han ’zo beo m’ re iwe,
Med n’ c’houlennann ket ho c’honje ! —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ar mal iaouank a lavare,
Bars ar c’hroaz-hent pa ’z arrue :

   — Janet ar Wern, kontant ’vefet.
A vezimb hon daou dimezet ? —

   — Na n’eo ket bars ar c’hroaz-hentjou
A dle bout gret ann dimiziou ;

   Me ’zo beo ma mamm ha ma zad,
A renkont bezan er c’hontrad. —

   — Me a zo beo ma re iwe,
Med n’ c’houlennan ket ho c’honje. —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Ar mal iaouank a vonjoure
’N ti Janet ar Wern p’arrue :

   — Roët d’in skabel d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;

   Serviedenn d’em dic’houeza,
Mar be me mab-kaër ann ti-ma :

   Me blijo d’ac’h, d’ho zantimant,
Me roïo d’ac’h aour hag arc’hant ;

   Me roïo d’ac’h aour hag arc’hant,
Ha mado ar pez ho po c’hoant ;

   Me blijo d’ac’h ha d’ho speret,
Aour, arc’hant po ’r pez a garrfet. —


   — C’hui a vije a-walc’h d’am grad,
M’ho bije gwennou daoulagad :

   Gwennou daoulagad n’oc’h euz ket,
Ho treid a zo vel treid kezek ! —


IV


   ’N aotro ’r person a c’houlenne
Euz ar mal iaouank, p’hen gwele :

   Petra ’glaskes war-dro ma zi ?
Me na ian morse d’as hini. —

   — Me a zo ac’hann a bell-bro,
Ma brendeur-all ’zo evel-t-on ;

   Me a zo ac’hann a bell-bro
Mab Lusufer eo ma hano. —

   ’N aotro ’r person a c’houlenne
Euz Janedik ar Wern neuze :

   — Janet ar Wern, d’in-me laret
Petra pec’het oc’h euz nac’het. —

   — N’am euz nac’het pec’het abed,
Med seiz dimizi am euz gret ;

   Me am euz gret seiz dimizi,
Heb ober kontrat euz hini :

   Heb ober kontrat euz hini,
Med ar wes-ma, siouas a rinn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


V


   Pa ’z ia Janet ’traon gant ’n iliz
Ez ia ken kaer ha fourdeliz ;

   Pa ’z ia d’ann nec’h gant ann aoter,
Ez ia ken du ha Lusufer.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


VI


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   — Ur banket kaer a-walc’h ’zo bet,
Med ar vroeg eured ’zo kollet ! —

   Ann aër-wiber a lavare
Da zonerrienn ’n eured neuze :

   — M’oc’h euz c’hoant gwelet Janet ’r Wern,
Deut ganin da fonz ann ifern ! —


   Ann aer Wiber a lavare
Da Janet ar Wern p’arrue :

   — Petra d’zonerrien ho eured ’rofet ?
Janet ar Wern, d’in-me laret. —

   — Petra d’ez-he a ve roët
Med ma gwalenn, ma chapelet ;

   Ma gwalenn ha ma chapelet
Ewit kass d’ar ger, d’am fried ?

   Ewit kass d’ar ger d’am fried,
D’ar c’henta am boa prometet ! —

   Euz hi gwalenn, hi chapelet,
Ker-kent ma ez eo diskroget,

   Ur griadenn a deuz leusket,
En punz ann ifern eo kouezet,

   En em laret : — Ah ! iaou ! allas !
Poaniou ann ifern a zo braz ! —


Kerarborn, 1849.


─────────
NOTES ET VARIANTES.


Une autre version donne ainsi la finale de cette ballade :

Pa oant gant ann hent o vonet,
Ar gompagnonez ’n euz laret :
— Jannet ar Wern, em diouallet,
Ur gwall briet gavfann ’c’h euz bet !
N’eo ket henvel euz ur c’hristenn,
Daoulagad diaoul ’zo ’n he benn ! —
Dre m’ tosta Janet d’ann iliz,
Hi a oa kaer ’vel fourdeliz ;
Dre ma tostae d’ann aoter,
Hi a iee du ’vel Lusufer !
— Gant-oc’h, Guern-koz, ’on saouezel.
O welet petra oc’h euz gret,
Roèt ho merc’h da Lusufer,
Laket ’nn ez-hi ’n ker braz mizer !

. . . . . . . . . . . . . . .
Pa lak’ hi gwalen war hi biz,
Saoueze kement oa ’n iliz.
Ober eure ur iouc’hadenn
A oa spontuz, war houez hi fenn !
Meaz ann iliz p’eo sortiet,
Komanz da grial a deuz gret :
— Dewi a rann kig hag-eskern,
Me ’zo un’ ’vemprou ann ifern ! —
Ann douar a zo digoret.
En punz ann ifern eo kouezet !
— Seiz promese faoz am boa gret.
Hep beza hini eureujet ;
Ann eizvet am euz eureujet,
D’ ’nn ifern gant-han renkann monet !
Me ia gant ’nn eizvet d’ann ifern,
Ewit dewi kig-hag-eskern ! —


Kanet gant Mari-Job KADO.
Kerarborn, 1849.


Comme ils allaient par le chemin,
La compagnie disait :
— Jeanne Le Guern, prenez garde à vous,
Je trouve que vous avez là un singulier mari !
Il ne ressemble pas à un chrétien.
Il a des yeux de démon dans la tête !
Quand Jeanne approchait de l’église ;
Elle était belle comme la fleur de lys,
Mais à mesure qu’elle approchait de l’autel.
Elle devenait noire comme Lucifer !
— Je suis bien surpris avec vous, vieux Le Guern,
En voyant ce que vous avez fait ;
Avoir donné votre fille à Lucifer,
Et l’avoir mise en si grande infortune ! —

. . . . . . . . . . . . . . .
Quand elle mit son anneau à son doigt,
Tous ceux oui étaient dans l’église furent effrayés ;
Elle poussa un cri,
Un cri épouvantable, de toutes ses forces !
Et quand elle sortit de l’église.
Elle se mit encore à crier :
— Le feu consume ma chair et mes os,
Je suis un membre de l’enfer ! —
La terre s’est entr’ouverte,
Et elle est tombée dans le puits de l’enfer !
— J’ai fait sept fausses promesses,
Sans épouser aucun :
Mais le huitième, je l’ai épousé.
Et il faut aller avec lui en enfer
Je vais avec le huitième, en enfer.
Pour y brûler chair et os ! —


Chanté par Mari-Job KADO.
Keramborgne, 1849.


Une autre version débute ainsi :

Jannedik ar Wern a lare
D’ar belek iaouank un dez oê :
— Ter noz ’zo takenn n’ ’meuz kousket, etc.


ce qui donne à croire que c’est en confession qu’elle lui parle. Dans cette même version, le premier a qui elle a fait promesse s’appelle : Ervoan ar Bihan, de Saint-Brieuc.
————

Rapprocher cette ballade de celle contenue dans le Barzaz-Breiz sous le titre de la Fiancée de Satan, p. 156 (sixième édition).