Jean-Louis Ha Marivon
Beajet em eus Bretagne, ar c'herioù war ar maez
Me 'ha gant ma bisiklet ha gant ma marc'hadourez,
Na dre-se' on deuet da formiñ tiegez
O na, ne' vank netra ennañ nemet ar vriedelezh
E Treglamus tri miz' on bet e-barz ti ma mestrez
Ec'h ober dezhi he labourioù, e kavout berr an amzer...
Anavezet em-eus eur femelenn a oa deus ma doare
O nag, evit ar c'hentañ gwech em 'oa gwelet anezhi.
O nag, evit ar c'hentañ gwech em 'oa gwelet anezhi.
E oa un nozvezh goude koan e-barzh un ostaleri
O nag, pa sellen deus outi me 'gaves dezhi an aer vad
O na, pa c'hoarzhen deus outi, na, luche din he lagad
O, serten me 'soñje neuze 'oan gant Doue choazet
Da vezañ bet uniset, ha bet hon daou daou bried
O na' me' c'houlas ziganti en eur toned deus ar ger
Na 'peus ket c'hoant 'ta, plac'h yaouank, o d'ober din promesi ?
O na, ne ran ket promesioù, nann, d'ar paotred yaouank
O kar ul lodenn vraz anezhe, na, 'gav mad ar gwin ardant.
O, me am-eus bet asuret, o na, touet war ma fe
O na, birviken paotred vezv gousko barzh ma gwele.
O, c'hwi a zo plac'h a feson, a gredan, Marivon
Ma ' ha da espliko deoc'h, o na, ma c'hentañ rezon.
Kar gwall biskoazh ez on bet mezv ha birviken ne vin
Peotramant me 'sino deoc'h o pa droad d'am distrujiñ
O, me' fell din beviñ mad pa ve kreñv an arc'hant
Ha 'leuskiñ ar vezventi, gant an dud inosant.
O, med tostaat a ra d'an noz, n'omp ket c'hoazh barzh ar ger
Kenavo 'ta, Jean-Louis gaezh, o, te 'vo ma servijer...
Med benn un nozvezh da c'houde me ne oan ket heñvel
O na, 'vid diskenn gant an hent, o na, 'vid mont d'ar wantenn.