Jezus pegen braz e
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Baradoz.
1. Jezus pegen braz e
Plijadur an ine,
Pa vev en gras Doue,
Hag en e garante,
Pa vev en gras Doue.
Hag en e garante !
2. Bèr kavan an amzer
Hag ar poaniou dister
O sonjal de ha noz
E gloar ar Barados.
3. Pa zellan en Envo,
Etrezeg ma gwir vro,
Nijal di a garfen
Evel eur goulmik wen.
4. Gant joa e c’hortoan
An termen divezan,
Hast am euz da welet
Jezus ma gwir bried.
5. Kenkent ha ma vezo
Torret ma chadeno
Me a zavo en èr
Evel eun alc’houeder.
6. Tremen a rin al loar,
Evit monet d’ar gloar,
Dreist an heol, ar steret,
Me a vezo douget.
7. Pa vin uz d’an douar,
Traouien leun a c’hlac’har,
Neuze me rei eur zel
Ouz ma bro Breiz-Izel.
8. Dezi me a laro :
Kenavo d’id, ma bro,
Nag a daerou skuillet
En oud, bro veniget !
9. Kenavo da viken,
Paourente hag anken,
Kenavo pec’hejou,
Trubuil ha klenvejou !
10. Pelloc’h na zoujin ket
Ardou an drouk-speret :
Netra ken n’am sponto
Goude tol ar maro.
11. Goude tol ar maro
Joaüs me a gano :
Torret eo ma chaden,
Libr on da virviken !
12. A bep tu pa zellin
Kement tra a welin
A rei d’am daoulagad
Ha d’am c’halon mil vad.
13. Doriou ar Barados
Digor ouz ma gortos,
Ar zent, ar zentezet,
War o zron azeet.
14. Me vo digemeret
E pales an Dreindet
E kreiz an enoriou
Hag ar meulodiou.
15. Me hello, evit mad,
Gwelet Doue an Tad
Gant e Vab eternel
Hag ar Speret-Zantel
16. Me a welo Jezus,
’N eur c’hoarzi dudius,
O lakat war ma fen
Eur gaer a gurunen.
17. Pegen dous vo klevet
E vouez d’in o laret :
« Deut, zervijer fidel,
« Deut d’ar gloar eternel.
18. « Euz beret an ilis
« Ho korf, bev war e giz,
« Aman, hep pel dale,
« A vo douget ive.
19. « C’houi zo em Barados
« Evel eur blanten roz,
« A zivleun d’ar mare
« Hag e vleun adare.
20. « Evel eul lilien
« Ken kaer en he zae wen
« E kornik eul liors,
« Ez oc’h e kreiz ma fors.
21. Evit poaniou dister,
Evit ankeniou bêr,
Me a vo pevet mad
Gant Doue ma gwir Dad.
22. Kaer a vezo gwelet
Ar Werc’hes beniget
Gant daouzek stereden
A ra he c’hurunen.
23. Gwelet a rin ouspen,
Renket e nao vanden,
Ele hag arc’hele,
Ol o veuli Doue ;
24. Adam hag e bried,
An hol batriarchet.
Kouls hag ar brofetet,
Tud a-goz kurunet ;
25. An ebestel eürus,
Gant diskibien Jezus,
Hag an ol verzerien,
Enor ar gristenien.
26. Tud zalvet a bep bro
A welin c’hoaz eno,
Gante ma zadou koz
Pelzo ouz ma gortos.
27. Gwerc’hezet a bep oad,
Zentezet a bep stad,
Groage, intanvezet
Er bed-man disprizet.
28. Bugale hep niver
Tro-war-dro d’o Zalver
Gant zae o badeiant
O ninjal skanv ha koant
29. Eürustet hep he far,
A vreman me ho kar.
Enoc’h dal ma sonjan
Divec’h enem gavan.
30. Em ol boaniou kalet
A gorf hag a speret
Me zonjo de ha noz
E gloar ar Barados.