Lajat, 1909  (p. 42-44)



KAERDER AN NOZ


D’an Aotro Houerou-Kerizel, person Plistin.


I


En divez ho tevez araok mont da gousket,
’N eur c’hoat pe ’neul lannek n’hoc’h-hu biskoaz chomet,
En eul lec’hig distro, pell eus trouz ha safar,
Da hunvreal en noz ouz sklerijen al loar ?
Evidon, meur a wech, ’m eus bet ’n em ankouaet
Da zellet ouz kaerder an noz steredennet,
Da zellet ouz al loar, Rouanez an noziou,
O neuzial dudius ebarz bolz an Nenvou…

II


Pa sko war an douar he sklerijen liou kouar,
He bannou hir neuze a lak pep tra dispar ;
Dindanne pep traouien, kuzet gant eur voren,
A zeblant eur ster vraz pe eur gaer a blenen ;

Ha kriben pep mene dreist d’an holl blenennou
Zo vel eun enezen kollet kreiz ar moriou…
Abep tu d’in neuze n’an eus nemed dudi,
Kement tra a welan a zo d’in neventi…
Ar gwe braz ha sioul a zistag o skeuden
Reiz, reiz war an douar dindan ar sklerijen,
Hag en o deliou glaz vel a-dreuz d’o brankou,
Al loar, en eur c’hoari, a strink nerz he bannou ;
Ar re-man d’an douar a goue ken kaer ive
Ma kred d’an den bezan ebarz bro an Hunvre

III


Mes ma tec’h achane vit gwelet uheloc’h,
Us d’e zellou a zo eun daolen kalz kaeroc’h ;
Ar stered lugernus, hadet a villierou
A zo evel perlez en splanded an oablou ;
Trei, dizrei a reont, dalc’hmad ’maint o lintri.
Eun nerz a zo ennê hag a ra d’e birvi,
Ma zeblantont d’an dud bezan zellou skedus
An ele hag ar zent, a lavar evurus :
— « Entrezek an Nenvou zavet ho kalonou,
» Ha war zu ho Toue kaset ho pedennou ! »

IV


Evurusoc’h pell, pell vit an evurusan,
En e hunvredigez an den en em ankoua…
N’hallfe ket birviken laret ar blijadur
A zo en e galon, — hen, paourkez krouadur ! —
Pa glev en dro d’ezan eur vouez krenv ha tener :
Mouez vraz ar bed divent o veuli e Grouer !
Eur pennad d’he chilaou, hen a chom zebezet…
Ar vouez a zo ken kaer… Ganti eo goneet !
Ha, stouet d’an daoulin, e-unan gant Doue,
’N eur zellet d’an Nenvou, ganti lavar ive :
— O Doue-Galloudus ! Dirak ho labour gaer,
Ma c’halon, ma feden a zo o diou dister…
Mes n’am eus nemetê… Chilaouet ma mennad :
— Groet m’ Ho karin henoz, hag arc’hoaz, ha dalc’hmad !