Kalvar Plougastell-Daoulaz

René PRUD’HOMME, 1905  (p. 13-17)



VI


KALVAR PLOUGASTELL-DAOULAZ

——


D’am mignouned L. ha P. Carret.


O c’houi, Plougastelliz euruz,
Leac’h oc’h euz da veza lorc’huz,
Poc’h euz en ho parrez dispar
Eun dra gaer evel ho kalvar !

Ar c’halvar-ma a oe savet
Tri c’hant vloaz a zo tremenet,
Dre bromesa ’pad ar vosen,
Pa voe selaouet ar beden.


Hervez a lavar kalz a dud
Kalvar Plougastell ’n deuz ar vrud
Da veza euz ar re gaera
A c’heller gwelet er vro-ma.

Kalvar dudiuz Plougastell
A zo eun testeni huel
Euz a feiz krenv hon tadou koz,
Eüruz pell ’zo er Baradoz.

A bep amzer Plougastelliz
Po deuz bet da ziskouez ho feiz
Ouz aour na poan n’ho deuz sellet,
Ouz ho c’harantez n’ laran ket.

Gouechall ar c’halvar a gavet
O tigouezout barz er vered ;
Hogen, hirio ar re varo
Pelloc’hik zo ’n eul leac’h distro.

Kroaz koz Hor Zalver goulskoude
E Plougastell a vez bemde
Henoret, pedet ha meulet
Gand kalz tud a deu d’he gwelet.

D’in-me ez euz bet lavaret
Eo bet ar c’halvar marc’hatet
Gand divroidi pinvidik
A Vro-Zaoz, me gred, ginidik.


D’ezho dioc’h-tu oe respountet :
« Ar C’halvar d’eoc’h na wersfomp ket,
« Goude ma paefec’h d’eomp he bouez
« En aour hag en arc’hant nevez.


« Gwir donezoun euz hon tadou
« Ar gwella eo euz hor madou ;
« Kentoc’h eged he zilezel
« Karfemp ive kerkoulz mervel. »

Na furra respount ! a dra-zur,
Hag a ra d’an oll plijadur.
Plougastelliz, dalc’hit pell braz
Ho karantez evit ar Groaz.

Abenn nebeud, e kalz leac’hiou
C’houi velo diskar ar c’hroaziou ;
Bea zo goad Breizad en ho kreiz,
Mirit ho re, Plougastelliz.

Na kaer eo da C’houel an Oll-Zent,
Pa zon ar c’hleier ho c’han sklent,
Mont d’ober tro ar c’halvar koz,
O c’houlen d’an Anaon repoz !

An dud hag an amzer zoken
Er bed-ma prim braz a dremen ;
Nemedoc’h, Kroaz sakr va Zalver,
A jomm bepred en huelder.

Ped remzi ho peuz-hu gwelet
War zouar Plougastell tremenet
C’houi, va Jezuz, war ar C’halvar,
A dra-zur, c’houi hebken her goar !


Tenzor talvouduz hor parrez,
Evidoc’h eo hor c’harantez,
Keit ha ma chomfoc’h en hor c’hreiz
Ni vo bepred stag ouz hor feiz.

O va Jezuz, war ar C’halvar,
Selaou ho kenteliou ni gar ;
C’houi eo hon nerz, hor sklerijen
Pa deu war’nhomp barrou anken.


————