Kanaouen ar pot-saout

Kroaz ar Vretoned, 1910



KANAOUEN AR POT-SAOUT
————
War dôn ar skolaer : Me ya endro.


Dimeus an holl vicheriou nan eus ket eur vicher,
Evel hini ar pot-saout dizoursi ha seder.

DISKAN

Tra la la la,
N’eus micher war an douar,
Tra la la la,
N’eus micher war an douar,
Ken bra.

Pa glevan an eünigou kana ho c’hanaouen,
Me zav ma mouez gant o mouez hag e kanan laouen :

Ober eul luskelladen ebarz eur vransigel,
Eo ma brasan plijadur, ma brasan diduel.

Eur fouet kanab a dougan en pign ouz ma c’herc’hen,
Ha gant he strakadenou e tiston ar zaonen.

Pa zeu an neve amzer da zederât ar vro,
Gant pluskalek pe gistin e ran eun totoho.

Me grap er gwe da dapout uou al lapouset,
Ha d’ar zadorn d’abarde me ’me krampouez lardet.

D’an hanv ebarz ar prajou pa ve troc’het ar foen,
Da redek ha da lampet mont a ran diarc’hen.

Pa ’z a war greiz an devez ar re vras da gousket,
’C’han d’ober eun neuiaden gant ma c’hamaradet.

Em bleud en em gavan c’hoaz, pa ve dare ar frouez,
O tibri per, avalou, ha kistin ha kerez.

Bihan e ma c’homanant, tano ma gwenneien,
Med lodennou a gavan, digoust, en bek ar wen.

Pa ve gwall yen an amzer, ve gret eur c’houad tan :
Kichen eur roc’h pe eur c’hleun, da domma ’n em souchan.

Ha pa ve skornet an dour, er poull war eur gleren,
Nan eus ket en tu-all d’in d’ober eur riskaden.

’N em blijout a ran ive o vont d’ar c’hatekiz,
Da ziski lezen Doue ha lezen an Iliz.

Dimeus an holl vicheriou nan eus ket eur vicher,
Evel hini ar pot-saout dizoursi ha seder.

Tra la la la,
N’eus micher war an douar,
Tra la la la,
N’eus micher war an douar,
Ken bra.

An Eun.