Kanaouen d’eur bugel neve-vadeet



Kanaouen d’eur bugel neve-vadeet
————
War dôn : Brema trizek miz ha ter zun


I

Deus, mabig bihan, da velet
An holl draou gaer ’zo ’bars ar bed.

DISKAN

De mad d’it, o ma mabig, ma mabig,
Bue vad d’it, ma mabig, la la.

Sell ouz an heol, ouz ar stered,
O strinka sklerijen ha sked.

Deus da zellet ouz ar mor bras,
Ouz ar stêriou, ouz an oabl glas.

Sell dre holl nag a goantiri,
Kaniri flour ha bokidi.

Bokidi ru, bokidi gwen,
Re c’hlas, re vriz ha re velen.

Klev, ma mabig, mouejou koant koant,
Al lapoused o kana drant.

Loned munut ha loned bras…
Digor da lagadigou c’hlas.

II

Penôs, paour kezig, koulskoude,
Penôs rei digemer d’it-te ?

Paour out, ha noaz evel eur ran,
Na feus na mezer na lian ;

Nag aour, na kennebeut arc’hant,
Netra na feus d’it da-unan.

Evit holl vad, poan hag enkrez,
D’az mam, d’az tad e tigasez.

III

Paour out, evit gwir, ma mabik,
Da ine, ’vat, a zo pinvik.

Pur e da ine, pur ka koant,
Gwalc’het gant dour ar vadeiant.

Doue, da grouer ha da dad,
’Neus evidout eul loden vad.

Rouantelez ar Baradoz,
Eleiz a c’hrasou da c’hortoz.

An Iliz vago da ine
Gant lez nerzus, gant gras Doue.
 
De mad d’it, o ma mabig, ma mabig,
Bue vad d’it, ma mabig, la la.

An Eun.