Kanaouen neve Janed Ark

Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1911



4.


Kanaouen neve Janed Ark
————
War dôn : Sav, Breiz-Izel.


DISKAN


O Janed Ark, truez ouz ar Frans !
Goulennit d’ho pro feiz hag esperans !

Kanomp, Breiziz, kanomp eur ganaouen,
Da Janed Ark, gwerc’hez Loren,
Enor ha gloar, mil ha mil meuleudi !
A-bouez hon penn laromp d’ezi : (Diskan).

Plac’hig santel, du-ze e Donremi,
Abredik c’houi garas pedi ;
Hor bugale, er skoliou dibater,
Na glevont hano o C’hrouer. (Diskan).

Ho karantez evit ar Frans, ho pro,
A reas d’eoc’h skuilh daelou c’houero,
Oc’h he gwelet breset gant an estren,
A venne gounit betek penn. (Diskan).

Klevet a rit moueziou sentezed,
Mouez Mikel zo digaset
Da gemen deoc’h ez oc’h bet dibabet
Da vouta ’r meaz ar Zaozoned. (Diskan).

Ho soudarded, nijet da Orleans,
A sko kalet hep koll fizians,
Hag hepdale kear a zo digelc’het,
Hag an holl Zaozoned trec’het. (Diskan).

Da Reims, goude, ez it a-berz Doue,
Da lakat sakri ar Roue ;
Gant ho panniel, eno en e gichen,
Janed, na c’houi a zo laouen ! (Diskan)
 
Setu brema ho kefridi echu,
Ha distrei d’ar gear a reot-hu ?
C’hoant ho pije, mes ar roue Charlez
A zalc’h tost d’e zervicherez. (Diskan).

War an douar, alies an anken
A deu evel eur goumoulen,
Da zistaga tamm ha tamm hon ene
Dioc’h traou ar bed, evit Doue. (Diskan).

Evel Jezuz, c’houi a zo bet gwerzet
Hag en eur prizon du taolet ;
Evel eun oan, evit ho pro garet
E sakrifis oc’h kinniget… (Diskan).

Ho vertuziou, ho feiz, ho karantez,
N’int ket bet manket eun dervez ;
Ho nerz-kalon er boan a oa padus,
Hoc’h izelegez [1] dudius. (Diskan).

Ha setu c’houi Plac’h eürus diskleriet
Gant hon Tad santel Pi dekved ;
Gwisket a c’hloar, kurunet a lili,
C’houi ’zo da viken en dudi. (Diskan).

Gwerc’hez Loren, kouls hag en hoc’h amzer
Tristidigez zo ’n ho pro ger,
Da Jezuz-Krist, d’e Vikel, d’e Iliz,
E reer pell ’zo eur brezel griz. (Diskan).

Siouaz ! kollet e vezimp, dizale,
Mar na deu d’eomp skoazel Doue ;
Evit ar Frans ho kalon lamm atao,
Pedit, Doue ho selaouo !

DISKAN

O Janed Ark, truez ouz ar Frans,
Goulennit d’ho pro feiz hag esperans !

Klaoda ’r Prat,
(Pluenzir).
Imprimatur :

Quimper, 21 Juin 1911

A. COGNEAU,
vic. gén.


————
  1. Humilité.