Kanaouenno en yez Treger/Eur gir arok
Ar c’hanaouenno a lenfer el levrig-man a zo bet, an darn vuian anê, moulet en Kroaz ar Vretoned. O dastumet em eus, ha advoulet int bet ewit ober plijadur d’am mignoned o deus goulennet ze diganin, mes dreist-oll ewit gallout lakât etre daouarn ma chenvroïz eur levrig skrivet en yez Treger, herve an doare skrivan divizet a newe zo, ha sikour nep hen lenno da garout muioc’h Doue, da ’n em stagan ouz e vro goant, ha da danva gwelloc’h al levenez a gaver o len pe o kanan sonio ha gwerzio skrivet en hon yez dispar.
Al loden vrasan eus ar c’hanaouenno-man a zo bet ’gret e-pad ma adsaven eus daou var-klenved. Nep n’ an eus ket ankouaet skrido ken koant an Tremener, marvet re abred, siouaz ! a gavo kalz a henveledigez etre hon sonio. Eveltan em eus klasket dalc’hmad frealzi ar c’halono glac’haret, kuzuilhan ar yaouankiz, ha kanan kaerder ma bro Breiz-Izel !
Al-levrig man nê ket gret ewit bean lennet en iliz, daoust ma zo ennan meur a gantik hag a beden, mes en korn an oaled, goude koan, arôk ar pedenno.
Gret eo c’hoaz ewit bean kanet dre ar parkeier, e-pad an hanv, ewit sikour ar re a dremen o bue war ar maez da vean muioc’h laouen, ha da didui o amzer, nan gant kanio dizoue ha fall evel ma klewer re, siouaz, en amzer a ren, mes gant sonio ha nan hallont blonsa kalon ebet.
Kê ’ta, levrig bihan, dre bewar c’horn ar vro lec’h ma chom ar Brezhoneg !
Ra gavi lojeiz ha karante e pep ti, dreist-oll dindan an toenno-plouz, ha ra zeui da hadan en kalon hag en spered ma chenvroïz levenez, furnez, frealzidigez ha karante :
Karante Doue, |
Gwengamp, an 4 a viz Kerdu 1908
Y.-M. G.