Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 32-33)



KARANTE
————


Alïes ’m eus bet klasket
Levenez em bue ; hen goullet em eus bet
Digant ar bleun, ar gwe, an dour, an evned ;
Ne larent gir ebet !

Ar bleun d’in a roe
Oc’houez-vat ; diskwel ’rent o liou koant ha brao-tre ;
’Met ar bleun, a hent-all, na reont netra ’bet.
Chom ’reont mut bepret !

Disheol ’m eus bet klasket
Dindan gwe ar c’hoajo, ’lec’h ’kane an evned ;
Kaer em mije selaou, gortoz hag hunvreal,
Netra ’re d’in tridal !

’Kichen ar wazig dour,
Sklaer ’vel lagad an aer, ’us d’ei yeot ha bleun flour
On bet ’n em astennet : andour a dremene
Hep laret man d’in-me !

Petra ’fell ’ta d’an den
Krouet ewit karout, ’keit ma ra e dremen
War an tam douar-man ?… Bean karet ive,
Ha gallout klewet ze !


Karout, bean karet,
Lodenni levenez, ha pa ver glac’haret,
Kât eur mignon a oar sec’han prim an daero,
Alïes ken c’houero.

Kât eur galon divlam,
Ewidoc’h tom ha mat evel kalon eur vam,
Eur galon hag a glask ’n em rei, ’n em rei bepret,
Hep skuizan tam ebet.

Eur galon nan hall ket
Chom hep rei testeni eo gwirion meurbet
Lavar hon zudo koz : kleuz e ve ar girio
Na heuilh ket obero ;

A ra pep tra neuze,
Ewit klask frealzi, pa ’deve digare,
An ine hag a gar evelti hec’h-unan,
Pe ’ve joa, pe ’ve poan !

An tenzor dispar-ze
’Eo kaeran tra ’zo, ha krenvan tra ive,
Aman war an douar : chaden na dorer ket,
Pa ve gant dir mat gret !


————