Karante war an tu-gin

Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 39-41)



Karante war an tu gin !
————


D’ar garante ec’h omp douget,
Ewit karout ec’h omp krouet ;
Karout aman war an douar,
Karout eun de e barz ar gloar !


Ha kaerat tra ’c’haller da gât
Ez eo eur galon reizet mat,
Pe ’ve en eur c’hastel ganet,
Pe dindan toen-blouz kuzet.

Karout a lar ’n em rei dalc’hmad,
Hag en pep lec’h klask ober vad,
Gôut an tu da bellât poanio,
Pa ruilhont, gôut sec’han daero.

Hevelep karante a bad,
Ne velg na gant klenved na oad !…
Honnez ’fat n’eo tam karante
A baouez da garout eun de.

Met nag a dud a ve faziet,
Nag a galon en em roet
A ’n em wel ankouêt, dilezet,
Goude bean da-vat karet !

Laret ’oa d’ei : o, me ho kar
A-dreist pep tra war an douar !
Komzo flour hag a herlinke
Ar galonig paour a gare.

Ya, gwirion ’oa he c’harante,
Ar galon-ze ’oa digor tre
D’an hini, gant e gomzo flour,
Harze da welet eun treitour.

Henvel-mat ouz eur vleuen splan,
E kuze ’r piko ’oa dindan,
Hag an treitour-ze, den fall tre
’Metan e-unan na gare.

Evel ar prenv lous e vunum
O labeï a rum-da-rum
Ar bleun koantan, an treitour-man
A glask koll c’hoaz re all breman.


N’eo ket ’wit bean mastaret
’Doa koulskoude he mam garet
Laket er bed ar bugel-ze !
Diouti pell ar sonj-ze neuze !

Nan, n’eo ket ’wit bean kollet
’Devoa ar c’hatekiz heuilhet,
Hag eun de, hi, lorc’h mam ha tad,
Lakat daero ’n o daoulagad !

Gwelet breman ’n he daoulagad
Daero, hi ken yaouank a oad !
Dirak he zi an evn a gan,
Hag he c’hreiz ’zo eur mor a boan.

Hunvreet ’devoa evrusted,
Karante, ha kât ’vel pried
Eun den an ije he c’haret....
An holl dreo-ze ’zo diskaret !

Kenavo, yaouankiz evrus,
Kenavo lec’hio dudius
Elec’h ’choarie didamall !
Kenavo levenez gwechall !

Ha breman, c’hoarig an Ele,
Nan eus forz pelec’h e vale,
E kav d’ei, poan meurket kalet !
Gant ar biz bean diskwelet.

Evuruz eo c’hoaz ma teu d’ei
Etrezek he C’hrouer distrei,
Ha gant pedenno, gant daero
Gwalc’hi he fec’hed ken c’houero !

Bretonezed ha Bretoned,
Laket start-mat en ho spered
Kement man : Gouelan ’lec’h c’hoarzin
’Ra karante war an tu-gin !