Hekleo Penn ar Bed, 1910



KARANTEZ DIVARVEL
————

O devez ken pell gedet, erruet out pelloc’h !

Laouen e galon, Yannig, echu gantan e bemp bloaz servich, a guitae, hep keuz, bourz al lestr brezel, ha dre eun devez kaer a viz here a gemere an trein e Brest da zizrei d’e vro.

Goude eur pennad mad a hent e tiskenne er gar dosta d’e gear, eur bakadennad pounner a zilhad dindan e c’hazel.

— « Oh ! a zonje-hen, perak mont d’en em zamma ? Lezomp ar pakad-man en eun hostaleri bennak ha kerzomp d’ar gear er c’houllo ! »

Eurus evel n’oa bet biskoaz, an den yaouank a gemeras prim hent e barrez, heurch, du-hont, ouz Menez-Are, e leac’h ma oa eur vam, eun tad hag eun dousig pell ’zo ouz e c’hedal.

Eun droiad a c’houec’h miz edo o paouez ober war ar moriou don. E dud, ankeniet bep tro ma tlie o mab mont d’ober eur redaden a bell, a dlie beza o c’houlen breman an eil ouz egile, glac’haret o c’halon :

— « Daoust hag e tizroio c’hoaz hor paourkez Yannig ?… »

Ar martolod yaouank en doa mall d’erruout warno, hep trouz, en o zi bihan ha da lavaret d’ezo evit o frealzi (consoler) :

— « Bezit laouen hiviziken ! Setu ho Yannig bepred seder evel eur pintig hag echu gantan e amzer vartolod ! »

Teneraat a rea e galon o sonjal er blijadur a rafe ze d’e gerent… ha bale rea, m’hen asur d’eoc’h, hep chom da gonta e gammejou, en eur gana a bouez penn Distro ar Martolod, great, evel a ratoz kaer, evitan :

Dizro, dizro, martolod yaouank,
Deus da welet da lochennig !
Enni kavi eun nor digor frank,
Eun tad, eur vam hag eun dousig !…

E zousig !… Mar oa e zonj genta, o lakaat e droad war douar e vro, evit e gerent, n’ankounac’hea ket evit ze e Varianig.

Ar goanta plac’hig kavet gantan o redek dre vrugegou e barrez e oa, hag a veac’h great gantan an diveza pask etouez ar vugale ma tibabas anezi da zousig.

He c’haret a rea eus holl nerz e ene, ha kerkent deut eun tammig uhelder d’ezan, ez ea ganti d’ar pardoniou ; o daou e kichen eur stalig frouez, hen a brene d’ezi daou wennegad madigou.

Evit e drugarekaat, ar plac’hig a aotree anezan da zont d’he ambroug betek ar gear, da bardaez ar pardon. Kaozeou a nebeut talvoudegez a veze ganto :

— « E peleac’h a vezi warc’hoaz, Naig ?

— Gand va zaoud er Warem Bella !

— Me raio eus va gwella evit gallout mont neuze d’ar Park-braz : eno ez eus ezom da gleuzia… Tost e vezimp an eil d’egile, ha me gaso avalou melen ganen !… Kontant out ?… »

Hag ar pôtr, e zaoulagad e re e vignonez, a glaske divinout ar respont.

— Te zo eur gwaz !

Hag evit diskouez e kare anezan, hi a roe d’he dous he disheolier da zougen ; eun enor hag a glask kalz pôtred !

An amzer-ze oa an amzer vad… mes ne badas ket pell awalc’h.

D’e drivec’h vloaz en em lakeaz Yannig en Arme-Vor, ha prest e oa sammet war bourz eul lestr braz.

Eno, epad pemp bloaz, betek e dri bloaz var ’n ugent, e kreiz ar vrasa breinadurez, Yannig a gavas nerz awalc’h da jom glan. Tentasionou kaer ha gwaperezou e vignoned ; netra na c’hounezas war e vennoz start da jom bepred fur.

Eur wech bennak, koulskoude, e oa bet tost d’ezan plega ; mes abred awalc’h sonj e vignonez a deue d’e gennerzi ha neuze ec’h adneveze ar bromessa great gantan d’e « zurzunel » an deiz araok he c’huitaat : « Me vo d’it bepred fidel ! »

Breman e oa o vont da lavaret d’e zousig en doa dalc’het atao d’e c’her, ha gant plijadur e wele dija mousc’hoarz kontant e vestrez o tont da lakaat he dorn en e hini o lavaret d’ezan :

— Me vo d’it, va mignon !

Hunvreal a rea ive — (petra na hunvre ket an dud yaouank !) — gwelet azioc’h o fenn d’ezo o daou, Doue eus an Nenv o skuilh warno e vennoz…

Tostaat a rea, ha nebeut a hent a zispartie anezan breman eus ti e vignonez… An heol a izelea, ha du-hont, en draonien, eur vogeden dano a zave warzu an nenv.

— « Erruet oun ! » a youc’he ar martolod, ha gant e vouez, eun tam gorrek, e kane eus e vella :

Ma dousig koant ! Hevel eo ouz eun êlik,
He daoulagad zo glaz, lirzin, birvidik !

Evel ma ’z ea hon den yaouank, skanv a droad, demdost war zans, setu ma welas o tont, a benn d’ezan, Mona ar Zorserez, spont mousedigou ar c’harter !

Ar martolod a ehanas eun tam da gana hag a gasas, d’ar vaouez goz, e laouenna : « Demad Mona ! »

Ar zorserez a zizroas krenn ouz an den yaouank ha goude beza sellet, e troas eun tam he daoulagad du ha pikouzet diwarnan, ha gant eur vouez distruj, e c’hrosmolas, just krenv awalc’h d’an den yaouank da entent :

Kanit ha c’hoarzit, va fot,
Prestik awalc’h e ouelot !

Ar geriou-ze, koulz ha ton kanvaüs al loudouren goz, a spountas tre an den yaouank. E wazied a sklasas, hag e gorf a bez a skijas evel ma vije bet tizet gant biz an Ankou.

Ezom ebet da lavaret e chomas ar zon adrenv. Hed an hent, betek ti e vignonez a dostae buhan breman, sonjou duoc’h an eil eget eben a zailhe war e spered.

Digouezout a reas dirak ti Varianig, e benn dem-gollet, ar c’hridien krog ennan, e zaoulagat tenval ha badaouet, e zivesker o krena dindanan…

An natur, gant e wiskad deliou zeac’h, ar c’hreier gant ar chatal enno o vlejal truezus, an ti gant e zoriou hag e brenestrou serret, ar moged-ze o sevel en ear evel eun ene o kuitaat eur c’horf : pep tra, evit e spered strafuilhet, a zante c’houez ar Maro.

Goude marc’hata eur pennad mad, ar martolod kez a gavas nerz awalc’h d’ober eur buntaden war an nor, goude beza savet al loked, hag houman a zigoras frank dirazan.

Eur fallaen a vennas kaout, raktal lakeat e droad kenta gantan en ti o welet eun toullad merc’hed ha gwazed, war bennou o daoulin, doaniet o bizach, o respont en eur vouez, da litaniou ar re varo a zibune eur vaouez goz eus ar geriaden

— « Holl Werc’hezed santel

— Pedit eviti ! » a lavare an dud-se bodet dirak eur gwele e leac’h ma c’hede, sioulik ar maro, eur plac’hig yaouank, war he drem liou gwenn he ene dibec’h.

Dirak an daolen-ze, ken poanius, Yannik a lezas eur griaden oc’h anaout e vignonez er bôtrez doc’hor-ze. Al litaniou a jomas a zav, an holl a zavas sebezet, ha, war he gwele, Marianig, hag a zeblante morgousket o c’hortos ar Maro, a skrijas hag a glaskas kaout nerz awalc’h da zellet… Mes ne c’hallas ket distaga he fenn diouz ar plueg, ha, dinerz, e serras adarre he daoulagad… hag ar ronklen a grogas enni.

An den yaouank a oa deut da gichen ar gwele, hag en despet d’ar re oa eno e felle d’ezan « diframma, emezan, e zousig eus tre skilfou an Ankou ».

Gwelet a read ne ouie ket ar pôtr kez petra rea hag e oa kollet e benn gant an dizesper da c’houzout e vignonez war he zremenvan. Goude beza gallet reisaat an den yaouank, eur vaouez a lavaras d’ezan e tlie pedi gant ar re all evit an ene a oa prest da vont dirak Barn Doue.

Ar vouez a gendalc’has adarre gant he litaniou :

— « Holl Zent ha Sentezed an aotrou Doue.

— Pedit eviti ! »

Breman, frankeat warni, ar plac’hig kez a glaske respont ive gant ar re all. Digeri a reas, gant kalz poan, he daoulagad hag e sellas en dro d’ezi evel o klask unan bennak… Yannig, evel poulzet gant eun nerz kuzet, a zavas en e zav, hag o lakaat e c’hinou war skouarn ar plac’hig e lavaras d’ezi :

— « Marianig !… Me eo Yannig !… da vignon… »

Ar gezez doc’hor a glaskas finval he c’horf. He dorn a oa ganti war an dilhad wele, ha kaout a reas nerz awalc’h d’e zizevel. An den yaouank a grogas ennan hag a bokas d’ezan.

Neuze kontant, ar plac’h yaouank a zisklozas he muzellou evit lavaret, kredabl braz : « Kenavo d’he zervicher er Baradoz e leac’h m’en em garer gwelloc’h ha c’houekoc’h eget war an douar hep aon ebet da veza dispartiet gant ar Maro… »

He muzello a jomas difinv adarre ; he daoulagad a baras war Yannig ; eur mousc’hoarz eus an nenv a sklerijennas he bizach gwerc’h, hag he dorn en hini he mignon, hep poan e… Tremenas, epad ma lavared :

— « Da gaout truez outi, Krist

— M’ho ped, hor zelaouit ! »

Dre druez Doue, he diboanias, hag he hene a nijas da nenv ar werc’hezed…

— o —

Yannig a ouelas dourek, mes doujus koulskoude da youl Doue. Pedi reas evit an hini a gare en tu all d’ar Maro…

Joseph P. Ar BRAZ.