KARRIG-AN-ANKOU
————

Leshanvet « Karrig-an-Ankou » gant tud e vro, Laou goz a zo eur paour-keaz klasker bara. Bet gwechall mevel e brasa tiegeziou a zo e Plougin, Laou, goude m’en devoa torret e vreac’h zeou o koueza diwar eur c’harrad kolo, a en em roas da vad da glask e damm, dioc’h an eil dor d’eben. War-dro Gwipronvel, Koat-Meal, Treouergat, Plougin, e chôme ato, eno ec’h anaveze e dud, anavezet oa ivez ganto, ha bep tro ma teue Laou da lavaret e bater da doull an nor, bugale an ti a lakee en e zac’h eur vozadig bleud pe eur guchennig avalou-douar, hervez a vije gantan en e zac’h.

Breiz a zo bet ato brudet evit he madelez e-kenver ar paour, hag e gwirionez, n’he deus ket laeret he brud, ha daoust ma zo aman koulz hag el leac’hiou all merc’hed hag a zo kriz a galon e-kenver an dud reuzeudik, hor bro a jom ato ar wella e-touez an holl broiou pa ve meneg da rei aluzen d’ar paour.

Tri bloaz a oa abaoe ma oa maro Katou goz, ar velinerez a velin ar Brug, hag he merc’h-kaer Franseza, deuet da veza mestrez war he lerc’h, bep tro ma teue Karrig-an-Ankou da doull he dor, a leze he c’hi da harzal outan, ne deue ket war e dro.

— Mamm n’ema ket er gear, a lavare d’ezan ar vugale, desket da lavarout gevier, ha n’ho peus ket da gaout !

Koulskoude, eun dervez, da c’houel Yann, Laou goz a oa, war-dro div heur goude kreisteiz, e-tal ar velin, azezet, kuzet mad e-touez eur voden lann, en disheol : ar paour a oa o vutuna eur c’horniad, e zac’h bouron en e gichen. En traon d’ezan, e-tal al lenn, bugale ar velin a oa o c’hoari. Gwelout a rea splann ar baotrezig he devoa alies lavaret d’ezan : « Mam n’ema ket er gear, ha c’houi n’ho peus netra da gaout ! » Gwelout a rea ar c’hi blevok gourvezet e-tal e lok. Klevout a rea tic-tac ar velin ha grosmol an dour o koueza war ar rod zu. Outan e-unan ar paour a zonje e devezíou kaer e yaouankiz, sonjal a rea oa tremenet an deveziou-ze evel ma tremen eun hunvre fall. Hag eur veradenn zaelou a ruilh eus e zaoulagad war e chod roufennet ha melenet gant an amzer. Sonjal a ra er gwall darvoud digouezet gantan hag en deus her c’haset war ar c’holo da gousket, en deus laket al lorniez da ziwan war e groc’hen.

— Bah ! emezan, ha petra rin ! Pemzek vloaz a zo emaoun en doare-man, ha boued em eus bet digant an dud vad, ha mar emaoun aman breman e-tal ti eur vaouez kriz a galon, eun tammig pelloc’h, er Velin-Nevez, Marc’harid a roio d’in eur grampoezen lardet a-zoare, ha Lizig, he merc’h-vihan eo he digaso d’in da doull an nor !… Da betra e talv d’in-me ober gwad fall ? Mar d’oun bet gwechall paotr-mad, siouaz, n’oun mui ! Ha na glevan-me ket al laboused o kana er girzier ? Ha, koulskoude, petra o deus, nemet ar boued a glaskont bemdez ! Ha na welan-me ket en-dro d’in, o redek a-denn-askell dioc’h eur bleunven d’eben, ar gwenan alaouret o klask o zammigou boued ?…

Edo Laou goz o sonjal en holl draou-ze, e zaoulagad hanter-serret, pa glevas eur youc’haden skiltr gant ar vugale e-tal al lenn vraz. Gwelet a rea eur paotrig o krial forz, o redek war-zu an ti ; gwelout a rea an dour o klogorenna war ribl al lenn. Trumm ha trumm, ken buhan ha lavaret, Karrig-an-Ankou a redas war-zu al lenn, ha dilhad hag all e lammas en dour. Kregi a reas raktal e bleo eur baotrezen, ha kerkent e bleo eur bugelig, ha buhan war ar seac’h.

Ar vamm, strafuilhet, he holl izili o krena, he daoulagad skoelf, a erruas kerkent war leac’h an darvoud, a grogas en he bugel bihan, ha Laou a gasas d’an ti etre e zivreac’h ar baotrezen, leun a lec’hid penn-kil-ha-troad.

Pa oa deuet ar vamm eun tamm enni he-unan, pa oa kempennet a-zoare an diou verc’hig, ar plac’h digalon a lavaras :

— Lanig, va mabig, lavar d’in penaos eo tremenet an traou e-tal al lenn ? Daoust ha n’eo ket Karrig-an-Ankou eo en deus taolet da ziou c’hoar el lenn, evit o zenna goude er-meaz, evit en em venji da genta, ha d’an eil evit beza deuet mad ganeomp ?

— Oh ! nan, mamm !… Ar paour n’oa ket eno, pa ’z oa kouezet Lizig el lenn, ha pa ’z oa lammet warni Soazig evit klask he savetei. Lizig a zo kouezet en dour da genta, o klask tapout he merc’hodenn, stlapet en dour gant ar c’hi bihan Bidoch !

— Ha perak oc’h eat ken tost-ze d’al lenn da c’hoari ? Ped gwech ha ped gwech all n’em eus ket difennet ouzoc’h an dra-ze !… Hag ato e rit ho penn hoc’h-unan, e tizentit oc’h kenteliou fur ho mamm !… Evurus oun c’hoaz o veza ma ’z eo digouezet warnoc’h Karrig-an-Ankou, rak, anez, oac’h breman diou veuzet ! Ha c’houi, Laou geaz !… eus a betra oun dleourez d’eoc’h, c’houi hag em eus betek-hen disprizet !…

— Me, n’em eus great nemet ar pez a dleen ober, ha mar em eus bet bremaik an eurvad da denna eus an dour ho tiou verc’hig o vont da veuzi, ne c’houlennan ouzoc’h netra nemet ar blijadur da jom aman e-tal an tan da zec’ha va dilhad. En amzer ho mamm, em eus meur a wech o zec’het aman e-tal an oaled-man, ha, meur a wech, hi, gras d’ezi da veza er Baradoz, he deus, gant he skudelladou souben domm, diskournet d’in va ezili. Siouaz ! an amzer-ze ’zo tremenet, hag abaoe, ar c’hi zo bet lezet da harzal ouzin, ho pugale a deue da doull an nor da ober goap diouzin, ha, c’houi, dioc’h prenestr ho solier, a rea sellou du ouzin !…

— Ar pez a livirit, va den mat, a zo re wir, siouaz ! Ya, meur a wech em eus gourc’hemennet d’am merc’h Soazig, an hini ho peus douget bremaïk, hanter-veuzet, etre ho tivreac’h, ya, gourc’hemennet em oa d’ezi monet da doull an nor, bep tro ma teufec’h, da lavaret d’eoc’h n’oa netra evidoc’h. Met, hiviziken, ne vezo mui an traou evel-se. Va diou verc’h, panefe c’houi, a vije bet breman maro, hag eun dlead evel hennez, den ne c’hall her paea gant madou ar bed-man. Eul lochennig soul a vezo savet aze e-tal al lenn, oc’h kostez ar garreg, hag enni, mar kirit, e vevfoc’h an nemorant eus ho puhez. Aman en ti, oc’h an daol-man e teufoc’h da zebri bemdez ganeomp ; ne vefoc’h mui Karrig-an-Ankou, met tad-koz va bugale… Kerz, Soazig, da bokat d’ar paour, d’ar paour am oa desket d’it dispriza ; kar anezan hiviziken, rak, panefe hen, da gorfig mistr a vije bet breman skournet gant ar maro, ha da vamm a vije bet rannet he c’halon…

Roet en deus d’eomp ar vad evit an droug.

Ra vezo trugarekeat da viken !

Loeiz Ar Floc’h.