Katekiz historik/Eil Gévren - V Gentel





PEMVED GENTEL.
Eûz ar Varn.

Éman Jézuz-Krist enn Énv na vîr kéd out-han na zeû da brédéria évid-omp, pa eo dré-z-han é teû d’é-omp holl c’hrasou Doué. Hén eo ar Bélek brâz, a erbéd évid-omp, hag a ginnig bépréd da Zoué ar sakrifiz eûz hé varô hag eûz he c’hloasiou, péhini en deûz kinniget eur wéach war ar groaz. Réna a ra hé Iliz gand ann Eskeb, gand ann Doktored ba gand ar Véleien all, péré a skoazell gand hé Spéred-Santel. Ac’hanô é teûi da varna ar ré-véô hag ar ré-varô. Ar béd gwéluz-man holl a zeûi da-gét eunn deiz a vézô. Kémend a zô war ann douar a vézô peûr-zevet gand ann tân : ann héol hag al loar a gollô hô goulou, ar stéred a gouézô eûz ann Énv, ar béd holl a vézô diskaret ; ann Éled a zonô gand ann drompil hag a strollô a bép tû ar ré-varô péré a zazorc’hô hag a zavô eûz hô bésiou. Jézuz-Krist a ziskennô eûz ann Énv war ar goabrou, gand eur veûrdez vrâz ; ar ré-vâd a vézô lékéat enn tu déou dézhan, hag ar ré-zrouk enn tu kleiz d’ézhan ; hô barna a rai holl hervez hô ôberiou : gervel a rai ar ré-vâd enn hé c’hloar hag é kasô ar ré-zrouk d’ann tân peûr-baduz. Na ouzeur két peûr é teûi ar Varn-zé ; hôgen gwîr eo é souézô ann holl.

Goulenn. Jézuz-Krist enn Énv hag hén na zeû kéd da brédéria évid hé Iliz. Lavar. Ia, hé réna a ra gand ann Eskeb ha gand ar Véleien. G. Ha n’ef-hén két Bélek hé-unan. L. Ia, ar Bélek brâz eo a erbéd évid-omp. L. Pé seurt sakrifiz a ginnig-hén. L. Ann hévélep hini en deûz kinniget war ar groaz. G. Ha na zeûi-hén mui war ann douar. L. Dond a rai da varna ar ré-véô hag ar ré-varô enn deiz divéza. G. Pétrâ a c’hoarvézô enn deiz divéza-zé. L. Kément a zô war ann douar a vézô devet. G. Nag enn Énv. L. Ar stéred a gouézô, ann héol hag al loar a dévalai. G. Pétrâ a rai ann Éléd. L. Strolla a raint ann holl dud ouc’h son ann drompil. G. Ha pénaoz é teûi Jézuz-Krist. L. War eur goabren é tiskennô gand eur veûrdez vrâz. G. Pénaoz é varnô ann dûd. L. Hô barna a rai hervez hô ôberiou. G. Peûr é teûi ar Varn-zé. L. Dén n’her goar.