Katekiz historik/Eil Gévren - XIII Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 79-80)
Goudé ar Bater, ar paota Pédennou eûr ar Gristenien eo ar Grédo, évid énori Doué ô tiskouéza hor feiz ; ar Gonfitéor, évit goulenni digant-han ann distol eûz hor péc’héjou ; hag ann Avé Maria, évid énori ar Werc’hez Santel, hag évit gonlenni digant-hi hé fédennou. Ann holl Gristenien a dlé gouzoud ar Pédennou-zé, hag hô lavaroud da-vihana bemdéz, diouc’h ar beûré ha diouc’h ann nôz. Béz’ é tléond ivé mond, kément ha ma hellont, d’ann ovis anat eûz ann Iliz, péhini a zô gréat dreist-holl eûz a zalmou David, ha rannet é eiz heur dishénvet, gouspérou, komplidou, matinézou, lôdez, prima, tiersa, sesta ha nona. Réd eo c’hoaz poelladi d’ar Pédennou a lavar ar veleien enn oféren, pa rôond ar vadisiant hag ar zakramanchou all, pa réond ann dour benniget, ha d’ann holl vennosiou eûz ann Iliz. Hôgen né két pidi Doué sélaoui pé lavarout geriou, ma n’eo két poelladet ar spéred. Ann diverr eûz ann holl Bédennou hag eûz ann holl gélénadurez Gristen, eo sin ar groaz. Pidi a réomp Doué, ô lavarout : Enn hanô ; pa hanvomp ann Tâd, ar Mâb hag ar Spéred-Santel, éc’h ansavomp mister ann Dreinded ; ha pa réomp ar groaz gand ann dourn, é verkomp mister hon dasprenidigez, ha dré zé hini ann inkarnasion.
Goulenn. Péré eo ar paota Pédennou eûz ar Gristenien. Lavar. Ar Bater, ann Avé, ar Grédo, hag ar Gonfitéor. G. Livirid ann Avé, ar Grédo hag ar Gonfitéor. L. Avé, etc. G. Ha pidi Doué eo lavaroud ar Grédo. L. Ia, hé veûli eo enn hé hanô. G. Pétrâ eo ar Gonfitéor. L. Eunn anaoudégez eûz hor péc’héjou. G. Da bétrâ eo mâd. L. Évit kaoud ann distol anézhô. G. Da bétrâ eo mâd ann Avé. L. Évit goulenni Pédennou ar Werc’hez Santel. G. Peûr é tléeur lavaroud ar béder Béden-zé. L. Bemdéz, diouc’h ar beûré ha diouc’h ann nôz. G. Eûz a bétrâ eo gréat ovis ann Iliz. L. Eûz a zalmou David dreist-holl. L. É pé heuriou ef-hén rannet. L. É eiz, gouspérou, komplidou, matinézou, lôdez, prima, tiersa, sesta ha nona. G. Évit pidi Doué hag a-walc’h eo lavarout geriou. L. Nann, réd eo ivé é vé poelladuz ar spéred. G. Pétrâ eo ann diverr eûz ann holl Bédennou hag eûz ann holl gélénadurez Gristen. L. Sin ar groaz. G. Pétrâ a verk ar geriou. L. É krédomp enn Dreinded hag é pédomp anézhi. G. Pétrâ a verk ar finv eûz ann dourn. L. É krédomp enn inkarnasion hag eno dasprénidigez dré c’hroaz Jézuz-Krist.