Katekiz historik/Eil Gévren - XIX Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 89-91)
Ouc’h-penn ar zuliou, éz eûz deisiou gwéstled da Zoué, a c’halvomp goéliou. Méneg a réeur enn-hô eûz a visteriou al lézen-Gristen, pé eûz a hiniennou eûz ar Zent. Ann daou c’hoél brasa eo Pask hag ar Pentékost. Pask eo ann deiz eûz a zazorc’hidigez Jézuz-Krist. Ar Pentékost eo ann deiz é péhini é tiskennaz ar Spéred-Santel. Nédélek eo ann deiz eûz a c’hinivélez Jézuz-Krist. Ar Rouanez pé ann Épifania eo ann deiz é péhini é oé azeûlet gand ar Majed, a c’halvomb ann tri Roué. Béz éz eûz ivé meûr a c’hoél enn énor d’ar Werc'hez Santel, da Zant Iann-Badézour, d’ann Ébestel, ha da Zent all-bennâg, hervez kisiou ann Ilizou. Réd eo béza predériek brâz, da bép goél, d’en em gentélia diwar-benn ar mister, pé buez ar Sant. Ar pemved gourc’hémenn eûz ann Iliz eo iuni ar C’horaiz penn-da-benn, ann Daouzék-deisiou hag ar Vijilou. Ar C’horaiz a bâd daou-ugent dervez abarz goél Bask évid en em reiza évit-han. Ann Daouzék-deisiou eo ar pevar-amzer eûz ar bloaz, é péré é iunomp tri dervez enn eur zizun. Ar Vijilou eo derc'hent hiniennou eûz ar goéliou. Iuni a réeur ô choum hép dibri abarz krésteiz hag oc’h ôber eur préd hép-kén. Ar c’houec’hved gourc’hemenn eo diouéri kîk da wéner ha da zadorn, é koun eûz a c'hloasiou hag eûz a varô hon Aotrou. Ann hévélep diouéridigez a vireur da holl zeisiou iûn.
Goulenn Pétrâ eo ar goéliou. Lavar. Deisiou gwéstled da Zoué. G. Dré bé abek. L. É koun eûz ar vistériou pé eûz ar Zent. G. Péré eo ar ré vrasa. L. Pask hag ar Pentékost. G. Pétrâ eo Pask. L. Deiz dazorc’hidigez hon Aotrou. G. Pétrâ eo ar Pentékost. L. Ann deiz é péhini é tiskennaz ar Spéred-SanteL G. Pétrâ eo Nédélek. L. Deiz ginivélez hon Aotrou. G. Pétrâ eo ann Épifania. L. Azeûlidigez ar Majed pé ar Rouéed. G. Diwar-benn pétrâ é tléeur en em gentélia enn deisiou goél. L. Diwar-benn ar mister, pé buez ar Sant. G. Da bétrâ eo mâd ar C’horaiz. L. D’en em reiza évid ar Bask. G. Pétrâ eo ann Daouzék-deisiou. L. Trî dervez iûn é pép-hini eûz ar pevar-amzer eûz ar bloaz. G. Pénaoz é tléeur iuni. L. Oc’h ôber eur préd hép-kén, ha goudé kresteiz. G. Pérâg é tiouéreur kîk da wéner ha da zadorn. L. É koun eûz a c’hloasiou hon Aotrou.