Katekiz historik/Eil Gévren - XXIII Gentel





TRÉDÉ GENTEL WAR-N-UGENT
Eûz a Zakramant ann Aoter.

Sakramant ann Aoter eo ar c’horf hag ar gwâd eûz a Jézuz-Krist, a rô d’é-omp dindân ar spésou pé ann doaréou a vara hag a wîn évit magadurez d’hon énéou. Ar Sakramant-zé a zô sakret ha lôdennet é sakrifiz santel ann oféren, péhini eo ar skeûden eûz a sakrifiz ar groaz, dré béhini Jézuz-Krist a zô en em ginniget eur wéach d’hé Dâd évit péc’héjou ann dûd holl. Holl zakrifisou al lézen gôz a ioa ar skeûdennou eûz a hini ar groaz ; hag ann oféren a lévéromp, hervez kélénadurez Jézuz-Krist, a zeû da névézi bemdéz ar c’houn eûz ar sakrifiz brâz-zé, hag a rô d’é-omp ann ners anézhan. Ar bélek a zanével pénaoz Jézuz-Krist a réaz ar Sakramant-zé derc’hent hé c’hloasiou, hag a aslavar hé c’heriou hé-unan, dré béré ar bara hag ar gwin a zo kemmet râk-tâl enn hé gorf hag enn hé wâd, hép ma wéleur enn-diavéaz nétrâ eûz ar c’hemmadur, péhini na anavézomp néméd dré ar feiz. Évél-sé, pétrâ-bennâg na wélomp némét bara ha gwîn ével kent, é krédomp stard koulskoudé pénaoz éma Jézuz-Krist enn-hô enn eunn doaré burzuduz ; enn hévélep doaré éma enn-holl-d’ann-holl dindân pép-hini eûz ar spésou, ha dindân pép lôden, ével dindân ann holl ; héb béza rannet na muiet, hag héb éhana da véza enn Énv.

Goulenn. Pétrâ eo Sakramant ann Aoter. Lavar. Ar c’horf hag ar gwâd eo eûz a hon Aotrou Jézuz-Krist, dindân ar spésou eûz ar bara hag eûz ar gwîn. G. Pérâg ef-hén rôed ével-sé d’é-omp.L. Évit béza magadurez d’hon énéou. G. Péléac’h eo gréad ar burzud-zé. L. É sakrifiz ann oféren. G. Pétrâ eo ann oféren. L. Ar skeûden eo eûz a zakrifiz ar groaz. G. Pé vurzud a c’hoarvez enn-hi. L. É teû ar bara hag ar gwîn da véza kemmet er c’horf hag er gwâd Jézuz-Krist. G. Pénaoz é véz gréad ar c’hemmadur-zé. L. Dré c’heriou Jézuz-Krist a lavar ar bélek. G. Hôgen gwéloud a réomp bépréd ar bara hag ar gwin ével kent. L. Ia, râg ar spésou a choum enn-hô. G. Pénaoz éta éc’h anavézomp-ni éma Jézuz-Krist enn-hô. L. Dré ar feiz, ô véza ma en deûz hé lavaret.